Eil pennad — XXIV
D’ar meurs, an dried a wengolo. — Adalek mac’h on dihun, da laret eo war-dro peder heur, ec’h an da *gibellat en eur gabinen a zo auzet evit se. Netra æzetoc’h : n’euz d’ober nemet trei ibilh-stouf eun duelen ha, dioustu, e koue diouti, en eur flistran, dour mor hag a garg en berr amzer eul louer varbr wenn. *Peuzklouar eo an dour : ken tommet e ve, epad an de, gant an heol ! Pa ’pe en em em oalc’het ennan, e lausket anean da redek en eur jechan war eur chadennik : distoufet ’peuz eun toull a zo e fonz al louer ha, ’n eun taul, ho peuz hi goullonteret.
Oh ! nag a vad a ra ar goalc’h-man d’in ’vit ar beure o sevel euz ma gwele ! distanan ’ra ma c’horf, dic’hourdan ’ra ma izili ; laouenaat ’ra ma c’halon ! Mar ’mije gouveet arauk dec’h e c’helle an *dreizerien *kibellat, pep-hini herve e c’hoant, a dra zur, n’am mije ket gortozet hirie ’vit kemer ma c’hibelladur kentan. Epad an distro, me anve unan hag a oaro ’n em digoll war ar poent-man !
Goude bean oferniet ha leinet, e lennan eun dra bennag diwar-benn an Douar-Santel, rag tostaat a reomp d’ean.
Arc’hoaz ar beure, mar he bolante Doue, e vefomp dirakan.
Arauk beaji ennan, e fell d’in anveout eun tammik e zoare. Bete vreman, n’am euz græt kazi netra evit se, da vihanan aboue ’c’hon war vor, abalamour, — piou am c’hredo ? — abalamour n’am euz ket bet amzer. An Tado renerien o deuz urzet pep mare euz amzer an dreizerien gant kement a ijin, ken n’o deuz ket amzer da goll, mar reont pep tra ’vel eo dleet, dreist-holl mar plij d’ê, evel d’in, skrivan eun draik bennak bemde, evit delc’hel sonj euz ’pez a ve c’hoarveet.
Kauzeaden eun heur, hirie, a zo græt gant an autro kont a Biellat, eun autro bet gwech-all pinvik braz, an euz laket e holl danve en obero mad a ra en Jeruzalem aboue pemzek vla ’zo, Eur glac’har dispar en doa bet o koll e wreg hag, o vean n’an evoa ket a vugale, en em oestlaz heñ e-unan, hag e oestlaz e vado d’al læc’hio santel.
An autro kont a Biellat ’n euz savet, dreist-holl, eur c’hlanvdi, hini sant Louiz, unan euz ar re gaeran a zo bet savet en Jeruzalem gant Europeiz. Bean hon defo da gomz c’hoaz dioutan, pa ’man ’stok da di Itron Varia Frans. Eno o chom ive an autro Piellat, a dremen an darnvuian euz e amzer en Douar-Santel.
Gwech ha gwech e ra beaj Bro-C’hall evit pleal gwelloc’h gant e obero madelezuz ha setu petra a dalve d’imp hirie an evurusted da gaout anean d’ober d’imp hon displegaden pemdeziek.
Ya, eur gwir evurusted : rag anvout a ra an Douar-Santel ken rez hag a anveomp eur vro, hon deuz chomet pell enni. Barrek eo eta da rei, diwar-benn e vro neve, alio ha poell enne : Petra a zo yac’huz d’ober ha petra nan eo ket, penauz pleustran an Arabed, tud trubard na glaskont nemet *touellan Europeiz, o laerez ha bevan diwar o c’houst.
« Pa vo d’ac’h, emean, da diskenn euz al lestr, taulet ple d’ho pakajo, Mar gint fetiz, staget oute eur paper a vo roet d’ac’h gant an Tad danzeer : heñ ’rey marc’had evit dougen anê euz al lestr betek ti-gar Jaffa. Ar pakajo skanv, avad, eo gwell d’ac’h dougen anê en ho torn : anez-ze e vefent risklet da vean laket a goste ha laeret gant an dougerien. Mar keret c’hoaz, e rofet anê da dougen d’eur pautrik bennag, gant ma tivisfet a-rauk e heuilho bepred anoc’h. Mar na ve ket dalc’h-mad ho lagad o paran warnan, e kemero an tec’h gant ho tra ha setu c’hwi tapet. Pa vefet arru en ti-gar, mes kammed araug, roet d’ean eur « bakchich » da laret eo eun tamm gwerz butun. « Bakchich ! » ar gir-ze a vo torret ho penn gantan. *Hogen n’it ket da digeri ho yalc’h nemet græt e ve bet d’ac’h eur vad bennag, Neuze ’rofet d’ho Turk (na laran ket pe d’ho Turkez, rag an Turkezed a zo nebeud anê war ar bale ha n’efont d’ho kæ), neuze ’ta rofet d’ho Turk eur pezik gwenn a dalvoudegez pevar pe dek gwennek. Mar keret, ive, e rofet d’ean monei turk ; unan pe daou pe dri vetallik. Pep-hini anê a dalv war-dro eur gwennek hag eur c’hartouron. Gwell eo gant an Turked, avad, hon fezio arc’hant, dreist-holl ar re eman warne skeuden Napoleon. Aour n’ho po da zispign nemet ’ti ar varc’hadourien. Mar dispennet eur pez melen bennag, taulet evez ma vo roet d’ac’h en arc’hant eun dra bennag e tu-hont d’e dalvoudegez ; rag aour Bro-C’hall an euz er vro-ze eun dalvoudegez dreist.
« Evit ’pez a zell ouz ho yec’hed, dioallet ervad da vont e-mæz, — na war greiz an de : risklet ’vefec’h da vean skoet gant eun taul-heol, — na goude serr-noz : tapout a rafec’h buhan arouez ha terzien da heuilh an arouez. An derzien, setu ar c’hleñved ho peuz, dreist-holl, da zioall outan.
« Arabad e vo d’ac’h mont e-mæz hep kaout war ho tok hag e-pign outan eur ouelik lien pe goton pe « vouselin » gwenn, a diskenno war chouk ho kil evit hen disheolian. An domder n’eo ket ponner *iskiz hag an amzer n’eo ket goall-zec’heduz : rak Jeruzalem a zo war an uhel (700 metr a-uz d’ar mor) ha santout a rer bepred eno eur bannac’h avel e-kreiz an domder. Koulskoude, sur mad, e santfet sec’h aliez ho korzailhen. N’it ket neuze da evan dour rig. Dour ar vro nan eo ket yac’huz d’evan. N’eo ket dour andon, dour glao eo, bet miret pell amzer en punso ledan kleuzet dindan an tier e-barz ar roc’h, ha gwisket a ziabarz gant simant. Yen-skorn eo ive ar seurt dour. Evit hen evan e fell troc’han ’nean gant douren sitrons pe gant eun daken sirop.
« Gwelloc’h c’hoaz e vo d’ac’h, pa vefet en Jeruzalem, mont da gaout C’hoar Josefina, eman war he c’hont apotikeri klanvdi sant Louiz ; en he stal e kavfet, e pep mare, dour tomm bet bervet ennan eul louzaouen hanvet tro-heol. Netra a welloc’h da derri ar zec’hed. Na gousto d’ac’h mann ebed. E tu-hont da ze, evit lemel an divlaz anean, mar keret, ec’h evfet c’hoaz eur bannac’hik likeur græt gant al leanez, peadra da adnerzan neb a zo digalon. Evit netra c’hoaz ! Gwir eo, mar peuz c’hoant da dic’haouan al leanez euz ar boan a gemer da ober d’ac’h vad ha plijadur, e hellfet prenan en eur stal-all, a zo ’kichen an apotikeri, an treo ho po da gas ganac’h d’ar gær evit kaout *koun euz ho peaj, e læc’h mont da brenan ’nê e stalio kær.
« C’hoar Tro-heol[1] » (rag al lez-hano-ze a roer d’ei gant an holl) a zo ’kichen hostaleri Itron Varia Frans : eun nor da zigeri, eur gammad pe diou d’ober, ha setu c’hwi dirag ar gauter vraz, eman enni al louzaouen vurzuduz o virvi.
« Evet euz an dour-ze pa ’po sec’hed, ha n’ho po ket a geu. »
Setu aze darn deuz an alio a ro d’imp an Au. kont a Biellat. Pegen gwir ec’h int, gwelet e vo ze hepdale.
Senti ’rey ar belerined oute, ha gwell en em gavfont a ze.
Da c’hortoz, e krog en holl terzien ar pako, eun derzien, me ’lar d’ac’h, hag a lak o goad da virvi.
Dioustu goude ar gauzeaden en em lakont da bakan o stal, an eil goude egile, avad, en pep kamprik ; rag n’heller ket kaer labourat enni daou war eun dro ; ken enk ec’h eo !
Da daer heur, eun taul kloc’h, hag an holl raktal d’ar chapel evel an deio-all evit hent ar groaz. Biskoaz kement-all ’nefoa gwelet an Tad Bailly : « Ar gwecho-all e lavaraz d’imp goude ar pedenno, eur wech krog da reizan pep tra ’vit an disken, na gave ket an hanter euz ar belerined amzer da zont d’ar pedenno divezan, Hirie eo kement ho podadek hag an deio-all : æzet eo gout na n’euz ket a verc’hed ar wech-man etouez ar belerined, Ar bautred na ve gwech ebet gante kement a chare. »
C’hoarzin a reomp eun nebeudik o klevet an Tad Rener, ha ze ’digoue ganimp aliez : eur fentigel bennag en deuz ar peurliesan da laret d’imp hag evit gouzout an tu d’he distagan n’en deuz ket e bar.
Da c’hortoz koan, e peureünomp pep tra en hon zeier hag en hon c’houfro ha, goude koan, evit didui anomp, e zo eun diskoue taulenno skeudek diwar-benn kærio ar Sisil.
Goude ar zalud, ec’h on o tanzen mont da glask ma loch, pa digoue d’in gwelet eun dra fentuz.
Aboue an abarde, eo bet distaget bagik ar c’hommandant euz ar c’hrog a oa en-pign outan hag izelaet da vean a-rez gant ar pont : evel-se e vo prest da gemer ar mor arc’hoaz ar beure, beure mad. Na n’euz breman nemet eur c’haolad d’ober hag e ver enni. Ac’hanta ! unan euz ar belerined n’hell ket harz da lampat ebarz goude ar pedenno. Eman en sell, marvad, da gousket eno ’vel en eur c’havel, Mes eun ofiser da deul ple d’ean : « Hop, ma den mad, e-mæz, mar plich, e-mæz ! » Finvaden e-bed ! Eun tamm hij græt d’ean a deu a-benn d’hen dihuni ha neuze e tistro davedomp, *anoaz ha drouk ennan evit bean bet tennet euz e nez.
Me ’c’h a d’am hini dioustu, rag arc’hoaz e vo red diblouzan abred, ha c’hoaz e vo d’en em diluian evit auzan pep tra ’benn koulz an disken.
- ↑ En gallek : Sœur Camomille.