Unekved pennad — II
Epad ma tivizen er c’his-se gant C’hoar Mari-Gatel, an Au. Neumager a dride, gant ar stad a oa ennan. Ar vugaligo, int, a oa sard ive hag a zeblante heuilh hon c’hauzeaden gant plijadur. Rak kreñv aoalc’h ec’h int war ar gallek evit hon intent.
Hag ar zonj o tont d’in, pa welan ’nê ken dihun, da zeski d’ê eur gir brezonek bennak. Kentan gir a roan d’ê da zizrevel eo Lanrodek. — Dont a ra gante biskoaz a vravoc’h. « Laret breman « Gwengamp ! » Eun tammik eo startoc’h da zont : dont a ra koulskoude ’benn an daerved pe ar bederved gwech. — Ha breman : « Itron Varia Wir-Zikour. » Ouspenn eur wech e renker ive mont d’ar girio-man, ’balamour d’al lizeren r a zo peder gwech enne, ’Vit he distagan, e renkont lakat ’nei da zon dreist ar re all. — Ha breman : « Autro. — Autro Neumager. — Autro Le Clerc. — Ma zad. — Ma mamm. — Bara. — Kik. — Kenavo. » Ar gir divezan eo a blij d’ê ar muian. Ha pa deuomp da gimiadi oute hag ouz o leanez, e laront hag ec’h adlaront d’imp hep skwizan : « Kenavo ! Kenavo ! »
N’eo ket bet ankouaet hon c’hentel gant ar grennardet, herve ’pez an euz konted d’in aboue an Au. Ar Gof, person Gwengamp, a zo bet o welet ’nê eur bla ’n hon goude. Pan erruaz e-touez ar vugale, ar re-man, deut da c’hout e oa euz Breiz-lzel hag euz Gwengamp, a zispakaz d’ean, rez ha distag, ar girio o devoa disket ar bla ’rauk. Chom a reaz batet, rak na oa ket en gortoz a ze : al leanez, ’vit-se, a zisplegaz d’ean ’pez am euz displeget aman d’am lennerien, ha setu æt e eston endro.
Kement-man a ziskoue e zo dalc’h en spered an Arabed bihan, hag ive kalon en o c’hreiz. Mar n’o deuz ket ankouaet o c’hentel, eo marteze ’balamour n’int ket bet ankouaet gant o c’hentellerien o deuz kaset d’ê o dero mad da vare an de kentan ar bla.
’C’hoaz o defo ha gant ar Vretoned a zo bet en Jeruzalem, ha gant ar re a zo da vont di.
Goude bean bet o « c’henavo », ec’h a an Au. Neumager ha me da welet ar zal e ve louzaouet enni an dud gouliet gant leanezed ar Garante, hag hon deuz komzet diouti aboue dec’h.
Ac’hane o tistroomp d’ar gær, abred aoalc’h evit ober eur vrao a ziskwiz.