Doue, gwir Bried
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Doue, gwir Bried (1934) ha Cantique de la Pénitence.
1. Doue, gwir bried
D’an ineou,
C’houi ’c’h euz ma c’hrouet,
C’houi ’c’h euz ma frenet,
C’houi ’ch euz ma c’hrouet,
Vit an Envou.
Gwerc’hes beniguet,
Mam druezus,
Me eo ’m euz lazet,
Hen gouzout a ret,
Me eo ’m euz lazet
Ho mab Jezus.
2. Aboe pel amzer,
— N’hellan ket nac’h -
Ez on, ma Zalver,
Ziouas ! eur pec’her,
Ez on, ma Zalver,
Enebour d’ac’h.
3. Eur bugel tec’het
A di e dad,
Eun danvad kollet
Ha pel dianket,
Eun danvad kollet,
Euzus e stad !
4. Ia, me a zo bet
Bete breman,
Ah ! ken aheurtet
Ebars ma fec’het,
Ah ! ken aheurtet ;
Chanj a renkan !
5. Pignomp, ma ine,
War ar C’halvar,
Gwelomp eun Doue,
Leun a garante,
Gwelomp eun Doue
En e c’hlac’har.
6. E dreit zo treuzet
Gant an tachou,
E gorf dispennet,
E ben kurunet,
E gorf dispennet
Gant ar fouetou.
7. Zell-han diwisket,
Zavet er groaz,
E zaouarn staget,
E goste toullet,
E zaouarn staget
Gant tachou braz.
8. Me eo, ma Doue,
Me ma-unan,
Am euz hep true
Dre ma goal vue,
Am euz hep true
Kresket ho poan.
9. Me wel pardonet
Ar mab prodig,
Meur den a bec’het,
Eur plac’h dirollet,
Meur den a bec’het,
Eul laer publik.
10. C’houi a zo bepret
Eur gwir Zalver
Ha na c’houlet ket
E ve den daonet,
Ha na c’houlet ket
Koll ar pec’her.
11. D’ho treit e pokan,
Gant Madalen,
Re e talean,
Re bel e talc’han,
Re e talean
Ma finijen.
12. Genet koz bepret,
Bepret neve,
Poënt eo ho karet
Zalver beniget,
Poënt eo ho karet
E gwirione.
13. Arru eo an de
Da gonsakri
Ma ners, ma bue
D’ac’h, o ma Doue,
Ma ners, ma bue
D’ho serviji.