Pemped pennad — V

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
R. Prud’homme, 1903  (p. 143-144)



V


Bec’h d’an dro-heol ! — Eur beden a zic’haou ’vit Bro-Chall.


Distrei a reomp ’ta, eün d’ar gær.

Sec’hed ’m euz ’n eur arruout. Ha me da glanvdi sant Louiz da c’houlen digant C’hoar Jozefina eur bannac’h dour diwar bleu tro-heol. Gwir mad eo ’pez a lavare d’imp, an de-all, an autro kont a Biellat, Amgraüz eo al leanez hag he louzo mad ouz ar zec’hed.

Ha peadra he deuz da rei d’an holl, goude ’n em douger d’he stal a-vern. Rak eur stal a dalc’h ive, ’læc’h e kaver da brenan kroazio, chapeledo, skeudenno ha bep sort treo all.

O prenan eun dra bennag diganti e tigollomp anei euz ar boan a gemer da *danzen d’imp eun evach ken yec’heduz hag, ouspenn ze, e reomp eun aluzen d’ar bevien glanv pe named a ve prederied oute gant C’hoarezed Sant Jozef. An autro a Biellat an euz savet ar c’hlanvdi-man hag heñ a dalc’h anean en e zav.

D’an abarde, war-dro taer heur, ec’h eomp d’ober eun dro d’iliz ar Be Santel evit gwelet piz ’pez a zo enni hag en-dro d’ei. Da c’houæc’h heur hanter, bennoz ar Zakramant en eur chapel a zo e-kichen hon hostaleri hag eman enni a-wel an Hosti sakr, e pep mare ; *azeulet eo gant leanezed euz a Vro-Velg a zo goestlet da Vari Dic’haouerez ; da laret eo en em unanont a spered gant an Itron Varia evit dic’haoui Jezuz o Zalver deuz an dismeganz a ve græt d’ean en Sakramant an Auter. Evit se, en em eilont, diou ho diou, hag e chomont eun heur da bedi dirak an Hosti santel. Ouz o gwelet gant eur ouel wenn, e larfe an nen daou æl diskennet euz an Neñvo.

Kent kwitaat o chapel e kanomp eur c’hantik savet gant unan anê evidomp. Eur c’han kaer eo, ennan komzo a *zere ouzimp : goulen a reomp digant kalon Jezuz ma telc’ho da garout Frans ha mac’h ankouao ar boan greet d’ean gant he bugale. Me ’gred e vo silaouet hon feden, dreist-holl, ma kemer lod enni an holl Fransizien a vag c’hoaz en o c’hreiz karante ’vit o Doue ha karante ’vit o Mamm-Vro.


————