Eil pennad — XXIII
Breman, ’vit na dalein ket pelloc’h, am euz da laret penauz eo impliet ganimp war al lestr hon abardevez.
Da eun heur e klevomp eur brezegen greet d’imp gant an Au. Thierry, eur belek disket braz euz a Vro-Velg, a zo kelenner en Skol-Veur Loven : « Ouspenn mil den yaouank, emean, a zo o studian er skol-ze dindan kant mestr a ro d’ê kentelio a bep sort skiant. Ha na goust ket eur gwennek d’ar gouarnamant : ar pemp eskop a Vro-Velg en em zikour evit dastum ar pemp kant mil lur a ve ezom bep pla evit delc’hel an ti.
Na oufe den gouzout ar vad a ra ar skol-ze en dro d’ei. Mar eo ken brao bevan breman en Bro-Velg, mar ren eno a-gevred, hep noazout an eil d’eben, ar fe gatolik har ar gwir frankiz, ec’h haller laret d’ei trugare : ar bautred yaouank a ve kelennet ganti a ra dioute tud a spered, tud a galon ha tud a benn, barrek da urzan peb tra evit brasan mad an holl. »
— « Oh ! ma vije kont evel-se en Bro-C’hall ! » setu ’pez a laromp an eil d’egile goude bean klevet eur brezegen ken kaer !
Da daer heur, eur brezegen gaer all, pe gentoc’h pevarzek prezegen gaer : evit skrivan donoc’h en hon c’halon ar gentel drist mes talvouduz o deuz roet d’imp ’vit ar beure ar pedenno ’vit an anaon, en em laka an Tad Prunier, rener kouent an Itron Varia Delivrans (tost da gær Caen), da gomz d’imp euz ar maro, ’n eur displegan d’imp ar pevarzek poz euz hent ar groaz.
Koulskoude, ne chomo ket hon spered en kaon dindan sonj ar maro, bete fin an de. Eul *lid kaer ’zo da vean hag ac’h a da zederaat anomp : eur prosision en enor d’an Itron Varia Lourd.
Goude koan e roer d’imp bep a c’holoen hag en em lakomp en urz evit ober diou wech an dro d’ar vatimant. Ober ’reomp eur poz er penn arauk ’læc’h e zo savet eur roc’hel, eur c’hao enni, evel en Lourd, hag er c’hao-ze skeuden wenn ar Werc’hez dinam.
’Uz d’ean, e-pign ouz kerden al lestr hag ouz pondale ar c’hommandant, e zo leternio paper a bep sort liou, sklerijennet a-ziabarz gant golo ha hijet gant an avel. Ha n’eo ket an Tado hag ar veleien o deuz kempennet an treo ken brao en-dro d’ar Werc’hez, an ofiserien hag ar vartoloded eo.
Ar wech-man e welan gant ma daoulagad pegen braz, pegen tener eo karante ar verdeidi evit an hini a rer anei Stereden Vor. Ar c’hommandant ive ha pevar pe bemp oflser a zo en renk ganimp, en o dorn bep a gantoul-c’holo. Kanan a reont eveldomp a greiz kalon. Beteg ’barz ar c’hegino, pa dremener dirake, e klever pautred o kanan : Ora pro nobis ! Ar re-man n’o deuz ket gallet dont da gemer renk ’barz ar prosision ; lod a gemeront, avad, en enor a reomp d’an Itron Varia.
Goude an dro gentan en em vodomp holl gwellan m’hellomp en dro d’ar roc’hel gleuz hag e selaouomp eur gir bennag, girio tanek, a lar d’imp an Tad Leopold. Etouez e gomzo, e virin da viken envor euz ar re-man : « Epad mac’h omp aman, emean, kollet war ar mor braz, oc’h enori ar Werc’hez dinam hag o pedi ’nei ’vit hon bro, du-hont war douar Bro-c’hall, e-harz ar meneio Pirene, e sav mouezio-all, mouezio breudeur bodet a villiero ’vit meuli ha pedi mamm ha rouanez hon bro, ’Pez a reont du-hont, ’pez a reomp aman, ar stered a lugern ’uz d’hon fenn en bolz an nenvo, a c’hell hen gwelet hag, a dra zur, sello hon Mamm Zantel a goue warnomp euz an nenvo hag he diouskouarn a selaou hon feden. Pedomp eta, ma breudeur, ha pedomp gant fianz. »
Achu ar brezegen, e kroger gant ar Magnificat (war don Ar Roc’h[2], mar plij), ha kerkent an treo da strakal ha da luc’han : Diwar pontik ar c’hommandant e tenner eun tan artifis. Pa zav a-bik uhel-uhel, ’vel eur c’hlasten voan, peb lostennad poultr tanet, e seblant kas d’an neñvo pep-hini euz pozo hon c’han. Pebez dudi ’vit hon daoulagad ha ’vit hon c’halon !
Ober ’reomp c’hoaz en eur ganan hag hep skwizan eun dro d’ar pont gant ar prosision ha neuze ’c’h eomp d’ar chapel da digemer bennoz ar Zakramant.
Ha setu klozet eun devez talvouduz meurbed evit hon ine : adneveaet hon deuz diou zevosion ha n’heller ket bean hepe eur gwir gristen : hini an anaon ha hini ar Werc’hez gloriuz Vari.