Mont d’an endalc’had

Eizved pennad — XIV

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 261-263)



XIV


Dindan al leuren zakr. — An Nor Alaouret.


Hadkemeret ganimp hon boto, e tiskennomp don don dindan moskeen El-Aksa. Setu ni en eur pikol kao, bolzet eus krec’h, hag enni me n’onn ket ped kant pilher. An hano a Grevier Salomon a reer d’ei : larout a rer ec’h eo bet greet gant ar roue Salomon evit lakat e gezek. Mes ze n’eo ket gwir. Ar pilhero-man a zo bet savet (pegouls ? na ouier ket) evit kompezi leuren an Templ, ha hasten ’nei war du traouien ar Sedron. N’oufe den kompren pegen braz eo darn euz ar vein a weler ’barz ar voger-diavæz, na penauz e ver deut a-benn d’o azean an eil war egile ? Bean o deuz betek triouæc’h troatad a hirder, ha pemp a uhelder. (Sellet ouz skeuden ar bajen 190).

Goude bean gwelet en e donder ar voger a ro harp euz tu ar c’hreiste d’al leuren zakr, ec’h eomp d’ober eun dro warni : rak ledan ledan eo euz krec’h. Pa vouter ar penn dre an toullo hir ha moan a zo en kurunen ar voger, e teu an daoulagad da vezevenni : ken izel e welont dindane *goeled an draouien !

’N eur hedan ar voger e kavomp eun nor a rer anei an Nor Alaouret. Drezi e tremene Jezus pac’h æ hag e teue etre Jeruzalem ha Betani. War he zreujo (neuze ’oa hanvet an Nor Gaer), e pareaz sant Per eun den mac’hagnet, eun toullad deio goude an Asansion. Ar paour kæz a c’houlenne digantan ha digant sant Yan an aluzen, eur bakchij : « Sellet ouzimp ervad, » eme Per. Hag ar paour dioustu da stagan warne e zaoulagad, en gortoz ’michans da gaout eun dra bennag digante : « N’am euz ket arc’hant, ’me an abostol ; mes ’pez am euz a roan d’id : en hano ar C’hrist, Jezus a Nazaret, sav ’n’es sav, ha kerz. » Hag an den paour a gav dioustu e ziouhar hag a red ’trezek an Templ da laret trugare d’an Au. Doue.

’Dalek an abarde-ze ’oa bet laket sant Per er prizon. C’hwi ive, lennerien ger, mar ret ar vad d’ho nesan en hano Jezus, na laran ket na digoueo ket kement all ganac’h. Ken goaz eo hirie en Frans enebourien Jezus ha ma oant er Jude en amzer zant Per : breman c’hoaz eo difennet gante ober ar vad en hano Jezus.

Dre an Nor Alaoured ive, mar geo gwir ’pez a lavar Muzulmiz, e tle ar Franked tremen, eur gwener bennag, evit hadkemer Jeruzalem : setu perak eo bet stoufet gante, ha stoufet euz o gwellan.

’Vit kwitat al leuren zakr e fell d’imp eta mont e læc’h-all da glask digor. Dre gichen an Tour Antonia e tremenomp ha neuze e kemeromp hent ar gær.

Da c’hortoz koan ec’h eomp da chapel klanvdi Sant-Louiz, a zo ’stok d’Itron Varia Frans, evit bean binniget gant ar Zakramant.

Ar Werc’hez ive, an Itron Varia Lourd, a ro d’imp he bennoz deuz ar gleuzen a zo græt d’ei en porz ar c’hlanvdi. Karet eo aman hag enoret gant an holl glanvourien, betek gant ar re n’o deuz ket ar gwir fe. Fenoz dreist-holl e teu kalz anê da zaoulinan diraki : kaer dispar eo e-kreiz ar goloio a daul warni o sklerijen.

Eur c’hantik a ganomp en enor d’ei, ha neuze ec’h eomp da goan.

Ganti hon doa digoret hon devez, en Iliz he mamm santez Anna, ha ganti hen klozomp : eun doare deread da *verzan gouel he Ginidigez.


————