Seizved pennad — XV
Setu ni æt a spered da heuilh Jezuz epad sunvez e basion, hag-eñ ec’h omp chomet a gorf en Betfaje, — pe da vihanan ’kichen al læc’h ma oa Betfaje d’ar c’houls-ze : rak na chom netra diouti, ha na ouier ket da zur pelæc’h e oa. Breman ’zo pemp pla warnugent koulskoude, ’n eur furchal en douar, o deuz kaved leaned Sant-Fransez eur pikol men a bevar c’horn, livaj ha skeudenno koz koz war e bevar goste. ’Pez ’zo merket war unan euz an taulenno a ziskoe eman ar men-ze ’læc’h e kemeraz Jezuz an azen ’vit e valeaden enoruz.
Ober ’reomp eur zell d’ean, hag eur beden ’barz ar chapelik koant a zo bet savet ’uz d’ean gant Sant-Franseziz, ha neuze ec’h eomp war hon c’hiz evit adtapout Betani elæc’h m’eo chomet hon c’hariolen.
War an hent, e kavan eur bodad kaktus karget a freuz a rer anê figez Barbari ; melen int evel an aour, hag ouz o gwelet e teu an dour en ’n em geno. « Ma, ’meon, ar wech-man eo red d’in gouvet pesort blaz o deuz. » Ha me o tostât ma bizied d’unan anê, — gant evez vraz, avad, betek gout na vefent flemmet gant an drein a c’holo an delio. Klask a ran distagan eur freuzen euz ma gwellan : mes a-boan am euz græt warni goustadik eur oaskaden : « Ai ! ai ! » Eur bern dreinigo, ha na welen ket ’nê, gant a vunud e oant, a oa endro d’ar figezen : kement anê ’zo æt ’n em daou viz, ken n’on ket ’vit o *niveri ; ken moan int ha ken nebeud a grog a roont, ken n’eo ket bizied ma dorn all ’vit o zennan e-mæz. Debron a reont d’in, eun debron *sankuz : mes n’euz ket da laret, red e vo d’in pad gantan eun de pe daou : mont ’rei a-kwit e-unan. ’N eur heskinat ma meud ha ma eil biz, e peurachuan da zisken da Vetani, — hep bean tanvaet ar figezen.
Ne vin ket pell, avad, hep ankouât ma drouk-chans.
Da gentan, ’n eur arruout er geriaden, ec’h an, ’vel ar re all, da zevel ma fri ’barz unan euz an tier paour a zo enni : netra ebarz nemet eur pautr gwisket dister a zo azeet war al leur, e ziouhar en kroaz : pedi a ra a vouez uhel, mes e bedenno a zeblant bean klemmo. Eur bakchij a roomp d’ean, hag en goetur dioustu.