Eil pennad — XXV
D’ar merc’her, ar bevared a Wengolo. — *Streuvel vraz adalek taer heur. Eun tenn kanol, lausket gant hon lestr evid saludi an Douar Santel, an euz dihunet an holl hag ar veleien o deuz savet prest goude evit ofernian. Me ’lar ma oferen war-dro peder heur hanter. Ec’h on o laret, en ho goude, ma feden a drugare, pa glevan o son eur c’hloc’hik a sko tri daul sklintin hag e santan aoalc’h nan eo ket kloc’h ar *bourz, Pebez levenez a ya neuze ’n em c’halon o sonjal penauz, dre-holl er bed katolik, en Azi koulz hag en Europ, en Jaffa koulz hag en Gwengamp, e ve saludet an Itron Varia d’an *hevelep heur gant kloc’h an Anjelus ! Gwir eo pemp heur Jaffa n’eo ket pemp heur Gwengamp : en Breiz n’eo ket breman en tu-hont da div heur hanter.
Kement-man a digas d’in envor euz eun dra hag a dlejen bean bet komzet anean pell ’zo. Bemde e chanje an heur war al lestr dre ma kerzemp bemde war du Sav-heol.
Eur pennad goude meren, e ræ ar c’houitel-vapeur eur skrijaden ’vit rei da c’hout d’imp pegoulz e vije kreiste d’an heol. Neb a felle d’ean lakat e vontr da heuilh an heol a renke neuze boutan an noade[sic] vihan war rauk eun dek pe daouzek munuten bennag.
Breman ’ta eo pemp heur en Jaffa ha war-dro c’houæc’h heur e tle bean an disken. Amzer am euz d’ober ma fedenno war o hed. Poan, avad, an euz ma spered da asanti gant ma geno ar beure-man. Bremazonn trouz kloc’hik Jaffa a lake ’nean da redek ; setu c’hoaz eun drouz-all hag ec’h eo c’hoaz eun dudi hen klevet : mouezik flour eur skrilh a deu bete ma diskouarn. Aboue on war al lestr, n’eo ket digoueet ze ganin. Daoust perag e kan evidon loenik Doue hirie ’vit ar wech kentan ? Me ’gred e sant heñ ive an douar hag e trid evit se e dammik kalon. Ma ! lakat ’ra e gan ma hini da dridal ive.
Ya, stad vraz a zo ennon o sonjal ec’h an da gwitaat evit eur pennadik al lestr-man, ec’h on krog da skwizan warnan. Bremazonn e lakin ma zroad war an douar stard hag an douar-ze eo an Douar Santel. Evit kerzet warnan ec’h on deut ; rei a ra Doue d’in ma mennad ; trugare d’ean !
Ha setu distro ma spered d’ar gær, e-unan penn, ha deut da gemer lod en peden ma muzello, rag daoulinet on er chapel ’vit trugarekaat an Au. Doue goude ma oferen.
Leinan a ran breman hag en eun doare fetisoc’h evid ar beureo-all : na vo ket meren hirie ac’han da eun heur, pa vefer arru en Jeruzalem. Da c’hortoz, begad e-bed nemet eun tamm kreun ’barz an tren da goulz adlein.
’Benn ec’h on distro war ar *bourz, e kavan ’nean henvel ouz eur vodennad merien : martoloded ha *treizerien a ya hag a deu, prez gante. *Dremmo neve ive a welan : pemp pe c’houæc’h Arab o deuz kavet, a-benn breman, an tu da dont war al lestr hag a zo krog da chouketa sammo ponner. Setu ive bagik vihan ar c’hommandant o tont da gas d’imp, eun drapo a dri liou stignet a-uz d’ei.
Bet eo laket er mor ar beure-man, dal m’eo bet taulet an heor, hag æt eo bet enni ar c’hommandant ha medesin al lestr ’vit mont da gerc’hat medesin an Turked : ken ’nefo gwelet heman ha bean ’zo kleñved staguz e-bed war al lestr, n’hellfomp ket disken.
Setu ’nean o tostaat d’imp war ar vagik. Tremen a ra etre ar bago a zo en-dro d’hon lestr, o c’hortoz kemer ac’hanomp, ha neuze e sav war ar *bourz : eun droik hepken a ra, ha dioustu goude, e kroger gant an disken.
O vean ma ’n em gavan ’kichen an toull a droc’h kleud-tro al lestr e keñver ar *vinz, e c’hellan kavout plas ’barz ar vagik kentan, Eun tregont bennag ec’h azeomp enni gwellan m’hellomp ha diou roenv da skei an dour raktal ha war eun dro. Evit en em glevet, e lausk ar bautred a zo krog enne, hopadenno spontuz. Ha, mar geo mad o c’horzailhen, e tle bean mad ive o bruched hag o divræc’h. Jechan ’reont war o benvek bete c’houezan brein. Eur c’hart leo pe dost a zo da dreuzan ; ’c’hanta, bageal a reont ken buhan ken na lakomp ket kalz en tu-all da bemp munut evit tapout ar *ribl.
’C’h æn d’ankouaat laret perag nan eo ket deut hon lestr da digas ac’hanomp beteg an douar. Na oa ket evit hen ober. Na zo en Jaffa porz e-bed ; eur regennad gorrek a zo a-hed an aud hag a harz al listri braz da dostaat. Eun toull hepken, eun toull moan a zo ’barz ar gouriz mein hag a c’hell ar bago bihan hepken tremen drezan. Me ’oar ervad e vije gallet, ouz ar red, lemel ar c’herrek alese gant tenno poultr ; mes an Turked n’o deuz nag arc’hant, nag ijin aoalc’h d’ober ze.
Da c’hortoz ken e vo græt eur porz-mor en Jaffa, e zo eno kalz a vageerien hag a c’hone o bue o tremen hag o tistremen tud ha marc’hadourez etre an douar hag al listri braz.
Ni a bæ hon re gant eun tamm paper an euz koustet d’imp dek kwennek war al lestr. Int-i, gant diskouel o fapero, a vo pæet diouz ze. Evel-se int harzet da laerez ac’hanomp war ar priz.
Pa o deuz laket o bagik ’stok d’ar *vinz-vein, e tremenont o daouarn dindan hon c’hazel hag e skoaziont ac’hanomp da vont e-mæz. Ha setu ni war an Douar Santel !