Mont d’an endalc’had

Pennad kentan — II

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 3-4)



II


Goude Pariz : diou vro fonnuz, unan da rei ed, eben da rei gwin.


D’ar meurz, ar 27 a Est. — D’unek heur, en em gav bodet eur c’hant bennag a belerined en gar Pariz-Lyon-*Kreisdouarek, pep-hini o klask hag o kemer al læc’h a zo bet miret evitan gant Tado an « Assomption ». Ar re-man eman war o c’hont urzan pep tra, hag hen ober a reont mad-tre.

Digoueout a ra d’in kaout a-dal d’in, en em *c’hombot, medisin ar Pelerinaj, an autro Fauvel, euz an Havr : berr ’kavin an amzer gantan, rak plijout ’ra d’ean delc’hel kauz ganimp : e gomzo a zo deread, ha birvi a ra gant ar c’hoant da deski e-unan eur bern treo.

E-kreiz mac’h omp oc’h ober anaoudegez etrezomp, setu eun taul c’houitel, ha ni o tilæc’han. Heb dale eo kollet ganimp ar wel euz Pariz, hag e teu ær vad ar mæzio da laouenaat hon c’halon.

Eur blenen ledan-ledan a dreuzomp da gentan, plenen ar Bri : ken fonnuz eo da rei ed, ken ec’h eo hanvet, ’vel ar Bos[1] , unan euz grignolio Frans.

En he goude e teu eun terouer digompez a rer anean ar Bourgogn. Gwin ’ve græt dre-aman ’vel a ve græt jistr en hon bro Breiz. Koulskoude na goue ket c’hoaz dindan hon daoulagad kalz a *winienno : ni a hed ster ar Yon hag hi na blij ket d’ê bean tost d’an dour : red eo d’ê kaout douar gre evit dont ervad. An heol ive a blij d’ê : setu perak, bep ma tostaer d’ar c’hreiste, e kav an nen anê stankoc’h. Mes arabad eo kredi e vent henvel ouz ar re a welomp en hon bro, harpet ouz eur voger bennag ha kemeret gante a-wejo hed eur voger hir. Aman ec’h int regennet e-kreiz an douar labour, ha harpet ouz peulio koat berr-berr : na zavont ket e-tuont da dri droatad. Pep-hini anê a ra ’vel eur bodadik koat : ar barr koz, pe ar skod-gwini, a zo er c’hreiz, ha dioutan, ’vel diouz eur vammen, e sav ar barroigo a dle dougen ar c’hropado rezin. Ar re-man a zo breman o tarevi, ha krog e ver d’o dastum evit ober gwin. Meur a labourer a welomp o pleal gant se.

Amzer aoalc’h hon deuz da zellet anê : rak hon c’herzet ac’h a war *c’horrekaat. Epad ma hedomp ar Yon hag, en he goude, sterio all bihanoc’h, eman an hent-houarn war zav, ha sevel a rei c’hoaz mui-ouz-mui bep ma tostafomp da veneio ar Gost-Aour.


————

  1. Plenen Chartres,