N° LXXXIX. — Diviz etre ar Sent hag an dud.
An Dud. 1. Porziou an Nenv digoret
’Vit ma klevimp ervat
Gant ar sent ha sentezed
Penaoz eman o stad.
Ar Sent. — O eürusted hep he far !
Diaes eo diskleria
Dre gomzou tud an douar
Pegen mat omp aman.
An Dud. 2. Dreist-holl ni ’fell d’imp gouzout
Kelou eus hon c’hrouer
E vadelez, e c’halloud
E pel lec’h a weler.
Ar Sent. — Anaout reiz anezan
Biken ne rei hini
Nemet ar re ’zo gantan
En nenv eveldomp-ni.
An Dud. 3. C’houi, merzerien didrec’hus
Teurvezit disrevel
Pegement ez oc’h eürus
Abaoe fin ar brezel.
Ar Sent. — War hon penn ar gurunenn
En hon dorn al lore
Ruz-gwad ha splann hon seienn
Ni ’zo gwir Rouane(d).
An Dud. 4. Ha c’houi, doktored Santel
Zo ken lemm ho spered.
Hirie d’imp c’hoaz reit kentel
Eus an nenv d’imp komzet.
Ar Sent. — ’R pez a skrivemp a gaeran
’Kenver ar wirione(z)
’Zo evel eun elvenn dan
Etal an heol kreiste(iz).
An Dud. 5. C’houi, ermited ar c’hoajou
Pell diouz ar bed kuzet,
Goude ho pinijennou
Penaoz en em gavet ?
Ar Sent. — Hon c’halon a zo beuzet
En eur mor a zudi
Ha war-dro gant an Eled
E Kanomp meuleudi.
An Dud. 6. Gwerc’hezed leun a vertuz
Alies disprizet
Petra breman a ret-hu
E palez ho Pried ?
Ar Sent. — Kreiz ar roz hag al lili
Ni a heuilh Oan Doue :
Tostoc’h d’ezan n’eus hini
Dre-holl lec’h ma vale.
An Dud. 7. G’houi labourerien douar
Ken dister ho madou,
Petra hoc’h eus bet er gloar
O kuitât ho parkou ?
Ar Sent. — An nec’h a zo tremenet
Dreist-muzul eo an eost.
A zo ganimp dastumet
O senti ouz hon Mest !
An Dud. 8. C’houi, peorien gez, dilezet
Gant ar pinvik digar,
Hag-en eo ho naon torret
Evel hini Lazar ?
Ar Sent. — Ouz taol Doue azezet
Eus e voed e tebromp
Hag eur vantel alaouret
War hon c’hein a dougomp.
An Dud. 9. Pec’herien hoc’h eus gouelet
Ken c’houerv ho pec’hejou,
Hag-en ez eo dizec’het
Ar wech-man ho taerou ?
Ar Sent. — An daerou o deus gwalc’het
Hon ineou kablus ;
Splannoc’h evit ar stered
Ez omp e lez Jezuz.
An Dud. 10. Holl sent, diskuilhit d’imp c’hoaz
Pegeit e pad ho kloar ?
Moarvat keit ha ma padas
Ho puhez a c’hlac’nar ?
Ar Sent. — Hon gloar bepred a bado
Ken eürus ha ken splann
C’houi ganimp he zanvao
Ma karit chom gwenn kann.
An Dud. 11. Deskit d’imp eta breman
’Touez kement a hentchou
An hent mat pelec’h eman ?
An hent ’gas d’ar joaiou.
Ar Sent. — Dre hent an dek gourc’hemenn
Mar heuilhet hon roudou
Eveldomp, c’houi da viken
Vo eürus en Nenvou.
|