Mont d’an endalc’had

Trizekved pennad — I

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 334-336)



TRIZEKVET PENNAD


————


EUZ A JERUZALEM DA VARSEILH


————


I


War al lestr adarre. — ’Leiz eur baner ’vit dek kwennek.


Buhan e tiskennomp euz a Jeruzalem da Jaffa, da vihanan buhanoc’h ’vit hon doa græt an hent ’n eur vont. ’Benn taer heur hanter en em gavomp en gar Jaffa. Darn anomp ac’h a d’ar vered gristen evit laret eur beden war be an Au. Holbeck, ar pelerin hon doa lezet klanv aman ’barz an hospital, hag a zo maro tri de ’zo. Me n’hellan ket lemel ma lagad diwar ar c’hanfard am euz roet d’ean ma fakaden da zougen, hag evelse e kemeran eün hent ar mor.

’Ver o c’hortoz anomp : hon lestr, an Itron-Varia-Zilvidigez, a welomp duont en tu all d’ar c’herrek, he siminal ganti o vutunat. He drapo a dri liou, e c’houe ennan an æzen flour, a zeblant gelvel anomp.

Aman, ouz ar c’hæ, e c’helver ive anomp, ha gant youc’hadenno spontuz. Nao pe dek bag, e pep-hini daou pe dri vageer, a glask tostat evit hon c’hemer ar c’hentan ’r gwellan.

*Helibini ’zo aman gant ar vageerien, ’vel ma oa gant an doucherien en gar Jeruzalem. An eil bag e tigoue d’an Au. Neumager ha d’in mont ebarz. Mes c’hoari ’ra hon bageerien gant o roeñvo kement ha ken bihan ken ec’h omp da gentan ouz troad ar *viñz a zaver ganti war al lestr.

Oh ! pegen evuruz en em gavomp breman ! Seblantout a ra d’imp eo douar Frans e kerzomp warnan. Ha neuze, breman na vo ken tomder da boac’hat war greiz an de, na reo da rei d’imp terzien da zerr-noz.

Da c’hortoz an dilec’h e tosta d’hon lestr marc’hadourien freuz gant bago bihan. Gwerzan ’reont rezin, *aouravalo ha grenadenno ’pez a geront : dek kwennek leun eur banerik. Marc’had mad, ’vel ma welet. Gwir eo na n’eo ket goall dare darn euz an aouravalo : aliez ar re war lein hepken a zo melen ; ar re all glaz-dour. N’euz forz. Holl, mad ha fall, ec’h int savet. Ya, savet en gwirione. Rak, o vean ec’h omp kalz uheloc’h evit ar varc’hadourien ha n’eo ket hir aoalc’h o divræc’h evit tapout betek d’imp, e skoulmont o gouriz ru ouz ar baner dre eur penn : ar penn all a daulont d’imp. Mar hen tapomp ha mar jechomp warnan, e teu ar baner d’ar kroec’h[sic] ken ezet ha laret. Eur wech krog enni, e taulomp e bez dek kwennek d’ar marc’hadour, ha setu stad ennan, ha stad ennomp.

Stad ennan dreist-holl : hen diskoel a ra pa bella diouzimp, goullonteret d’ean e vagig. Youc’hal a ra herr da m’hall : « Bue d’ar Fransizien ! » Hag ar varc’hadourien all a ra ’veltan.

Da c’houæc’h heur ’met kart e saver an heor, ha setu hon lestr o tilec’han. Kerkent e lausk eun tenn kanol, a laka da dregerni kerrek an aud, tier Jaffa hag ar mæzio pell-pell : seblantout ’ra an Douar Santel klevet hon « C’henavo ! »

Goude e tiskennomp d’ar zal-debr. Mad-mad e kavomp hon boed ha mad ive eo hon nozvez. Petra bennag ar mor a zo sioul : na zanter ket al lestr oc’h ober eur finvaden.


————