Mont d’an endalc’had

Unekved pennad — IV

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 305-309)



IV


’Vit ar bevien mezuz : Breuriez Sant-Visant a Baul. — Diou Vreuriez dorn ouz dorn.


E-tuont d’ar glaskerien e zo en Jeruzalem kalz a bevien mezuz ha na gredont ket mont en dro. Ha n’eo ket ar re-man eo an nebeutan ezomek.

An nebeutan zikouret, avad, na laran ket. Kær a ra nebeut a dra evite. Evuruz ar re a deu da vean anaveet gant eur vreuriez gatolik, eur vreuriez a garante a zo neve-zavet en Jeruzalem, hag a rer anei Breuriez Sant-Visant a Baul.

Na oufe den gouzout ar vad a zo bet græt aboue hanter kant vla ’zo, en Frans hag elæc’h-all, gant breuriezo ’vel honnez, da bevien ar c’hærio ha d’ar genvreuder i o-unan : Aluzenno e bep seurt, ha komzo konfortuz evit ar re ezomek ; bue kristenoc’h ha *delidusoc’h ’vit o aluzennerien. Da skouer e komzin d’ac’h, lennerien ger, euz diou vreuriez hag o anvean ’nê rez mad, an diou a bleustr tiegezo ezomek Gwengamp : hini kær ha hini ar Golaj. An hini gentan, e zo bodet enni eun daou-ugent bennak a bautred a zoare, na skwizont ket d’ober ar vad endro d’ê. An eil eman enni an tri-ugent vrasan euz ar golejianed. Ar re-man n’int ket pinvik ha koulskoude, ’n eur gestal etouez o c’hamarado hag etouez o mistri, e teuont a-benn bep pla d’ober aluzenno ’vit eun dalvoudegez a vil lur,… d’an nebeutan. N’am euz ket ezom da laret pegement int binniget gant an dud ezomek pac’h eont bep sun d’o gwelet en o zi gant rener ar vreuriez.

’C’hanta ! en Jeruzalem, e zo ive eur vreuriez henvel ouz re Wengamp. C’hwel aman penauz on deut d’he anaveout, ha da c’houzout er memez amzer pegement a vad a ra endro d’ei.

Disul divezan, goude meren, e oa pedet ar belerined a zo en breuriez Sant-Visant a Baul en o bro, d’en em vodan en sal-digemer Itron Varia Frans, evit gwelet ha klevet renerien breuriez Jeruzalem. Mont a riz, ha n’am euz ket a geu da vean bet æt.

Ar penn-rener eo an Au. Fransis Fadl-Allah-Marroum, eur breur d’an Au. Josef Marroum am euz græt anaoudegez gantan war al lestr.

Gallek a oar, ’vel pa vije bet savet ha skolaet en hon bro. Ha gwell a ze. Gellout a ra ezet rei d’imp d’intent pehini eo bet ha pehini eo breman doare e vreuriez.

« Hanter kant vla ’zo, emean, eo bet savet gant eur Zauz katolik ; kouean a reaz, ’vit-se, ugent vla goude, ar blavez 1872. Ugent vla goude ive, setu ’nei adsavet gant eur iontr d’in, euz a du ma mamm. ’Vit ar bla hepken eo bet roet d’in e garg a benn-rener. Na n’omp nemet 18 aluzenner enni : mes bean hon deuz 15 kenvreur a enor, a zikour anomp gant o yalc’h, ha paeroned, ’vel ar Patriarch, ar Vikel-Mirer ha Konsul Frans, a ro d’imp, e-tuont d’o aluzen, harp o hano hag o stad uhel.

« Tri-ugent tiegez a zikouromp, tiegezo katolik. Dek, daouzek pe bemzek anê a welomp bep sun. N’eo ket arc’hant a roomp d’ê, tammo paper eo, moulet warne siel ar Vreuriez, ha merket warne ive petra ’c’heller prenan gante : bleud, aman, *eol-men, glaou, ha treo-all.

Ha penauz e c’hallomp-ni harz ouz eun dispign ken braz ? Paour aoalc’h eo bet ar vreuriez beteg an 21ed a Ebrel 1901. An de-ze ’vad, e zo koueet 400 skouet en yalc’h an tensorier. Kement-se a zo bet talveet d’imp gant eur c’hoariadek o deuz græt skolaerien ar Breur Onezim dirak eur bern tud a oa pæet mad gante o flas. Hirie (8ed a Wengolo 1901) hon deuz 800 lur en hon godel : nebeud a dra koulskoude ’vit ar goanv, a vo diæz da dremen. Breman, ’vit kalz a vicherourien, n’eus ken a c’honid, o vean n’haller ken mansounat dre zianez a zour : n’euz ket koueet eun daken c’hlao eiz miz ’zo[1] .

’Vel ma welet, na vo ket diæz d’imp kaout impli d’hon gwenneien. »

Achuet e brezegen gant an Au. Fransis Marroum, e sav rener ar vodadek, an Au. ’r c’habiten Fressanges du Bost, euz Moulins, evit respont d’ean. Trugarekât ha meuli a ra e genvreuder Jeruzalem ’balamour d’ar vad a glaskont ober hag a reont on o c’hær. Muioc’h ’zo : ’vit rei kalon d’ê da gendelc’hel, e ra ober en hon zouez evite eur gest a zav tremen kant lur.

’Vel ar re all ec’h an da rei eur stard dorn d’an Au. Marroum ’rauk e gwitât. N’hallan ket zoken mirout da laret d’ean e komzin euz e Vreuriez d’ar Genvreuder yaouank an euz en kolaj Gwengamp. « Ze, ’meon, a rei plijadur d’ê ha kalz a vad war eun dro. »

Dalc’hed ’m euz d’am gir, ha ze ’n euz talveed da Vreuriez Sant-Visant a Baul Jeruzalem eun aluzen all a zo bet kaset d’ei gant hini kolaj Gwengamp, ha da homan eul lizer a drugare skrivet d’ei gant an Au. Marroum. « Kenvreuder yaouank, emean, trugare d’ac’h da vean deut d’hon zikour. N’eo ket hepken rei kalon d’imp ho peuz græt, skouer vad ive ho peuz roet d’imp. Oh ! nag evuruz oc’h da vean reizet en ho kelendi gant mistri hag a zesk d’ac’h abred abred ober ar vad en dro d’ac’h ha kerzet war hent ar furnez gristen. Hoc’h *erbedi a reomp, c’hwi hag ho mistri, d’hon fevien ger, a vo stad vraz enne o pedi ’vit o madoberourien *tremor. »

Laret d’in, breman, lenerien ger, hag-eñ ho peuz klevet gwech e-bed displegan reisoc’h ’pez a dalve ar gomz aour a laromp, ni Bretoned, evit trugarekât : « Bennoz Doue d’ac’h. »

Na gavin ket girio c’houekoc’h da glozan ’pez am oa da laret diwar-benn pevien Jeruzalem.


————

  1. En ti Itron Varia Frans e zo bet renket prenan ’vit 200 skouet a zour, ar bla 1901.