Mont d’an endalc’had

Pevare pennad — VI

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 124-128)



VI


Doare Jeruzalem : ar gær gristen hag ar gær digristen. — Ar goan gentan.


Distrei a reomp dioustu d’ar gær dre an hent berran a diskoue d’am bagad unan euz an Tado yaouank. Ar ruio a dremenomp enne a zo ken moan ken eo arabad d’ar *c’hanvaled kerzet enne ; eur vardel houarn, a-dreuz war daou bost, a harz anê da dremen. A-wejo, ’vel en ru Damas, e tremener dindan eur ouel tanau a zo bet stignet etre daou di ’vit disheolian an dud a zo o chom enne. Ruio-all a zo goloet gant lojeiz pe gant leurenno, ’vel leuren ar venec’h gresian. Toullo bihan a ro eun nebeud sklerijen deuz kroec’h ; en daou du e zo stalio a bep sort, ken teñval ha ken louz an eil hag eben. Pautred hebken a weler enne, o vean ma tle ar merc’hed en em diskouel an nebeutan ’ve gallet. Ar c’hiz-ze zo miret aman gant ar gristenien ’vel gant an dud divade.

Ec’h omp aman e kalon ar gær gristen ; al Latined hag ar C’hresianed a zo bodet en dro da daou vanati braz a chom enne o menec’h. N’o deuz beleien nemete.

Ar re a ble gant al Latined, da laret eo gant ar Gatoliked, a zo euz urz Sant Fransez e Aziz : ’boue ar C’hroazadeier emaint aman, karget gant an Tad santel ar Pab da zioall ouz holl læc’hio sakr ar Palestin. Epad eiz kant ’la o deuz græt o *c’hefridi ’vel m’eo dleet ; n’eo ket hep poan, avad. Da stourm o deuz bet, n’eo ket hepken enep d’an dud digristen, mes, dreist-holl, eneb d’o breudeur dianket, da laret eo ar venec’h gresian a glask dalc’h-mad laerez d’ê o *gwirio, Meur a wech zoken o deuz bet stourmet beteg ar goad : n’euz forz ! kentoc’h e varvfent evit fazian.

O c’houent a zo braz souezuz, o vean ma zo enni, en tu-hont da lojeiz ar *gloer, skolio ’vit diski d’ar bautred lenn, skrivan ha labourat war bep sort micherio. N’euz nemet eur voullerez en Jeruzalem hag ec’h eo o hini.

En o c’houent eman ive iliz Sant-Salver, eun iliz gaer, neve zavet, a dalve d’iliz-parrouz d’ar gatoliked. Bean ’zo anê war-dro daou vil pemp kant. Hanvet int latined dre ma reont impli euz al latin en ofiso. Eun hano all a ro d’ê ar Vuzulmaned hag ar C’hresianed : an hano a Franked. Setu peadra, ma na vije ket treo all, da harz ankouaat aman o deuz renet tado koz ar Fransizien war ar gær-man ha hadzavet ’nei a-bez : nebeut he deuz chenchet aboue.

E tu-hont d’iliz Sant-Salver, o deuz al Latined aman eun iliz vraz all : hini ar Patriarch (an hano-ze a roer d’arc’heskop Jeruzalem). N’eman ket pell euz eben.

E-barz ar c’harter kristen, e mesk al Latined, e chom ive ar C’hresianed ; eur pemp mil bennag emaint.

Muzulmiz, a zo seiz mil anê, a gaver en eur c’horn all euz kær, war-du ar zav heol. Al loden vrasan anei, en tu ar c’hreiste, n’euz enni nemet Judevien : pemp ha daou-ugent mil, pa gonter ar re a chom e-mæz euz ar mogerio, ’barz ar c’harter neve.

Er c’harter-man e zo bet savet leiz a dier gante ha gant diavezidi : Fransizien, Saozon ha, dreist-holl, Russianed hag Alemaned. Ennan en em gav an darnvuian euz skolio hag hospitalio an Europeaned. Deut eo da vean ken braz ken an euz *autreet impalaer Konstantinopl toullan en mogerio Jeruzalem eun nor neve ’vit espern d’an dud a zo o chom ennan ar boan da glask an dro dre dor Jaffa (tu ar c’huz-heol) pe dre dor Damaz (tu an hanter-noz) evit monet en kær.

Ouz an nor-ze e tigoue d’imp arruout goude bean treuzet ar c’harter kristen, ’n eur distrei euz ar Be Santel d’Itron-Varia-Frans.

A dal d’an Nor Neve, en tu-all d’an hent, eman hon zi-disken. Izelaat a ra an heol hag aman e koue an noz en eun taul, N’am euz, eta, nemet eun dra d’ober : mont d’am c’hambr ha klozan ar prenestr evit na deuio ket ar reo da skornan ’nei ha da hadan enni greun terzien. Arabad eo d’in ankouaat ar pez ec’h omp bet aliet d’ober gant an Au. de Piellat ha gant an Tado.

Ar re all a ra eveldon ive ha neuze ec’h eomp da goan.

Sklerijennet eo ar zal da dibri, ’vel pa vije de, gant ar golo elektrik : eun dra ha na ve kavet neb læc’h en Jeruzalem nemet aman. An Tado o deuz eun « dinamo » pe eur mekanik da gaout ar sort sklerijen-ze. Dre dan e ve kaset en-dro pa ve arru serr-noz. Na chom ket, avad, da ziskwizan war an de, rag neuze ’ve laket da drei eur valerez-vein a ro ar *grouan a ve laket d’ober pri-ra. Ar bleud-mein a dalv evit ar vasounerien træz-mor Jaffa, a goust ker ’benn e ve arru en Jeruzalem.

Evel-se ’c’hall an Tado, gant nebeutoc’h a goust, delc’hel d’ober labourad a-dammigo war o zi ken e vo peurc’hræt.

Evel-se, ive, pa o defe da digemer bagado tud evel hon hini, o deuz da rei d’ê eur sklerijen euz ar c’haeran.

Goude koan, e klevomp an Tad Bailly o rei alio ha Tado yaouank o kanan sonio savet gante evidomp. Neuze ec’h eomp d’ar chapel vraz evit kaout bennoz ar Zakramant. Da gousket breman ! O gant pegement a hast ! diskwizan ’barz eur gwele mad, en eur gambr mentek brao, pebez dudi ’vidomp goude bean bet epad eiz de *peuz-digousk !


————