Eizved pennad — XII
Setu, ’vit-se, wardro ar blavez 600, ar c’halif Omar, unan euz ar re an nevoa impliet ar c’hleve ’vit gonid tud da Vahomet, oc’h arruout war al leuren, hag o taoulinan war roc’h ar Moriah evit ober e beden, ha trugarekât an Au. Doue : d’ean, war e *vennoz, e tlee an enor da vean kemeret kær Jeruzalem, trec’het gantan ar Gristenien. Traoalc’h a oa ze ’vit lakat anean hag e dud da zellet al læc’h-ze vel eul læc’h sakr : setu perak e zo bet savet eno eur voskeen gant ar c’halif a deuas da ren goude Omar. Hano heman a oe roet d’ei.
Pedet ’n nevoa c’hoaz Omar, eun tammik pelloc’h, en eun iliz gristen a oa goestlet d’ar Werc’hez o tigas Jezus d’an Templ : ha raktal e oe græt gant an iliz eur voskeen, ha roet d’ei an hano a El-Aksa, da laret eo an hini bellan, ar voskeen zakr a zo ar pellan deus La Mecque.
Mar nije pedet Omar eil iliz ar Be-Santel e vije bet eur voskeen zakr ouspenn en Jeruzalem : mes na gredaz ket mont ebarz, ’balamour ma selle Jezus ’vel eur profet braz. N’eaz ket pelloc’h ’vit an treuzo.
Diou voskeen zakr eta o deuz Muzulmiz en Jeruzalem : ac’hane e teu he hano a El-Kods, pe kær zantel. Hag o diou emeint breman dirag hon daoulagad.
Eomp da gentan d’ar voskeen ar muian kaer hag ar muian sakr : da hini Omar.
N’am euz ket ezom da laret eo bet neveaet eur wech bennak ’boue ar zeizvet kantvet. Digoueet ’zo d’ei zoken, epad eur c’hantvet, amzer ar c’hroazadeier, bean kristenet ha dougen an hano-man : Templ an Autro.
Mes kentan tra a reaz ar Sultan Saladin goude bean argaset hon zado koz euz a Jeruzalem, a oa digristeni Templ an Autro hag hen adgoestlan da Vahomet. ’Vel m’eman breman moskeen Omar, gant he c’haerder dispar, ec’h eo bet savet ha kempennet gant ar Sultan Soliman, epad ar c’hwezekved kantvet.
Bean he deuz eiz koste kompez, hag en he c’hreiz e toug eur volz uhel : uhelan tra ’zo warni eo eur peul a bemzek troatad, beget gant eur c’hresk alaouret, henvel-tre ouz kresk al loar neve. Ar c’hresk-se eo *arouez relijion Mahomet ’vel m’eo ar groaz *arouez ar relijion gristen.
Daoust d’imp na badomp ket gant ar c’hoant da vont ebarz, ec’h eo red mad d’imp gortoz ouz toull ’nor. Fellout a ra d’imp lemel hon boto, pe da vihanan, mar na c’houlomp ket kerzet war hon lero, kemer en feurm diou vabouchen, da laret eo diou votez ler dizeul ha hanter dizolo : ar re-ze e c’heller lakat enne an treid, boto hag holl. Dre respet evit ti o Doue, na c’houl ket Muzulmiz a vefe mastaret gant poultr pe fank an hent.
Me a lez gant ar porjer e vabouchenno hag a gemer ma boto ’n em dorn. Ha c’hoaz, ’vit-se, n’am euz aon ebed da dapout eur sivern ’n eur gerzet war leuren varbr ar voskeen : goloet eo kazi dre-holl gant gwiadenno plouz pe gant *palenno gloan. Diou regennad pilhero a ra an dro d’eul læc’h kloz a zo er c’hreiz hag a weler ennan ar men a vege hag a veg c’hoaz kriben ar mene Moriah.
War hon hent, ’n eur ober tro ar voskeen, e kavomp eur bagad Arabed a zo azeed war al leuren hag a drailh pedenno gant eur vouez garmuz. Na c’houlont ket, avad, e sellfemp oute. Mont a reomp ’ta gant hon hent ha prest goude e tiskennomp en eur gleuzen a zo dindan ar roc’hel-kreiz : eno, herve e larer, e reaz Mahomet e beden. Eun toullik a zo ’uz d’hon fenn, a rede drezan gwech-all goz goad al loened a vije lac’hed gant ar Judevien en Templ an Au. Doue. Dindanomp, eun toull all, kalz ledanoc’h, a gase ar goad-se a-dreuz d’ar mene bete *froud ar Sedron.
Arauk mont e-mæz euz ar voskeen e tiskoueer d’imp war al leuren eun daulen men-jasp a dalve d’imp eur gontaden digant hon ambrouger, « Naontek tach aour, emean, mar gredomp Mahometiz, a oa bet fichet ’barz an daulen-ze gant o frofet, evit merkan ped kantved blavejo a dleo pad ar bed-man. ’Benn fin pep kantved e vije eun tach nebeutoc’h ’barz an daulen : æt vije d’ar baradoz evit stardan tron Allah (Doue). Setu, vit-se, eun de bennag, Satan o tont, c’hoant gantan da dennan an tacho-ze evit berraat amzer ar bed. Krog ’oa gante pa deuaz an æl Gabriel da harz ’nean da beurober e laeronsi, ha d’hen lakat e-mæz. Breman, ’vel ma welet, e zo c’hoaz tri dach hanter ’barz an daulen : tri gantved hanter eta he deuz c’hoaz hon flaneten da bad, ha goude ??? Eun dra c’hoaz ’vit achui. Mar roet eur bakchij da virer an tacho, ec’h efet eün da varadoz Mahomet. »
Na gredan ket e ve bet koueet kalz arc’hant en dorn pautr an daulen.
E vabouchenno a lezer gant pautr an nor, ha ni e-mæz ’trezek ar voskeen all.