Seizved pennad — VI
’Vit mont d’ar Senakl ec’h eomp e-mæz eus park daelo sant Per hag e kemeromp eur vanel a hed e gleu. Eun tokad tier goloeet gant toenno bolzet, ha ’uz d’ê eur minaret, da laret eo eun tour a doug, tost d’e veg rond, ’vel tourio-tan Breiz, eur pondale-tro : setu pelæc’h e tigoueomp. Digeri a rer d’imp ar voskeen, goude koulskoude m’eo diæz kaout *autreadur da vont ebarz. Mes gant eur bakchich a bouez, e ve digoret er vro-man an holl dorjo : ’michans e zo bet roet unan gant an Tado da virer ar voskeen-man.
Sevel a reomp dre eur *viñz a gas anomp d’eur zal a zo enni pilhero ’vel en hon ilizo ojivek[1]. Hag, evit gwir, mar geo bet argaset ac’han gant tud Mahomet menec’h sant Fransez, breman ’zo tri c’hant vla, ec’h eo bet da vihanan lezet ’n he zav chapel ar manati : græt ’zo bet ganti eur voskeen. Daou estaj a zo enni : mes na ve pedet gant muzulmis nemet er zal e-kroec’h. Evidomp-ni, n’hellomp ket pedi enni a vouez uhel, na laret a-gevred, ’vel el læc’hio-all, hon femp Pater hag hon femp Ave, ’vit gonid an induljans vraz. Pep-hini a lar e beden en e-unan, en e zav, dirak daou Durk a zell anomp dre zindan.
Ha koulskoude, mar ’zo eul læc’h santel en Jeruzalem hag a fellje d’an holl belerined, ha dreist-holl d’ar veleien, pedi ennan a c’heno ’vel a galon, ha war benno an daoulin, ec’h eo, a dra zur, ar zal ec’h omp enni breman. Enni pe da vlhanan elæc’h m’eman, e reaz Jezuz sakramant an Auter.
Ar yaou-umblid, da zerr-noz, e tebraz aman Jezuz hag an ebestel an Oan-pask a oa gourc’hemennet d’ar Judevien dibri d’o c’hoan de ’rauk gouel Fask. Ar bla-ze e kouee ar gouel ar zadorn. Mes hon Zalver a reaz e bred-pask eun de abretoc’h, ’balamour e ouie aoalc’h e vije maro ’benn ar gwener d’an noz. Peurdebret an Oan, e oalc’haz d’e dud o zreid, heñ e-unan, c’hoant gantan da ziskoel d’ê o dije int ive d’en em izelaat evit serviji o nesan, ha da ziski d’ê pegen gwenn ha pegen glan e tlee o c’halon bean ’vit kemer ar pred burzuduz ac’h æ breman da *danzen d’ê.
Goude ar goalc’h treid, en em adlak Jezuz ouz taul, gant e ebestel, ’vit rei d’ê ha d’an holl dud ar merk brasan euz e garante. Kemeret ha binniget gantan bara hep goell, e torr anean a dammo (er vro-man na ve ket troc’het ar bara : na ve ket græt gantan torzo teo, mes gachenno tanau), ha, goude hen bean torret, e ro eun tamm da bep-hini euz an daouzek abostol, ’n eur laret d’ê : « Kemeret ha debret holl deuz an dra-man, rak an dra-man eo ma c’horf a vo laket d’ar maro evidoc’h. » Dre ar c’homzo-ze e chench hon Zalver ar bara en e gorf sakr.
Goude ze e kemer eur c’hali, e oa gwin ennan. Hen binnigan a ra ive, ha neuze hen ro da evan d’e ebestel, ’n eul laret : « Evet holl deuz an dra-man, rak an dra-man eo ma goad, goad an alians neve, a vo skuilhet evidoc’h hag evit ’leiz a dud, abalamour d’ac’h ha d’ê da gaout pardon ar pec’hejo. Gret kement-man c’hwi hoc’h-unan evit delc’hel sonj ac’hanon. » Ha dre ar c’homzo-man e teu ar gwin da vean chenchet en goad hon Zalver.
Dre ar re divezan zoken : « Gret kement-man c’hwi hoc’h-unan » e ro galloud d’an ebestel da gonzakri i o-unan e Gorf hag e Oad, ha n’eo ket hepken d’an ebestel, mes ive d’ar veleien a deuio war o lerc’h ; rak ar zakrifis adorabl a fell d’ean bean kinniget da Zoue, n’eo ket hepken epad bue an ebestel, mes epad bue an Iliz Zantel, da laret eo beteg fin ar bed.
A-boan e oa da Judaz bean debret Korf sakr ha bean evet Goad sakr e Vestr, mac’h eaz an diaoul ennan. Jezuz, a ouie petra an evoa laket en e benn ober, a laraz d’ean neuze : « Gret buhan ’pez ho peuz c’hoant d’ober. » Ha kerkent ec’h eaz an treitour e-mæz evit peurachui e dorfet.
Jezuz neuze, ’n eur gimiadi ouz e ebestel, a lavaraz d’ê, ’vit o frealzi, e teujent divezatoc’h d’al læc’h ma oa heñ o font di. « Perak, eme Per, n’hallfen ket mont di dioustu ? Me ’zo prest da rei ma bue evidoc’h, — An noz-man e lauskfet anon, hag ec’h ei pep-hini anoc’h war e du. — Na pa lauskfe ar re all anoc’h, me birviken n’ho lauskin. — Paour kæz Per, en gwirione me hen lar d’ac’h, ’rauk ma nefo kanet ar c’hillok diou wech, an noz-man, c’hwi nefo nac’het anon taer gwech. »
Gwelet hon deuz eo deut da wir komz an Autro.
’N eur zevel deuz taul ha ’n eur vont ’trezek Jetsemani gant e ebestel, e reaz Jezus d’ê eur brezegen euz ar c’haeran hag an teneran : skrivet eo bet penn da benn gant sant Yan en e aviel. Diou pe daer gomz hepken diouti a lakin aman, « ’N eur gimiadi ouzoc’h, eme Jezuz, e roan d’ac’h eur gourc’hemen neve ; ’n em garet en eil egile ’vel am euz karet anoc’h me ma-unan. Dre ar garante a dougfet an eil d’egile e vefet anaveet ’vit ma diskibien. Arabad eo d’ac’h bean nec’het mar gan breman d’ho kwitât. Mont a ran da *danzen d’ac’h eul læc’h en ti ma Zad. Pa mo danzeet al læc’h-ze, e tistroin davedoc’h, evit ho kas neuze ganin, Da c’hortoz, me ’bedo ma Zad da zigas d’ac’h eun all en em læc’h, evit nerzan ha sederaat ho kalon. Hennez a zesko d’ac’h peb tra, hag a chomo ganac’h da virviken. Rak bean eo ar Spered a wirione, n’hall ket ar bed hen digemer. »
An de e tlee Jezus distrei da gaout e ebestel ha kas o ine gantan en e varadoz, a oa de o maro.
Mes n’o doa ’met eur zunvez bennak da c’hortoz ar Spered a wirione hag a garante a bromete Jezus kas d’ê e-beurz e Dad,
- ↑ Pa deu diou *oarek d’en em droc’han, e reont eun ojiven. Ze a digoue aliez, en Iliz-veur Landreger, hag en hini Kastel-Paul.