Mont d’an endalc’had

Jezus hon Zalver, bet true

Eus Wikimammenn
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 96-98)


N° 84. — Poent eo, d’id pec’her.
War an ton N° 84.


1. Jezus hon Zalver,
Bet true ouz ar bec’herien,

Ni a dilez ar pec’het a-gren,
Vit bezan d’ac’h da virviken,
Jezus hon Zalver.

1. Poent eo d’id, pec’her,
Da Zoue digeri an or,
Pa ra da Zalver d’id an enor
Da c’houlen digan-id digor,
Poent eo d*id, pécTier.

2. Aboe pel amzer,
Dianket ha re dibreder,
Ez tevoa dilezet da Zalver,
Ken mad koulskoude n’ez kenver,
Aboe pel amzer.

3. Distro ouz Doue,
Ha dezan beteg ar maro,
Chom fidel ’n eur heuill e lezenou,
Ha birviken n’az tilezo,
Distro ouz Doue.

4. Kreiz tan an ifern
E vo tolet ar bec’herien :
Mar na reont ket a binijen,
Korf hag ine vint da viken
Kreiz tan an ifern !

5. Gant daerou a geûn
Ha zakramant ar Binijen
E pardon Doue d’ar bec’herien
A deu da derri o chaden
Gant daerou a geûn.

6. Zentomp hep dale
Ouz mouez hon Mest hag hon Barner ;
Re divezat a vo d’ar pec’her
Pa dei an ankou d’e gemer,
Zentomp hep dale.


7. Ar vue gristen
A zo gwej dous ha gwej kalet :
Med mar ’c’h euz c’hoant da vezan zalvet,
Dalc’hmad ha pen-da-ben heuillet
Ar vue gristen.

8. Poaniou ar bed-man
Zo neubet a dra evidomp :
Hon zilvidiges zur a ref omp,
Mar eo vit Doue e soufromp
Poaniou ar bed-man.

9. Adalek hirie
E tlean chilaou mouez Doue,
Rak an de arc’hoaz n’eo ket d’in-me ;
Urz-vad a lakin em bue
Adalek hirie.

10. Ni veulo Doue,
En Env hed an eternite,
E touez an ol zent hag an ele,
Mar renomp erfad hon bue,

Ni veulo Doue.

F. G.