Pennad kentan — I
D’al lun, ar 26 a viz Est. — N’euz forz piou a fell d’ean ober eur veaj hir, mar geo c’hoaz beo e vamm, ec’h ei d’he c’hât hag e roo d’ei eur pok kalonek ’n eur laret d’ei : « Kenavo ! » Nag a dreo ’barz ar gir-ze ! ’Vidon-me, ’pez a zo ennan da gentan eo ar *mennoz-man : « N’ankouait ket ac’hanon ! »
Hag an Itron Varia Wir-Zikour eta, daoust hag heñ n’eo ket Mamm da holl Wengampiz ? Setu perak, ’rauk en em lakat en hent evit Jeruzalem, e kemeran hent hec’h iliz. Goude bean oferennet ha pedet he Map, ec’h an d’he forched, hag eno, daoulinet dirak he skeuden vinniget, e oestlan d’ei ma felerinaj. Seblantout a ra d’in e silaou ma feden hag e lavar d’in : « Bez dinec’h, ma bugel ; n’ankouain ket anout. Me as tioallo a bep drouk. »
Ha me, leun a fianz, o tistrei neuze d’ar Golaj, evit *danzen samman.
Da 9 heur ec’h on er gar o c’hortoz an tren ac’h a war groec’h d’ar c’houlz-se. Mes an Au. Louis Neumager, an hini am euz ’n em glevet gantan evit beaji a-gevred, na ’man ket ganin. Renket ’neuz ’n em lakat en hent en em rauk : ’benn breman, sur mad, a dle bean en Paray-ar-Monial.
Lausket ’ta ganin ma fautr-a-rauk, e klaskan en tren Pariz pelerined all euz ma anaoudegez a dle dont gantan. Setu aman daou anê : an autro C’hwerou-Kerizel, person Plounerin, hag an autro Albert Chareton, eur pautr yaouank euz Lannuon, a zo c’hoaz o studian en skol-veur katolik Lill-en-Flandr, evit bean den a lezen. Eun all c’hoaz a oan en sonj da gaout wardro gante : an autro Desire an Normand, euz Lannuon. Mes heman ive an euz kemeret e lans. Kaout ’refomp ’nean war hon hent.
Hon zriik eta en em zikourfomp an eil egile da lac’han hon amzer bete Pariz.
Fe vad, n’hon deuz ket bet kalz da boanian evit se : ken berr he deuz padet ar veaj ! Mann nemet nao heur : nijal a remp, n’eo ket kerzet ; trei a ræ ar rojo gant an ahel ’vel eur ganel gant ar werzid.
’N eur arruout en Pariz, kentan hini a welomp war gæ ar gar Meneparnas, eo an Au. Normand.
« Kenavo arc’hoaz ! » a lavar neuze an daou velek da bautred Lannuon. Ha ni da glask hon lojeiz evit tremen an noz.