Mont d’an endalc’had

Eizved pennad — XIII

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 259-260)



XIII


Moskeen El-Aksa : Posto an aprouf.


Moskeen El-Aksa en em gav ’læc’h e savaz gwech-all an impalaer Justinian iliz-veur ar *Ginnigaden. An hano-ze a roaz d’ei evit diskoel e teue an tado hag ar mammo, en amzer ar Judevien, da zigas di ha da *c’hinnig d’an Au. Doue o merc’hed bihan, evit ma vijent savet eno en e zoujans. Eno ’veve, *aketuz da bleal gante, intanvezed santel a stumme ’nê euz o gwellan dindan lagad an Au. Doue : rak o *c’helendi a oa harpet ouz an Templ, kouls laret. Eno eo e teuaz sant Joachim ha santez Anna da zigas o merc’h Mari, noajet hebken a dri bla, hag eno he lezjont ken e timejont anei da Josef ar *c’halve. Iliz-veur ar *Ginnigaden a zigase sonj euz a gement-se. Mes setu tremenet meur a gantvet aboue m’eo deut da vean digristenet ha da gemer an hano a Voskeen El-Aksa.

Ar voskeen-man n’eo ket ken kaer hag eben, mes brasoc’h eo. Bean ’zo enni c’houæc’h regennad pilhero : e-kreiz al leuren eur pelerin muzulmad a lenn ’n e goaze levr ar C’horan ; ha, ’vit sikour e zaoulagad da lenn al lizerenno, e vale warne, dre mac’h a, eur vazik koat du.

Kuriusan tra a welan aman eo posto an aprouf, En tu mad d’ar c’heur e zo daou bost marbr, an eil a-dal d’egile : n’euz ket etreze ouspenn eur palevaz hanter. « Neb a c’hell tremen etreze, ’me ar vuzulmaded, ac’h ei eün d’ar baradoz, rag an dud fur hepken a c’hell hen ober. » Eun de bennak, eun den devot, a oa ze en e greden, ac’h esaaz tremen ’tre an daou bost : siouaz ! re ledan a oa a gof, Menel ’reaz ebarz an toull, ha kement en em drailhaz ’vit en em dennan, ken e teuaz da vervel eno.

’Vit mirout na arruje kement all gant hini all ebed, e zo bet laket eur varren houarn a-dreuz etre ar posto : evel-se na glasker ken aprouf ha mad e ver da vont d’ar baradoz.


————