Mont d’an endalc’had

Seizved pennad — XIII

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 212-215)



XIII


Lazar adroet d’ean ar vue gant Jezus.


Epad kleñved Lazar, eur c’hleñved a oe berr, o defoa kaset e c’hoarezed eur *c’hannad da Jezuz, an em gave neuze en tu all d’ar Jourden, evit *kemen d’ean e oa goall glanv an hini a gare ; marvad e kredent e vije deut dioustu an Autro d’hen gwelet hag an ije pareet ’nean ’vel m’en doa pareet ken liez a glanvour. *Hogen na reaz netra nemet laret d’ar c’hannad : « N’eo ket klanv Lazar da vervel, mes ’vit lakat an dud da rei gloar da Vap Doue. »

Memez tra, daou de goude, e lavar d’e ziskibien : « Deomp da Vetani dioustu. »

Pan arruaz, e oa maro Lazar pevar de ’oa. Marta, raktal ma klevaz e tostae, ac’h eaz da benn-hent d’ean. « Autro, emei, mar vijec’h bet aman, na vije ket marvet ma breur. » — « Marta, ho preur a deuio c’hoaz da vean beo. » — « Ya, eme Marta, me ’oar aoalc’h ze, dont a rei da hadvevan an de divezan euz ar bed. » — « Me, eme Jezus, eo ar vue. Neb a gred ennon, nag e vije maro, a vevo. Kredi a ret an dra-ze ? » — « Me ’gred, eme Marta, ec’h oc’h c’hwi Mab Doue ha Salver ar bed. »

Neuze ec’h eaz Marta da c’helvel he c’hoar Mari, a oa chomet en ti gant ar gerent hag an amezeien, hag a lavaraz d’ei goustadik en he skouarn : « Ar Mestr a zo duont o c’hortoz anout. »

Raktal ec’h a Mari da gât Jezus, eur bagad tud war he lerc’h. Pan em gavaz dirakan, e lavaraz d’ean, ’n eur ouelan. « Autro, mar vijec’h bet aman, na vije ket marved ma breur. » Kement hini a oa eno a ouele ’velti : Jezuz heñ e-unan a oe teneraet e galon, hag a c’houlennaz : « Pelæc’h ho peuz laket ar c’horf ? » — « Deuet, eme int, hag e welfet. » Ha Jezus en em lakaz da ouelan. Ar Judevien a lare neuze : « Sellet pegement e kare ’nean. » Daoust perak ive, ’me darn-all, n’an euz ket harzet ’nean da vervel, penegwir an euz pareet an hini a oa ganet dall ? »

Neuze ec’h ejont holl ’trezek ar be, a oa eun tammik e-mæz ar bourk. C’hoaz hen diskoueer breman d’ar belerined : eur gleuzen toullet er roc’h beo, ha stoufed gant eur men ledan. Mes dindan an douar eman breman, don-don, penegwir e renker disken 26 pazen dre eur *vinz voan ha teñval ’vit hen kavout. Mogeried eo ar c’hao euz eun tu, en *hevelep doare ma c’helle dougen an iliz a oa bet savet ’uz d’ei gwech-all goz. Koueet eo an iliz-ze pell ’zo, hag æt he mein da zikour sevel an tier, pe gentoc’h ar foukenno a loj enne fellahed, da laret eo kouerien El-Azarieh.

Pan arruaz Jezus ’kichen ar be, e laraz d’ar bautred : « Lemet ar men diwar ar be. » — « Mes, Autro, eme Maria, c’houez a zo dija gantan : pevar de ’zo ’boue ’c’h eo maro. » Jezus o respontaz : « N’am euz ket me laret d’ac’h e weljec’h gloar Doue, mar karjec’h kredi ? »

Lemet e oe eta ar men. Neuze en em lakas Jezuz da bedi. E zaoulagad savet gantan ’trezek an neñvo, e laraz a vouez uhel : « Lazar, deuet e-mæz. »

Raktal e teuaz Lazar e-mæz, liened ha liammed ’vel ma oa bet laket er be. « Dizereet ’nean breman, ’me Jezus, ’vit ma c’hello kerzet. »

Ober a reaz Lazar impli vad gant e vue neve. Dek ’la goude Asansion e Vestr, evit tec’hel ’rauk ar Judevien a glaske hen goaskan ’balamour e oa eun desteni euz galloud divin Jezus, en em daulaz gant e diou c’hoar en eur vagik, hag a reaz heb roenv na ouel, a-dreuz d’ar mor Kreizdouarek, an hent a refomp ni ’vit distrei euz a Jaffa da Varseilh : war aud ar Brovans e tiskennaz. Prezeg a reaz eno ar gwir fe, ha, goude bean renet iliz Marseilh epad tregont ’la evel eskop, e varvaz ’vit an eil gwech. Bet on gant ma lennerien o welet e ve en iliz koz Sant Viktor. Santez Marta ha santez Mari Madelen a zo ive eun devosion vraz evite en bro Daraskon hag Arlez, ’læc’h m’hon deuz ive tremenet.


————