Mont d’an endalc’had

Eil pennad — XX

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 61-65)



XX


Eur goall devez ; an drouk-mor o c’hoari e bautr. — ’Vel ’barz eun hospital


D’ar zadorn an 31 a viz est. — Nozvez mad aoalc’h, mes an devez a vo divalo ! Konnaret eo ar mor : hen santout a ran a-rauk sevel euz ma gwele ; luskellet on ’vel eur bugel ’n e gavel. Ze n’eo ket da zisplijout d’in ha chom aoalc’h a rafen eur pennadik muioc’h ’n em c’hlud panevet am euz c’hoant d’oferennan.

Digludan a ran eta herve ma c’hustum war-dro pemp heur. Mes poan am euz o chom ’n em zav hep en em harpan. — « N’euz forz ! a laran ennon ma-unan, bepred e fell d’in esaat oferennan. » Pignal a ran ’ta d’ar chapel ; nebeud a veleien a zo ouz an auterio, ha c’hoaz eo red d’ê dalc’h-mad bean harpet ; na glaskont ket trei kein d’an auter ’vit laret an Dominus vobiscum, ha mad a reont. Anez-ze e c’halljent bean distroadet ha kouean. Koulskoude daoust d’an avel da c’houean kre, e chom ar goloio beo, o vean ma zo gwer endro d’ê. An hosti na nij ket kennebeut, dalc’het mac’h eo gant eur groazik kouevr a zo o pouezan warni.

Evel-se, gant dioall, e c’heller oferennan heb nec’hamant. Da c’hortoz sevel me ma-unan ouz an auter, e servijan e oferen d’eur belek a zervijo d’in goude ma hini.

Setu deut ma zro d’en em wiskan. Koulskoude ar mor ac’h a war rustaat ; kostean ’ra al lestr euz an eil tu d’egile. *Kertri am euz da gemer ar gwiskamancho sakr. — « Ba ! emon-me, ze marteze a dremeno. Demp bepred ! » Ha me da gemer al lien-chouk, ar zæ-wenn, ar gorden. Æt eo ma daou dorn da stardan homan pa zantan eur vranskelladen oasoc’h evit ar re-all. Prestik aoalc’h e kollfen troad : — « Ma, emeon, n’in ket pelloc’h ! » Ha me, dioustu, d’en em diwiskan.

Na zav ken belek ebed ouz an auterio. Diskenn avad a welan unan oc’h ober, goude ma oa krog gant e oferen. Red eo plegan d’ar goall-amzer.

Bean ’zo beleien hag a zouz, n’eo ket abalamour d’an avel gre, mes abalamour d’ar c’hleñved. Ya ! dija kalz anê a zo klanv gant an drouk-mor.

Me, bete vreman, na zantan ket ma c’halon o sevel. Mont a ran eta ’vel an ordinal da gemer evit ma lein daou pe dri vegad bara hag aman gant eur bannac’h kafe-læz. Ha dioustu war leur ar vatimant !

Ma fe, ’n em delc’hel mad aoalc’h a ran da gentan. Evit laret ar wirione penn-da-benn, lorc’h a zo ennon oc’h en em zantout me ma-unan yac’h aoalc’h, goude ’zo kement a dud klanv endro d’in.

Mes pæan ’ran ze, hag hep dale. A-boan eo d’in bean græt eun dro war ar pont ma sav ma c’halon a-bez. Ha me d’ar gleud raktal ha da deurel ma lein d’ar pesked. Poan e-bed, avad, na zantan goude ; e-læc’h meur a glanvour, daoust d’ê da vean goullonteret poull o c’halon, a zant bepred evel eun ezom da zislonkan. Pebez pred o defe neuze ! Da glemm meurbed emeint, herve a larer ha herve a weler. Nag a hini eo skrivet o foan war o *dremm ! Kollet-kloz eo gante o liou. ’Vit harz o drouk da vean ken tær, en em astennont ’n o gourve, unan bennag war gadorio lien hir, an darnvuian war blad al leur.

Ha me ’ta daoust petra a rin ’vit pellaat diouzin da vad ar zav-kalon ? N’ouzonn ket kaer pelæc’h e vin ar gwellan. Da gentan e tiskennan d’am c’hambrik evit gourven war ma gwele. Mes a-boan eo d’in bean æt e-barz, ma adstag warnon ar c’hoant da zislonkan. Hen ober a ran, heb poan adarre, ha me war ar pont c’hoaz eur wech, da c’hout ha na gavin ket en ær fresk ha beo peadra d’am farean. Kemer a ran kador hir an Au. Neumager, an euz renket, heñ ive, plegan d’an drouk ha mont da diskwizan war e wele. Heñ a chom eno ’pad an de hag, evelse, ’pad an de ive, e c’hellan-me chom war ar pont, astennet war e gador.

Poan e-bed na zantan ha me ’gav d’in, war-dro deg heur hanter, e c’hellin kemer ha miret eun tamm boed bennag. Diskenn a ran ’ta evit meren hag e kemeran, buhan ha buhan, eur begad bara ha fourmaj. Ha me e-kroec’h dioustu ; rag poull ma c’halon a dalc’h d’ober e benn fall. ’Dal mac’h on arru war ar pont : « Er-mæz, emean, bara ha fourmaj, er-mæz ha prim ! » Fe ! senti a reont outan hag i d’an dour da glask gwelloc’h digemer en kof ar pesked.

Tammo dioute, koulskoude, na gemeront ket euz-eün hent an dour. Mes na chomfont ket pell dindan ma daoulagad. Setu kazi dioustu o kouean warne eur skubelen zikouret d’ober hec’h labour gant eur bannac’hik dour. Nag a labour he deuz hirie, ar skubelen baour ! Aboue ar beure na baouez eur mousik da gas ’nei en-dro : ’benn noz, sur mad, na vo ket enni bleo evit skuban, mes dent evit rac’han.

Kement gwech e tremen a-biou d’in, am me fent hag e krog ennon c’hoant da c’hoarzin.

Goall-glanv ’ta nan on ket, hag hen santout a ran mui-ouz-mui, War-dro div heur hanter, e chakan eun tamm bara am euz laket ’n em godel pan on diskennet d’ar zal-da-dibri evit esaat mernian. Mad-mad hen kavan hag hen miret a ran ar wech-man.

War-dro peder heur, c’hoaz eun tamm all : « Mad adarre, mar chom ! » e sonjan, Fe vad ! chom a ra.

Kriski a ra ma hardians ha, da bemp heur hanter, e lonkan ar skudellad souben dom a zigas d’in eur plac’h, eur vatez eman war he c’harg ar re glanv.

Eur goan skanv, kwita ? N’euz forz, mar he miran, e vo stad ennon. Evit ober d’ei ’n em blijout muioc’h en em c’hreiz, en em lakan da chutelat eur bolotennik berlingo a zo neve roet d’in gant unan euz an Tado. Herve ’seblant eo mad ar berlingo ouz kleñved an droug-mor. ’C’h æn d’ankouat laret am oa bet, da hanter inderv, digant an autro Chareton, eun hanter sitrons a reaz d’in ive kalz a vad ; da vihanan, pa oan o chutelat anean, e kaven berroc’h an amzer.

Pehini euz al louzo-ze an euz digaset anon e-barz ? N’oufen ket laret. Marteze zoken hini ’bed anê. Me ’gred eo æt ar c’hleñved en-dro e-unan, eur wech græt gantan e reuz.

’Benn serr-noz, en em zantan den aoalc’h adarre. Mont a ran d’ar zalud ha goude e silaouan an Tad Bailly a lavar d’imp kinnigan pep-hini e boan d’an Autro Doue evit ma talveo eur binijen. Lavarout a ra d’imp zoken (kaout ’ra dalc’h-mad an tu da zederaat anomp), lavarout a ra d’imp eun dra fentuz : « ’Vit bean, emean, eur pelerin ’vel eo dleed, eo red kaout an drouk-mor ; anez n’heller ket bean en gwirione eur pelerin a binijen. »

Ouz e glevet en em zantan *futetaet. War ma zu mad eta ec’h an da gousket.


————