Trizekved pennad — VIII
Pakan ’reomp hon c’hoan buhan ha buhan, rak hast hon deuz da vont da zellet ar C’hors, a dle bean breman tost d’imp war hon dorn kle,
He lost hepken a welomp, da laret eo ar pennad anei an em asten, hag heñ moan-moan, pelloc’h ’vit kær Bastia, war du an hanter-noz. Mes bravan eo ar vegen douar-ze ! Tosenno uhel a zo a-uz da ribl ar mor. O c’hriben, henvel ouz eur c’hein tortennek, a zo alaouret gant banno divezan an heol a *danze mont da guzan en tu all d’ê : larout rafe ’nen eur pikol pez aer o tisplegan he flegio lugernuz.
Mes an tu euz ar meneio a zell ouzimp a deu da duan mui ouz mui gant an devalijen a goue da zerr-noz war o gwiskad koajo. Ha n’eo ’met bravoc’h a ze ar c’heriadenno gwenn a dougont war o c’hrab.
Diou pe daer gos tourel, hag hi en dismantr, a chom c’hoaz en o zav war gerrek pe war enezenno bihan.
Hola ’vad ! ar wech-man, eun tour neve, uhel, ha tan ebarz. War eun enezennik ive eo azeet, ha tremen a reomp etrezi ha beg an enezen vraz, ar bek a rer anean Kap Kors.
Na skwizan ket o sellet ouz an holl dreo-ze hag o sonjal ennon ma-unan en o c’hærder dispar.
Koulskoude, c’hoant d’in da c’hout eun dra bennag euz doare an enezen hag he zud, e tostaan d’eur martolod a welan harpet war gleud-tro al lestr eveldon, hag e stagan da ziviz gantan,
Koueet mad on : anaveet eo an enezen gant an den-man.
« Korsiz, emean, a zo tud a zigemer mad : mar get d’o gwelet, e kavfet bepred divræc’h ha kalon digor.
Treut e vo marteze ar bevans o defo da rei d’ac’h : pollenta, da laret eo iod-kistin, eo a debront ar peur-vuian. Ar zul, avad, e c’hellfet tanva souben fresk, souben græt gant eur c’havr, a vo bet lac’het ar zadorn.
Ouspenn ze, gwin mad a vo roet d’ac’h d’evan, gwin deuz ar gwellan.
Freuz ive, *aouravalo, figez, sitrons hag all, a vo laket war an daul evidoc’h.
An douar, ’barz ar C’hors, a zo fonnus da rei freuz ha kalz a dreo all : gwerz, ’vit-se, na gaver ket d’ê. N’euz ket a hencho braz traoalc’h da vont euz ar mæzio beteg ar c’hærio hag ar porzio mor.
Setu perak eo paour Korsiz, daoust d’o douaro da vean mad. »
Kalz a dreo all am ije klevet digant ma martolod, panevert e renkaz am c’hwitaat evit mont d’e labour,
’Keit m’on bet o kauzeal gantan, an euz troet al lestr diwar an hent a heuilhe ’boue ar Stromboli.
Troet an euz a-grenn war du ar c’huz-heol, hag elæc’h mont ’trezek Gênes ec’h a eün ’trezek Toulon, evit hedan goude douar Frans betek Marseilh.
Mes setu 7 heur, heur ar zalud. D’ar chapel eta evit bean binniget gant Jezuz.
Goude e tiskennan d’am c’hamprik evit tremen enni ma nozvez divezan.