Alio d’al lenner
Al lever-man a zo bet skrivet ar peurliesan herve doare
komz Bro-Dreger. Koulskoude eo bet auzet ennan pep tra
en *hevelep doare ma c’hello bean lennet hep poan gant
Leoniz ha gant Kerneiz. Gant ar Wenedourien, avad, na
laran ket : re dishanval eo o *yezik diouz an tri yezik all.
Evit dont a-benn euz e daul an euz bet impliet an auzer eun doare skrivan a ziskoeo anat da bep lenner penauz e tleo lenn, herve giz e vro, an *iskisan euz al lizerenno.
w a ve lennet : en treger ou ; — en Leon hag en Kerne u warlerc’h g ha k ; e-læc’h all v.
æ a ve lennet é pe gentoc’h ê en Treger hag en Kerne ; — ea, ae en Leon.
au a ve lennet ô en Treger hag en Kerne ; — ao en Leon.
’N eur skrivan er c’his-se e kemeran skouer diwar an autro Emile Ernault, kelenner a lizeradur geltik, en skol-veur Poitiers, eun den a ouiziegez, mar zo, ’vit ’pez a zell ouz ar brezonek.
E lever divezan, Gwerziou Barz ar Gouet[1], a zo skrivet er c’his-se. N’am euz ket ezom da laret e zo ennan treo brao ha brezonek c’houek.
Eun draik bennak c’hoaz diwarbenn an doare da lenn.
g hag s na vent nepred laret evel j ha z. Koulskoude Tregeriz ha Kerneiz, pa gavfont er penn kentan euz eur gir al lizeren s hag ar *vogalen d’he heul, a c’hello laret ’nei z. Evit skouer : Douar Santel a vo lennet gantê Douar Zantel.
Ar verb mont a skrivan ’nean a-wejo herve doare komz Tregeriz : me ac’h a, me ac’h ei ; — gwejo-all, herve hini Leoniz : me a ya, me a yelo.
Memez tra ’vit ar verb bean, beza : aliez e skrivan ec’h omp, e ver, elæc’h emomp, emeur, ’vel ma lavar Leoniz.
’Vit Leoniz em euz laket eun tokig(^) war d’ê hag anê. An ê-ze a dalve d’ê neuze ezo pe eze.
’Vel ma weler, Tregeriz ha Kerneiz a blij d’ê berraat ar zonio ’n eur strizan ’nê. Ze ’vad n’eo ket da damall d’ê ’vel eur rebech. kenkouls e komzont ha Leoniz[2].
Kalz a dreo a c’hellje c’hoaz bean laket aman ’vit sklerât an doare da lenn.
Mes pep lenner, e kredan, a oaro ’n em diluian e-unan-penn.
Mar zo girienno ha n’int ket anaveet, e vo kavet petra a dalveont en eur *geriadur a zo laket da glozan al lever. Eur steredennig (*) a ziskoe ar re eman eno en gwel o zalvoudegez.
Pa valeo al lenner dre Jeruzalem pe endro d’ar gær, e vo mad d’ean ober eur zell gwech ha gwech war ar garten a gavo daoubleget en lost al lever : ezetoc’h e c’hallo dibab e hent.
- AN *AUZER.