Pemped pennad — IV
Pan erruomp, goude bean treuzed keur ar C’hresianed, ’barz ar Gleuzen zantel, ec’h omp dirag auter ar C’hinivelez. Dindan an daulen war lein e zo, raz d’an douar, eun daulen varbr a zo en he c’hreiz eun toullik rond a c’heller lakat ennan an dorn, E-kenver an toull-ze eo ganet ar Mabik Jezuz. Hag, evit delc’hel sonj a ze, e stagaz al Latined, bean ’zo meur a gantved, en dro d’an toull, eur stereden arc’hant, skrivet warni en lizerenno latin : « Hic de Virgine Maria Christus natus est », da laret eo : « Aman eo bet ganet ar C’hrist gant ar Werc’hez Vari. »
Ar C’hresianed a zeuaz a-benn, emichans, da lemel auter ar C’hinivelez digant al Latined. Ha petra o deuz i græt, nemet tennan hini ha hini, amzer hag amzer, an tacho a stage ar stereden : lemel anei a-grenn o devoa c’hoant d’ober.
Er blavez triwæc’h kant trizek ha tri-ugent, ’vel kent, e taulaz ple al Latined ne chome ken nemet tri dach. Larout a rejont d’ar C’hresianed paouez ; ar re-man, ’vit-se, drouk enne, a oall-gasaz pemp Tad fransezad.
Mak-Mahon, a oa neuze penn-rener ar Republik, en Bro-C’hall, en em glemmaz d’ar Sultan ; hag, aboue, eur zoudard turk en em dalc’h, noz de, ’barz ar Gleuzen zantel evit evesaat ha harz ar C’hresianed da beurdistagan ar stereden.
Poaniuz eo d’in skrivan ha d’am lennerien lenn treo diboell evelse diwar-benn ar Gleuzen zantel, e-læc’h treo da frealzi ha da zederaat ar galon. A drugare Doue, pa ’ver aman, na chom ket pell ar spered da zonjal er C’hresianed hag en o ardo.
Red eo d’ean mont da heuilh ar galon a zo goneet gant eur zonj all, ar zonj euz ar pez a zo c’hoarveet en Betleem breman ’zo naontek kant vla.
Mar plij kement d’ar Gristenien gouelio an Nedelek a digas d’ê ar zonj euz madelez dispar o Zalver, mar plij kement d’ê, epad an oferen hanter-noz, en em dougen a spered da graouik ar Mabik Jezuz, petra ’ta a dleomp-ni santout en hon c’halon pa welomp gant daoulagad hon c’horf al læc’h m’eo ganet ennan Mab Doue, pa stokomp outan hon daouarn, pa bokomp d’ean gant hon *diweuz ! C’hoant hon defe da laret ’vel sant Per war ar mene Tabor « O ! aman eo brao bean ! »
Petra bennag eo kempennet kaer ar Gleuzen zantel. Bolzet eo deuz kroec’h ha gwisket penn-da-benn gant marbr da gentan, ha, goude, gant eur gwiad amiant an euz roet Mak-Mahon er blavez 1873.
Sklerijen an de na goue ket enni ; *hogen bean ’zo e-pign ugent lamp a zo an hanter anê d’al Latined hag an hanter all d’ar C’hresianed.
D’an daou rumm war eun dro eo ar Gleuzen, nemet n’hall ket al Latined oferenni war an auter-veur. Bean o deuz, avad, tost da homan, eun tamm izeloc’h, diou auter-all. Hanvet eo unan anê auter ar Rouane, dre m’en em gave eno ar Mabik Jezuz, pa deuaz an tri Roue d’e welet.
Daoulinan a reomp, eur pennadik, ouz auter ar Rouane ha goude, ec’h eomp e-mæz da welet euz a belæc’h e oa deut ar vesaerien aman, noz an Nedelek. N’euz ket da gerzet e-tuont da bemp munut evit gallout gwelet an dachen ’læc’h e oant o chom : hanvet eo hirie Bet-Saour. Karout a rajemp mont betek di, evit kanan eno kan an æle, ar « Gloria in excelsis ». N’hon deuz ket amzer, ’vit-se, da disken betek eno. Traoalc’h eo d’imp hen kanan aman, ’læc’h mac’h omp, dindan an heol a goue warnomp a-*zarz.
Tremen deg heur eo. Ar c’houlz da vont kwit a zo deut evidomp. Mar gallan, e tistroin da Vetleem c’hoaz eur wech, unan euz an deio-man da oferenni war auter ar Rouane hag ive da welet ar manatio a zo aman : hini Saleziz, dreist-holl, a dalvo ar boan bean gwelet. Ar bautred yaouank hon deuz klevet o c’hoari muzik en gar Jeruzalem, a zo eno o tiski eur vicher.
Hirie, avad, n’efomp ket, me da vihanan, nag ar re ’zo ganin, da laret d’ê trugare.
Kemer a reomp hon goetur dioustu ha ’trezek ar gær.
War an tu kle e taulan ple, a-benn eur pennadik, ouz eun dra n’am oa ket gwelet en eur dont, ouz be Rachel. Henvel eo ouz eun tiik. Mar komzan dioutan eo ’balamour en em doug eno bemde Judevien ’vit gouelan, ’vit hirvoudi war o stad truezuz. « Deut eo hon Mesiaz, eme-int, deut eo hon Zalver, ha n’hon deuz ket ansavet anean ! » Hag e lennont Hirvoudou ar profet Jeremi, ’n eur hijal o fenn ha ’n eur stokan ’nean ouz ar voger. Na dalv ket ar boan d’imp, avad, mont breman da welet o ardo : en Jeruzalem o reont kement all ha kaeroc’h c’hoaz, bep gwener ha bep sadorn. Eno ’c’h efomp d’o c’hæ, ha beteg en o zouez.