Kanaouen an drouk-mor

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
R. Prud’homme, 1903  (p. 340-342)



SON AN DROUK MOR


————


war don : O drei, drei, drei !


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



Ar zonik-man am euz savet
War eun drouk ’m euz eur wech santet
O drei, drei, drei ;
War eun drouk ’m euz eur wech santet.

Bean ’zo eur oallen c’haro
’Sko ket koulskoude d’ar maro.

Na ro maro da zen e-bed :
Poan, a-wejo, na laran ket.

Dimeuz o zav e tiskar tud
’Vel delio sec’h an avel yud.

Eur c’hleñved eo euz ar vilan :
An drouk-mor a rer anean.


« Petra ’ch euz-hu, ma mignon ker,
« Pa vranskel d’ac’h ho *tivesker ?

« — N’ouzonn petra ’zo endro d’in,
« ’Met ve an drouk-mor o krigin.

« — War ho *tremm ’man liou ar maro :
» Me ’lar d’ac’h na n’oc’h ket faro.

« — Mezevenni a ra ma fenn :
« ’M euz aoun ’c’h in prestik war helpenn. »

N’eo ket e c’hir peurachuet
M’an euz dorn war galon laket.

« It d’ar gleud-tro, hag it *timad
Dizammet ho kalon da vad. »


Æt er-mæz dioustu-dak ar boed :
’Vit meur a besk danve eur pred.

Mes eun tammik sautret ar pont.
« Mousik, kæ da skuban du-ont. »

Hag endro ar skubelennik,
Ha dour da redek ’n eur oazik.

Hon c’hlanvour na n’eo ket vit harz,
Pa o gwel, d’ober eur mousc’hoarz.

« N’eo ket bet hir ma c’halonad ?
« Mes petra ’rin vit peuryac’hâd ?

« — Mont ’n ho kourve, chom hep finval,
« ’Keit ma vo al lestr o tansal.

« Pa vo koueet konnar ar mor
« Adarre ’po kalon digor. »

Bremaik e vo gant e bred
Hag heñ ken yac’h ha den e-bed.


War vor mar peuz da veaji,
Dioallet euz ar velkoni.

Bezet seder ’n em diduet ;
An drouk-mor d’ho kæ na n’ei ket.

Me, ’vit harz da hadkouean klan,
Am em savet ar zonik-man.