Mont d’an endalc’had

Daouzekved pennad — IV

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 329-332)



IV


An abardevez divezan. — Ar gwerzer dour hag ar zoudard


Mes diwar vreman am bo amzer da ziskwizan ; n’am euz ken baleaden e-bed d’ober e-mæz a gær, nemet hini Jestsemani, ac’h on en sell da hadober arc’hoaz ar beure.

’Vit ’n inderv ec’h an hepken beteg iliz ar Be Santel, da beder heur, evit ober prosision ar Groaz wardro gant Tado Sant-Fransez. Hent o c’houent a gemeran goude an ofis, rag di am euz da vont evit kerc’hat ar skrid siellet a roo d’in an Tad Mirer hag a dalveo d’in eur vedalen a-beurz an Tad Santel ar Pab.

Trei a ra peb tra ganin ’vel eur ganel, ha me d’ar gær. Mes en em hent e kavan eur skoilh : eun tokad tud ec’h a gante ledander ar ruik. Euz o zouez e teu skrij ha garm, hag a zindan o zreid e red eur oazik dour. Setu me souezet, petra bennag n’am euz ket gwelet c’hoaz ober an disteran goalc’h da ruio Jeruzalem.

A greiz-holl setu *kelc’h ar zellerien digoret gant eur zoudard turk a dec’h buhan e-kwit, epad ma koue warnan komzo ponner ha garo. Ha petra a welan-me neuze ? Eur c’hanfard a daouzek pe drizek vla, eur zac’had dour war e gein. Eur « c’hroc’hennad » a dlefen laret, o vean m’eo græt ar zac’h gant eur c’hroc’hen bouc’h. Neb en euz-an gwriet, pe *oakolier pe gereer, n’an euz ket hanter-c’hræt e labour : pa ve stoufet mad ar c’houk-digor, na ve gwelet nepred ar zac’h o veran. Eur gordennik a zo ’vit hec’h erean, eur gordennik a ve diskoulmet ken liez gwech ma ve goulennet digant an douger dour da brenan.

Pa daulan ple d’ar zac’h, eo distouf ar c’houk, ha flistran ’ra an dour drezi herr da m’hall. Mes n’eo ket en eur c’helorn e koue, ha n’eo ket an douger en deuz roet d’ean frankis. Eun tremener divergont ha dinatur eo, ar zoudard-ze am euz gwelet bremaik o kemer an tec’h. An amprevan ’zo anean ! krog ennan ar zec’hed, marvad, an euz bet laket e bao war groc’hennad ar paour kæz gwerzer dour, troc’het d’ei ere he gouk hag evet diouti ’leiz e gof. Mar nije da vihanan hadereet ar c’houk ! Mes nan : lezet an euz ’nei distouf, en hevelep doare ma ya an dour da goll, dour hag an ije talveet d’ar pautrik meur a vetallik. Setu perak e c’harm heman a-bouez e benn. Eun drue eo hen klevet. Hag hen gwelet ive. Klask a ra stoufan an toull, ha n’eo ket ’vit lakat e zorn warnan. Peurdiskarget e vije bet e groc’hennad panevet eun tremener a galon vad a zo æt d’ei, an euz tapet ar c’houg en eun dorn hag ereet ’nei, gwellan m’halle, gant an dorn all. Setu frealzet ar pautrik. E zaoulagad a deu buhan da zec’han. E dammig sæ, avad, na laran ket : gleb-dour-teil eo, ha sur on na n’euz ken eun neuden zec’h enni.

Ar zoudard heñ ’zo æt en-dro, ankouaet gantan e oall daul… Mes petra ’laran ? Heñ a zonj gantan n’an euz græt netra eneb d’e *wir. Laeraz dour ! Ye da ! Gellout a ra, heñ soudard, kemer dre-holl ’pez an euz ezom, ’pez zoken a blij d’ean. Anez, penauz e c’hallje bevan, pæet fall ’vel m’eo gant ar Sultan ? N’an euz ket aoun, kredet hardiz, e ve tamallet d’ean gant e vestro ’pez an euz græt da bautrik an dour.

Ma, me bepred hen tamall d’ean, ha *damzantout a ran ma goad o trei ennon gant a zrouk am euz outan.

Prestik goude ec’h on distro d’am hostaliri. A dammigo e tremen d’in ma c’halonad, petra bennag en em lakan da droidellan dre an ti hag e kavan ennan kalz a dreo hag a zo neve evidon. ’Pez a blij d’in ar muian eo ar gwel kaer dispar an euz an nen diwar al leur doen. Evel-se e teu prim an noz evidon.

Ha koulskoude na gavan ket e teu prim aoalc’h. Drouk penn a zantan hag en gortoz on da welet ’nean o vont en dro p’am o debret eun draig bennag d’am c’hoan.

Siouaz ! na ra ’met goasaat pac’h on æt ouz taul. Tec’hel a rafen dioustu penevert e fell d’in klevet beteg ar penn ar zon-genavo a gan d’imp unan euz an Tado yaouank. Da glevet ive, alio divezan an Tad Bailly ha prezegennik an Au. ar chaloni Vallée, dean ar belerined, a lavar trugare en o hano d’ar gloareged o deuz servijet anomp ouz taul, hag ambrouget anomp ’vit an deio, — gant kement a volante vad.

N’eo ket koan peurachuet, ma kemeran an tec’h, Dioustu ec’h an d’am gwele, ’læc’h e teuer da zigas d’in, prest goude, eur bannac’hik te. Oh ! ar vad a ra d’in ! Talveet an euz d’in eun nozvez zioul.


————