Mont d’an endalc’had

C’houæc’hved pennad — VII

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 171-174)



VII


Perag e zo kas ouz a Judevien. — Diabarz eur sinagogen.


Koulskoude ’zo drouk ennomp o welet Judevien all a zav a-wejo o daoulagad diwar o lever evit ober d’imp sello ’dreuz. Evidon-me, birviken n’am ije kredet tremen en o zouez ha mont ma-unan betek penn an hent dall ec’h int bodet ennan. N’on ket ’vit lemel euz ma speret ’pez o deuz græt ’boue naontek kant ’la ’vit goaskan Jezus-Krist hag ar gristenien, ha ’vel santout a ran, er mare-man, yen o c’hontel en em c’hein. Mar o deuz kement o zrouk ouz eur « Goim » (an hano-ze a roont d’ar c’hristen), pegen kazuz na dle ket bean ’vite belek an Hini o deuz krusifiet !

Ya, lampet ’ra, kouls laret, ma c’halon en em c’hreiz, daoust n’on ket ma-unan, ha daoust d’imp da vean difennet gant pautred ar polis turk.

Eun dizamm eo ’vit ma c’halon pellat euz al lec’h-man. ’C’hanta, koulskoude, ’pez a chom enni da divezan, eo an drue ’vit ar Judevien. Malloz an Au. Doue ’zo warne. Kazet int dre-holl ’balamour d’an drouk a reont hag a glaskont ober d’ar gristenien. Goaz d’ar broio a dapont o c’hrenv warne, ’vel m’o d’euz græt siouaz ! war hon bro Frans. Mes goaz ive d’ê o-unan ! An hini a reont brezel d’ean a zo Doue, hag a dalc’ho da bouezan warne gant e vræc’h ponner.

Ha na refont nemet pæan o dle, pe da vihanan dle o zado. Pa c’houlennaz ar re-man digant Pilat ar maro ’vit Jezus, ha pa glevjont ar barner o laret na c’houle ket bean penn-*abek da varo eun den just, e larjont holl d’ean, a vouez huel : « Ra goueo e oad warnomp ha war hon bugale ! »

Epad eman ma speret gant se, e treuzan gant ma *strollad karter ar Judevien. Goude bean gwelet ’nê o ouelan dindan o moger, e fell d’imp gwelet ’nê o pedi en o sinagogen. An hano-ze a roer d’o zi-peden. An hini ec’h eomp enni he deuz en e fevar c’hoste ar memez hed, pemzek metr pe war-dro. Er c’hreiz, savet war dreustelio, e zo eun daul goloet a leverio, en-dro d’ei pemp pe c’houæc’h den arru war an noad : me *gred eo ar re-man ar rabined pe doktored al Lezen. Ar Judevien (pautred hebken ec’h int) a zo eun tamm dre-holl, darn en o zav, darn en o c’hoaze ; hini ’bed anê na zo diskabel : bonnedo ’zo gante, pe zoken toko ; rag meur a hini a zo gwisket e giz an Europ. Euz a bep seurt bro ec’h int. ’Vit laret ar virione, n’o deuz, ha na garont bro e-bed ’vel ma karomp ni Frans hon bro, ha Breiz hon broik. ’Vit diskoel ar garante-ze ec’h omp *goest ni da rei hon mado, hon foan ha beteg hon bue. Na c’houlet ket, avad, kement-se digant ar Judevien. Forz ’zo d’ê pelæc’h bean, gant ma refont arc’hant ?

Koulskoude e seblantont kaout breman c’hoant d’en em vodan en Jeruzalem hag en Douar Santel : mar dalc’h o *niver da griski, e c’hallfent bean trec’h, hep dale, da Vuzulmiz.

Euz dre-holl en em dennont aman : setu perak, en o sinagogen, e welomp war o fenn toko a bep sort giz. Ni a vir ive hon zoko, hag a dremen ekreiz ar pankcho hag ar skabello hep na lavar den netra d’imp. Pep-hini eman o zaoulagad war e levr ; gwech ha gwech all koulskoude e rer d’imp eur zell dizeblant. Delc’hel a rer da bedi en-dro d’imp, ’vel pa na vijemp ket aman. Lenn a vouez uhel, huchal, hirvoudi a rer, pep-hini ’vel ma kar : eun ’dourni ’zo gante, sort n’am euz klevet gwech e-bed. Ar penno ive na baouezont ket da finval : sevel ha disken a reont ha wardro gante e pleg hag e tispleg an hanter euz ar c’horf : larout a rafe ’nen *merc’hodenno a dalc’her da jachan warne gant eun neuden ’vit o delc’hel da finval.

Fentuz eo eta gwelet ha klevet ar Judevien o pedi en o sinagogen. Koulskoude e tremen d’in ar c’hoant da c’hoarzi pa glevan eur vouez reiz, ha danve enni, o tistonan a-dreist d’ar re-all : bean eo hini eur c’haer a den koz, a zo æt gant eur vantel wenn da ganan dirak eun armel zakr an em gav er penn pellan euz ar zal, hag a virer enni leverio koz al Lezen. Eilan ’ra e-unan an doktor koz gant ar re-all evit kanan eur psalm. Mes tevel a ra heb dale, hag ar safar da hadkrigi. Arc’hoaz, de ar sabat, e vo pedet aman adarre gant ar memez trouz. Me ’gred zoken eo an daou c’hir-ze, sabat ha safar, kindirvi gompez pe breuder, mar n’int ket ar memez gir. Gant kement a drouz hag a dizurz e ped ar Judevien de ar sabat, ken e ve roet hano o de peden da gement trouz vraz a glever.


————