Eil pennad — XVI
D’ar gwener, an dregontved a viz est. — Eun hun a ran bete diou pe daer heur ; goude n’on ken evit advenel gant an derzien a lak ma goad da virvi. Birvi ive ’ra ma spered ha birvi ma fantazi : ha me ’en em lakat da zevel eur werz diwar-benn enezen Kors am euz gwelet dec’h hag am euz klevet komz anei ken aliez.
Ma fe ! æzet aoalc’h e teu ganin pep poz, ha na choman ket re bell da glask girio mad da glotan an eil gand egile, Mar he dije koustet muioc’h a boan d’in, he dije bet, marvad, muioc’h a dalvoudegez.
Goude holl, ’pez a dalv a dalv, Setu hi aman ’vel ma skriviz anei tom-ha-tom, ar beure goude ma lein.
Mad eo da ganan war don Fransoazik ha Pierik, eun
ton hag a zo anaveet breman dre-holl, aboue m’eo bet
kanet gant Marc’harit Fulup en Gwengamp, er blavez
1900. Peder rimadel a zo en pep poz. An eil a vo dalc’hmad :
« Korsik bihan, ma mignon », pa gomzo al lestr,
ha dalc’hmad « Lestr an Itron-Varia » pa gomzo ar
C’horsik. D’an daerved e ve adlaret a-bez an hini gentan.
Evel-se, e pep poz, n’euz nemet diou rimadel, an hini
gentan hag an hini divezan, a ve enne danve neve : an
diou-ze hepken a zo skrivet aman war-lerc’h.
![\version "2.16.2"
\header {
tagline = ##f
}
\score {
\new Staff {
\relative c'{
\clef treble
\autoBeamOff
\key d \major
\time 2/4
\partial 4*1
\set melismaBusyProperties = #'()
\stemUp d8 [ fis16 g] | a8 a b [cis16 (b)] | a8_\fermata [a] \stemNeutral d4 | \break
\stemUp cis8. [b16 a8] b | a4^\fermata d,8 [ fis16 g] | a8 [a] b [b] | \break
a [a16 (g)] fis8 [fis] | d [fis] a [a] | d,4 \bar "|."
}
\addlyrics{
La -- ret c’hwi d’in -- me plac’h iaou -- _ ank,
Fran -- soa -- zig, ma Fran -- soa -- zig_;
La -- ret c’hwi d’in -- me plac’h iaou -- ank,
da _ bi -- ni_’nn tri -- ze hoc’h euz c’hoant_?
}}
\layout {
indent = #00
line-width = #140
% ragged-last = ##t
}
\midi {
\context {
\Score
tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 80 4)
}
}
}](http://upload.wikimedia.org/score/4/h/4hmn12m0ssfczb51y0ng4rf85arix4g/4hmn12m0.png)
Ar C’horsik C’hwi ’dremen aze ken faro, Al lestr Da Vari ec’h on bet goestlet,
Ar C’horsik Me ’wel ganac’h tud a beden : Al lestr Da Jeruzalem o c’hasan, Ar C’horsik Pe sort mouez ’zo deut d’o gervel, Al lestr Mouez Frans, o mam-vro vinniget ; Ar C’horsik ’Viti petra ’deuz da c’houlen, Al lestr Goulen ’reint ma vo frealzet, Ar C’horsik Mar ’n em gav Frans, ma mamm, en poan, Al lestr Goasket eo : gwelet ’m euz enni
Ar C’horsik Piou eo ’n dud kri-ze m’o lazin : Al lestr An dud-ze ’zo tud dizoue, Ar C’horsik Doue a drec’ho warne holl : Al lestr ’Vit trec’hi hec’h enebourien, Ar C’horsik Nij neuze, gant da iskili, Al lestr Ped wardro gante a galon, |
Skrivet ganin ma gwerz, e c’houvean ’nei rez-mad dre envor ha ma flijadur eo mouskanan ’nei war ar pont. E skeud-ze da vihanan, e tremen buhan ar beurevez evidon. A-hent-all netra da welet ; tamm douar e-bed diragomp nag a-dost nag a-bell ; netra da glevet, nemet ar prezegenno hag ar chapelet.