Mont d’an endalc’had

Evit beva gant levenez

Eus Wikimammenn
A. Prud’homme, 1934  (p. 108-109)



N° LXXXVIII. — Evit beva gant levenez.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=108
      \key f \major
      \override Rest #'style = #'classical
      \time 4/4
      \partial 4*1
      d4 g4. f8 g a bes g | a2. bes4 \break
      g4. a8 bes a g f | g2 r4 d | g4. f8 g a bes g
      a2 r4 bes | g4. a8 bes a g f | g2 r4 g
      a4. bes8 c d c bes | a2 r4 g | a4. bes8 c d c bes
      a2. d,4 | g4. f8 g a bes g | a2 r4 d \break
      d4. ees8 d c bes a | g2. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       E -- vit be -- va gant le -- ve -- nez N’eus
       ket e -- zomm aour na per -- lez, Nag eur c’has -- tell a ve sa --
       vet E gern be -- tek bro ar ste -- red Din --
       dan ar soul en eul lo -- chenn, Ar paour a c’holl c’hoar -- zin la --
       ouen. E -- vit be -- va gant le -- ve -- nez, Ka --
       rit Je -- zuz hag ar Wer -- c’hez.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Evit beva gant levenez
    N’eus ket ezomm aour na perlez ;
    Nag eur c’hastell a ve savet
    E gern betek bro ar stered
    Dindan ar soul en eul lochenn,
    Ar paour a c’holl c’hoarzin laouen :
    Evit beva gant levenez,
    Karit Jezuz hag ar Werc’hez.

  2. Evit beva gant levenez
    N’eus ket ezomm aour na perlez ;
    Hag ho pefe holl vel leve
    Leon ha Treger ha Kerne,
    Gant ho tanvez ne brenfet ket
    Eun hanter-devez eurusted :
    Evit beva gant levenez,
    Karit Jezuz hag ar Werc’hez.

  3. Evit beva gant levenez
    N’eus ket ezomm aour na perlez ;
    Kalon an den, a zo c’hoantus,
    P’en deus bet gwenn, e c’houlen ruz,
    Pa ve sec’hour e c’houlen glao…
    Eun dra benag a vank atao :
    Evit beva gant levenez,
    Karit Jezuz hag ar Werc’hez.

  4. Evit beva gant levenez
    Karit Jezuz hag ar Werc’hez.
    Eurus, Eurus eo an hini
    Zo da Jezuz ha da Vari ;
    Gant Jezuz hag e Vamm Santel
    Mad eo beva, dous eo mervel :
    Evit beva gant levenez,
    Karit Jezuz hag ar Werc’hez.