Doue, gwir Bried (1934)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Doue, gwir Bried.

A. Prud’homme, 1934  (p. 112-113)



N° XC. — Doue gwir Bried.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 2=66
      \key bes \major
      \override Rest #'style = #'classical
      \time 2/2
      g'2 g4 a | g2 f | bes f4 g \break
      g2( f4) r | bes2 c4 d | bes2 a \break
      c bes4 a | g2 f | bes c4 d \break
      bes2 a | g a4 f | g2. r4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       Gwer -- c’hez vi -- ni -- get Mamm dru -- e --
       zus Me am eus la -- zet
       Dre veur a be -- c’hed, Me am eus
       la -- zet ho mab Je -- zuz.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

Diskan

Gwerc’hez viniget
       Mamm druezus
Me am eus lazet
Dre veur a bec’hed,
Me am eus lazet
       Ho mab Jezuz.

1

Doue gwir bried
       An eneou,
C’houi ’ch eus ma c’hrouet
C’houi ’c’h eus ma frenet
C’houi ’ch eus ma c’hrouet
       ’vit an Nenvou,

2

Ez eus pell amzer,
Pelec’h rei peuc’h !
       Ma’z oun, ma Salver,
Siouaz, eur pec’her,
Ma’z oun, ma Salver,
       Enebour d’eoc’h.

3

Eur bugel tec’het
       Diouz ti e dad,
Eun danvad kollet,
Pe bell dianket,
Eun danvad kollet,
       Spontus e stad !

4

Siouaz ! ez oun bet
       Betek breman,
Ya, ken aheurtet
E-barz ma fec’hed,
Ya, ken aheurtet ;
       Chench a rankan.

5

Pignomp, ma ene,
       War ar C’halvar,
— Sellomp ouz Doue,
Leun a garante(z),
Sellomp ouz Doue,
       En e c’hlac’har.

6

E reid zo treuzet
       Gant an tachou,
E gorf dispennet,
E benn kurunet,
E gorf dispennet
       Gant skourjezou.

7

Sed, hen diwisket,
       E gorf e noaz,
E zaouarn tachet,
E gostez toullet,
E zaouarn tachet
       Ouz koad ar groaz.

8

Ha me, ma Doue,
       Me ma-unan,
Am eus, hep truez,
Dre ma gwall vuhez,
Am eus, hep truez,
       Kresket ho poan.

9

Me wel pardonet
       Ar Mab Foran,
Kouezet er pec’hed,
Ar plac’h dirollet,
Kouezet er pec’hed,
       Al laer forban.

10

C’houi a zo bepred
       Eur gwir Salver ;
Ne c’houlennit ket
E ve den daonet,
Ne c’houlennit ket
       Koll ar pec’her.

11

D’ho treid e pokan
       Gant Madalen,
Re e talean,
E tigarezan,
Re e talean
       Ma finijenn.

12

Jezuz, ho kened
       Bepred nevez,
Ho karout, dleet,
Salver binniget,
Ho karout, dleet,
       E gwirionez.

13

Setu ar mare
       Deut da ouestla
D’eoc’h, o ma Doue,
Ma nerz, ma buhe(z),
D’eoc’h, o, ma Doue,
       D’ho servija.