Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/a-bezh
Eus 1911 da 1922 eo bet moulet evit ar wech kenta an Notennou, e stumm levriouïgou, eul levrig evit pep pennad, nemet an daouzekved a zo bet embannet ar gevrenn diweza anezan ez distag diouz ar c’hevrennou-all. Peb a eilvouladur a zo bet graet eus an trivet pennad (gant eun droïdigez kembraek diwar dourn an aotrounez P. Mocaer ha Rhys Phillips), eus ar pempved (e 1917 e voe advoulet) hag eus an dekved (e 1924). E-pad an hanv 1942, en doa prientet an aotrou Fransez Vallée eun advouladur eus an eizvet pennad. Evel ma weler, ar meneg « trede mouladur » laket war al levr-man a zo gwir hepken evit tri fennad anezan.
Dre aked Roparz Hemon ha gant aotre an aotrou Fransez Vallée, brezonekaer an Notennou, ez eo bet aozet ar mouladur nevez-man. Skriverezet eo bet an daouzek pennad gant an aotrou Kêrverziou. Diouz e du, dastumer an Notennou en deus klasket lakaat da glota gant araokaënnou ha gwellaënnou ar ouiziegez-vreman an daouzek pennad, dreist-holl ar re anezo a oa bet moulet da genta. Levrlennadur pep pennad, bet lezet ermaez eus e labour gant ar skriverezour, a zo bet adlaket en e lec’h, d’al lenner c’hoantek da vont pelloc’h eget al levr-man war hent ar studiou keltiek, gallout hen ober hep koll amzer nag arc’hant. Gwaz a se, gant an diaesteriou stank hag a bep seurd diouanet eus ar maread-amzer fall a dreuzomp, n’eus ket bet gallet rei da lenn d’an aotrou Fransez Vallée, d’ezan d’o reiza e-kenver Yez, an aroudennou nevez bet staget paot-ha-paot ouz ar pennadou, pe e korf pep pennad, pe en notennou e-traon ar pajennou. Gant-se, ma ’z eus enno faziou ouz ar Yez, arabat eo e vefe taolet ar bec’h warnan.
M. M.
22-7-1943.
Kement den a ray e vad eus ar mouladur-man en devo eul lusk a anaoudegez-vat ouz an Tad Dom Godu O. S. B. en deus bet ar vadelez da zifalla an amprouennou ha da sevel an taolennou. Evit al labour tenn ha doanius-se, bet kaset en-dro ez diflach gantan e-pad meur a vizvez, dre greiz-tre ar bombezadegou (e-harz Sant-Nazer edo o chom) e lavar an daou aozer trugarez d’ezan a-greiz-kalon.
Abherve.
Meven Mordiern.
En eur skriva al labour-mañ, n’hon eus bet ken c’hoant na mennad nemet ober vad d’ar varzed ha da holl Vreiziz, beleien pe liked, na reont ket fae war o amzer goz keltiek.
Abaoe eun dek vloaz bennak e vez komzet alies eus ar Gelted, ha meur a c’haou a vez distaget diwar o fenn, kerkoulz gant an neb o difenn hag o meul ha gant an neb o flemm hag o distera. Etre an daou du, skeudenn ar Gelted koz en em ziskouez kemmus ha disneuziet diouz ma vez youl pe huñvre an neb a gomz.
Ha koulskoude, souezus ez eo bet gwellaet, abaoe hanter-kant vloaz, anaoudegez ar Gelted hag o sevenadur gant ar ouizieien a zo, e kement bro Europa ha dreist-holl en Alamagn, e Bro-C’hall hag e Breiz-Veur, en em roet d’o studia. Gwaz a se, frouez o labouriou war gouenn, yez, istor, kredennou ha bividigez, ijinou-kaer ha micheriou ar Gelted koz, en em gav dastumet e levriou ha kelc’hgelaouennou a zo diaez da gaout dre ma’z int ker ha niverus. Ken diaes all ez int da lenn dre ma ’z int bet skrivet evit ar ouizieien hepken. Lakaat e berr, urzia ha trei e brezoneg reiz ha fraez an anaoudegeziou reta war sevenadur hag istor ar Gelted koz, o strolla d’ober ganto eun daolenn grennet, ha hi evelato ker klok ha ma vo gallet, eus pobl ar Gelted, setu petra a voe hol labour. Kement a zo ennañ a vad hag a wir ez omp anaoudek evitañ d’ar ouizieien dreist a bep broadelez o deus, en hanter-kantved diweza, gouestlet o buhez hag o nerz da studia an henamzer geltiek.
Hor skrid, hag heñ diglok, a c’hello moarvat ober vad da renerien ha paotred ar c’helc’hiou-studi. Kavout a raint ennañ danvez displegadennou pe kaozeadennou bihan. Hag ar re o devo amzer hag arc’hant da vont dounoc’h er studiou keltiek, a gemero diwarnañ harp ha bleniadur d’o c’hammedou kenta.
Ha komz a rin d’eoc’h eus poblañs diniver ar vro-se, eus stumm broiz, mentek ha neuziet-kaer, hag eus o c’hadarned er brezel ? Dezrevell an darvoudou end-eeun a roio da anaout d’imp an holl zoareou-se.
(Ar Gresian Polubios o komz eus Keltia).
E tegase da goun bep hini taoliou kaer ar Gelted wechall hag an holl droug o doa graet d’ar Romaned.
(Sagroviros o komz d’ar C’halianed,
kent emgann Augustodunon. Dioc’h Takitus)
- Hon dizunaniezou hag hon dis anniezou, nemetken, o deus graet berz ar Romaned. D’hor faziou ez int dleourien eus holl gloar o armeou.
- (Komzou Galgakos da Vrezoned an Hanternoz kent emgann ar menez Graupios. — Dioc’h Takitus).
Mammennou hon anaoudegez eus ar Gelted koz. — Daou seurt a zo anezo :
1. — Al levriou skrivet er C’hres, dreist-holl adalek ar pempvet kantved kent Hor Salver, hag e Roma adalek an trede kantved. Ar skridou-se eo o deus miret d’imp kement a ouzomp eus istor ar Gelted koz, o veza ne rae ket ar re-man gant ar skritur, evel an holl boblou eus Hanternoz Europa [1].
2. — An traou a bep seurt : armou, binviou, braoigou, peziou-mouneiz, diskaraduriou-tiez, dismantrou kêriou ha kastellou, lezet gant ar Gelted e broiou Europa bet gwechall en o dalc’h, hag a zo bet kavet en hon amzer.
Dre studia piz an traou-se ha burutella gwelloc’h eget eur c’hantved ’zo ar skridou gresiek ha latin eo ez omp deut a-benn da gaout amploc’h ha suroc’h anaoudegez diwar-benn ar Gelted koz. Ar pez en deus tennet dreist-holl da nevezi ha da astenn an anaoudegez eus an henamzer geltiek eo :
a) ar gwellaennou gounezet dre an denoniez, da lavarout eo dre studi an danveziou gouenn-dud a zo aet da furmi broadou Europa wechall ha bremañ ;
b) ar gwellaennou gounezet, eun hanter-kantved a zo, gant ar genyezoniez, da lavarout eo gant ar studi keñver-ha-keñver eus ar yezou keltiek gwechall ha bremañ, en o yezadur hag en o geriadur. Krouer ar genyezoniez keltiek a voe an Alaman Johan-Kaspar Zeuss, a embannas e 1853 eur Grammatica Celtica, a dalv c’hoaz hizio an deiz da ziazez ar studiou keltiek [2].
Al lec’h dalc’het gant ar Gelted en istor Europa. — Pa vez meneg eus ar Gelted koz, n’eus ezomm ebet da sevel betek an amzeriou pella ma rae poblou Europa gant armou ha binviou maen, ha ma savent taolvaeniou. War-dro an XXet kantved kent Hor Salver e teuas an armou hag ar binviou arem da voazamant en Hanternoz Europa hag, evit doare, etre ar XVIet hag an Xet kantved kent H. S. eo en em furmas tamm-ha-tamm en eur c’horn pe gorn eus ar rann-vro-se ar bobl geltiek evel m’en em ziskouezas diwezatoc’h ouz daoulagad Kreisteiziz gant ar yez, ar c’hredennou hag ar boaziou a ro d’ezi he stumm disheñvel.
Dre o sevenadur hag o istor, e tenn ar Gelted koz da rann-amzer ar metalou : ouz rannamzer an armou hag ar binviou arem int stag dre zerou o sevenidigez ; gwella lamm-gresk houmañ, avat, hag he feurvleuniadur ne gemeras lec’h nemet e rannamzer an armou houarn (diwar ar bloavez 500 kent H. S. pe war-dro).
Petra a dleer da intent dre sevenadur keltiek. — Poblou Hanternoz Europa o deus tañvaet, a-hed rannamzer an arem hag an houarn, eur sevenadur, diglok evit gwir, ha disteroc’h war boentou ’zo eget hini an Hellas ha Roma, na voe ket, evit se, na dizellid na digened. Gouzout a ouie ar poblou-se labourat ar c’houevr, an arem, an houarn, an aour ; gounit an edou, trempa an douarou ; ober gwiadennou gant ar gloan, al lin hag ar c’hanab ; liva ar gwiadennou-se gant liviou diwar louzeier ; sevel gant prenn tiez, pontou, kirri, bagou ; stumma ha poaza listi-pri. O micherourien o deus diskouezet eun ampartiz hag anaoudegeziou micherel, souezus a-wechou, hag eur vlizidigez ouz kened ha koantiz ar furmou, a ra e c’hellfe ar vouc’hal-mañ-bouc’hal, al lestr-mañ-lestr arem kavet e Sveden, ar c’harr-mañ-karr miret e taouarc’h geuniou ar Jutland, keñveria ouz ar pep brava savet en hevelep doare gant ar C’hresianed.
Ar pez a zigemm sevenadur an Hanternoz diouz hini ar C’hreisteiz eo :
1. Dre ma ’z eo tra brezelourien, gounideien-douar, mesaerien.
2. Dre ne ra ket gant ar skritur.
3. Dre ne sav ket tiez-meur gant mein.
4. Dre ne ra nemeur a implij pe implij ebet, en ornadurez an armou, al listri, hag all, eus skeudennadur an traou beo (tud, loened, louzeier), da heul marteze eun dreuz-kredenn bennak. Hogozik atao e vez kemeret diwar al linenn rik danvez an ornaduriou.
Roudou ar sevenadur-se a gaver e Sveden, en Norveg, er Jutland, a-hed aodou mor an Hanternoz hag ar Mor Baltek, e Breiz-Veur hag e meneziou kreizenn Europa. Ar sevenadur keltiek, dreist-holl en e zerou, n’eo nemet an neuz disheñvel a wiskas ar sevenadur-se eus an Hanternoz etre daouarn eur bobl speredet-dispar, hêr, brezelerez ha trec’herez-vroiou. Dre o zrec’hadennou ar Gelted a gasas anezañ pell-pell : e Bro-C’hall, en Hanternoz Italia, e traoñienn an Danao ha betek ar Mor Du.
Mouget tamm ha tamm war an douar-bras gant ar sevenadur italian-gresian (adalek 300 kent H. S.), e voe miret ar sevenadur keltiek en e bez en Iwerzon, e-lec’h e talc’has da vleunia e-pad an dek kantved kenta eus an oadvez kristen.
Petra a dleer da intent dre « gouenn geltiek ». — Kement-mañ, hepmuiken, he deus lakaet anat an denoniez :
1. — Ar ouenn, tra gorfel diazezet war furm ar glopenn, liou ar c’hroc’hen, liou an daoulagad hag ar bleo, linennadur an dremm, ar vent, a zo eun dra krenn distag diouz ar vrôadelez diazezet war ar yez, an Istor, an hengouniou, ar sevenadur.
2. — Gouennou Europa a zo mil gwech kosoc’h eget ar c’hosa brôadeliou kounaet gant an istor, hag ar brôadeleziou-se a zo bet furmet hogos bepred gant eur c’hemmesk a zanveziou gouennel disheñvel. Pobl ar Gelted, — d’ezo dreist-holl da genta neuz poblou an Hanternoz : ment uhel, bleo melen, daoulagad glas, — en em veskas e Breiz-Veur, en Iwerzon, e Bro-C’hall hag er peurrest eus Europa, gant poblou all disheñvel tre diouto ha niverusoc’h egeto. O adverat o deus graet ha rei d’ezo o yez, o sevenadur, o anoiou brôadel ; int-i a zo bet, en eur ger, ar goell en deus laket da c’hoi ha da sevel ar c’hoz veuriadou gounideien-douar ha mesaerien eus Kornog Europa ; bevezet int bet ganto, avat. Gant-se, mar geller gant gwirionez komz a Gelted, a vrôadou keltiek, a sevenadur keltiek, n’heller ket nemeur komz a ouenn geltiek, rak :
a) ar Gelted ne oant, da genta, nemet eur barr eus eur ouenn-dud o veva en Europa an Hanternoz. Komzet o deus hag e komz c’hoaz tud ar ouenn-se darn anezo yezou ariek (germaneg, letteg), ha darn all yezou nann-ariek (finneg) ;
b) ar poblou keltiek a vremañ, evel ar re a veve a-benn ar c’henta kantved kent H.S., a zo ouz o ober, evit an darnvuia, tud hag en em gave o c’hendadou e kuz-heol Europa abaoe an oadou pella.
Ar poblou brasa, ar muia brudet en istor, a zo bet bepred teñval ha dister o derou. Eun dournadig gounideien-douar ha mesaerien armet ne voe ken ar Romaned da genta. E kornig eur rannvro dister eus Italia edont, hag, e-touez ar poblou pinvidik ha galloudus a veze en-dro d’ezo hag o disprize, hini ebet n’helle amgredi e teuje ar seurt tudigou, dre zerc’hel da greski o galloud hag o gouiziegez vrezelel, da lemel diwar c’horre an douar betek o ano-i, e rajent al lezenn d’an hanter eus Europa, Azia hag Afrika, hag e savje diwar o yez latin eil-yezou a vije komzet gant nouspet mil ha mil a dud.
Kemend-all a c’hoarvezas gant ar Gelted. Kreski a rejont divrud en eul lec’h pe lec’h eus Europa an Hanternoz, marteze e kichen poblou a oa da genta galloudusoc’h egeto. Ren a rejont, dindan eun oabl dihabask, war eun douar peuz-distruj, ar vuhez c’haro a rene labourerien-douar ha mesaerien an Hanternoz da vare an arem, o kaletaat o c’horf diwar ar vuhez-se hag o nerza o mennerez. O gouiziegez vrezelel o deus kresket en emgannou trec’h pe goll, e brezeliou stank, meuriad ouz meuriad, ha da c’houde pobl ouz pobl. War astenn ez int aet a-zehou hag a-gleiz betek an deiz m’o deus, da heul darvoudou a veur a seurt hon eus eun damskeud eus darn anezo, lezet war a-dreñv an alar, ha m’o deus, krog o dourn er sugellou hag er c’hleze, kerzet, neket da « c’hounidigez ar Bed », gouez d’o barzed diwezatoc’h, « da c’hounidigez Europa » an hini eo. A-benn pemzek kantved, diwar pennabegou heñvel evit ar peurvuia, ar pep brasa eus ar C’hermaned a dlee kemer an hevelep hentou hag adober an hevelep istor.
Bro genta ar Gelted. — War ribl mor an Hanternoz e vevent en eur vro, enni brugeier ec’hon, pradeier gleb ha koadeier, marellet a stankou hag a c’heuniou, ha treuzet gant stêriou bras : ar Rênos (Rhein), ar Visuria (Weser), an Albis (Elbe). Ar C’hresianed a anavezas abred ar vro-se dre zanevellou o marc’hadourien c’hoularz. Marvailhou souezus a zeue ganto diwar-benn hec’h eostou, he broiz, he goañvou kriz, braster ha risklou ar mor a hed anezi. Bro ar goularz, an alarc’h garmer hag an elvenn wenn e oa-hi. Eno e veve azeulerien an heol, an Huperboreaned fur. Eno e weled bep noz an heol skedus (phaetôn, élektor e gresieg) o veuzi er c’hoummou hag ar mor o c’houezi, pa stoke outañ, ar seurt c’houezenn a zeu, dre galedi, da veza ar goularz (elektron) a vez taolet ouz an aod, endra ma vez war an tevenn c’hoarezed an heol, aet da elo gwenn hirvoan, o tridal hag oc’h hirvoudi da reuziad o breur beuzet.
Aodou izel ar vro-se a veze gwastet alies gant ar mor a zic’hlanne uhel en douarou. Ar C’hresianed a glevas gant o marc’hadourien kelou eus an dic’hlannou skrijus-se : « Ar mor », eme ar skrivagnerien goz a Vro-Hellas, « a lam muioc’h a dud digant ar Gelted eget ar brezel ». Hag e skeudennont kadarnded ar Gelted o c’hortoz, armet-holl, tarz ar gwagennou trouzus, hag o dalc’hidigez pa zistroont, goude dichal ar mor, da adsevel o ziez.
Gounidigeziou-brezel ar Gelted en Europa. — Skuiz o welout ar mor o tic’hlanna dalc’hmat war o maeziou, e poanias ar Gelted da c’hounid dre an armou chomaduriou nevez. Darn anezo o deus en em ziazezet en enez-Vreiz, abred evit doare, marteze diwar an Xt kantved kent H. S., dedennet emichañs gant mengleuziou pinvidik ar vro-se a bourchase ar staen ret d’ober armou arem. War-eeun dre vor ez ejont di, kredabl, rak, ho pet koun, e-pad maread an arem war e hed hag a-raok, e-pad diweza oadvez maread ar maen (XXX-XXet kantved kent H. S.) e veze darempredou dre vor stank a-walc’h etre enez-Vreiz hag Europa an Hanternoz [3].
War an douar-bras ar c’henta broiou gounezet gant ar Gelted a voe, hañvel eo, ar rannvro meneziek ha koadek en em astenn e kreisteiz o bro betek an Danao uhela hag hanternoz ha sav-heol Galia (war-dro ar VIIt kantved kent H. S.).
Er VIet kantved kent H. S. e piaoue ar Gelted, ouspenn ar vro bevennet gant ar stèriou Albis, Danuvios, Rênos, an douar en em astenn etre ar stêr diweza-mañ hag ar mor Atlantek. D’ar mare-se, ma n’eo ket deut c’hoaz Keltia d’an ec’honder divent a dizo eun nebeut kantvedou goude, eur vro bras-tre eo koulskoude a-benn neuze. Skeudennet eo evel-hen gant eun douaroniour koz : « E kuz-heol Europa e sav Keltia etre penn-ahel-bed an Hanternoz ha kornog ar gedez. Mentek a-walc’h eo evit ma c’heller lavarout e talc’h damdost da balevarz Europa. Douret eo ar vro gant stêriou niverus ; frouezus eo, founnus eo an eostou warni ha stank ar chatal war he feurvaniou. Rannet eo e diou gevrenn gevatal gant ar Rênos a hañval beza, goude an Danuvios, ar vrasa eus stêriou Europa. »
Er pempvet kantved kent H. S. eun darn eus Kelted Galia a dremen er Spagn, dedennet moarvat gant mengleuziou arc’hant pinvidik ar vro-se a oa neuze en he barr ar c’hounidegez anezo. Diskar a reont an trevadennou bet savet eno gant ar Fenikianed, marc’hadourien degouezet eus ar Siria war-dro ar bloavez 1100 hag o komz eur yez semitek, karez-nes d’an Hebraeg ; lezel en o sav a reont avat ar c’hêriou savet gant ar C’hresianed, kevererien ar Fenikianed, war ribl ar mor Kreisdouarek.
Er pempvet kantved, a c’heller kredi, e perc’hennas ar Gelted, trec’het Illiriz ganto, ar vro ledet etre an Danuvios hag an Alpou, hag a gemeras diwezatoc’h an ano a Vindelicia, Raetia, Noricon. Da heul ar berc’hennidigez-se ec’h en em gavjont amezeien d’ar gompezenn ec’hon, pinvidik ha kaer eus Italia an Hanternoz, e oa ar broadou anezi dindan yeo an Etrusked, pobl c’halloudus kevredet gant ar Fenikianed a-eneb d’ar C’hresianed hag a rae, d’ar mare, al lezenn d’an darnvuia eus poblou Italia. E derou ar pevare kantved « war digareziou netra », gouez d’ar skrivagnerien goz, ar Gelted a ziskenn en Italia, a gann an Etrusked hag a gemer diwarno ar gompezenn ledan a zo treuzet gant ar stêr a anvont Bodinkos (Pô). D’ar mare-se e sav ar C’hresianed, ouz aber ar Bodinkos, kêr Adria, a roas hec’h ano d’ar mor nesa.
Eur pennadig goude an aloubadenn-se eo e c’hoarvezas ar c’henta krogad etre ar Gelted hag ar Romaned. Eur bagad Kelted a oa deut da c’houlenn digant an Etrusked eus kêr Glusium, ranna o douarou ganto. An Etrusked a c’houlennas skoazell digant ar Romaned hag ar re-mañ a gasas kannadourien d’ar Gelted da skoulma eun emgleo. Berr-boell a-walc’h e voe ar gannadourien-se evit kemer perz en
eun emgann etre Etrusked ha Kelted hag e lazas unan anezo eur pen-vrezelour keltiat. Neuze e kerzas ar Gelted a-enep da Roma ; trec’hi a rejont ar Romaned en emgann brudet an Allia (16 gouhere 390) hag e lakjont an tan war Roma.
War-dro an hanter eus ar IVvet kantved e voulc’has ar Gelted, a-enep da veuriadou illiriat ar C’huz-heol, a biaoue ar Bannonia ha red an Danuvios krenn, brezeliou a voe klozet gant drouziwez an Illirianed hag ar berc’hennidigez gant ar Gelted eus ar rann-vro-se en he fez. Emgleo a zo bet marteze etre ar Gelted hag ar C’hresianed, rak, d’ar mare-se end-eeun, Philippos, roue Makedonia, a argade Illirianed ar Sav-Heol. War-dro 335, p’edo mab Philippos, Aleksandros-Veur, kampet gant e arme war ribl an Danuvios izela, e kasas ar Gelted kannadourien d’ezañ hag, eun daouzek bloavez bennak diwezatoc’h, e tileurient davetañ eur c’hannadourez all, a gejas gantañ en Azia, e Babilon, e-lec’h m’en em gave, goude beza aloubet an hanter eus Azia (e nevez-amzer ar bloavez 323).
« Hellengar » e oa neuze ar Gelted, gouez da skrivagnerien an amzer-se. Kelted ha Gresianed e oa d’ezo an hevelep enebourien : Karthadiz pe Phenikianed Afrika er Spagn, an Etrusked en Italia, an Illirianed hag an Dhraked er broiou a-hed an Danuvios, hag e voe marteze, evel ez eus bet amgredet, emgleviou ha feuriou-skrid etre an diou bobl.
Trei penn a reas an traou e-doug an IIIvet kantved. War-dro ar bloaz 300, da heul brezeliou war a greder, eun darn eus ar meuriadou keltiek manet etre an Albis hag ar Rênos, a lusk war raok.
An eil re, kevredet dindan an ano a Velged [4], a ziberc’henn ar Gelted a zalc’he ar vro etre ar Rênos hag ar Sequana, hag a ziazez eno. Rann gevred Galia, manet betek-hen etre daouarn al Ligured, pobl rak-keltiek, a voe neuze aloubet gant ar Gelted ha kêr Vasalia, a oa bet savet gant ar C’hresianed er bloaz 600, a voe lakaet en arvar ganto evit ar wech kenta. Ac’hane ec’h argad darn eus ar Gelted-se korn biz-reter ar Spagn.
Bagadou keltiek-all a ziskenn red an Danuvios hag en em sil e gourenez ar Balkaniou. Meuriadou brezelgar ha niverus an Illirianed hag an Dhraked a zo trec’het ganto. Argadet eo Makedonia ha Ptolemaios Keraunos (ar c’hurun), a oa roue warni, lazet en eun emgann taer gant ar pep brasa eus e armead (e 281). E 280 ha 279 an Hellas a zo gwall-wastet gant ar Gelted hag ar santual meur a Zelf (Delphi), he fennlec’h relijiel, lakaet en arigrap. E 279 e sav ar Gelted ouz tor menez Haimos (Balkan) eur rouantelez e voe Tula ar gêr-benn anezi hag e paeas d’ezi ar c’hinnig ar meuriadou thrakiat a-ziwardro ha kêriou gresian ribl ar Bosfor, en o zouez Buzantion, a zeuas da veza Konstantinopl. Kelted all a ziazez en-dro da venez Skordos (Schardag) hag a gemer an ano ar Skordisked. Re all a ya betek Azia-Vihana ha goude hir-vrezelekaat, a sav, e kreizenn ar c’hourenez vras-se, rouantelez Galatia a voe kreñv a-walc’h da gaout, ouz rouanez Pergam, krogadou a gemeras diwarno kizellerien c’hresian testou delouennou ha skeudennou-bos brudet.
Ar bed keltiek. — D’ar mare-se emañ Keltia e barr he ment. N’eo mui eur vro, evit lavarout gwir, eur bed eo, oc’h en em astenn eus aodou ar Spagn, douret gant ar Mor-Bras, hetek bar Mor-Du, eus Iwerzon da Gappadokia. Kêr Vrigantion (Coruña hizio) er Spagn, rag-eeun da donnou ar Mor-Bras ec’hon-digor ha kêr Garrodunon, war ribl an Duras, e-keñver kompezennou divent Skuthia goz, a rae d’ezi evel he fella mein-bonnou d’ar Mervent ha d’ar Gevred.
Gwaz d’an impalaerded-se divuzul, he ment, disunaniez he mistri ha disunvanded ar poblou dastumet dindan an hevelep yeo, a zo eviti ken lies a benn-abeg a wanidigez. Gwir eo, er rannvroiou piaouet a-hell-zo gant ar Gelted, evel Galia (nemet an tu gevred anezi), enez-Vreiz hag Iwerzon, ar poblañsou rak-keltiek o deus ankounac’het pe a zo o vont da ankounac’hat ar yezou ariek a gomzent, evit degemer ar c’heltieg, na oa ket gwall-zisheñvel diouto marteze. E lec’h all avat ne c’hoarvez ket hevelep tra. Dre-holl, war glaniou an Dêva er Spagn, ar Bodinkos en Itali, an Danuvios e kreizenn pe sav-heol Europa, ar Sangarios (breman Zakaria) en Azia-Vihana, yez ar renerien eo ar C’heltieg, hogen er Spagn e komzer an ibereg hag en Italia an Hanternoz al ligureg, an illirieg, hag an etruskeg ; e traoñienn an Danuvios an thrakeg ha yezou all c’hoaz marteze ; en Azia-Vihana ar gresieg hag ar phrugieg. En tu-hont da se n’eus unaniez ebet etre ar Gelted a vestroni ar broiou-se. Rannet int etre eun niver bras a boblou o vaga gwarizi hag o vrezelekaat an eil ouz eben, hag e ouezo politikerez ar Romaned kreski an disunanderiou-se, gounid da vignoned leal darn eus ar poblou-se [5], d’ezo da drec’hi gwelloc’h a se war ar re all.
Dichal ar Gelted. — Taoliou kenta ouz galloud ar Gelted a voe skoet er Spagn gant armeou Karthada, eur gêr savet en IXet kantved kent H. S. gant ar Phenikianed war aod Afrika. E doug an hanterenn diweza eus an IIIet kantved e kemeras Karthadiz ar Spagn oc’h en em harpa, da genta, war an Ibered da drec’hi ar Gelted, ha, da c’houde, war ar Gelted da zamesaat an Ibered. Hemañ e oa politikerez ar penvrezelour brudet Hannibal pa’n devoa eureujet eur Geltez eus Bro-Spagn. Aloubadenn ar Spagn, boulc’het e 236, a voe kaset da benn e 218. Ne chomas ket pell dindan yeo Karthadiz. E 218 e touar eno ar Romaned hag e 206 ez eo peurargaset Karthadiz ganto.
Ar Romaned, o veza diskleriet e vije ar Spagn « provincia » roman hiviziken, poblou ar c’hourenez, Kelted ha Nann-Kelted, en em savas. Pevar bloaz ha tri-ugent a vrezel a voe ret d’o c’habestra. Er bloaz 133 an diweza bandenn a Geltibered, kelc’hiet e kêr Numantia gant eun arme roman, a lakaas an tan war an tier hag en em lazas kenetrezo kentoc’h eget en em zaskori.
En Italia, e 298, ar Gelted o veza rôet skoazell d’an Etrusked, d’ar Samnited, ha d’an Ombrianed ouz ar Romaned, a chomas ganto ar gounid war ar poblou-se, ar rannvro dalc’het gant ar Senoned, o doa o zadou kemeret Roma, a zo argadet gant an armeou roman, an holl wazed a zo lazet, ar merc’hed hag ar vugale gwerzet evel sklaved hag an douar staget ouz douarou ar Romaned. E 228 ec’h adkrog ar brezel etre Kelted ha Romaned ha ne baouez nemet e 192, peurflastret Kelted Italia. Skrijus e oa bet an emdag ha diniver ar c’hrogadou. Ar penvrezelour karthadat Hannibal, unan eus brudeta brezelourien an Hen-amzer, degouezet en Italia d’en em ganna ouz ar Romaned, en doa roet d’ar Gelted eur skoazell eus ar frouezusa ha lakaet e oa bet gantañ Roma en argoll (eus 218 da 203). Padal bannielou-erer ar Romaned a voe trec’h ha, pa zeuas ar peoc’h en-dro, meur a vroad keltiek ne oa anezo ken nemet bugale ha kozidi.
E-doug an IIIet kantved eo e stagas ar C’hermaned da astenn o beli war an douarou etre an Albis hag ar Rênos. N’ouzomp doare ebet eus ar brezeliou a savas neuze etre Kelted ha Germaned. Kement a c’hellomp lavarout eo e voe tenn ha gorrek trec’hadenn ar C’hermaned. Er c’henta kantved kent H. S., eur bobl keltiek, ar Volked [6], « brudet dre he furnez hag he c’hadarnded », a oa c’hoaz en he dalc’h ar rannou frouezusa eus ar vro meneziek ha koadek anvet e keltieg Arkunia pe Erkunia [7].
An eil kantved, en doa gwelet sujidigez Kelted Italia (192) ha Kelted ar Spagn (133), a welas ouspenn :
— E 196 pe 193, diskaridigez rouantelez keltiek Tula gant an Dhraked en em savet ;
— E 189, trec’hidigez Kelted Azia-Vihana gant ar Romaned. Ar re-mañ, trugarezusoc’h e pellvro eget en Italia, a lezas gant ar C’halated o douarou hag o frankiz ha ne c’houlennjont diganto droukkinnig ebet. Er bloaz 24 kent H. S. hepken, e voe lakaet ar C’halatia da « brovins » roman ;
— E 129, aloubidigez gant ar Romaned eus Illiria, e-lec’h ma veve kichen-ha-kichen meuriadou keltiek ha meuriadou illiriek.
— E 125-122, trec’hidigez gant ar Romaned eus ar meuriadou keltiek ha damgeltiek a veve e gevred Galia, etre an Alpou hag ar Pireneou. Lakaet e voe o bro da brovins roman ha diwar neuze e c’hellas ar Romaned kaout darempredou dre zouar gant ar Spagn.
— E 110, kenta argadenn ar C’hermaned e Galia. Ouz he ober e oa diou bobl anvet gant ar Gelted Kimbri (Kimbros, « ribler » e keltieg koz) ha Teutoni. Ar ger diweza-mañ e oa marteze an ano hen-c’hermanek Theudanos, « ar roueed », lavaret er stumm keltiek. Treuzi Galia, ouz he gwasta dre ma ’z aent, ne reas ken an diou boblad-se. Degouezet er C’hreisteiz e voent flastret gant ar Romaned.
Er c’henta kantved kent H. S. e talc’has war wasaat argiladenn ar Gelted.
Etre ar bloaveziou 100 ha 60, ar Voged [8], e oa en o c’herz douarou an Albis uhela, hag o doa er bloaz 114 dizarbennet argadenn ar Gimbred, a zo peurdrec’het gant ar C’hermaned, ha ret d’ezo treiza an Danuvios ha mont da chom er Bannonia. Ar vro a zilezent e vanas stag outi o ano : c’hoaz er Ia kantved goude H. S., e veze graet Boiohaemum anezi (bremañ Bohemia, Bohmen).
War-dro an hevelep amzer, broad vrezelgar ar Vastarned, a oa o veva er c’hompezennou bras etre an Danuvios izela hag an Turas (Dniester), a voe kannet gant an Daked, pobl dhrakiad, ha kêr c’hresian Olbia, e genou an Turas, a voe distrujet.
Eus 58 da 50 e voe aloubet Galia gant armeou roman dindan renadur Iulius Kaesar. An aloubadenn-mañ a oa bet ragaozet eus a-bell gant ar Romaned ; diwar ar bloaz 121 o doa gounezet da vignoned an Aedued, unan eus galloudusa poblou Galia. Setu amañ ar pep pouezusa eus darvoudou an aloubadenn vrudet-se : — E 58, brezel ouz ar C’hermaned, brezel ouz an Helveted. — E 57, brezel ouz ar Velged. — E 56, brezel ouz Arvorigiz hag Aquitaniz. — E 55 ha 54, argadennou e Germania hag en enez Vreiz. — E 53, stourmadennou e Galia. — E 52, stourmadenn Kelted Galia a-bez dindan renadur Verkingetorix ; seziz Alesia. — E 51, Kaesar a beurvoug ar stourmad. — E 50, reizenni a ra pep tra e Galia ha, dre e lealded hag e guñvelez, e klask tenna ar Gelted diouz e du.
War-dro ar mare ma c’houneze Kaesar Bro-C’halia, an Daurisked, da lavaret eo Kelted menez Tauros (e sav-heol aradennad an Alpou), hag a oa bet anezo pell amzer eur rouantelez c’halloudus oc’h ober al lezenn war an Danuvios, a voe trec’het gant an Daked. An douarou eus Pannonia ma oa deut ar Voged da chom warno a voe didudet ha trôet en eur gouelec’h.
Er bloaz 34, ar Skordisked, d’ezo ar vro etre ar Savos izela ha menez Skordos, a zo bazyeoet gant ar Romaned.
Dindan an impalaer roman Augustus (20 vloaz kent H. S. — 14 vloaz goude H. S.) e peursujas ar Romaned meuriadennou-zo eus an Alpou, keltiek pe damgeltiek, a oa bet lezet betek-hen en o frankiz, hag ec’h aloubjont bro ec’hon an Daurisked (15-9 kent H. S.). Ober a rejont anezi meur a brovins : Vindelikia, Raetia, Noricum, Pannonia.
Da rei da viken koun eus an trec’hiou-se an impalaer Augustus a reas sevel el lec’h ma tiskenn aradennad an Alpou da gaout glann ar mor Kreizdouarek, eur mell arouez-meur, anvet « arouez-trec’h an Alpou », e oa engravet war ar mein anezañ anoiou ar poblou trec’het [9]. Diwar neuze ne voe ken a Gelted dishual war an douar-bras.
Petra a c’hoarvezas eus Kelted an douar bras. — Lavaret ez eus bet alies-alies ec’h ankounac’has buan-buan Kelted an douar-bras o yez hag o giziou, d’en em romanaat. Kreski an traou n’eo ken.
En enep, ar c’heltieg a zalc’has da veza komzet war an douar-bras gant meur a rummad-tud war-lerc’h an hini en doa gwelet, e kement rannvro, donedigez ar Romaned. Er Spagn, evito da veza e dalc’h ar Romaned hag en-dro d’ezo poblou iberiat stankoc’h egeto, ar Gelted a vanas pell amzer stag ouz o yez. Savet e veze c’hoaz, er c’henta kantved kent H. S., kêriou hanter-geltiek o anoiou : Caesarobriga, Augustobriga, Juliobriga, ha mein-bez an hevelep mare a zo warno anoiou keltiek paotred ha merc’hed latinaet an distera : Ambatus (Ambaxtos), Ambata (Ambaxta), Pintamus (Pintamos), Tritius (Tritios), hag all.
En Italia, etre ar Bodinkos hag an Alpou, ar c’heltieg a chomas beo pell amzer ha, betek war-dro ar bloaz 90 kent H. S., an darnvuia eus Kelted ar vro-se a vire c’hoaz gwiskamantou, braoigou hag armou tud o gouenn, dreist-holl ar c’hleze-meur houarn. Gallet e voe her gwelet anat diwar ar furchadennou graet e beredou an amzer-se.
E rannvro an Danuvios, e-pad ar maread roman en e hed, ar mein-bez warno anoiou keltiek paotred ha merc’hed a ziskouez splann e talc’has ar c’heltieg da veza komzet eno war eun dro gant an illirieg hag al latin.
En Azia-Vihana, er IVet kantved goude H. S., ar Gelted a gomze war eun dro ar c’heltieg hag ar gresieg.
Er c’henta kantved eus hon amzervez kristen, er bloaz 98, e-touez ar C’hermaned, er vro hec’h ano hizio Silezia-ar-C’hreisteiz, e oa eur boblad, ar Gotined (Kotini), o komz ar c’heltieg.
D’an hevelep mare e oa c’hoaz Galia eur vro keltiek-tre dre he yez hag he stummou. Er bloaz 50 kent H. S., Kaesar, c’hoantek da staga outañ e-unan Kelted ar vro-se, en doa lezet ganto o douarou, o c’hêriou, o lezennou hag o renerez. Mirout a reas ouz kement a c’hallje anoazi tud hêr ha taer ha ne savas ket zoken a warnizonou soudarded en o zouez. A-hend-all e kargas an noblañs keltiat a ditlou hag a enoriou. En distro e roas ar Gelted d’ezañ eur skoazell galonek er brezeliou en doe d’ober da zont da vestr war Roma.
Da heul maro Kaesar e voe trôet pep tra. E 36 kent H. S., e voe staget da reizenni Galia diouz giz Roma ha ne voe ket kaset ar reizenni-se da benn hep stourmadennou taer (eus ar bloaz 36 d’ar bloaz 29 kent H. S.). Daoust ma oa trôet penn da veur a dra a-benn neuze ha ma oa bet dreist-holl lamet o armou digant ar pobladou, ar spered keltiek, ar yez hag ar giziou koz a vanas kreñv-kenañ, betek e-touez an noblañs, e-doug kenta kantved an amzervez kristen hed-ha-hed. Er bloavez 21, e voe eur stourmadenn renet gant eur C’helt a ouenn uhel, anvet Sagroviros (Sakrovir e latin) ; e 68 eur stourmadenn all, bleniet gant eun uheliad c’hoaz, anvet Vindex ; e 69 dispac’hadeg koueriaded renet gant eun den a renk izel anvet Marikkos. Stourmad bras 69-70 a voe ar grevusa hag, e-pad eur pennad amzer, e voe Galia hogos distag diouz Roma dindan an ano a « Impalaerded Galia ». Diweza strivadenn Kelted ar vro-se da glask en em zivazyeoa a voe hounnez. E-pad ar c’hantvedou war-lerc’h ez ejont war en em latinaat, dre ma kolle pep remziad eun dra bennak eus an herez koz. Er IVet kantved koulskoude e komzed c’hoaz ar c’heltieg war ar maez e bro an Drevired (biz-reter Galia).
Sujidigez Enez-Vreiz. — Enez-Vreiz a oa bet ergerzet meur a wech gant brezelerien geltiat. Ar c’henta ergerz a zegouezas marteze en Xet kantved kent H. S., a voe hini ar C’houezeled, d’ezo eun eil-yez en he stumm hec’h-unan a zeuas da veza an iwerzoneg [10]. An diweza a voe hini ar Velged, en IIet kantved kent H. S. Ha degemeret a reas Breiz, etre an daou rumm ergerzerien-mañ, trevadegou all o tont eus Galia ? — A c’hellfe beza. An anoiou disheñvel a zougas eus an Xet d’ar c’henta kantved kent H. S. Albio [11]. Qretanis, Pretanis [12], Brittia, a verk marteze ken lies a vestroniadur warni, an eil war-lerc’h egile. An diweza eus an anoiou-se (Brittia) deut da veza « Breiz » en hor yez, a hañval beza bet degaset gant ar Velged, a zo, evit ar yez, hor gourdadou.
An diou argadenn verr, renet gant Kaesar, e 55-54 kent H. S., ouz enez-Vreiz, n’oa degouezet d’o heul netra a-bouez. Breiziz a oa chomet digabestr hag, e 43 goude H. S. hepken, e touaras an armeou roman en enezenn d’he c’habestri da vad. Gwall-daer a voe ar stourmadenn. Da suja ar Velged hag an Dumnonied, e rankas ar Romaned sevel tregont emgann ha kemer ugent kreñvlec’h. E 84 hepken e voe kaset da benn ar sujidigez ha c’hoaz e lezas ar Romaned o frankiz gant ar meuriadou a zalc’he ar rannvro treut ha meneziek diouz penn-hanternoz an enezenn. Evit gwir, peoc’hidigez Breiz-Veur a voe labour Agricola (76-86) a boanias, dre e hegarated hag e lealded, da staga Breiziz ouz Roma ha sevenadur ar Romaned.
Enez-Vreiz a vanas dindan mestroniez ar Romaned betek derou ar Vet kantved. N’anavezomp ket mat he istor e-doug ar rann-amzer-se. Gouzout a reomp e voe stourmadennou, dreist-holl war-dro ar bloaz 138, p’en em savas meuriad meur ar Vriganted, a voe distrujet evit eun darn. War zinerzaat ez ae galloud ar Romaned a vloaz da vloaz. Buan ez ejont re wan da zifenn an enezenn ouz argadennou Pikted hag Iwerzoniz a waske anezi dibaouez. War-dro 407, lakaet en argoll gant ar C’hermaned war an douar-bras, e tennjont o armeou en-dro hag e kimiadjont da vat diouz an enezenn.
WAR ISTOR AR GELTED ER GRENN-AMZER
HAG EN AMZERIOU-BREMAN
Ne vo ket dic’hounid staga ouz an notennou berr-se war istor ar Gelted koz eur geriennou bennak war istor Kelted ar Grenn-amzer hag an Amzeriou-breman.
Iwerzoniz. — Eus an douarou ec’hon-divent aotroniet gwechall gant ar Gelted en Europa, eun enezenn hepken a oa manet en o c’herz : Iwerzon. Lec’hiet en distro diouz an hentou meur dre vor, dibouez evit impalaerded ar bed, ne vroudas ket c’hoantidigez ar Romaned. E-skeud-se, e talc’has sevenadur koz ar Gelted da veva eno ha d’en em astenn en e frankiz, hep ken warnan a levezon estren nemet hini ar Gristeniez a voe degaset di er Vet kantved.
Galloud-brezel Iwerzon a zo en e varr er IVet kantved goude H. S. dindan ar roue Crimthann-Veur (366-378). Tu kuzheol enez-Vreiz a-bez adalek beg pella Bro-Skos betek mor Breiz a zo dindan he beli. Tamm-ha-tamm e kollas Iwerzoniz an douarou-se, da heul stourmadennou Breiziz, nemet e Skos e lec’h ma troadjont start, en abeg moarvat d’an henvelidigez a yez a oa etrezo hag ar Bikted.
Er VIIIet hag en IXet kantved e voe gwastet Iwerzon gant Skandinaved laeron-vor a savas eun nebeut rouanteleziou bihan war hec’h aodou. War-dro dibenn an XIIet kantved, dedennet gant ar brezeliou a-ziabarz a freuz neuze Iwerzon, kantreidi diroll saoz ha norman a zegouez, en em ziazez aman hag ahont hag a sav kastellou-krenv. Unan anezo a zeu da veza e 1191 roue al Leinster hag holl pennou an enezenn, nemet ar penroue hag arc’heskob Armagh, a anzav aotrouniez roue Bro-Saoz.
Diwar an diazez-se a Skandinaved ha Saozon-Normaned en Iwerzon e savas skoilh d’ar sevenedigez keltiek. A-hend-all, ne voe hogozik netra trôet en enezenn. Eureuji a rejont er vro ; yez ha bividigez Iwerzoniz a gemerjont ma teujont muioc’h iwerzoniat eget Iwerzoniz o-unan. D’ar XVIet kantved hepken e stagas ar spered saoz d’ober e reuz en o mesk.
An Disivoud-meur (XVIet kantved), hag a reas eus ar Saozon hugunoded, a greskas ar gasoni a oa a-benn neuze etre an diou bobl. Stourmadenn skrijus 1641, a lamas o buhez digant eun niver a hugunoded, a voe beuzet gant Cromwell en eur mor a wad. Ker pounner e voe an taol-se ken ne voe mui Iwerzon evit digeina. Diwar neuze emañ war he diskar hag en XIXet kantved eo e voe an diskar-se en e wasa.
Brezoned. — Evit d’ezo beza bet e-pad tri c’hantved dindan beli ar Romaned, ar Vrezoned o doa miret o yez ha darn eus o giziou brôadel. Gant-se, war-dro ar bloaz 407 goude H. S., pa voe tennet en-dro armeou ar Romaned, Breiz-Veur en em sav, a argas ar gargidi roman a vane hag a adc’hounez he frankiz.
Ne voe ket evit pell avat. War-dro 449, ar Saozon a ziskenn en enezenn hag a grog d’hec’h aloubi. D’o heul, e 547, e tegouez an Angled. E dibenn ar VIet kantved Breiziz ne oant ken mestr nemet war guz-heol ha kreisteiz enezenn Vreiz. Rouanteleziou bihan a oa anezo : ar Godozin, ar Stratklut, an Argoed, en hanternoz ; ar Gwynedd, an Deheubarth, ar Powis, oc’h ober Bro-Gembre, er greizenn ; an Domnonea, er gevred. Ar rouanteleziou-se a harpas brezeliou hir ha garo ouz an Angled hag ar Saozon, ken ne deas, diwar goaza tamm-ha-tamm, bro ar Vrezoned da Vro-Gembre ha Kerne-Veur hepken. Houmañ a voe sujet d’ar Saozon en IXet kantved ha Bro-Gembre e dibenn an XIIIet kantved. C’hoant dezo da c’hounid kalon Kembreïz roueed Bro-Saoz o deus graet eus o bro eur brinselez, en he fenn an her tosta d’ar gurunenn. Kembreïz a zegemeras an Disivoud-meur ha dre-se ne dennjont ket warno kasoni ar Saozon. Se a zo kaoz, evit eun darn, m’o deus bet, abaoe meur a gantved, o lod e berz Bro-Saoz. Miret mat o deus o yez, e keit ma oa-hi kollet gant ar Vrezoned all unanet abred da Vro-Saoz, war-dro ar XIIIet pe ar XIVet kantved gant an eil re (Breiziz an Hanternoz) hag er XVIIIet gant ar re-all (Breiziz Kerne-Veur).
Er VIet kantved, darn eus ar rummadou breizat tremenet en Arvorig, a oa diazezet eno hag o doa savet eur stad, renet, da genta, gant roueed ha, da c’houde, gant duked. E 1499, an dukez Anna a eureudas da roue Bro-C’hall, Loeiz XII, ha Breiz a zeuas da veza unan eus provinsou rouantelez Bro-C’hall. Mirout a reas eun emreizerez bennak betek an dispac’h ; e 1789 e voe torret provins Breiz gant an dispac’herien ha rannet e departamantou.
H. d’Arbois de Jubainville, Les Principaux Auteurs de l’Antiquité à consulter sur l’Histoire des Celtes depuis les temps les plus anciens jusqu’au règne de Théodose Ier, Paris, 1902 ; V. Tourneur, Esquisse d’une histoire des Etudes celtiques, Liège, 1905 ; G. Dottin, Manuel pour servir à l’étude de l’Antiquité celtique, Paris, 1905 ; eil mouladur kresket ha gwellaet, 1915 ; J. Déchelette, Manuel d’archéologie préhistorique, celtique et gallo-romaine, 4 levrenn, Paris, 1908, 1910, 1913, 1914 ; A. Grenier, Manuel d’Archéologie gallo''romaine, 3 levrenn, 1931-1934 ; A. Blanchet, Les enceintes romaines de la Gaule, 1907 ; Les souterrains-refuges de la France, 1927 ; W. Z. Riplev, The Races of Europe, a sociological study, London, 1900 ; Dr. E. T. Hamy, Les premiers Gaulois, war L’Anthropol. 1906, 1907 ; Dr. Piroutet, Contribution à l’étude des Celtes, id. 1918, 1919, 1920 ; Espérandieu, Recueil général des bas-reliefs de la Gaule, 1907-1930.
H. d’Arbois de Jubainville, Les Premiers Habitants de l’Europe d’après les écrivains de l’Antiquité et les travaux des Linguistes, 2 levrenn, eil mouladur, Paris, 1889, 1894 ; Les Celtes depuis les temps les plus anciens jusqu’en l’an 100 avant notre ère, 1904 ; G. Dottin, Les anciens Peuples de l’Europe, 1916 ; Philipon, Les Ibères, 1909 ; Les Peuples primitifs de l’Europe Méridionale, études de linguistique et d’histoire, 1925 ; J. Rhys, Early Britain : Celtic Britain, trede mouladur, London, 1904 ; Rice-Holmes, Ancient Britain, Oxford, 1907 ; J. Loth, La première apparition des Celtes dans l’île de Bretagne et en Gaule, war Rev. celt. 1920-1921, pp. 259-88 ; A. Grenier, Les Gaulois, 1923 ; Leo Weisgerber, Die Sprache der Festlandkelten, war Deutsches archaeologisches Institut, Roemisch-germanische Kommission, 1930, pp. 147-226 ; H. Hubert, Les Celtes et l’Expansion celtique, 2 levrenn, 1932 ; Elston, The early relations between Kelts and Germans, 1934 ; Neckel, Germanen und Kelten, 1929 ; Karsten, Les anciens Germains, 1931 ; Gustav Stümpel, Name und Nationalitaet der Germanen, war Klio, 1932 ; Gawril I. Kazarow, Beitraege zur Kulturgeschichte der Thraker, Serajevo, 1916 ; Stcherbatkivskiy, Zur Agathyrsenfrage, war Eurasia Septentrionalis Antiqua, IX, 1934 ; Tallgren, Le Pontique préscythique après l’introduction des métaux, id. II, 1926 ; Makarenko, La civilisation des Scythes et Hallstatt, id. V, 1930 ; Minns, Scythians and Greeks, a survey of ancient history and archaeology of the North-Coast of the Euxine from Danube to the Caucasus, Cambridge, 1913 ; Rostovtzeff, Iranians and Greeks in South Russia, Oxford, 1922 ; V. Gordon Childe, The Danube in Prehistory, 1929 ; Parvan, Getica, Bukarest, 1926 ; Dacia, Cambridge, 1928 ; St-Casson, Macedonia, Thrace and Illyria, their relations to Greece from the earliest times down to the time of Philip son of Amyntas, Oxford, 1926 ; Staehelin, Geschichte der Kleinasiatischen Galater, eil mouladur, 1907 ; Joulin, La Proto-histoire de l’Europe barbare d’après les découvertes archéologigues récentes, war Rev. archéol. 1923, II, pp. 193-212 ; La Protohistoire de la France du Sud et de la péninsule ibérique d’après les découvertes archéologiques récentes, id. 1922, II, pp. 1-43 ; Pedro Bosch-Gimpera, Los Celtas y la Civilizacion celtica en la peninsula iberica, Madrid, 1921 ; Kamilh Jullian, Histoire de la Gaule, 8 levrenn, 1908-1926 ; Gallia, trede mouladur, 1907 ; De la Gaule à la France, 1922 (eveziadennou talvoudus da lenn gant S. Reinac’h war Rev. arch. 1922, I, pp. 373-4) ; Meillet, Comment le latin a conquis la Gaule, war Rev. des Et. anc. 1915 (Rev. de Linguistigue, 1914, p. 99-100) ; Cumont, Comment la Belgigue fut romanisée, eil mouladur, Brussel, 1919 ; Sagot, La Bretagne romaine, 1911 (burutellet gant J. Loth, war Rev. celt. 1914, pp. 109-14) ; Collingwood, Roman Britain, 1923 ; Haverfield, The Romanization of Roman Britain, 1923 ; The Roman Occupation of Britain, 1924. — N’hon eus ket c’hoaz eul levr war istor-ar Gelted koz en e bez, oc’h ober e vad, war eun dro, eus kement a gavomp diskleriet war o fenn e skridou an Henamzer hag eus an anaoudegeziou nevez gounezet ganimp da heul furchadennou hag enklaskou all gouiziek en hon Amzer. Oberenn veur Kamilh Jullian a zo mat e meur a genver, nemet e pled gant Kelted Galia hepken, o lezel en denvalijenn kement a sell ouz Kelted broiou all Europa. Evit levr bet pell brudet Amede Thierry (Histoire des Gaulois, 2 levrenn, dekvet mouladur, Paris, 1877), koz eo — e 1828 e voe moulet evit ar wech kenta, — diglok, hag o labeza anezan faziennou bras, dreist-holl er gevrenn e pleustr an oberour enni war yez ha gouenn ar Gelted. Eul labour eo da adober en e bez. Kenveria Gwalarn, Niv. 138-139 (Gouhere-Eost 1941), pp. 69-71 ; 146-147 (Meurz-Ebrel 1942), pp. 205-10.
A-zivout istor aloubidigez enez-Vreiz gant an Anglizsaozon, kemer kentel diouz labouriou F. Lot, Les Migrations saxonnes en Gaule et en Grande-Bretagne du IIIe au Ve siècle, war Rev. historique, 1915 [13] ; Bretons et Anglais aux Ve et VIe siècles, war Proceedings of the British Academy, 1930 ; Nennius et l’Historia Brittonum, 1934 (Levraoueg Skol an Uhel-Studiou, fesk, 263) ; Hengist, Hors, Vortigern et la conquête de la Grande-Bretagne par les Saxons, war Mélanges d’histoire offerts à M. Charles Bémont, 1913 ; De la valeur historique du De excidio et conquestu Britanniae de Gildas, war Medieval Studies in memory of Gertrude Schoepperle-Loomis, New-York, 1927 ; Les Invasions germaniques : la pénétration mutuelle du monde barbare et du monde romain, 1935, pp. 294-326. Da lenn ivez H. Munro Chadwick, The origin of the English Nation, 1907 ; H. Howorth, The Beginnings of Wessex, war The English Historical Review, 1898 ; E. Thurlow Leeds, The archaeology of the Anglo-Saxon Settlements, Oxford, 1913 ; The West Saxon Invasion, war History, 1925 ; Nils Aoberg, The Anglo-Saxons in England during the early centuries after the Invasion, Upsala, 1926.
Diwar-benn ar Vrezoned en enez-Vreiz hag en Arvorig, n’heller ket tremen hep lenn levriou ha pennadou-studi Jozeb Loth : Mots latins dans les langues brittoniques, Emigration bretonne en Armorique, Langues romane et bretonne en Armorique, Noms des saints bretons, Mabinogion et Triades, Romans de la Table Ronde, h. a. Eleiz a bennadou-skrid deskus diwar e zourn er Rev. celt., Rev. des Et. anc., Rev. archéol., Rev. de l’enseignement, Comptes-rendus des séances de l’Acad. des Ins. et Bel. Let., h. a.
Gordon Childe, The Bronze Age, Cambridge, 1930 ; Coffey, The Bronze Age in Ireland, Dublin, 1913 ; J. Naue, Die Bronzezeit in Oberbayern, München, 1894 ; Richly, Bronzezeit in Bœhmen, Wien, 1891 ; Peake, The Bronze Age and the Celtic world, London, 1922 ; Greenwell, British Barrows, Oxford, 1877 ; Favret, Le premier âge du fer en Champagne, 1925 ; Morel, La Champagne souterraine, 1898 ; Nicaise, L’époque gauloise dans la Marne, 1886 ; Viollier, Sépultures du deuxième âge du fer sur le plateau suisse, Genava, 1916 ; Vouga, La Tène, 1923 ; Montelius, La Civilisation primitive en Italie depuis l’introduction des métaux, Stockholm, 1895-1910 ; Déchelette, Montefortino et Ornavassa, war Rev. arch. 1902, I, pp. 244-83 ; Romilly Allen, Celtic Art in Pagan and Christian times, eil mouladur, London, 1912 ; Armstrong, Catalogue of the Irish gold ornaments in the collection of the Royal Irish Academy, Dublin, 1920 ; S. Reinac’h, Catalogue illustré du Musée des Antiquités nationales de Saint-Germain en Laye, 2 levrenn, 1924, 1926 ; Joyce, A social history of Ancient Ireland, London, 1903. H. a. H. a.
M. M.
23-5-1943.
- Gwechall ar Vrezoned a sente ouz roueed ; hizio ez int diframmet gant ar c’habalou ha netra ne zigor gwelloc’h hent d’hon domani war ar broadou dishual-se eget o disunaniezou ; a-vec’h ma en em unan, diou pe deir foblad ouz ar c’henenebour ; gant-se pep-hini a stourm e-unan-penn hag an holl a vez trec’het.
(Dioc’h Takitus).
Rannet e oa ar Gelted koz e meuriadou. Teuta, touta, tota [14] a veze graet eus eur meuriad e keltieg koz, hag ac’hane e teu hor ger « tud » hag an iwerzoneg tuath. Bez’ e oa meuriadou a bep ment : ar re vihana n’hellent ket pourchas en tu-hont da seiz kant a vrezelourien. E-skoaz ar meuriadou bihan-se, avat, e oa meuriadou bras (mortuatha en iwerzoneg) a c’helle kas d’ar brezel dek mil, hanter-kant mil a dud, ouspenn a-wechou. Ar meuriadou bras-se, pe bobladou, ne oa anezo nemet meuriadou bihan en em strollet goude unani o banniel ha dibab renerien hag eun ano kevredel. Bez’ e oa eun tregont bennak eus ar meuriadou bras-se, pe bobladou, e-touez Breiziz er c’henta kantved goude H. S. E-mesk Kelted Galia, da vare an impalaer roman Augustus, e nivered tri-ugent anezo, e pep-hini, well-waz, pemp meuriad : unan galloudus-dreist ha pevar sujet da hemañ.
An holl veuriadou, bras ha bihan, a save o niver, e-touez Kelted Galia, damdost da bevar c’hant. En Iwerzon e oa, war-dro daou gant anezo.
Ar c’horn-bro dalc’het hag annezet gant eur meuriad bihan a voe graet anezan pagus e Galia, er marevez kelt-ha-roman. Dianav d’eomp ar ger keltiek a oa kenster da bagus. E Breiz-Izel, pagus a zo deuet da vrezoneg pou. Er broiou-krec’h, ez eo aet pagus da c’halleg pays, ha tennet eo bet dioutan, da genta, ar ger dinaouet paganus a zo an hena ster anezan « den diwar ar maez, maeziad », ha diwezatoc’h, pa voe aet pagus da pays, ar ger paysan « kouer, koueriad ». Trei poblou Galia ouz an Aviel, ouz ar gristeniez, a oa bet eul labour hir ha tenn en doa goulennet kantvedou (eus ar Ia kantved goude H. S. d’ar VIIet), hag, e-pad meur a gantvloaz (eus ar Ia kantved d’ar Vet), ne voe a gristenien nemet er c’hêriou bras (civitates). Gwirion e chome ar vaezidi da hen-gredennou ar vro. Ac’hano ar c’hemma-ster a c’hoarvezas gant ar ger paganus : eus « maeziad, kouer, koueriad », a oa e genta ster, e teuas da dalvezout « den divadez, nann-kristen », hag ar ster-se a zo chomet stag ouz ar furm c’hallek a vreman : païen « pagan ».
An dud a oa o ziez a-strew dre maeziou ar pagus o doa eul lec’h krenvaet bennak d’en em zastum ha da c’houdori, pa veze brezel. Dunon e oa moarvat ano al lec’h-se e keltieg, arx, castellum e voe e latin.
Ar pouiou e Galia a zo d’ezo peurliesa eun ano tennet eus eur stumm pe stumm eus an douar, stêr peurgetket. Da skouer, en hanternoz Galia, e oa eur pagus Mosavus, eur pagus Viminavus, a zeue d’ezo o anoiou eus ar stêriou anvet Mosa (Meuse eo stumm-breman an ano-se e galleg), Vimina. Stank an hen-geltieg avos (bet latinaet en avus) en anoiou-pouiou. En hevelep kevrenn a C’halia e oa eur pagus Vellavus hag eur pagus Batavus, aet da hollandeg Veluwe ha Betuwe. Avos a zo deuet da vrezoneg ou, o, e Goelou, Goelo, diwar *Vellavos.
Dishenvel an anoiou-pouiou-se, dre izelegez o ster, diouz an anoiou bras, an anoiou a lorc’h pe a vrezel, a veze peurvuia gant ar meuriadou bras : Katuvellauni « ar re galonek-tre en emgann » ; Bituriges « roueed ar bed » pe « ar roueed da virviken ».
Ar roueed. — Ne vern pe vras pe vihan e oa ar meuriad, bepred e veze eur roue en e benn. Rix (rigos d’an doare-ano genidik) a veze graet eus « roue » e keltieg koz [15], ha rigion eus « rouantelez ». Dlead ar roueed e oa ren hervez henvoaziou ar meuriad hag e ranke o beli tremen diouz aliou pennou ar meuriad. Dilennet e vezent gant an noblañs ha diuzet alies, hañval eo, en hevelep tiegez.
O veza ma renent war veuriadou bras pe vihan, e oa, da vihana, daou doare roueed ; 1° Roue eur meuriad bihan, a veze graet anezañ, e keltieg Iwerzon, *rix hep-tra-ken, pe *rix-teutes (diwezatoc’h ri-tuaith). E keltieg an Douar-bras e veze graet anezañ eun ano-all a zo bet trôet gant ar Romaned er ger latin regulus « roueig ». — 2° Roue eur meuriad bras, anvet en Iwerzon *roaireks « penn bras » (diwezatoc’h ruire). Bez’ e oa en Iwerzon pemp *roaireks, pep hini anezo o kaout dindan e veli eur bempvedenn eus an enezenn.
Ar roue meur. — A-us da roueed ar meuriadou bras, e oa, en Iwerzon ha war an Douar-bras, eur roue-meur pe roue-dreist. Anvet e oa ar roue-meur, e keltieg Iwerzon, *rix roairekon « roue ar roueed » (diwezatoc’h ri-ruirech). E keltieg an Douar-bras ar roue-meur a oa anvet, war a greder, biturix « roue ar bed », pe « bepred roue » (semper Augustus, gouez d’ar Romaned).
Kelted an Douar-Bras o deus anavezet, moarvat, an ano hag ar garg-se war-dro ar pempvet hag ar pevare kantved kent H. S. Bez’ e oa marteze en o fenn d’ar mare-se eur galloud uhel unanet a-walc’h, ha se a dalvezas, emichañs, da stabilded o folitikerez a-ziavaez, d’o zrechiou er brezel, ha d’o gounidou-bro a zegouezas da heul. Klevout a reomp ano gant ar skrivagnerien roman eus ar biturix Ambikatus, en em astenn e veli war Geltia a-bez. Dindan e renadur, a reas berz eus ar c’henta gant puilh-dreist e voe an eostou, e kreskas kement poblañs Keltia ma teuas re stank evit beza renet gant eur roue hepken ha ma voe an douarou gounezet re nebeut anezo evit he beva. Ambikatus, deut war an oad ha c’hoant d’ezañ da zizamma e rouantelez diouz an dreist-niver-se a dud, a fizias en e zaou ni, mibien e c’hoar, paotred yaouank ha hêr, o blenia war-du broiou nevez. Tri c’hant mil a dud a yeas kuit war o lerc’h. Darn anezo, gant Belovêsos, a aloubas Italia ; darn-all gant Segovêsos, goude ober o hent en Illiria war gorfou maro ar vroidi trec’het, a ziazezas e Pannonia [16].
Pinvidigez ha galloud ar roueed. — Miret eo bet d’eomp gant an istorourien gresian ha roman ano ar roueed keltiat a zo savet a-bell dreist d’ar roueed-all, o c’hemprediz, dre o finvidigez hag o galloud. E-touez Kelted Galia e venegont ano :
Luernios, roue an Arverned, en IIvet kantved kent H. S., a zarnaoue brokus an aour d’ar varzed, a rae kelc’hia gant kaeliou eun dachennad, d’ezi en tu-hont da ziou leo tro, a vernie warni bevañs ha beoliou leun a win, a chufere hag a vier, hag a roe d’ar bobl banveziou a bade meur a zervez ;
Bituitos, mab Luernios : ne oa ket hepken roue an Arverned, e veli en em astenne war Galia a-bez : sentet e veze outañ eus ar Mor-Bras hag ar Pireneou betek ar Rênos. Daou gant mil a dud ha bagadou diniver a gon-emgann a gerze dindan e aroueziou-brezel ;
Dêvikiakos, roue ar Suessioned, e derou ar c’henta kantved kent H. S. Holl boblou ar Belgion (kevrenn hanternoz Galia) a sente outañ hag, ouspenn-se, darn eus poblou enez-Vreiz. E warlerc’hiad Galba, daoust n’en doa ket piaouet, d’e heul, e holl c’halloudegez, a voe dibabet gant ar Velged da benrener-brezel a-enep Kaesar e 57 kent H. S. [17] ;
E-mesk Breiziz :
Kassivellaunos, ar galloudusa eus roueed kreisteiz enez-Vreiz, e 54 kent H. S. Gant daou vil karr-emgann ez a da ziarbenn Kaesar ha c’hoaz ne oa ar bagad-se nemet eur rann dister eus e armead ;
Kunobelinos, e-pad an hanterenn genta eus ar c’henta kantved goude H. S. War greisteiz an enezenn a-bez ec’h astenne e veli, eus an eil mor d’egile. Kavet ez eus betl kalz a beziou moneiz, merket warno e ano. Kamulodunon (Colchester hizio) e oa e gêrbenn. Daou eus e vibien, Togodumnos « To doun » ha Karatakos « Karadek », en em vrudas o vrezeli ouz ar Romaned eus ar bloaz 43 d’ar bloaz 51. Ano Kunobelinos, aet diwezatoc’h da « Konvelen », a zo manet pell brudet e-touez ar Vrezoned ;
Prasutagos, roue an Ikened, e-kreiz ar c’henta kantved goude H. S. Teñzoriou bras-divent en doa dastumet ha, war e varo, en dro d’ar bloaz 61, e kemeras da getaer gant e ziou verc’h an impalaer roman Nero.
Rouanezed. — Skrivagnerien Bro-C’hres ha Roma a verk d’imp, gwech ha gwech-all, merc’hed e penn ar poblou keltiek, ha n’eus ket eno peadra d’hor lakaat souezet pa ouzomp en em gavas a-wechou, etouez broadou hegad [18] an Hanternoz, Kelted ha Germaned, brezelerezed. Setu amañ ar rouanezed a venegont an ano anezo :
E-mesk Kelted an douar-bras, Onomaris, a c’hourc’hemenne war ar Gelted a dreizas an Danuvios (Vet pe IVet kantved kent H. S.). Pa voe bet gounezet dre an armou ar vro e kreisteiz ar stêr-se, e teuas da rouanez warni ; — e-kreiz Breiziz, Boudika, intanvez Prasutagos ha rouanez an Ikened ; hi a rene an armead vras a Vrezoned a voe trec’het gant ar Romaned er bloavez 61 [19] ; — Kartismandua, rouanez ar Vriganted er bloavez 51.
Diwar danevellou bloaziek Iwerzon, lakaet marteze dre skrid evit ar wech kenta war-dro ar Vet kantved goude H. S., e welomp e renas war ar vro-se, er IVet kantved kent H. S., eur rouanez a anvont Macha Mongruadh « Macha Moue-ruz ». Lakaet he defe sevel kreñvlec’h Emania, a voe brudet diwezatoc’h evel chomlec’h roueed an Uladed.
Renerien, senedou. — Galloud-dreist roueed a voe hag an droug-implij a reas, emichañs, darn anezo eus ar galloud-se a zihunas aon hag oaz an noblañs. Wardro kreiz ar c’henta kantved kent H. S., e-touez Kelted Galia, an darn vuia eus ar roueed a oa bet lakaet en o lec’h penrenerien dilennet evit eur bloaz gant an dudjentil. Ar poblou a oa peurliesa en o fenn daou, eus ar renerien-se : eur penreizer anvet vergobretos [20] hag eur penvrezelour. Dilennet e veze hemañ gant an arme, pa veze brezel.
Diuzet e veze ar vergobretos en nevez-amzer gant an uhelidi en eul lec’h sakr ; aotreet e veze dezañ e aotrouniez gant ar penrener o tont a garg, ouz e eila pennou ar meuriadou hag ar veleien. Ar vergobretos en devoa holl veli eur roue : eur barnour-meur a oa anezañ gant ar gwir a vuhez hag a varo. Evez bras a oa bet lakaet avat da virout outañ da vont da zireiz-vrezelour pe da alouber : 1° ne bade e garg nemet eur bloavez ; — 2° e keit-se n’helle ket kerzout e penn an arme a veze fiziet ar renadur anezi etre daouarn pennou-all ; — 3° n’helle ket mont er-maez eus harzou ar meuriad.
Ouspenn-se, evit kefridiou a-bouez, evel diskleria ar brezel, ober ar peoc’h, sevel eun emgleo-keveria, ar vergobretos n’helle ober mann anez kuzul pennou ar meuriad hag ar pez o deus ar Romaned anvet senatus, ar sened.
Senedourien ar C’halianed n’oa ket anezo, evel senedourien ar Romaned, tud koz, en em dennet eus trevell ar vuhez, atao dare d’en em voda da rei ali. Eur vodadeg a vare da vare ne oant ken, gwirheñvel eo, etre pennou ar c’hêriadennou. Pep senedour, moarvat, a oa anezañ eur c’hantenour, da lavarout eo penn eur bagad a gant den, a vese hag a varne en o c’hêriadenn, e mare ar peoc’h, hag a vlenie, er brezel, war an emgannlec’h, o vervel ganto pa veze ret.
Rannet e oa Kelted an Azi-Vihana e teir foblad ha pep-hini eus ar pobladou e peder c’hevrennad. E penn pep kevrennad e oa eur roue, eur barnour, eur penvrezelour ha daou is-penvrezelour. A-ziouto hag oc’h ober evel daou gevre etre an teir foblad e oa : 1° eur c’huzul-meur savet diwar kevredad an daouzek roue ; 2°, eur strollad a dri c’hant barnour, en em vode en eul lec’h anvet Drunemeton hag a varne ar breujou savet diwar vuntrerez.
Al lezennou. — A1 lezenn hag ar c’hiz a reolenne ar vuhezegez e-touez ar Gelted. An darnvuia eus o foblou a oa ganto eur reizadur a dremene dre c’henou a rumm da rumm. Rektus a veze graet eus ar « reiz » e keltieg. Nebeut a dra a anavezomp eus al lezennou a reizenne ar Gelted koz,
An torfedou o labeza enor, surentez, pe frankiz ar vrôad, evel ar barad, ar mac’homerez, laeronsi eun teñzor sakr, muntrerez eun estren, ar grevusa faziou er brezel, dilerc’hia d’en em gavout er vodadenn-vrezelourien, a veze kastizet gant ar maro, dre an tan peurliesa ha gant jain. Ar rummad torfedou-se hep-mui-ken pe damdost, a oa fiziet, anat a-walc’h, ar c’hastiz anezo er benrenerien.
An avoultriez (hini ar wreg) hag al laeronsi edo ivez ar c’hiz o c’hastiza gant ar maro, nemet n’o deveze ket peurliesa ar benrenerien da emellout er seurt traou, a selle ouz gwitibunan, d’an neb a veze bet gaouiet da denna kastiz evito. Evel-se ivez, pa veze bet lazet eun den pe zen, e oa aotreet ha dleet d’e gerent nesa kas dre bep hent laza ar muntrer : lezenn ar « c’hrog-evit-krog » an hini eo, a gaved en holl boblou koz Europa, ha pa ne ve ken.
Eun habaskadur a oa d’al lezenn-se : ar muntrer a c’helle mirout e vuhez ma asante kerent an hini lazet kaout digantañ an treuzvarc’had, da lavarout eo eur gendalvoudegez bennak (e chatal, arrebeuri, aour), lakaet gant ar c’hiz, ha pouezus pe pouezusoc’h diouz renk ha stad an hini lazet. Dirêia [21], eur ger tarzet eus diros « gwirion », e oa ano an treuzvarc’had e-touez Kelted enez-Vreiz hag Iwerzon.
Da gomz reiz ha fraez, e oa eus an dirêia priz ar c’horf hepken. Nemet paea ouspenn a ranked ober evit an enor pe « an dremm » evel ma veze lavaret. Enebwerz (*vepoverton ?), a veze graet eus priz an enor gant Breiziz. Iwerzoniz a rae eric (hen-geltieg *erikka « peurbare, peur-bae ») eus an dic’haouadur en e bez. Bez’ ez oa en eric (*erikka) priz ar c’horf ha priz an enor staget an eil ouz egile.
Priz ar c’horf evit ar gwaz-distag en Iwerzon a oa 7 sklavez [22], pe 21 vuoc’h, pe 35 penn-saoud a dalvoudegez-etre. Eur penn-saoud e oa priz an dremm evitan, ha kemend-all e oa evit eun uheliad yaouank. Eus an izel-dereou-se d’an uhela dere, hini ar roue-meur, a-dreuz da holl renkadou an noblans, ez ae war greski priz an enor evel-hen :
Uheliad eus ar 6et renk : 3 fenn-saoud (ounnerezed tri bloaz).
....... — ........ — 5et — : 1 sklavez, pe 5 penn-saoud.
....... — ........ — 4et — : 2 —
....... — ........ — 3et — : 3 —
....... — ........ — 2et — : 4 —
....... — ........ — 1a — : 6 —
Roue ar meuriad .. : 7 —
Roue ar rannvro .. : 21 — pe 60 vuoc’h, pe 105 penn-saoud.
Ar roue-meur .. : 28 — pe 84 buoc’h, pe 140 penn-saoud.
*Sagra a oa e keltieg Enezennou meur ar Gwalarn an ano laket d’an taol dismegans, ha *sagragita ano an dell-gastiz a dlee an dismeganser paea evit dic’haoui. Aet eo *sagra da iwerzoneg sàr ha *sagragita da gembraeg sarhaed, saraed. An iwerzoneg smacht « poan, treuzvarc’had » a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-geltiek *smaktus « dismegans, taol-dismegans » [23].
An neb a laze eur c’har, unan eus e dud, nemet eur bugel d’ezan e vije, a veze forbannet ha lakaet an hu warnañ : an holl a c’helle e laza hep mont war var da baea an dirêia. En hevelep doare, neb a bake eul laer e gwall-ober hag e laze, n’en doa mann da baea da gerent an hini lazet. Lezennou damheñvel o deus renet en holl boblou an Henamzer.
O veza n’int ket bet skrivet, lezennou ar Gelted koz n’int ket deut betek ennomp. Eun damskeud a c’hellomp kaout anezo diwar lezennou Iwerzoniz ha Kembreiz, a voe lakaet dre skrid etre ar Vet hag an XIIet kantved goude H. S. Ar spered koz o deus miret mat a-walc’h, ha n’o deus ket pleget nemeur d’ar reiz roman na d’ar reiz kristen. Evel labour-spered, n’eus netra, moarvat, en tu-hont d’ezo da uhel-vruda Kelted ar Grenn-Amzer. Dreist-holl lezennou Kembreiz a zo trec’h a bell da lezennou poblou-all Europa er mare-se. « Diskouez splann a reont eur spered rik ha lemm-kenañ ha tuet mat-tre d’ar poellad prederouriezel. » (J. Loth.)
Ar gwiriou. — Leveou poblou Galia, er c’henta kantved kent H. S., a oa pourchaset dre wiriou a bep doare, tailhou, aneriou, hag all, a boueze dreist-holl war ar werin. Treizwiriou a veze gant ar stêriou hag an hentou. Aotreou mont ha dont pounner a-walc’h a oa lakaet, e porziou Mor-Breiz, war an trokadennou gant enez-Vreiz. Da gredi eo e veze al leveou dastumet evel-se, lakaet da virout e stad vat mogeriou ar c’hreñvlec’hiou, an hentou hag ar pontou, da baea ar gargidi, da c’hopra ar c’hoprsoudarded, da ober armou.
Ar gevredigez keltiek a c’heller ranna dre vras e diou bengevrennad-tud : 1° ar vrientinien [24] (an uhelidi pe an noblañs) ; — 2° ar werin [25]. An noblañs a oa ouz hec’h ober ar berc’henned vras war douarou ha chatal, en o zouez ar roueed ; ar werin a oa anezi dreist-holl kouerien diwar ar maez ha micherourien bourc’hiou pe gêriou. An noblañs e oa ar rouesa, nemet he devoa diouti hec’h-unan ar binvidigez hag ar sked a heuilh brud an armou. Ar werin e oa ar stanka, nemet ne oa anezi peurliesa nemet tud dizesk ha gouez, brevet gant labouriou garo, ha red da galz anezo, evit gallout beva, mont da hanter-sklaved dindan beli ar re vras. Displeget e vezo, e dibenn ar pennad-mañ hag er pennadou war e lerc’h, petra a zo ret da eeuna en damskeud kenta-mañ.
An noblans. — Bez’ e oa e-touez ar Gelted meur a rummad brientinien pe dudjentil. Er c’henta kantved kent H. S., e Galia hag e-touez ar Vrezoned, e vez ano a noblañs, uhel-noblañs, hag uhel-noblañs-dreist. Diwezatoc’h, en Iwerzon, al lezennou a zesrevel betek c’houec’h doare tudjentil (aire) a c’heller ranna dre vras etre daou rummad : ar re o devez gwizien hag ar re n’o devez ket. Ar rummad kenta hepken a oa sellet evel ar wir noblañs (vlatis aet diwezatoc’h da flaith) [26]. Noblañs an eil rummad, anvet en iwerzoneg bo-aire « noblañs saout », a oa eur seurt noblañs izel, hanter-hent etre ar wir noblañs hag an dud frank.
An noblañs keltiat, evel kement noblañs a zo, a rae stad eus he renk hag eus he gouenn, e tenne an orin anezi pe eus brezelourien vrudet en istor pe eus doueed pe hanter-zoueed. N’oa ket koulskoude peurserret ouz tud ar stadou izel : degemer a veze enni diwar ar binvidigez, ar gadarnded hag an taoliou-kaer. Gwelet a reomp, e-touez Kelted Galia, er c’henta kantved kent H. S., eun den a lignez izel, Viridomaros, o tont keit-ha-keit gant ar re uhela en e vro : anvet e voe da genbenrener an armead vras savet, er bloaz 52, ouz ar Romaned.
Ar werin. — Ar werin a oa ouz hec’h ober a bep seurt danveziou. Kavet e veze enni tud en o frankiz ha douarou en o c’herz, tud frank hep douarou, ha tud ret d’ezo, da c’hallout beva, yeoa o frankiz kalz pe nebeut. A bep seurt micherourien a oa ennañ : marc’hadourien, bageerien, soudarded, sorserien ha mezeged, telennerien ha barzed, goved (govien), teuzerien-arem, orfebourien ha kizellerien war vetalou, staenerien, prigwererien, gwererien, poderien, kilvizien, karrerien, gwiaderien ha liverien, kemenerien, kivijerien, kereon, mengleuzierien hag aourerien, labourerien-douar, mesaerien, koaderien, glaouerien, rousinaerien, hag all.
Eur c’halz eus an dud-se n’oa ket reuzeudik o stad : bez’ e oa pinvidien e-touez ar varc’hadourien, kouerien binvidik a oa ivez. Rummadou micherourien, evel ar vicherourien war vetalou, dreist-holl ar c’hoved, a veze graet stad vras anezo ; gwiriou o devoa diouto o-unan. Mar doa kalz eus an dud a vicher-se gopraet gant an dudjentil pe gant tud pinvidik e labourent evito, re-all a veve diliamm en o roll. C’hoaz muioc’h a rummadou-tud a oa er werin eget en noblañs.
Diweza renk ar werin ne oa ouz hec’h ober nemet kantreidi hep ti nag aoz : torfedourien dindan dec’h rak lezenn o brôad, tud bet harluet diouz o meuriad da heul eur gwall-ober grevus bennak, pe o tec’hel rak kasoni ha droukrañs eun tiegez galloudek, dleourien dic’hallout da baea, tud rivinet gant ar brezeliou etre broiz a veze bepred stank-bras an niver anezo er broiou keltiek e lec’h ne veze bloaz ebet divrezel.
Ar sklaved. — Prizonerien-vrezel e oant evit ar peurvuia. Lakaet e vezent da bep seurt labouriou : trouc’ha koad, mesa loened, servija ouz taol, heulia o mistri war ar bodadlec’h, e beaj pe er brezel. Eul labour kalet, ar mala greun, a veze fiziet alies er sklavezed. Da voneiz e talvezent ivez. E Galia, en IIet kantved kent H. S., o veza m’oa dibaot ha ker ar gwin, e roe tudjentil a-wechou eur sklav evit eun « añforennad » win.
Meur a ano a raed eus ar sklaved e keltieg : kaptos, kaktos (deut da veza « kaez », « kêz » en hor yez), kimbitos [27], skalos, mogus. Ar ger-bihanaat diwar heman, moguillos, a vez distaget ha skrivet ganimp hizio « mevel ».
Eur marc’had eo ar wazoniez, e c’hounit drezan an den gwan, paour ha dizarm, gwarez ar brezelour pinvidik, kreñv hag eskuit en eskemm eus servijou’zo, divizet en araok.
Da genta, e-mesk ar Gelted evel e-touez Europiz all, e oa an douar tra disrann ar meuriad. Bep bloaz e tarnaoue ar renerien ar parkou etre an tiegeziou ha kevrennet e veze, en hevelep doare, an trevad etre holl izili ar meuriad. Ar chatal hag an annez, hag i hepken, e oa ar madou a c’helle pep hini kaout war e ano en amzer-se. Gant-se, pa n’helle ar penrener keltiat rei douar d’e wizien, e roe d’ezo chatal. Er c’henta kantved kent H. S. mar deo bepred, moarvat, ar meuriad perc’henn war an douar diouz reiz, ez eo piaouet ar barr, e fed, gant hiniennou ; hag ar c’hevrenna-douar a vare da vare a zo aet emaez a c’hiz hogozik e pep lec’h. An uheliad, e-touez Kelted Galia evel diwezatoc’h e-mesk Kelted Iwerzon, a zo deuet da veza eur perc’henn war douarou n’en deus leve ebet da baea evito. Darn eus an douarou-se a vez gounezet dindanan gant e served, eun darn all a feurm da goumananterien. Daoust d’an holl gemmadennou-se, roidigez ar chatal a zo manet furm boazeta ar marc’had a sav ar wazoniez diwarnañ. Kement-se a gemm a zo etre ar wazoniez keltiek hag ar wazoniez a weler o ren er Grenn-Amzer.
Gwizien. — Daou rummad gwizien a anavezer e-touez ar Gelted : 1° ar gwaz distag ; 2° ar gwaz-stag [28].
En Iwerzon ar gwaz-distag eo an hini en deus graet eur marc’had gant eur penn ha bet digantan chatal ; mar sav ennan dic’hoant d’e varc’had, e c’hell o daskori hag, ouz hen ober, e teu diliam diouz pep stagidigez. — Ar gwaz-stag, en enep, n’hell en em ziliamma nemet daskori a rafe daou gement.
An uheliad a dlee rei d’e waz gwarez ha skoazell ; ar gwaz, en distro, a oa sujet da zleadou evel : 1° paea eul leve ; — 2° aoza pe sevel ti ar penn ; — 3° medi e ed ; — 4° rei d’ezañ skoazell e vrec’h ma tegouezje brezel.
Unan eus an anoiou a raed eus ar gwaz-stag e keltieg koz e oa ambaxtos pe ambaktos « an hini a ra en-dro da ». Trôet eo bet alies ar ger-se e servus gant ar Romaned. Disheñvel diouz eur sklav e oa koulskoude an ambaktos dre ma oa eur c’hadour, kenseurt ha kenvrezeliad d’e vestr. Galloud-brezel ar pennou a veze dreist-holl diouz niver o ambakted.
E dibenn ar c’henta kantved eus hon oadvez e oa bet enez Vreiz, evit ar rannvuia, aloubet gant ar Romaned. Ar re-mañ diouz o boaz, a reas d’ar Gelted dilezel boazamant ar brezel hag en em rei d’al labour-douar. An ambakted, kenseurted-vrezel ar penn, a zeuas da veza e vevelien-arat : ambaktos a zo aet, e kembraeg, da amaeth « labourer-douar ».
Galloudegez an noblans keltiat. — O finvidigez ha niver bras o gwizien a dalveze d’ar vrientinien uhel keltiat eur c’halloudegez dispar. E 52 kent H. S. eun uheliad a C’halia, Lukterios, a oa en e wazelez eur gêr a-bez, Uxellodunon, bras a-walc’h da rei bod da gant ha kant a vrezelourien. Goskor eun denjentil uhel eus ar vro-se, gant e flec’h, e vlenierien-girri, e zougerien-skouedou ha gwafiou, e c’hopr-soudarded, e varzed hag e furlukined, a veze anezañ, hep mar, eur strollad souezus a dud.
Derc’hel a raent dindan o dourn peurliesa ar reizerien hag al lezennou. E 58 kent H. S. eun denjentil anvet Orgetorix, en doa klasket sevel da roue, eun torfed hennez hag a oa ar maro ouz e c’hortoz ; en em gavout a reas dirak ar varnerien gantañ e dud hag e ambakted, dek mil anezo, hag, ouz e heul, engroez e wizien hag e zleourien. Ar varnerien spontet e zisklerias didamall.
Ar werin, eviti da veza hep gwir emren ebet (nemet er brezel pa zilenne he fenn-brezel), a dize a-wechou ober d’an noblañs, ha hi galloudek, plega d’e youl, pa c’hoarveze darvoudou a-bouez ha pa gave eur blenier. E 52 kent H. S. e-touez an Arverned, Verkingetorix a voe anvet roue gant ar werin, kaer he devoe stourm an noblañs, he doa graet barn d’ar maro e dad Keltillos evel trac’hoantek d’ar roueelez.
E 51 kent H. S., e-touez ar Vellovaked, unan eus galloudusa poblou ar Belgion (sterenn Galia), ar sened hag an darnvuia eus an uhelidi a venne paouez ar brezel ouz ar Romaned. Unan eus ar pennou kenta, Korreos e ano, a venne derc’hel gantan : skoazellet gant ar werin e reas d’ar sened ha d’an noblañs plega.
En Iwerzon, er c’henta kantved goude H. S., e c’hoarvezas eun dra grevusoc’h c’hoaz : brevet gant samm ar gwiriou ha kaset d’ar par pella gant dislealded ha mac’homerez an noblañs, ar werin en em savas, a lazas an darn-vuia eus e waskerien, a reas d’ar re-all klask repu e-touez Breiziz hag a savas war an tron eur roue diouz e ziviz, Cairpre Cenn-Chaitt (Cairpre Penn-Kaz).
KELTIAT DINDAN MESTRONIEZ ROMA
An noblans dindan mestroniez Roma. — War an Douar-bras hag en enez-Vreiz, da heul alouberez ar Romaned, e voe ret d’an uhelidi geltiat en em glevout, beva e peoc’h an eil gant egile ha paea gwiriou pounnerik a-wechou. Lezet e voe ganto, avat, o douarou, o madou, hag ar pep brasa eus o aotrouniez, nemet reizennet ha reolennet e voe houmañ. Kaesar, a-vec’h m’en devoe aloubet Galia, a zonezonas gwir ar vourc’hizelez roman d’eun niver a Gelted eus ar vro-se, o fourvezas a enoriou, a ditrou hag a gargou, hag a reas da veur a hini anezo dont da senedourien Roma. An impalaered a heulias ar skouer-se hag, evel ne gasent nemet nemeur a gargidi er provinsou [29], tudjentil keltiat, deut da vourc’hizien, senedourien, reizerien Roma, da renerien provinsou a-wechou zoken, eo a rene diwar o c’houst ar poblou keltiek sujet.
Ar peadra, arc’hant pe skiant, a oa bet implijet dreist-holl gant an noblañs, e mare o frankiz, da vrezeli pe da geveza kenetrezo, a voe lakaet ganto hiviziken da c’hounit douar, da wellaat stad o brôad ha da gaeraat he c’hêriou. Diwar dibenn ar c’henta kantved goude H. S. e veze penn-lec’h pep brôad eur gêr heñvel a-walc’h ouz Roma, gantañ e straedou pavezet evelti, e demplou e maen-benerez hag e marpr, e volziou-enor, e gibellec’hiou, e feunteuniou, e c’hoarivaou hag e gelc’hvaou. Savet e veze an holl labouriou-se gant ijinerien ha saverien-tiez gresian pe roman, pe diskibled d’ar C’hresianed ha d’ar Romaned, galvet ha gopraet gant ar benreizerien hag ar senedourien geltiat.
Renadur eur vrôad keltiat dindan aotrouniez ar Romaned, a oa ouz e ober eur sened (curia e latin) savet diwar perc’henned penna ar vro, eur reizer-meur (praetor er c’henta kantved goude H. S., defensor er IVet kantved) pe pevar penreizer skoaziet gant eun teñzorer (quaestor), en e garg ren kef dispignou kêr.
Ouspenn ar renadur-se a selle ouz pep brôad, e oa e Galia ar pez a anved consilium Galliarum, kuzul kevredelez Galia, ouz e ober tri-ugent kannad, a rae pep-hini anezo evit unan eus brôadou Galia. Ar c’huzul-se, ennañ ar pep uhela eus an noblañs, en em vode e Lugudunon, e kember ar stêriou Arar (Saône) ha Rotanos (Rhône) : desvarn a rae oberou ar renerien provinsou, o sevel rebechou pe prosezou ouz ar re en dije da glemm outo, hag e kase d’an impalaer mennadou ar bobl.
Dindan eun hevelep renadur, galloudegez an noblañs, e kevrennou Keltia bet staget ouz an impalaerez roman, ne reas nemet kreski. Ar c’henkiziou ec’hon ha brao-dispar, leun a labouriou kaer, kolonennou, maen-leuriou marellet, delouennou, taolennou, hag all, a oa bet savet evit an darn-vuia en IIet, IIIet, IVet kantved goude H. S. hag e kaver an dismantrou anezo bep kammed war an douar-bras hag e Breiz-Veur, a desteni pegen pinvidik ha largentezus e oa deut perc’henned vras ar broiou-se. « Ar binvidien », eme mab an impalaer galian Postumus (IIIvet kantved), « a zo evel ar roueed hag ar brôadou : stêriou ha meneziou a fell d’ezo da harzou war o domani. Ar pez a veve eur boblad-tud a zo aet da beurvan-chatal eur mestr en e benn e-unan. »
E Galia, er IVet kantved, e oad deut betek sellet ouz eun domani a 1.000 arepennis [30] evel bihanik. Ar Galian Ausonius, reizer an impalaerded ha senedour ar bobl roman, a biaoue douarou ec’hon e bro Vurdigala, e bro ar Vasated, er Santonika [31] hag er Piktovon [32]. Eur Galian-all, Paulinus, a yeas diwezatoc’h da eskob Nola, a oa perc’henn war domaniou ken ec’hon ken e vezent anvet, er vro, regna Paulini « Rouanteleziou Paulinus ».
Ar werin dindan mestroniez ar Romaned. — Alouberez ar Romaned, o rei termen d’ar brezeliou a-ziabarz hag o tegas er vro micheriou nevez, a reas da genta ouz gwellaat muioc’h pe nebeutoc’h bividigez ar werin. An ijinerez, ar c’henwerz hag al labour-douar, a rae berz c’hoaz diwar amzer ar frankiz, a luskas war-raok, eur marz. E-skeud ar « peoc’h roman » (pax romana), ar « surentez roman » (securitas populi romani), gouez da skrivagnerien an amzer-se, ar vicherourien hag ar varc’hadourien a binvidikaas, al labourerien a c’hounezas ar c’hoadou da zouar-ed hag a zizec’has ar geuniou, e-keit ma kave dreistniver gwerin didra ar c’heriou hag ar maeziou bara a-builh er c’hampou, dre servijout, darn anezo el lejionou, darn-all en armeou-skoazell. Diwez e voe d’an amzer evurus-se war-dro 180 goude H. S. Neuze e stag an impalaerded roman, dirouestl he buhez betek-hen, da wanaat ha d’en em ranna, e-keit ma kresk en he diavaez galloud ar C’hermaned. E-touez ar skoilhou anavezet a voe kiriek da zienez ar werin er IIIet hag IVet kantved, e c’hellomp menega :
1° Rendaelou ar politikerez hag an dirollerez a savas da heul en armeou ; — 2° ar gwiriou o pounneraat hag ar gwaskerez anezo o poueza dreist-holl war an dudigou ; — 3° ar berc’henned vras o kreski : diberc’henna hag aloubi a rejont tamm-ha-tamm an domaniou bihan ; da heul, ez eas da get an dud en o frankiz hag e kreskas ar sklaved ; — 4° ijinerez tud en o frankiz kaset da netra, rivinet ma voe gant ijinerez ar sklaved ; — 5° diwar ren an impalaer Diokletianus, niver ar gargidi o vont war astenn dalc’hmat ken ma teuas trec’h war hini ar sujidi ; — 6° argadennou drastus ar C’hermaned : diwar an IIet kantved hag e-pad an IIIvet hag ar IVet, e torrjont meur a wech al linennou difennerez a-hed ar Rênos hag an Danuvios. War eun dro gant ar C’hermaned, e reas, en enez-Vreiz, argadennou ken kriz ha ken kriz Iwerzoniz, ha re ar Bikted chomet diliamm en Hanternoz ; — 7° ar C’hermaned hag ar Slaved o tont dre gaer pe dre heg en armeou roman gwanaet ; degemer o servij a voe ranket ober, gwa d’ar Gelted didra ; — 8° ar riblerez oc’h en em astenn da heul an holl walennou-se.
Neuze, hogozik e pep lec’h, en enez-Vreiz, e Galia hag e lec’hiou-all, e weljod ar beorien, an disheridi, oc’h en em sevel ouz o gwaskerien, o vuntra ar binvidien hag ar gargidi, o tangwalla ar c’henkiziou skignet amañ hag a-hont war ar maez, o vont da riblerien hag oc’h en em unani a-wechou gant bandennadou Germaned da wasta kêriou. E Galia, er IIIvet kantved, emzao ar gouerien, lakaet en gouez gant mac’homerez an dastumerien wiriou, a voe kriz-kenañ. Rei a raent d’o emzao, int-i o-unan, an ano a « Bagaudia », moarvat eus ar ger keltiek baga « emgann » ha « youc’hadeg ».
Daou seurt a oa anezo : 1° Ar gêriadenn divoger, o veva enni dreist-holl labourerien douar ;
2° Ar gêr vogeriet, o veva enni dreist-holl micherourien ha marc’hadourien.
Unan eus anoiou ar gêriadenn divoger e oa, war a greder, treba, a gavomp eun ano diwarnañ e Kontrebia, kêr geltiat eus ar Spagn kemeret gant ar Romaned er bloaz 181 kent H. S. Treba a zo deut da veza trev pe tre en hor yez. E-lec’h treba, a veze implijet en enez-Vreiz hag Iwerzon, e lavared marteze trebon e korniou-zo eus an Douar-bras ; amprestet eo bet, er c’hantvedou kent donedigez H. S., gant ar C’hermaned a zistagas anezañ thorpon. Ac’hane e teu ar saozneg thorp hag an alamaneg dorf « kêriadenn ».
Unan eus anoiou keltiek ar gêr vogeriet e oa dunon [33] ; amprestet eo bet an ano-se ivez gant ar C’hermaned ha deut da veza town e saozneg. Kêriou mogeriet Kelted Galia a oa mentet bras darn anezo : Bibrakt, da skouer, a oa d’ezi pemp kilometr tro ha 135 hektar gorread. Tiez kêriz ne c’holoent nemet eur rann vihan eus al lec’hed vras-se ; ar peurrest a oa dindan douarou-ven, e lec’h e veze dalc’het ar bodadegou hag e teue d’en em repui, er brezel, ar bobl a-ziwar-dro gant o chatal hag o annez. Sevel a raent warno, da verr-amzer, tiez prenn ha soul.
Stank-meurbet eo ar ger dunon en anoiou-kêriou ar C’heltved kent. E-touez ar geriou-all a gaver oc’h envel an annez-lec’hiou, krenvlec’hiou, bourc’hiou ha kêriadennou, e c’heller menegi : briga, aet da vrezoneg bre, paot-meurbet el ledenez iberek, Dêvobriga, Nertobriga, h. a. ; rouesoc’h e Galia ; hogos dianav er broiou keltiek-all ; bona, aet da gembraeg bon « diazez » ; diwarnan eo moarvat Bononia a zo bet ano meur a gêr keltiek pe keltiekaet war an Douar-bras ; *balion « annezlec’h », *balia « annezlec’hiou, bodad-tiez, bourc’h, kêr », a gaver en Iwerzon hepken [34] hag a ziskouez beza dinaouet eus an hevelep gwrizienn c’her hag ar galianromaneg balma « bougou, mougeo », ar brezoneg koz bal « roc’h serz, roc’h-toull, keo, mengleuz » [35]. Ar ger duron, paot en anoiou lec’hiou annezet war an Douar-bras hag en enez-Vreiz, a zo bet kamm-ziskleriet e-pad pell-amzer dre ar c’hembraeg dur « dir » ha kredet a-dreuz da heul e oa « krenvlec’h » e dalvoudegez ; gwirhenveloc’h eo ez eus anezan hena stumm ar gouezeleg bro-Skos dur « treiz, treizlec’h » : heman a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-geltiek *durus, *duras [36]. Daou c’her-all, a zo stank en anoiou al lec’hiou-annezet eus ar C’heltved kent, lanon ha magos, a dalveze da envel tachennou douar kompez ha meinbonnet-piz : bodlec’hiou, marc’hallec’hiou, lec’hiou-sakr. Ouz Mediolanon kenveria ar brezoneg Douelan, Doelan « manati » hag ouz Rotomagos (Roan-vor hizio) ar brezoneg Goariva « teatr » hag ano-lec’h [37].
Skridou ar Romaned hag ar C’hresianed o deus lezet d’imp anoiou meur a gant lec’h annezet gant ar Gelted : kêriou, bourc’hiou mogeriet, kestell, lec’hiet er broiou a oa en o dalc’h : enez Vreiz, Galia, ar Spagn, Italia-Uhela, kreiz ha reter Europa, Azia-Vihana. E-touez ar bourc’hiou hag ar c’hêriou mogeriet e teu ganto an aliesa an ano anezo, ken da heul ar roll o deus dalc’het e politikerez Europa, ken dre m’o deus tizet eur barr uhel er c’henwerz pe en ijinerez er maread kelt-roman dreist-holl, e vezo meneg ganeomp eus :
En Itali, Mediolanon (Milano), Verona (Verona) ha Bononia (Bolonia), ne reas an dalvoudegez anezo nemet kreski dindan aotrouniez Roma ; — er Spagn, Interkatia, Segobriga (Segorb), a deuas da veza, er c’henta kantved goude H. S., kêr-benn Keltiberia ; Bilbilis, a oa enni, d’ar c’houlz-se gofili armou ha binviou houarn brudet ; Kastulo, kêr mogeriet hag anvek (brudet), ma kemeras Hannibal gwreg enni ; Numantia, kêr vihan a dennas war hec’h ano eur c’hlod [38] divarvel dre an eneberez kalonek a reas ouz ar Romaned an dud anezi, a oa unan eus ar pevar meuriad rannet etrezo pobl geltiek ar Belendoned ; — e loden keltiek-ha-ligurek Galia, Vienna (Vienne), Arelati (Arle), Tolosa (Tolosa), Narbo (Narbonna), Nemossos (Nîmes), bourc’hiou a bouez dindan aotrouniez ar Gelted, kêriou bras e-pad ar maread-amzer kelt-ha-roman ; Genava (Genève) ha Kularo (Grenoble), kêriadennou keltiek deut da gêriou er pennad amzer war-lerc’h ; — er wir C’halia, er kantved kent H. S., Vesontio (Besancon), Gergovia, Avarikon (Bourges), « brava kêr Galia », Bibrakt, kêr vogeriet ha labourus, Alesia, kêr kollet ganti ar renk kenta, beo c’hoaz he brud en eñvor ar C’halianed ; Lutetia (Paris), a voe kemeret a-wechou, e dibenn ar maread kelt-ha-roman, da chomlec’h gant an impalaered, hep paouez beza eur gêr vihan ; dindan aotrouniez ar Romaned, e kreskas kalz a vourc’hiou ken e voe ranket o lakaat e niver ar c’hêriou : seurt gant ar re-se e voe Lugudunon (Lyon) a oa, en eil kantved goude H. S., ar vrasa hag ar gaera eus kêriou Galia ; Burdigala (Bourdel), Aventikon, Turikon (Zurich) hag ar c’hêriou bras mogeriet, leun a varc’hadourien hag a soudarded, a oa o tifenn harzou ar Rênos, Devoduron (Metz), Trevires (Treier), Argentoraton (Strassburg), Noviomagos (Speier), Bormitomagos (Worms), Mogontiakon (Mainz), Lugudunon (Leyde) ; — e Germania Mediolanion (Metelen, Westfalia), Segodunon (Wurzburg), Lokoritus (Lohr), Sumelokenna (Rottenburg), Lugidunon (Liegnitz) ; — e lodennou kreiz ha reter Europa, ar c’hêriou mogeriet a oa o anoiou Boioduron (Passau) ha Lauriakon, ar c’hêriou kenwerzus anvet Karnunton ha Vindobona (Wien) ; Noreia, kêrbenn an Daurisked, Viminakion, a voe lakaet da bennlec’h war ar brovins roman anvet Moesia-Uhela ; Singidunon (Belgrad), Bononia (Widin), Durosteron (Silistria) [39] ; — en enez-Vreiz e-doug ar pevar kantved kenta eus an oadvez kristen, Kamulodunon (Colchester), Glêvon (Gloucester), Lindon (Lincoln), Dêva (Chester), Mankunion (Manchester), Durovernon (Canterbury), Eburakon (York), a yeas, en eil kantved, da benn-garter an arme roman, hag a voe kemeret a-wechou da chomlec’h gant an impalaered ; Londinion (London), a zeuas da veza, en hevelep koulz, eur porz-mor kenwerzus-bras.
Evel ma weler dre an anoiou a-raok, meur a hini eus brudeta kêriou Europa-vremañ hag unanik bennak e-touez he c’hêrbennou a oa anezo bourc’hiou pe kreñvlec’hiou keltiat kent dont da gêriou latin, slav pe german. Kalz eus ar c’hêriou keltiat gwechall, ret eo hen anzav, ne oant deut da veza pez a oant nemet dre nerz an armou : da skouer Bononia en Italia a oa anezi eur gêr etruskat, Felsina, bet kemeret ha divadezet gant ar Gelted.
1° Al levriou savet gant D’Arbois de Jubainville, G. Dottin ha C. Jullian a zo ano anezo e levrlennadur ar pennad kenta, hag ouspenn D’Arbois de Jubainville, Recherches sur l’origine de la Propriété foncière et des noms de lieux habités en France, période celtique et période romaine, 1890 ; Etudes sur le Droit celtique, 2 levrenn 1895 ; La Civilisatron des Celtes et celle de l’Epopée homérique, 1899 ; P. W. Joyce, A Social History of Ancient Ireland, 2 levrenn, London, 1903 ; F. Walter, Das alte Wales.
2° Diwar-benn ar c’hêriou keltiek : H. Kiepert, Lehrbuch der alten Geographie, Berlin, 1878 ; Manuel de Géographie ancienne, Paris, 1887. E-leiz a anoiou keltiek a gêriou, a vourc’hiou hag a gêriadennou a vo kavet war Premiers Habitants D’Arbois de Jubainville, Anciens Peuples Dottin, Peuples primitifs Philipon, a zo meneget an anoiou anezo war o hed e levrlennadur ar pennad kenta, ha war levr Tomas Wright, The Celt, the Roman and the Saxon, pempvet mouladur, London, 1892.
3° E-touez al levriou moulet abaoe savidigez hag embannidigez (1912) an eil pennad-man : Ward, Romano-British Buildings and Earth-works, London, 1911 ; De Pachtère, Paris à l’épogue gallo-romaine, 1912 ; Grenier, Bologne villanovienne et étrusque, 1912 ; Schulten, Numantia, 1914 (fall e meur a genver : lenn ar renta-kont gant Lhéritier war Rev. des Et. anc. 1923, pp. 294-8) ; Bevan, The Towns of Roman Britain, 1917 ; Haverfield, Roman Leicester, 1918 ; Roman Cirencester, 1920 ; Secretan, Aventicum, son passé et ses ruines, Lausanne, 1919 ; Durand, Les fouilles de Vésone, Périgueux, 1920 ; Constans, Arles antique, 1921 ; Sautel, Vaison et ses monuments, Avignon, 1921 ; Karl Schumacher, Siedelungs und Kulturgeschichte der Rheinland : die vorromische Zeit, Mainz, 1921 ; R. Montandon, Genève, des origines aux invasions barbares, 1922 ; Chaillan, Notes archéologiques sur Psalmodi, Aï, 1922 ; Gimon, Les origines de Nîmes, époques pré-historique et protohistorique, 1922 ; Feuvrier, Dôle, les origines, 1922 ; Lesmaries, Dunkerque et la plaine maritime aux temps anciens, 1922 ; Hollwerda, Arentsburg, een Romeinsch Militair Vlootstation bei Voorburg, Leiden, 1923 ; Wheeler, Segontium and the Roman Occupation of Wales, London, 1923 ; Lethaby, Londinium (Roman London), 1924 ; Kamilh Jullian, Le Paris des Romains, 1924 ; Grenier, Quatre villes romaines de la Rhénanie : Trèves, Mayence, Bonn, Cologne, 1925 ; Gordon Home, Roman London, 1926 ; Collinge, Roman York, 1927 ; Philippe, Cinq ans de fouilles au Fort Harrouard, Roan-vor, 1927. H. a., h, a.
Diwar-benn an anoiou keltiek a gêriou : Longnon, Les noms de lieu de la France, origine, signification, transformations, 1920 ; Dauzat, Les noms de lieux, origine et évolution, 1926, H. a.
- Ar Gelted a zo enno kadarnded al loened fero, ha dre ventegez o c’horf ez int trec’h d’ar peb all eus an Denelez. O c’horfou ramzel, o armou bras-direiz, a lake da gredi e oant bet ganet evit distrujidigez an dud ha diskaridigez ar c’hêriou.
(Dioc’h Florus).
Kelta « kelt », e yez hor gourdadou, a oa d’ezañ eur furm wregel keltis ; bez ’e oa ouspenn eur ger diveret dioutañ keltia. Distaget e veze an daou c’her-se hildis, hildia gant ar C’hermaned hag e talvezent e germaneg kement ha « brezeliadez » ha « emgann » [40]. Bez’ e c’hallfe beza, eta, en dije kelta, ano brôadel ar Gelted, talvezet e keltieg koz kement ha « brezeliad ». Eur marteze n’eo ken. Ar pez a zo divarteze avat eo e voe ar Gelted douget a-viskoaz da draou ar brezel.
« Daou dra hepken a brizont ar skiant anezo », eme eur Roman eus an IIet kantvet kent H. S., « ar brezel hag an helavar » [41].
En tu-hont emañ d’ar wirionez. Diskouezet e vezo el labour-skrid-mañ, ennañ eun damskeud eus sevenadur ar Gelted koz, o deus ar Gelted pleustret war skiantou estr eget skiant an helavar ha hini ar brezel. Bez’ e voent, evit-se, e-touez ar muia « brezelgar » eus poblou an Hen-amzer. Ret-holl e oa d’ezo beza. Ganto, evel gant an holl vrôadou eus an Hanternoz, dinerz o renerez ha dic’halloud peurliesa da zifenn madou, buhez ha frankiz broiz, e kave ar re-mañ o gwella gwarez dre veza kadarn, kreñv, ouesk ha boaz da embreger an armou. An holl gwitibunan a veze eta brezeliad, adal ar roue, an drouiz hag ar barnour, betek an distera tieg, mesaer pe marc’hadour. Muioc’h pleustret e veze evelato, skiant ar brezel gant rummadou tud-zo evel an noblañs pe an dud eus ar werin a rae o micher eus ar brezel hag a feurme o divrec’h da neb o faee.
Ar servij-soudard. — Digemma a zo d’ober etre an argadennou da bell-vro hag ar brezeliou-diabarz pe ar brezeliou d’en em zifenn. Peurliesa an argadennou da bell-vro a veze aozet evel-hen : eur rener, anavezet gant an holl dre e gadarnded hag e ampartiz er brezel, a zastume soudarded a youl vat war ar marc’hallec’hiou hag er bodadegou hag a yae war-raok, ganto. Diredi e oa an engouestl.
Pa zegoueze eur brezel a-ziabarz pe eur brezel d’en em zifenn, e ranke an holl kerzout. Neb na sente ket a veze kastizet dre goll e fri, e ziskouarn, eul lagad pe eur vrec’h. Ma veze grevus-bras an traou e veze graet eur vodadeg armet : an holl wazed gouest d’en em ganna a dlee en em voda, armet holl, el lec’h hag en deiz merket, evit en em guzulia war stad an traou ha dilenn eur rener-brezel. An hini en em gave an diweza war dachenn ar vodadeg a veze lazet.
Nag ar gozni nag ar gwanderiou ne harzent an uhelidi geltiat da vont d’ar brezel. Gwelet e veze alies renerien, gwennet d’ezo o fennad bleo ha brevet o c’horf gant an hir-oad, bec’h ganto chom war o jao, o kerzout e penn ar vrezelidi war an emgannlec’h.
Armou-stlepel. — E-touez an armou-stlepel eo envel ar maen a veze skôet gant an dourn pe gant an dalm, ar wareg hag ar bir (pe saez), ar speg. Armou koueriaded ha chaseourien e oa ar wareg hag ar bir, kentoc’h eget armou brezelidi. Ar brezelour keltiat ne rae ket ganto peurliesa hag a leze an implij anezo da dud ar werin.
Meur a zoare spegou a oa, d’ezo peb a ano ; veruton, tragula, sparon, hag all. Spegou-zo a oa an houarn anezo hiroc’h eget eur c’hleze ; gant darn e oa eeun dremm an houarn, gant darn all e oa gwagennet evel eur flamm pe gouzreinet evel eun higenn, en hevelep doare ma veze trouc’het ha drailhet ar c’hig ha ma veze frankaet ar gouli pa veze tennet ar speg en-dro. Ar geriou petrinos [42], sunêma, sioloutegon, pe toloutegon a anve e keltieg koz kel lies all a zoareou disheñvel da stlepel ar speg diwar varc’h. Spegou-zo a veze stlapet gant an dourn, re all a veze bannet war bouez al lerenn anvet e latin amentum. Ouspenn daou-gementi hed taol ar speg a rae an amentum (65 metrad e lec’h 25 metrad).
Ar gaison a oa anezañ eur goaf evit gwir, nemet e oa eur goaf-bann. Gallout a reomp a-walc’h sellout outañ evel arm brôadel ar brezelour keltiat. Ledan e oa an houarn anezañ, war a greder, ha stummet e furm eun delienn. Pep brezeliad a yae gantañ daou c’hoaf seurt-se. Gaisata a veze graet eus ar soudard armet evel-se. Deuet eo gaison da gaz, gae en iwerzoneg, ha gaisatios « armet gant ar gaison » d’ar ger iwerzoneg gaide « armet gant eur goaf ». Ar gaison, benveg hag ano, a zo bet amprestet gant ar Romaned (gaesum) ha gant ar C’hermaned (gaisos).
Ar benveg-brezel anvet kateia a oa eur vouc’hal-vann bounner, outi eun troad berr graet gant koad gwevn. Pa veze strinket gant eun dourn akuit, e c’halle, dre drei-distrei, donet en-dro davet ar stlaper. Eur c’hoari-brezel e oa se. Hir-meurbet n’oa ket hed-bann ar gateia, nemet gant ar pouez a oa enni e veze torret kement tra skôet ganti. Bet e oa anezi, en Italia, pleustreta arm ar pobladou villanoviat (ombriat) o veva en tu diouz an hanternoz da venez Apennin : o arm brôadel e oa (skeudennou war Rev. archéol. 1907, pp. 12-4). Implijet e veze dreist-holl gant Kelted ar Reter. D’hec’h embreger ervat hir studi a oa red ha boaza outi ez vugel. Taolennet eo bet gant eur barz latin bugale eur meuriad keltiat pe keltiaet eus an Danuvios o poelladi diwar gwalenn ar c’hirri, da deurel ar gateia [43].
An arm a raed, anezañ matara pe mataris a oa eur gontell-stlepel, moarvat.
Goafiou. — Ar Gelted a oa ganto goafiou, d’ezo hern a bep furm, darn gwagennet o dremm, re all dantet ; lod all a-stumm gant deliou haleg pe deliou lireu. An doare goaf a anved lankia a oa d’ezañ eun houarn a 0,44 hed ha 0,15 led. Ar fust prenn a oa 2,15 hed tost da vad. Alies e vez meneg eus lankia ar Gelted er skridou gresian ha latin. En Itali, er bloaz 217 kent H. S., en emgann Trazimena, eur marcheg keltiat, Dukarios e ano, a lazas gant eun taol eus e lankia ar c’honsul roman Gaius Flaminius. E Galia, er bloaz 51 kent H. S., ar roue Kommios a wall-c’hloazas gant eun taol lankia ar mestr-marc’hegiez roman Volusenus Quadratus.
Kleze. — Ar c’hleze a oa arm muia-karet an noblañs keltiat. Kladibos e oa e ano e keltieg koz hag e kreder o deus ar Romaned degemeret ar ger keltiek-se en o yez, er pevare pe en trede kantved kenf H. S., ha distummet anezañ e gladius. Ar Gelted o deus bet klezeier arem ha klezeier houarn a veur a stumm, diouz ar rann-amzer. Peurliesa ez eo ar c’hleze keltiat houarn-holl, hir ha pounner, diou-zremmet, ha tougn e veg. An dournell anezañ, askorn pe olifant, a gaeraed gant kourel pe gant tachou penn-amailhet. Ler, prenn pe vetal e oa ar gouhin warnañ ; skourret e veze ouz ar gouriz gant eur chadennig arem, houarn pe kouevr. Ar gouriz e-unan a veze kaeraet gant laonennou metal kizellet. Gant ar Geltibered e oa klezeier berr, beget-lemm, graet gant dir eus ar gwella, ma c’halled skei ganto kerkouls gant ar beg ha gant al lemm. Adalek ar brezeliou ouz Hannibal, e tilezas ar Romaned o c’hlezeier-i da gemeret re ar Spagnoled.
En tu-hont d’ar c’hleze, ec’h anaveze ar Gelted ar gougleze a raed gantañ er c’hannou korf-ouz-korf.
Ar skoued (skêtos). — Skouedou bras ha skouedou bihan o doa ar Gelted. Ar skoued bihan a oa kelc’hiek peurvuia hag arem holl a-wechou. Ar skoued bras, hir-gelc’hiek pe c’houec’h-kornek ar furm anezañ, a oa prenn pe aozilh goloet a ler. Bras a-walc’h e oa da ziwall korf ar c’hadour eus e dreid d’e elgez. Ar greizenn anezañ a oa ouz hec’h ober eur bos ledan arem pe houarn [44]. A-wechou eur vevenn houarn a rae tro ar skoued ; kaeraet e veze ouspenn gant liviou flour pe skeudennou loened en arem.
Tok-houarn (pe tokarn) ha hobregon. — An togou-houarn hag an hobregonou houarn pe arem a veze implijet dreist-holl gant Kelted ar reter, da heul marteze o amezegiez ouz goved vrudet ar Skoloted. Betek en o zouez ne vezent ket gwall stank. E-touez ar Gelted all n’oa nemet ar renerien a gement a rae ganto ha c’hoaz dibaot a-walc’h, war a seblant. An tokarnou keltiat, en arem peurliesa, a wisk meur a stumm : hiniennou a zo begek, kribennek eo re all, darn a sav warno eur re gerniel pe eur rodig (ar rod-heol). Gouez d’ar Roman gouiziek Varro, e vije bet ijinet gant ar Gelted ar rochedou houarn, eur seurt gwiskamant-brezel graet penn-da-benn gant mailhou-houarn.
Karr-emgann. — Ar c’harr-emgann keltiat a oa diou rod dindanañ, stag outañ daou a gezeg dindan ar yeo, hag ennañ daou zen, ar brezeliad hag ar paotr-karr. Ouz darn eus ar c’hirri-emgann e veze laonennou metal lemm pe filc’hier [45]. Ar c’harr-emgann a veze graet anezañ essedon pe kovinus, hag essedarios eus ar brezelour a stourme ennañ. Tremenet eo an holl c’heriou-se e latin.
Kelted an Douar-bras a zilezas abred ar c’harr-emgann diwar ar penn-abegou end-eeun o doa lakaet ar C’hresianed hag an Italianed da zivoaza dioutañ kerkent ha derou an istorvez (Xet kantved kent H. S.) : aes e oa da droc’holia, ac’hubus (landrammus), ha n’helle ket tremen dre bep lec’h. Breiziz hag Iwerzoniz a zalc’has pelloc’h d’ar c’hiz koz-se da vrezeli : c’hoaz er c’henta kantved goude H. S. e veze ganto kirri-emgann en o armeou.
Setu eun daolenn graet gant Kaesar eus an doare m’en em ganne ar Vrezoned gant o c’hirri-brezel ; « Da genta e reont dezo nijal herrek en-dro d’an enebour, o teurel daredou ; a-walc’h e vez alies an aon rak ar c’hezeg ha tourni ar rodou da lakaat mesk er renkadou. P’o devez graet o hent da greiz ar skouadronou, e sailhont diwar o c’hirri d’en em ganna war droad. Neuze ar baotred-karr a gil tamm-ha-tamm diouz ar veskadeg hag a chom a-hed taol, d’an emgannerien d’en em denna daveto, mar bez re denn warno gant niver an enebourien. Evel-se ec’h unan ar Vrezoned, en emgannou, herrder ar marc’heg gant stabilded an troadeg. Diwar eur studi pemdeziek e tizont ivez ma c’houzont derc’hel a-sav o c’hezeg hag i war red en eun dinaou sounn, o lentaat pe o zrei diouz o c’hoant, redek war al laz, en em zerc’hel sounn war ar yeo hag ac’hane sailhat en o c’hirri. »
Marc’hegiez. — En tu-hont d’ar vrezelourien pignet war girri-emgann, o doa ar Gelted marc’heien ha troadeien. Marc’hegiez ar Gelted a oa brudet ; trec’h e oa a-galz da varc’hegiez ar Romaned hag, er c’hrogadou a voe etrezo, e chomas peurliesa ar gounid gant ar Gelted.
Gant ar Gelted a argadas ar C’hres er bloaz 279 kent H. S., e veze oc’h ambroug pep marc’heg, daou vevel war varc’h. E-pad an emgann, e chome an daou-mañ war-dreñv ; ma veze lazet ar mestr, an eil pe egile a rae evitañ ; ma veze gloazet, unan a gase anezañ d’ar c’hamp, e keit m’edo egile o kemeret e lec’h ; ma veze divarc’het, unan pe egile a zegase d’ezañ e varc’h. Anvet e veze ar strollad-se trimarkisia.
Gant Kelted Illiria e veze da heul pep marc’heg eur soudard war droad a rae en emgann evit ar brezeliad kouezet a-ziwar e varc’h ; iskuit a-walc’h e oa ar soudarded-se war droad da c’hallout, krog o dourn e moue ar c’hezeg, o heulia d’ar red.
Marc’heien ar Geltibered a oa ker boas da stourm war droad ha ma ’z oant d’en em ganna war varc’h : pa welent edo o zroadeien re denn warno gant an enebour, e lamment d’an traoñ a-ziwar o c’hezeg, e lezent ar re-mañ en eur renkad hag ez aent da rei harp d’o c’henvrezelidi war droad ; boazet e veze al loened da chom diflach ken distro o mistri [46].
Troadegiez. — En em ganna war varc’h pe en eur c’harr-emgann hounnez e oa, dreist-holl, giz an den a lignez uhel. Ne zisprize ket evelato ar pep kaloneka hag uhela anezo stourm war droad. Troadeien Kelted an Hanternoz, Brezoned ha Belged, ha re Kelted ar Spagn, a oa brudet dre o c’haleter. Padal, pa veze plaen ha distrouez an dachenn ha reiz an emgann, n’oa ket troadegiez ar Gelted par da hini ar Romaned, en abeg, dreist-holl, d’an dizurz ha d’an disentidigez a veze enni. Rannet e oa etre bagadou, 6.000 soudard e pep-hini, a anved katerva. Da argadi ez ae troadegiez ar Geltibered e furm eur genn. Redek a raent, er c’hiz-se, a-benn herr d’an enebourien, e doare d’o dismantra kerkouls dre nerz hag herrder ar stokadenn ha dre daoliou an armou.
Bannielou, trompilhou, chas-emgann. — Ar bannielou a veze anezo, an darnvuia eus an amzer, eur skeudenn loen en arem, peurliesa eun tourc’h gouez en e sav, e vleo a bik war livenn e gein, pintet e penn eur fust. Pa rae an arme eun arzao, e veze sanket ar fust en douar. Tennet e veze er-maez pa adkroge an armead gant he hent. An Insubred, unan eus poblou keltiek Italia, a oa ganto bannielou aour anvet « ar Re Zigeflusk », dre ma vanent an darnvuia eus an amzer serret e-barz templ doueez ar brezel ha na zeuent er-maez nemet pa veze ar vrôad en eur riskl bras bennak.
Pa veze meur a vrôad, ha kevredigez etrezo ouz eur c’henenebour bennak, e veze lakaet o bannielou holl a-gevret en eur strollad a rae ar renerien al le (lugion) warnañ da chom unanet. War ar c’hannlec’h e stourme brezelidi pep meuriad strollet en-dro d’o banniel. Eus niver bras an arouezintiou-brezel a veze gorrôet a-ziwar ar c’hadlan gant ar Romaned goude o emgannou-trec’h ouz ar Gelted, e c’heller tenna e oa gant pep kêriadennad-soudarded eus ar Geltvro eun arouezinti diouti hec’h unan.
Ar Gelted a oa ganto daou seurt trompilh-emgann da vihana : an eil eeun pe zam-eeun an añchenn anezi, a oa hec’h ano karnux pe karnon ; eben a oa kroumm evel hor c’horniou-hemolc’h bremañ. Stummet e oa ar beg anezi e doare penn eul loen boemus, digor bras e c’heol. An trompilhou keltiek a oa skiltrus-meurbet ar son anezo.
Alies-kaer e veze heuilhet ar Gelted er brezel gant kon embreget a-ratoz evit an emgann. Er bloaz 122 kent H. S., ar roue Bituitos a oa gantañ en e arme bagadou chas-emgann. Ar re brizeta anezo a zeue eus enez Vreiz. N’ouzomp ket pe ano a veze graet eus ar c’hi-emgann e keltieg koz. E brezoneg gwechall e oa anvet kadgi pe aergi [47].
Armeou. — Ar c’hirri-emgann, ar varc’hegiez, an droadegiez, ar chas-emgann, bodet holl a-gevret en-dro d’ar bannielou, a rae eun arme, a anved e keltieg koz korios, [48] pe slouga, sloga. Deut eo sloga da veza lu e brezoneg ; ar ger-se hon eus dilezet, hep ezomm ebet, evel kel lies all a c’heriou keltiek, evit kemerout eur ger gallek.
An armeou keltiek a zo bet a-wechou d’ober anezo eun niver bras-meurbet a stourmerien. An arme a voe argadet ganti ar C’hres er bloaz 279 kent H. S., a oa enni 152.000 soudard war droad ha 61.200 a varc’heien. Ambrouget e oa gant 1.000 karr da zougen ar bitailh, ar re c’hloazet ha dibourc’h (diwisk) diwar an enebour, ha, war e lerc’h, e teue e leiz a varc’hadourien-red. E-touez ar soudarded war droad a oa enni, kalz n’oant ket Kelted hogen Illirianed.
An arme savet gant Kelted an Itali e 228-225 kent H. S. a oa enni, gant ar skoazell deut a-berz Kelted eus tu-hont an Alpou, 50.000 brezeliad war droad hag 20.000 brezeliad war varc’h. Arme Bituitos, e 121 kent H. S., a save he nerz da 200.000 den. Nerz arme ar Velged, e 57 kent H. S., a oa 290.000 soudard. E 52 kent H. S., an arme veur savet dre C’halia a-bez da zisezisa kêr Alesia, a oa enni 8.000 a varc’heien ha 240.000 soudard war droad ; ne oa avat an darnvuia eus ar re-mañ nemet brezelidi dister, tieien, mesaerien pe vicherourien ma oant, armet fall ha distudi ; 80.000 anezo hepken a ouias en em ganna ; ar re-all a vanas hep ober netra hag a dec’has a-benn an diwez.
Erfin, en emgann bras a voe graet er bloaz 61 goude H. S. ouz ar Romaned, ar Vrezoned, en o fenn ar rouanez Boudika, o doa kaset war an dachenn 90.600 a dud, tost da vat.
Penvrezelourien. — An armeou keltiek a oa peurliesa en o fenn eur rener hepken ; a-wechou e oa daou pe dri. Darn eus ar benvrezelourien geltiat a voe brudet en Henamzer : Brennos, a oa dindan e renadur an arme geltiek a voe trec’h d’ar Romaned en emgann an Allia hag a voe tangwallet ganti kêr Roma (390 kent H. S.) ; Belgios, a gannas, er bloaz 281, roue Makedonia, Ptolemaios Keraunos (ar C’hurun) ; Brennos, an eilvet eus an ano-se, eus a ouenn ar Braused (Prausoi) a oa e penn an arme vras a argadas ar C’hres daou vloaz diwezatoc’h ; Kombutis hag Orestorios, eil renerien dindan Brennos, a chomas gwall-vrudet o ano en Hellas da heul an torfedou euzus a rejont en Etolia e 279 ; Britomaros, Konkolitanos hag Aneroestos (pe Ariovistos), a oa dindan o gourc’hemenn, e 225, arme geltiat an Itali ; Ortiagon, Kombolomaros ha Gaulotos, renerien arme geltiek an Azi-Vihana e 189 kent H. S. ; Istolatios, a c’hourc’hemene war arme ar Gelted hag an Ibered unanet a-enep Karthadiz, e 220 ; Avaros ha Retugenos, lesanvet al Luc’hedenn, pennou kelted Numantia er bloaz 133 ; Katugnatos, a vlenie an Allobroged en em savet ouz ar Romaned er bloaz 62 ; Verkingetorix, penrener brezel Galia e 52-51 ; Karatakos, a oa e penn arme ar Vrezoned e 51 goude H. S. ; Galgakos, e oa bleniet gantañ Brezoned an Hanternoz en emgann ar menez Graupios.
Kerzadegou, kampaduriou, treiza ar stêriou. — Lavaret eo bet [49] ne ouie ket ar Gelted kemeret an eveziou reta en amzer a vrezel, e tiazezent o c’hamp e lec’hiou izel ha diemzao, ne lakaent ket gedourien, e kerzent hep sklerijennerien en o fenn ha war o c’hosteziou. M’o dije graet er stumm-se, n’o dije biken gounezet Europa dre vrezel, n’o dije biken trec’het an holl boblou o deus trec’het, Ibered, Ligured, Etrusked, Romaned, Gresianed, Illirianed, Thraked, Germaned, hep niveri en Hanternoz hag er C’huz-heol poblou all n’int ket deut o anoiou betek ennomp. A-hend-all gwirheñvel eo [50] o doa an darnvuia eus ar Gelted dizesket, en o brezeliouigou-diabarz, meur a reolenn eus ar brezelerez bet anavezet hag heuliet gant o zadou, ar benargadourien vras. Ne c’hoarvezas kement-se, avat, nemet pa ’n em gavas ar Gelted diazezet da vat er broiou aloubet ganto. Etre ar remziadou a zo bet faezet gant ar Romaned ha gant ar C’hermaned, etro derou an oadvez kristen, hag ar remziadou o devoa gouezet bazyeoa Europa eus ar mor-Bras d’ar mor-Du hag eus moriou an Hanternoz d’ar mor Kreizdouarek, ez eus bet meur a gantved a ziforc’h, ha, gant ar c’hantvedou-se, meur a gemmad o c’hoarvezout e temz-spered hag e boaziou diskennidi an drec’hourien.
An armeadou keltiek a veze peurliesa gorrekaet ar c’herzed anezo gant eur bagad kirri a bep seurd, warno ar pakadou hag ar breizadenn. Pa gampe eun arme, e raed a-wechou gant ar c’hirri-se karget pounner eur vardell en-dro d’ar c’hamp. Karrako, ha diwezatoc’h karrago, a veze graet e Galia eus ar vardellad-girri. Er c’herzadennou, e kerze brezelourien pep meuriad holl a-gevret : ar strolladou soudarded a oa kement anezo hag a veuriadou. Marc’hegerien e oa ar gward a-raok hag ar gward a-drenv. E 225 kent H. S., en Itali, e tegouez d’eun nebeut marc’heien eus penn a-raok armead ar Gelted skei gant rag-ward an arme roman hag ez int paket. E 58 kent H. S., e Galia, ar 500 marc’heg a oa anezo gward a-drenv arme an Helveted a gann hag a laka da dec’hel marc’hegiez Kaesar, enni 4.000 a varc’heien.
Kefridi eun darn eus ar varc’heien e-pad ar c’herzadennou e oa redek-diredek bro, anaout al lec’h m’edo an enebourien, merzout an niver anezo, spia o finvadennou, steui troiou ouz o rag-wardou, o sklêrijennerien, o fourvezerien. E Galia, er bloavez 53 kent H. S., Indutiomâros, penn an Drevired, a ra d’e varc’heien anaout lec’hiadur kamp ar Romaned ; dinesaat a reont tostik-tost, betek teurel spegou dreist da zifennou ar c’hamp ; daea a reont ar Romaned d’an emgann ha dirolla d’o c’hunujenni. E Galatia, e 189 kent H. S., eur bagad marc’heien geltiat a zibouf a-greiz-holl, a argad en eur leuskel youc’hadennou bras hag a laka mesk e rag-wardou an arme roman kampet tost da grenvlec’h Kuballon. Eun nebeut deiziou goude, 400 marc’heg roman, a rae eun anavezadenn e-harz menez Olumpos, a zo eilpennet ha laket da dec’hel gant eur strollad marc’heien geltiat.
Kaesar a veneg meur a wech e rae ar C’halianed gant sklêrijennerien, exploratores gouez d’ezan. E 54, ar Velged, a laka seziz war gamp Kikero, letanant Kaesar, a zo kemennet d’ezo gant o sklêrijennerien eman Kaesar o tostaat. E 52, Verkingetorix a glev digant e sklêrijennerien kement a c’hoarvez en Avarikon hag e kamp ar Romaned. En hevelep bloaz, e voe spiet gant sklêrijennerien Kamulogenos strewet a-hed glann gleiz stêr Sequana, finvadennou Labienus, letanant Kaesar, a zalc’he ar c’hlann zehou.
Ar benvrezelourien akuit a zibabe da ziazeza o c’hamp lec’hiou aes da zifenn, dreist d’ar re-all krec’hiou pe veneziou. E 189 kent H. S., Kelted an Azi-Vihana a sav daou gamp, unan war venez Magaba, egile war venez Olumpos. Heman, reizet an diazezadenn anezan gant Ortiagon, a oa krenv kenan. Diouz tu an hanternoz d’ezan, e oa harzet a-grenn an tremen gant rec’hier a-serz, nemet war tri foent : unan dre greiz ar menez, damwisket a zouar el lec’h-se ; an daou all war ar roc’h noaz, er reter-gevred hag er gwalarn-kornog. Diouz tu ar c’hreisteiz tuniennou douarek a save war hir-zinaou uhel a-walc’h. Unan eus an tuniennou-se, war hed eur miltir roman (1400 metr) diouz ar c’hamp, a zifenne an hent a gas da venez Olumpos hag a helle talvout da rag-zifenn, evit herzel ouz an enebourien da vont war-raok. Ortiagon a lakas 4.000 kadour d’he derc’hel. Ar c’hamp end-eeun, war gement lec’h ma c’helled tremen, a voe krenvaet gant eur c’hleuz hag eur c’harz peuliou.
E Galia, e 52 kent H. S., Kamulogenos a ziazez e arme war glannou ar Sequana, en eul lec’h difennet gant eur c’heun ec’hon a skoe war ar stêr. Ar bloaz war-lerc’h, Korreos a ra d’e soudarded kampa war eur grec’hienn uhel, e-kreiz eur c’hoad, geuniou en-dro d’ezan. En enez-Vreiz, e 51 goude H. S., Karatâkos a grenva e vrezelourien a-drenv d’eur stêr, war veneziou serz ; el lec’hiou war blênoc’h dinaou, aesoc’h an dostidigez anezo, e ra sevel eur voger vein sec’h.
Ar skrid iwerzonek, danevellet ennan argadenn ar rouanez Medua e Bro-Ulad, a zesrevell evel-hen kement labour a ya d’ober eur c’hampadur : 1°) bonna an dachennad merket da bep strollad brezelourien ; 2°) sevel touzinellou brankou, teltennou ; strewi kolo d’an dud da azeza ha da c’hourvez warnan ; 3°) aoza pred ; 4°) dibri ; 5°) mont da gousket. D’ober buan an holl labouriou-se, e voe trec’het Iwerzoniz gant an 3.000 Galian degaset gant roue Menapia [51]. Pa stage Iwerzoniz gant o fred, e oa aet, a-benn neuze, ar C’halianed diouz taol hag e c’hoarie o zelennourien eun delennadenn d’ezo. Pa voe peurgoaniet da Iwerzoniz, edo ar C’halianed holl en o gwele, holl kousket, a zo kaeroch ! « Ken trec’h eo, eme ar rouanez, ar vevelien hag ar sklaved anezo da vevelien ha da sklaved Iwerzoniz ha ma ’z eo trec’h o c’hadourien hag o zud yaouank da gadourien ha da dud yaouank Iwerzon bodet en hon arme » [52].
Miret e veze ar c’hampou, da vihana a-hed an noz, gant gedourien. Goude emgann Delf (279 kent H. S.), e kavas d’ar soudarded a rae ged war gamp Brennos e klevent en diabell strap an armou ha trouz treid eur bagad bras a virc’hed o kerzet war vili ar menez. Re denval e oa a-benn neuze d’ezo da anaout o fazi ; gant-se, e tihunjont ar c’hampad o youc’hal edo an enebourien o tegouezout.
Kampou ar Gelted a oa a-wechou ec’hon meurbet ar vent anezo. E 57 kent H. S., diouz an tan hag ar moged a save diwar gamp ar Velged, e verkjod neuze d’ezan en tu-hont da eiz miltir roman (tost da 12 kilometr) hed.
Pa veze eur stêr da dreiza e-pad eur brezel, e veze graet eur radell, pe, diouz red, eur pont bagou. Saverien-pontou akuit war o micher a oa e-touez ar C’halianed [53]. E 121 kent H. S., ar roue Bituitos, c’hoant d’ezan d’ober d’e armead treiza stêr Rotanos [54], a ra staga bagou an eil ouz eben gant chadennou houarn hag o golei gant eur planchod, e tremenas warnan a renkadou tud ha loened.
Taoliou-souprenn, kerzadennou-tro, gwidreou-brezel. — Ar Gelted o deus graet implij er brezel eus kement doare finesaou, taoliou dic’hortoz, ha gwidreou-brezel a oufed da ijina. Lakaomp a-wel eur skouer bennak.
E 295 kent H. S., en eur brezel ma oa holl boblou an Itali, Kelted ha nann-Kelted, en em unanet ennañ ouz ar Romaned, eur strollad bras a varc’heien geltiat, goude treiza stêr Tibr e-pad an noz, a gelc’hias didrouz-kaer 4.000 soudard roman a oa kampet, da rak-gward, e-harz kêr Glusium hag o lazas holl gwitibunan.
E 279, er C’hres, e oa harzet an arme geltiat gant stêr Sperchios a rede doun ha herrek etre diou c’hlann a-serz. Trouc’het e oa bet an holl bontou hag, en tu-hont d’ar stêr, en em gave armead ar C’hresianed, renet gant an Atheniad Kallippos. Eur follentez e vije bet klask tremen. Brennos, oc’h ober an neuz d’en em aoza da se, a zalc’has ar C’hresianed war evez hag, e-pad an noz, gant 13.000 soudard dilennet e-touez ar re greñva hag ar wella neuerien eus e armead, e tiskennas buhan ar stêr betek tost d’an aber anezi e-lec’h, oc’h en em leda a-zehou hag a-gleiz, e ra lennou ec’hon ha d’ezo nebeut a zounder. Tremen a reas ar soudarded, darn diwar neuñv, re all war o skoedou bras aet ganto da radellou. D’ar goulou-deiz, ar C’hresianed, pa glevjont kelou, dre aon rak beza kelc’hiet, en em dennas, o lezel an treiz dizifenn.
Setu, en hevelep brezel, eur skouer vat eus an « distrei an enebourien » : goude lezel ar Sperchios, ar C’hresianed o devoa dalc’het ode vrudet an Doriou Tomm. Eno, harpet war emzao-dreist al lec’h-se, e lakjont ar Gelted en argoll. Neuze eo ec’h ijinas Brennos kas Kombutis hag Orestorios, gant 800 a varc’heien ha 40.000 a droadeien, da wasta an Etolia. O klevet kelou e oa o bro tan ha gwad holl, ar gadourien etoliat, anezo ar pep niverusa hag ar pep gwella eus troadeien ar C’hresianed, a guitaas raktal, ken m’en em gavas gwanaet ar C’hresianed ha dic’halloud da herzel gant an hevelep berz ouz argadennou ar Gelted.
Er IVet kantved, en eur brezel ouz an Illirianed, ar Gelted a ra van da veza dindan aon ha da dec’hel. Dilezel a reont o c’hamp, hag ennañ eur banvez eus ar c’haera, nemet mesket e oa bet gant ar meuziou eul louzou skarzus kreñv meurbet, a lakas an Illirianed divarrek d’en em ganna hag o rôas dizifenn da gleze didruez ar Gelted.
E 225 kent H. S., en Etruria, en em gav ar Gelted, da guz-heol, kenver-ha-kenver gant eun arme roman. Chom a reont a-sav, ha, serret an noz, e krogont tantadou evel evit kampa. Neuze e kasont a vagadou, sioul-bras, o holl droadeien war-du kêr Faesulae e-lec’h e tleont ehana ha sevel eun eil gamp e-keit ha ma van ar varc’heien er c’hamp kenta da zerc’hel ar Romaned dindan o fazi. Da darz an deiz ar re-man a zifazias : steuziet e oa troadegiez ar Gelted, hag ar varc’heien, o pignat war o jaoiou, a steuzias ivez d’o zro timat, nemet e lezjont gant ar Romaned amzer a-walc’h da vont d’an armou ha d’o heulia. Gant ar spi e trec’hfe aes d’an dec’hidi-se, e redas ar penn-kadour roman war o roudou. Evel ma wele en dremwel mogeriou Faesulae, a-greiz-holl e tiguzas troadegiez ar Gelted, ha hi diskuizet hag urziet mat, hag e sailhjont gant e arme. 6.000 Roman a gavas o maro en emgann-se ; ar re-all a dec’has.
E 216 kent H. S., en Itali, ar Gelted, kelou d’ezo e tlee an arme roman, enni 25.000 a dud, treuzi ar c’hoad bras a anved e keltieg Litana, a heskennas an holl wez en daou du d’an hent, doun a-walc’h, e doare ma chomfent en o sav nemet e vije trawalc’h eus eun taolig-bount d’o lakaat da goueza. Pa voe an holl Romaned o kerzout war an hent striz ha diaes, e roas ar Gelted al lusk d’ar gwez pella hag, a bell da nes, ar c’hoad a-bez a ziskaras. Kement na voe ket flastret a rankas mervel dindan taoliou ar Gelted.
E 196 kent H. S., Korolamos, roue ar Voged (eur boblad keltiat eus an Itali), a ya d’eun arme roman, p’edo, faez gant eun derveziad kerzout, o sevel difennou en-dro d’he c’hamp, hag a laz d’ezi 3.000 a dud.
En Azi-Vihana, ar Gelted, war-nes skoulma eun emgann gant Attalos, roue Pergam, a fizias o aour hag o arc’hant e mirourien leal, gant ar gourc’hemenn, ma vije drouziwez, d’o fenna war an douar. En gortoz e oant dre an taol-se da virout ouz an enebour da redek war o lerc’h.
E Galia, er bloaz 51 kent H. S., ar Velged, savet aon ganto na vije al lec’h a zalc’hent grounnet gant ar Romaned, a zaspugn a verniou bras, hed-da-hed gant talbenn o arme, hordennou-kolo ha keuneud. D’an abardaez, war eun arouez divizet, e krogont an tan enno e meur a lec’h. Ar riblennad hir-se a flamm hag a voged o c’huzas prestik ouz sellou ar Romaned. Ne voe ket marc’heien Kaesar evit ober d’o mirc’hed mont dreist ar voger-dan, ha, gant aon rak eur gwidre-brezel bennak, e viras ar rener roman, e armead difinv en e gamp. Ar Gelted a hellas gant-se en em denna didrouz ha tizout eul lec’h emzavoc’h ma tiazezjont ennan.
Evel ar poblou all, e rae ar Gelted gant spierien da anaout nerz o enebourien. E 277 kent H. S., ar Gelted, trec'h d’ar C’heted ha d’an Driballed, poblou thrakiat, a gerz d’ar Vakedonia gant 15.000 a droadeien ha 3.000 a varc’heien. Kannaded a gasont d’ar roue Antigonos Gonatas ha d’ezo diou gefridi : 1° kinnig da roue Makedonia prena diganto ar peoc’h ; 2° anaout stad e gamp. Ar roue o fedas d’eur banvez pompus hag a ziskouezas d’ezo, — kemend-all, n’o doa gwelet biskoaz, — e olifanted-brezel hag e c’haleou karget a soudarded. An aour hag an arc’hant a c’holoe armou ha gwiskamantou brezel ar C’hresianed, harneziou o olifanted hag o c’hezeg, — diwarno holl danvez preiz a vern, — a hoalas c’hoantegeziou ar Gelted. Distro d’o c’hamp e lavarjont e oa puilhoc’h an aour eget an houarn e kamp Makedoniz.
Garm-emgann. — Taolet e veze ar garm-emgann p’edod o kregi d’en em ganna. Arekatus a veze graet eus ar garm-emgann gant ar Vrezoned ; da argad ez eo aet ar ger-se. E touez hen-boblou Europa, ar garm-emgann a oa anezañ a-wechou ano ar vrôad youc’het a-bouez penn gant eur strap bras a armou. E 102 kent H. S., an Ambroned, poblad german, war-nes skoulma an emgann ouz ar Romaned, a sko war o armou e muzul hag a gerz holl a-gevret ouz ar son a save diouto, en eur leuskel o garm-emgann « Ambrones! Ambrones ! » [55]. Ouspenn ar garm-emgann, e oa ar youc’h-trec’h, hag ar galv evit goulenn emziviza.
Emgann. — Katus ha baga e oa daou eus an anoiou a rôed d’an emgann e keltieg koz [56]. Staget e veze gant an emgann peurliesa dre argadi gant ar varc’hegiez pe gant ar c’hirri-brezel. Pa veze an enebour brallet pe dorret gant nerz an argadenn, p’en deveze tourni ar rodou kirri, ar c’harniou kezeg o skei an douar a gantadou, ar varc’heien o pouc’hal garo hag an trompilhou o seni skiltrus lakaet ar spouron hag al laoskentez da ziskenn er c’halonou, neuze e kerze war-raok an droadegiez a-dolpad da harpa ar varc’hegiez ha da beurober an dismantr.
En emgann a c’hoarvezas e 281 e Makedonia etre ar Gelted, dindan renadur Belgios, ha Makedoniz, en o fenn o roue, Ptolemaios ar C’hurun, troadegiez armet pounner Makedoniz, ar phalanx vrudet, a voe dismantret, goude eun taer a emgann, gant argadenn gouez ar Gelted ; an olifant a zouge ar roue a gouezas gouliet holl a zaredou ; ar roue paket ez veo a voe dispennet e gorf hag e benn trouc’het ha savet e beg eur goaf a lakas ar spont hag an dispi er peurrest eus e arme.
En Itali, en emgann Sentinum, e 295, ar Gelted o doa displeget troadegiez, marc’hegiez ha mil karr-emgann, ar re-mañ renket a-dreñv d’an droadegiez. Dizarbennet eo gant ar varc’hegiez keltiek diou argadenn ar varc’hegiez roman, enni an dibab a Yaouankiz Roma. D’ar mare ma tistro ar Romaned d’ober eun drede argadenn, e tigor an droadegiez keltiek hag e tilamm, en eur drouzal spontus, ar mil karr-brezel, gant dismantra, eilpenni, ha skuba dirazo skouadronou ar Romaned ; en em yenna a reont, goude, e kreiz tolpad an droadegiez roman a bleg hag a gil, distreset holl. Ar varc’hegiez hag an droadegiez keltiat a zired da gas da benn an drouziwez anezo. Hennez e voe pennad kenta emgann Sentinum.
En Azi-Vihana, en emgann a c’hoarvezas er bloavez 277 en Hanternoz da venez Tauros, ec’h enebas ar Gelted ouz armead roue Siria, Antiochos, gant ugent mil marc’heg ha 240 karr-emgann, filc’hier outo, en tu-hont d’o zroadegiez. Renka a rejont o zroadegiez en eun tolpad stank, ennañ pevar den war-nugent war dreuz, a oa ar rezad kenta anezo gwisket gant hobregonou arem. Ar c’hirri a rae kreiz an arme hag ar varc’hegiez ar c’herniou. Skoulma a reas an emgann gant eur c’hrogad taer eus ar c’hirri ouz kreizenn an arme siriat, enni olifanted brezel [57].
Pa veze ar Gelted taget ha gwasket gant an enebour, ec’h en em stardent a renkadou stank hag e savent eur pevar c’hornad, En emgann Sentinum (eilvet pennad) ec’h en em zastummjont evel-se en eur pevarc’hornad, stardet an eil ouz egile, stok o skouedou bevenn ouz bevenn, oc’h ober eur voger koad hag arem tro-dro. Er stumm-se e harzjont digeflusk ouz argadenn ar Romaned.
Evelse e c’hoarvezas ivez en emgann Mutina, e 193, pa n’o doa ar Gelted nemet nebeut a varc’heien. Herzel a rejont ouz argadenn ar Romaned, meur a eurvez, hep terri o c’henstrollad. Start ha digeflusk e vane o renkadou, harpet an eil ouz eben, ar pennou-brezel, ar gaison en o dourn, o skei neb a horjelle pe a rae van da zilezel e renk.
E 54 kent H. S., ne glaskas nepred ar Vrezoned mirout ouz Kaesar da c’hounit hent dre stourm outan a vagadou stank. Brezeli a raent a strolladou rouez, eur pennad mat etre pep bagadig oc’h ober ar strollad. Dre ma stourme e kile pep bagadig war-du an hini nesa, a zeue neuze da gemerout e lec’h. En doare-se e ranke ar Romaned en em ganna dibaouez, keit ha ma kerzent, ouz hedadou enebourien lerc’h-ouz-lerc’h, hag ar re-man bepred fresk ha diskuiz.
Dibenna an enebour lazet. — Edo ar c’hiz gant ar Gelted trouc’ha penn an enebour lazet ganto. Ar pennou-se a veze savet e beg ar goafiou pe skourret ouz gouzoug ar c’hezeg. Pennou an enebourien voutin a gaeraed ganto tôenn pe toull-dor an tiez ; re an enebourien a renk uhel a veze balzamet ha miret en irc’hier evel traou a dalvoudegez vras [58].
Prizonerien, dibourc’h. — Lazet pe kaset da sklaved e veze ar brizonerien. An dibourc’h, eur wech savet lodenn an doueed, a veze rannet etre an drec’hourien. Peurvuia ar Gelted a renk uhel, a-walc’h d’ezo gant ar brud ha pennou an enebourien o doa lazet, a leze dibourc’h gwadek ar re varo gant o mevelien.
Ar vrec’h zehou en noaz. — Eun arouez a-beoc’h e oa se e Galia hag er Spagn. E Galia, en emgann Gergovia, e oa an Aedued, kevredidi ar Romaned, o brec’h zehou en noaz. Er Spagn, tud Oringis, aon ganto na vije o c’hêr distrujet gant ar Romaned, a ya war arbenn d’ar re-mañ ; en em guzat a reont gant o skouedou ouz an daredou stlapet eus a bell hag holl ec’h astennont o brec’h zehou en noaz da ziskouez emaint dizarm.
Ar brezelour trec’het, en em rente d’e enebour, a yae war e zaoulin, a astenne e zivrec’h hag a groaze e zaouarn. Er c’hiz-se e reas Verkingetorix dirak Kaesar, hervez Diôn Kassios. Hennez eo ivez stumm ar brezeliad kelt skeudennet war ar gevrenn izela eus kameen Vienna. E Galia hag en Iwerzon, ar merc’hed, da c’houlenn truez, a zizoloe o askre. E-touez ar C’hermaned, er c’hontrol, edo er c’hiz-se ec’h atize ar merc’hed o difennourien a-raok an emgann.
Gopr-soudarded kelt. — E broiou an Henved, el lec’hiou ma n’eas ket ar Gelted evel trec’hourien, ez ejont evel gopr-soudarded. Er bloaz 368 eo e weler, evit an dro genta, ar soudarded kelt gouestlaouet gant ar C’hresianed ; a-benn nemeur avat ez eus anezo dre-holl. Kêriou gresian Europa hag Azia, roueed an Azi-Vihana, Armenia, Siria, an Ejipt ha Numidia, Karthadiz, Ibered, Tartesed, Romaned, Etrusked ha Yuzevien, o devoe peb a strollad soudarded kelt. « Sellet a-bann e veze », eme eur skrivagner gresian eus ar c’henta kantved goude H. S., « ouz o ment uhel, o herder, o ampartiz e kement c’hoari-ouesk, o fiñvou ken iskiz ha ken sebezus. » — « Kement e oa », eme eun istorier roman eus an IIet kantved, « an aon rak o ano hag an eurvad a heulie o armou dalc’hmat ma n’en em sante nep roue, e dron war sav, e surentez d’e zerc’hel, nep roue diskaret e hini, e spi d’e adsevel, nemet e vije a-du ganto brec’h ar Gelted. »
Peurliesa ar c’hopr-soudarded-se a oa ganto o gwragez hag o bugale ; mirout a raent o armou hag o doare-brezeli hag e vezent renet ez voas gant pennou a-ouenn ganto. Meur a hini e-touez ar pennou-se a voe brudet o ano, evel Autaritos, penrener ar Gelted e gopr Karthada e 264-241 kent H. S., ha Bituitos, penn gwarded kelt ar roue Mithridat, en Azi Vihana, e 63 kent H. S.
Soudarded kelt dindan domani ar Romaned. - A-vec’h en devoe Kaesar, e 51 kent H. S., damesaet Galia, ma enrollas Kelted dindan e vanniel. Ober a reas anezo eul legio a-bez, e rôas d’ezi an ano keltiek a Alauda (alc’houeder). Enrolli a reas ouspenn, evel soudarded-skoazellerien, marc’heien ha troadeien dre gantadou a reas meur a vad d’ezan, ken evel soudarded ken evel roeñverien, e brezeliou a renas da zont da vestr an impalaerded. Lavarout e c’heller e c’hounezas Roma kerkouls gant skoazell ar Gelted ha gant hini e soudarded end-eeun, ma voe tamallet garo d’ezan gant ar Romaned beza kaset ar bagadou keltiat a-enep d’e vro ha d’e genvroiz. Koulskoude, er brezel bras-se a ziabarz etre Romaned, e oa ivez gant enebourien Kaesar, Labienus en o fenn, Kelted a vagadou. Sed a lenner war al levr De bello africano : « Labienus ha Kaesar a oa en o armeou meur a viliad marc’heien geltiat, anezo ar peb gwella eus tud o brôadou. En eun emgann etre marc’hegiez Labienus ha marc’hegiez Kaesar, e tec’has au Numided. Ar Gelted hag ar C’hermaned, avat, a zalc’has start d’o zachenn, a voe grounnet a bep tu ha lazet holl gwitibunan en eur stourmi gant kalon. Kaesar, laket gantan an trompilhou da seni an emvoda, a welas war ar c’hadlan, peurskarzet diouz peb enebour beo, korfou ramzel ar C’halianed hag ar C’hermaned-se a oa deuet da heul Labienus, darn anezo hoalet gant klod e ano, gounezet ar re-all gant rôadou ha promesaou. O c’horfou, dispar dre o ment hag o c’hened, a oa a-c’hourvez, gouliet-holl, du-man du-hont dre ar gompezenn a-bez. »
Dindan an impalaered [59] ha betek an IIIet kantved goude H. S., e talc’has Galia da rei d’an armeou roman troadeien her ha marc’heien gadarn. An danevellour Ammianus Marcellinus (IVet goude H. S.), o gwelas a-dost, a ro d’ezo meuleudi : « Soudarded vat ez int da bep oad ; yaouank pe goz, e stagont d’al labour gant an hevelep nerz ; kaletaet eo o c’horf gant eur studi dibaouez ha ne blegont rak riskl ebet » [60].
Peurliesa ar soudarded kelt eus Galia a veze lakaet da vesa o bro o-unan. An arme roman vras a zifenne ar Rênos, enni d’an nebeuta kant mil a dud, a oa e gwirionez eun arme geltiat ; betek an IIIet kantved goude H. S. e veze tennet eus Galia hogozik-holl soudarded an arme-se hag an darn-vuia eus ar pennou anezi a oa uhelidi eus ar vro [61].
Ne voe ket evel-se en enez-Vreiz. Eno, damdost an holl warnizonou a oa anezo diavêzidi : Galianed, Germaned, Illirianed, Spagnoled, Afrikaded, Aziaded, hag ar soudarded tennet eus ar vro a veze kaset da bell. Evel-se pevare ala ar Vrezoned a rae gwarnizon en Ejipt ; en Armeni edo 26et kohors ar Vrezoned. Eur strollad eus « ar Vrezoned yaouank didrec’hus » a oa kazarnet er Spagn hag eur strollad eus « an Hen-Vrezoned » en Illiria. E-touez gwarded-skoazellerien ar Palez edo « an Dalmerien vreizat vaouank ». Strolladou Brezoned all a rae gwarnizon e Galia, en Italia hag e rannou all eus ar bed roman.
Kalz a Vrezoned eus ar meuriadou chomet dishual en Hanternoz a zeue ivez d’en em engouestla en armeou roman, hoalet gant braster an impalaerded, he brud hag he finvidigez. Stank a-walc’h e veze ar soudarded eus meuriad an Atekotted da furmi meur a strollad skoazellerien : unan a rae gwarnizon en Illiria. Daou all an Atekotti honoriani seniores hag an Atekotti juniores gallicani a oa, er IVet kantved, e Galia, e lec’h e vezent karget da gerreiza ha ma save razo aon kenan, gant mentek e oant ha brudet da veza debrerien-tud [62].
E-doug ar IVet kantved, ar Romaned, taget a bep tu, a ziskouez beza distrizet ar reolenn ma raent diouti da ren ar Vrezoned ha beza fiziet e darn eus ar re-mañ difenn an enezenn. Senti a rae an armeou breizat-se ouz daou benn-brezel : an dux Britanniarum « dug an diou Britannia » (Britannia prima, Britannia secunda), a ren brezelidi ar C’hornog hag an Hanternoz, hag ar c’homes littoris saxonici « kont an Arvor saoz », a oa en e c’hourc’hemenn ar soudarded karget da zifenn aodou ar Reter hag ar C’hreisteiz ouz laeron-vor Germania. Pa guitaas ar Romaned an enezenn, an diou armead-se eo a reas diouz difenn anezi : dizarbenn a rejont ar C’hermaned er bloaz 410 ha mirout ouz ar Bikted da astenn re bell o zrevadennou. Ar renerien anezo a veze sellet, evit doare, evel warlerc’hidi wirion ar benn-vrezelourien roman [63]. Unan eus hered « kont an Arvor saoz », Aurelius Ambrosius [64], a faezas ar C’hermaned hag a c’hounezas, hep mar, karantez al lodenn romanaet eus poblañs an enezenn.
Er C’hornog hag en Hanternoz, ar pobladou breizat a biaoue ar vro, eus mor ar Sabrina (Havren, Severn) da aber ar Gluta (Clyde), a zalc’has d’ar pleg o doa kemeret dindan an dux Britanniarum d’ober e kevret hag a savas kenetrezo eun doare kevredigez distag diouz ar Vrezoned all [65]. Ar rener kenta anezi, Kunodagos (Vet kantved goude H. S.) [66], a zouge ar gouriz aour, a oa bet arouez-karg duged an Impalaerded roman, hag en doa da vanniel an draco « an dragon », da lavaret eo an arouezinti a zouged dirak pennou-brezel Roma da vare an impalaerded.
Savet o deus ar Gelted kreñvlec’hiou a veur a zoare a zisplegomp amañ warlerc’h :
1) eur c’hleuz (pe foz) hag eur savenn uhel graet gant an douar tennet eus ar c’hleuz ; war lein ar savenn e veze pe eur c’harz-peuliou pe eur c’hae. Hadet e veze warni peurliesa gwez ha gwezigou, evel kelvez hag iliber. Hennez e oa an doare kael anavezeta e-touez Breiziz hag Iwerzoniz ; en Iwerzon e voe dalc’het gantan betek an XIIIet hag an XIVet kantved goude H. S.
2) el lec’hiou ma founne ar mein e saved eur voger sounn gant mein sec’h, da lavaret eo hep raz na pri. Mentet bras e oa ar mein-se a-wechou hag e veze neuze ar voger stumm gant ar re a anver « mogeriou Kuklop ». Ar c’haera kreñvlec’h seurt-se, o chom c’hoaz en e bez, eo an Dun Aengus, a sav en Iwerzon war lein eun tornaod serz dirak ar mor bras divent ; 6 metrad ledander hag eus 6 metrad da 15 metrad uhelder eo ar mogeriou anezañ.
3) eur c’hleuz hag eur voger deo graet gant douar, ouz he harpa en diavaez eur vur sounn savet gant mein mentek, peuz-divrazet, hep pri na raz, nemet strollet ez int bet ha frammet gant preder. Doare gant ar seurt kaeliou eo ar voger a gelc’hie Noviodunon « Kastell-Nevez » ar Suessioned, a zo bet kavet an dismantrou anezan tost da gêriadenn « Pommiers » (departamant an Aisne).
4) eur voger, ouz hec’h ober eur frammadur start a dreustou bras kenstrollet gant tachou houarn eus a 0,20 da 0,32 hed. Douaret eo ar framm-se en eur savenn pri ha krogailh gwisket an diavaez anezi gant eur vur sounn e mein sec’h. Taolennet piz eo bet an doare kael-se gant Kaesar en e levr Commentarii. Eun niver eus kêriou keltiek Galia a oa seurt mogeriou en-dro d’ezo. Eus a 5 da 7 metrad ez ae dounder ar c’hleuziou hag al ledander anezo eus a 10 da 24 metrad. Eus a 6 da 14 metrad treuz hag eus a 4 da 12 metrad uhelder e veze ar voger. Redek a rae eeun hep pleg na kilbleg na touriou. Warni e veze eur c’harz peuliou pe klouedou oc’h ober garidou (spled). A-wechou eun dôenn blenken a save a-us d’ar garidou da waskedi an difennourien ouz an daredou diouz krec’h [67].
En enez-Vreiz hag en Iwerzon e veze peurliesa ar gourizou-douar kelc’hiek pe hirgelc’hiek, nemet e oa ivez darn anezo karrezek pe hirgarrezek. War an Douar-bras ez eo treset peurvuia ar gourizou ez direiz, diouz stumm an douar hag an difennou-natur, torrodou, geuniou, stêriou, a raed ganto ar gwella ma veze gallet.
Darn eus kêriou kreñv Galia a oa lec’hiet war lein meneziou pe krec’hiou uhel evel Alesia, Gergovia, Uxellodunon. Re all a oa difennet a bep tu gant geuniou, evel Avarikon (Bourges). Re all c’hoaz, evel Lutetia, Metiosedon (Melun), a save war enezennou e-kreiz stêriou.
Hiniennou, e-touez ar c’hreñvlec’hiou keltiek-se savet war an uhel, n’hellent ket beza kemeret dre nerz an armou, zoken gant ar Romaned. Kaesar a c’houitas dirak Gergovia ha ne ginnigas ket zoken kemeret dre arsailh nag Alesia, nag Usellodunon.
Kuziadellou. - En tu-hont d’ar c’hreñvlec’hiou-se, o doa ar Gelted, e-kreiz geuniou ha koadou didreuzus, lec’hiou gwarez e c’helle er brezel en em denna enno merc’hed, bugale ha kozidi. Al lec’hiou-se n’oant ket kreñvaet na stummet diouz beza difennet : kuziadellou ne oant ken.
Sezizou. — An difennourien a vernie war ar gompezenn ledan furmet gant lein ar mogeriou, mein teo ha treustou lemmet, d’o stlepel war bennou an arsailherien. Ar re-mañ a c’hrounne ar c’hreñvlec’h da drouc’ha an hentou outañ hag a daole eur grizilhad mein ha birou, en hevelep doare ma rafent d’an difennourien tec’hel diouz ar voger ; daredou entanet ha boledou pri goret-ruz a veze stlapet ivez da dangwalla tôennou kolo an tiez [68]. Goude-se, e rae an arsailherien ar vaot, da lavarout eo ec’h en em stardent a renkadou stank, o terc’hel o skouedou a-us d’o fenn, hag e kerzent betek troad ar mogeriou hag an doriou, o kas diskar pe skeuliata an eil re ha divarc’ha ar re-all.
Ar Gelted, pa arzailhent eur c’hrenvlec’h, a blante tro-dro, war goafiou ha spegou, korfou an enebourien lazet ganto. Heuilhet e voe ar voazamant-se gant soudarded Kaesar e sesiz Munda (45 kent H. S.). « Ar c’helc’h-grounna, eme oberour an « Danevellou war brezel ar Spagn », a voe graet gant armou ha korfou maro an enebourien hag ar gloued gant daredou, skouedou ha goafiou, a-ziouto pennou trouc’het, o dremm war-du kêr, en hevelep doare m’en deveze an enebour, a bep tu en-dro d’ezañ, aroueziou saouzanus hor c’hadarnded » [69].
E-pad ar brezel ouz Kaesar (58-51), e reas Kelted Galia anaoudegez gant an ardivinkou a rae ganto ar Romaned da gemerout ar c’hreñvlec’hiou, da lavarout eo an touriou prenn, ar savennou, an daeziou pe andorennou, hag an ijinou brezel, balista, catapulta, onager, scorpio, a daole da bell boledou maen pounner ha daredou bras-meurbet. Evel m’oa ganto kilvizien akuit, e rejont buan diouz heñvelekaat an holl ijinou-se [70].
Ar c’hreñvlec’hiou keltiat dilezet. — E Galia, etre ar bloaz 28 kent H. S. hag ar bloaz 39 goude H. S., e voe dilezet an darnvuia eus ar c’hreñvlec’hiou keltiek savet war ar meneziou, hep mar war gourc’hemenn ar Romaned. Dilezet e voe Bibrakt, sur a-walc’h dindan an impalaer Augustus war-dro ar bloaz 5 kent H. S., ha kaset kêriz da gêr nevez Augustodunum (Autun). Betek an IIIet kantved goude H. S. kêriou Galia, nemet ar c’hêriou hag ar c’hastellou kreñv savet gant ar Romaned war hed ar Rênos, a chomas divoger.
En IIIet kantved, ar C’hermaned, torret ganto difennou ar Rênos, a wastas Galia e-pad meur a vloavez. Da heul an argadennou-se eo e voe savet en-dro da gêriou Galia mogeriou uhel diouz giz ar Romaned gant kraneliou, tarzellou ha touriou.
En enez-Vreiz, an darnvuia eus ar c’hêriou a oa bet kreñvaet en hevelep doare gant ar Romaned. Ouspenn-se, en IIet kantved, evit en em skora ouz argadennou ar Bikted hag ar Vrezoned eus an Hanternoz, e savjont eur vur ramzel, harpet a lec’h da lec’h gant kastellou-kreñv ha kêriou mogeriet, hag en em astenne eus an eil mor d’egile. Vallum Hadriani a veze graet eus ar vur-se gant ar Romaned ha, marteze, Luguvallum « moger Lugus » gant ar Vrezoned.
Dottin, Manuel, 1915, pp. 192-217 ; Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 348-56 ; II, 182-221 ; h. a. ; Gallia, pp. 95-106 ; H. d’Arbois de Jubainville, La Civilisation des Celtes et celle de l’Epopée homérique, pp. 6-64 ; 327-95 ; Le char de guerre des Celtes dans quelques textes historiques, war Rev. arch. 1877 ; Wright, The Celt, the Roman and the Saxon, pp. 155-8, 171-80 ; Joyce, Social History of Ancient Ireland, pp. 54-103 ; Rhys, Celtic Britain, 1908, pp. 101-5, 116-9.
Déchelette, Manuel : Age du Bronze, Premier Age du Fer (Hallstat), Deuxième Age du Fer (La Tène), pass. ; L’époque de la fondation d’Alésia, war Rev. arch. 1912 ; V. Gross, La Tène, un oppidum helvète, 1886 ; P. Vouga, La Tène, Leipzig, 1923 ; S. Reinac’h, L’épèe de Brennus, war L’Anthropol. 1906 ; A. J. Reinac’h, La flèche en Gaule, id. 1909 ; Les Gaulois en Egypte, war R. des Et. anc. 1911, pp. 33-74 ; A. W. Naue, Die vorroemischen Schwerter, 1903 ; British Museum : a Guide to the Antiguities of the Bronze Age, eil mouladur, 1920 ; id. Iron Age ; Coutil, Casques antiques, protoétrusques, hallstattiens, illyriens, corinthiens, ioniens, attiques, phrygiens, etrusques, gaulois et romains, Ar Mans, 1915 [71] ; Poignards, rapières et épées de l’Age du Bronze, war L’Homme préhistorique, 1926, 1927, 1928 ; P. Couissin, Les guerriers et les armes sur les bas-reliefs du mausolée des Jules à Saint-Rémy ; les armes figurées sur les monuments romains de la Gaule méridionale ; le Gaulois de Mondragon ; Les frises de l’Arc d’Orange, war Rev. arch. 1923, 1924 ; Les armes romaines : essai sur les origines et l’ évolution des armes individuelles du légionnaire romain, 1926 ; Mommsen, L’Organisation militaire de l’Empire romain, trôet diwar an alamaneg e galleg gant J. Brissaud ; Ch. Renel, Les Enseignes, cultes militaires de Rome, 1903 ; L. Le Roux, L’Armée romaine de Bretagne, 1911 ; Cagnat, L’Armée romaine d’Afrique, eil mouladur, 1912 ; Lesquier, L’Armée romaine d’Egypte d’Auguste à Dioclétien, Kaero, 1918 ; R. Grosse, Romische Militargeschichte von Gallienus bis zum Beginn der byzantinischen Themenverlassung, Berlin, 1920 ; H. M. D. Parker, The Legions of Diocletian and Constantine, war Journal of Roman Studies, 1933 ; B. Filow, Die Legionen der Provinz Moesia von Augustus bis auf Diokletian, Leipzig, 1906 ; P. Armandi, Histoire militaire des Eléphants, 1848 ; Ch. Oman, History of the Art of War, 1898 ; Kromayer, Antike Schlachtfelder, teir levrenn, Berlin, 1907-1926 ; B. W. Henderson, Civil War and Rebellion in the Roman Empire, London, 1908.
Letanant-koronal De la Noë, Principes de la Fortification antique : Fortification gauloise, Fortification romaine, 2 levrenn, 1888, 1890 ; Bulliot, Les fouilles du mont Beuvray, Autun, 1899 ; A. Blanchet, Les enceintes romaines de la Gaule, 1907 ; Bruce, The Roman Wall, a description of the Mural Barrier of the North of England, eil mouladur, London, 1867 ; Macdonald, The Roman Wall in Scotland, Glasgow, 1911 ; John Ward, The Roman Era in Britain, London, 1911 ; Romano-British Buildings and Earthworks, 1911 ; Mothersole, The Saxon Shore, 1924.
- Natio est omnium Gallorum admodum dedita religionibus… Galli se omnes ab Dite patre prognatos praedicant. « Ar Gelted eo ar relijiusa eus an dud. Holl e lavaront ez int gourvibien da Dad ar Maro ».
Kaesar.
Evel holl boblou Europa kent donedigez ar gristeniez, ar Gelted a oa pagan. Eus kredennou ar baganiez e c’heller lavarout e kouezas an dud enno 1° dre n’anavezent ket ar gwir Doue, 2° dre n’anavezent ket gwir natur an traou a zo en-dro d’eomp.
Ar baganed kenta a wele bemdez an heol o sevel diouz ar reter, hag o vont da guz er c’hornog, al loar pe ar stered o lugerni e-pad an noz ; arvesti a raent ouz tremenadeg ar c’houmoul ; gwelout a raent an neñv o teñvalaat gant an arne, al luc’hed o lintra, hag e sebezent ouz ar c’hurun ; santout a raent c’houez an avel hag e klevent hirvoud an deliou hag ar geotennou o krena dre ma tremene ; er c’hoadou torgennek, an hekleo a adlavare war o lerc’h o c’homzou pe a daole d’ezo o youc’hadenn en-dro ; gwelout a raent ar mor, gwech sioul ha kompez, gwechou all oc’h eonenni kounnaret gant an aod ; ar vammen o strinka, yen ha sklaer, eus dounder an douar hag ar waz, sked ha hiboud ganti, o redek dibaouez ; arvesti a raent ouz e-leiz a loened, a bep gouenn, a bep ment hag a bep liou, o kerzout war an douar, o nijal dre an aer, o neui en doureier ; ouz an douar, lakaet glas gant plant a bep ment hag a bep doare a greske gant an amzer hag a droe stumm diouz maread ar bloaz. Dont a rejont da gredi penaos an holl draou-se, a oa o fiñval, o redek, o trouzal, o vouc’hal, o trei stumm hep ehan, war o zro, a oa enno, evel ma oa ganto o-unan, spered ha mennerez ; kavout a reas d’ezo e santent, e welent, e klevent hag ec’h intentent evelto. Eun ene a lakajont zoken en traou, hag int difiñv ha digemm drezo o-unan, evel ar mein hag ar meneziou. Hennez e voe penn-orin hag abeg an doueed diniver azeulet gant ar baganed.
Er rann-amzer eus an istor m’edo ar Gelted koz en o brud, e oa bet dilezet gant darn eus ar pep desketa ar gredenn e oa — lakomp ar c’hurun pe an avel — traou beo ha speredek. Kaout a rae d’ezo kentoc’h e oa kiriek d’an traou-se noueañsou galloudekoc’h eget an dud, disgwel peurliesa, nemet e oa ganto eur c’horf heñvel ouz hini an den, hag e c’hallent kaout, evel an dud, gwreg ha bugale. Bez’ e oa evito eta eun doue eus ar c’hurun pe eun doue eus an avel hag, er c’hiz-se, evit kement seblant eus an natur. En hevelep doare e lakaent doueed heñvel ouz an den pe ouz al loened en tan, er gwez, er rec’hell, er meneziou, er stêriou, er mammennou hag er mor.
Kredennou keltiek ha kredennou rak-keltiek. — Istor poblou an douar a ziskouez e talc’h an dud peurliesa startoc’h ha pelloc’h d’o doueed ha d’o c’hreañsou relijius eget d’o yez ha da gement a ra o brôadelez. Da gredi eo eta e oa eun darn vras eus ar c’hredennou a rene en hor broiou, en oadvez keltiek, tra ar poblou a veve enno kent donedigez ar Gelted. N’heller ket avat, nemet a boan, diforc’ha ar c’hredennou-se diouz ar re a zo bet degaset gant ar Gelted.
Ouspenn-se, ar Gelted, end-eeun, o doa bet en hêrez digant o gourdadou pell, an dud a veve etre an XXXet hag an XXet kantved kent H. S., doare kredennou o doa miret gwell-pe-welloc’h. Ar seurt kredennou-se, int-i ivez, a zellezfe an ano a « rak-keltiek », o veza ma oa anezo kent ginivelez pobl ar Gelted.
An doueed keltiat hervez ar skrivagnerien Italian-ha-Gresian. — Dêvi (unander dêvos) a veze graet eus an doueed e keltieg koz. Rôet e veze ivez d’ezo anoiou tennet eus dusis « nobl, uhel » hag eus kassis « kaer, c’houek ». Unan eus an anoiou-se, dusios, gwregel dusia, a oa e boaz gant Kelted Galia, en IIIet hag er IVet kantved goude H. S., da envel, dreist-holl, doueed ha doueezed ar stêriou. Nebeut a anavezomp eus doueed ar Gelted. An darnvuia anezo a heñvel beza bet doueed lec’hel, a oa anavezet hepken en eur c’horn-bro hag azeulet gant eun niver bihan a dud. Evit an doueed vras, boutin etre an holl Gelted, e oa, evit doare, disheñvel o anoiou diouz ar broiou, hag o neuz diouz ma vezent pedet gant eur brezeliad, eur c’houer pe eur marc’hadour.
Dibaot e komz d’eomp ar skrivagnerien italian-ha-gresian eus doueed ar Gelted ha, pa her greont, ec’h hellenaont pe e romanaont anezo peurliesa, dre o heñvelekaat ouz re o doueed-i n’o doa outo nemet eun heñvelidigez skañv ha touellus alies. Hervez Kaesar, e krede Kelted Galia e oant gourvibien da zoue ar maro [72]. Lavarout a ra c’hoaz penaos ar brasa eus an doueed, azeulet ganto eo kavadennour an holl vicheriou, heñcher ar veajourien, mirour ar c’henwerz. War-lerc’h hemañ, ec’h azeulont doue an heol mat da yac’haat, doue ar brezel, doueez ar furnez hag ar ouiziegez, doue an neñv hag ar c’hurun. Ne ro ket d’eomp avat anoiou keltiek an holl doueed-se ; ober a ra anezo an anoiou latin Dis Pater, Mercurius, Apollo, Mars, Minerva ha Jupiter. Gouez d’eur skrivagner all, ar Gelted o chom tost d’ar Mor Bras a azeule an Dioskured, da lavarout eo, hervez kredenn Kreisteiziz, daou zoue brezeliat ganet eus an hevelep mamm, nemet e oa eun doue tad unan hag eun den marvel tad egile. Hounnez eo ar vriz-sklerijenn a zeu d’eomp peurliesa diwarbenn doueed ar Gelted gant ar skrivagnerien greisteizat [73].
Da genober gant an diskleriaduriou teusk-se, hon eus : — da genta, lies a gant ano pe lesano keltiek a zoueed pe a zoueezed miret gant enskrivaduriou bet engravet dreist-holl er c’henta kantved goude H. S. e broiou keltiek an Douar-bras hag en Enez-Vreiz ; d’an eil, delouennou maen, arem pe pri poaz, ha skeudennou bos-bihan graet war-dro an hevelep mare ha pourtrezet enno doueed keltiat.
Doueed ar Gelted hervez an enskrivaduriou. - Gant an enskrivaduriou ne zeu sklerijenn ebet na war stumm na war roll an doueed a viront an ano anezo. En tu-hont da se, kalz eus an anoiou-se a ziskouez beza hepken geriou lesenvel pe doarea bet staget ouz ano eun doue latin bennak. Da skouer, anvet eo an doue latin Mercurius Arvernorix « roue an Arverned », Dumiatis « o chom war ar menez Dumias » [74], Vassokaletos « ar gwaz kalet », Vellaunos « kalonek » — doue an heol hag ar vezegiez, Apollo, a zo lesanvet Atepomaros « ar marc’heg meur », Maponos [75] « an den yaouank », Vindonnos, eus vindos, gwenn », « kaer », « santel » pe skedus », Toutiorix « roue an dud » ; — doue ar brezel, Mars a zo anvet Albiorix « roue ar bed », Katurix « roue an emgann », Belatukadros « kaer pa laz », Leuketios « luc’hedek », Dunatis « o chom en dunon », Visukios « gouiziek ».
Mat eo anaout darn eus an anoiou-se a c’hall beza, ez gwir, anoiou doueed pe doueezed kehelet gant ar Gelted. Eus ar re-se eo :
Evit an doueed : Smertos, Smerios, Atesmerios, Adsmerios, Smertatios, Lugoves, Bemilugus, Smertullos, Esus, Kernunnos, Teutatis pe Toutatis, Kokidios, Taranis, Sukellos, Kamulos, Ambisagros, Belenos pe Belinos, Grannos, Ogmios, Nodons, Mognns, Mogonnos ; evit an doueezed Belisama, Arnalia, Rosmerta, Kantismerta, Andarta, Nantosuelta, Athubodua, Katubodua, Naria, Andrasta, Sulevia, Sulis, Briganti, Brigindo, Nemetona, Mogontia.
Eun teskad martezeou nemet-ken, setu, en holl, kement a c’hellomp lavarout diwar-benn an doueed hag an doueezed-se. Kredi a reer ez eo Smertos, Smerios, Adsmerios, Smertatios, anoiou an doue bras keltiat e komz Kaesar anezañ evel eus kavadennour an holl vicheriou.
Eun ano-all eus an doue-se (Smertos) a vije marteze Lugus, a gaver en ano Bemilugus, doue azeulet war harzou bro an Aedued, en ano an doueed Lugoves (liesder keltiek eus Lugus) kehelet gant kereourien Uxama, kêr geltiek eus Bro-Spagn ; — Smertullos « Smertos Vihan » a vije mab Lugus ; — Smertullos a vije bet anvet ivez Esus, hag Esus ha Kernunnos [76] a vije marteze an Dioskured keltiat ; Teutatis pe Toutatis pe Totatis « doue ar bobl » (teuta, touta, tota) eo marteze ano an doue kavadennour an holl vicheriou pa wisk e neuz vrezelek ; Kokidios a heñvel beza bet unan eus anoiou Toutatis e-touez ar Vrezoned ; — Taranis eo doue ar c’hurun ; Sukellos, a dalv e ano kement ha « skôer mat » hag a zo bet pourtrezet war eur skeudenn vos-bihan, eur morzol gantañ en e zourn (ar morzol a laka ar c’hurun da straka), n’eo marteze nemet unan eus anoiou Taranis ; — Kamulos, kehelet eun tammig e pep lec’h, a heñvel beza bet eun doue brezeliat ; Ambisagros, azeulet gant Kelted an Itali, a zo marteze eun ano all eus an doue-se ; — Belenos a zo eun doue heolel ha yac’haer a veze kehelet dreist-holl, war a seblant, gant Kelted Noreia ; — Grannos e oa ar « gwrezus », doue heñvelekaet ouz Apollo ; — Ogmios a heñvel beza bet eun doue hag a oa brudet dre e nerz veur hag e gomz helavar ; — Nodons a oa eun doue azeulet e-touez ar Vrezoned ; er marevez roman e oa gouestlet eun templ d’ezañ war glann dehou an Havren (Sabrina). Aet eo diwezatoc’h Nuz e brezoneg [77], ha bras a-walc’h eo ar roll c’hoariet gant Nuz Lao-Arc’hant hag e vibien e marvailhou brezonek ar Grenn-amzer ; Mogons a oa eun doue breizat ha Mogounos eun doue galian heñvelekaet ouz Apollo.
War a greder, Belisama, a dalveze, evit doare, hec’h ano kement ha « heñvel ouz ar flamm », a oa doueez ar furnez hag an ijinou-kaer ; Arnalia a vije eun ano all d’ezi ; dindan he neuz vrezelek e kemere marteze an ano a Andarta [78], doueez ar brezel hag an trec’h ; — Rosmerta eo parez an doue kavadennour ar micheriou ; Kantismerta a zo marteze an hevelep doueez ganti ; — Nantosuelta eo parez Sukellos ; Athubodua, Katubodua a heñvel beza doueezed ar brezel ; — Naria « ar Galonegenn ? » azeulet e-touez an Helveted, a oa eun doueez vrezelel marteze ; Andrasta [79] a oa doueez an trec’h e-touez ar Vrezoned — Sulis [80] ha Sulevia a oa doueezed azeulet, ar genta e Breiz-Veur, eben war an Douar-bras ; — azeulet e oa Brigantia e Breiz-Veur ha Brigindo e Galia ; — Nemetona a zo tennet hec’h ano eus ar ger nemetos « sakr, santel » ; — Mogontia [81] a zo anavezet dre eun enskrivadur eus bro ar Vediomatriked (reter Galia).
An doueed keltiat hervez ar skeudennou. — Ar skeudennou a zo diskrid ar pep brasa anezo ha, dre-se, ma sav diouto sklerijenn war stumm eun doue pe zoue, hol lezont diouiziek eus o ano. E-touez an doueed skeudennet evelse, anvomp :
1. — Eun doue en e sav, barvek peurliesa ha hir-vlevek, eur morzol gantañ en eun dourn hag eur podig en e zourn all, a zo bet kavadennet e-leiz a skeudennou anezañ, delouennou ha skeudennou bos-bihan. War darn eus ar re-mañ emañ taolennet gant eur vaouez, eur plac’hig hag eur c’hi en e gichen ; ar c’hi en deus a-wechou tri fenn. Damgredi a reer ez eo an doue morzolek-se doue ar re varo e fougee ar Gelted beza mibien d’ezañ [82].
2. — Eun doue skeudennet gwech en e sav, harp e zourn war eur rod, gwech all war varc’h, tremenet e vrec’h dre emprennou eur rod hag o vac’ha dindan treid e jao eur ramz lost-naer. Eun doue eus an heol e c’hallfe beza, ma ’z eo ar rod skeudenn an heol [83].
3. — E-leiz a skeudennou o pourtrezi doueed ha doueezed ganto en o fenn kerniou karo, maout pe taro, pe c’hoaz diskouarn karo pe diskouarn marc’h. Skeudennet ez int peurliesa en o c’hoaze, kroazet o divesker, er stumm-a-boz anvet bouddhaek [84].
4. — Eun doue, d’ezañ tri fenn pe teir dremm, ha n’eo marteze nemet unan eus ar stummou a rôas kizell ar skeudennerien d’an taro teir garan pe d’an taro tri-c’herniek a gomzimp anezo pelloc’hik [85].
5. — An naer penn-maout, a zo kizellet gwech hec’h-unan, gwech a-gevret gant doueed kerniek pe trifennek. P’en em gav evelse, ez eo skeudennet peurliesa trôet en-dro da zargreis an doueed-se hag oc’h ober evel eur gouriz d’ezo. Gwechou all an doueed a vez ganto an naer war o barlenn, pe e talc’hont anezi en o dourn [86].
6. — An tarvos tri garanus pe taro teir garan, a zo marteze an hevelep hini hag an Donnotarvos « taro Donnos » pe Dêviotarvos « taro-doue », e kredfed a-walc’h e oa ano anezan e-touez Kelted Galia ha re an Azi-Vihana. An hevelep aneval burzudus eo marteze hag an taro tric’herniek a zo bet kavadennet e-leiz a skeudennou arem anezañ e meur a vro geltiek eus an Douar-bras [87].
7. — Eun doueez, d’ezi stumm eur verc’h yaouank azezet war gein eur marc’h pe gentoc’h eur gazeg, rak a-wechou ez eus eun ebeul e-kichen. War skeudennou bos-bihan-zo ez eus kezeg bodet en-dro d’an doueez, o tebri foen pe blouz ledet evito war he barlenn. Hounnez eo, war a greder, Epona, mirerez ar c’hezeg [88].
8. — Ar c’hrouaduriou faltazius emañ ar skeudenn anezo war ar peziou moneiz keltiat merc’hed en noaz, war varc’h, ganto goafiou ha skouedou, ramzed, korred ; kezeg penn-den pe penn-evn, evned penn-maouez, erevent hag all, o deus c’hoariet, a dra sur, eur roll bennak er c’hredennou [89].
Doueed Kelted Iwerzon. — Soñjet ez eus bet e vije kavet eur sklerijenn bennak diwar-benn doueed ar Gelted koz e skridou Kelted ar Grenn-amzer, Breiziz hag Iwerzoniz. Skridou ar Vrezoned, dre n’int ket gwal-goz ha ma’ z int bet kristenaet doun, n’o deus miret nemet roudou dister eus ar fals-doueed gwechall. En enep, danevellou iwerzonek-zo, laket, moarvat, dre skrid evit ar wech kenta en IIIet kantved [90], evito da veza bet adaozet gant ar Gristenien hag al lenneien, a ro tu d’eomp da gaout eun anaoudegez bennak eus an doueed azeulet gant Kelted Iwerzon er Ia, IIet ha IIIet kantved goude H. S. En Iwerzon, ez eo rannet an doueed etre daou vagad a vez atao brezel etrezo ; an eil, ar bagad kosa, eo hini doueed ar maro, an noz, an arne hag ar goañv, ha ganto eun ano a oa da lavarout, war a greder, « ramzed » ; egile eo bagad doueed ar vuhez, an deiz, an amzer gaer an hañv, a vez graet anezo tud doue Dana [91]. Er bagad kenta en em gav Belios, doue ar maro ha tad kosa Iwerzoniz ; Belaros, an doue a daol an tan-foeltr ; Bodua, doueez ar brezel ; Nentos, doue ar brezel ; Nemetona doueez an emgann ha gwreg Nentos. En eil bagad, emañ an doueez Dana, anvet ivez Ana ha Brigenti, doueez ar varzoniez, ar vezegiez hag ar govelerez ; he mab Brênos, doue ar ouiziegez hag awen al lennegez ; mab Brênos, Ategnion, e talv war eun dro an ano anezañ kement ha « gouiziegez », « lennegez » ha « barzoniez » ; Dagodêvos « doue mat », doue galloudek an douar, lesanvet Maros « ar meur » ha tad Brigenti ; Nodons, roue e zourn arc’hant, a zo, a-gevret gant Dagodêvos unan eus renerien ar bagad ; Ogambios, ar brezeliad kreñv ; Matugenos, ar sorser ampart ; Gobanniu, gov an doueed ; ha, da gloza, Lugus, an doue hag a zo eur mailh war bep micher, war eun dro brezeliad, aremour, gov, kalvez, telennour, barz, sorser ha louzaouer pe vezeg [92].
War venoz Iwerzoniz e oa doueed ar c’henta meuriad teñval o doare peurliesa hag euzus a-wechou ; darn eus an doueed-se a zo ganto pennou gavr pe dremmou buoc’h ; Belaros n’en deus nemet eul lagad hag a zo serret peurliesa : pa zigor anezañ, e strink dioutañ tan lazer ar foeltr.
Bodua a gemer alies furm ar vran a nij a-us d’ar c’hannlec’hiou hag a freuz gant he beg ar c’horfou maro dibennet…
Doueed an eil bagad, en enep, o deus dremmou sklaer ha kaer, bleo melen hir, armou skedus, kezeg gwenn. Eus Brênos, doue Dana, e veze graet tres eur brezelour Bleo aour, gwisket gant eur vantell gwer, eur sae ruz, eur goaf lemm en e zourn dehou, eur c’hleze e zournell olifant ouz e vorzed, eur skoued ruz en e zourn kleiz.
En eur rummad danevellou all iwerzonek e kaver, war a greder, roudou eus an doueed azeulet gwechall gant Kelted an Douar-bras ha re enez-Vreiz, eus Kamulos, da skouer. Marvailhou koz iwerzonek eus ar Grenn-amzer a zo meneg enno eus eur c’hadour brudet eus an Hen-amzer hag a zo anvet Cumal (da lavarout eo Kamulos), eus e c’hoar, Bodb (Bodua) hec’h ano, ar « Vaouez kreñv » he lesano, hag eus mab Cumal, Find (Vindos). Hemañ a zo, war-lerc’h e dad, rener eur bagad brezelidi o deus dre o uhel-oberou burzudus hag o hemolc’hadennou souezus a-dreuz da Skos ha da Iwerzon, pourchaset d’ar Ouezeled betek an XIXet kantved danvez marvailhou diniver. Ar gwerzour brudet Ossian (Ossinos « demmig », ossos « demm ») a vije mab Find, ha dre-se douaren Cumal.
Doueed an doureier, ar c’hoadeier hag ar meneziou. — An doureier (mor, lennou, stêriou, ha mammennou), ar gwez hag ar c’hoadou, ar meneziou e veze sellet outo evel chomlec’h speredou galloudek. Ar stêriou hag ar mammennou a oa sakr ouz daoulagad ar Gelted ; rak-se e veze graet anezo aliez an ano a dêva, dêvona. Doueed pe doueezed ar stêriou hag an eiennennou e veze rôet d’ezo furm gwazed pe verc’hed, pe furm loened, taro pe varc’h peurliesa. Unan eus stêriou Iwerzon a veze graet anezi Bou-vinda « ar vuoc’h wenn » (« Boyne » bremañ). Da gredi eo edo, d’an derou, an doueez Epona eur vammenn santel a rôed d’ezi furm eur gazeg. Er mammennou dour tomm e veze lakaet chomadur doueed yac’haerien anvet Bormo (ano rak-keltiek), Borvo gant Kelted an Douar-bras, ha doueezed anvet Sirona, Dirona (d barrennet) ha Damona.
E-touez Kelted an Itali a raed lidou da voudiged an dervenned ; e kreisteiz Galia, da zoue an dero, da zoue ar C’houec’h Gwezenn, da zoue ar fao, da zoue brezeliat ar beuz. Abnoba e oa an doueez a rene war ar C’hoad Du e-lec’h ma tarz mammenn an Danuvios ; Arduinna e oa hini koad Ardenn ; er skeudennou e veze roet d’ezi doare eur vaouez azezet war gein eun tourc’h gouez war zaoulamm.
Pep torosenn eus an douar, adal ar c’hrug izel a c’holo eskern ar c’hadour betek ar menez uhel e sav ar gribenn anezañ dre greiz ar c’houmoul, he doa he spered galloudek pe galloudekoc’h. E Galia, e keheled Vosegos, Iouros, ha Dumias [93] war an dro doueed ha meneziou.
Ar Mammou. — En eur rumm gant ar speredou lec’hel-se eus an doureier, ar gwez hag ar rec’hell, emañ ar re a oa anvet Mammou gant ar Gelted. An ano-se a veze graet eus eun niver bras a zoueezed bihan a vire ar parkou hag an trevadou, ar bleun hag ar frouez, an hentou hag ar marc’hallec’hiou, an ti hag an oaled, an den, an tiegez hag ar meuriad, ar gêr vogeriet hag ar rann-vro. Lesanoiou a veze graet anezo hag a zo da lavaret « an damanterezed », « ar mirerezed », « an evesaerezed ». En doue ebet n’o deus bet marteze ar Gelted muioc’h a fiziañs eget er re-se. Ar soudarded keltiat a oa oc’h ober o servij en armeou roman, er Ia, en IIet hag er IIIet kantved, goude H. S., o deus lezet war o lerc’h e leiz a enskrivaduriou tenerus, e pedont pe e trugarekaont enno Mammou o bro, o meuriad pe o Mammou d’ezo o-unan [94].
Gwez ha loened nevet [95]. — Bez’ e c’helle beza gwez nevet pe sakr a bep gouenn, pa ’z eo gwir e c’hellent holl beza kemeret da chomadur gant noueañsou dreistnatur. Gouennou-zo evelato a veze doujañs outo dreist d’ar re-all : da skouer an dervenn (dervon) en abeg marteze d’he ment ha d’he neuz leun a veurded, hag an ivinenn (eburon) en abeg da c’hlasder hirbadus he deliou. Da zesvarn diouz an anoiou lec’hiou ha tud, er bed keltiek a wechall, o dije ar Gelted douget muioc’h a bri d’an ivinenn eget d’an dervenn.
Ar Gelted a azaoueze hag a veule kalz a loened, darn, evel an arz hag an tourc’h gouez, evit o nerz hag o c’hadarnded ; darn all, evel an avank hag ar vran, evit o spered hag o ijin ; re all c’hoaz evit ar mister a ro d’ezo o furm hag o doare-beva, evel ar vaot a zoug he zi ganti hag an naer (natro) a gerz hep treid hag a vev en dounderiou kuzeta an douar.
Gant Kelted an Alpou e oa azeulet an doue Artaios hag an doueez Artio (eus artos « arz ») [96] ; darn eus Kelted Galia o doa eun doue Etnossus (eus etnos « evn »). An holl Gelted a rae gant ar vran eun evn santel.
KEVRENN II : AN NEVEDOU, AL LIDOU HAG AR C’HREDENNOU
An nevedou. — Eun dachenn douar bras pe vihan, bonnet piz, warni gwez dero pe gwez all, eun ti prenn hepken pe veur a hini da waskedi bannielou sakr ar meuriad, ha berniet eno ivez, evit doare, darn eus an teñzoriou gouestlet d’an doueed hag ar profou kinniget gant an dud, eur vammenn pe veur a hini, eul lenn a-wechou, hennez e veze peurliesa stumm an templou pe gentoc’h al lec’hiou gouestlet d’an doueed e-touez ar Gelted. Nemeton (d’an unander, nemeta d’al liester) a veze graet eus ar santualou pe lec’hiou sakr-se, hag ar ger-se, deut da veza diwezatoc’h neved e brezoneg, a oa, war a greder, « koad » e dalvoudegez kosa. Ar santualou penna a oa o ano vernemeton, drunemeton (ver, dru « bras », « meur »).
D’ar mare m’edont o veva en o frankiz, n’oa ket ar c’hiz gant ar Gelted ober skeudennou maen, prenn pe vetal eus o doueed. Er bloavez 279 kent H. S., pa welas Brennos delouennou alaouret an doueed gresian en o sav e santual meur Delf, e c’hoarzas goap outo. Er Ia kantved kent H. S. e komz Kaesar eus ar simulacra Mercurii a oa stank bras e-touez Kelted Galia. Nemet e c’hellfe beza e vije ar skeudennou-se kefiou gwez hepken pe mein hanter divrazet savet da vein-bonn, evel ar mein anvet Hermes e-touez ar C’hresianed. Goude donedigez ar Romaned nemetken e stagas Kelted an Douar bras ha re enez-Vreiz da skeudenni o doueed ha da sevel d’ezo gwir demplou ha chapelou maen pe vrikenn heñvel ouz ar re a oa gant ar Romaned hag ar C’hresianed.
Anaout a reomp hiniennou eus an tier-pedi a voe savet neuze gant ar Gelted dre ar roudou o deus lezet en douar hag an engravaduriou. Evel-se e ouzomp, da skouer, penaos, e Bro-Naoned, eur C’helt anvet Agedoviros, a ouestlas da Vars Mullo, doue lec’hel, « eun delouenn, gant he zempl hag holl ornaduriou hemañ », ha penaos, e penn all Galia, tost da venez Jura, eur Geltez, Kamulia hec’h ano, a lakas ober eur savenn, garidou warni, en enor da Vercurius. — Ar c’haera hag ar brudeta eus an templou savet gant Kelted Galia er Ia kantved goude H. S. e oa hini Mercurius en Augustonemeton (Clermont), e bro an Arverned. Vasso a veze graet eus an templ-se e keltieg. Gant maen-benerez e oa graet ar mogeriou teo anezañ hag e oa kaeraet en e ziabarz gant maen-marbr ha marelladur-meinigou ; tôennet e oa e ploum. Gwelet e veze ennañ teñzoriou bras hag eun delouenn ramzel eus Mercurius a oa bet graet, evit an Arverned, gant ar brudeta eus skulterien hag aremerien ar C’hres, Zenodoros. Dek vloaz studi he doa koustet an delouenn-se ha 40 milion sesters [97] a labour.
An teñzoriou daspugnet el lec’hiou kensakret a zeue eun darn vras anezo eus an dibourc’h-brezel diwar an enebourien. Hiniennou eus an teñzoriou sakr-se a oa an dalvoudegez anezo uhel-meurbet. Er bloaz 103 kent H. S. pa voe kemeret ha gwastet kêr Dolosa, e Galia, gant ar pen-vrezelour roman Q. Servilius Caepio, e voe diframmet diouz an nevedou hag al lennou sakr eur berniad aour hag arc’hant, na oa ket priziet nebeutoc’h eget 15.000 talanton, a ra, er mouneiz-bremañ (1912), 85.500.000 lur.
Pedennou, korollou, diedkinnigou. — Edo ar c’hiz gant ar Gelted, pa azeulent o doueed, trei bepred war-du an tu dehou. An azeulerez, da lavarout eo an doare d’azeuli an doueed, a oa anezañ pedennou, korollou, braoued-kinnigou hag aberzou. E 61 goude H. S., ar rouanez Boudika a bed an doueez Andrasta o sevel eun dourn war-du an neñv ; en hevelep bloaz, drouized enez Vona a bed o sevel o daouarn war-du an neñv hag a daol ouz ar Romaned malloziou ha sulbedennou.
Hervez eur skrivagner gresian, al lidou sakr renet gant ar Vrezoned, en enor da zoueed an douar hag an trevadou evit doare, a oa heñvel-tre ouz ar re a veze graet da Zêmêter ha Korê en enezennou eus ar C’hres.
War a lavar eur skrivagner latin, e lidou a voe, gwragez ha merc’hed en em ziskoueze en noaz, livet holl o c’horf gant liou glas ha heñvel-tre ouz Afrikadezed. — Ar c’horollou graet en enor d’an doueed, a vez skeudennet alies war peziou moneiz ar Gelted. Dre gorollou graet e-pad an noz, d’al loargann, e lide ar Geltibered azeuladur eun doue n’ouzomp ket an ano anezañ. — Er bloaz 216 kent H. S., ar penvrezelour roman Posthumius o veza bet lazet, en emgann, gant Kelted an Itali, e voe goulonderet piz ha netaet e glopenn ; kelchiet a aour kizellet, e talvezas d’ar veleien da ober braoued-kinnigou d’an doueed er goueliou.
Kinnigou hag aberzou. — Ar c’hinnigou a oa anezo traou a bep seurt a vije re hir o desrevel amañ ; bez’ e weled en o mesk adalek barrennou aour hag arc’hant betek kreoñiou ha tammou pilhou. Daspugnet e vezent er-maez, el lec’hiou kensakret, skourret ouz barrou gwez, taolet e strad lennou ha stêriou pe douaret er geuniou.
En aberzou e veze kinniget d’an doueed gwad al loened hag an dud. Rôomp amañ da evesaat e oa boaz, en Hen-amzer, holl boblou Europa hag Azia d’ober aberzou tud, zoken ar re seveneta anezo. Ar C’hresianed a zalc’has pell d’ar voazamant-se, kerkouls hag holl boblou Italia, ar Romaned en o zouez. Ar Romaned desket er Ia kantved kent H. S., a daere o soñjal e kave d’ar Gelted enori o doueed dre laza tud : ankounac’haat a raent e oa bet hennez ivez boaz o gourdadou o-unan ken, c’hoaz er bloaz 215 kent H. S., goude an emgann bras end-eeun e varvas ennañ Posthumius gant e armead, e oa bet douaret ez veo gant o zadou er marc’hallac’h saoud e Rom eur C’helt hag eur Geltez, eur Gresian hag eur C’hresianez, dre ma kredent e vije habaskaet dre-se buanegez o doueed [98].
E-touez ar Gelted, evel e-touez ar poblou-all, e veze lies mennad d’an aberzou : 1) enori an doueed ; 2) kaout trevadou mat ; 3) mirout e vuhez d’eur c’hlañvour ; 4) prena digant an doueed ar gounid er brezel ; 5) o zrugarekaat goude an trec’h ; 6) dic’haoui pa zegoueze ganto beza trec’het.
An dud lazet en aberzou a oa anezo alies sklaved, prizonidi-vrezel pe dorfedourien. Er c’henta kantved kent H. S. e krede Kelted Galia e oa aberz an dorfedourien ar gwella gant an doueed, nemet, pa ne veze ket a-walc’h a dorfedourien pe pa venned kreski talvoudegez an aberz e raed ouspenn gant tud didamall. Lazet e veze an aberzidi a dennou saeziou pe a daoliou kleze, pe diframmet d’ezo o izili, pe vouget, pe veuzet, pe devet ez veo. Bep pemp bloaz e veze savet delouennou prenn, aozilh pe foen, bras divent e veze serret enno an dorfedourien mesk-ha-mesk gant pep seurt loened, hag e lakaed an tan warno. An doare laza a veze alies diouz an doue ma lazed d’ezañ ; an dud a lazed da Esus a veze krouget ouz skourrou ar gwez ; devet ez veo e veze ar re a aberzed da Daranis ; en enor da Deutatis e vouged al lazidi dre o stlepel war o fenn en eur veoliad dour.
An divinouriez. — D’an azeulerez e tenn an diou fals-skiant-mañ : an divinouriez hag ar sorserez. — An divinouriez e oa ar skiant da zegemerout ha da lakaat anat youl an doueed. Brudet e voe ar Gelted e-touez ar C’hresianed hag ar Romaned evel divinourien dispar. Ar Roman desket, eur prezegour brudet anezañ. Cicero (kenta kantved kent H. S.), en doa graet kaozeadennou hir war an divinouriez gant an drouiz Dêvikiakos hag ar roue Dêviotarvos, a anzav, en e skrid De Divinatione, emañ ar Gelted en tu-hont d’ar Romaned ha d’an Etrusked er skiant-se. Ar Gelted a rae divinouriez dreist-holl diwar an traou-mañ :
1) Fiñvou al loened sakr, nij an evned da skouer ;
2) An neuz m’en em ziskoueze bouzellou al loened aberzet ;
3) En aberzou tud, an doare ma koueze an aberzad ha ma rede e wad ;
4) An huñvre graet en eul lec’h gouestlet d’an doueed ;
5) An ambren rakwelerez.
An hud. — Hervez kredenn ar baganed, e oa an doueed divarvel, yaouank ha kreñv atao. Lemmoc’h e oa ar pemp skiant anezo eget re an den ; disgwel e vezent peurliesa ha, p’en em ziskouezent d’an dud, e c’hellent mont d’o zouella ne vern e pe furm : den, loen, louzou pe vaen. Drouk e oa darn anezo hag ar re-all, ar re vadelezusa zoken, a veze a-wechou pennadus, gwarizius hag anwazus evel an dud. Ar fals-ouiziegez anvet « breou » pe « hud » a gave an den enni e wella gwarez ouz noueañsou galloudekoc’h egetañ, hag int techet da holl siou fall an dud. Dre ar breou e c’helle en em zifenn ouz an doueed hag, a zo gwell, e tize a-wechou zoken d’o zrec’hi ha d’o flega d’e youl : aroueziou treset pe engravet, komzou lavaret pe ganet, jestrou, lidou a raed piz diouz eur c’hiz heñvel bepred, louzaouennou pe vein a rôe ar galloud-se d’an den.
An achanterez-se a oa bet en enor e-touez holl boblou Europa e-pad oadvez an armou maen ha hini an armou arem. E-doug an dek kantved a-raok donedigez H. S. ez eas war goaza e-touez ar C’hresianed ha darn eus poblou Italia. Miret e voe, avat, e barr e nerz, gant poblou an Hanternoz. Bez e oa, e-touez ar Gelted, hudourien a bep stad : adalek an drouiz, a oa anezañ eun uheliad hag eun den desket, betek ar sorser kêriadennou pe groaz-hentou, n’oa nemet eur c’houeriad pe eur c’hantreer.
An dreuzvuhez pe dreuzannezerez-ene. — Kredi a rae ar Gelted e c’helle a-wechou ene mab-den, pa veze bevezet ar c’horf, mont da enaoui korf eun den all pe korf eun aneval. Eur gredenn hounnez a c’hallje beza andoniet e doareou-natur bet sellet outo a-ziwar-c’horre, evel treuzfurmadur ar viskoulenn e balafenn hag, e bras, kement treuzfurmadur amprevaned. Sklaer eo n’eo ket, a galz, souezusoc’h taol d’ar spered gwelout eun den o vont da vleiz pe da vaen eget eur viskoulenn o trei e balafenn pe eur preñv e c’houil-dero.
Poblou estr eget ar Gelted, en Europa, a grede en dreuz-vuhez, pe « treuzannezerez-ene », da skouer an Dhraked, war harzou ar C’hresianed. Eur prederour gresian, anvet Puthagoras (VIet kantved kent H. S.), he c’hemeras diganto hag, er gelennadurez a zeske d’e ziskibien, e reas anezi eur c’hastiz : ene ar re fall nemetken a ya, goude o maro, da enaoui anevaled, e kastiz d’o gwallou. Netra ne ro d’imp da gredi e vije bet meneg a gastiz gant ar Gelted : roudou doun he deus lezet an dreuzvuhez e lennegez Breiziz hag Iwerzoniz ar Grenn-amzer ha hogozik atao e tiskouez beza eur gopr, e lec’h eur c’hastiz : en eun danevell iwerzoneg e welomp eun den hag heñ tro-ha-tro karo, pemoc’h gouez, gup, eog ha den adarre ; n’eo ket, avat, e kastiz d’e wallou ez eo treuzfurmet er mod-se ; Doue eo, en e vadelez, en deus aotreet ar seurt treuzfurmaduriou, evit ma vije eun test d’an darvoudou meur a c’hoarvezas en Iwerzon e kenta oadveziou ar bed.
Divarvelez an ene hag ar bed all. — Kredenn an dreuzvuhez a zo stag outi dre natur ar gredenn e divarvelez an ene. Hag, evit gwir, gwriziennet doun e oa ar gredenn-se er Gelted : ker start e fizient en eur vuhez all ma veze kavet en o zouez kredourien tuet da bresta arc’hant bras da zaskori er bed all. An drouized a rae ivez o holl c’halloud da vaga ha da greñvaat ar gredenn-se a dalveze da entana kadarnded ar Gelted en emgann.
Hervez an drouized, an ene (anamo e keltieg, furm c’henidik anamonos) [99] a ya, eur wech bevezet ar c’horf, en eur bed all e lec’h e kav eur c’horf heñvel ouz an hini emañ o paouez koll, nemet n’hall ket beza diskaret gant ar c’hlenved na disneuziet gant ar gozni. A-hend-all ar vuhez a rened er bed-all-se a oa heñvel a-walc’h ouz an hini a rened war an douar-mañ, hep nep kemm e stad an dud : eno ar gwaz a vane gwaz, ar sklav a adc’hane sklav ha ne veze ket diliam an dleour diouz e zleou dibaeet. Eno ec’h adstage ar C’helt gant ar vuhez-se a emgannou he doa gounezet d’ezañ, e bed ar re veo, brud, galloud ha pinvidigez. Setu perak e venne an uheliad beza douaret gant e garr-emgann, e gezeg, e gleze hag e holl armou hag an izela kadour gant e c’hoaf hag e skoued ; e sell ar brezeliou en devo ar penrener maro da embreger e bro an anaon eo e lazer war e vez e « ambakted » hag e sklaved, d’ezo da rei d’o mestr, du-hont evel du-mañ, skoazell o brec’h.
N’ouzomp ket pelec’h e lec’hie ar Gelted bro an anaon. Danevellou marzus Iwerzon, er Grennamzer, a ra anezi eun douar ec’hon pe eur strollad enezennou meur [100] pell-pell war-du ar c’huz-heol en tu-hont d’ar Mor-Bras. Eur vag vurzudus, graet holl e gwer [101], a gase di an eneou. Eur vro e oa, dispar he c’hened, e kreske enni gwez o deliou heson, karget a avalou aour, hag en em astenne drezi pradou bleuniet, añchet a waziou gwin ha mel. Eno aon ebet rak gaou ha dislealded ! Eno e kave en-dro ar re varo, gant eur yaouankiz hollbadus, kement a rae, er bed-mañ, o eurvad hag o levenez : banveziou pompus, armou lufrus, dilhad kaer, kezeg ha loened-chatal, eur marz ! merc’hed koant, barzed dispar ha toniou dudius, gourenou, redadegou kirri, bagou ha chas, hag, erfin, plijadur ar re gadarn : ar brezel. Hir ec’h em astenn danevellou Iwerzon war an emgannou gwadek a vez e bro an doueed hag an anaon, ha war ar stêriou gwad ma ’z eo douret ganto. Nemet, er chomadur gwenvidik-se, e veze pareet pep beure ar gouli graet d’an derc’hent.
E-touez eun niver a anoiou a rae Iwerzoniz ha Breiziz ar Grennamzer eus ar vro varzus-se, unan, Findmag en iwerzoneg, Gwenva e brezoneg, a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek Vindomagos « ar gompezenn gwenn, kaer, evurus pe santel » [102].
DROUIZED HA BARZED
Ar gutuatros. — Ar beleg stag ouz an neved-mañ-neved ha gouestlet da azeuladur an doue-mañ-doue a raed anezañ, e-touez Kelted Galia, gutuatros. Ar ger-se, deveret eus gutus « mouez » en hengeltieg, a dalv kement ha « peder, an hini a bed ». En e Commentarii Kaesar a gomz eus gutuatros ar Garnuted, atizour penna stourmadenn daer ar bloaz 52, a reas lakaat d’ar maro, ar bloaz war-lerc’h, gant e zougerien-vouc’hili.
An ano-se a gaver alies en engravaduriou an oadvez kelt-ha-roman dindan ar furm gutuater. Er c’henta kantved goude H. S. ez oa e Matisko (Mâcon) eur gutuatros an doue Meurz ; en Augustodunon (Autun) ez oa daou c’hutuatros an doue lec’hel Anvalos. Da gloza, e meuriad ar Velavii, ez oa eur gutuatros, rener eur vengleuz houarn.
An divinour. — An divinourien a greder e raed anezo meur a ano e keltieg koz : vatis « diouganer » a oa unan, eun all e oa veles, tro-c’henel veletos, eus ar wrizienn-c’heriou vel « gwelout ». Aet eo veles da file en iwerzoneg ar Grenn-amzer. An divinourien a oa en o c’harg an aberzou hag e pleustrent war studi an natur. Ar gredenn ez oa ganto eur veli hag eur ouiziegez dreist-natur a dalveze d’ezo eur bras a levezon war ar speredou. « Senti a ra an holl outo » eme eur skrivagner gresian eus ar c’henta kantved kent H. S. En Iwerzon, e derou hon oadvez, e rôe an divinourien da gredi e teue d’ezo o gouiziegez eus an doue Dagodêvos a anvent « aotrou ar ouiziegez veur » hag e sellent ar verc’h anezañ, an doueez Brigenti, evel o fatronez. Seul ma oa aet ar giziou war habaskaat e oa bet dilezet hogos en holl, en enezenn-se, al lidlazadou tud, adalek an IIIet kantved goude H. S. ; pa voe degaset enni al lezenn gristen er IVet kantved, e voe dilezet, ouspenn, an aberzou all d’ar fals-doueed hag ar breou, evit an darnvuia. Sant Padrig, pa en em unanas ouz an drouized gant an divinourien, a fellas d’ezañ ma tistaoljent an holl lidou koz-se. Diwar neuze en em rôas divinourien Iwerzon d’al lennegez ha d’ar reiz. Breutaerien, barnerien, lezennourien e oa darn anezo ; re all a oa barzed, re all marvailherien. Diouz niver ar marvailhou a oar danevelli emañ kendere ar file : tri-c’hant hanter-kant marvailh a oar dindan eñvor file ar renk kenta ; seiz ne oar ken hini an dekvet renk.
Ar Gelted koz a oa ganto divinourezed : veleta e oa ano an divinourez e keltieg, hag ar ger-se, amprestet gant ar C’hermaned ha distaget ganto veleda, a zo deut, er bloaz 70 goude H. S., da ano unan eus o diouganerezed. E niver divinourezed ar Gelted koz e c’heller lakaat an nao gwerc’hez eus enez Sena (Sun), diouganerezed war eun dro ha sorserezed, hag ar merc’hed a veve pell diouz o friedou en eun enezenn eus aber al Loar. Gouestlet e oa ar re-mañ da azeulerez eun doue heñvel ouz Dionusos an Dhraked.
Meneg a zo c’hoaz eus divinourezed e Galia en trede kantved goude H, S., nemet merc’hed eus an izela kendere n’oant ken : tavarnourez e oa unan anezo.
An drouiz (druis, tro-c’henel druidos). — Mar deo ar gutuatros « peder » an doue-mañ-doue, mar deo ar veles ar « gwelour », divinour war eun dro hag aberzour, an drouiz heñ a zo anezañ an den meurbet gouiziek [103], *druvids, emañ e dalc’h e spered an doueed kerkouls hag holl traou kuz an hud hag an divinouriez.
E-touez Kelted Galia, re Iwerzon ha, da gredi eo ivez, ar Vrezoned, e oa an drouized, war eun dro, divinourien, beleien, achanterien, mezeged ha kelennerien. Re C’halia a veze ouspenn galvet alies da varnerien pe da gompezourien er prosezou hag er breutadegou. Drouized Galia a oa anezo eun doare kenseurtiez, en he fenn eur rener hepken. En em voda a raent bep bloaz en eul lec’h sakr eus bro ar Garnuted a selled evel kreizenn Galia. Di e teue ar re, d’ezo arguzou da ziveska, o suje da varn an drouized. Ouz neb a nac’he plega d’o barnedigez e tifennent an aberzou hag an dud a veze skôet gant an difenn-se, lakaet a-renk gant an dizoueidi hag an dorfedourien, a dec’he an holl diouto gant an euz.
Doujet-meurbet e oa an drouized hag enoriou bras a zouged d’ezo. Re C’halia a oa dizamm diouz ar gwiriou hag an holl gargou, en o zouez ar servij soudard. Eur vad-dreist rôet d’ezo ne oa ken ; arabad lakaat diwar se e tifenne o c’hredenn outo embreger armou ha brezelekaat. Er bloavez 63 kent H. S. e welomp e Roma an drouiz Dêvikiakos o komz d’ar senedourien en eur stoui war e skoued, ar pez a ziskouez e touge armou evel ma tlee ober kement uheliad ha den en e frankiz ; er bloavez 57 e welomp anezañ o ren arme an Aedued da rei skoazell da Gaesar en e brezel ouz ar Velged. En Iwerzon, etro derou an oadvez kristen, an drouiz Cathbu a zo anezañ, war eun dro, eun drouiz gouiziek hag eur brezelour ampart.
E skrid ebet eus an Henamzer gresian ha roman nag eus ar Grennamzer iwerzoniat n’eus meneg o dije an drouized bevet e kevred evel menec’h kristen. An drouiz iwerzoniat a vev en e di gant e wreg hag e vugale evel ne vern pehini eus e genvroiz. En IIet kantved goude H. S. e welomp en Iwerzon, eun drouiz anvet Nodons o chom en eun dunon (kastell) en deus graet sevel war eun dachenn bet rôet d’ezañ gant ar roue-meur ; e vab Tasgoz, drouiz eveltañ, en deus eur verc’h a zo skrapet gant ar brezelour brudet Kamulos hag a zeu da veza mamm an den-meur Vindos [104]. E buhez santez Berc’hed [105] e welomp he zad o tremen dirag ti eun drouiz anvet Matigenos [106], a ziougan he flanedenn vurzudus d’ar santez kent he c’hanedigez ; sklavez eo mamm Verc’hed ; he mestr, a zo ivez tad he bugel, he gwerz d’eun drouiz a gas anezi d’e di e lec’h e ro eur bañvez d’ar roue.
En enez-Vreiz eo, hervez Kaesar, e oa bet savet kelennadurez an drouized ha d’an enezenn-se ez ae da studia ar re eus drouized Galia a venne mont doun en anaoudegez anezi. En danevellou iwerzonek e welomp ivez an divinourien o vont e Breiz-Veur da varrekaat o gouiziegez.
N’eus meneg eus drouized gant ar skridou koz nemet e-touez Kelted Galia, Breiz-Veur hag Iwerzon. N’eus diazez ebet eta d’imp-ni da lakaat drouized e-touez poblou keltiek all eus Europa pe da gredi ez oa anezo abaoe an amzeriou pella. A-hend-all, bez’ e voe tud heñvel ouz an drouized e-touez poblou all eus an Europ : eus ar re-se e oa, da skouer, beleien o fenn touz ar C’heted, pobl dhrakiad, war eun dro beleien ha kelennerien evel an drouized, hag a zeske evelto ar brederouriez, skiant ar vuhezegez hag ar meizerez, doareou an natur, flach al loar, an heol hag ar stered, nerz al louzou hag ar frouez.
Donedigez ar Romaned a skôas eur c’hriz a daol ouz beli an drouized e Galia hag en Enez-Vreiz. Berzet striz e oa gant lezennou Roma an aberzou tud a oa dindan o dourn. En tu-hont da se, diskleriet en doa an impalaer Augustus e vije torret kement kenseurterez savet hep aotre al lezenn. Berzet e voe, da heul, bodadennou an drouized hag e lec’h ar vodadeg-veur e bro ar Garnuted, e voe dalc’het, diwar ar bloavez 12 kent H. S., bodad kuzul Galia, e kember an Arar hag ar Rotanos e Lugudunon, en-dro d’an aoter ramzel gouestlet da Roma ha da Gaesar Augustus. Ar skoliou, a voe savet e kêriou penna Galia, a lamas digant an drouized kelennadurez ar Gelted eus an noblans. Ar gwasa eo, an impalaer Tiberius, er bloaz 29 goude H. S., sur a-walc’h, da heul ar stourmadenn renet gant Sagroviros, hag an impalaer Klaodius, hep mar pa dremenas dre C’halia er bloavez 43, a verzas dre lezennou lidou an drouized. E dibenn ar c’henta kantved goude H. S. an drouized a gaved c’hoaz e Galia a oa reuzeudik o stad : mezeged tud ha loened e oa anezo. Da get ez ejont didrouz er c’hantved war-lerc’h.
Hevelep tra a c’hoarvezas er broiou eus Breiz-Veur a oa sujet d’ar Romaned. Betek an ano a drouiz a voe ankounac’haet gant ar Vrezoned, hag, er IVet kantved, pa zegouezas ganto, da heul argadennou Iwerzoniz, en em gavout gant drouized deut eus an enezenn nesa, e savjont, evit o envel, eur ger nevez darguid (bremañ derwydd), a dalv kement ha « diouganer » pe darlavariad, evel ma lavared e brezoneg gwechall.
An drouized a oa manet en o sav e-touez ar Bikted hag Iwerzoniz. Outo o devoe ar gloer gristen da ren eun taer a vrezel a bade c’hoaz er VIet kantved. Trec’h e voe ar gristenien a-benn an diwez. Er Grenn-amzer ar re a gemere, en Iwerzon, an ano a drouized n’oant nemet sorserien disprizet gant an holl dud desket.
Ar barz. — Ar ger bardos « barz » a heñvel beza bet anavezet dre ar bed keltiek war e hed. E gavout a reomp, neket hepken e Galia, e Breiz-Veur hag en Iwerzon, hogen e-touez Kelted kreizenn Europa ivez. En Hanternoz Italia, tost da gêr Vediolanon (Milano), ez oa eul lec’h anvet Bardomagos « tachenn ar barz ».
E-touez Kelted Galia, e mare ar roueed Luernios ha Bituitos (IIet kantved kent H. S.) ar barz a ziskouez beza dreist-holl eur rimer, den-a-lez a gan meuleudi ar roue, e gadarnded, e daoliou-kaer hag ivez gouenn, kadarnded, ha taoliou-kaer ar vrôad sujet d’ezañ hag ar brôadou stag outañ dre garantez pe gevredigez. En o c’han ec’h en em eile ar varzed gant eun doare telenn anvet krotta pe krutto (a zo aet da « crwth » e kembraeg bremañ) [107]. Ar varzed, da gredi eo, a save ar c’hanaouennou brezel a veze kanet a-gevret gant ar soudarded keltiat kent ha goude an emgann : amprestet e voe ar ger keltiek *bardatos (bremañ « barzaz ») pe barditos « kan barz » gant ar C’hermaned a rae an ano-se, en o yez, eus o c’han-emgann e dibenn ar c’henta kantved goude H. S.
Ar varzed ne voe kollet ar roudenn anezo war an douar-bras nemet gant ar yez ma savent enni o c’hanaouennou. Ne heskinas ar Romaned nag ar C’hutuatred nag ar varzed kennebeut-all. Ar ger bardos, aet da c’her latin bardus, a gaver e meur a engravadur eus an oadvez roman evel ano tud ; da skouer e Galia, an Helvetiad Bardos, er c’henta kantved goude H. S., hag, e bro an Danuvios, Titus Flavius Bardus, soudard koz er strollad anvet Ala prima Flavia Augusta Britonum Miliaria.
E Breiz-Veur hag en Iwerzon e talc’has ar c’heltieg hag ar varzed en o sav goude ar sujedigez ouz ar Romaned. Dindan ar sujedigez-se e oa aet da get ar rummad tud ouiziek, ouz e ober an drouized hag an divinourien ; ar varzed a reas evito evel difennourien ar yez. Er XIIIvet kantved goude H. S. e Kerne-Veur ez oa daou seurt barzed : 1) ar barz end-eeun pe kanaouenner ; 2) ar barz hir-gorn a c’houeze en eun doare trompilh hir.
E lezennou Kembreiz an Hanternoz emañ ar barz an navet eus kargidi lez ar roue ; an unnekvet eo e lezennou Kembreiz ar C’hreisteiz. A-geñver gant ar barz teulu pe barz lez ar roue, ez eus ar barz kadoret pe ar barz d’ezañ eur gador. Barzed kembreat ar Grenn-amzer n’oa ket anezo kanerien poblel : tud ouiziek eo e oant, aet doun e studi ar c’hembraeg ; gouiziek ha stuziet-kaer eo yez o barzonegou ; ken diaes eo da drei en eur yez all ha yez ar varzonerien veur c’hresian.
En Iwerzon, gant an divinourien pe file en em gave eno, e voe harzet ouz ar varzed da sevel ken uhel-se. Eun dister a rimer ne voe ken ar barz a ra al lezennou fae a-walc’h anezañ : « Ar barz », emezo, « n’en deus ezomm ebet da c’houzout tra ; trawalc’h eo d’ezañ e skiant-natur. » Er Grenn-amzer bairtne « kan barz » eo, en iwerzoneg, ano ar c’hanaouennou meuleudi savet d’ar roueed.
Dottin, Manuel, pp. 218-95 ; La religion des Gaulois, 1898 (tennet eus ar Rev. de l’hist. des Religions) ; Jullian, Hist. de la Gaule, 1. 356-60 ; II, 84-181 ; h. a. ; Renel, Les religions de la Gaule avant le Christianisme, 1906 (burutellet gant d’Arbois de Jubainville, Revue celtique, 1907, p. 214) ; A. Bertrand, La religion des Gaulois, les druides et le druidisme, 1897 (burutellet gant Dottin, 1898) ; d’Arbois de Jubainville, Le cycle mythologique irlandais et la mythologie celtique, 1884 ; Gaidoz, La religion des Gaulois et le gui du chêne, 1880 (diwar ar Rev. arch. ; mouladur distag) ; Le dieu gaulois du soleil et le symbolisme de la roue, 1886 (id.) ; Déchelette, Le bélier consacré aux divinités domestiques sur les chenets gaulois, 1898 (id.) ; Le culte du soleil en Europe aux temps préhistoriques, 1910 (id.) ; S. Reinac’h, Bronzes figurés de la Gaule romaine, pp. 137-200, Paris, 1894 ; Epona, la déesse gauloise des chevaux, 1895 (diwar Rev. arch.) ; Encore Epona, 1898 (id.) ; Zagreus, le serpent cornu, 1899 (id.) ; Orpheus, trede mouladur, pp. 162-83 ; Cultes, Mythes et Religions, 6 levrenn, passim ; A. Nutt, The Happy Othervorld in the mythico-romantic literature of the Irish ; The Celtic Doctrine of Re-birth, an Essay in two sections, 2 levrenn, London, 1895, 1897 ; The Legend of the Holy Grail, 1902 ; G. Poisson, L’origine celtique de la légende du Grail, Clermont-Ferrand, 1920 (diwar Rev. d’Auvergne) ; J. Rhys, Lectures on the Origin and Growth of Religion as illustrated by Celtic Heathendom, London, 1886 ; J. Loth, Les Mabinogion, eil mouladur, 2 levrenn, 1913 (eleiz a notennou eus an talvoudusa a-zivout marzkredennou ar Vrezoned) ; Leite de Vasconcellos, Religiôes da Lusitania, 4 levrenn, Lisboa, 1904 ; Idées religieuses des Lusitaniens, war Rev. arch. 1922, II ; Henderson, Survival in belief among the Celts, Glasgow, 1911 ; Mac Culloch, The Religion of the Ancient Celts, Edinburgh, 1911 ; Celtic Mythology, Boston, 1918 ; Zwicker, Fontes Historiae Religionis Celticae, Bonn, 1934 ; Sjoestedt, Dieux et Héros des Celtes, 1940. H. a.
Diwar-benn ar skeudennerez : d’Arbois de Jubainville, Les bas-reliefs gallo-romains du musée de Cluny, 1900 (diwar Rev. arch.) ; G. Weller, Le carnassier androphage sur un relief gallo-romain à Arlon, war Rev. arch. 1911, p. 57-63 ; A. J. Reinac’h, Divinités gauloises au serpent, id. 1911, pp. 221-56 ; H. Hubert, Divinités gauloises : Suceltus et Nantosuelta, Epona, 1925 ; G. Poisson, Les monuments du Cavalier à l’Anguipède, Clermont-Ferrand, 1920 ; Lantier, Inventaire des monuments sculptés préchrétiens de la Péninsule ibérique, I, Bourdel, 1918, ha bloaziou da heul ; Espérandieu, Recueil général des bas-reliefs, statues et bustes de la Gaule, 9 levrenn, 1907-1920 ; Paol Sarasin, Ueber Swastika und Triquetrum als Symbol des Sonnenkultes, Basel, 1921 (mouladur distag ; diwar Verhandlungen der naturforsch. Gesellschaft in Basel, XXXII) ; Jullian, Moules gallo-romains de la Guerche (doueez c’halianek askellek : Viktoria ? Bellona ?), war Rev. des Et. anc. 1911, pp. 337-8. H. a.
A-zivout al liderez : Toutain, Les cultes païens dans l’Empire romain, meur a levrenn, 1907-1920 ; Vendryes, Mots relatifs à la religion communs aux langues italo-celtiques (latin, osco-ombrien ; gaulois, brittonique, irlandais) et aux langues indo-iraniennes (sanscrit, vieux-perse et avestique, scythique), war Mém. de la Soc. de Linguistique, XX, 1918, pp. 265-85 ; Piganiol, Recherches sur les jeux romains, Strasvourc’h, 1923 (ar c’houec’hvet pennad-studi diwar-benn Les trinci gaulois : c’hoariou an drinked e Galia a vije bet eun aspadenn eus al lidlazerez keltiek dre zibenna) ; H. Hubert, Le culte des héros et ses conditions sociales, 1925 ; Czarnowski, Saint Patrice et le culte des héros en Irlande, 1919 ; Rostovtzeff, Augustus (University of Wisconsin Studies in Language and Literature, niv. 15 ; renta-kont gant S. Reinac’h, war Rev. arch. 1922, II, p. 354). H. a.
Hervez kredennou Hen-amzeriz, e c’hellle an ene ermaeziet eus ar c’horf gwiska meur a stumm : loen (balafenn, evn, h. a.), bann-goulou, h. a. Kenveria ar bann-goulou a darze eus tal ar c’hadour meur iwerzoniat Setantios pa groge ennan e gaouad kounnar vrezelel (« loar ar c’hadour-meur » a veze graet eus ar bann-goulou-se). Hervez eur gredenn etrevrôadel e veze degaset an eneou war an Douar gant bannou an heol, ha ganto eo ez aent kuit eus ar Bed-man. An ene dieubet diouz e gorf a zo gantan stumm eur bann-heol, hervez Ploutarc’hos, De facie in orbe lunae. Henvel gredenn e-touez brahmaned an Indez, Rev. des Et. grecques, 1890, pp. 163-4. Ken etrevrôadel-all eo bet ar gredenn el lieseneegez : hervez paganed Skandinavia er Grenn-amzer, an den dister hepken a zo uneneek (ein-hamr) ; an den-meur, an den-dreist a zo lieseneek (eigi einhamr). Henvel gredenn gant ar Vantoued-vreman, L’Anthropol. 1929, p. 434. Ouz anate, en ano-den Anatemaros (enez-Vreiz) meneget en notenn 28, kenveria ar c’hembraeg enaid « ene ». Kenveria ivez, evit ar wrizienn-c’her, ar ger ano.
Diwar-benn an nevedou : Jullian, Chronique gallo-romaine, Notes gallo-romaines, passim, war Rev. des Et. anc. Penna tezenn Jullian, e oa da genta an nevedou, neket hepken kreizennou-azeulerez, hogen ivez kreizennou-labour (labour-douar, labour-metalou hag ijinerezou-all, kenwerzerez), a zo harpet gant imbourc’hiou Autran diwar-benn hena-sevenaduriou ar mor Kreiz-douarek [108]. Bernhard Laum, Heiliges Geld, Tubingen, 1924 (andoniou sakr ar moneiz ; renta-kont gant S. Reinac’h, war Rev. arch. 1925, I, p. 189). H. a.
A-zivout ar veleien : d’Arbois de Jubainville, Introduction à l’étude de la littérature celtique, 1883 ; Les druides et les dieux gaulois à forme d’animaux, 1906 ; S. Reinac’h, Un témoignage indirect et inapercu sur le druidisme, war Rev. archéol. 1922, I, pp. 302-18. H. a.
Kenveriadurez : Dumézil, Flamen-Brahman, 1935 ; La préhistoire des Flamines majeurs, war Rev. de l’Hist. des Religions, 1938 ; Mythes et dieux des Germains, essai d’interprétation comparative, 1939 ; Magnus Olsen, Le prêtre-magicien et le dieu-magicien dans la Norvège ancienne, war Rev. de l’hist. des Religions, 1935 ; Hocart, Kings and Councellors, Kaero, 1936 ; Méautis, Recherches sur le Pythagorisme, Neuchâtel, 1922. H. a. H. a.
Pennadou-skrid eus an talvoudusa war Rev. archéol., Rev. des Et. anc., Rev. de l’hist. des Religions, Mélusine, Rev. celtique, Pro Alesia, Celtic Review, h. a. [109].
- « Douja an doueed, tremen hep ober droug ebet, beza kadarn. »
(Reolenn-stur an drouized.)
Ar skiantou, evel m’o desker hizio en hor skoliou, a zo bet, evit an darnvuia, ijinet en Amzer-vremañ : n’oa ket anezo e-touez ar Gelted-koz. Anaoudegeziou pervez a-walc’h o deus bet, koulskoude, war eun niver a draou a bouez evito. Eveziadennou talvoudek-bras, ma vije bet gallet, gant an amzer, sevel diwarno ar Ouiziegez, a oa bet dastumet war veur a boent gant o drouized, o divinourien, o micherourien, o labourerien-douar. Nebeut a zisklêriadur hon eus war an anaoudegeziou-se eus ar Gelted koz : eus kelennadurez drouized Galia n’ouzomp nemet ar pez a zo bet dizolôet d’eomp gant ar skrivagnerien c’hresian ha latin, nebeut a dra, e gwirionez, o veza m’o deus krennet en daouzek pe bemzek linennad skritur danvez eur gelennadurez dre c’hénou, a oa anezi gwerzennou dre gant ha kant, hag a helle padout ugent vloaz.
Gant-se, e rankomp koueza peurliesa da varn gouiziegez ar Gelted koz diwar ar frouez anezi, da lavarout eo, da skouer, dre oberiaduriou o ijinerez pe dre ar stuziou a heulient e gounidegez an douar.
Komzet hon eus, en diweza pennad, eus an diou fals-skiant-se, an divinouriez hag an hudouriez (ar breou), a selled neuze evel gwir skiantou, ar re bouezusa-holl, ’zo kaeroc’h. N’hon eus ket, eta, da zistrei war se amañ.
Doueoniez ha bedoniez. — Diwar-benn natur ha galloud an doueed e vage drouized Galia menoziou diouto o-unan. Kelenn a raent o doa ar Gelted an Ankou da dad kenta hag e tlee ar bed mervel, eun deiz pe zeiz, dre an dour hag an tan. An hevelep kredenn a gaved gant ar C’hermaned. Hag, evelato, hervez kelennadurez an drouized, e oa ar bed, divarvel evel an eneou. An dismantr-se eus ar bed a dlee, eta, dont d’e heul eun dasorc’hidigez, evel m’edo ar gredenn ivez gant ar C’hermaned koz [110].
Danevellouriez. — Kelenn a raent e oa eun darn eus tud Galia o veva enni a-rumm-da-rumm dreist da goun mab-den [111], hag e oa deut an darn all eus an enezennou pella hag eus ar broiou en tu-hont d’ar Rênos, m’oant bet argaset diouto gant brezeliou diniver ha gant ar mor o c’hounit war o douarou [112].
Douaronïez ha steredoniez. — An drouized a oa ganto eur gelennadurez d’ezo o-unan diwar-benn ment ha stumm an douar hag ar bed, ha diwar-benn ar stered hag ar c’heflusk anezo. Ar studi diweza-mañ a oa talvoudek da sevel an deiziadur. Reizet e oa hemañ diouz red al loar. Ar bloavez gant ar Gelted a oa anezañ eur bloavez loar, ennañ daouzek miz a nao war-nugent noz hanter, peurreizet, a vareadou resis-mat, gant eun « adviz », d’ober klota kenetrezo ar bloavez-loar, ennañ 354 pe 355 noz hag ar bloavez-heol, ennañ 365 pe 366 deiz.
Ar Gelted o doa rannet ar badelez e mareveziou. Bez’ e oa ganto eur marevez bihan a zaou vloaz hanter, eur marevez pemp bloaz, eur marevez bras tregont vloaz. En enez-Vreiz hag en Iwerzon e raed ivez gant eur marevez tri bloaz ha gant unan seiz vloaz.
Niveroniez. — Sevel an deiziadur, keita ar bloaveziou ha ranna an amzer n’heller ket da ober hep anaout tra pe dra eus an niveroniez. Gouzout a reomp, a-hend-all, ne gile ket ar Gelted rag an niverennou bras ha na skuizent ket gant an hira hag an diaesa jedi. E 59 kent H. S., pennou an Helveted o doa graet enskriva, e lizerennou gresian, war daolennouigou, anoiou an dud gouest da embreger an armou hag, a-ziavaez d’ezo, re ar vugale hag ar gozidi. Ar vrezelourien a save da 92.000 an niver anezo ; ar gozidi, ar merc’hed hag ar vugale a oa anezo 276.000, kement-se holl a-bez oc’h ober 368.000 a dud. Aes d’eoc’h meiza pebez taol-labour e voe lakaat dre skrid war daolennou prenn eun hevelep roll anoiou ha kendaspugn kemend-all a niverennou.
N’ouzomp netra eus an anaoudegeziou a helle ar Gelted da gaout war ar ventoniez, nemet, pa ouient muzulia ha ranna an douarou ha menti ar gorread anezo, ez eo d’eomp kredi ec’h anavezent, da vihana, ar peadra a ventoniez a vez diazezet warnañ ar muzulia-douarou. An daou vuzul-gorread penna, a rae ganto Kelted Galia, kandeton ar maeziou hag an arepennis, karrezennou reiz savet, ar genta war gant, an eil war bevar-ugent ilinad (ilinadou a 44 santimetr, pe dost), ar penna muzul hed-hent, al leuga, d’ezi 5.000 ilinad, da lavarout eo hanter-kant gwech hed-tu kandeton ar maeziou, kement-se holl a ziskouez o doa Kelted ar vro-se muzuliou reiz o klota striz kenetrezo.
A-hend-all, evit sevel mellou tiez prenn kelc’hiek, d’ezo betek daou-ugent metr treuz hag, er frammadur anezo, treustou bras-meurbet derv pe fao, 17 metrad hed war 0,45 treuz [113], anat d’eoc’h e oa ret d’ar gilvizien ha d’ar saverien-diez keltiat gouzout eun dra bennak eus skiant an Nerz hag ar C’hempouez.
An dourennoniez el labour-douar hag er micheriou. — N’ouzomp ket resis penaos e rae ar Gelted gant an dourennoniez el labour-douar hag er micheriou, nemet anat eo e raent ganti alies-alies hag e meur a stumm, o veza ma ouient temza mat-tre an douarou, tenna ar metalou penna hag o c’hemmeska, oberia ar gwer hag ar pri-gwer, oberia soavon, tenna eus louzaouennou livaduriou hag intra, dre droiou-micher, ar re-mañ war wiadennou. Eveziet ez eus gant gwirionez [114] na vez gounezet kemend-all a c’halloudeziou nemet diwar daoliou-arnodi diniver, ret da genta o ijina, ha, da c’houde, o adskei hag o zrei e meur a hent dibaouez.
Al louzawouriez. — Bez’ e voe, e-touez ar Gelted, eun niver louzawourien, a boanie gant kendalc’h ha skiant. E-keit ha ma tenne ar gwez sellou ar gilvizien, ar garrerien, ar saverien listri-mor, ar rousinaerien hag ar c’hlaouaerien, e klaske piz ar wiaderien ar plantennou a helle rei livadur, hag e verke ar yac’haerien a bep doare, a founne er bed keltiek, beleien, hudourien ha mezeged, nerz ha galloud ar frouez hag eur maread louzou prad ha koadou. Anoiou keltiek a louzaouennou, meneget a zegou [115] gant ar skrivagnerien c’hresian ha roman, evel Pedanios Dioskoridês (kenta kantved goude H. S.), Plinius (kenta kantved), Marcellus Empiricus (IVet kantved), a desteni n’oa ket al louzawouriez dister-dra gant ar Gelted. Ret lavarout, ouspenn, ez eus e latin meur a ano louzeier tennet eus ar c’heltieg, evel : berula « beler », betula « bezo », vernus « gwern », larix « melwez », menta « bent », gigarus « louzaouenn an naer » [116].
Al loenoniez. — Ar Gelted a vage, dre galz, chas, kezeg, ejened, deñved ha moc’h, hag, er magerez-se, e tiskouezent, anat a-walc’h, skiant hag ampartiz, kement ha ma ’z eo reiz gortoz digant tud savet en o fazennad sevenadur. Oc’h ober dre baraduriou e klaskent gwellaat ar gouennou loened-ti ha sevel gouennou nevez : para a raent evel-se ar gouennou kezeg gant an azen hag ar c’hi gant ar bleiz. Ouspenn-se, chaseourien douet a oa anezo, o spia eveziek buhezegez ha boaziou al loened gouez : loened pevarzroadek, evned ha pesked. Kement ha ma c’hellomp merzout, e vije diwanet ker stank, er geriadur keltiek, an anoiou loened hag an anoiou louzeier. Ar gouennou loened niverus o pobla doureier, aer ha koadou Keltia a oa ganto peb a ano hag ez oa eun ano disheñvel da gement rummad diforc’het e-barz eur ouenn : brannos, krovos, lougos, vesakos, da skouer, e oa, heñvel eo, anoiou pevar doare brini. Evit loened a zo e oa an ano diouz oad ha reiz al loen, ha, pa veze eun aneval doñv an hini ’oa, diouz an implij anezañ : marka e oa ano ar marc’h-emgann ha vorêdos hini an doare marc’h a staged ouz ar c’harr skañv peder rod anvet réda. Amprestet o deus ar Romaned digant ar Gelted meur a ano loened : alauda « alc’houeder », tinka « trañch », ankorakos « par an eog », bebros « avank » [117], vertragos « levran », alkis « karo-meur », uros « ejen gouez » [118].
A-hend-all, ergerziou ar Gelted evel gobr-soudarded en hanternoz Afrika hag e mervent Azia a reas d’ezo anaout eun niver loened eus ar broiou-se, evel an olifant, ar c’hañval, al leon, ar struskañval hag ar marmouz. Abana e oa ano ar marmouz e keltieg koz hag e tremenas ar ger-se eus ar c’heltieg er germaneg (apan) [119]. N’ouzomp ket petore ano a reas ar Gelted eus an olifant hag eus ar c’hañval ; anvet eo ar c’henta cawrfil « ramsvil, ramsloen » gant Kembreiz hag an eil e oa cauurvarch « ramsvarc’h » e ano e kerneveg. *Kavaromulo ha *kavaromarkos e vije bet stumm hen-geltiek an daou ano-se [120].
Ar vezegiez. — Ar mezeg a veze graet anezañ *lêgis e keltieg Iwerzon. Tremenet eo ar ger-se, war a greder, eus ar c’heltieg d’ar germaneg (goteg lekeis) hag eus ar germaneg d’ar slaveg (leku « louzou », lekari « mezeg »).
Meurbet e veze pleustret war ar vezegiez gant ar Gelted koz. En o zouez, anat a-walc’h, evel e-touez an darnvuia eus poblou all an Henamzer, e oa anezi impli louzaouennou, traezou enep-hud, oberiou ha lavariou achantouriez, hep gwir dalvoudegez ebet : an hanter eus al louzaouennou roet gant ar yac’haer keltiat d’e glañvourien n’o doa ken nerz nemet en o faltazi ; an eil hanter anezo, avat, a helle ober vad, diboania, yac’haat a-wechou zoken. Ouspenn-se, da gredi eo e oa deut an divinourien hag an drouized, boazet ma ’z oant d’an aberzou, da anaout madik a-walc’h diabarz korf an den hag an anevaled.
E-touez Kelted Galia, e talc’has ar vezegiez da veza enoret-tre goude donedigez ar Romaned. Anat eo d’eomp, dre an enskrivaduriou, e founne enni ar vezeged, hag ar mezegezed. Ar mezeg gresian brudet Claudius Galenus (eilvet kantved goude H. S.) a zo ano gantañ en e skridou eus eur C’helt, anvet Abaskantos, a rae mezegiez e Lugudunon. Eun darn vras eus ar vezeged-se a heulie kelennadurez ha reolennou mezegiez ar C’hresianed degaset gant ar Romaned. Nemet, diouz he zu, mezegiez koz ar Gelted, gant he louzaouennou hag he strobinellou, a zalc’has da veva, dreist-holl e-touez ar bobl vunut. Er IVet kantved goude H. S., Marcellus Empiricus eus Bourdel, en e skrid De medicamentis, en deus lakaet, e-mesk kelennou tennet eus levriou ar C’hresianed, arridennadou komzou hud, enno nerz kuz e leiz, — gouez d’ezañ, — hag a zo bet savet, anat, e yez keltiek.
Eur meneg a ziforc’h a dleomp da ober eus mezeged an daoulagad (e latin medici ocularii, medici ophtalmici) [121], a heñvel beza bet stank e Galia hag en enez-Vreiz dindan aotrouniez ar Romaned. An dud ouiziek-se a oa anezo, war eun dro, mezeged hag apotikerien. Int eo a aoze al louzou a erbedent. Kavet ez eus eun niver siellou maen ma raent ganto da verka an traetou diboania a werzent d’o c’hlañvourien, ha da rei da anaout o anoiou ha doare al louzou. Unan eus ar siellou-se, kavet e Breiz-Veur war lec’hiadur Magna, a zo engravet war ar pevar zalbennig anezi ano ar mezeg-apotiker Titus Vindacius Ariovistus [122], ouz e heul, bep gwech, ano eul louzou anavezet ouz an droug daoulagad : aniketon, nardinum, khloron (diverket e oa ano ar pevare louzou) [123].
Petra e teuas da veza war an Douar-bras gouiziegez ar Gelted. — Evit kloza, e c’hellomp lavarout e oa anaoudegeziou ar Gelted kentoc’h teskadou eveziadennou piz eget skiantou gwirion : doareennou-natur a anavezent e-leiz ; n’anavezent ket, avat, al lezennou-meur a ren anezo. Gallout a reer gant kalz a wirionez, lakaat e kemm stad o gouiziegez, er c’henta kantved kent H. S., gant hini ar C’hresianed etre an Xet hag ar Vet kantved kent H. S. Hogen ar ouiziegez-se eus ar C’hresianed, daoust n’oa anezi nemet pennadou distag ha diglok, he deus ganet istoriou brudet Herodotos (Vet kantved) ha levriou ker brudet-all Aristotelès war ar plantennou, al loened, ar vezegiez, an naturouriez hag ar steredoniez (IVet kantved). Kemend-all a hallje c’hoarvezout gant Kelted an Douar-bras panevet ma teuas alouberez ar Romaned da vouga kelennadurez an drouized ha da sevel skoliou latin en Augustodunon (Autun), Trevires (Trèves), Burdigala (Bourdel), o lakaat dre se al latin e lec’h ar c’heltieg da yez ar ouiziegez. Ne voe ket, evit se, ar ouiziegez keltiek lazet trumm hag en holl d’an holl. Meur a hini eus ar c’havadennou brudeta, lakaet war ar vicherourien geltiat gant skrivagnerien ar C’hreisteiz, a zo bet graet, kredabl, end-eeun war-lerc’h an alouberez roman, etre ar bloaz 50 kent hag ar bloaz 100 goude H. S. Ouspenn-se, eun tamm pe damm eus kelennadurez an drouized a zo bet savetaet, ken gant ar skrivagnerien c’hresian pe roman, ken gant ar Gelted en em lakaas da skriva levriou e latin. Ar brudeta anezo eo Trogos (50 kent H. S. — 10 goude ?), anavezetoc’h dre e ano latinaet Cn. Pompeius Trogus [124]. Danevellour ha naturour e oa war eun dro. Eur skrid a eure War ar Plantennou hag unan-all War al Loened, hag e, savas, ouspenn, eun istor-meur eus ar Bed e 44 levr, ennañ kalz a draou pouezus diwar-benn ar Gelted, a anavezomp dre an diverradur a reas anezañ Justinus en IIet kantved goude H. S.
Ar ouiziegez gant Kelted Iwerzon. — Da heul an diskleriaduriou diwar-benn gouiziegez Kelted an Douar-bras, deut d’imp a-berz henskrivagnerien ar C’hreisteiz, ne vo ket didalvoud staga ar peadra eus kelennadurez Iwerzoniz ar Grenn-amzer, a hellfe sur pe suroc’h sevel d’ar marevez pagan [125].
a) Doueoniez ha bedoniez. — Iwerzoniz, da vihana ar re anezo a denne da bendiegeziou ar vro, a lavare diskenn eus Mile [126], mab Bile. Hogen Bile, *Belos en hen-geltieg, a heñvel beza eun ano diwar ar wrizienn bel « mervel » [127]. Dereet en dije war ar poent-se kelennadurez Iwerzoniz ouz hini ar C’halianed a dremene ar Gelted, evel ez eus bet lavaret uheloc’h, da vibien doue ar Maro.
E kredenn Iwerzon e tle diwez ar bed dont en e raok gwall-reuziou ha skoueriou a vuhez fall seurt biskoaz. Goude an emgann bras savet e Mag-Tured etre an daou rummad doueou, doueez ar brezel Bodb (*Bodua), lezanvet Morrigu « ar rouanez-veur », a ya war benruniou Iwerzon, e glann ar gwaziou-dour, en aber ar stêriou, e bodadennou an Deuzed, da embann trec’h an doueou madoberus war ar Fomoreed du. O tiougana an amzer da zont, e tezrevel evel-hen diwar-benn diwez ar bed :
« Eur bed a welin n’am laouenao ket nemeur, — An hañv divleuñv, ar saout dilaez, — Ar gwez difrouez, — Ar mor dibesk. — Ar gozidi a zeuio ganto barnedigeziou diwirion, — Ar varnerien a raio diouz fals-sturiou, — Peb brezelour a vezo trubard, — Peb den a vezo laer, — Ar mab a savo e gwele e dad, — An tad a savo e gwele e vab, — Pep-hini a vezo breur-kaer d’e vreur. — Gwasat amzer ! — Ar mab a douello e dad, — Ar vamm a vezo touellet gant he merc’h. »
Evel-se ivez, e-touez ar Skandinaved, maro ar bed hag an doueou a zeu en e raok eur mareveziad torfedou hag euz. Ar « vala » (diouganerez) a sell e doun an Amzer-da-zont hag
« E wel eno o torimellat, — Er stêriou teo, — Tud du, muntrerien, — Ha fals-touërien, — Ha gwall-lorberien — Gwragez ar re-all. »
Dont a ra war ar bed goañvou hir, erc’hus, kriz, arneou, barradou-amzer, korventennou, eun heol a skuilh dre-holl anken e-lec’h levenez. An hudurniez, ar brezel, an dizunvaniez en em astenn war an holl zouar :
« Ar vreudeur a vuntr o breudeur ; — Bugale c’hoarezed — A skuilh gwad an eil egile. — Emañ ar c’hrizder-kalon o ren dre ar bed ; — An hudurniez eo ar rouanez. — Oadvez ar c’hleze eo hag ar vouc’hal ; — Frailhet eo ar skouedou dre an hanter ; — Oadvez ar wall-amzer hag al laz eo, — Ken na varvo ar bed, — Ha n’en em esperno ken an dud, — Didruez an eil ouz egile. »
Beza a-walc’h, p’en em zere ker klok, er c’heñver-se, kelennadurez Iwerzon ha hini ar Skandinaved, e vije bet ar seurt kredenn tra voutin etre ar Gelted hag ar C’hermaned a-ziwar an Hen-amzer [128].
b) Danevellouriez. — Poblet e vije bet Iwerzon gant meur a ouenn argadourien, doueou ha tud varvel, degouezet koulz ha koulz all, darn anezo eus ar Spagn pe eus ar C’huz-heol (eus an douar lakaet gant ar mojennou d’an anaon ha d’an doueed), ar re-all eus ar C’hreisteiz, ar Sav-heol pe an Hanternoz.
Kosa argadenn e voe hini ar Fomoreed [129]. Doueou e oant hervez eun danevell a zo, tud, gouez d’eun danevell-all, anezo laeron-vor griz, gwir ziaoulien o dremmou tud. Erevent, euzadennou a oa ivez en o zouez : tud penn-gavr ha tud hep penn (evel tud dibennet e vez alies skeudennet ar re varo en hen-lennegez keltiek ha doueed ar maro e broiou-all, en Indez da skouer), tud glas o c’hen ha tud ruz o hini (kenveria henvoaz Albioniz — hag an Agathursed war an Douar-bras — d’en em liva penn-kil-ha-troad gant liou glas ar glaston « pastez-liva » hag ar c’hiz koz etrevrôadel da liva e ruz ar c’horfou maro), tud unlagadek, untroadek hag unvrec’hek (kement-se o tegas da goun an dro-gorf a hud anavezet mat dre hen-zanevellou Iwerzon : en em zerc’hel war eun troad, gant eur vrec’h hepken a-zispak hag eul lagad serret). Mentet-ramzel e oant hag e vevent diwar hemolc’h ha pesketerez. Douara a rejont en Iwerzon gant c’houec’h lestr, peb a hanter-kant paotr hag a hanter-kant plac’h warnezo.
An eil argadenn e voe hini Cessair, merc’h Bith « Bepred », a zeuas gant tri lestr. Daou anezo a benseas hag e voe beuzet kement a oa en o bourz. Treizerien an trede lestr hepken a ziskennas salo d’an douar e korn gevret Iwerzon ; Cessair eo a oa ha ganti he zad, daou baotr all, hag hanter-kant maouez yaouank [130]. Cessair an hini a stagas da zifraosta Iwerzon.
An drede argadenn e voe hini Partholon, mab Baath « ar mor », a zeuas gant dek kant a geneiled ken paotred ken merc’hed, da zouara e korn mervent Iwerzon, a faezas ar Fomoreed hag a gendalc’has da zifraosta kompezennou an enezenn. Eus ar Spagn e teue Partholon goude laza e dad, Bel e ano, a oa roue war ar vro-se.
Ar bevare argadenn e voe hini Nemed (*Nemetos) hag e vibien a dizas Iwerzon goude merdei e-pad eur bloavez hanter. Eus bro-Spagn e teuent, evel Partholon. Trec’het e voe ar Fomoreed e pevar emgann gant Nemed, hogen mervel a renkas, dambrest goude, gant eur c’hleñved-red a sammas, a-unan gantañ, 2.000 eus e dud. Kollet ganto o fenrener, e kouezas pobl Nemed dindan yeo ar Fomoreed hag a voe mac’homet euzus. Rediet e veze d’ezo rei d’ar Fomoreed an diou drederenn eus ar vugale ganet gant o gwragez, an diou drederenn eus ar bloaveziad ed ha laez diwar o farkou hag o saout.
Ar bempvet argadenn e voe hini teir foblad anvet « gwazed Bolg » Fir-Bolg, « gwazed Domna » Fir-Domnann, ha « Galianed » Galiain. An teir foblad-se a zegouezas en Iwerzon digevret, war bep a strollad listri, gwazed Bolg da genta, re Zomna da c’houde hag ar C’halianed da ziweza. Ranna a rejont etrezo Iwerzon : tud Domna a zalc’has teir eus pemp kevrennad an enezenn, tud Bolg o devoe Bro-Ulad hag ar C’halianed al Leinster [131].
Ar c’houec’hvet argadenn e voe hini « tud doue Dana » Tuatha De Danann. Dont a rejont eus an neñv e-touez eul latarenn, gouez d’an doare-danevell a ra anezo doueou. Hervez an hini a ra anezo tud varvel, « e vijent deut dre vagou eus an inizi en Hanternoz ar bed, m’o doa desket enno ar skiantou hag ar breou, an drouiziez, an hudouriez hag ar gwidreou. Kement-se eo o lakeas trec’h d’ar poblou all. » Degas a rejont ganto pevar zra hag a rae marz : eur maen, eur goaf, eur c’hleze hag eur gaoter. Ar maen, a voe lakaet e Temair (Tara) a save dioutañ eur garm a hud dindan pep roue reiz o tont da ren war Iwerzon. Ar goaf a dalveze an trec’h da neb e zalc’he en e zourn. Den n’halle tec’hout diouz ar c’hleze kerkent ha m’edo dic’houinet. Kement hini a zebre eus ar gaoter a guitae ha gantañ anaoudegez-vat.
Kenta a rejont, goude douara en Iwerzon, e voe pulluc’ha o listri, da beurvouga en o c’halon pep mennad a zistro. Eur bras a emgann a renjont e kompezenn Mag-Tured ouz ar Fomoreed hag an teir foblad kevredet, Fir-Bolg, Fir-Domnann, Galiain. O faeza a rejont ha perc’henna Iwerzon.
O rener en o stourm ouz ar Fomoreed e oa Lug ( = *Lugus, tro-c’henidik *Lugôs) mab Cian (= *Kênos « Pell »), an doue e vil vicher ha mestr-touet war bephini anezo, a beb eil ha war eun dro marc’heg (*Markakos), karrvlenier (*Karbantarios, Essedarios) soudard (Kinges, Gaisatios), saver-krenvlec’hiou (*Ratarios), merdead (Moritex), mezeg (*Legis), hudour (Toutakos ), gov (*Gobans), aremour (*Kerdastos), h. a. [132].
Ar seizvet argadenn a voe hini mibien Mile, anvet ivez Goedeli « Gouezeled » [133]. Eus ar Spagn e tegouezjont [134] hag e kemerjont an enezenn digant tud Dana o virout an hanternoz, ar c’hornog hag ar mervent. Lezet e voe al Leinster gant an henvroiz ha roet d’ezo da roue eun « den a Zomna » Fer-Domnann.
An eizvet argadenn a voe kaset da benn gant eur meuriad Breiziz a rae Iwerzoniz anezo « tud Fidga », Fir-Fidga, Tuath Fidga. Kalz a zroug a rejont da Vileziz gant o armou kontammet.
Neuze eo e c’hoarvezas an navet argadenn, hini ar Bikted [135], a zouaras e korn kreisteiz Iwerzon. En em gevredi a reas Mileziz ganto hag a drugarez d’o skoazel, e voent trec’h da dud Fidga. Rei a rejont neuze intañvezed ar vrezelourien a ouenn « Mile » a oa marvet war vor da briedou d’ar Bikted, ha redia ar re-mañ, goude-se, da gas o annez da enez-Vreiz.
Gwall-ziaes eo ober en danevellou koz-se perz ar vojenn ha hini an istor. Setu amañ, hervez eun lien-skrid, penaos e vije bet neuziet ha speredet ar re benna eus alouberien goz Iwerzon :
« Kement a zo gwenn o c’hroc’hen, gell o bleo, her, leun a enor, dizaon, tud d’ober berz, brokus da zarnaoui douarou, danvez, bizeier, ha na grenont ket rak ar c’hrogad nag an emgann, ar re-se a zo diwar vibien Mile en Iwerzon.
« Kement-hini a zo melen o bleo, droukrañsus, mentet-uhel hag holl-breizer ; kement-hini a gar ar sonerez, ar vistri war sonerez hag an dihuedou, a ziskouez beza akuit e skiantou an drouized hag an hudourien, ar re-se a zo a-ouenn gant tud doue Dana en Iwerzon.
« Kement-hini a zo du o bleo, teodek, yud, gaouiat, safarer, hag a denn dispriz ; kement den ezommek, loudour, kantread, berr-boell, garo ha fall da zigemer ostiz ; pep sklav, pep laer displed, pep koueriad ; kement ha na garont ket ar sonerez hag an diduell, trubuilherien pep kuzuliadeg ha pep bodadenn, aozerien an dispac’h e-mesk ar bobl, ar re-se eo diskennidi ar « Fir-Bolg, Galiain, Liogairne, Fir-Domnann » en Iwerzon. Hogen mibien ar « Fir-Bolg » eo an niverusa en o zouez » [136].
Diwar-benn buhezegez ar Gelted, arabad en em lezel da veza touellet gant boaz an aberzou tud, pe eur boaz pe voaz all heuliet er brezel, evel lazerez ar brizonidi. En Henamzer, e-touez an holl boblou pagan, e voe eeunet an azeulerez hag ar brezel diouz gourc’hemennou kriz ha didruez, na gaved ster ebet anezo peurliesa er vuhez pemdez.
A-hend-all, n’eus ket tre da sellout ouz ar varn c’haro douget gant eun niver skrivagnerien italian ha gresian diwar-benn an holl Gelted gwitibunan. Ne varn mab-den ez wirion nemet an neb a gar. Hogen an darnvuia eus skrivagnerien ar C’hreisteiz o deus komzet eus ar Gelted evel enebourien, hag, e pep mare, en Hen-amzer, moarvat, muioc’h c’hoaz eget bremañ, e lec’h beza harpet war ar wirionez, barn ar poblou war o c’hevezerien a voe douget, anat d’an holl, diwar gasoni, dizanaoudegez, pe gredenn-dreuz.
Ret eo evezia tri zra ouspenn :
1) ar Gelted a voe barnet kalz gwelloc’h gant Gresianed ha Romaned, evel Poseidonios ha Kaesar, a weladennas anezo en o bro hag o devoe darempredou outo estreget war dachenn an emgann ;
2) meulet e vezont alies a-hiniennou gant ar skrivagnerien italian ha gresian-se end-eeun a varn ar garva anezo evel pobl. Meulet e vez ganto o c’hadarnded hag o herder, o madelez hag o eeunder, o c’hasoni ouz ar gaou hag o c’harantez ouz ar gwir, glanded ha lealded o gwragez [137] ;
3) roet int bet, a zo kaeroc’h, da skouer d’o c’henvroiz gant kelennourien war vuhezegez. Plijout a rae d’ar re-mañ lakaat gwirionded poblou an Hanternoz hag o buhez reiz ha yac’h e kemm gant trubarderez ha hudurniez Kreisteiziz.
Diwar gement-se e c’hellomp dastum ne voe trec’het ar Gelted, evit ar pez a sell ar vuhezegez vat, gant hini ebet eus poblou Europa gwechall, hag e voent zoken, war boentou-zo, trec’h da boblou ar C’hreisteiz, miret ma ’z oant bet gant o doare-beva diouz ar gwall-siou a amprestas ar C’hresianed hag ar Romaned digant sevenaduriou koz ar Sav-heol.
Ar pez a ouzomp eus ar reolennou a vuhez a roe drouized, Galia en o c’helennadurez hag eus buhezegez paganed Iwerzon a denn d’hor startaat c’hoaz er gredenn-se.
Skiant ar vuhezegez gant an drouized. — Skiant ar vuhezegez a rae eur gevrenn a bouez e kelennadurez drouized Galia. Miret eo bet d’eomp gant eur Gresian eus an IIet kantved, goude H. S. unan eus ar reolennou anezo : « Douja an doueed, tremen hep ober droug ebet, beza kadarn », a gemenn, war eun dro, ar feiz, ar gadarnded hag eur vuhez glan ha reiz. Gouzout a reomp ivez, dre skrivagnerien all, o deus dalc’het an drouized karg unvanerien ha peoc’herien e-touez ar Gelted, hag int tud taer ha brezeliat. Brudet e oant evel ar re wiriona eus an dud, hag e fizied enno a-walc’h barnedigez ar breutadegou, dreist-holl ar re a save diwar vuntrerez. Eun dra a c’hoarvezas a-wechou er c’henta kantved kent H. S. : gwelet e voe diou armead keñver-ha-keñver, ganto o c’hlezeier dic’houinet hag o goafiou a-bann, hag an drouized oc’h en em deurel etre an daou vagad hag o tont a-benn da unvani an dud-se war-nes en em daga.
Kuzuliou ar c’hadour Setantios d’e ziskibl Luguadis. — Miret eo bet d’imp ar pennad-mañ da heul gant eur skrid iwerzoniat eus ar Grenn-amzer, nemet pagan rik eo ar gelennadurez anezañ, meneg ebet ennañ nag eus Doue nag eus an Iliz. Ar c’hadour brudet Setantios [138] en dije bevet er c’henta kantved goude H. S. hag e ziskibl Luguadis [139], lezanvet « e gelc’hiou ruz », a vije bet galvet da roue-meur Iwerzon er bloaz 65. Pa voe ar paotr yaouank war-nes kimiadi da vont en e garg nevez, e vestr a gomzas d’ezañ evel-hen :
« N’ez ket da enaoui rendaelou izel ha gouez. Na vez ket feuls, dibarfet, rok. Na vez ket aonik, taer, buanek, dievez. Na vez ket eus ar vezvierien-se a zo aon razo hag a ra freuz… Na lez ket termen galloud al lezenn da gloza war eur gaou. Ra vezo selaouet mouez an eñvoriou beo da c’houzout gant pe hêr e tle digouezout an douar. Ra vezo ar wiraourien rik ha gwirion dirazout ! Ra vezo barnerien da rei ar Gwir d’ar vro !… Ra vezo galvet ar re veo da hêred madou ha rôet en-dro, war o le, ar vuhez da diegeziou ar re varo ! Ra binvidikaio an hêred hervez o gwir reiz ! Ra dec’ho an alouberien, deut a-ziavaez an tiegeziou, o plega da nerz-dreist an douarened reiz ! »
« Na respont gant rogentez. Na gomz ket ez vouzarus. Diwall d’ober da furlukin. Na ra goap ouz den. Na douell ket ar gozidi. N’az pez a wallziskred ouz den. Na c’houlenn netra a ziaes. Na gas diwar da dro goulenner ebet hep respont. Ne rôi, ne zinac’hi, ne bresti mann hep gwir abeg. Degemer gant doujañs kenteliou ar re fur. Az pez koun eus kelennadurez ar re goz. Heuilh al lezennou savet gant ar gourdadou. Na vez ket yen a galon ouz da vignoned. Bez nerzus ouz da enebourien. En em vir diouz an arguzou a noazfe ouz da enor, p’en em gavjes alies gant tud all. Na vez ket eur marvailher diroll. Na vac’hom den. Na zastum tra a gement na vefe ket talvoudus. Ra vo eeunet gant da rebechou an neb a ra dislealded ! Na vezet ket da varnedigeziou saotret gant gwall-froudennou an dud ! Na gemer ket madou an nesa gant aon n’az pefe keuz. Na vez ket eun tabuter, evit mirout da denna droukrañs warnout. Na vez ket diegus, betek gouzout na zeufes da veza dinerz. Diwall da veza mesker ha da goll, dre-se, da vrud-vat. Asanti a rez-te heulia ar c’huzuliou-se, o va mab ? » Luguadis a respontas ;
« Ar c’huzuliou-se a zo mat da heulia holl gwitibunan : An holl her gwelo.
Hini anezo ne vezo dilezet.
Sevenet e vezint mar bez gallet. »
Diorrôadur ar spered. — E Galia, en Iwerzon hag en enez-Vreiz ivez, moarvat, e heñvel kelennadurez ar yaouankiz beza bet fiziet peurliesa en drouized. Kelennadurez an drouized a oa anezi dreist-holl gwerzennou a ranked deski dindan eñvor ; ugent vloaz e c’helle padout evit ar re a venne dont da zrouized. Dre c’henou hepken e veze rôet ; difennet e oa he lakaat dre skrid, daoust ma rae alies drouized Galia, er c’henta kantved kent H. S., implij eus al lizerennou gresian e diellou an dud pe ar roue.
N’ouzomp ket pelec’h e veze rôet kelennadurez an drouized. E kuz e vije, e-kreiz ar c’hoadou pe e doun ar c’heviou, war a ro d’eomp da gredi eur skrivagner latin. Nemet er c’henta kantved goude H. S. e veve ar skrivagner-se, da lavarout eo d’eur mare m’edo ret d’an drouized, en abeg d’al lezennou garo savet outo gant an impalaered, en em guzat pa gelennent. En eur skrid iwerzonek eus ar Grenn-amzer, e welomp an drouiz Cathbu, tost da Emania, kêrbenn an Uladed, hag en-dro d’ezañ kant a ziskibled gredus o teski digantañ gouiziegez an drouized.
Hervez Kaesar (kenta kantved kent H. S.) e veze heuliet kenteliou drouized Galia gant eun niver tud yaouank kaset daveto gant o zud, pe deut anezo o-unan. Uhelidi e oa anezo ; evelato, ne ro tra da gredi o dije an drouized dinac’het o c’henteliou ouz mibien tud a renk izel pinvidik.
Evit ar werin e oa trawalc’h d’ezo, hep mar, ar gelennadurez a veze rôet en tiegeziou pe el labouradegou, ha n’o doa ken diorrôadur spered nemet an hini a helle da rei ar c’hanaouennou pe an danevellou o redek a rumm da rumm dre an holl vro pe e rann pe rann anezi.
Diorrôadur ar c’horf. — Mar doa diorrôadur ar spered, da vihana evit an uhelidi, ker klok ha ker piz ha ma c’halle beza diouz al lec’h hag an amzer, n’oa ket diorrôadur ar c’horf dilezet kennebeut-all. Evesaet piz e veze na zeuje an diegi pe ar vuhez diroll da zistresa korf an dud yaouank. Pennou ar c’hêriadennou a oa en o zi eur gouriz, ma muzulient gantañ, bep a mare, an dud yaouank, hag ar re m’edo an dargreiz anezo teo-dreist, a gleve kroz garo hag a ranke paea eur gopr-dic’haou pounner.
En tu-hont da embregerez an armou, d’ar marc’hegerez, da renerez ar c’harr-brezel, d’ar rederez, d’al lammerez, d’an neuerez, e teske an uheliad hag ar brezeliad dre vicher a bep seurt c’hoariou nerz pe oueskder, e c’hallomp kaout eun damskeud anezo dre ar re a veze boaziet e-touez Iwerzoniz pagan : lamm-brezel an eog, tro ar rod hag ar c’hoari-chase, an taol-nerz war alan, tro an nao den, troiou an evn, ar c’haz, an aval, hag all. Eur pik-lamm sounn e oa lamm an eog, graet gant al lammer a-ziwar e dachou dre nerz e zaou arzell hepken. D’ober tro ar c’hoari-chase e lammed sounn uhel (evel gant lamm an eog), e trôed en-dro da benn an enebour (tro ar rod a oa se), e doare d’en em gavout en eun taol-krenn a-dreñv d’ezañ, gant ar c’hleze noaz war gil e benn. Eun dro-all ouesk hag a nerz, a oa ma krape an den gant fust eur goaf dalc’het sounn ha ma talc’he war e sav, e droad war veg ar goaf.
Bez’ e oa, hep mar ebet, c’hoariou heñvel ouz ar re-se gant Kelted an Douar-bras, hag ivez gant ar C’hermaned, an Illirianed hag an Dhraked.
D’ezo e oa dleourien ar pep gwella eus brezelourien an holl boblou-se eus o nerz hag o skañvder a soueze Kreisteiziz [140]. Ar Gresian Ploutarkhos a gomz eus ment uhel ar Gelted a argadas an Illiri e 182 kent H. S. hag eus an ampartiz dispar a ziskouezent en holl c’hoariou ouesk. An danevellourien roman a zo meneg ganto eus ar roue german Teutoboduos [141] (102 kent H. S.), eur ramz anezañ, e nerz en tu-hont da hini eun den, hag a dremene, en eul lamm, dreist da c’houec’h marc’h kichen-ha-kichen.
En Iwerzon, e-keñver ar skoliou dalc’het gant an drouized, e oa skoliou all dalc’het gant an divinourien pe veletes. Meneg a vez alies eus ar skoliou koz-se a Iwerzon er skridou a sell ouz ar marevez pagan. En IIIet kantved goude H. S. ar roue Korbomaqos maqos Arti [142] a savas e Tara, chomlec’h ar roue-meur, teir skol, unan a vrezelouriez, an eil a zanevellouriez, an deirvet a reiz hag a wiraouriez.
Pleustret-dreist e voe, moarvat, en Iwerzon, war gelenn an istor a c’henou da c’henou, en tri chantved kent hag en tri c’hantved goude donedigez H. S., pa heñvel gouizieien iwerzoniat ar mare-se beza miret a rumm da rumm, hep skoazell ar skritur, koun darvoudou ker koz, da skouer, hag argadenn Galiani [143] (da lavarout eo Kelted Galia) en IIIet kantved kent H. S. Muntret e oa bet eur roue iwerzoniat eus an amzer-se gant ar roue-meur. Mab an hini lazet a dec’has war-du ar Reter : tremen a reas en enez-Vreiz hag ac’hano war an Douar-bras, e-lec’h en em lakaas e dalc’h roue tud Menapia [144]. Hemañ, savet ennañ karantez ouz an divroêt, e gasas en-dro da Iwerzon gant 300 lestr, warno 2.200 Galian, brezelourien o goafiou houarnet ledan. Skoazellet ganto, an divrôet a skôas d’ar maro roue Iwerzon, 30 roue dindanañ, ha 700 a vrezelidi. Brudet e voe ar C’halianed evel gwella kadourien Iwerzon [145]. Diazeza a rejont er c’horn gevred eus an enezenn, el lec’h m’en em gave, en IIet kantved goude H. S., eur gêr anvet Menapia ha meuriad ar Menapii.
Pa voe prezeget an Aviel gant ar veleien gristen ha gounezet Iwerzon d’ar wir feiz, e voe kaset da get kelennadurez an drouized. Gwelet e voe o sevel war he lerc’h skoliou dalc’het gant menec’h ha desket enno ar gresianeg hag al latin. N’emañ ket en hor mennad komz eus ar sked a daolas skoliou kristen Iwerzon eus ar VIet d’ar VIIIet kantved, eus ar brud o devoe dre Europa a-bez, eus engroez ar studierien estren a ziredas d’ezo, eus ar visionerien a gasjont e Breiz Veur ha war an Douar-bras da aviela ar baganed. A-walc’h e vezo d’eomp lavarout e talc’has da veva, keñver-ha-keñver gant skoliou ar venec’h, ar skoliou renet gant ar veletes pe file, eur wech kristenaet ar re-mañ, hag e voe kendalc’het da zeski enno yez, lennegez ha lezennou Iwerzon. Roud ebet ne gaver er skridou koz eus an distera kasoni pe zrougiez etre an daou rummad-se a skoliou. Ken douget ha ken douget e oant holl, menec’h ha liked, evit yez, lennegez ha hengouniou o bro hag en eun tu da rei lusk d’o studia dre-holl, gwella ma c’hellent.
C. Jullian, Hist. de la Gaule, II, pajennou 105-8, 126-7, 157-61, 165-9, 392-9, h. a. ; A. Bertrand, La religion des Gaulois, pp. 55-67, 122-39, 293-6, 375 ; V. Tourneur, Esquisse d’une hist. des Etudes celtiques, pp. 37-46 ; D’Arbois de Jubainville, Intr. à l’étude de la littérature celtique, pp. 367-90 ; L’Epopée celtique en Irlande, pp. 189-91 ; Joyce, A social history of ancient Ireland, I, pp. 396-471, 597-642.
Pennadou-skrid eus an talvouldusa war Rev. celt., Cettic Review, Rev. des Et. anc., h. a.
Diwar-benn ar steredoniez ragistorek : Norman Lockyer, Stonehenge and other British Stone Monuments astronomically considered, eil mouladur, London, 1909 ; L’astronomie préhistorique en Scandinavie, war L’Anthropol. 1921, pp. 178-80 (roc’hengravaduriou-zo eus oadvez an arem a vije skeudennet enno ar stumm-man-stumm a vez gant an oabl steredek da vareou-zo eus ar bloaz) ; R. Merlet, Peut-on calculer à l’aide de l’astronomie la date approximative de certains monumenfs mégalithiques ? war Mémoires de la Société d’Histoire et d’Archéologie de Bretagne, X, 1929 ; A. Baschmakoff, Les alignements de Carnac, war L’Anthr. 1930, pp. 37-75.
Diwar-benn ar bloaz keltiek, ar pennad anvet evel-se, gant J. Loth, war Rev. celt. 1904.
A-zivout ar ster a beurbadelez stag ouz ar ger keltiek bitus « bepred » ha « bed », H. d’Arbois de Jubainville, Noms gaulois, 1891.
Diwar-benn an douaroniez : laket er-maez inizi ar Gwalarn, eo dianav d’eomp an anoiou laket gant ar Gelted d’ar broiou aloubet pe ergerzet ganto. Diarvar an dra-man hepken : Litavis a oa en o yez ano an douar-bras ragenebet d’an inizi. Hennez eo bet ivez hena ster ar c’hembraeg Llydaw (diwar Litavis).
A-zivout istoregez anat darn eus an darvoudou kosa meneget en hen-zanevellou Iwerzon : M. Dobbs, On the historical value of the Irish Annals, war Journal of the Royal Society of Antiquaries of Ireland, 1914 ; Eoin Mac Neill, Phases of Irish History, Dublin, 1919 ; R. D. S. Macalister, Ireland in Pre-Celtic Times, Dublin ha London, 1921 ; Walter Bremer, Ireland’s Place in Prehistoric and Early Historic Europe, trôet diwar an alamaneg e saozneg, Dublin, 1928. Kenveria Squire, The Mythology of the British Islands, London, 1905.
Diwar-benn padelez ar c’hounaennou er poblou di-skritur bewech ma vez en o zouez eur c’hevredad-tud desket a-ratoz evit mirout ar c’hounaennou-se hag o c’has eus an eil remziad d’egile : Fransez Nau, Etude historique sur la transmission de l’Avesta et sur l’époque probable de sa dernière rédaction, 1927, pp. 157-92 (diwar Rev. de l’Hist. des Religions, 1927, pp. 149-99). Hep kevredad-tud ad hoc evit derc’hel an envoriou, ez a buan da get, en eur vrôad-tud di-skritur, koun an darvoudou istorek brasa ha trivliusa : skoueriou a gement-se gant A. van Gennep, La Formation des Légendes, 6et miliad, 1920.
Hec’h-unan-penn en Europa n’eo ket bet kelennadurez drouized ar Gelted. Tartessiz, e bro-Spagn, a oa ganto danevellou ha lezennou, anezo gwerzennou dre vil ha mil, a save ar penn-orin anezo da c’houec’h mil vloaz en tremened, Strabon, III, 1, 6. Derc’hel koun o doa graet eus aloubadennou Aethiopiz en Afrika, I, 2, 26. Brudet e oa bet gant Dion gouizieien ha tud fur ar C’heted, Jornandes, De origine actuque Getarum, III. An Agathursed o doa eul lennegez war gan ha lezennou, anezo gwerzennou dre gant ha kant, Stcherbakivskiy, Zur Agathyrsenfrage, war Eurasia Septentrionalis Antiqua, IX, 1934. H. a.
A-zivout ar ouiziegez dre vras, ar skiantou a ouiziegez hag ar c’havadennou e-doug an Hen-amzer, er broiou er-maez eus dalc’h ar Varbared, lenn F. Sartiaux, Les Civilisations anciennes de l’Asie Mineure, 1928, dreist-holl ar pajennou 67-73, awenus-dreist, diwar-benn ar c’havadennou hag ar spered a imbourc’herez e-pad ar rannoadvez hellenadek (IVet - Ia kantved kent H. S.) ; Abel Rey, La Science dans l’Antiquité, 3 levrenn eus ar rummad « Emdrôerez an Denelez » renet gant Herri Berr ; Per Brunet (eus Akademia etrevrôadel ar Skiantou) hag Aldo Mieli (sekretour hedbuhez en hevelep kevredad-studia), Histoire des Sciences : Antiquité, eur pez levr 1224 p. en-8, gant kant skeudenn, moulet e ti Payot, e Paris.
An amzeroniez a zo bet meret ez dispar gant E. Cavaignac, Chronologie de l’Histoire Mondiale, eil mouladur kresket ha gwellaet, 1934, pp. 7-56, digorskrid : Les Bases de la Chronologie historique.
- Ikkavos Oppianiknos ieuru Brigindoni kantalon « Ikkavos, mab Oppianos, en eus savet da Vrigindo eur *c’han »
- (Enskrivadur keltiek eus « Beaune ».)
Ar yez keltiek a oa anezi eur yez indezeuropek [146] evel an darnvuia eus ar yezou komzet en Europa gwechall-goz, gresianeg, latin, germaneg, slaveg, hag all. Gant-se e oa heñvel a-walc’h ouz ar yezou-se.
War boentou ’zo e oa heñveloc’h ouz ar gresianeg, war boentou all ouz al latin, war re-all c’hoaz ouz ar germaneg. Setu amañ, da skouer, eun dibab geriou heñvel :
Latin vir hippos mannus |
Ar c’heltieg hag ar germaneg a oa heñvel dre ma oant savet o-daou diwar an indezeuropeg ; heñvel e oant c’hoaz a-hend-all dre ma oa bet ar poblou a gomze anezo amezeien dost, a-hed kantvedou, er c’hompezennou bras war ribl Mor Hanternoz hag ar Mor Baltik. En eun tu emaint da rei an hevelep talvoudegez d’eur c’halz a c’heriou a sell ouz an tiegez, ar renerez, ar reiz, ar brezel, an ti, an arrebeuri, an douaroniez. Setu amañ eun nebeut skoueriou :
Eun dra a zigemme ar muia ar c’heltieg diouz ar yezou indezeuropek all hag a rae anezañ eun eilyez diouti hec’h-unan : kollet en doa ar p eus ar vammyez indezeuropek, e penn ar geriou pe en o diabarz etre diou vogalenn, e-lec’h e oa bet miret ar p-se, en eur furm pe furm, gant ar yezou indezeuropek all, gresianeg, latin, germaneg, hag all. Da skouer :
Indezeuropeg pare (para e gresianeg) |
Hengeltieg are |
Brezoneg ar (en arvor, argad, arvrec’h) |
pltano (gresianeg platanos) |
litanos |
ledan |
plânos (latin plenus) |
lânos |
leun |
plârus (hen-c’hermaneg florus, saozneg floor) |
lâros |
leur |
prtus (latin portus, hen-c’hermaneg furdus) |
ritus |
rit (« roudour » en hen-vrezoneg) |
uper (gresianeg huper, latin super, alamaneg über) |
uer, ver |
gour- (e gourc’hemen, gourlano, gourzao) |
upo (gresianeg hupo) |
uo, vo |
gou- (e gouzañv, goubenner, gouer) [162] |
An hen-geltieg eus an Xet kantved kent d’ar IVet kantved goude H. S. — E-pad ar maread amzer-se ne ziskouez ket ar c’heltieg beza bet trôet tre diwar e genta furm. Peurziflach ne oa ket manet avat hag e c’hellomp kaout, ouz skleur ar yezadurez vremañ, eun damskeud eus ar c’hemmadennou anezañ. Setu amañ ar re bouezusa :
Furmou koz *bhrigantinos « brientin » |
Furmou nevez brigantinos |
Keltieg ragistorek pe henistorek (Xet - Vet kantved kent H. S.) eo ar furmou bhrigantinos, roudhos ha gheimos. Nevios a c’hell beza yez ar Vt kantved kent H. S. hag, er c’hantvedou da heul, ne lavared nemet novios dre ar bed keltiek holl. Tota, tausios ha brio a zo anezo furmou diwanet diwezat er yez keltiek eus an IIIt d’ar IVt kantved goude H. S. [164]. Diwar geriadur galianek Endlicher (Vet - VIet kant-ved goude H. S.) eo brio.
Ouz ar pennad diweza a zo bet e buhez ar galianeg e tenn ivez an anoiou savet war bouez geriou distroll evel Briva Sarta (hizio Brissarthe, departamant Men-ha-Loar) e-lec’h *Sartobriva, diouz ar stumm sevel anoiou dre genstrolla a oa o ren e-pad m’edo ar c’heltieg e barr e nerz, da lavarout eo komzet gant uhela renkadou-tud ar gevredigez. Kenveria Samarobriva « pont Samara (Sumina) » (Somme hizio) a oa e-kreiz ar Ia kantved kent H. S. ano ar ger anvet diwezatoc’h Ambiani (Amiens), Karobriva « pont Karos (Cher) » (hizio Chabris, Indr), Salerabriva « pont Salera (Sauldre) » (Salbris, Loer-ha-Cher), h. a.
Calliomarcus « testiculus equi » hag epocallium « equi testiculus » a oa e latin Gallia, dindan an Impalaered, daou ano a ouenn geltiek laket d’ar blantenn anvet ungula caballina. Nemet diwar o stumm ez eo anat n’int ket ker koz ha ker koz. Calliomarcus a zo latinidigez eun izel-geltieg *kallio marki. Epocallium en enep a zo latinidigez eun uhel-geltieg *epokallion, eur skouer vat hounnez eus ar sevel anoiou dre genstrolla geriou e boaz gant ar c’heltieg pa veze komzet gant ar peb uhela eus ar boblans [165]. Gwelloc’h skouer c’hoaz a zo degaset d’eomp gant an ano teir c’hevrennek a zen Urogenonertos « nerzus evel ganadur an ejen-meur » a lenner war maen-bez eur soudard koz bet beredet e Lugudunon (Lion-war-Ron).
Treuzveva e brezoneg betek hon amzer en deus graet ar c’henstrolla geriou diouz giz an hen-geltieg. Ouz Gabrosenton, ano-lec’h hen-geltiek en enez-Vreiz, a zo e dalvoudegez ger-evit-ger « gavrhent », da lavarout eo « hent-gavr », kenveria ar brezoneg-breman karrhent a vije bet ez reiz en hen-geltieg *karrosenton. Ouz an ano hen-geltiek a zen Esunertos [166] a dalv da lavarout « nerzus evel Esus » pe marteze, ez relijiusoc’h, « a zeu d’ezan e nerz eus Esus », kenveria an ano-den krenn-vrezonek Doenerz « Nerz Doue » pe « Nerz eus Doue ». Ouz Halgoed, ano-tiegez anavezet-mat e Breiz, diwar eun hen-geltieg Salokêton, kenveria an ano-lec’h a enez-Vreiz Lêtokêton, aet da gembraeg Llwydcoed (Litchfield eo an ano saoznek) ha war an Douar-bras, e Galia, Bivarokêton, Borvokêton, Taxokêton, h. a. (stank e bro an Drevired, a-gleiz hag a-zehou d’ar Rênos, an anoiou-se a zo kêton « koed, koad » an eil gevrenn anezo).
Ar brezoneg a zo gantan eur ger iskis pengamm. Steuzia a ra avat an iskister pa drôer da sonjal ez eo pengamm diwar eun hen-geltieg *pennokambos « a zo kamm e benn ». Kenveria Pennovindos « gwenn e benn » a vije deuet da vrezoneg Penwenn. Henvel eo evit ar c’hembraeg nerthfawr « nerzveur » a c’houlenn en e ziagent Nertomâros « bras e nerz ».
Skoueriou-all eus ar stumma anoiou dre genstrolla geriou a c’heller menegi evel Atepomâros « bras dre e varc’h mat », aet d’hen ober ar c’hentger ate, epos « marc’h », mâros « meur », ha Belinatepos « marc’h mat Belinos », ennan an ano-doue Belinos, ar c’hentger ate hag epos. Atepomâros a zo bet ano meur a Gelt en Hen-amzer, hag e lenner Belinatepos war eun enskrivadur eus Equolesima (Angoulême).
An hen-geltieg a zo bet d’ezan eur ger lama « dourn », aet da iwerzoneg lam, da gembraeg llaw, da grenn-vrezoneg lau. Eus lama e voe tennet, ouspenn anoiou doareet evel sulamia « ampartiz », dulamia « dizampartiz », eur ger lamos « dourn gantan, en deus dourn » a ya da genta kevrenn pe da eil gevrenn en anoiou-tud evel ar re-man : Korolamos « dournet da stlepel » roue bog en Italia en IIIvet kantved kent H. S. (faeza eun armead-Romaned, a reas, o laza outo tri mil den), *Argantolamos « en deus eun dourn arc’hant » aet da Argatlam en iwerzoneg (kenveria Argantokoxos « a zo arc’hant e c’har », Kaledoniad brudet e skridou an Hen-amzer), *Lamargentios « a zo arc’hantet evit pez a sell e zourn » aet da gembraeg Llawereint [167].
Rannyezou an hengeltieg. — N’hallfe eur yez en em furmi gant eur stumm diouti hec’h-unan, nemet en eun dachennad-vro dister. Mar deu d’ar yez-se, da heul trec’h-brezel pe enbroadi peoc’hek, en em skigna da bell, emañ e tu d’en em ranna en eilyezou a ya atao war zisheñvelaat. Eur renerez-stad unanet mat hepken, pe c’hoaz eul lennegez meurbet buhezek a c’hell mirout da vat eur yez unvan en eur vro ec’hon.
Adalek an IIIet kantved kent H. S., e weler ar c’heltieg komzet e rannou Europa o vont war vrisaat eun draig. Gallout a reomp menega ar skoueriou-mañ :
1° Keltieg Iwerzon a vir ar q eus an indezeuropeg, a ya da p e keltieg an Douar-Bras. Da skouer :
Keltieg Iwerzon qenqe |
Keltieg an Douar-Bras pempe |
Dalc’het eo bet d’an daou stumm disheñvel-se en eilyezou-bremañ ganet an eil (an iwerzoneg) eus keltieg Iwerzon, eben (ar brezoneg) eus keltieg an Douar-bras a gomzed e Breiz-Veur er c’henta kantved kent H. S. :
Iwerzoneg coic |
Brezoneg pemp |
2° Dindan ar Romaned hag a-raok marteze, e keltieg ar Spagn, e voe lezet da goueza dirak an t ar gensonenn-gorzailhenn c’houezadennet x (skrivet k peurliesa) [168], a oa miret dre-holl er broiou all.
Keltieg ambaxta, ambakta « matez » |
E keltieg ar Spagn e veze skrivet Kamalos an ano-doue skrivet Kamulos e Galia.
3° En deiziadur kavet e Coligny (departamant an Ain), meur a furm geriou, da skouer midios « kreiz » e-lec’h medios, a heñvel tenna d’eun eilyez komzet er c’horn-bro-se eus Galia.
4° Etre keltieg Iwerzon ha keltieg an Douar-bras deuet da veza ar brezoneg komzet en darn-vuia eus enez-Vreiz, e heller merzout, dre hent an iwerzoneg, eun nebeut dishenvelderiouïgou ouspenn hini ar q-p meneget uheloc’hik dindan an unanveder. Sed aman eur skouer anezo. Ar galian-romaneg ambosta « flac’had » a zo eur stumm diwezat strisaet diwar eur galianeg *ambibosta [170]. E-lec’h *ambibosta e lavared e keltieg Iwerzon *embibostu. Ac’hano an iwerzoneg imbas [171]. Evel-se an iwerzoneg Imchath a c’houlenn en e ziagent eur stumm hen-geltiek *Embikatus, dishenvel eun draïg diouz ar stumm Ambikatus e boaz war an Douar-bras. D’an hevelep rannoad marteze e tenn fatadur an n dirak an t e keltieg Iwerzon :
Keltieg an Douar-Bras |
Keltieg Iwerzon |
Iwerzoneg |
nanti |
*nenti, *neti |
War a weler dre ar skoueriou-se, dister dra ne oa ken an disheñvelderiou etre eilyezou an hengeltieg, ha n’heller e nep doare o lakaat e kemm gant ar re a zisrann bremañ an eil diouz eben ar yezou nevez-keltiek, pa n’oa hini ebet anezo kreñv a-walc’h da derri unvaniez ha reizded ar yez. En IIIet kantved kent H. S. e c’helle eun Iwerzoniad hag eur Breizad, o komz pep hini anezo e geltieg e-unan, en em glevet aes, eur wech meizet ganto an nebeut geriou m’edo ar q eus yez Iwerzon lakaet en e lec’h ur p e yez Breiz-Veur. Heñvel-tre e oa an darn-vuia eus ar geriou all hag ivez displegadur doareou an anoiou hag ar verbou ha kevreadur ar geriou hag ar frazennou [174].
Kemend-all a c’hoarveze war an Douar-bras hag amañ hon eus testeni skrivagnerien an Henamzer end-eeun. « Ar C’halianed », eme Strabon, « n’eus kemm ebet etrezo nemet dre na gomzont ket o yez en eun doare peurheñvel ; eilyezou disheñvel eun draig a zeu ganto. » An diou a bouez brasa e-touez an eilyezou-se e oa ar yez a gomze ar Velged en hanternoz da stêriou Sequana ha Matrona, hag an hini a oa komzet gant ar Gelted er c’hreisteiz d’an diou stêr-se. Hogen tri zra a ziskouez pegen peuzheñvel e oant :
1) n’heller kavout an distera kemm etre anoiou tud ha lec’hou an hanternoz ha reou ar c’hreisteiz eus Galia ;
2) an darempredou dibaouez a bep doare etre Galianed an hanternoz ha re ar c’hreisteiz eus Galia a ziskouez en em intentent kenetrezo ;
3) en e gefridiou gant Galianed an Hanternoz e kemeras Kaesar da jubenn dalc’hmat eur C’helt kreisteziat eus meuriad ar Vokonted a veve war riblenn gleiz ar Rotanos izela.
Titus Livius en deus meneget e komze ar Vastarned, poblad keltiat etre an Danuvios izel hag an Duras (Dniester) an hevelep yez pe dost hag ar Skordisked, a veve en hanternoz a Vakedonia war riblou stêr Margos (Morava) ; war heñvelder o yezou end-eeun e fizie roue Makedonia e teufe d’an diou bobl en em glevet evit ober brezel d’ar Romaned hag argadi Italia. Hervez Tacitus, ar Gotined (Cotini) a veve er meneziou houarnus ar Viadua (Oder) uhela, a gomze an hevelep yez hag ar C’halianed. Er IVet kantved goude H. S. sant Jerom, a oa bet o chom en Ankura, e Galatia, hag e Trevires, e Galia an Hanternoz, a laka evez e oa yez ar C’halated damdost heñvel ouz hini an Drevired. Seiz kantved a oa neuze abaoe ma oa disrannet ar C’halated diouz ar Gelted all.
Unvez an hen-geltieg. — Anat eo unvez ar yez, dreist da bep mar, da neb a studi an holl anoiou tud ha lec’hiou eus ar bed keltiek. Setu amañ eur roll eus ar geriou a ya an aliesa da furmi an anoiou-se :
a) ambi, ande, ate, kent-geriou ; ver, ro, kent-geriou kreñvaat ; are « tost da, dirak », ate gourfenc’her, bitu « bepred », bitus « bed », brogi « bro », rigion « rouantelez », magos [175] « tachenn », dunon « kastell-kreñv », briga « kreñvlec’h war an uhel », briva « pont », duron « treiz, tremen », bona « diazez, diazezadenn », sedon « sez » [176], nemeton « neved », karro (dizanav e dalvoudegez), karbanton « karr », medios « kreiz », lannon « lann » [177], randa « rann », ritus « roudour », dubron « dour », ono, ona « stêr, eienenn », abona « aven », mori « mor », salos « holen », vidus « gwez, koad », vernon « gwern », eburon « ivin », dervon « derv », aballo « aval », brokkos « broc’h », bebros, bibros « avank », epos « marc’h », tarvos « tarv », gabros « gavr », artos, matus « arz », uros « ejen meur », viro (arvarus e dalvoudegez).
b) dêvos « doue », viros « den », bena « maouez », rix « roue », bardos « barz », kinges (tro-ano c’henidik kingetes) « kerzer, brezelour », gaisata « douger goaf-bann », ambaktos « mevel », vassos, vossos « gwaz », mogus, magus « sklav », pennos « penn », lama « dourn », durno « dourn serret, meilh », teuta, touta, tota « pobl », genos « mab », gnatos « azeuler (?) », litus « lid », katus « kad », boudis, bodis « trec’h », senos « koz », novios « nevez », uxelos « uhel », dumnos, dubnos « doun », mâros « meur », kavaros « ramz, den-meur », litanos « ledan », kaletos « kalet », segos « galloudek », pe « trec’h », nertos « nerzus », kambos « kamm », dubis « du », vindos « gwenn », kantos « kann », roudos « ruz », viridos, virdos « gwer, kreñv, kalonek », bogios (dizanav e dalvoudegez) [178], dagos « mat » [179].
An holl c’heriou-se a ya, hep kemm ebet en o furm peurliesa, d’ober anoiou lec’hiou ha tud a zo bet kavet er c’horniou pella eus ar bed keltiek. Setu amañ eun nebeut skoueriou (anez e ve divizet ar c’hontrol, n’eus anezo nemet anoiou lec’hiou annezet) :
1) are : e Breiz-Veur, Arekluta « tost da stêr Kluta » ; e Galia, Aredunon [180] « tost d’ar c’hastell » ; er C’hermania, Aretaunon « tost da venez Taunos » ; en Italia, Arebrigion.
2) ate gourfenc’her : e Galia Kondate « lec’h ar c’hember » (kondas « kember ») ; Komboronate « lec’h ar stankell » (komboros « stankell evit pesketa a-dreuz d’eur stêr ») ; Brivate « lec’h ar pont » ; Ratiate « lec’h ar radenn » ; en Iwerzon Korkate « Kerc’heg », Mokkate « Moc’heg », Dunate « Krenvlec’hieg, Kastelleg » [181].
3) dêvos « doue » : e Breiz-Veur, Dêva, Dêvana ; e Galia, Dêvona, Dêvoduron ; e Germania Dêvona ; er Spagn Dêvobriga, Dêvobrigula ; en Norikon Dêvognata « azeulerez (?) an doue », ano eun nebeut merc’hed.
4) nemeton « santual » : e Breiz-Veur Vernemeton, Medionemeton ; e Galia, Vernemeton, Nemetoduron [182] : er Spagn Nemetobriga ; en Norikon Tasinemeton ; e Galatia Drunemeton.
5) sedon : e Galia Metlosedon ; en enez-Vreiz Tarvosedon ; en Iwerzon Magosedon [183].
6) briga « kreñvlec’h war an uhel » : e Galia Donobriga [184] ; er Spagn Nertobriga ; e Pannonia Artobriga ; e Galatia Ekobriga.
7) medios « kreiz » : en Iwerzon Medios, ano eur rannvro ; e Breiz-Veur Mediolanon ; e Galia Mediolanon ; e Germania Mediolanon [185] ; e Bro an Daurisked Mediolanon ; en Italia Mediolanon [186].
8) aballo « aval » : en enez-Vreiz Aballava (hizio Papcastle. Norzhumberland) ; *Aballakka « Avalac’h » (Glastonbury) ; e Galia *Aballosa « Avalus » (hizio « Valouze », stêr e departamant Saon-ha-Loar) ; Aballone (Avallon, Yonn).
9) vindos « gwenn » : en Iwerzon Vindomagos ; e Breiz-Veur Vindokladia ; e Galia Vindobriga [187] ; e Pannonia Vindobona ; en Italia Vinda, ano eur plac’h.
10) litanos « ledan » : e Galia Litanobriga ; en Italia, Litana, ano eur c’hoad ; e Galatia Bepolitanos, ano-den.
11) viro : e Germania Virodunon ; e Galia Virodunon ; en Italia Virokantos (ano-den), Virodunon ; er Spagn Viroveska, Virodunon [188].
Ar pez a zigemm ar muia ar c’heltieg koz diouz ar brezoneg. — Setu petra eo : er c’heltieg, evel er yezou indezeuropek all eus Europa gwechall-goz, e trôed e giz pe c’hiz dilost an anoiou. Pep ano a oa ouz e ober eur « penlodenn » pe eur « penrann » digemm, hag eun dibenn pe dilost-ger, a drôe ar furm anezañ diouz ma veze an ano o ren ar verb pe ma veze renet gantañ kompez pe digompez, ha diouz ma venned gervel, doarea, merka eur mennad. Setu amañ, da skouer, e pe zoare e « trôed » evel-se ar ger viros « den » :
|
Unander |
tro-envel |
viros, an den |
Liester |
Diouz ar patrom-se e veze trôet an anoiou gourel en -os evel mapos « mab », hag an anoiou nep-reiz (na gourel na gwregel) en -on evel kantalon « *kan » [189].
Gant an « trei »-se eus an anoiou, e oa rouesaet-tre e keltieg, implij an araogennou, a zo ken stank er yezou bremañ. Ar frazenn-mañ, savet diouz skoueriou a gaver en enskrivaduriou, hag enni a-ratoz, nemet geriou a veze trôet evel viros, a ziskouezo splann en eur sell peseurt kemm a oa war ar poent-se etre ar c’heltieg hag ar brezoneg :
Aurelos Auriknos ieuru mapu Andekamuli sosin kantalon « Aurelos mab Auros, em eus savet da vab Andekamulos ar c’han-se ».
E brezoneg ne chom ken nemet penrannou ar geriou hen-geltiek : pennos, kilurnon, *okita, garanus a zo deut da penn, kelorn, oged, garan [190]. Kouezet eo an holl zilostgeriou ha, rak-se, n’eus ken a « drôadenn ». Koulskoude eun dilost bennak eus an hengeltieg o deus lezet o roudou en hor yez. Evel-se eo da skouer :
1) an dro-envel unan -ios, -ia : *tritios ; *karantia a zo deut da *tredez, trede ha karantez. Henvel eo bet e kembraeg : mawr « meur » ha cymmawr « kommeur » [191] a zo diwar mâros ha kommâros ; mawredd ha cymmawredd avat, d’ezo da dalvoudegez « brasted, braster, brasentez », a zo diwar *mâria ha kommâria. Hag en iwerzoneg : lan « leun » ha og « divoulc’h, gwerc’h » a zo diwar *lanos, *augos ; diwar *lania, *augia eo lane « leunded, leunder » ha oge « gwerc’hted ».
2) an dro-envel lies en -i : *krokkenni, *luverni a zo deut da krec’hin, lern ; tro-envel an hevelep geriou d’an unander, *krokkennos, *luvernos a zo deut da kroc’hen, louarn. En dro-envel lïes i eman andon al liesteriou-diabarz ker stank e brezoneg : hern, herz, merc’h (mirc’hi, mirc’hien, mirc’hed), ezen, ein, h. a. Henvel eo bet e kembraeg : arth « arz, ourz » a zo diwar an dro-envel unan artos ; diwar an dro-envel lïes arti eo al liester eirth « arzed, ourzed ». Hag en iwerzoneg : mac « mab » a zo diwar an dro-envel unan maqos ; diwar an dro-envel lïes maqi eo meic « mibien ».
3) an dro-envel lies -ones : Saxones, latrones, natrones a zo deut da Saozon, laeron, naeron ; Saxo, latro, natro, tro-envel unan, o deus rôet Saoz, laer, naer.
4) an dro-envel lies -oves : *bitoves, *katoves a zo deut da veza bedou, kadou ; implij an dilostger-se, a dalveze da verka al liester en anoiou en -us evel bitus « bed », katus « kad », a zo bet astennet, e brezoneg, d’eun niver geriou a rae e keltieg o liester en eur stumm all.
5) an dro-envel lïes -etes : an hen-geltieg *veles, *velis « dreistweler, ragweler, divinour », tro-c’henel *veletos, tro-envel lïes *veletes, a zo aet da iwerzoneg file, fili, tro-c’henel filed, tro-envel lies filid. E brezoneg -etes a zo deuet da et, ed, hag al liester-se eo a gaver, da skouer, e barzed hag e Brezoned — daou c’her ar re-se a oa d’ezo en hen-geltieg liesteriou-all : bardi (ac’hano ar c’hembraeg beirdd « barzed »), Brittones. Tro-envel unan heman a oa Britto.
Doareou-dreist an hengeltieg. — Arabat eo ober re a stad eus ar pez o deus lavaret ar C’hresianed hag ar Romaned : e oa ar c’heltieg eur yez hag a sone d’an diouskouarn euzus ha garo, evel pa vije brini o koagal pe tirvi o vlejal [192]. Kemend-all a zo bet lavaret gant an holl boblou eus ar yezou dianav d’ezo. Evel m’en em ziskouez en damskeud a dizomp da gaout anezañ, gant pinvidik e oa e c’heriadur, gant stank e gent-geriou [193] hag e lost-geriou [194], a c’helle trei-distrei e kant doare meneg eur wrizienn, o plega dre-se da liva menoziou diniver ar spered, gant klok e oa e drôadennou anoiou ha verbou, a oa miret c’hoaz er VIIIet kantved en iwerzoneg koz [195], e tlee beza ar c’heltieg par d’ar gaera eus an holl yezou indezeuropek bet komzet en Europa, ar gresianeg. Ma vije ar bed en em gavet gwelloc’h ganti, he dije gallet ar yez-se genel oberou a lennegez, a ouiziegez pe a brederouriez kerkoulz ha re an Hellened gwechall, dre ma oa komzet gant uhelidi skiantek hag oberiant, a veze douget d’ar varzoniez, d’ar c’han, d’ar sonerez, d’an helavarded ha d’an taoliou-kaer, gant eur vreuriez veleien a bleustre, kement ha ma c’hellent diouz tud ha traou an amzer-hont, war an danevellouriez (an istor), ar brederouriez ha red an natur, gant eur werin stank en he zouez al labourerien gendalc’hus ha kalonek, a oa anezo ouspenn enklaskerien didrec’hus a gase bepred war wellaat ar binviou hag an ijinerez hag a studie war nerz al louzaouennou hag ar metalou (Kamilh Jullian).
Dre e berziou-dreist e oa an hen-geltieg dellezek da veva. Nemet, e-touez ar yezou, gwasoc’h c’hoaz eget e-mesk an dud, n’eo ket bepred ar re zellezeka a chom war c’horre hag a zo trec’h er « stourm evit ar vuhez ». Faezidigez ar Gelted gant ar Romaned war an tachennou-brezel, o stagedigez ouz Impalaeriez Rom, a lakas ar c’heltieg da goueza a-nebeudou en eil renk e broiou keltiek an Douar-bras [196]. D’ezan e c’hoarvezas neuze pez a c’hoarvez d’an holl yezou komzet gant poblou bet peurdrec’het [197]. Koll a reas e sked e spered ar yezerien end-eeun a rae gantan. Dall, ha dall-put, e teuas ar geltiegerien da veza ouz e berziou-mat, ouz e berziou-dreist, saouzanet m’edont gant « gloar » Rom, mezevellet ma vezent gant al luc’h dispar taolet gant ar c’hloar-se war gement a zeue eus ar Gêr-veur m’o doa an doueed rôet d’ezi ar vestroniez war holl gelc’had douar-annezet ar bed. Ne voe ket dilezet dioc’htu gant renkadou uhel ar gevredigez, nemet a-rumm-da-rumm e voe tamm-ha-tamm diskroget dioutan gant an uhelidi a-hiniennou da genta, a-strolladou goude-se. Eur wech gounezet an uhelidi d’an diouyezegez, n’oa ket ar c’heltieg evit padout pell en o zouez. A-walc’h e oa pad eur remziad-tud evit hen kas da get. Hag evel-se e c’hoarvezas a bell da nes, en holl renkadou ar gevredigez, eus ar re uhela d’ar re izela. Ar werin e voe an diweza da gomz keltieg en holl vroiou keltiekaet war an Douar-bras [198]. Bez’ ez eus traou o verka e oa komzet c’hoaz ar c’heltieg gant an dud izel diwar ar maez e kevrennou-zo eus Galia en IIIet hag er IVet kantved, hag en Helvetia d’ar mare end-eeun m’edo an Alamaned oc’h ober o annez er vro-se, da lavarout eo er Vet - VIet kantved. Ahendall, dianav a-grenn eo d’eomp e istor er peb-all a Europa hag e Galatia. Eun dra hepken a zo diarvar. Er gevrenn eus Galia a zo bet adkeltieget e derou ar Grenn-amzer gant enbrôadegou ar Vrezoned, e oa marô-mik, peurvaro en-holl-d’an-holl, ar c’heltieg pa c’hoarvezas an enbrôadegou-se. Anat eo bet laket kement-se dre studi anoiou-lec’hiou an Arvorig. Ar re a zo bet degemeret gant ar Vrezoned en o yez a oa ganto, d’ar mare end-eeun ma voent degemeret, ar stumm a vez gant an anoiou romanek pe romaneget war c’hallekaat [199].
Eul lennegez dre c’henou n’o doa ken ar Gelted koz, evel an Hen-C’hermaned, an Illirianed hag an Dhraked. En eñvor an dud hepken e fizied d’o mirout an oberou savet dre gomz pe war gan. Gant-se, hini anezo n’eo deut betek ennomp. Eun damskeud a c’hellomp da gaout, evelato, eus doareou al lennegez-se diwar an diskleriadur a gaver amañ hag ahont e skridou an Henamzer. Meneg a zo bet uheloc’h eus lizeradur-kelenn an drouized ; ne zistroimp ket war se.
Danevellou diwar-benn oberou ha taoliou-kaer an doueed. — Damgredi da vat a c’heller ez eus bet, e-touez ar Gelted evel e-touez ar C’hermaned [200], danevellou ha barzoniezou diwar-benn oberou ha taoliou-kaer an doueed, an emgannou hag an ergerziou anezo. Izelvosou ha delwennou-zo eus an oadvez kelt-ha-roman a heñvel beza bet skeudennet gant kizellourien diouz seurt danevellou. Evel-se eo, da skouer, an doue douger ar rod-heol o vac’ha dindan treid e varc’h ar ramz lost-naer ; an doue Smerios pe Smertos, e vataraz gantañ, o stourm ouz an naer, hag all.
D’ar stumm lennegez-se e tenne an diou zanevell da heul, testeniet gant skrivagnerien an Henamzer :
1) ginivelez brôad ar Gelted, ganet ha kelennet gant eun Doue ;
2) donedigez an Dioskured : « Ar Gelted war glann ar Mor Bras », eme eun danevellour gresian, « o deus eun azaouez dreist ouz an Dioskured ha, hervez eun henlavar miret en o zouez abaoe an amzeriou pella, dre ar Mor Bras e tegouezas an doueed-se. »
Danevellou-meur, gwerziou istorek pe vrôadel. — Bez’ e oa anezo danevellou lavar-plaen pe rimet, pe marteze lavar-plaen ha rimou kemmesket, war c’hanedigez ar brôadou hag ar c’hêriou, ha kanaouennou pe veulganou d’an dud-veur varo, d’ar benvrezelourien vrudet o doa astennet bro o zadou ha renet ar Gelted da c’hounezidigez ar bed. Pennadou-zo eus skridou gresian pe latin a zo enno, evit doare, eun diverradur pe eun heklêo euz gwerziou-meur savet er yez keltiek. Mar degemerer kement-se da wir, setu amañ diwar betore danvez e vije bet steuet darn eus an danevellou pe ar c’hanaouennou-se :
1) ar biturix Ambikatus : « Eur roue meurbet kalonek, pinvidik ha galloudek e oa Ambikatus, a rene war holl boblou Keltia. Deut mat d’an doueed, a gelenne anezañ, e reas berz er brezeliou hag en emgannou hag e teuas d’eun hir-oad, endra ma wele, war e dro, kement park eus e rouantelez divent o teurel ed a-builh ha pep gwreg o c’henel eur bobl a vrezelourien [201]. Re stank e teuas ar boblañs evit ma vije renet gant eur roue hepken. Ambikatus a gemennas e kasje mibien e c’hoar, Belovêsos ha Segovêsos, paotred yaouank ha taer, war-du broiou nevez a vije merket gant an doueed dre nij an evned. Aotren a reas da Velovêsos ha da Segovêsos lakaat o-unan niver ar re a yaje ganto, e doare ma vije a-walc’h eus ar re-mañ evit herzel ar poblou da stourm ouz an argadenn anezo. Segovêsos a zegouezas d’ezañ dre evezia nij an evned koadou Erkunia ; Belovêsos heñ a voe heñchet gant an doueed war-du Italia. »
Titus-Livius eo en deus miret d’eomp ar pennad-se en doa kemeret, moarvat, e levriou eur C’helt eus Italia, an Insubr Cornelius Nepos. Diverradur eur werz keltiek e c’hallje beza [202]. Justinus, o tiverra skridou eur C’helt eus Galia, Trogos, a ro d’eomp testenn eur werz-veur all savet d’an hevelep darvoud, nemet n’emañ ket displeget keit-all :
« Ar Gelted a oa deut kement war greski ma n’helle ken o douar genidik derc’hel anezo. Tri c’hant mil den a gasjont da bell da glask eur chomlec’h nevez. Darn eus ar re-mañ a ziskennas en Italia, a gemeras Roma hag a loskas anezi ; darn all, renet gant nij an evned, a argadas Illiria ha, graet ganto eul lazadeg euzus eus Illiriz trec’het, e tiazezjont e Pannonia. Ar Gelted, brôad garo, her ha brezelgar, eo ar re genta a dreuzas an Alpou, meneziou o lein didrec’h ha yen-marvel. »
Al lennegez, gwerziou ha soniou, diwanet en-dro da ano Ambikatus, a zo, war a greder [203], unan eus an traou a bouezas da virout, e-touez Kelted an Douar-bras, unvez ar yez. Boutin e tlee beza, d’an nebeuta, etre ar Gelted eus Galia, Italia ha kreizenn Europa. E-mesk an danveziou-kan pleustret gant ar Gelted, e pep hini eus ar rannvroiou anezo, e c’heller menega :
a) e-touez Kelted-Galia
1° ar Gelted hag ar Velged o kuitaat an douarou e reter ar Rênos hag o tiazeza e Galia. Hekleo eur werz diwar-benn aloubidigez hanternoz Galia hag Enez-Vreiz gant ar Velged a gavomp marteze er pennad-mañ diwar eur skrivagner koz gresian ha miret d’eomp gant Ploutarkhos : « Ar C’halated [204], pobl keltiat, a oa anezo meur a zek mil dud, yaouank ha kalonek, ouz o heulia gwragez ha bugale e-leiz. En em ranna a rejont e daou vagad : darn a gerzas war-du Mor bras an Hanternoz hag a zalc’has penn pella Europa ; ar re all, goude treiza ar Rênos, a ziazezas etre ar Pireneou hag an Alpou, tost d’ar Senoned ha d’ar Gelted [205].
2° Alesia savet gant eun den-meur, doue pe hanterzoue. « Dastumet gantañ eun arme, an den-meur a gerzas war-raok betek Galia hag a beurredas ar vro-se, ouz he skarza diouz al laeron a waste anezi hag o terri boazamantou enep ar gwir, evel muntrerez an dud estren. Eun engroez tud a bep gouenn o veza deut a-ratoz da greski e armead, e savas eur gêr vras ha kaer-meurbet a voe anvet Alesia. An den-meur a vevas enni, ha dre zimeziou gant merc’hed roueed, e lezas ganti eur remziad tud kreñv ha galloudek. Nemet pa guitaas, ez eas buan Alesia war goaza : tud ar broiou tro-dro en em veskas gant kêriz hag holl ez ejont adarre d’eur vuhezegez diseven. Daoust da se, e talc’has ar Gelted da enori kêr Alesia evel pennlec’h ha kêr-benn Galia. »
An danevell-se a zo bet miret d’eomp gant Diodoros, en deus, sur a-walc’h, he c’havet e Poseidonios. Diwanet e tle beza e-touez an Aedued, m’edo tud Alesia unan eus ar meuriadou sujet d’ezo.
3° savidigez Lugudunon. « Tost da stêr Arar e sav menez Lousdoulos. Daou vreur, Mômoros hag Atepomâros, argaset diouz ar renerez gant Seseroneus, war c’hourc’hemenn eun orakl, a yeas di da sevel eur gêr. Kleuziet e oa an toufleziou. A-greiz-holl e tegouezas brini ha, goude gournijal amañ hag ahont, e kludjont war ar gwez tro-war-dro. Mômoros, desket war an diougana dre an evned, a anvas ar gêr nevez-c’hanet eus an ano anezo Lougodunon. »
b) e-touez Kelted Italia :
1° ar gov Heliko. Bet e oa en Italia o veva diwar e vicher ; distro en hanternoz an Alpou, e-touez e genvroiz, e tougas anezo da c’hounid dre an armou ar vro-se dispar ; heñ eo a renas o arme a-dreuz ar meneziou.
2° Belovêsos o treuzi an Alpou hag o sevel Mediolanon (Milano) e-kreiz kompezennou an Insubred.
3° Elitovios ar C’henoman. Treuzi a reas an Alpou war-lerc’h Belovêsos hag e tiazezas e bobl en-dro da gêriou Verona, Brixia ha Tridenton.
4° argadenn Brennos a laka an tan war Roma. Diwar an danvez-mañ e voe steuet, evit doare, meur a gan, o vragal enno divuzul balc’hder ar Gelted hag o c’hasoni ouz ar Romaned.
k) e-touez Kelted an Danuvios :
1° ergerz bagadou Segovêsos a-dreuz da goad Erkunia ha gounezidigez ar vro a-hed an Danuvios.
2° ar rouanez Onomaris, treizidigez an Danuvios ha gounezidigez ar vro e kreisteiz ar stêr-se.
3° an argadenn vras ouz ar C’hres dindan renadur Brennos, ha gwastidigez santual meur Delphi.
4° Bathanattos ar Skordisk. Bez’ e rene eun darn eus ar bagadou o tistrei eus Delphi hag e voe anvet an hent m’o blenias drezañ diouz e ano, Bathanattia. E vrezelourien a chomas etre menez Skordos hag an Danuvios hag e voe graet anezo an ano a Skordisked. Nemet e talc’has, en o zouez, diskennidi o renour da veza anavezet dindan an ano a « Bathanatted ».
5° furnez ha kadarnded ar Volked. Bez’ e c’hallje beza, e-mesk ar boblad-se, danevellou ha meulganou savet d’ezi hec’h-unan ; her c’hredi a rafed a-walc’h diwar testeni Kaesar. E dalc’h anezo edo ar rann eus an Erkunia a vez douret gant ar Moenos, adstêr ar Rênos, hag ar Sala, adstêr an Albis. Brezeliou hir a rejont ouz ar C’hermaned hag ar brud gounezet ganto er stourmadou-se a zo testeniet mat dre ar berz a reas o ano e yez o enebourien : Volka eo an ano a voe graet gant ar C’hermaned eus an holl Gelted hag eus ar poblou keltiek romanekaet [206].
6° emgannou hag uheloberou gourdadou ha pennou ar Goralled. Valerius Flaccus eo a ra meneg eus ar c’hanaouennou-se. Eur bobl eus kompezennou an Danuvios Izela e oa ar Goralled (Koralli). Da arouezintiou-brezel o doa rodou — rod an heol — ha moc’h gouez « savet o bleo war livenn o c’hein ». Bez’ e oa anezo, sur a-walc’h, unan eus ar bagadou a yae d’ober kevredad ar Vastarned hag e tlee beza o c’hanaouennou diwar-benn an emgannou a rejont d’ar C’heted, d’an Daked, ha d’ar poblou thrakiat all, m’o doa argadet an douar anezo [207]. Justinus a zezrevell ar bomm-danevell-mañ diwar ar brezeliou-se : « Ar C’heted n’o doa ket en em zifennet mat ouz ar Vastarned. O roue Orolos, da gastiza o digaloniez, a reas d’ezo kousket o fenn trôet ouz troad o gwele, ha servija o gwragez evel m’oant boaz da veza servijet ganto, ken n’o dije gwalc’het dre o c’hadarnded an dismegañs dellezet d’o c’hollou kenta. »
Miret eo bet d’eomp gant an hevelep danevellour koun ar spouron a saouzanas poblou an Danuvios pa zegouezas ganto ar Gelted : « Goude diazeza e Pannonia, e reas ar Gelted, e-pad hir vloaveziou, brezel d’ar poblou all ; trec’hiou ker bras a c’hounezjont hag e savas kement a aon rak o ano ken e weljod roueed, n’oant tamm ebet gourdrouzet ganto zoken, prena ar peoc’h a briz uhel. »
Meulganou d’ar benrenourien ez veo. — Eun doare kan e oa hag a rae berz eus ar c’henta, dre ma tenne da vad ha da lorc’h an noblañs hollc’halloudek. Ar braz eus stummadur ar meulganou-se a anavezomp mat a-walc’h dre skridou an Henamzer. Deraoui a rae darn anezo dre veuli gouenn ar renour, ar wrizien goz anezi hag e noblañs ; anoiou e c’hourdadou a rôed o poueza war ar re anezo a oa kouezet en emgann. Goude-se e teue meuleudi ar renour e-unan, e gadarnded, e daoliou-kaer, e veli hag e binvidigez.
Dre an derou anezo e tenne ar seurt kanaouennou d’an hen-zanevellou relijius ha d’ar gwerziou istorek, pa lavare an uhelidi keltiat diskenn eus doueed ha brezelourien-veur an Hen-amzer. Viridomâros, renour ar C’haisated e 222 kent H. S., a stage penn-kenta e ouenn ouz an doue Rênos (stêr Rênos doueet). Krixos, roue Boged Italia, a fougee diskenn eus Brennos.
Tri meulgan keltiek a zo meneg anezo e skrivagnerien an Henamzer :
1° ar meulgan da Luernios, roue an Arverned. Ar barz, degouezet re ziwezat da gemerout perz e banvez ar roue, a gan meurded hemañ hag a glemm gant e reuziad e-unan. Gopraet gant e vestr, e sav raktal eur c’han nevez, o lavarout ez a rollec’hiou karr Luernios da ervennou a daol d’an dud aour ha madeleziou.
2° ar meulgan da Vituitos, roue an Arverned ha d’e gannad. Pa zegouezas ar c’hannad, kaset gant ar roue, dirak ar Romaned, ar barz a oa gantañ en em lakaas da gana Bituitos, pobl an Arverned, ar c’hannad e-unan, hag ar ouenn, ar gadarnded hag ar c’halloudegez anezo.
3° ar meulgan da Gaesar Oktavus. Kanet e voe a-gevret gant daou vil a varc’heien c’halian, a gerzas en eun tu gant Oktavus, da vare emgann Aktium (31 kent H. S.).
Gwerziou flemmus. — Bez’ e oa, ouspenn ar meulganou, ar flemganou, a veze kanet war an delenn gant ar varzed, ar sulbedennou rimet a veze savet a-wechou gant ar gadourien d’o enebour kent an emgann hag a zeue peurliesa da heul o meuleudi o-unan.
Kanaouennou emgann ha trec’h. — Tri doare kan-emgann a c’heller dishañvalout :
a) kan eur c’hadour e-unan kent an emgann-daou. Ar c’han-se a zeue gantañ alies, evit doare, eur c’horoll ma heje ar c’hadour ennañ e bennad bleo hir hag e armou.
b) ar c’han kanet a-gevret gant an armead renket evit an emgann. Ar c’han-se eo a raed anezañ, e-touez ar C’hermaned er c’henta kantved goude H. S. an ano a barditos pe bardatos « barzaz ». Rei a c’heller da skouer :
1° ar c’han kanet gant ar Gelted en emgann an Allia (390 kent H. S.)
2° ar c’han kanet gant ar C’halianed en emgann ar Rotanos ouz Hannibal, er bloaz 218 kent H. S. War eun dro gant ar c’han-se e oa eur c’horoll ma hejed ennan e muzul ar skoedou hag ar goafiou.
3° kan brezelourien Voudikka kent an emgann eus ar bloaz 61 goude H. S.
k) ar ganaouenn-drec’h goude an emgann. Menega a c’heller :
1° ar c’han kanet goude emgann Klusium, e 295 kent H. S. gant ar varc’heien geltiat, a-ispilh ouz kerc’henn o c’hezeg pe pintet e beg o goafiou pennou trouc’het ar Romaned trec’het ganto.
2° kan Boged an Itali, goude emgann ar bloaz 216, en eur gas da dempl o foblad penn ar c’honsul roman Postumius.
Kanaouennou tiegez. — Ne ro skrivagner ebet da anaout e vije seurt kanaouennou e-touez ar Gelted. Nemet n’heller ket nemeur diskredi o dije anavezet an doare barzoniez-se a rae berz, d’ar mare, e-touez poblou en o c’hichen ha keit-ha-keit ganto evit o sevenadur. Skridou an Henamzer a veneg end-eeun kanaouennou banvez hag eured e-touez ar C’hermaned hag an Dhraked, kanaouennou-kanv e-touez al Luzitaned, kanaouennou maro pe emlaz e-touez ar Gantabred, kanaouennou-labour e-touez an Etrusked, hag all.
Kanaouennou diougan. — Diou skouer anezo a c’heller menega :
1° an diougan war ziskar Roma. P’en em skignas e Galia, e 69-70, ar c’helou e oa losket ar C’hapitol, e kanas an drouized ez oa bet kemeret gwechall ar gêr-se gant ar Gelted, nemet e oa manet templ Jupiter en e sav ha gantañ galloudez Roma. An tangwall m’edo bet losket gantañ a oa eun arouez eus buhanegez an doueed, o tiougana e oa aotrouniez ar bed o vont da dremen gant poblou an Hanternoz.
2° an diougan war zismantr Kamulodunon. En enez-Vreiz, nebeut amzer kent stourmadenn vras ar bloaz 61, e voe diouganet gant merc’hed, aet enno an alfo darlavariat, e vije hepdale pell dismantret Kamulodunon, m’o doa kêriz anezi tennet warno kasoni ar Vrezoned dre o c’hrizder, o gwalldaoliou hag o freizerez.
Pedennou, kanaouennou-hud. — Menegomp : 1° pedenn Voudikka da zoueez-veur he foblad ; — 2° ar malloziou taolet gant drouized enez Vona pa zegouezas ar Romaned ; — 3° kanaouennou-hud gwerc’hezed enez Sena (Sun) a c’hell dichadenna kounnar an avel hag ar mor ; — 4° ar c’halvadenn d’an evned sakr e-touez Kelted ar Reter : pa veze argadet ar vro gant hedou kilheien-raden, e kanont pedennou hag e tisplegont lidou sakr a laka an evned da zont war-dro.
Perz al lennegez e buhez ar Gelted. — Gant an hudourien (vatis, veletes} dreist-holl e veze savet ar c’hanaouennou diougana. Lodenn ar varzed a oa ar meulganou, ar flemmganou hag ar barzoniezou-brezel, hag hini an drouized ar c’hanaouennou lid, kentelius pe danevellus. Hogen an uhelidi, a zeske int-i o-unan gwerzennou e-leiz en o yaouankiz, a gleve anezo er banveziou hag en ergerziou hag o c’hane en emgannou, a dlee sevel ivez gwerziou alies, evel m’her grejont diwezatoc’h en Iwerzon hag e Kembre. Al lennegez, ar varzoniez dreist-holl, a oa eta bras ar perz anezo e buhez an noblañs keltiek.
Ar werzawouriez hen-geltiek. — Dianav eo d’eomp. Goulakaet ez eus bet gant John Rhys, Celtic Inscriptions of France and Italy, e oa darn eus an enskrivaduriou galianek deuet betek ennomp gwerzennou c’houec’hmentadek diazezet an hesoniez anezo war an taol-mouez [208]. Nemet eus ar marevez kelt-ha-roman e teu d’eomp an enskrivaduriou-se, ha trôet marteze e oa bet a-benn neuze ar C’halianed da henvelekaat en o yez gwerzawouriez ar Romaned. Fur ne vefe ket kredi ez eo bet ar werzawouriez-se an hini a oa gant ar Gelted d’ar mare ma vevent en o frankiz, disyeo o spered diouz levezon barzoniez ar C’hreisteiz. Sklerijenn a zo bet klasket da gaout digant Iwerzon ar Grenn-amzer, ha gant gwir abeg, evit doare, pa ’z eo gwir he deus miret hena lennegez krenn-amzerel ar vro-se envoriou eus eur sevenadur henvel meurbet ouz sevenadur Kelted an Hen-amzer. Ar werzawouriez e boaz en Iwerzon e-pad ar Grenn-amzer a zo eur werzawouriez sillabennek gant klotennou-dibenn. Anat d’an holl andon romanek pe izel-latin ar werzawouriez-se. Araok ar VIIet kantved goude H. S. koulskoude, ez eus bet en Iwerzon eur werzawouriez dishenvel diouz hounnez ha diazezet, neket war niver ar sillabennou, hogen war ar pouez-mouez er geriou. Ar genganez — eur genganez a-grenn diouti hec’h-unan — a zo o ren er werzawouriez-se bet miret d’eomp skoueriou anezi gant eun nebeut barzonegou savet en eun iwerzoneg eus ar c’hosa. Bez ’ez eus henvelderiou etre an hen-werzawouriez iwerzonek-se ha hen-werzawouriez ar sadornian latin. Unan a zaou. Pe levezoniet eo bet ar werzawouriez iwerzonek gant ar werzawouriez latin poblel e-pad ar Ia, an IIet, an IIIet, ar IVet hag ar Vet kantved goude H. S. [209], pe distag an eil diouz eben eman an diou werzawouriez, nemet eur genandon o deus bet en oadvez-hont eus ar ragistorvez (etro ar XVet kantved kent H. S.) a zo bet graet anezan gant ar yezoniourien oadvez italiadekkeltiek [210]. An henvelderiou stank e-kenver geriawouriez, soniadouriez, yezadouriez, a zo etre ar yezou keltiek diouz eun tu hag ar yezou italiadek (ombrieg, latin, sabelleg) diouz an tu-all, a laka anat o deus gourdadou ar Gelted ha gourdadou an Italiaded kenvevet kichen-ha-kichen en hevelep bro, kreizenn Europa, e-kerz an eilvet milved kent H. S. Maread ar c’henveva-se a zo bet graet anezan oadvez italiadekkeltiek.
Enskrivaduriou hengeltiek ha skritur. — Ar Gelted koz n’o deus ket skrivet levriou en o yez, nemet amprestet o deus darn anezo, a oa amezeien nes d’an Etrusked, d’an Ibered ha d’ar C’hresianed, o lizerennou digant ar poblou-se, ha graet eun implij bennak eus ar skritur kent poblou all an Hanternoz, Germaned ha Slaved. Graet o deus ganto enskrivaduriou war vaen pe war vetal (plom, kouevr, arem, h. a.) ha diellou stadou pe diegeziou evel rollou-niveri meuriadou pe dropellou, kontou gounidigez-douar pe genwerz, hag all. An niveraduriou hag ar c’hontou, skrivet war danvez dibad, rusk [211], prenn [212], kroc’hen, lien, n’int ket deut betek ennomp, nemet kavet ez eus bet eun nebeut peziou-moneiz, bommou skrivadur keltiek warno hag eun daou-ugent enskrivadur bennak war vaen pe war vetal, bez-skrivaduriou pe dediou peurvuia.
Lizerennou gresian pe etruskek ez eo an enskrivaduriou keltiek kosa war vaen pe war vetal. Diwezatoc’h, pa voe bet aloubet Galia gant ar Romaned, e tegemeras Kelted ar vro-se al lizerennou latin. Ar pouezusa eus an enskrivaduriou latin eo an deiziadur arem, kavet e Coligny (Ain) e 1897, hag a zo bet engravet er c’henta kantved goude H. S. Hiniennou eus engravaduriou keltiek Galia, (re Alesia, an Hen Boatie hag Avignon) a zo anezo, war a greder, gwerzennou c’houec’h-troadek, a vije an hesoniez anezo diazezet war ar pouez-mouez [213].
Ar skridou keltiek eus ar maread roman, n’int ket deut betek ennomp, a c’heller ranna e teir c’hevrenn : 1° al lizerou skrivet-diskrivet gant an dud ; Diodorus Siculus a lavar d’eomp eman ar c’hiz gant ar C’halianed stlepel e-touez flammou an tantadou-kanv lizerou skrivet ganto d’o c’herent maro. Diwar ar c’hiz-se e heller dastum n’oa ket dianav, d’ar re eus ar Gelted a anaveze ar skritur, boaz ar skriva-diskriva lizerou etre beved. — 2° an testamantou. Ar gwiraour roman Ulpianus, maro e 228 goude H. S., a anzav talvoudegez an testamantou skrivet er yez keltiek ; — 3° ar barnadennou « douget diouz Reiz an Derv » a veze engravet war eskern, e bro al Liger (al Loar breman), hervez ar Querolus.
Al lizerou skrivet d’ar re varo, an testamantou hag ar barnadennou douget diouz reiz an derv hag enskrivet war eskern, setu an tri rummad skridou hen-geltiek a zo meneget fraez gant Kreisteiziz an Hen-amzer er re eus o levriou a zo deuet betek ennomp. Adalek ar c’henta kantved goude H. S. e oa e Lugudunon levrdiou brudet nemet levriou latin ne gaved ken enno, a-hervez.
An hena enskrivaduriou hen-geltiek deuet betek ennomp a zo savet gant lizerennou etruskek-gresiek. Al lizerennou-se a zo bet implijet gant poblou-all o veva kenver-ha-kenver gant ar Gelted en hanternoz Italia ha war ar gevrenn-se eus aradennad an Alpou a ra an diforc’h etre hanternoz Italia ha traonienn an Danao : Leponted, Raeted, Illirianed, h. a. Deuet eo betek ennomp enskrivaduriou lepontek hag illiriek war kerniel-karv. Eus ar broiou-se e vije en em ledet boaz al lizerenneg etruskek-gresiek war-du an Hanternoz, betek Bohemia, a-hed an hentou-kenwerz (hent ar goularz, hent an houarn, hent an holen), hag e kreder e vije bet el lizerenneg-se andon ar runou pe rinlizerennou ar C’hermaned [214].
Gwirhenvel eo e oa skrivet gant al lizerennou-se etruskek-gresiek an enskrivaduriou a gavas ar Romaned gant souez e Germania. Kredi a rejont lenn warno anoiou Odusseus hag e dad Laertês. E anoiou hen-geltiek a-seurt gant Kamulixos, Smertos, kamm-lennet ganto Ulysses (Odusseus) Laertou eman moarvat andon o fazi [215].
An hena enskrivaduriou keltiek a zo, hep mar, enskrivadur Todi, Italia, hag an enskrivadur a lenner war unan eus tokarmou Negau, Stiria-Izela. Talvoudus eo enskrivadur Todi dre ma kaver ennan geriou aes da zisklêria dre ar yezou nevez-keltiek a vreman : 1° eur verb d’ar c’henta person unan : karnitu a heller spisaat e dalvoudegez dre ar c’hembraeg breman carneddu « bernia mein ». Heman a c’houlenn en e ziagent eur stumm hen-geltiek *karned- a zo hep mar ebet an hini a dleer lenn e Todi, an t etruskek oc’h arouezia d kerkouls ha t. 2° an dro-damall unan logan, eus eur ger loga « *bez » a zo hep mar hen-stumm ar ger kembraek a vreman llo « krug, tolzenn » ; 3° eun dro-damall lies artvass « *mein » : an iwerzoneg art « maen » a c’houlenn en e ziagent eur stumm hen-geltiek *arta. An enskrivadur en e bez a zo da veza lennet evel-hen : Ategnati Drutikni karnidu logan Koisis Drutiknos Ategnati Drutikni karnidu artvass Koisis Drutiknos, ha da veza trôet er c’hiz-man : « Koisis mab Drutos, em eus savet bez Ategnatos mab Drutos. Koisis mab Drutos, em eus savet mein Ategnatos mab Drutos » [216].
E broiou ar Reter-Nesa (Ejipt, Rag-Azia, Azia-Vihana), ez eus bet kavet diwar dourn ar Gelted graffiti hag a zo ker koz hag an enskrivaduriou kavet e Todi hag e Negau, nemet bez ’ez eus anezo gwall nebeut a dra e gwirionez, anoiou-tud hepken peurliesa. An hini hira, graffito al louarnetaerien en Abudos, bro-Ejipt, a zo anezan eur frazenn a-bez, n’eo ket e keltieg avat ez eo bet skrivet, hogen e gresianeg. Eman e chapel Horus, e templ Seti Ia. Gant beg eur gontell eo bet engravet er gwiskad livadur ruz a c’holo gar dehou delwenn azezet an doue Horus Penn-Sparfell. Graet eo bet, hervez doare, e-pad seziz Abudos gant Ptolemaios Vet Epiphanès, e 186-185 kent H. S. (e-maez kêr e oa templou bras Abudos). Ar graffito dister-se a zo anezan moarvat an hena arroudennad-skritur deuet d’eomp diwar dourn eur C’helt. Setu hen aman : Tôn Galatôn Thoas, Kallistratos, Akannôn, Apollônios, êlthomen ôde, kai alôpeka elabomen ôde « Eus ar C’halated, Thoas, Kallistratos, Akannôn, Apollônios, ez omp deuet aman, hag eul louarn hon eus paket aman ». Eur graffito-all er chapel-se a zo anezan hepken an daou-ano Galatês Dêmêtrios.
En Hadra, er gorflann pe nekropolenn veur a oa en tu diouz ar savheol da gêr Aleksandria-Ejipt, ez eus bet kavet eur c’hao-bez ma oa bet beredet ennan, eus ar bloaz 230 d’ar bloaz 210 kent H. S., goprsoudarded ar roue ptolemaek. A veur a vrôadelez e oant : Kretiz (dek anezo), Kilikiz (pemp), Iaoniz (pemp), Thessaliz (pevar), Boiotiiz (tri), Akarnaniz (tri), Arkadiz (tri), Sirianed (tri), Thraked (daou), Lukiad (unan), Pamphuliad (unan). Eur pemzek bennak anezo a oa Kelted pe C’halated. Nemet e gresianeg e vez ar bezenskrivaduriou anezo ha gresianek alies o anoiou : Aideprates, Aidosotios, Atuios Keltos, Bitos Lostoieko Galatês, Donnônataieus Galatês, Ketositos Galatès, Phileista gunê Sisonônos Anaximou Galatou, Poluxenios Galatês, Boudoris Galatê…, Purrhos Galatês, Isidôros Galatês, Purrias Illurios… kai… Galatês.
Diwar-benn hiniennou eus an anoiou-se, e teu gant A. J. Reinac’h, war Rev. des Et. anc. 1911, p. 50, an eveziadennou-man : Boudoris a ziskouez beza furm hellenekaet eun ano keltiek. Anaximos ha Poluxenios a zo marteze troidigeziou diwar anoiou keltiek. Purrhos « ar Rouz pe ar Ruz » a zo bet anvet evel-se, moarvat, en abeg da liou e vleo. Purrhos a zo bet graet ivez eus eur Bastarn, sklav e Delphi, e 143 kent H. S. [217].
Galatia betek-hen n’he deus ket daskoret d’eomp enskrivaduriou keltiek, nemet anoiou keltiek a dud a lenner war enskrivaduriou gresianek ar vro : Gaisatodiastos, Smertulitana, Albiorix, Boussourix, Ateporix, Smertorix, Smertôn (heman d’ezan daou vugel Domna ha Dada) [218], h. a.
Ar graffiti war zarbodou (ostraka, unander ostrakon) kavet e Galia, el lec’h anvet breman La Graufesenque (eul labouradeg poderez-pri a oa eno er Ia kantved goude H. S.) a zo talvoudus o anaout dre ma lenner warno eun niver geriou keltiek, en o zouez : 1° tudos, tuddos, dre d barrennet an eil hag egile (d barrennet oc’h arouezia moarvat an st indezeuropek hag an indezeuropeg tst, ts) « kuchennad » ; 2° extratudos (d barrennet) « maezkont » (an iwerzoneg echtar, kembraeg eithr, a c’houlenn en o diagent eur stumm hen-geltiek *ekstro) [219] ; 3° luxtos « karget » pe « da garga » ; 4° uxedia, uxsedia « uhela, pervez, rik » ; 5° etic « hag ouspenn », h. a. Ar pep talvoudusa warno eo an dek niver-pedvedi kenta eus ar galianeg : kintuxos (kintussos) « ar prim-genta, ar peurgenta, ar c’henta-holl », allos, alos « eilvet », tritos « trede », petuaros « pevare », pinpetos « pempvet, pemvet », svexos « c’houec’h », sextametos « seizvet », oxtumetos « eizvet », naumetos « navet », decametos « dekvet ».
E derou an oadvez kristen ec’h ijinas ar Vrezoned eun doare skritur, ar skritur ogamek pe ogmek, a voe implijet adalek ar c’henta kantved goude H. S. betek ar VIIet kantved, dreist-holl gant Iwerzoniz evit kañvskrivaduriou war vaen. Lizerennou ar skritur ogamek a zo anezo linennou eeun graet darn a-sounn, darn a-veskell, darn a-dreuz d’al linennou merket gant korn-ker ar maen. Setu aman, treuzskrivet en hon lizerennou, eur skouer eus yez an enskrivaduriou ogamek : Corbi koi maqi Labriattos « (Bez) Korbos aman, mab Labriattis ». Korbi a zo tro-c’henidik Korbos. An ogameg koi « aman » a vez skrivet koui en enskrivaduriou Galia. Maqi a zo tro-c’henidik maqos « mab », ha Labriattos eo tro-c’henidik Labriattis. Da iwerzoneg Labraid, tro-c’henel Labrada, eo aet diwezatoc’h an daou stumm-se. En enskrivaduriou ogamek, ar ger da lavarout « bez » a vez dindan-veizet peurliesa. Hen kavout a raer koulskoude en eun enskrivadur piktek a vro-Skos : Maqqi Noviogruta ura Elisi « Bez (ura) Elisos mab Noviogrus ».
Da heul aloubidigez enez Vreiz gant ar Romaned, e teskas Breiziz ober gant al lizerennou latin hag al levriou papurus pe barch. Iwerzoniz, a zalc’he dre vor darempredou kenwerz dibaouez gant Breiz-Veur, a zegemeras an nevezintiou-se. Er IIIet kantved goude H. S., eur beajour estren, Aethicus Istrius, goude ergerzout Iwerzon, a zezrevell en deus embreget levriou (volumina) gouizieien ar vro-se.
Ar rolladennou-se [220] eus an IIIet kantved goude H. S. a zo, keit ha ma c’houzomp, al levriou hen-geltiek n’eus nemeto a gement a vije bet. D’ezo eo hep mar e tleomp an envor o deus miret skridou iwerzonek ar Grenn-amzer eus darvoudou, traezou, boaziou, giziou ha kredennou koz-koz a vije aet buan ha krenn da get pep kounaënn anezo en eul lennegez a-c’henou hepken.
E-doug ar Vet, ar VIet hag ar VIIet kantved goude H. S. eo e c’hoarvezas gant keltieg Iwerzon ha gant hini Breiz-Veur an darnvuia eus ar c’hemmadennou o deus roêt d’ar yezou-se o stumm-bremañ. Ne voe ket heñvel dalc’hmat ar seurt kemmadennou en Iwerzon hag e Breiz-Veur hag ac’hane e sav disheñvelderiou c’hoaz etre an iwerzoneg hag ar brezoneg. Setu amañ eun nebeut skoueriou :
1) an iwerzoneg a vir an s e derou geriou an hengeltieg ; ar brezoneg e dro en h :
Hengeltieg siros |
Iwerzoneg sir |
2) an iwerzoneg a dro en f ar v hengeltiek e derou ar geriou ; ar brezoneg e dro e gw :
Hengeltieg vassos, vossos |
Iwerzoneg fos |
Brezoneg gwaz |
3) an iwerzoneg a goll an n dirak an t ; ar brezoneg a vir anezañ :
Hengeltieg arganton |
Iwerzoneg argat |
Brezoneg arc’hant |
An iwerzoneg hag e lennegez. — Eus an holl yezou nevez-keltiek an iwerzoneg, dreist-holl an hen-iwerzoneg komzet eus an VIIIet d’an Xet kantved, eo an heñvela ouz an hen-geltieg. An abeg da se eo ne voe biskoaz Iwerzon aloubet gant ar Romaned, ha ne ehanas ket keltieg Iwerzon da veza eur yez lennek studiet, komzet ha gounezet gant eun dibab tud ken desket ha ma c’hellent beza diouz al lec’h hag an amzer. An dibab-se a oa anezañ an uhelidi, ar file hag an drouized, en o lec’h diwar ar IVet - Vet kantved ar c’hloer kristen. Ar file (veletes « divinourien » ar Gelted koz) eo a savas dreist-holl lennegez Iwerzon.
Al lennegez-se, dre he finvidigez hag he c’hened, a c’hell keñveria gant lennegeziou brudeta Europa ar Grennamzer. Miret eo bet d’eomp gant eun niver dournskridou, a sav ar re gosa anezo d’an VIIIvet kantved hag ar re all, evit an darnvuia, d’an XIIet ha d’an XIIIvet kantved. Bez’ ez eus anezi danevellou-meur, lavar-plaen kemmesket a werzennou, barzoniezou, soniou, kanaouennou santel, buheziou sent, levriou o sellout ouz an istor, ar yezadur, ar gwir, ar medisinerez, an douaroniez hag ar steredoniez. E-touez an niver skridou-se, ez afe da vihana buhez eun den da studia anezo, hiniennou a zo ret da anaout d’an neb a bleustr gant an Hen-amzer geltiek. Setu-i :
1) an dastum lezennou anvet Senchus mor « kozder bras » [222]. Laket eo bet war skrid etre derou an IXet ha dibenn an Xet kantved, nemet dre eun dournskrid eus ar XIVet kantved hepken ec’h anavezomp anezañ. A bouez dreist eo dre ma seblant n’en deus pleget ennañ ar gwir keltiek d’al levezon gristen nemet a boan, nebeutoc’h moarvat eget el lezennou kembraek.
2) an danevellou a sell ouz kosa istor an doueed, ouz derou an den hag ar bed hervez kredennou Iwerzon rak-kristen. En danevellou-se e voe trôet, diouz ret, stumm ar c’hreañsou pagan evit ma c’helljent beza miret e-touez kristenien.
3) an danevellou war tud ha darvoudou meur savet d’ar roue Conchobar (Kunokobros), d’ar brezelour Setanta (Setantios) lesanvet « ki Kulann » ha da gadourien all a greder o deus bevet er c’henta kantved goude H. S. En danevellou-se e kaver buhezegez ha boazamantou Kelted an Douar-bras ha Breiziz er c’henta kantved kent H. S. ha, war boentou-zo, boaziou kosoc’h c’hoaz. An diou vrasa anezo eo an Togail Bruidne Da Derga « dismantr kastell Da Derga » hag an Tain bo Cualngi « Skraperez saout Cooley ». Savet eo bet ar genta da seziz kastel Da Derga gant eur vandennad laeron-vor breizat hag iwerzoniat ha da varo Conaire (Konarios), roue-meur Iwerzon ; danevellet eo en eil an argadenn graet en Ulster (Bro-Ulad) gant Medb (Medua), rouanez Vro-Gonnac’ht, da skrapa ar c’hole marzus Donn (Donnos) [223].
Ar brezoneg hag e lennegez. — Ar brezoneg ne voe ket kerkoulz ar bed gantañ ha gant an iwerzoneg. E-doug ouspenn tri c’hantved e voe enez Vreiz dindan an impalaerded roman hag, e keit-se, e voe romanaet eun darn vras pe vrasoc’h eus ar bobl. Hanter-zilezet, lavar ar vro a c’houzañvas kollou bras en e yezadur, e gevreadur, e c’heriadur. Kollou ar geriadur a voe dic’haouet, darn anezo, dre ampresta geriou digant al latin ha, pa guitaas ar Romaned enez Vreiz, e voe savet banniel al lennegez gant ar varzed ha, dre o c’hanaouennou, adrôet lufr da yez ar vro. Diwar neuze ne baouezas ket yez Kembre da veza eur yez sevenet. He lennegez, miret gant an dournskridou, eus an XIIet kantved ar re gosa anezo, a zo anezi danevellou e lavar-plaen, evel ar Mabinogion, barzoniezou, levriou war an istor, ar gwir, ar medisinerez, ar yezadur, hag all. Kresket eo bet ar c’hembraeg-bremañ gant eun teskad pinvidik a c’heriou gouiziegez, prederouriez ha lennegez tennet dioutañ e-unan hag a laka ar yez-se keit-ha-keit gant ne vern pehini eus yezou brasa Europa,
Gwaz a se, ne c’hoarvezas ket kemend-all gant ar c’herneveg ha brezoneg Arvor.
Diwar an Xet kantved, ma voe sujet Kerne-Veur da Vro-Saoz, e stagas ar c’herneveg da vont war e ziskar. E-doug an holl Grenn-amzer ne reas nemet divia ken na voe ehanet krenn da gomz anezan er XVIIIet kantved, war e lerc’h nemetken da lennegez eur pez-c’hoari santel bennak heñvelekaet pe trôet diouz ar galleg.
Brezoneg Arvor a zo bet en e vuhezeka eus ar Vet d’an Xet kantved. Neuze eo en em skignas dre ar c’hourenez a-bez, o vouga er rann izela anezi ar yez romanek hag o voulc’ha doun bro Sant-Brieg, Sant-Malo, Dol, Roazon, Redon ha Naoned. Eus an Xet d’an XIIet kantved, diwar abegou a vije re hir da zisplega amañ, e koll ar brezoneg ar pep brasa eus ar broiou uhel. E Breiz-Izel, a zo gwasoc’h, ez eo dilezet gant an darnvuia eus an dudjentil hag an dud desket gounezet d’ar yez ha d’ar sevenadur gallek. Da heul an dilezidigez-se ne voe ken eus ar brezoneg, a-hed an hanter brasa eus ar Grennamzer ha betek an XIXet kantved, nemet eur yez fraost, komzet gant labourerien-douar ha pesketaerien hepken. E-skoaz lennegez pinvidik ha disyeo Iwerzon ha Kembre, n’oufe stalia ar brezoneg ar Grennamzer nemet kanaouennou ha c’hoariou santel, heñvelekaet pe drôet diwar ar galleg an darnvuia anezo, ha geriou gallek enno e-leiz. En XIXet kantved hepken, a drugarez da genstriv eun teskadig tud kalonek, e stag ar brezoneg d’en em zigemmeska ha da deurel eul lufr bennak gant e lennegez. Dleet eo d’eomp derc’hel gant labour an dud-se, difenn keltelez hor yez, gounid d’ezi eun degemer er skoliou bras pe vihan, he c’homz hag he skriva ar muia hag ar gwella ma vezo gallet. Ar brezoneg, hag heñ kouezet ken izel, a zo herez eun amzer goz brudus dispar. Disleberet eo bet gant an amzer ha genou an dud, ha padal ar yez eo a zo bet komzet gant ar vrezelourien a c’hounezas Europa hag eun darn eus Azia, hag a zalc’has penn, a-hed hir gantvedou, da armeou Roma.
Ar geriennou da heul a roio d’al lenner eun tañva eus ar c’hemmadennou c’hoarvezet gant ar yez a gomzomp adalek ar c’henta kantved eus an oadvez kristen betek ennomp.
|
|
Brezoneg-krenn |
|
mâros |
mor |
meur |
meur |
monid |
menez |
menez |
1° Diwar-benn an andoniou indezeuropek hag ariek dre vras (bro c’henidik, sevenadur, h. a.) : d’Arbois de Jubainville, Les Premiers Habitants de l’Europe d’après les écrivains de l’Antiquité et les travaux des linguistes, eil mouladur, I, 1889, pp. 201-22 ; Salaün Reinac’h, L’Origine des Aryens, histoire d’une controverse, 1892 ; L’origine de la civilisation aryenne et les Aryens à l’époque néolithique, moulet e dibenn levr A. Bertrand, La Gaule avant les Gaulois, 1891 ; Hirt, Die Indogermanen, ihre Verbreitung, Heimat und Kultur, 1905-1907 ; Zaborowski, Les Peuples aryens d’Asie et d’Europe, leurs origines en Europe, la civilisation protoaryenne, 1908 ; Carnoy, Les Indo-Européens, préhistoire des langues, des mœurs et des croyances de l’Europe, Loven, 1921 : Gordon V. Childe, The Aryan : a study in Indo-european origins, 1926.
2° Diwar-benn an indezeuropeg hag an eilyezou diwarnan : Meillet, Introduction à l’étude comparative des langues indo-européennes, 1903 (kenta mouladur), 1922 (pempvet mouladur, nevesaet ha gwellaet) ; Les dialectes indo-européens, 1908 ; Linguistique historique et Linguistique générale, 1921 ; Aperçu d’une histoire de la langue grecque, 1913 (kenta mouladur), 1920 (eil mouladur) ; Esquisse d’une histoire de la langue latine, 1928 (kenta mouladur), 1933 (trede mouladur) ; Brugmann, Abrégé de Grammaire comparée des langues indo-européennes, 1905 ; Conway, The Italic Dialects, 2 levrenn 1897 ; Philipon, Les Peuples primififs de l’Europe méridionale, 1925 ; Keith, Early History of the Indo-Iranians, Poona, 1917 ; Mansion, Esquisse d’une histoire de la langue sanscrite, 1931 ; Lubor Niederlé, Manuel de l’Antiquité slave, 2 levrenn, 1923-1926 ; Karsten, Les anciens Germains, introduction à l’étude des langues et des civilisations germaniques, 1931 ; C. Autran, Sumerien et Indo-européen : l’aspect morphologique de la question, 1925 ; Benveniste, Origines de la formation des noms en indo-européen, 1935.
3° A-zivout an hen-geltieg : Johann-Kaspar Zeuss, Grammatica celtica, 1853 (kenta mouladur), 1871 (eil mouladur) ; Alfred Holder, Alt-keltischer Sprachschatz, 3 levrenn hag eur stagadur, Leipzig, 1896 ; Dottin, Manuel, pp. 52-109 ; La langue gauloise, 1920 [230] ; Loth, Chrestomathie bretonne, 1890, pp. 1-80 ; d’Arbois de Jubainville, Eléments de la Grammaire celtique : déclinaison, conjugaison, 1903 ; Les noms gaulois chez César et Hirtius, 1891 ; Le vocabutaire celto-germanique (Premiers Habitants, II, eil mouladur, 1894, pp. 330-691 ; John Rhys, Lectures on Welsh Philology, eil mouladur, 1879, pp. 260-412 (an enskrivaduriou ogamek) ; The Celtic Inscriptions of France and Italy, London, 1907 (sellout ivez ouz Rev. celt. 1907, p. 209 ; 262-75, 404-10) ; The Coligny Calendar, 1910 [231] ; Macalister, Formes grammaticales des inscriptions ogamiques, war Celtica, I, 1903, pp. 17-25 ; Thurneysen, Keltoromanisches, Halle, 1884 ; Vendryès, Les correspondances de vocabulaires entre l’indo-iranien et l’italo-celtique, war Mém. de la Soc. Ling. 1918, 1919, 1920 ; Leo Weissgerber, Die Sprache der Festlandkeiten, Mainz, 1930 (a bouez bras) ; W. von Wartburg, Les Origines des peuples romans, Gwaskerellou Hollzeskadurez Bro-Chall, Paris, 1940.
4° Diwar-benn al lennegez hen-geltiek : Kamilh Jullian, De la littêrature poétique des Gaulois, 1902 (diwar ar Rev. arch. 1901, I, pp. 304-27) ; Recherches sur la religion gauloise (Bibliothèque des Universités du Midi, feskennad VI) ; Mythes celtiques et légendes germaniques, war Rev. des Et. anc. 1921, p. 132 ; Hist. de la Gaule, pass. ; Poisson, L’origine celtique de la légende de Lohengrin, war Rev. celt. 1913, pp. 182-202 ; L’origine celtique de la légende du Graal, 1920 ; L’origine celtique de la légende de Siegfried, 1921 (mouladuriou distag ; diwar Rev. d’Auvergne) [232].
5° A-zivout an hen-iwerzoneg hag ar yezou nevez-keltiek all : Whitley Stokes ha John Strachan, Thésaurus paleohibernicus, 2 levrenn, Cambridge, 1901-1903 ; A supplement to Thesaurus paleohibernicus, Halle, 1910 ; Vendryes, Grammaire du vieil-irlandais : phonétique, morphologie, syntaxe, 1908 ; Thurneysen, Handbuch des Alt-irischen, Heidelberg, 1909 ; Dottin, Manuel de l’irlandais moyen, 2 levrenn, 1913 ; Loth, Vocabulaire vieux-breton, 1884 ; Chrestomathie bretonne, 1890 ; Les mots latins dans les langues brittoniques, 1892 ; La métrique galloise depuis les plus anciens textes jusqu’à nos jours, 3 levrenn, moulet er Steudad kenteliou war al Lennegez keltiek gant d’Arbois de Jubainviile ; d’Arbois de Jubainville, Phonétique et Dérivation bretonnes, 1881 ; Ernault, Dictionnaire étymologique du breton moyen, Naoned, 1888 ; Glossaire moyen-breton, 1895-1896 ; Viktor Henry, Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne, Roazon, 1900 ; Pedersen, Vergleichende Grammatik der Keltischen Sprachen, 2 levrenn, 1909, 1913.
6° Diwar-benn kosa lennegez Iwerzon : Kuno Meyer, Cath Finntraga, Oxford, 1885 (bez’ ez eus in fine eur studiadenn war gwerzawouriez Iwerzon) ; Imram Brain maic Febail ocus a Echtra, London, 1895 ; Fianaigecht, 1910 ; St. Hayes O’Grady, Silva Gadelica, 2 levrenn, 1891 ; Whitley Stokes, Togail Bruidne Da Derga, 1902 (diwar ar Rev. celt. 1901) ; Ernst Windisch, Tain bo Cualnge, 1905 ; d’Arbois de Jubainville, Introduction à l’étude de la littérature celtique, 1883 ; Le Cyde mythologique irlandais, 1884 ; L’Epopée celtique en Irlande, 1892 ; Etudes sur le Droit celtique : le Senchus Mor, 2 levrenn, 1895 (sellit ivez ouz Loth, war Rev. de l’Histoire des Religions, XXXIII, pp. 368-88) ; Etude sur le Tain bo Cualnge, war Rev. celt. 1907, pp. 17-40 ; L’Enlèvement des Vaches de Cooley, war Rev. celt. 1907 et seq. ; Dottin, Les littératures celtiques, 1924 ; L’Epopée irlandaise, 1926 ; Douglas Hyde, A Literary History of Ireland from the earliest times to the present day, Dublin, 1899 ; E. Hull, A Text Book of Irish Literature, 2 levrenn, 1906, 1908.
Pennadou-skrid eus an talvoudusa da lenn war Mémoires de la Soc. de Linguistique (abaoe 1868), Revue celtique, Celtic Review, Annales de Bretagne, h. a.
Lennerien-zo marteze — al latinourien anezo — a vourro o kenveria an enskrivaduriou hen-geltiek moulet ganeomp er pennad-man gant an hena enskrivaduriou latin deuet betek ennomp : enskrivadur Duenos hag enskrivadur Praenest. Setu i o-daou aman : 1° enskrivadur Duenos (IIIvet kantved kent H. S.) : Ioveis at deivos qoi med mitat nei tedi endo cosmisv irco sied asted nois io peto ites iai pacari vois Duenos med feced en manom einom Duenoi ne med malo statod. Troïdigez ar geriou hen-latin e latin al lennegez : Ioveis = Jupiter ; at = aut ; deivosf = deus ; qoi = cui ; med = me ; mitut = mittat iste ; nei = ne ; tedi = fe ; endo = endo ; cosmisv = commissi ; irco = ergo ; sied = sit ; asted = ast te ; nois = nobis ; io = eo ; peto = penso ; ites = litais ; iai = iiss ; pacari = pacari ; vois = velis ; feced = fecit ; en = in ; manom = bonum ; einom = nunc ; ne = ne ; malo = malo ; statod = sistito, M. Bréal, Ecole française de Rome : Mélanges d’archéologie et d’histoire, II, 1882, pp. 147-67. 2° Enskrivadur Praenest (VIIet kantved kent H. S.) : Manios med fhefaked Numasdos « Manios en deus va oberiet evit Numasios ». Eman enskrivadur Praenest war eur spilhenn-alc’houez en aour bet kavet en eur bez meur, pinvidik-dreist an arrebeuri anezan (anezo-holl traezou en aour hag en arc’hant : eur plad arc’hant a oa warnan an enskrivadur pounek-man : Eshmounyaad ben Ashto). G. Matthies, Die praenestinischen Spiegel, Strasvourc’h, 1912 ; C. Densmore Curtis, The Bernardini tomb, war Memoirs of the American Academy in Rome, III, 1919.
Diwar-benn ar skrituriou hag ar yezou iberek, al levriou-man a zo talvoudus-kenan : Hübner, Monumenta linguae ibericae, Berlin, 1893 ; Jensen, Geschichte der Schrift, Hanover, 1925. Daoulevr Philipon, Ibères (1909) ha Peuples primitifs (1925) a zo enno danvez-stuidi founnus-dreist e-kenver yezoniez, leun-tenn ha ma ’z int a anoiou-tud hag a anoiou-lec’hiou iberek, ligurek ha thrakek dre gant ha kant.
An danvez-studi. — Arz ha micheriou ar Gelted a anavezomp dre gant ha kant a draou, bet kavet er broiou a voe en o dalc’h. Dizolôet ez int bet, evit an darnvuia, er beziou hag er beredou eus an oadvez keltiek, war diazez kreñvlec’hiou ha kêriadennou koz, e govili dalc’het gwechall gant ar Gelted, e naoz stêriou pe lennou e-lec’h e oant bet kollet pe taolet da brof d’an doueed, e kuziadellou m’oant bet fiziet enno gant o ferc’henned.
An traou-se, dastumet da zanvez-studi war arz ha micheriou ar Gelted, a zo anezo armou da skei ha d’en ern zifenn, binviou a bep seurt, kinklereziou kezeg, tammou kirri, poderez, braoigou ha traou o sellout ouz ar stiperez hag ar gwiskamant. Hogozik holl ez int graet gant metal (dreist-holl arem, houarn, arc’hant hag aour) pe c’hoaz pri, askorn pe gorn, goularz, goural ha gwer. Ar pep brasa eus an traou graet gant prenn, lin, gloan, kouarc’h (kanab) pe ler, n’int ket deut betek ennomp, o veza n’hall ket seurt danveziou herzel ouz an amzer, nemet e rafe a du d’o mirout, meur a dra rekis-mat, dibaot d’ezo kendegouezout.
An derou hag an istor : a) arz hag ijinerez hanternozel ; b) arz hag ijinerez hallstattel ; k) arz hag ijinerez an Ten. — Da veiza ervat ar pez a zeuio war-lerc’h arabat lezel o vont diwar wel an diou wirionez-mañ :
1° An arz hag an ijinerez a zo daou dra distag krenn diouz ar ouenn hag ar vrôadelez. Poblou disheñvel dre o ganedigez hag o yez, gant ma chomfent pell amzer kichen ha kichen en eur vro, o devo alies a-walc’h an hevelep arz hag an hevelep ijinerez, pe, da vihana, arzou hag ijinereziou demhenvel, dre m’en devo pouezet warno nerz an hevelep degoueziou.
2° Eur vrôadelez a c’hell en em furmi ha beva e-pad eun niver kantvedou hep kaout arz ebet diouti hec’h-unan. E genivelez ha kresk eur vrôad an arz end-eeun an hini a ziglor an diweza. Da skouer, ar vrôadelez keltiek a oa anezi, hep mar ebet, adalek an Xet kantved kent H. S., ha koulskoude er Vet hag er VIet hepken e welomp o tiwana hag o vleunia eun arz a gement a ve, ez wir, tra ar Gelted.
a) Arz hag ijinerez hanternozel. — D’an amzer bell-se (XXet - Xet kantved kent H. S.) pa n’oa c’hoaz nemet hendadou ar Gelted eur steudad dister a veuriadouigou diazezet a-hed mor an Hanternoz, e oa o arz hag o ijinerez, war-bouez nebeut, arz hag ijinerez ar meuriadou tosta a veve er Jutland, en enezennou ar mor Baltik hag e penn kreisteizel Skandinavia. Sevenedigez labouriou ar meuriadou skignet en holl gevrenn-se eus an Europ a oa d’ezi eur stumm diouti hec’h-unan, daoust d’an disheñvelderiou a save diwar m’edo en o zouez meur a c’hovel vihan, eun doare anat da labouriou pep hini hag int koulskoude heñvel pe heñveloc’h ouz re ar meuriadou tosta. Ar aremennou diwar ar govili-se a drec’h d’an aremennou savet er mare-se gant aremourien kreizenn ha kornog Europa dre gened o furmiou, liester o fatromou, klokder an oberiadur ha pinvidigez an ornadur linennek a zo bet engravet warno.
Sellout ar sevenadur-se evel tra ar Gelted pe ar C’hermaned n’heller ket ober, rak :
1° anat-splann eo n’he devoa nag ar yez keltiek nag ar yez c’hermanek kemeret c’hoaz, d’ar mare-se, ar stumm distag a weled ganto daouzek pe bemzek kantved diwezatoc’h : n’oa anezo c’hoaz nemet diou c’houyez indezeuropek, karez-nes an eil d’eben ;
2° hiniennou eus meuriadou an Hanternoz n’oant ket neuze marteze indezeuropat dre o yez ;
3° piaouet eo bet war eun dro ar sevenadur-se gant meuriadou gwall-zisheñvel o brôadelez.
An ano a sevenadur hanternozel (pe huperborean) a zerefe outan, rak ar meuriadou-se end-eeun, o veva war aodou mor Hanternoz hag ar mor Baltik hag er gompezenn vras nesa, eo a renke ar C’hresianed, er VIIet, er VIet hag er Vet kantved, dindan an ano a Huperboreaned « ar re a vev en tu-hont d’an avel-sterenn. » Kosa skridou ar C’hresianed, hag enno danevellou marzus diwar-benn furnez an Huperboreaned, hirder o buhez, o mailhded evel telennerien ha kanerien, an azeulerez a lident d’an heol, ne lavaront ger eus ar ouiziegez hag an ampartiz o deus diskouezet o labourat an arem. A-hend-all e venegont an darempredou a oa bet gwechall, da heul kenwerz ar goularz moarvat, etre o bro-int hag ar re a vev war c’hlann « ar mor-all » (heteran thalassan) hag ar profou « paket gant kolo gwiniz » an Huperboreaned da dempl bras an heol en enezenn.
Mar deo savet-dreist arz hag ijinerez meuriadou an Hanternoz, e tleont kement-se, hep mar, d’o darempredou gant ar poblou sevenetoc’h a veve en aodou hag enezennou ar mor Kreizdouarek.
b) Arz hag ijinerez hallstattel. — Gant an amzer ha da heul ergerz eun darn eus ar Gelted war-du ar c’hreisteiz hag ar mervent e savas kemmadennou en o arz hag o ijinerez. Ijinerez Hallstatt [233] (Xet - Vet kantved kent H. S.) a reer eus an ijinerez anavezet dreist-holl dre ma kemer, war eun dro, an arem hag an houarn da zanvez an armou hag ar binviou trouc’ha. En Alpou, e Bro-Illiria, e voe an andon anezañ ; ac’hano en em skignas war holl vroiou kreizenn Europa.
Boutin e voe etre eur maread poblou illiriat ha liguriat hag ar re eus ar meuriadou keltiek a oa deut da ziazeza er vro veneziek etre ar Mein hag an Danuvios hag e reter ha kreizenn Bro-C’hall. Ar Gelted eo, marteze, a gasas ar sevenadur hallstattel-se e mervent Bro-C’hall hag er Spagn. Bro-C’hall ar gwalarn, enez-Vreiz hag Iwerzon ne voent ket diraezet gantañ.
c) Arz hag ijinerez an Ten. — Er pempvet kantved ar sevenadur anvet sevenadur an Ten [234] a ziglor hag a stag d’en em skigna war an holl vro hallstattel nemet ar Spagn.
Anavezet eo ijinerez an Ten dre ar vegenn uhel tizet gantan er govelerez-houarn. En e ren ivez e teujod d’ober implij eus ar peziou-moneiz. Kreizenn e skignadur a ziskouez beza bet traoñienn ar Rênos pe ar broiou tro-dro, da lavarout eo ar rannvro ma voe, kredabl, diazezet enni, er pempvet kantved, impalaerded Ambikatus. Ijinerez an Ten eo hini Kelted an Istorvez, Kelted ar gounidou-brezel bras : e zegas a reont ganto en enez-Vreiz hag en Iwerzon, en Italia an hanternoz, traoñienn an Danuvios, gourenez ar Balkaniou, betek e kreizenn an Azi-Vihana. Tremen a eure zoken harzou ar broiou piaouet gant ar Gelted e barr o galloudez, dreist-holl diouz tu ar biz-reter, e-lec’h en em skignas e-touez ar C’hermaned etre an Elb hag an Oder ha betek e Skandinavia.
War-dro dibenn ar c’henta kantved kent H. S. hag e-kerz ar c’hantved war-lerc’h e voe mouget a-nebeudou sevenadur an Ten e broiou keltiek an douar-bras, gant ar sevenadur gresian-roman ; ne zalc’has en e sav nemet e-touez Kelted enez-Vreiz hag Iwerzon.
Arz hag ijinerez an Ten, savet diwar kemmesk ha kresk danveziou a veur a andon, hogen ganet war glann ar Rênos, en eur vro geltiek, ha skignet dre Europa a-bez gant Kelted, n’eus nemeto a gement o dije gwir da veza anvet arz hag ijinerez keltiek. Anezo e vezo komzet er pajennou da heul.
An ornadurez linennek. — E-touez poblou koz ar C’hreisteiz, Gresianed, Etrusked, Romaned, an arz en em ziskouezas dreist-holl dre skeudennadur engravet, kizellet pe livet, tud, anevaled, pe blantennou. Dibaot-kaer avat e kaver skeudennou an traou beo e-touez holl boblou hanternoz pe guz-heol an Europ, ne vern a be vrôadelez [235]. Ar Gelted ne deont ket a-enep d’al lezenn-se. Ganto e weler an arz o para hogozik hepken dre gened pe goantiz ar furmiou rôet d’ar c’hlezeier, d’an hern goafiou, d’ar gouglezeier, d’ar skouedou, d’an togouhouarn, d’an troiou-gouzoug pe vrec’h, d’ar spilhou-alc’houez, d’al listri, hag, ouspenn-se, dre an ornaduriou peurlinennek o deus engravet, kizellet, koagrennet pe voulet.
An ornaduriou-se a vez anezo poentou, linennou eeun, kamm pe wagennek (kamm-digamm), oc’h ober tric’horniou, pevarc’horniou, drezennou, kelc’hiou, viñsou, hag all. Steuet int kevret e kant ha kant a c’hiziou gant ijin bras hag ivez alies gant kalz a skiant-vlaz, o veza ma oar hogozik atao ar c’hempennour dibab e zanveziou ornadur a zoare, d’ezo da glota dereat kenetrezo.
Eul linenner ha neket eur skeudenner e oa anezañ. Ne glaske ket, en e oberou, mont diouz ar pez a wele en-dro d’ezañ ; ne gare ket, evel ar Gresian, heñvelekaat ar vuhez ; poania a rae da groui, da gaeraat, hag e loske e faltazi da redek. Darn eus an traou ijinet gant ar Gelted, dre o furm neuziet-flour hag o ornadur kenedus, a zo damdost ken klok ken n’oufed hizio, gant holl aezamantou hon arz hag hon ijinerez bremañ, ober en tu-hont d’ezo. Bez’ ez eus diwarno gweskennou oberiet kaer-tre, gouglezeier houarn gant dournellou ha feuriou arem a dalvoudegez vras ; ar pep gwella, avat, evit studia an arz keltiek eo an troiou gouzoug pe vrec’h hag ar spilhennou-alc’houez.
An tresa traou skeudennek. — Beza re drec’h dioc’h eun tu a ra d’an den alies beza koll dioc’h eun tu-all. Ar vailhded gounezet gant ar vicherourien geltiat en ornadurez linennek a lakaas anezo deskarded pa vennjont, war skouer Kreisteiziz, dont da dresa skeudennou.
War-dro an IIIet kantved kent H. S. hepken [236], e stagas ar vicherourien geltiat da skeudenni ar pez a welent en-dro d’ezo, da genta an anevaled hag an traou a rôent perz d’ezo en o lidou sakr pe er brezel : skeudennou loened a gaeraas an togou-houarn, ar skouedou, an dournellou kontellou ; moc’h gouez a voe pintet e penn fustou an arouezintiou-brezel ; pennou fromus a savas war staon ha war aroz listri-mor ; loened, pe wirion pe faltazius, a ornas feuriou pe laonennou ar c’hlezeier, aremennou ar gwiskamant, sterniou ar c’hezeg emgann. Loened faltazius a voe livet war al listri pri.
Engraverien a stummas war ar peziou moneiz skeudenn binviou al lidou sakr : an delenn a eile ar c’han-pedi, krib ar pennadou bleo gouestlet d’an doueed, an trebeziou, listri ha kaoteriou ar sakrifisou, rod an heol, lagad an deiz, kresk al loar, ar melchon, ar bederdelien, ar bodig glas ; anevaled ar marvailhou brôadel : kezeg dishual o taoulammat, bleizi, moc’h gouez, arzed, erered ha naered ; ardameziou brezel : kleze, « karnux » pe trompilh emgann, goaf, penn trouc’het an enebour.
An holl skeudennou-se n’int ket fall : eun darn anezo a zo buhezek ; neuziet int garo ha nerzus ha treset asur, rik ha gwirion. Rouez eo ar re-se, avat, hag en arz keltiek, ne vern e pe vare e verzer ervat dic’halloud an arzour, pa venn skeudenni an noueañsou beo, hag ar pleg didrec’hus e denn dalc’hmat d’an ornadurez linennek. Eur c’halz eus ar furmiou den pe aneval a weler kizellet pe vorzoliet war an oberiaduriou keltiek a zo, evel ma vez lavaret, « linennekaet » (stilizet), da lavarout eo trôet da gempennadur, da zanvez ornadurez.
Petra a zeuas da veza an arz keltiek war an douar-bras. — An arz keltiek n’eo ket bet mouget en eun taol gant an arz gresian ha roman : e Galia, da skouer, e-pad an oadvez roman e voe savet gant tud ar vro eur rummad traou a zalc’h da bara enno stumm anat an ijinerez keltiek. Menegomp en o zouez :
1) gwennou (masklou) graet gant follennou arem pe arc’hant e doare dremmou tud, neuziet-gourt hag enno na buhez na santidigez ; profou koun ez int, moarvat ; — pennou merc’hed en arem ; — delwennou bihan merc’hed e noaz en arem ivez. Ar gwella eus an holl oberiaduriou-se eo eur penn plac’h pe baotr yaouank divarv, bet kavet e-kichen Mediolanon (Evreux), hag a zoug engravet war e sijenn an ano keltiek Esumopas ;
2) delwennou anevaled en arem : moc’h gouez, kirvi, ejened, kezeg, hag all ;
3) ar spilhou-alc’houez a reer anezo « spilhou-loen-heñvel » dre ma skeudennont peurliesa loened trôet da ornadur pe linennekaet (stilizet) : kirvi, kezeg-mor, tirvi, konikled, gleskered, evned, pesked, a zo an drolinenn anezo trouc’het treuz-didreuz er metal. Arem peurvuia hag a-wechou arc’hant eo ar spilhou-se. Kaeraet int alies gant prigwer ruz, glas, gwer pe wenn. Pennlec’h an obererez anezo a heñvel beza bet ar Belgium.
E-touez an ijinou niverus degaset da Gelted an douar-bras gant ar Romaned : saverez-tier, benerez, liverez, leur-varigellerez, poderez-gwer, e venegimp hepken ar maengizellerez, gouestlet ken d’an doueed, ken d’ar re varo, a vleunias eus ar c’henta dreist-holl e-mesk Kelted Bro-C’hall. N’eo ket en defe savet taoliou-micher : hini ebet eus an izelvosou pe an delwennou, deut d’eomp diwar dourn ar Gelted, ne sav en tu-hont d’ar « peuz-vat ». Diskleriadur a rôont avat, eus an talvoudusa, war doueed ha micheriou Kelted an douar-bras, ar C’halianed dreist-holl, er c’henta, en eil, hag en trivet kantved goude H. S.
Petra a zeuas da veza an arz keltiek en enez-Vreiz hag en Iwerzon. — An arz keltiek, e kevrenn enez-Vreiz na sente ket ouz Roma, n’eo ket bet peurvouget gant an arz kreisteizel ; e lec’hiou-zo, gwirheñvel eo, e talc’has da veva betek derou an oadvez kristen. Iwerzon a oa manet bepred frank diouz ar yeo roman ; enni eo e voe an arz keltiek miret ar gwella. Derc’hel a reas da veva ha da deurel peziou-labour ar c’haera e-kerz ar pemp kantved kenta eus hon oadvez.
Donedigez ar Gristeniez (pempvet kantved goude H. S.) a zegasas en Iwerzon, evel e Breiz-Veur, anaoudegez eun danveziou linennek eus an doare-ornadur a voe heuliet en Italia hag e Bro-C’hres, adalek ar IVet hag ar Vet kantved hag a c’heller envel « doare-ornadur Itali-Buzantion ». An danveziou-se : glazuriou, gweaduriou, hag all, keltaet evit an darnvuia, ha kemmesket ijinek gant danveziou doare-ornadur an Ten, o deus ganet eun arz nevez a anver « an arz keltiek kristen ». Komz amañ eus an taoliou-micher en deus savet e vije mont en tu-hont da vennad hon labour. Lavaromp hepken e reas ouspenn sevel oberiaduriou e metal, evel kroaz Kong, kalir Ardagh, kammell eskob Lismor, spilhenn-alc’houez Tara ; graet en deus berz ivez en eun dachenn a oa bet krenn dizanat d’an arz keltiek pagan : enlivadur an dournskridou.
Ar Gelted koz o deus gouezet ober gant an darnvuia eus an danveziou a reer ganto hizio : aour, arc’hant, ploum, kouevr, staen, arem, houarn, askorn, prenn, pri, goularz, goural, gwer, lin, kouarc’h (kanab), gloan ha ler.
Ar pep brasa eus ijinerez ar Gelted e oa an tenna hag al labourat metalou.
Ar mengleuziou metal. — Eus ar Vet d’ar c’henta kantved kent H. S. n’oa ket bet c’hoaz gweleadou metal Europa paouret evel m’emaint breman da heul ouspenn tregont kantved a c’hounidigez start ha dibaouez. Founnus e oa an holl vetalou, ken ar re uhelbriz, ken ar re dalvoudeka, e kement korn eus ar bed keltiek koz.
Ar re-mañ e oa ar mengleuziou penna a c’hounezed neuze :
Aour : e kreizenn ha reter Europa, mengleuziou ha dilavlec’hiou bro an Daurisked ; dilavlec’hiou ar Salased, en Alpou ; mengleuziou an uhelenn treuziet gant ar steriou anvet Maris ha Samos (Transilvania bremañ) ; — en Italia, mengleuziou Verkellae ; — en Europ ar c’hornog, mengleuziou aour Galia (re Volked Tolosa hag an Darbelled e oa ar re binvidika anezo) ; mengleuziou aour ar Spagn ; mengleuziou aour Iwerzon.
Arc’hant : e kornog Europa, mengleuziou arc’hant ar Spagn, a oa pinvidik souezus. Ker stank e kaved enno ar metal-se ma rae an Durdetaned, pobl iberiat, en IIIvet kantved kent H. S., tonnellou arc’hant ; prezebou arc’hant a savent ivez d’o c’hezeg ; mengleuziou Galia, bihan, stank-stank avat ha skignet dre ar vro a-bez : re venez Kebennon e oa ar re binvidika ; mengleuziou arc’hant enez-Vreiz hag Iwerzon.
Houarn : e kreizenn Europa mengleuziou brudet an Daurisked, re ar Gotined (Silezia) ; — e kornog Europa mengleuziou houarn Galia ; mengleuziou houarn ar Spagn ; re enez-Vreiz hag Iwerzon.
Kouevr : e kreiz Europa ez eus bet, hep mar, mengleuziou kouevr gounezet, nemet ne deu ger diwar o fenn gant skrivagnerien an Henamzer ; — en Italia, mengleuziou Bergamon ; — e kornog Europa, mengleuziou Galia (hogozik koazet er marevez keltiek, nemet re an Alpou hag Aquitania) ; mengleuziou ar Spagn ; mengleuziou enez-Vreiz hag Iwerzon.
Staen : e kornog an Europ, mengleuziou ar Spagn ha Galia peuz-diviet er c’henta kantved kent H. S. ; mengleuziou enez-Vreiz, gounezet diwar ar c’henta kantved kent H. S., hag a-raok marteze, a bourveze an Europ d’ar mare kelt-ha-roman.
Ploum : eun niver a vengleuziou er Spagn, e Galia, e Breiz-Veur hag e kreiz Europa.
Eus holl vroiou ar bed hen-geltiek, ar Spagn e oa ar vetalusa. Stank ha stank e veze kavet en he douar an holl vetalou war eun dro. « Pep menez, pep krec’henn a Vro-Spagn », eme ar beajour gresian Poseidonios (kenta kantved kent H. S.), « a ziskouez beza eur bern danvez-moneiz aozet gant dourn an doueed ». War-lerc’h e teue Galia gant he mengleuziou aour hag houarn pinvidik, ha, goude, bro an Daurisked, ma kaved enni ivez an daou vetal-se, enez-Vreiz hag Iwerzon ha d’ezo, ouspenn an aour hag an houarn, mengleuziou staen, kouevr ha ploum founnus-dreist.
Edo an holl vengleuziou-se e barr o gounidegez da vare ar Gelted. Gant ar Gelted e oa bet digoret eun darn anezo, nemet, evit an darnvuia, e oant gounezet gant an henvroidi pell kent donedigez ar Gelted. Gant an Ibered e oa gounezet mengleuziou ar Spagn ha gant al Ligured re C’halia ; mengleuziou aour Iwerzon a heñvel beza bet e barr o ampled etre an XXet hag an Xet kantved kent H. S., da lavarout eo d’eur mare n’oa ket c’hoaz, anat a-walc’h, a Gelted en enezenn-se : an aour eus Iwerzon, graet troiou-gouzoug anezañ, a veze neuze skignet gant ar c’henwerz-mor dre enez-Vreiz, e gwalarn Galia ha betek er Skandinavia.
Dindan mestroniez ar Romaned, e voe dalc’het da c’hounid ar mengleuziou startoc’h eget biskoaz ; neuze eo e voe peur-ziviet an darnvuia eus mengleuziou aour Gaiia hag e reas mengleuziou houarn enez-Vreiz o founn puilha.
Lezet o deus ar Gelted koz, eus o labour-mengleuzia birvidik, kalz a verkou a c’heller gwelout hizio c’hoaz : roudou toullou, puñsou, hentou dindan douar ; dismantrou forniou da deuzi ha da bura ar metalou, berniou koc’hiennou ha, gwechou zoken, barinier metal. Eur varenn bloum, kavet e Breiz-Veur, e lec’h e oa bet kollet e treiz eur ster, a zeue, hep mar, eus mengleuziou ar « Geanged » pe « Kianged » ; teuzet e oa bet er bloavez kent ar stourmad bras renet gant ar rouanez Boudikka, hag e lenned warni an daou enskrivadur-mañ e latin : Neronis Aug. Ex Kian III Cos Brit. — Ex Argent. Capascas XXX. En hevelep bro, al lec’hiou ma’ z edo mengleuziou ha teuzerezou houarn bras « bro goadet ar Silured » ha re goad Anderida a zo merket c’hoaz gant berniou ec’hon koc’h-houarn a ra eur gwiskad teo d’an douar hag en em astenn a-hed meur a gilometrad. Enno e vez kavet alies tammou podou eus ar marevez kelt-ha-roman, a-wechou zoken peziou moneiz. Klaskerien aour bro an Demeted, en hevelep amzer, o deus lezet krugellou bras divent a vaen-kouarz drailhet ha bruzunet a weler c’hoaz tost da Llanbedr (Bro-Gembre).
Harpet eo an testeniou-se gant skrivagnerien an Hen-amzer : Kaesar (kenta kantved kent H. S.) a lavar e oa ar Vituriged, broad Kelted Galia, a founne ganto ar mengleuziou houarn, ampart da doulla an douar ha da gleuzia dindanan hentou hir. Strabon (kenta kantved kent ha kenta kantved goude H. S.) a gomz eus forniou-teuzi-arc’hant uhel-uhel ar Spagn hag eus goveliou kaer ar Betrokored, poblad Galia. Ar beajour Aethicus Istrius (IVet kantved goude H. S.), a weladennas Breiz-Veur, a zo meneg gantañ eus ampartiz Breiziz e kement doare ijin a sell ouz ar mengleuziou ha labour ar metalou. D’ar mare-se, kenta kêriou an houarn e oa Arikonion, Blestion hag Alauna ; er gêr diweza-mañ e vije bet an dud, hogozik holl, goved [237].
Teskaoui a c’heller er skridou latin ha gresianek eun diskleriadur bennak diwar-benn an doare m’en em gemere ar Gelted da denna metalou. Bez’ e oa ganto mengleuziou digor (a reas ar Romaned secturae anezo) ha mengleuziou gant puñsou ha bolziou dindan douar. E-touez ar binviou ma raed ganto da doulla e c’heller menega horziou pounner e maen pe houarn. An aour a gaved pe e gwazennou e rec’hier ar meneziou, pe e pailhetezennou pe valzennou (greunennou) en douarou lec’hidek ; meur a stêr a ruilhe en o zraez pe o lec’hid pailhetezennou aour ; e-touez ar stêriou aourus-se eus ar bed keltiek e c’heller envel : an darnvuia eus stêriou ar Spagn, en o zouez an Tagos (Tage), meur a stêr eus kreisteiz ha kreiz Galia, ar Rênos (Rhein), ar gwaziou-dour eus bro an Daurisked, darn eus kenstêriou an Danuvios hag, en Italia, ar Bodinkos (Pô). Dastum a raed an aour e tri doare :
1) tennet ha dilavet e veze traez ar steriou aourus, e doare ma vije taolet an traez er-maez ha miret ar pailhetezennou aour. Eul labour ken aes e oa se ma veze lezet peurliesa gant ar merc’hed, pe an dud koz pe vac’hagnet ;
2) en aouregou dizour, a gaved er gwiskadou douar lec’hid, e veze torret ar moudennou lec’hid aourus ; gwalc’het ha dizouaret e vezent, goude-se, dre o doura en dilaverezou ha teuzet an dilavadur anezo e forniezou. Degaset e veze an dour war al lec’h dre ganiou prenn a saved war chafod da dreuzi ar stankennou ;
3) aet e veze dre ar mengleuzia ; toullet e veze ar roc’h da heulia ar gwazennou ha, goude, e veze bruzunet ar c’houarz gant horziou ; eul labour tenn ha poanius hennez, nemet gopraet e veze a-wechou gant kavadenni tolzennadou aour peuz-rik (peuz-digemmesk).
Ne vezer ken ker souezet rak an ampartiz diskouezet gant ar Gelted hag o sujidi e labour ar metalou, pa soñjer ne oa ket ar mengleuzia eur skiant nevez en Europa. Bez’ e oa bet anezañ adalek oadvez armou ha binviou ar maen lufret (dic’harvet) ; evesaet o doa Europiz ar mare-se e oa ar c’hailhastr, ma raent gantan dreist-holl danvez o armou hag o binviou, aesoc’h da labourat pa veze fresk, da lavarout eo pa veze o paouez beza tennet eus an douar, eget pa veze aet da vili kavet war ar barr. Gant-se e kleuzient puñsou, doun a-walc’h a-wechou, ha hentou dindan douar, hir meurbet darn anezo, da heulia ar wazenn gailhastr.
Mengleuziou all. — E mare frankiz ar Gelted,, en tu-hont d’ar mengleuziou metal, e veze gounezet meur a vengleuz holen. Implijet e voe ivez, er mare kelt-ha-roman, an uhela gwiskadou eus ar gweleadou glaou-douar niverus-se a sav, e Breiz-Veur, a-rez da c’horre an douar. Ar skrivagner latin Solinus (IIIvet kantved goude H. S.) a gomz eus ar mein a losked, en enez-Vreiz, war aoter doueez an eienennou dour melar : glaou-douar e oa, anat eo. Koc’hiennou diwarnañ a zo bet kavet war oaledou meur a hini eus ar c’henkiziou roman kaer a gare Breiziz pinvidik eus an IIet, an IIIet hag ar IVet kantved goude H. S. beva enno. Puilh e kaver anezo ivez e kaviou-tomma eus tier Virokonion, eur gêr vras war ar Sabrina (Havren, Severn). Erfin, hogos an holl gêriou bihan mogeriet hag ar c’hestell brezel a save a-hed moger Hadrian, Segodunon, Konderkon, Vindobala, Kilurnon, Prokolitia, Borkovikus, Vindolana, Amboglana, Konvogata, Gabrosenton, Tunnokelon, en em domme an dud enno gant glaou-douar.
Kavet ez eus dioutañ, neket hepken koc’hiennou losket, hogen berniou a-bez dilosk c’hoaz.
Anoiou ar metalou e keltieg koz. — Anaout a reomp an anoiou hengeltiek eus metalou-zo : ar c’houevr a veze graet anezan omios pe omion [238], ar ploum loudon pe loudion [239], an arc’hant arganton [240], an houarn êsarnon pe isarnon. N’ouzomp ket ano hengeltiek an aour ; hor ger brezonek aour, or en iwerzoneg, n’eo nemet ar ger latin aurum, eur furm distreset eus ar ger indezeuropek ausom.
Labour an aour hag an arc’hant. — Ar Gelted a ouie teuzi an aour, e astenn e neudennou pe e laonennou, e ganna e feilhennou, e leda dre wiskadou tano war an arem. A-wechou e peurc’holôed gant laonennou pe feilhennou aour togou-houarn ha hobregonou pompadus penvrezelourien. Dre ar c’hizella pe ar c’hoagrenni e veze kaeraet an traou en aour. Graet e veze gantan ornaduriou a enskanted dre ar morzolia, er prenn, er metalou, er skouedou, er feuriou ha dournellou klezeier pe gouglezeier. Beza hon eus, diwar dourn ar Gelted, spilhou-alc’houez en arc’hant laonennet a aour ha neuziet kaer, kleierigou diskouarn ha bizeier en aour, kelc’hiou-penn en aour, troiou-brec’h, troiou-gouzoug gweadennet en aour fetis. Graet e veze anezañ « faleriou » (seurt ornaduriou) da gaeraat bruched ar vrezelourien ha neudennou da steui brouderez en o gwiskamant.
An arc’hant a veze graet gantañ damdost e kement doare ma raed gant an aour. Graet e veze anezañ kelc’hiou-brec’h, troiou-gouzoug, kleierigou-diskouarn, spilhou-alc’houez. Podou ha pladou arc’hant fetis a raed evit ar renerien. Gant arc’hant kizellet e kaeraed ar skouedou hag ar gwiskamantou. Ledet e vez ivez arc’hant a-wiskadou war ar c’houevr. Hervez skrivagnerien an Henamzer, e vije bet pleustret war an arc’hanta gant micherourien Alezia, da genta evit an harneziou kezeg ha da c’houde, evit ar c’hirri-emgann (esseda) hag ar c’hirri peder rod (petorrita). E 120 kent H. S., karr-emgann Bituitos, roue an Arverned, a oa arc’hantet-holl.
Diwar an IIet kantved kent H. S., diouz skouer ar C’hresianed, ar Gelted a gemeras an aour hag an arc’hant da zanvez peziou moneiz. Peziou aour hag arc’hant hon eus ha warno anoiou Verkingetorix, pennrener-brezel Galia, Gaisatorix, mab Kritosiros (pe Ekritusiros), roue an Daurisked (kenta kantved kent H. S.), Kunobelinos, mab Taskiovanos, roue ar Vrezoned (kenta kantved goude H. S.).
Labour an arem. — E labour an arem ar Gelted a zo bet dreist, pa anaveze an darnvuia eus o aremourien ar gwella pegementadou eus ar c’houevr hag ar staen, a zeue diouto ar gwevna hag al lufra kemmesk. Rak-se, arem ar Gelted a zo a-grenn dioutan e-unan an doare anezañ : dre e galetder hag e wevnder e tenn d’an dir. Tri stumm a oa d’e labourat :
1) ar « morzolia », a veze graet gantañ evit an traou kenaozet a veur a damm, evel an togou-houarn, ar skouedou, an trompilhou, ar c’haoteriou. Riñvedet e veze an tammou anezo an eil ouz egile gant ijin bras, e doare ma talveze ar rinvedou penn-plên pe penn-begek da gaeraat c’hoaz an oberiadur en e bez ;
2) ar « moula » e moulou maen pe bri ;
3) an « teuzi diwar moulou koar », a veze graet gantañ da sevel traou labouret-dreist ha korfet diblaen.
Ar Gelted a gaerae an aremennou dre ar c’hizella hag ar c’hoagrenni dre ziabarz pe dre ziavaez.
Gant ober dre an teuzerez e ouie ar Gelted plega an arem da bep doare skeudenn. Kosa testeniou ar skulterez keltiek eo ar pennou tud arem a raed ganto dournellou klezeier ha kontellou, pe al loened arem a yae da gaeraat skouedou pe togou-houarn. Evit poderien arem ar Gelted, peziou kaer dreist o deus savet.
E-touez ar peziou arem deut d’eomp digant ar Gelted, e c’heller envel : tachou, riñvedou, chadennouigou, aheliou kirri-emgann, ornaduriou evit koufr ; gwalenn ha yeo ar c’hirri hag evit an harneziou kezeg ; — feuriou klezeier ha gouglezeier, skouedou, togou-houarn ha hobregonou gant tresou engravet warno, trompilhou-emgann, skeudennou evit an arouezintiou-brezel ; — kontellou ha loaiou, evit al lidrôadou, rodouigou ha traezou all enep d’an hud (tilsamou) ; — listri a bep doare hag a bep ment, kelorniou, skudellou, pladou, hanafiou, kaoteriou ; — beriou-rosta ; — binviou d’en em ginkla, spilhou, minaouedou, gweltreou, aotennou, melezouriou (e Galia, diwar ar c’henta kantved kent H. S.), nozelennou, spilhou-alc’houez, bizeier, troiou-brec’h, troiou-gouzoug, gouriziou, kleierigou, faleriou (ornaduriou-brennid ar vrezelidi) ; — korniou a dalveze da rufla moged diwar eul louzaouenn vezvus bennak, kouarc’h (kanab) emichañs ; — peziou-moneiz (diwar an IIIet kantved kent H. S.) ; — alc’houeziou (e Galia, diwar ar c’henta kantved kent H. S.).
Labour an houarn. — Gallout a reer lavarout e voe labour an houarn, dreist ar re-all, ijinerez brôadel ar Gelted. Ha, koulskoude, an traou niverus o deus graet en houarn, hag a zo deut betek ennomp, n’int ket kerkoulz stummet peurvuia hag an traou graet ganto en arem. Kiriek da se e vije, war a greder, dre na veze labouret an arem nemet gant eun nebeut micherourien eus an dibab : rouez e oa ar maen-kouevr pe staen ha, gant-se, ne veze aremourien nemet e-touez ar pobladou pinvidik ha galloudek. En-enep, ar maen-houarn a gaved e pep lec’h, ha gant pep meuriad, kouls lavaret, e veze teuzerien ha goved. War kel lies all a labourerien n’helle beza, anat eo, nemet eun nebeudig a gement a vije mailhed war o micher. Gwir eo, al labouriou savet gant ar re-se a zo tost d’ar parfetded : beza hon eus diganto klezeier, da skouer, pe emprouhouarn evit kirri-emgann, a zo anezo taoliou-micher e gwirionez, e c’hallje beza stad diwarno e micherourien hon amzer zoken. Mistri-goved ar Gelted a dize uhel a-walc’h o anaoudegeziou micher : n’oant ket diouiziek war an « dira », hag e raent, a greder, gant an dourennou-kreñv. Da vihana, dre implij dourennou-kreñv eo e tisklerier an tresou koant kizellet pe engravet war feuriou ar c’hlezeier pompadus.
E-touez an traou en houarn diwar dourn ar Gelted, bet meneg anezo gant skrivagnerien an Henamzer pe dastumet er mirdiou en hon amzer, e c’heller envel : emprou ha kelc’hiou rodou, kibou aheliou, frammou evit koufr ar c’hirri pe ar skouedou, hern goafiou, daredou pe saeziou ; klezeier, gouglezeier, kontili, aotennou, gweltreou da zivleva mezer pe da douza loened, gwestennou kezeg, feuriou klezeier, saeou mailhet, ibilhou, riñvedou, tachou hag i bras-divent a-wechou, krogou, spilhou-alc’houez, bizeier, troiou-brec’h ha troiou-gouzoug, spilhou, nadoziou, higennou, chadennou ha chadennouigou, eoriou, bouc’hili, morzoliou, heskennou, geveliou, livnou, raklerezed, engravoueriou, gwignedou (strepou), filc’hier, filzier, drezennou, kaoteriou, korniou da vutuni kanab, alc’houeziou ha melezouriou (kenta kantved kent H. S.), hag all.
Labour ar c’houevr, ar staen hag ar ploum. — Ar c’houevr hag ar staen a veze kemmesket da furmi arem, a raed dibaot ganto ez digemmesk. Nemet e kouevr rik e veze graet koulskoude peziou-zo eus harnez ar c’hezeg ha darniou eus an togou-houarn hag eus koufrou ar c’hirri. Eur feilhenn gouevr a c’holoe a-wechou dournell ar gouglezeier. Gant kouevr e veze graet ivez traouigou evel ourouleriou, troiou-brec’h, hag all. Staen a veze ledet war traou kouevr da rei d’ezo neuz ha lufr an arc’hant. Ar Vituriged a veze sellet evel kavadennourien ar « staena ».
Ar ploum a zo anezañ eur metal re wak evit ma ve implijet stank. Gantañ e veze graet korzenn darn eus an trompilhou, rodellou ha traezou all enep-hud, hag ivez, war a greder, mammvoulou da sevel moulou pri.
Labour ar prenn. — Ar prenn e oa ar c’henta eus an danveziou ma saved ganto an tier. Ouspenn framm an doenn, a raed gant prenn evel breman, ar muriou hag ar speurennou anezo a oa prenn ivez. Ar prenn a oa anezañ meur a implij a-hend-all. Graet e veze gantañ pontou, bagou, kirri, tonellou evit ar gwin, pentoniou evit an dour-vel hag ar bier, kelorniou, pladou, skudellou, botou-prenn evit an dud diwar ar maez, troiou-brec’h, skouedou, fustou goafiou, daredou hag arouezintiou-brezel, feuriou klezeier, boestou aotennou, irc’hier, ha dreist-holl, evit doare, diwar ar c’henta kantved kent H. S., taoliou, bankou ha skaoñiou. Gant prenn, maen, pri ha douar unanet e veze savet mogeriou ar c’hrenvlec’hiou.
Ar c’hizellerez koad n’oa ket dizanav : en Iwerzon bannou ha gouryeo an doriou war darn eus an tier, e Galia, staon hag aroz listri a veze graet gant prenn kizellet. Kavet ez eus peziou prenn kizellet e-touez dismantrou kêriadennou keltiek a Vreiz-Veur a oa bet savet war lennou-dour pe e-kreiz paludou.
Ar c’hantennerez (boutegerez) a oa stankoc’h an implij anezañ eget en amzer-vremañ : stummet e veze gant aozil gwiet, ouspenn a bep seurt mannou ha panerou, ar pastelladur war ar c’hirri, ar pontou hag an tier ; graet e veze gant aozil, klouedou, skouedou hag, e Galia, er c’henta kantved goude H. S., kadoriou-brec’h.
Ar vicherourien goad ne oant ket koll, moarvat, evit an ampartiz, war ar vicherourien vetalou. Gouzout a ouie ar garrerien unani skiantek ar prenn hag ar metal e doare da aoza peziou ar skañva hag ar c’hreñva war eun dro : an holl doareou kirri o doa ijinet a voe degemeret gant ar Romaned. Ar gilvizien hag ar saverien-dier a ouie trouc’ha, aoza hag ibilha treustou ar chafodou an diaesa ker prim ma vanas Kaesar estlammet outo : e 52 kent H. S. e welas ar Gelted, lakaet ar seziz warno e kêr Avarikon, o sevel hag oc’h uhelaat touriou prenn an difennerez ker buhan hag e save e soudarded-heñ touriou ar sezizerez ; solieradur a save war solieradur ha, kerkent, e veze ledet war ar c’hoadaj eur gwiskad ler.
Labour ar pri, poderez pri. — Ar pri a veze graet gantañ mogeriou ha leur an tier ; lakaet e veze ivez d’ober forniou ha moulou da deuzi ar metalou. E Galia, en eil hanterenn eus ar c’henta kantved kent H. S., e stummed gant pri siminaliou ha landeriou penn-maoutek. Er vro-se ivez d’an hevelep mare, e veze graet gant pri, e lec’h raz, da vañsoni tier maen a stagas ar C’halianed da sevel diouz skouer Kreisteiziz.
En holl vroiou keltiek, e talveze ar pri, dreist-holl d’ar poderez, nemet, o veza ma rae ar Gelted ar pep brava eus o fodou gant metal, n’en deus ket savet ar poderez pri en o zouez taoliou-micher heñvel ouz ar poderez pri gresian pe italian. Listri ordinal an tiegez n’eo ken peurliesa : jarlou, podeziou, pladou, podou-dour, skudellou hag asiedou, hep skouarn na golôenn peurvuia, aes ha kreñv, disneuz avat. Kaera skoueriou ar poderez a zeu eus bro an Aedued, ar Belgium, an Arvorig hag enez-Vreiz.
Goude alouberez ar Romaned, e kement bro geltiek a voe sujet da Rom e voe kresket souezus da labourat ar pri. Graet e voe gantañ podou, skeudennou, brikennou, teolennou. Nemet e poderez an amzer-se n’ez eus stumm a gement a vije dioutañ e-unan, o veza ne glask ar boderien geltiat nemet ober diouz ar boderien italian. E-touez ar brikennou, e c’heller envel brikennou melen Bibrakt a zo ar re gosa (dibenn ar c’henta kantved kent H. S.), ar vrikenn kavet e dismantrou Sextantio, warni skeudenn eur marc’h gant eun evn war e dailher.
Ar goularz, ar goural, ar prigwer hag ar gwer. — Evit ar braoigou hag an ornadur, e rae ar Gelted gant ar goularz (glêson, vebron) [241], eur rousin-douar liou melen a gaved war aodou mor an Hanternoz, hag ar goural, eun danvez ruz-gwad tennet eus goueled ar mor Kreizdouarek gant ar besketourien liguriat en-dro da Vasalia. Graet e veze, dreist-holl, gant ar goularz paterennou pe pladennouigou a strolled d’ober troiou-gouzoug. Ar goural, lakaet e nozelennou pe e brinikennou, a yae da gaeraat, er Vet hag er IVet kantved kent H. S., ar c’hlezeier, ar goafiou, ar skouedou, an togou-houarn, ar spilhennou-alc’houez, an troiou-brec’h, an troiou-gouzoug, ar gouriziou, an harneziou kezeg. Sterniet er metal, hep stagell ebet ken, e veze ar gouralennou a-wechou ; gwechou all e vezent staget gant tachou bihan treuz-didreuz.
Evel ma oa ar goural eun danvez a-ziavaez-bro koustus a-walc’h, e klaskas abred ar Gelted e zevreza hag e kavjont ar prigwer ruz, diflach al liou anezañ. Kelted « ar Mor Bras », Breiziz ha Galianed, a zo bet mailhed war ar prigwererez, an ijinerez-se peuz-dizanav d’ar C’hresianed ha d’ar Romaned : o micherourien a zivouede er peziou-metal roudennou pe toullou-gwenan, munut-tre a-wechou, ha, goude teuzi enno ar prigwer hag e lezel da galedi, e livnent hag e kompezent anezañ en hevelep doare na rae, da welout, nemet unan gant ar metal m’edo sterniet ennañ. Ken heñvel eo a-wechou prigwer ar Gelted ouz ar goural ken e vez ezomm eul lunedenn-greski d’o digemma an eil diouz egile.
D’ar mare kelt-ha-roman, ouspenn ar prigwer ruz (« ruz » houarn pe bloum), e raed ivez prigwer gwenn, melen ha glas (« glas » kobalt). Prigweret e veze an holl draou edo ar c’hiz, da genta, o c’haeraat gant goural, evel dourgennou podou pompus en arem ha tokarmou arem.
Gant ar gwer e tiskouez ar Gelted beza klasket heñvelekaat ar mein rouez pe brizius. Gouzout a raent aoza gwer a veur a liou, gwenn, glas, gwer, du, hag ober ganto braoigou : troiou-gouzoug graet gant paterennou strollet, troiou-brec’h en eur pez. Dindan aotrouniez ar Romaned hepken e voe staget d’ober listri gwer ha gwerinier tiez.
Labour al ler. — Ar Gelted a ouie kivija krec’hin hag, en o zouez, e oa kivijerien dispar. Gallout a c’hellent ober gant ler bouteier kreñv, kabellou, dibrou ha harneziou kezeg, gouhinou klezeier, bodriellou, gouriziou, korreennou, skouedou, goueliou evit listri ar Mor-Bras, kouc’hiou bagou, seier. Bulga a veze graet eus ar sac’h-ler e keltieg ; al ler e-unan a veze e ano letron (diwarnañ lezr e brezoneg-krenn).
Ouspenn ma raed gant al ler kivijet, e veze stummet ivez ar c’hrec’hin blevek, pe da ballennou da azeza pe d’en em astenn warno, pe da wiskamantou. Graet e veze ganto mentell, kreziou, brageier zoken. Gant ar gouerien, dreist-holl, e veze douget, moarvat, ar brageier foulinenn ; ar binvidien, uhelidi pe get, a wiske peurliesa dilhad gloan pe lin.
Ar gweadennou, gwiaderez, liverez, brouderez. — Ar Gelted a c’houneze diou blantenn mat da wea : al lin hag ar c’houarc’h (kanab). Gant ar c’houarc’h e veze graet kerdin ha funiou ; gant al lin e veze gweet lienou a raed ganto, war a greder, evit al lidou relijius, gwiskamantou ar veleien hag ar merc’hed, hag an dilhadou-dindan [242].
Ar gwea lin, er pemp kantved a-ziaraok H. S., n’oa ket anezañ eun dra nevez, eun ijinerez koz-koz e oa e gwirionez. En atredou diwar ar c’hêriadennou savet war lennou en oadvez an armou hag ar binviou maen (en-dro d’an XXXet kantved kent H. S.) ez eus bet kavet, miret gant al lec’hid, kerden ha kerdenigou lin, rouedou pesketa, tammou lien lin brao, kaeraet gwech ha gwech-all gant broudereziou o testenia eun oberour dourniet mat-tre. N’hon eus, siouaz, lienenn lin ebet deut war-lerc’h ar Gelted, nemet, en eur vro tost d’o bro c’henidik, er Sued, ez eus bet kavet en eur bez eus ar IXet - VIIet kantved kent H. S. eur pennad lien lin gweet moan.
E-touez ar Gelted eus ar Vet - Ia kantved kent H. S. an danvez ma raed gweadennou gantañ peurliesa e oa ar gloan, a veze pourvezet founnus gant ar bandennadou deñved. Adalek derou oadvez an arem, poblou hanternoz an Europ (Jutland ha Skandinavia) a ouie gwea gloan ; kavet ez eus bet er broiou-se, miret mat gant an dourenn givij eus dero an archedou, gwiskamantou en o fez paotred ha merc’hed an amzer-se : bonedou, rouedou, stammet da c’holei ar bleo, kreziou, mentell, bodreou, gouriziou ha saeou gloan digemmesk pe gloan kemmesket a vleo kirvi. Ar gevrenn-se eus ijinerez an Huperboreaned koz n’oa ket aet war fallaat etre douarn ar Gelted. Eus ar gweadennou gloan o deus stummet n’hon eus ken nemet tammou dister, bet miret betek ennomp stag-ha-stag ouz peziou-houarn merglet, ha, padal, diwar an tammouigou-se e c’hellomp anaout ne oa ket ar wiaderien gelt tud dizampart. Testeni ar skrivagnerien goz eus ar C’hreisteiz hon eus ouspenn : brasa meuleudi a rôont d’ar mezeriou gweet gant ar Gelted, re C’halia dreist-holl. Skañv, gwevn, tomm ha kreñv war eun dro, e tereent kenañ ouz tud a rene o holl vuhez en avel. Dont a rejont da veza brudet e-touez ar Romaned hag ar sujidi anezo, hag e voent degemeret gant an holl dud a vrezel pe a labour. Er c’henta kantved goude H. S., e veze ano, er bed roman, eus ar mezeriou keltiek evel ma vez ano hizio, er bed holl, eus lienajou kotons Bro-Saoz. Gant pep brôad keltiek e veze, gwirheñvel eo, he c’hommerien hag e gwiaderien, nemet kenta lec’hiou evit ar gwiskamantou gloan e oa neuze Turnakon, Nemetakon, Andematunnon ha Mediolanon [243].
Ar Gelted a oa anezo liverien gouiziek. « Gant livadur tennet eus louzaouennou », eme ar Roman Plinius Secundus, « e ouzont heñvelekaat limestra Tyr, al limestra kregin hag an holl liviou-all ». An noblañs keltiat a blije d’ezi ar mezer livet splann. En 274 goude H. S., an impalaer galian-roman Esuvius Tetricus (Esuvios Tetrikos) a oa gantañ eur vantell ruz, eun doneg ha bragou melen. Prizet-tre e veze an danveziou briz-roudennet : graet e veze ganto brageier, tonegou, mentell. E 222 kent H. S., ar roue kelt Virdumâros, a voe lazet e Mediolanon [244], en Italia, en eun emgann ouz ar Romaned, a zouge bragou roudennet. Er bloaz 61 goude H. S., ar rouanez Boudikka a oa ganti eur sae vriz-karrezet ; an darnvuia eus he zud, eme Diôn Kassios, a oa gwisket gant dilhad marellet evelti. Ar c’hiz koz keltiek da wiska dilhad, ma rae roudennou a veur a liou karrezennou moan warno, a zo bet miret betek-hen gant Skosiz.
Ar brouderez n’oa ket dizanav. Ar pennou a zouge gwiskamantou broudet a aour, hervez ar Gresian Strabon (kenta kantved goude H. S.). Roched brezel ar roue Virdumaros, en IIIet kantved kent H. S., a oa kaeraet gant aour, arc’hant ha liviou flamm. Ar verb gallek broder « brouda », ar ger iwerzonek brot (« beg, flemm ») hag hor ger « broz » a zo didarzet o zri eus eur ger hen-geltiek brozdo. Tokarmou, ornaduriou engravet warno, eus oadvez ar frankiz, skeudennouigou hag izelvosou eus an oadvez kelt-ha-roman a c’hell marteze rei d’eomp eun tañva eus ar broudereziou keltiek.
Darn eus an danveziou gloan aozet gant ar wiaderien geltiat, hag i teo, blevek ha lies-liou, a dalveze a-wechou, en tiez ar roueed, da balennou pe da lennou. Dre o liviou birvidik hag o ornadur linennek e tegasent da goun, heñvel eo, d’ar Romaned desket eus ar c’henta kantved goude H. S., ar pallennou brudet a wied e kêriou Aleksandria ha Babilon hag e bro ar Barthed.
Ar vicherourien geltiat e mare ar frankiz. — Ar Gelted koz a oa anezo eur gevredigez vrezelidi, urziet dreist-holl e sell eus an armou hag ar gounidou-brezel, ha koulskoude, en o zouez, evit doare, n’oa ket disprizet labour an daouarn na kaeliet ar vicherourien er renkou izela eus ar Gevredigez. Eun darn eus ar Gelted, da vihana, a gave d’ezo e oa d’an ijinerez eur vammenn doueek : sellout a rae tud Galia o doue brôadel, e lavarent beza mibien d’ezan, evel « kavadennour an holl vicheriou ». Ac’hane e teu, hep mar, unan eus al lesanoiou a roent d’ezañ, Visukios pe Vidukos « ar fur » pe « ar gouiziek ». Unan eus o doueezed brasa a veze graet anezi ivez « keritelierez an ijinou-kaer ».
Ar gov (gobas e keltieg, d’an « dro-c’henidik » gobannos), hag heñ oberour armou brezel, a dlee, en eur gevredigez tud gouestlet d’ar brezel, beza prizet-dreist ; gwelout a reomp ar ger, a dalv d’e envel, oc’h en em ziskouez e meur a ano uhelidi hag en anoiou lec’hiou. Gobannitio eontr Verkingetorix, ha Gobannion, berraet eus Gobanniodunon (kreñvlec’h Gobannios), kêr enez-Vreiz er IVet kantved goude H. S., a zo anoiou didarzet eus gobas « gov ».
Micherourien all, evel an aremourien, an aourourien hag ar brigwererien, a dalveze an ijin anezo da stipa ha da gaeraat tud an noblañs, a oa ivez, evit doare, brudet mat a-walc’h o ano. Ar pep amparta eus ar vicherourien-se a oa anezo marteze eur seurt bourc’hiziez, eur renk krenn etre an noblañs, hag ar bobl izel, etre ar vrientinion hag an erwblobion, evel ma lavared gwechall e brezoneg.
Eun teskad martezeou n’eus ken eno ; rak, ma anavezomp mat-kenañ oberou ar vicherourien geltiat, eus an dud end-eeun, avat, n’ouzomp netra. Skrivagnerien an Henamzer a dav warno. Nemet e tezrevell Plinius Secundus e vije deut eur gov keltiat, anvet Heliko, eus bro an Helveted, war-dro dibenn ar Vet kantved kent H. S., da labourat war e vicher e Roma. Distro d’e vro, en dije Heliko trôet spered e genvroiz war aloubi an Itali, dre ober d’ezo tañvaat gwin eus an dibab, fiez sec’h hag eoul en doa degaset gantañ. N’eus tra a gement na vije gwirheñvel en danevell-se, a zo an andon anezi marteze en eun hengoun eus ar Gelted ; furchadennou an amzer-vremañ, graet en hanternoz eus an Alpou, o deus lakaet anat pegen akuit da labourat houarn e oa, a-benn neuze, Kelted ar mare hag ar rannvro-se ; lavaret hon eus uheloc’h [246] ivez ec’h heñvel ar ger gladius « kleze » beza ar ger keltiek kladios [247] latinaet hepken. An dra hag an ano a vije bet amprestet gant ar Romaned er IVet kantved kent H. S.
Ar vicherourien geltiat dindan mestroniez ar Romaned. — Ar vicherourien eus ar mare kelt-ha-roman a anavezomp gwelloc’h, a drugarez d’ar skritur en em skignas neuze ar boaz anezi er broiou keltiek. Merkou ar boderien hag an engravaduriou a ro d’eomp da anaout anoiou eun niver a vicherourien. Ar skulterezou kañv, a zo stank e Galia dreist-holl, a ro d’eomp ouspenn poltred meur a hini anezo. Anvomp, e-kreiz eun engroez : ar gov Belikus, eus Agedinkon (Galia) ; skeudennet eo war e vaen-bez, en e sav, e vleo blezennet en eur plañsonad hepken, eun troad d’ezañ diarc’hen hag arc’henet egile, eur morzol en eun dourn hag, en dourn-all, eur varrenn houarn eman oc’h harpa war eun annev ; e-harz e dreid eur c’hi-puze a zo e bann ouz eur c’had ; — Katussa, eus broiou ar Sequaned, o labourat war ar vicher a « tector », da lavarout eo a stouker-mogeriou, hag a reas sevel e Lugdunum eur volz-kañv d’e bried ; — en Italia-Uhela, Litugena « merc’h al lid », kleuzeurerez-pri [248], a zo bet kavet peziou-labour diwar he dourn en holl vro-se hag en Alpou ; er Spagn, Kamulates, teoler. Keltiek rik eo an holl anoiou-se nemet e oa ar micheriou : teoler, stouker ha kleuzeurer-pri, nevezentiou deut war-lerc’h an alouberez. Evit ar boderien, dre gantou eo e niverer an anoiou anezo. E-touez re an douar-bras, ec’h anvimp : e Galia, Kaletinos, Belinikkos, a gaver ivez al labouriou anezo e Breiz-Veur, Kantos a gaver e bodou war eun dro en Alezia hag e Breiz-Veur, Smertos poder Alezia ; — e broiou kreiz an Europ, Tarvakos hag Eburos ; — en Italia-Uhela, Ako, a gase e bodou e kreiz an Europ, e Galia ha betek e Breiz-Veur ; er Spagn, Ambatos (Ambaktos) ; — Kambos, Kaletos, Gabros, Suobnos, Dagomaros, Keltas eo anoiou eur poder bennak a Vreiz-Veur [249]. An holl boderien-se, hag i keltiek-holl o anoiou, n’o deus savet nemet poderez roman, dreist-holl ar seurt poderez ruz a anved « samian ». Dreist ar re-all, podou Ako a denn ar sellou dre o c’haerder.
Dibaot-kaer e sine al labourerien-vetal o feziou-labour. Gant-se ne anavezomp anoiou nemet eun nebeudig anezo : Doiros, mab Segomaros, a zo engravet e ano war dournell eur gastelorenn kavet e-kichen Dijon (Dibio, gouez d’ar Gelted koz) ; — Briko, poder-arem, a veve marteze e Genava (Genève) ; — Isarninos, poder-staen Breiz-Veur.
Evel ar renkadou all eus ar gevredigez keltiek, ar vicherourien o deus graet o gounid eus ar binvidigez hag ar berz mat a voe degaset, da genta, er broiou aloubet gant ar peoc’h roman, pax romana. Re a vicheriou nevez, avat, a zo bet degaset e-touez ar Gelted gant donedigez ar Romaned ha re e voe nevesaet ivez stumm ar micheriou koz evit ma vije difazius-kaer barn ar vicherourien geltiat eus mare ar frankiz diouz o c’henvreudeur eus ar mare kelt-ha-roman. An toull-se eus an istor a zo bet klasket e stanka dre gemerout diwar skridou koz Iwerzon, hogen ne sell ar skridou-se nemet ouz Iwerzon hepken hag, a-hend-all, n’int ket kosoc’h eget ar Grennamzer ; n’oufed, gant-se, hep mont re bell, fiziout enno penn-da-benn da ziskleria stad ar vicherourien geltiat war an douar-bras, dek pe zaouzek kantved diaraok. Er pennad pelloc’hik, ne lakomp eus stad micherourien Iwerzon nemet ar pez a c’hell, gwirheñvel-mat, beza en em gavet er vro e-pad ar pevar pe ar pemp kantved kenta eus an oadvez kristen.
Micherourien Iwerzon. — A bazennadou e oa renket ar vicherourien en Iwerzon gwechall-goz. E-touez an dud nemetos [250] « sakr » pe « gwiriou-dreist d’ezo » e oa renket ar vistri-vicherourien, da lavarout eo ar re a oa savet d’an uhela pazenn.
Sellet e veze evel nemetos, ar roueed, an noblañs, ar veleien ha meur a rummad-tud lakaet e-skoaz gant an noblañs, evel ar ouizieien (gwerzourien, danevellourien, gwiraourien, hag all) hag, evel m’emaomp o paouez lavarout, ar vistri-vicherourien. Eus ar re-man, ar re a laboure war ar prenn hag ar metalou a oa d’ezo o lec’h merket ouz an taoliou a enor, e sall-banveziou Tara, chomlec’h ar roue-meur. Ar saverien kreñvlec’hiou a azeze ouz an daol vras a-zehou, er penn uhela anezi roue Iwerzon hag, en-dro d’ezi, roueed ar rann-vroiou, uhelidi ar genta hag an eil noblañs hag ar veleien. An aourourien, ar gilvizien hag ar gizellourien a azeze, da heul ar ouizieien, an uhelidi eus an eil renk hag an delennourien, ouz an daol diouz an tu kleiz, e rene warni ar penn-veles. Ouz taoliou bihan, diouz an tu ganto, e kemere lec’h an aremourien, ar c’hoved (gobannes), ar gouevrourien ha rummadou-all evel al louzaouerien, al lomaned, hag all.
Ar gov, anat d’eoc’h, a oa uhel e ano. Beza gov mat a oa eun enor hag eun dellid ouspenn. En eun danevell goz, Vergustus [251], brezelour brudet eus ar c’henta kantved kent pe goude H. S., pa fell d’ezañ diskouez e c’hell desevel ervat ar bugel Setantios, a zispleg e zonezonou hag a lavar, e-mesk traou-all : « Eur gov mat a zo ac’hanoun. »
Unan eus tri gov sant Padrig a oa mab da roue-meur Iwerzon. Ar c’hoved a dremene evit anaout mat a-walc’h ar breou. Eur bedenn, lakaet e gaou dindan ano sant Padrig, a c’houlenn skoazell Doue « ouz breou ar merc’hed, ar c’hoved hag an drouized, ouz kement skiant a goll ene mab-den. »
« Fri brichta ban ocus goband ocus druad,
« Fri cech fiss arachuiliu anmain duini. » [252].
Ar c’halvez (a oa anezañ, ouspenn, eur saver-tiez, o veza ma saved an tiez penn-da-benn gant prenn) n’oa ket disteroc’h e stad eget hini ar gov. Tud a ouenn roue a voe kilvizien. Dalc’het e oa bet koun eus ar gilvizien dispar o doa savet Tara, Emania hag ar c’hreñvlec’hiou bras all eus an enezenn. Kizellat ar c’hoad ivin, sevel bagou ha listri-mor, pontou, kirri, skouedou ha podou-prenn a denne ivez da vicher ar gilvizien. An hini en em rôe da sevel tiez a oa d’ezañ eun ano disheñvel.
Aes dana « tud a zonezon » hennez e oa an ano a raed, en iwerzoneg, eus an dud a vicher. A-gevret gant ar re a rene eur vicher-dourn e voded, dindan an ano-se, rummadou tud-all, evel ar varzed, al louzaouerien, an hudourien, ar soudarded dre vicher, hag all. Paeron an holl teskad tud-se e oa Lugus, mab Kênos [253], doue ar mil micher, war eun dro kalvez, aremour, gov, soudard, telennour, barz, danevellour, sorser, mezeg ha boutailher.
Micherourien-zo a oa d’ezo, e-touez an doueed, difennourien diouto o-unan : Ogambios, ar c’hampion kalonek evit ar soudarded ; — Gobanniu, ar gov-doue, evit ar vicherourien-houarn. Hemañ, war a lavared, en dije gounezet, ar c’henta, ar mengleuziou eus ar menez a voe anvet diwezatoc’h en iwerzoneg Sliabh an iairn « Menez an houarn », e gwalarn an enezenn. Ar c’hoved a oa d’ezo ivez eur warezourez e-touez an doueed : Brigenti, merc’h Dagodêvos, unan eus brasa doueed Iwerzon. Ouspenn m’edo govez, e oa Brigenti barzez ha doktorez ; sellet e veze, gant-se, evel o fatronez gant ar varzed hag ar vezeged.
War o deus kredet eun nebeut Iwerzoniz, e vije bet teir c’hoar anvet Brigenti, doueezed o zeir ha merc’hed Dagodêvos : unan a vije bet veleta « diouganerez ha barzez », an eil a vije en em rôet d’al louzaouerez, an deirvet he dije goveliet houarn. E rannou-all eus ar bed keltiek, e lec’h e veze azeulet Lugus, ez eus bet krouet, heñvel eo, meur a zoue, d’ezo an hevelep ano, breudeur moarvat hag o ren pep a vicher disheñvel : daou engravadur eus an oadvez kelt-ha-roman, kavet an eil er Suis, el lec’h ma save Aventikon ar Gelted, egile er Spagn (graet e oa bet hemañ diwar goust kereourien kêr geltiek Uxama) a zoug ano an doueed Lugoves (liesder hen-geltiek eus Lugus).
Al labouradegou. — Furchadennou an amzer-mañ o deus degaset d’ar goulou roudou meur a hini eus goveliou ar Gelted, anat a-walc’h darn anezo evit ma vije aes o adsevel dre ar spered. E 1906, e Bro-Vagyar (Hongaria), e voe dizouaret eur c’hovel-voneiza keltiek eus dibenn an IIet kantved kent H. S. Dismantrou eul logig koad e oa hag ennañ meur a bez-moneiz arc’hant diouz skouer peziou roueed Vakedonia, c’houec’h genn-moneiza o doa talvezet d’o skei, hag eun niver binviou arem hag houarn : moulou d’ober spilhou-alc’houez pe lagadennou, anneviou, morzoliou, geveliou, kaoteriou, ornaduriou arem diouz doare an Ten, hag all. War a greder, e oa al logig-se, neket eur c’hovel-voneiza ar roue, hogen ti eur moneizer en e dra e-unan.
E Bro-C’hall, ar furchadennou, graet diwar ar bloaz 1865 war lec’hiadur Bibrakt, o deus dizolôet roudou meur a labouradeg houarn, arem pe brigwer. Dre ar c’havadennou-se hon eus tizet anaout penaos e oa stummet eur gêr a ijinerez e Galia, e dibenn ar c’henta kantved kent H. S. An tier ma laboure enno an deuzerien houarn, ar c’hoved, an aremourien hag ar brigwererien, a oa anezo eur ranngêr end-eeun a c’holôe pantennou eun draoñienn vihan, en tu biz-reter d’ar c’hreñvlec’h. Eur strollad logouigou e oant, hag int pevarc’hornek ha savet e koad mañsonet gant pri, peurliesa dindan douar [254] evit an hanter hag enno eur gambr hepken enk ha teñval ma tiskenned enni dre eun nebeut deleziou. Pelloc’hik, e penn an draonienn, e voe dizouaret roudou eur c’hovel vras, ouz hec’h ober meur a labouradeg a oa anezo holl eun ti a bevar-ugent metrad hed. Ar forniou da deuzi ar maen-houarn a oa strollet a vodadoü bihan el labouradegou ; eun ti, dek metrad hed, a oa ennan evelse pemp forn. Peziou bihan a vansonerez e oa ar forniou-se, pe garrezek pe bevarc’hornek en o stumm, ha mañsonet gant pastur divrazet, nemet e klote mat a-walc’h ar mein anezañ ; golôet e oant en o diabarz gant eur gwiskad teo a bri-tan (dideuzus).
Ar binviou. — En daou bennad, uheloc’h war labour an arem hag an houarn, hon eus rôet ano meur a venveg keltiek, bet kavet en hon amzer. Ouspenn ar re-se, e c’hellomp envel : poueziou gwerzidi, kribinou da gribat lin, kreuzeuliou (teuzlistri) teuzerien arem, anneviou, geveliou goved, turkezou, « toullou meginou » pe tuellennou begek e pri dideuzus a lakaed ouz ar meginou a dalveze d’ar vetalourien da atiza ar flamm, gennou da stampi pe vammstamperezed en arem, mammvinviou da gaeraat dre ar c’hoagrenni traou e feilhennou arem, moulou maen da deuzi traou e metal, taladuriou, kizellou a bep ment, trañchedou, gouichou, gwimeledou, horziou prenn, liorziou maen kalet evit labour ar mengleuziou, torziou koar gwenn d’ober ar moulou pri a dalveze da deuzi arem diwar goar kollet, hag all.
Kalz eus ar binviou implijet gant ar Gelted n’oant ket nemeur disheñvel diouz ar re a reomp ganto bremañ.
E-touez ar binviou keltiek savet diwar danveziou dibad, ler, prenn, hag all, ha n’int ket deut betek ennomp, e c’heller envel ar meginou govel hag ar sterniou-gwia.
Kavadennou laket war ano ar Gelted koz. — Ar c’havadennou amañ war-lerc’h a zo bet taolet war ar Gelted gant ar skrivagnerien goz eus ar C’hreisteiz :
1) Ar prigwererez, kavet marteze gant Breiziz ;
2) an arc’hanterez, kavet gant tud Alezia ;
3) ar staenerez, kavet gant ar Vituriged ;
4) ar saeou mailhou houarn, gwiskamant brezel ijinet, hep mar, gant Kelted kreiz an Europ ;
5) al livaduriou tennet eus al louzaouennou ;
6) ar gweadennou roudennet gant karrezennou a veur a liou ;
7) ar brageier ;
8) ar vantell gabellek ;
9) ar golc’hedou hag ar gweleou bourell, ijinet e Galia e diwez ar c’henta kantved kent pe er c’henta kantved goude H. S. ;
10) ar soavon ;
11) ar goell bïer evit ar bara, implijet gant Kelted Galia ha Bro-Spagn ;
12) an tonnellou evit ar gwin ;
13) ar falc’h vras ;
14) an alar war gilhorou, ijinet gant Kelted Raetia ;
15) ar vederez pe ijin da vedi, ijinet gant Kelted Galia er c’henta kantved goude H. S.
16) implij ar c’hleiz gwenn, ar raz, ar merl, ar mell hag ar gouez-vell douaret ez glas, da demza parkou.
Gwechennou-zo, evit doare, ne voe ket ar Gelted kavadennerien e gwirionez ; skigna e-touez Kreisteiziz giziou ha binviou anavezet gant meur a boblad eus Hanternoz Europa ne rejont ken. Da skouer, anat eo hizio n’eo ket ar Gelted o deus kavet ar brageier, nemet ken anat all eo e voe dre ar Gelted e reas ar Romaned anaoudegez gant an darn-se eus ar gwiskamant n’heller ket hizio ober hepdi ; digant ar Gelted eo o deus he amprestet.
I. Déchelette, Archéologie préhistorique, celtique et gallo-romaine, eil levr : Age du Bronze, 1910 ; trede levr, Age du Fer, 1914 ; Montelius, Les temps préhistoriques en Suède et dans les autres pays scandinaves, 1895 ; Read ha Smith, British Museum : a Guide to the antiquities of the Bronze Age, London, 1904 ; Hoernes, Die Hallstatt Periode, ebarz Archiv für Anthropologie, XXXI, 1905 ; V. Gordon Childe, The Bronze Age, Cambridge, 1930 ; J. Naue, Die Bronzezeit in Oberbayern, München, 1894 ; M. E. Dobbs, Bronze Age in Ireland (Rev. celt. 1922, pp. 113-4) ; Mahr, Das vorgeschichtliche Hallstatt, zugleich Führer durch die Hallstatt-Sammlung des naturhistorischen Museum in Wien, 1925 ; Piroutet, Essai de classificafion du hallstattien franc-comtois, war Rev. archéol. 1928, pp. 220-81.
II. Romilly Allen, Celtic Art in Pagan and Christian Times London, 1904 ; Walter Armstrong, Histoire de l’Art en Grande-Bretagne et en Irlande, 1910 ; K. Jullian, Hist. de la Gaule, an diou levrenn genta ; Verworn, Keltische Kunst, Berlin, 1919 ; Goessler, Der Silberring von Trichtingen, war Ipek, 1929 (renta-kont gant Luquet war Anthropol. 1931, pp. 182-3) [255] ; Stuart Piggott, The Uffington White Horse, war Antiquity, V, niv. 17, Meurz 1931 (meneg anezan war Anthropol. 1931, p. 676) [256] ; Makarenko, La Civilisation des Scythes et Hallstatt, war Eurasia Septentrionalis Antiqua, V, Helsinki, 1930 ; Borovka, Scythian Art, London, 1926 ; Rostovtzev, L’Art gréco-sarmate et l’Art chinois à l’époque des Han, war Arethuse, 1924, pp. 81-94 ; L. Morgenstern, Esthétiques d’Orient et d’Occident, 1937. Skoueriou eus an arz keltiek-ha-skuthek a vo kavet e levriou A. Bertrand, Archéologie celtique et gauloise, eil mouladur, 1889, p. 356 (tokhouarn Berru) ; Religion des Gaulois, 1897, p. 346, 375 (Pesk Wettersfeld) ; S. Reinach, Bronzes figurés, 1892, passim (ar penn-ober eus an arz keltiek-ha-skuthek adskeudennet el levr-se eo ar gantenn arem engravet warni loened gouez a zo bet kavet er Savoaz) ; Kamilh Jullian, Le Vase de Gundestrup, war Rev. des Et. anc. 1908, pp. 72-265 (luc’hengravaduriou stank ha kaer eus al lestr brudet-se).
III. V. Gross, La Tène, un oppidum helvète, 1887 ; P. Vouga, La Tène, Leipzig, 1923 ; Album Caranda, 1877-1894 ; Morel, La Champagne souterraine, résultats de 35 années de fouilles archéologiques dans la Marne, Reims, 1898 ; Flouest, Les fouilles d’Armentières (Aisne), 1884 (diwar Rev. archéol. 1884) ; Abel Maître, Le Cimetière gaulois de Saint-Maur-les-Fossés, 1888 (id.) ; Bulliot, Les Fouilles du Mont-Beuvray, 1865-1896, diou levrenn, Autun, 1899 ; Déchelette, Les Fouilles du Mont-Beuvray, 1897-1904, Paris, 1904 ; L’Oppidum de Bibracte, guide illustré du touriste et de l’archéologue au Mont-Beuvray ; Montefortino et Ornavasso, étude sur la civilisation des Gaulois cisalpins, 1902 (diwar ar Rev. archéol.) ; Pic, Le Hradischt de Stradonitz, laket e galleg gant Déchelette ; Salaün Reinac’h, Guide illustré du Musée de Saint-Germain ; Bronzes figurés de la Gaule romaine, 1894 ; Catalogue illustré du Musée de Saint-Germain en Laye, 2 levrenn, 1916, 1921 ; Ephémerides d’Alesia : 52 av. J. C. - 1924, war Rev. archéol. 1925, 1, pp. 26-100 ; Matruchot, Espérandieu, Seymour de Ricci, Toutain, h. a., Pro Alesia, 1906-1939 ; Longpérier, Œvres complètes, II (peziou-moneiz keltiek eus ar Vinddikia, naered kornek warno pe zragoned, pez-moneiz Senoned Italia, warnan eur c’hadour keltiat en noaz, golôet gant e skoued, e c’hoaf a-bann gantan, h. a.) ; De la Tour, Atlas des monnaies gauloises, 1892 ; A. Blanchet, Traité des monnaies gauloises, 2 levrenn, 1905 ; Read ha Smith, British Museum : a Guide to the Antiquities of the early Iron Age, London, 1905 ; Per Paris, Essai sur l’Art et l’Industrie de l’Espagne primitive, 2 levrenn, 1903 ; Promenades archéologiques en Espagne, 2 levrenn, 1910, 1921 ; H. J. Rose, Primitive Culture in Italy, London, 1926 ; Randall Mac Iver, Italy before the Romans, Oxford, 1928 ; Villanovians and early Etruscans, 1924 ; The Iron Age in Italy, a study of those aspects of the early civilization which are neither Villanovian nor Etruscan, 1927 ; O. Montelius, La Civilisation primitive en Italie depuis l’introduction des métaux, 4 levrenn, Stockholm, 1895-1910 (eleiz a skeudennou eus ar gwella ; talvoudus-dreist).
IV. Dottin, Manuel pour servir à l’étude de l’Antiguité celtique, eil mouladur, 1915 ; D’Arbois de Jubainville, La Civilisation des Celtes et celle de l’Epopée homérique, 1899 ; Etudes sur le Droit celtique, diou levrenn, 1895 ; Joyce, A Social History of Ancient Ireland, diou levrenn, London, 1903 ; Espérandieu, Recueil général des bas-reliefs de la Gaule, meur a levrenn, 1907-1930.
gant ar Gelted koz
Araok ar Gelted. — Pleustret o deus poblou Europa war ar gounid-douar hag ar maga-loened pell kent ober implij eus ar metalou. War-dro an XXet kantved kent H. S. eo ez oa en em skignet e kreiz hag en hanternoz Europa ar voaz d’ober binviou hag armou gant arem. Hogen, dek kantved a oa, da nebeuta a-benn neuze, ez anaveze tud ar broiou-hont an edeier hag al loened doñv. Ar furchadennou graet e dismantrou ar c’hêriadennou-war-zour eus kreiz Europa o deus diskuliet e save tud ar c’hêriadennou-se, da oadvez an armou hag ar binviou maen lufret (war-dro an XXXet kantved kent H. S.), kezeg, oc’hen, gevr, deñved, moc’h ha kon. Gounit a raent an avalenn hag e hadent ar segal, daou seurd heiz, tri seurd gwiniz ha daou seurd mell tañvoezennek. Diwezatoc’h, da vare an armou arem (2.000-900 kent H. S.), e reas ouspenn ar gêriadennidi-se gant ar c’herc’h, ar piz bihan hag ar fao, e-pad m’en em roe o c’henvreudeur eus Italia-Uhela da blanta gwinienn ha d’ober gwin.
Anat eo, a-hend-all, diouz kenstudi ar gouryezou nevez-indezeuropek, e vage an indezeuropegerien, d’ar mare ma komzed c’hoaz ar c’henindezeuropeg e kreizenn Europa, ar c’hi (kvô), ar marc’h (ekvos), an taro (stauros, steuros), ar vuoc’h (gwôus), an dañvad (ovis, agumos), ar pemoc’h (sûs, porkos), ar c’havr (kapros, ghaidos, agis pe aga), ar wenanenn e talveze ar mel (medhu) [257] anezi da benna danvez an dour-mel, evadur brôadel an indezeuropegerien. Gounit a raent heiz (yevos, gherzdeyom, gherzda), gwiniz (puros), piz (erevos, orovos), fao pe fer (bhâbha), hag irvin (rapa, ropa) [258].
Kelted ha Rak-Kelted, pa zigor an istorvez, a oa ganto, eta, eun hir-herez a skiant-prenet war ar c’hounidigez-douar.
Ar bras a lec’h dalc’het gant ar c’hounidigez-douar e-touez ar Gelted. — Diouz an hendraezou kavet en hon amzer er Jutland hag en hanternoz eus an Alamagn e ouzomp anat ez oa ar meuriadou-se, a savas tamm-ha-tamm en o c’hreiz, etre an XXet hag an XIet kantved kent H. S., yez ha brôadelez ar Gelted, dreist-holl gounideien-douar ha mesaerien evel ar meuriadou all eus kreizenn Europa ; haelerien-alar ha perc’henned-chatal e voe ar Gelted da genta-holl [259]. Ar stad-vuhez-se a virjont a-dreuz d’ar c’hantvedou, daoust d’o gounidigeziou-brezel, betek an deiz ma kavomp ar sevenadur anezo taolennet er skridou gresieg ha latin.
Diwar ar skridou-se, kemeret dre gevred, e c’heller dastum ez oa, goude ar brezel, an hada-edou hag ar maga-loened an traou m’en em rôe d’ezo dreist-holl Kelted an IIIet, an IIet hag ar c’henta kantved kent H. S. Pennadou ’zo eus Titus Livius ha Polubios hel lavar sklaer anat. E kement lec’h na zeue ket ar Gelted evel argadourien pe c’hopr-soudarded e teuent evel labourerien-douar, mesaerien ha magerien-chatal, hag ivez evel paotred-kezeg, renerien-girri, chalboterien. Er IIIvet, en IIet hag er c’henta kantved kent H. S., ar Gelted, evel ar C’hermaned, an Illirianed hag an Dhraked, kempred ganto, n’oant ket re zouget da veva er c’hêriou tudet-stank eus an Itali, ar C’hres, an Azi-Vihana. Er maeziou eo e raent kentoc’h o chomadur. Setu amañ e pe gomzou e taolenn Polubios (IIet kantved kent H. S.) ar Gelted a oa deut da ziazeza e kompezennou an Itali-Uhela : « Beva a reont war stlabez e kêriadennou divoger. Dic’houzvez ez int eus ar c’hant-ha-kant a draou a laka aezamant er vuhez. N’o devez ken gwele nemet foen pe golo, ken magadur nemet kig ; en eur ger e renont an distera bevidigez. Digas ouz kement na dennfe pe d’ar brezel pe d’al labour-douar, e vanont krenn distudi. Chatal hag aour hepken a vez ganto da binvidigez, o veza n’eus tra all ebet a c’hallfent, diouz red, kas-digas ganto hervez m’o dije c’hoant [260]. »
E-keñver gant ar pennadou emomp o paouez komz anezo ez eus, e skridou an Hen-amzer, pennadou all o testeniekaat o dije eur Gelted bennak dam-zilezet ar c’hounidegez-douar d’en em rei d’ar brezel ha d’ar skraperez. Strabôn a ziskleir n’en em ro Galianed e amzer (derou ar c’henta kantved goude H. S.) gant kement a c’hred d’ar c’hounidegez-douar nemet dre m’o deus ar Romaned lamet diganto o armou hag o rediet da genveva e peoc’h. A-unan emañ Strabôn ha Justinus evit lavarout e pleustr ar wazed, e Galia hag er Spagn, war vicher an armou hag ar skraperez, o lezel gant ar merc’hed evez an ti ha labour ar parkeier [261]. Ar Skordisked, anezo marteze, hervez Florus, ar re daera eus an holl Gelted, dre ma unanont an ijin hag an nerz-kalon, o dije bevet, gouez da Orosius, evel gwir laeron.
Al lavarennou-se, hag i c’houezet eun draig, emichañs, gant avel ha pouferez-natur Kreisteiziz, n’eus tra enno, ez leal, a gement na ve ket gwirheñvel. En eur vro evel Keltia, e-lec’h e veze ar gwragez frouezus-dreist, ma kreske ar boblañs buanoc’h kant gwech eget gorread an douarou gounezet, edo micher an armou, da lavarout eo ar brezel hag ar skraperez, evit tud kreñv ha her dre natur, an hini a
zegase aes ha prim dreist d’ar re all galloud ha pinvidigez. An darvoudou a reas d’ar Gelted dont da alouberien eun
darn vras eus Europa ha da berc’henned eun niver a sujidi n’o deus ket tremenet, moarvat, hep kemma tamm-pe-damm ar c’hoantegeziou hag ar boaziou anezo ; douget o dije a-walc’h eur re bennak en o zouez d’ober fae war labour ar
maeziou ha d’e lezel, evit eun darn, gant ar merc’hed ha gant ar poblou sujet d’ezo.
A-hend-all, arabat ez eo ober re a bouez gant ar pennad da heul diouz Ploutarkhos : « Ar Vastarned », emezañ, « a vev diwar ar gopr a vez paeet d’ezo er brezel, rak er boblad-se n’eus na gounideien-douar, na saverien-chatal, na marc’hadourien ; n’o devez ken micher na labour nemet brezeli ha trec’hi. » Eur bobl niverus ha galloudus evel ar Vastarned, pinvidikaet gant preizadegou dibaouez war zouarou an Dhraked, gounideien-douar ha mesaerien, hag a c’halle hep dinerza kas 15.000 a varc’heien ha kemend-all a droadeien da skoazel roue Makedonia, ker galloudek ha ma ’z oant, n’eo ket da gredi n’o dije ket piaouet chatal hag o dije peurzilezet ar maga-loened, dreist-holl ar maga-kezeg. A-vec’h e c’hellje an daolenn-se, treset gant Ploutarkhos, dereout ouz ar bagadou soudarded keltiat a weled, eus ar IVet d’ar c’henta kantved kent H. S., o kantren a-hed glann ar mor Kreisdouarek, ganto o gwragez hag o bugale, dindan renadur pennou eus o gouenn, hag a dremene eus servij Karthadiz da hini ar C’hresianed, eus gopradur ar C’hresianed da hini roueed an Azi pe an Ejipt.
Lavaromp da beurgloza ez eo bet ar c’hounidegez-douar anavezet a-viskoaz gant ar Gelted, nemet muioc’h pe nebeutoc’h o deus pleustret warni diouz an amzer, ar poblou hag ar stadou a vuhez. E-pad an tri c’hantved kent donedigez H. S. e talc’he al labour-douar eun niver a vrec’hiou e Keltia, dreist-holl brec’hiou merc’hed, gwazed eus ar gumun, sujidi ha sklaved. An uheliad, heñ, a rene hag a evesae ; dibaot, avat, war a heñvel, e lakae dourn d’al labour, o veza gwell gantañ embreger e gleze pe sugell e varc’h-emgann eget an alar pe ar falz.
An edeier. — Brasa ha pouezusa gounidegez gant ar Gelted ez oa hini an edeier. Kalz a evez, a amzer hag a zouarou a rôent d’ezi. Ar Gresian Polubios a gomz gant estlamm eus gwinizegou, heizegou ha mellegou ec’hon a weled e kompezennou Keltia treuzet gant ar stêr « Bodinkos » (Pô) [262]. E-pad an eiz vloaz a dremenas Kaesar e Galia (58-50 kent H. S.) e kavas eno, e pep lec’h hag e pep amzer, eur builhentez ed da veva e soudarded. Stank e oa ivez ar gwinizegou e korn gevred enez-Vreiz a voe ergerzet gantañ er bloaveziou 55 ha 54.
Gwiniz, kerc’h, segal ha mell a veze hadet gant ar Gelted. Pevar a anavezomp eus an edou a c’hounezent :
1) gwiniz an Ejïpt (anvet e galleg « poulard »), graet anezañ e keltieg arinka [263] ;
2) ar gwiniz gwenn bras pe siligo. « Ar siligo », eine Blinius Secundus, « a reer gantañ ar brava bara ; eur boezellad vleud diwar siligo Galia a ro daou livr war-nugent a vara. »
3) ar gwiniz tri miz ;
4) eun doare vell hañvet brakis. « Meurbet gwenn eo ar greun anezañ », eme Blinius, « dre boezellad e ro tost da bevar livr a vara en tu-hont d’an holl vleudou all. »
An heiz a veze graet anezañ sasia e keltieg evel e ligurieg. Brudet e oa gant ar Romaned heiz Keltia, hordeum galaticum ; hadet e meurz e douarou yen menez Dindumos, e Galatia, e rôe dre jugerum (25 ar) pemp modius (40 litrad) eus eur bleud mat-tre d’ober bara tiegez. « E Keltiberia », eme Blinius, « e vez hadet an heiz en ebrel hag ez eus daou eost dioutañ dre vloaz. » Daou seurt heiz eta a oa gant ar Gelted :
1) heiz meurz ;
2) heiz an diskar-amzer.
Daou seurt mell a hadent ivez :
1) ar mell ordinal ;
2) ar mell lost-marc’h.
Strabôn a ro da evesaat e tere mat-dispar ouz gounidegez ar mell douar an Itali-Uhela dre ma ’z eo kanouc’hellet-stank [264]. « N’eus ket », emezañ, « gwelloc’h gwarez ouz an naonegez ; o veza ma harz ar mell ouz an amzer ar muia hedro, ne c’houiter nepred gantañ, hag e ve dienez klok eus ar greunou-all. » Eur magadur dreist e oa ar c’holo mell d’an oc’hen ha d’ar c’hezeg. Dre ma splete kement, e c’hounezed ar mell kerkouls en hanternoz hag e kornog Keltia evel er c’hreisteiz pe er reter anezi.
Al louzeier-kegin. — Ar Gelted, debrerien vras a yod diwar vleud edou, n’o deus ket lakaet, evit doare, nemeur a amzer nag a zouar da hada louzeier-kegin. Ognon, kignenn, panez, hag ivez hep mar, moarvat, irvin ha pour hepken a veze gounezet ganto da vat. En Itali-Uhela e haded ouspenn piz bihan, fao ha fer. Mesket e veze gant glannidi ar Bodinkos fao gant gwiniz d’ober yod. E Galia, e c’hounezed dre galz ar rabez da voued-goañv ar chatal.
Tremen a rae peurliesa ar Gelted, evit doare, gant al louzeier-maga a save puilh anezo o-unan en o c’hoadou, en o fradou hag a-hed o gwaziou-dour. Evelse e oa, da skouer : — ar beler (berula e keltieg) ; — ar riforz, hag int o kreski, e korn reter Galia, ken teo ha bugale gouezell ; — an asperjus gouez a founne e broiou-zo, war ar meneziou hag e maeziou ar Rênos-Uhela ; — ar pastounadez melen (siser e latin) ; ar gwella hini a veded e-kichen Gelduba, kastell-brezel war glann ar Rênos ; ac’hano e rae an impalaer Tiberius (14-37 goude H. S.) degas d’ezañ bep bloaz, d’ober evit e brejou.
Gwez-frouez. — Debri a rae ar Gelted eus an holl frouez a save anezo o-unan en o c’hoadou [265] : kraoñ, kraoñ-kelvez, finij, irin, mouar-drez, kerez gouez, rezin, sivi, avalou, per, magl (Trapa natans). N’o dije lakaet evez, avat, nemet ouz an avalenn, ha marteze ouz ar vesperenn hag ar gelvezenn. Aval Galia (mala gallica e latin) a oa anavezet, er c’henta kantved goude H. S., gant ar Romaned a rae anezañ eur ouenn avalou oc’h azvi en diskar-amzer. En hevelep mare, e bro ar Velged e planted avalou displus, anvet spadonia e yez ar bobl-se. Ker stank e oa an iliber en Illiria ma anved, war a lavared, eur rannvro anezi Dardania, eus ar ger illiriek darda « perenn » [266].
Gounidegez ar gwez-frouez, evel hini al louzeier-kegin, ne deas tre war en em astenn nemet e-doug ar marevez kelt-ha-roman. E-touez ar gouennou gwez-frouez a voe neuze degaset e Keltia e c’heller envel ar bechezenn, ar fiezenn hag ar gerezenn. Ar bechezenn a weled e Galia en amzer Plinius Secundus (marvet e 79 goude H. S.). Gounezet e veze ar fiezenn e Lutetia, en hanternoz Galia, e mare an impalaer Julianus (356-360 goude H. S.). Evit ar gerezenn, a oa bet degaset eus an Azi-Vihana d’an Itali gant ar pengadour roman Lucullus er bloaz 67 kent H. S., edo degouezet c’houec’h-ugent vloaz goude, e 53 goude H. S., en tu-hont d’ar mor, en enez-Vreiz. D’ar mare-se en hanternoz Galia e planted dreist-holl ar c’herez luzitaniat.
War glannou ar Rênos e kaved gwell ar c’herez triliou, du, ruz ha glas, « a heñvel bepred dare da azvi », gouez da Blinius.
Ar winienn. — En darnvuia eus ar broiou m’edo diazezet ar Gelted ne greske ket ar winienn anezi hec’h-unan. Gant-se, ne anavezjont ar gwin nemet diwezat a-walc’h dre ar varc’hadourien deut eus ar C’hreisteiz. Digant ar yezou italiek eo e voe kemeret ano ar gwin, vino-, gant Kelted ar C’huz-heol. Ar Gelted a enbroas en Itali-Uhela hag en Dhrakia a reas anaoudegez gant ar winienn hag ar c’hounidegez anezi [267] ; goude tañva gwin, rezin ha fiez, war a lavare ar Romaned, eo e reas ar Gelted o menoz da aloubi hanternoz an Itali a daole traou ker saourek. E Galia, n’en em astennas ar planta gwinienn dre ar vro nemet da heul aloubadenn ar Romaned.
Anavezeta gwiniegou Keltia er c’henta kantved goude H. S. e oa :
1) ar gwiniegou war grec’hiennou ar Raeted hag ar re war zouarou ar Genomaned, en-dro da gêr Verona. Frouezus-kaer e oant : « Diouz ment an tonellou », eme Strabôn, « e c’heller kaout eur merzout eus puilhder an eostou : e prenn eo an tonnellou-se ha brasoc’h eget tiez. Ouspenn, an aezamant a vez d’o liva gant eur gwiskad teo a der [268] a denn c’hoaz da wellaat ha da virout ar gwin. » Priziet e talc’has da veza ar gwin-se ken mare an impalaer Tiberius : gwell eget gwin Verona ne rae ar barz Vergilius nemet gwin Falern ;
2) gwiniegou gevred Galia. Gwaz a se, mastaret e veze ar gwin diouto gant a bep seurt-aozadennou : glec’hiet e veze ennañ peg d’e zidrenka ; mogedet e veze d’e devaat ; louzaouennou c’houero a gemmesked gantañ d’e vlaza ha d’e liva ;
3) gwiniegou Bituriged Burdigala (Bourdel bremañ) ;
4) gwiniegou krec’hiennou ar « Mosella » en hanternoz. Tennet e veze diouto eur gwin ha d’ezañ c’houez-vat, a zo bet meulet gant ar Galian Ausonius er IVet kantved eus hon oadvez kristen.
Miret eo bet d’eomp gant ar skrivagnerien latin eur geriennou bennak ma rae ganto ar winiennerien geltiat : kandosokkus « skoultrig-red diwar winienn », markus, emarkus « gwinienn peuz-fall ». Er Spagn, da vare ar Romaned, e raed gant rezin ruz ker brudet ar vro-se an ano a kokkolobis hag e heñvel ar ger-se beza keltiek [269].
Al louzeier danvez-micheriou. — Al louzeier danvez-micheriou gounezet gant ar Gelted a c’heller ranna e diou gevrenn :
a) al louzeier gwiadennus : al lin hag ar c’houarc’h (kanab) ;
b) al louzeier livadennus, evel ar pastez (glaston e keltieg), louzaouenn-ar-goukoug, an teod-kaz, al lus hag, anat a-walc’h ivez, ar wrizienn-ruz a heñvel an ano koz anezi, varantia (« garance » e galleg), beza deut eus an Hanternoz.
Raktal goude gounidegez an edeier, pa seller ouz an evez a lakaed outo, e teue gounidegez al louzeier-micheriou. E pobladou ’zo a Geltia edo al linegou, ar c’hanabegou hag ar parkou dindan louzaouennou livadennus hogos kement-ha-kement hag an edegi. Hag, evit gwir, kerkouls hag an edou ez oa al louzeier-se, a oa ret-holl d’ar Gelted. E-keit ha ma pourchase eun darn anezo al lañfas ma raed kerden ha gwiadennou, ar re-all a rôe al livaduriou flamm ha liesliou a gare kement ar Gelted o gwelout war o dilhad, o armou hag o c’hirri.
An temziou. — En tu-hont d’an teil-loened e rae ar Gelted, da strujusaat o farkou, gant meur a zoare temziou : 1) ar marg ; 2) ar c’hleiz gwenn ; 3) ar raz ; 4) an uloc’h (ulfenn, poultrenn) ; 5) al ludu ; 6) ar mell douaret ez glas.
Gant Kelted Italia eo ez oa bet dizolôet nerz-struja ar mell douaret ez glas ; an Aedued hag ar Biktoned, diou boblad a C’halia ha d’ezo douarou gleb, eo a rae gant ar raz. Evit ar marg, marga e keltieg, e oa implijet dreist-holl gant ar Velged hag ar Vrezoned. D’her c’havout e veze kleuzet doun a-wechou. Tri doare a anavezed anezañ :
1) ar marg gwenn, glissomarga e keltieg. « Tregont vloaz e pad en douarou d’o strujusaat », eme Blinius ; « gwelloc’h eo d’ar foennegou eget d’an edegou » ;
2) ar marg meinek, akaunumarga. « Strujusaat a ra eun dirienn e-pad hanter-kant vloaz hag e tere kerkouls d’an douarou-ed ha d’an douarou all » ;
3) ar marg koulmel (« colombine » e galleg), eglekopala. « Kerkouls eo d’an ed ha d’ar foenn. »
Margula, ger-bihanaat diveret a marga, a zo bet degemeret e latin Galia ha deut, a greder, d’ar galleg marne.
Ar muzulia-douarou. — Tri a anavezomp eus ar muzuliou ma rae ar Gelted ganto da verka gorread o douarou : an arepennis (aet da c’halleg arpent), o talvout an hanter eus jugerum ar Romaned, da lavarout eo daouzek « ar » hanter ; — kandeton ar maeziou a dalve war-dro ugent « ar » ; — kandeton ar c’hêriou, ennañ war-dro eiz pe nao « ar ».
An tri muzul-mañ a oa karrezennou reiz ha d’ezo da hed-tu, an arepennis pevar-ugent ilinad gresian (war-dro 44 santimetr), ar c’handeton maeziou kant ilinad. Savet ivez diwar an ilinad e oa penna muzul hed-hent ar C’halianed, al leuga pe leo, enni 5000 ilinad (war-dro 2217 metr) hag, ouspenn, muzul-hent ar C’hermaned, ar rasta, a oa an hanter hiroc’h.
Eur ger all a anavezomp o sellout ouz muzulierez ha bonnerez an douarou. Randos eo pe randa a dlee beza da lavarout « ribl, bevenn, harzou eur park pe eur vro ». Her c’havout a reer en ano *Eviranda a raed, e Galia, eus eun niver a lec’hiou-annez war harzou diou boblad [270]. Ar ger-se, degemeret e briz-latin Galia, a zo bet miret e yez romanek ar vro-se ; hizio c’hoaz, e departamant an « Aube », e reer an ano a rande eus an torosennou a zo bet kemeret da vonnou etre ar c’humunou.
Ar binviou labour-douar. — Penna binviou labour-douar e oa ar bigell, ar bal, ar rañv (*rama, *ramia), ar rastell-brenn, ar filzier hag ar fllc’hier a bep ment en arem pe houarn, an oged (*okita), an alar.
Daou zoare eler a oa :
1) an alar dirod ha digontell, ar c’hosa hag an anavezeta ; aratron an hen-Arianed e oa-heñ ; n’oa nemetañ, gwirheñvel, a gement a vije graet gantañ, er c’henta kantved eus hon oadvez kristen, e-touez Breiziz hag Iwerzoniz ;
2) an alar war gilhorou ha kontellek, a oa bet ijinet gant eur boblad keltiek pe geltaet eus an Alpou, ar Raeted. Plaumorati a raed eus an alar-se. Amprestet eo bet digant ar Gelted an dra hag an ano gant ar C’hermaned (en hen-alamaneg plovum « alar », e saozneg plough).
Daou ejen a veze peurliesa, diouz doare, da stleja an alar pe an oged. Eun aremenn eus ar marevez kelt-ha-roman kavet e Breiz-Veur [271] a zo skeudennet warni eur c’houer keltiat, gwisket gant ar kukullus pe vantell gabellek, o haelat eun alar dirod ha digontell gant daou ejen stag outañ. E domaniou bras Galia, en amzer Plinius Secundus (kenta kantved eus hon oadvez), da vont founnusoc’h gant al labour, e staged ouz an eler hag ouz an ogedou diou denn-loened pe deir war eun dro.
Ar medi ed ha foenn. — Gant ar falz eo e veded an ed e doare na veze trouc’het dioutañ nemet ar pennou ; ar soul, chomet war e droad, a dalveze da doi tiez ha da c’houzeria. E Galia e veze eostet ar mell evel an ed, tañvoezenn ha tañvoezenn, gant kribou dre zourn. Kolo heiz, « flour-tre d’an ejened », a veze miret evito. Gant soul mell ne veze ket tôet : devet e veze alies ha marteze lakaet da demz al ludu dioutañ.
Er c’henta kantved eus hor rann-amzer, Kelted Galia o doa ijinet eun doare mederez ma raed ganti war zouarou plaen hag en domaniou bras. Eur seurt tumporell e oa war ziou rod, bountet gant eun ejen, ha dent houarn er penn a-raok anezañ da ziframma ar pennou-ed. Ar re-mañ a goueze en tumporell e-lec’h en em zaspugnent. Evel-se e veze aet buanoc’h gant ar medi ha graet gant an nebeuta tud ha loened [272].
Ar Gelted, da drouc’ha foenn, a rae gant ar falc’h vras dizanat da Greisteiziz. A drugarez d’ar beñveg-se e c’hellent ivez mont buan gant al labour, talvoudusa tra war zomaniou bras hag e temz-amzer hedro Keltia.
Karrdiou, grignoliou war beuliou pe dindan zouar. — Da serri an eostou ken na vijent dournet, e rae Kelted enez-Vreiz hag an Douar-bras gant tiez ec’hon a dalveze da zourndiou, ma chelled dourna an ed enno ez arouarek hag er gwasked. Er Spagn e weled war ar maeziou grignoliou savet a-us d’an douar war beuliou prenn. En hevelep bro, en enez-Vreiz, en Dhrakia hag er C’halatia, ez oa grignoliou dindan-zouar, a ra ar Roman Varro ar veuleudi anezo en e skrid De re rustica : « Er strad anezo », emezañ, « al leur a zo streouet a golo. Ne deus en o diabarz na glebor, na sourrad avel, rak n’o digorer nepred nemet ha ret e ve mont d’an arboelladenn. Hanter-kant vloaz e vez miret an ed enno, hag ar mell eur c’hantved. »
An dourna hag an niza greun. — Da zistaga ar greun e raed gant ar freilh. An daou hent all a ra Plinius Secundus meneg anezo, 1) flastra an toc’had ed dindan treid ar c’hezekenned ; 2) freuza anezo war al leur gant eur seurt oged (tribulum), n’eus ket da gredi o dije ar Gelted graet nemeur ganto.
Da niza greun, e raed gant ar c’hrôuer a oa añvet krêtron en enez-Vreiz hag en Iwerzon [273].
Keltia a oa enni peurvaniou d’al loened dre gant ha kant hag a bep doare. Pradeier dourek geotet stank, hir ha druz, foenneier tirienn o geotennou saourek, lanneier, balaneier, brugeier ha radenneier, bevennou ha frankizennou ar c’hoadou bras, dervenneier ha favenneier da vare ar mez hag ar finij, en em eile war hed leoiadou ha leoiadou c’hoaz, eus aod ar mor ha glann ar stêriou bras betek erc’hegou uhel an Alpou. Geoteier ha koadeier a ginnige dre-holl d’ar chatal peuri ha gouzer dreist d’an ezommou. E Galia, er c’henta kantved kent H. S., edo da vihana ker puilh ar foenn hag an edou.
Gant-se, magerien vat a loened ez oa ar Gelted. Unan eus kosa skrivagnerien c’hresian o deus komzet eus Keltia [274] a ra anezi eur vagerez vras a chatal hag ar re a zeu war e lerc’h ne reont ken nemet harpa e lavar.
Prizeta furm ar binvidigez gant ar Gelted ez oa an tropellou, dre ma oa an aesa hini da gas ganto ha da zilec’hia diouz o c’hoant, gouez da Bolubios. Darn eus o meuriadou a heñvel zoken beza bet anezo mesaerien ha magerien-chatal kentoc’h eget labourerien-douar. Evelse ez oa ar Geltiked a veve stlabezet e bourc’hiouigou eus kornog bro-Spagn, ar c’houec’h poblad keltiberiat a zalc’he an uhelennou ma tarz diouto mammennou an Tagos hag an Durios, hag ivez meur a veuriad eus enez-Vreiz. Kaesar, er c’henta kantved kent H. S., a laka evez pegen stank edo ar chatal er vro ziweza-mañ.
War an hevelep mare, e kemenn Varro da berc’henned domaniou bras ma kemerfent kentoc’h Kelted da vesaerien. « Dereat int kenañ ouz al labour-se », emezañ, « dreist-holl pa vez d’ober war-dro loened-samm. » Hag e tezrevell kement a zo ret da zanvez eur mesaer mat hag a gaver er Gelted : « Eur paotr kreñv e tle beza, gouest da zibrada ar c’hargou evit samma al loened, mat da gerzout, sart ha ouesk, frammet start e izili, akuit da heulia al loened fiziet ennañ, da redek zoken pa ve red, ha da deurel spegou da zifenn an tropellou ouz al loened fero hag al laeron. »
Penna loened doñv gant ar Gelted ez oa ar marc’h, ar c’hi, ar vuoc’h, ar pemoc’h hag ar maout.
Ar marc’h. — A vilierou eo e c’helljed niveri ar c’hezeg a veze savet en o feurvaniou gant penna poblou Keltia. Rak n’edo ket ar marc’h evit ar Gelted eul loen-tenn talvoudus-dispar hepken, al loen-emgann dreist peb-all ez oa anezañ ivez. Staget ouz ar c’harr-emgann pe zibret, ez oa, en trôadou-brezel ha war ar c’hannlec’hiou, keneil ha kenoberour d’an uheliad ha d’ar pep gwella eus ar vrezelourien. Gant-se, e rôe ar Gelted d’e vaga aked hag amzer vras.
Setu amañ an disklêriadennou a gavomp, tamm amañ tamm ahont, gant skrivagnerien ar C’hreisteiz diwar-benn gouennou kezeg Keltia hag ar maga anezo.
En trede kantved kent H. S. ar Roman Plautus, barz ha saver peziou-c’hoari farsus, a gomz eus kezeg spaz Kelted an Itali a werzed gwall-izel briz. Ar beajour gresian Poseidônios (135-50 kent H. S.) a ro meuleudi d’ar c’hezeg keltiberiat : gant o liou gell-brizennet ez oant heñvel ouz kezeg brudet ar Barthed ; boaz ez oant da grapat meneziou hag ivez buanoc’h ha gwelloc’h ouz ar skuizder eget ar re-all. Er c’henta kantved kent H. S., ar C’halianed a veze ganto, gouez da Gaesar, kalz a varc’hegerien. Savet e voe, evit doare, gouenn kezeg-emgann ar C’halianed, er mare-se, diwar wellaennou stank a-rumm-da-rumm ; korfet kaer ha mentek ez oant, war a heñvel, ha buan, nemet n’oant ket re start d’al labour. Kezeg ar C’hermaned, en enep, bihan divalo ha d’ezo nebeut a herr, a oa start-kenan. En enez-Vreiz, er c’henta kantved goude H. S. ar c’hezeg a veze staget gant Kaledoniz ouz o c’hirri-emgann a oa bihan, herrek ha difaezus.
Kement ha ma c’heller merzout diouz niver ar varc’hegerien a c’hallent kas d’ar brezel, setu amañ ar poblou a Geltia en doa graet berz eus ar gwella en o zouez, da vare ar frankiz, ar maga-kezeg ; e Galia, Trevired ar Belgion (Galia an Hanternoz), an Aedued hag an Arverned etre stêriou Sequana ha Garumna ; — e-touez Kelted an Danuvios, an Daurisked hag ar Vastarned ; — Galated an Azi-Vihana. En enep, an Helveted, hag i gouest da lakaat en armou en tu-hont da 50.000 a vrezelourien, n’oa ganto, e 58 kent H. S., nemet pemp kant a varc’hegerien ; gant an Nerved, poblad vrezelgar eus hanternoz Galia, n’oa hini ebet.
Anat e oa e Galia, er c’henta kantved kent H. S., eur ouenn gezeg-samm, diouz ma lavar Diodôros diwar-benn ar bagadou kezeg a gas staen eus glann mor-Breiz d’ar mor Kreizdouarek. O veza ma rae Kelted an enezennou ha re an Douar-bras gant eun niver kirri war ziou pe beder rod, ez eo ken anat all ez oa ganto eur ouenn gezeg-tenn pe veur a hini [275].
Brudet e oa kezekenned ar Gelted dre an holl ved roman e mare an impalaerded. En IIIet kantved goude H. S., soudarded Claudius II a zegasas d’an Itali eur maread anezo. Senedourien Galia, chaseourien douet ma ’z oant, a veze ganto en o marchosiou jaoed-red dispar diwar zibabou-gouenn gouiziek, ma verkent aketus an holl nesanded anezo. Er skeudennou graet en hevelep amzer, hag a zo bet kavet en hanternoz Galia, e weler taolennet, war a greder, unan eus gouennou kezeg ar vro-se, d’ezo eur fri kromm, diouskoaz uhel hag eun talier ledan, roudennet doun a-walc’h [276].
Uhel brizet e oa gant ar Gelted ar c’hezeg estrenn ; meurbet ker o frenent digant ar varc’hadourien o degase d’ezo hag e raent o mad eus kement tro a gavent evit o fiaoua. War-dro ar bloaz 170 kent H. S., ar gannaded, kaset gant Kinkibilos, roue Kelted an Danuvios, da Roma, a c’houlennas digant sened ar gêr-se an aotreadur da brena kezeg ar vro ha d’o c’has emaez an Itali : pep a zek marc’h italian a yeas gant izili ar c’hannaderez-se. Anavezet eo ar gwall-zarvoud a c’hoarvezas gant ar C’helt Kentauretos ; lazet en devoa en emgann Antiokhos, roue ar Syria, hag, o veza kemeret ar marc’h anezañ e pignas kentiz war e gein. Disent ouz ar weskenn, al loen en em strinkas e torrodou e-lec’h e tizas mervel gant e rener.
Bez’ e oa e keltieg, evit doare, eun niver geriou da envel ar marc’h, diouz an oad, ar vent, ar ouenn hag an implij anezañ. Setu amañ ar re a anavezomp : 1) epos, marc’h dre vras [277] ; — 2) epâlis, ebeul ; — 3) kabo, kabonos, marc’h bras ; — 4) kaballos, marc’h samm pe sugell [278] ; — 5) marka pe markos, marc’h-emgann ; — 6) mandus, mannus, eur marc’h-sternia bihan ; — 7) vorêdos, pe verêdos, ar marc’h a staged ouz an doare karr herrus a anved « rêda » [279].
Aet eo an anoiou-se da zanvez eur maread anoiou tud ha lec’hiou eus Keltia. Menegomp, da skouer, Eporedorix, ano douget gant daou benn-brezel aedu (kenta kantved kent H. S.) ; Ateporix hag Eposognatos, daou roue ar Gelted eus an Azi-Vihana ; Atepo hag Atepomâros, daou C’halian miret d’eomp an anoiou anezo gant enskrivaduriou Nemossos (Nimes) ha Narbo (Narbonne) ; Epomanduoduron, eur vourc’h eus ar Sequaned ; Epossios, ano meur a gêr a C’halia en o zouez eur gêriadenn eus an Drevired : Epotios ano eur pagus eus bro ar Vokonted ; Markoduron, eur vourc’h eus hanternoz Galia, tost d’ar Rênos ; Vorêda ha Manduessedon, kêriou a Vreiz-Veur ; Eporêdia, eur gêr eus an Itali-Uhela [280] ; Sextanmanduios, pou (pagus) e bro ar Rêdoned.
An holl anoiou-se a zo anezo kement-all a desteniou eus ar bri douget d’ar marc’h gant ar Gelted hag eus an aked a lakaent d’e vaga.
Hervez Plinius, e rae ar Gelted eporêdias eus an damesaerien vat a gezeg. Dre ar Gelted a brederie hag a zamesae kezeg eo, hep mar, en em silas el latin kement a c’heriou keltiek o sellout ouz ar chalboterez, evel verêdos ha petorriton. Ar varc’hadourien-gezeg, ar baotred-varchosi, ar vulerien hag ar garrenerien a Geltia eo o deus degaset e Roma hag en Itali-holl azeulerez an doueez Epona. Juvenal a ro d’eomp da c’houzout edo ar voaz en e amzer (kenta kantved goude H. S.), liva skeudennou Epona er marchosiou. An den penn-roll eus an Azen aour, eur marvailh gant Apuleius (IIIet kantved goude H. S.), oc’h en em gavout en eur marchosi, a wel ouz ar post-kreiz a zalc’h treustou an ti, eur volzig enni skeudenn Epona bravaet gant rozennou nevez-kuntuilhet. War vogeriou eur staol e Pompei ez eus bet kavet, en hon amzer, unan eus ar skeudennou-se a Epona meneget gant Juvenal hag Apuleius : eul livadur-war-vur eo o taolenni en eur c’hustod eur vaouez yaouank veleganez gwisket e gwenn, ha hi azezet war eur vulez o kerzout. Gant he dourn kleiz e talc’h eur bugel paket en eun dilhad liou gwer. A-is d’ar c’hustod emañ eur sklav o ren daou vul.
Ar c’hi. — E-touez ar Gelted, ar c’hi (kû, tro-c’henel kunos, tro-envel lies kunes) [281], a veze graet gantañ kerkouls d’ar brezel ha d’an hemolc’h. Rak-se, ne raent ket fae outañ e giz poblou all, evel ar C’hresianed da skouer, n’o doa ket a goun-emgann [282]. Gant Breiziz hag Iwerzoniz kû a veze zoken eun ano meulus d’eur c’hampion pe d’eur brezelour-meur. Al lesano « Ki Koulann » a raed peurliesa eus ar c’hadour brudet Setantios ; eus eur c’hadour all, kevezer ha kenvro gantañ, e veze graet Kû-rovesies [283] « ki ar gompezenn » pe « ki an dachenn (-emgann) ».
Brudet-bras e oa en Hen-amzer koun ar Gelted. Er c’henta kantved kent H. S. e prized dreist-holl ar re vaget gant Breiziz ha Belgiz an Douar-bras. E-touez ar gouennou koun a gaved e Galia e c’hellomp menegi :
1) ar c’hi-emgann, a veze graet gantañ ivez da gi-hemolc’h. Agroku « ki lazadeg » e heñvel beza bet an ano anezañ en Iwerzon [284]. Bez’ e oa er vro-se, er c’henta kantved kent H. S. hervez danevellou ar Grenn-amzer, eur brudet a gi-emgann, anvet Albios, a vije bet a-walc’h anezañ e-unan-penn da ziwall holl rouantelez Leinster ;
2) ar segusios pe sukambros, eur pikol ki nerzus, garo da welout, kalonek ha start, a raed gantañ, a greder, da hemolc’hi moc’h-gouez ;
3) ar vertragos, eun doare levran mentek ha stummet-kaer a lakaed da zihelc’hat kirvi, yourc’hed ha gedon. Leun a dan, hag ivez speredek hag ampart, e ouie ar vertragos degas d’e vestr ar gedon hep o labeza [285] ;
4) ar petronios a oa anezañ, evit doare, eur c’hi-puze, mentet-etre ;
5) an dem-vleiz, ganet diwar eur giez hag eur bleiz. Ar C’halianed a bleustre an dam-vleizi d’ober anezo bleinerien o chas. Pep bagad chas a veze en e benn eun « dem-vleiz ». « Ar c’houn », eme Blinius Secundus, « a gerz d’e heul hag a sent outañ » ;
6) an agassaios, ki-hemolc’h bihan eus enez-Vreiz.
Er Ia, IIet, IIIet ha IVet kantvedou goude H. S., e veze gant senedourien Galia bagadou chas-red eus ar c’haera ma notennent ar rollou-nested anezo gant kement a evez ha re o c’hezeg. Ar c’houn pleustret gant ar C’halianed da hemolc’hi moc’h-gouez a oa brudet dre holl er bed roman.
D’an hevelep mare e save Iwerzoniz koun hag a oa brudet, dleet ha ma oa, evit o ment, o nerz hag o c’hrizder. Graet e veze ganto da hemolc’hi ar bleiz. Kement e oant hag ezen pe ebeulien. E 391 goude H. S., eur Roman, e ano Flavianus, o paouez ergerzout enez-Vreiz, a gasas d’e vreur, ar c’honsul Symnachus, seiz ki iwerzoniat (scotici canes) evit c’hoariou ar c’helc’hva e Roma. Ar c’honsul a drugarekaas en eul lizer a zo deut betek ennomp : « Roma a-bez », emezañ, « he deus sellet a-bann outo gant saouzan, hag a gred d’ezi ez eus renket o degas du-mañ e kaouedou houarn [286] ».
Ar vuoc’h. — Ar vuoc’h a zo bet d’ezi eur bras a lec’h gant ar Gelted. En o zouez, evel e-touez ar peb-all eus Europiz e veze ar vuoc’h ar penna moneiz-eskemm. Priziet e veze e buoc’henned pinvidigez eun den, talvoudegez eun dra, prenadur eur wreg ; gant buoc’hed e veze akuitet dic’haou an torfedou hag ar mestaoliou ; dre rei buoc’hed eo e paeed eur brenaenn pe e c’hopred eur vad graet.
Betek e-kreiz ar Grennamzer ez eo bet miret gant Kelted Breiz-Veur hag Iwerzon ar voaz da gonta dre vuoc’henned pe dre benn-saout, hag e c’hellfed rei a se eun niver a skoueriou. E-touez Iwerzoniz, eur gaoter vrao nevez-flamm, hep beza aet d’an tan, a vez priziet a dalvoudegez gant eun ejen ; eur gaer a sklavez a dalv tri ejen-alar pe deir buoc’henn pe bemp penn-saout a dalvoudegez-etre (ounnered daou vloaz pe yaouankoc’h eget daou vloaz). Hounnez eo ivez war-bouez nebeut, taolenn-briziou ar C’hresianed d’ar mare ma savomp da heul barzoniezou Homeros : gwelout a reomp en unan eus ar barzoniezou-se eur sklavez, eul labourerez-dreist anezi, lakaet a briz gant pevar ejen.
Ar Gelted koz a save ar vuoc’h evit he laez, ma event eun darn anezañ, hag eun darn all a lakaent d’ober amann ha keuz. An ejen a veze graet gantañ, dreist-holl, da loen-samm pe da loen-tenn. Stlejet e veze an alar keltiek gant eur yeoad ejened, dibaot avat, war a heñvel, gant kezeg [287].
Nebeut a zisklêriadur a zeu deomp eus skridou an Hen-amzer diwar-benn gouennou saout ar Gelted. Buoc’hed an Alpou, gouez da Blinius, hag i bihan-tre, a zo founnus da rei laez. E Galia, gant laez buoc’hed meneziou Kebenna ha Lesura e raed keuziou brudet. Columella (kenta kantved goude H. S.) a veneg eur ouenn vuoc’h eus an Itali-Uhela anvet keva pe geva. Meulet eo gant Varro (kenta kantved kent H. S.) an ejened a vez maget gant Kelted an Itali ; ar wella gouenn eo, gouez d’ezañ, a gement a zo en Itali, hag an duêta d’al labour. Diek eo, en enep, oc’hen al Ligured.
Bous, tro-c’henel bovos, ez oa unan eus anoiou ar vuoc’h e keltieg [288]. Aet eo ar ger-se da bou en hen-vrezoneg hag en hen-iwerzoneg ; bou-tig « ti-buoc’h » a veze graet en hen-vrezoneg eus ar c’hraou-saout. Tarvos e oa ano an taro hag anderos, andera anoiou al leue hag an ounner [289].
Tarvos hag ar geriou tarzet dioutañ Tarvios, Tarvillos, Tarvakos a zo bet graet ganto alies da anoiou tud er mare kelt-ha-roman. Tarvisos (hizio « Trévise ») gant Kelted an Itali-Uhela, ha Tarvenna (hizio « Thérouanne ») gant Kelted Galia a zo anezo anoiou kêriou tennet eus tarvos. Tarvedon a raed eus eur beg-douar a Vreiz-Veur, eun ano krennet marteze a Tarvo-sedon « kêr an taro ».
Ar moc’h. — Ar pemoc’h (mokkos, *orkos) [290], ez oa, goude ar vuoc’h, ar priziusa hag an talvoudeka eus al loened. Diwar ar c’hig anezañ a veved dreist-holl er broiou keltiek ha kerkouls prizet e oa gant ar pep uhela ha gant an izela tud. Stank-stank e veze, gant-se, e pep lec’h. Bez’ e oa en Iwerzon bagadou moc’h diniver piaouet gant roueed, uhelidi ha koueriaded pinvidik, hag evelse ivez e c’hoarveze gant Breiziz ha Kelted an Douar-bras. O kantren war ar maez e veze dalc’hmat ar bagadou-se, hag an noz a dremenent er parkeier pe e gwasked ar c’hoadou. En dervenneier hag er favenneier e kavent eur boued founnus a-genstriv gant ar moc’h-gouez. Kelted, an Itali a c’halve anezo d’ar peurvan dre seni ar c’horn-boud.
Ker bras puilhentez a voc’h a oa e Keltia ken, goude ma veze trawalc’h gant ar c’hig anezo da vaga broiz, ec’h ermaezied c’hoaz diouto dre galz d’ar broiou all. Evel-se, er c’henta kantved kent H. S., an tropellou moc’h diniver savet gant Kelted an Itali-Uhela [291] a oa anezo hepken hogozik peadra da vaga poblañs Roma, ha hi stank-dreist. Gouez da Gato (IIet kantved kent H. S.), e weled en Itali foziou da virout ar c’hig sall, enno betek 3.000 ha 4.000 palefarz-kig eus Keltia. « Ar builhentez chatal, deñved ha moc’h dreist-holl, a vez gant ar C’halianed », eme Strabôn (marvet war-dro ar bloaz 20 goude H. S.), « a ro da veiza penaos e c’hellont pourvezi gant kig-seson ha gloan, neket Roma hepken, hogen an darnvuia eus marc’hadou all an Itali ». Eus bro ar Sequaned, e Galia, e teue, er c’henta kantved goude H. S. gwella kig-sall a zebred e Roma.
Eur bras a loen ez oa ar penn-moc’h keltiek, hir-friek ha korfet-treut. Uhel-c’haret ez oa-heñ ha damdost ker mat da redek hag ar chas. Ker kreñv ha dizaon ez oa ma oa risklus-bras d’ar bleiz zoken mont d’ezañ. Diasur e veze tostaat da voc’h Galia da neb n’oa ket anavezet ganto. Reizataet piz-ha-piz e voe gant lezennou koz Iwerzon an dic’haouennou da baea evit ar gwall-daoliou bet digant ar moc’h.
Ar Gelted a ouie, diouz red, larda mat o ferc’hell. Meulet eo gant Varro ar moc’h lardet gant an Insubred, unan eus poblou keltiek an Itali. Ken teo e oant ha ken lart ma n’hellent ket kerzout ; o dougen war girri a renked ober.
An deñved. — An holl Gelted a oa ganto tropellou bras a zeñved, nemet e heñvel ar maga-deñved beza graet berz, dreist-holl, gant ar Geltibered, ar C’halianed, Kelted Italia ha Galated Azia-Vihana. Hervez Strabôn, diweza roue ar C’halatia, Amuntas [292], a oa perc’henn da dri-c’hant tropell deñved, er c’horn kreisteiz eus e rouantelez hepken.
Maget e veze an deñved evit ar c’hig, ha dreist-holl evit ar gloan anezo. Diouz gouennou al loened edo lies-lies talvoudegez d’ar gloan. Deñved Galia, evit an darnvuia, re an Insubred en Itali-Uhela. ha meot du ar Geltibered a rôe eur gloan garo ha dister, kreñv avat ha teo, a dalveze, er c’henta kantved goude H. S., da wiska ar soudarded hag ar sklaved. E-touez ar gloanou flour e veneged gloan gwenn ar Bodinkos, ar brudeta, gloan an tropellou a vrouste er peurvaniou war stêr Skultana hag en-dro da gêr « Mutina », hag, e Galia, gloan gouennou meot eus an hanternoz hag ar reter.
Gwiadennou gloan eus bro ar Seguaned (reter Galia) kavet er beziou keltiek eus marevez ar frankiz, a zoug testeni eus eur ouenn deñved moan-dreist ar gloan anezo. Er rann-amzer gelt-ha-roman e rôe meot ar Belgion eur gloan eus ar moana ha brudet meurbet.
Deut e oa unan eus anoiou keltiek ar maout, moltos, multos « maout », da geja gant latin Galia, ha savet e voe diwarnañ, e yez romanek ar vro-se, ar ger kreskadennet *multone, hizio « mouton » e galleg.
An azen hag ar mul. — Distank, dizanav zoken, e oa an azen en darnvuia eus ar broiou e dalc’h ar Gelted, pa n’her c’haved nemet gant ar re anezo a veve er C’hreisteiz. Ar muled savet gant Kelted an Azi-Vihana pe gant Galianed ar C’hreisteiz a zo meneg anezo gant ar skrivagner gresian Ploutarkhos (kenta kantved goude H. S.) : ker speredek ha ker sentus e oant ken e veze a-walc’h gant mouez an den d’o bleina. Goude donedigez ar Romaned hepken e stagas, evit doare, ar Gelted eus hanternoz ha kornog Galia da vaga ezen ha muled. Enskrivaduriou eus an oadvez kelt-ha-roman, kavet e gwalarn Galia, a zo warno ano eun doue Mullo bet marteze doue ar muled. Eur vojenn diwar-benn kezeg diou-reiz an Drevired (korn biz Galia), deut d’eomp digant Plinius, a dle beza kuzet dindani eur baradurez bennak eus ar marc’h hag an azen.
Ar ger oc’h arouezia an azen a gaver marteze e Galia, er bloaz 51 kent H. S., en ano eur penn arverniat, keneil d’ar Romaned. Epasnaktos a veze graet eus an den-penn-se, eun ano a zo aet, gwirheñvel, d’hen ober teir c’hevrenn (ep-asn-aktos), e vije ar genta epos « marc’h » pe epa « kazeg », an diweza eun dilostger hag an hini greiz asnos pe asna, ano keltiek an azen pe an azenez. Epasnaktos a dalvezfe kement ha « mab marc’h hag azenez » pe « mab kazeg hag azen ».
Loened-ti all. — A-vetou al loened-ti disteroc’h e c’heller envel ar c’havr, ar waz hag ar yar. Stank e oa ar c’havr dreist-holl er broiou meneziek, nemet he c’haved ivez e broiou all. En em ziskouez a ra an ano anezi en anoiou-tud Gabros, Gabrios (Breiz-Veur, Galia) hag en anoiou-kêriou Gabrosenton (Breiz-Veur), Gabromagos (Norikon), Gabriakos (Galia). Ar gwazi a veze savet dreist-holl gant Belgiz. Goude stagedigez Galia ouz impalaeriez Roma ec’h ermaezied bagadou bras anezo en Itali. Ganta a veze graet war riblou ar Rênos eus ar waz wenn ventet-bihan. Gant ar plu hag an dum anezo, en oadvez kelt-ha-roman, e leunied ar goubenneriou.
Dre-holl e saved gwenan e talveze ar mel anezo da sukr ha da zanvez an dour-mel. Unan eus anoiou ar ruskenn-wenan, diouz an hen-iwerzoneg, a oa e keltieg *melutinos « prenn-mel ». Lakaat e-keñver, evit an dibenn-ger, rumpotinos « peul-gwini » (prenn-gwini) ; rumpos, e keltieg an Itali, a dalveze kement ha « gwinienn a grap ouz gwez ». Diwar-benn eun ano all d’ar ruskenn, *besêna, galleg koz besaine, sellout ouz Dottin, la Langue gauloise, p. 233. Ar galleg ruche a zo diwar eun hen-geltieg *ruska-, *rasko-, brezoneg rusk.
Jalm de Morgan, L’Humanité préhistorique, 1924, pp. 177-84 ; Déchelette, Manuel, I, 337-46 ; II, 13-48 ; Oskar Montelius, Temps pré-historiques en Suède, pp. 29-31, 101-3 ; Baltzer, Les Glyphes des rochers du Bohuslan, 1881 ; Norden, Felsbilder von Ostgothland, Darmstadt, 1923 (renta-kont war L’Anthropol. 1924, pp. 573-4 ; C. Bicknell, A Guide to the Prehistoric Rock Engravings in the Italian Maritime Alps, Bordighera, 1913 (renta-kont war Rev. des Et. anc. 1915, p. 82 : uhel er menez eman an engravaduriou-se ; war-dro 12.000 a zo anezo, stank en o zouez ar skeudennou eler hag ogedou ; eus kenta rann-oadvez an Arem ez int, diouz an armou skeudennet enno) ; d’Arbois de Jubainville, Premiers Habitants, eil mouladur, I, pp. 204-9, 215-8, 288-94, 317, 326-8 ; II, 77-86 ; Recherches sur l’origine de la Propriété foncière et des Noms de lieux habités en France (période celtique et période romaine), 1890, pp. 3-77 ; Dottin, Manuel, pp. 146-52 ; Kamilh Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 173-4, 306 ; II, 265-83, h.a. ; Bulliot, La Cité gauloise selon l’Histoire et les Traditions, Autun, 1879, pp. 80-96 ; P. W. Joyce, Social History of Ancient Ireland, II, pp. 264-85, 451-7.
Pittard ha Reverdin, A propos de la domestication des animaux dans la période néolithique, war Archives suisses d’Anthropologie générale, IV, 1921 (renta-kont gant M. Boule war L’Anthr. 1922, pp. 551-3) ; Schaeffer, La colonisation de la région de Haguenau à l’âge du Bronze et du Fer, war Rev. anthropol. 1926, pp. 229-9 ; H. Hubert, Les Forêts et le Peuplement de la Gaule, war L’Anthropol. 1929, pp. 132-4 ; G. Bonsor, Les colonies agricoles préromaines de la vallée du Baetis, war Rev. archéol. 1899, II ; Vayson de Pradenne, Faucille préhistorique de Solferino, war L’Anthropol. 1929 (peder skeudenn hed-pajenn) ; Schumacher, Der Ackerbau in vorromischer und romischer Zeit, Mainz, 1922 ; J. Loth, Les noms et les variétés du froment chez les Celtes insulaires, war Rev. celt. 1924, pp. 193-203 ; Les mots français somart « jachère », savart « terre inculte » [293], war Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes rendus des séances, 1922, pp. 99-100 ; Les noms du Cheval chez les Celtes en relation avec quelques problèmes archéologiques, 1924, mouladur distag (diwar Mémoires… de l’Acad. des Ins. et Bel. Let.) ; S. Reinac’h, Pourquoi Vercingétorix a-t-il renvoyé sa cavalerie d’Alésia ? war Rev. Celt, 1906, pp. 1-5 (advoulet diwezatoc’h war Cultes, Mythes et Religions) ; Ruy d’Andrade, Apontamentos para um estudo sobre a origeme domesticaçâo do cavallo na Peninsola iberica, Lisboa, 1926 (renta-kont gant M. Boule, war L’Anthropol. 1928, pp. 158-9) ; Scharff, On the Irish Pig, 1917 (mouladur distag ; diwar The Irish Naturalist, XXVI ; renta-kont gant M. Boule, war L’Anthr. 1921, p. 547).
Kenveriadennou talvoudus da ober dre lenn F. Hartmann, L’Agriculture dans l’ancienne Egypte, 1923 ; Delafosse, L’Année agricole et le Calendrier des Soudanais, war L’Anthr. 1921, pp. 105-13 ; J. Roscoe, Milk Customs of Bunyoro, Central Africa, war Nature, levrenn 107, niverenn 2697, 6ved a Vezeven 1921 (renta-kont dre ar munud gant J. Nippgen, war L’Anthr. 1921, pp. 565-7).
Diwar-benn istor ar c’hounidegez-douar hag an trevadou dre vras, ha neket hepken e-touez ar Gelted, al levriou aman war-lerc’h a zo dudius ha deskus da lenn : Joret, Les plantes dans l’Antiquité et au Moyen-Age : histoire, légendes et symbolisme, 2 levrenn, 1897, 1904 ; Ringelmann, Essai sur l’Histoire du Génie rural, meur a levrenn, 1907, et seq. ; D. Bois, Les plantes alimentaires chez tous les Peuples et à travers les Ages : histoire, utilisation, culture, teir levrenn, 1934.
An treuzpeurerez gant ar Gelted koz ha gant ar poblou kempred ha kenvro d’ezo a c’hell beza studiet 1° dre glask an arroudou diwar e benn e skridou an Hen-amzer, 2° dre studia war ar roudou en deus lezet e giziou poblou Europa en hon Amzer (lenn da skouer Wace ha Thompson, The Nomads of the Balkans, London, 1914). Unan eus an testou-skrid hen-amzerel o tenna d’an treuzpeurerez gant ar Gelted eo ar gwerzennou-man eus Claudianus (IVet kantved goude H. S.) en e varzoneg De consulatu Stilichonis :
Ut jam transfluvium non indignante Cauco
Pascat Belga pecus, mediumque ingressa per Albim
Gallica Francorum montes armenta pererrent.
War o divout, lenn pennad Jullian, L’Albis chez Claudien est, non pas l’Elbe, mais l’Alpe de Souabe, war Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes rendus des séances, 1921, pp. 250-3. An aradennad-veneziou anvet ganeomp Jura souabek, Rauhe Alp gant an Alamaned, a veze graet anezi Alba, Alpis, en Hen-amzer [294].
Hentou. — Diwar ma rae an holl Gelted, ken enezidi ken douar-brazçiz, gant kirri a bep seurt ha ma ’z eus bet dre an Europ, e-kerz ar c’hantvedou kent donedigez H. S., eur c’henwerz beo meurbet a zegase da vrôeziou ar C’hreisteiz ar staen eus enez Vreiz hag ar goularz eus moriou an Hanternoz, e weler splann n’oa ket disanat ganto an hentou. Ezomm ebet da lavarout n’oa ket ar re-mañ hentou ledan ha dalc’het e-ratre gant aked evel hon hentou bras bremañ. Evel ma oant e oa a-walc’h ganto diouz ezommou an amzer-se.
O veza m’he deus, e-pad nao bloaz, armead Kaesar gant he holl bourveziou hag hec’h ijinou sezizerez peur-redet Galia a bep tu, aes ha buan, anat ez oa er vro-se, da vihana, eur rouedad stank a hentou mat. An tri fenna anezo a darze eus Massalia hag, o treuzi Galia holl, a stage aod ar mor Kreizdouarek ouz ar mor Bras ha mor Breiz. Ar c’henta, o tremen dre greiz ar re-all, a heulie stêr Rotanos (Rhône) hag ar genstêr anezi, an Arar pe Saukona (Saône) a dize stêr Sequana (Seine) hag a hede ar red anezi betek an aber ; treuzi bro an Arverned a rae an eil hent, ha heda stêr Liger (Loar) betek ar mor Bras, el lec’h m’edo, en IIet kantved, porz Korbilo ; an trede hent, anvet hent ar Rênos (Rhin), a goueze e porz Iktios e-keñver da aodou enez Vreiz.
Alies e veze rôet d’eun hent ano ar rener-poblad en devoa e zigoret. An hini a ambrouge eus ar C’hres da vro ar Skordisked a raed anezañ « hent Bathanattos » (Sellout ouz ar Pennad VI, pajenn 151). E Galia ec’h anved « hent Kottios » an hent ledan a-dreuz d’an Alpou en doa ar roue eus an ano-se lakaet ober gant e sujidi.
Bez’ e oa, moarvat, meur a c’her keltiek da lavarout
« hent ». Unan anezo, senton, a gaver en ano eur gêr a Vreiz-Veur, Gabrosenton « hent ar c’havr ». Eur ger keltiek all, *cammino-, kar marteze d’hor ger kamm, kammed, a zo bet degemeret gant al latin ha deut d’ar galleg chemin.
En Iwerzon, er Grenn-amzer, edo darn eus an hentou pavezet gant prenn pe vaen. Hen-lezennou ar vro-se a zigemm etre seiz doare hentou diouz ar vent hag an implij anezo. Al ledana, anvet slige, a oa bras a-walc’h evit ma c’hallje en em dremen warnañ daou garr mentet ar brasa, eur c’harr roue hag eur c’harr eskob. Ar strisa hini e oa ar set (senton en hen-geltieg) a ra anezañ geriadur Cormac « gwenojenn eul loen hepken », da lavarout eo ledander a-walc’h ganti end-eeun evit na roje tremen war eun dro nemet d’eur penn-saout pe d’eul loen-kezeg.
Pontou. — El lec’hiou ma oa treuzet ar stêriou gant an hentou brasa, ar Gelted o doa savet pontou. Kaesar, pa argadas Galia, a gavas enni pontou war stêriou Rotanos, Sequana, Liger hag Elaver (Allier). Hir-hir e tlee beza an daou anezo a dreuze al Liger, an eil e Kenabon (Orléans), egile etre aberiou kenstêriou Vigenna (Vienne) ha Meduana (Mayenne), gant ledan e oa ar stêr, ha hi lakaet ledanoc’h c’hoaz gant geuniou war an diou c’hlann anezi. Diou benn-stêr Keltia : ar Rênos hag an Danuvios, n’oa ket a bontou warno ; al ledander, an dounder ha kas ar red anezo a voe harzet ganto, emichañs, saverien-bontou ar Gelted.
Kenta pont war ar Rênos a voe savet gant Kaesar er bloaz 55 kent H. S. Prenn-holl e oa hag ez eas en e boull dambrestik goude. Dindan an impalaer Trajanus hepken (98-117 goude H. S.) e voe savet pont maen bras Mogonlia (Mainz). An hevelep impalaer, trec’het gantañ an Daked, a reas sevel a-dreuz d’an Danuvios eun hir a bont maen war seitek a bilierou.
Nepred n’o deus ar Gelted savet pontou maen. O fontou a veze graet dalc’hmat war beuliou prenn, gant koadennou ha gweadennou aozilh. Gwelet ez eus er pennad III, pajenn 65, e ouie ivez ar Gelted, en amzer a vrezel, sevel pontou-bagou.
Ano hen-geltiek ar pont, briva, a gaver alies e-touez an anoiou lec’hiou, ken war an Douar-bras ken en enez Vreiz. E Galia, da skouer e kavomp Samarobriva « ar pont stêr Samara » (« Amiens » bremañ), Isarobriva « ar pont war stêr Isara » (bremañ « Pontoise ») ; — en enez-Vreiz, teir c’hêr a oa d’ezo an ano a Durobriva « pont-treiz » [295].
Eus ar c’heltieg ar ger briva a zo tremenet er germaneg.
Bagou-treiz ha roudouriou. — El lec’hiou ma n’oa ket a bontou e treuzed an dour pe war vag pe, mar n’oa ket re zoun, dre roudouriou. Ritus a heñvel beza bet ar ger keltiek evit « roudour » ; eur ger eo hag a ya alies da furmi anoiou lec’hiou annezet a Geltia. Menegomp da skouer : e Germania, war ar Moenos (Mein), Lokoritus (hizio « Lohr »), e Galia, Darioritus « roudour Darios » (Gwened pe Lokmariaker), en enez-Vreiz, Kamboritus (Cambrige).
Ar Gelted a oa ganto kirri a bep doare, a bep ment hag evit pep seurt implij. Eun dra hag a ziskouez, dreist-holl, edo ar Gelted mailhed war ar c’harrerez eo o deus ar Romaned amprestet diganto o c’hirri a lies stumm, hag, ouspenn, an anoiou keltiek a raed anezo :
1) karros, hennez e oa moarvat, e-touez ar Gelted hag ar C’hermaned, ano ar c’harr-red, a staged outañ daou loen-kezeg. Etro an oadvez kristen, war an Douar-bras, e oa anezañ eur seurt tumporell war ziou rod, a staged outañ kezeg hag ejened hag a raed gantañ da zougen pakadou ha pourveziou. En Iwerzon, ez oa ar « karros » eur c’harr disneuz, stlejet gant ejened, a rae ar verourien gantañ da charrea ed ha da garrdeilat.
2) essedon, karr-emgann war an Douar-bras hag e Breiz-Veur. Ar Romaned a reas anezañ eur gariolenn.
3) kovinnus, karr-emgann gant ar Velged ha Breiziz. Er marevez kelt-ha-roman e oa anezañ eur c’harr-beaj a veze renet gant ar beajour e-unan. Ar ger kovinnus a zo manet roudenn dioutañ er c’hembraeg cywein « charrea ».
4) kision pe kisson, karrig war ziou rod, stlejet gant eur jao pe zaou. Evel ma oa skañv-tre e raed gantañ pa venned mont founnus. Aozilh gweadennet e oa, moarvat, ar gludell anezañ ; da vihana, ar ger iwerzonek ciss « paner » a c’houlenn en e raok eur furm hengeltiek kisson.
5) benna, karr skañv en aozilh, boaziet war an Douar-bras hag en enez Vreiz. Deut da benn « karr » e kembraeg.
6) kolisaton, karr war ziou rod.
7) karpenton, pe karbanton, karr war ziou rod stlejet gant daou jao. E-touez ar Romaned e staged outañ eur stel gant eul lien-stign hag e oa kempennet-kaer. Ober a raed gantañ alies el lidou-azeuli hag en ambrougou-kañv. Karbanton pe karpenton a zo anezañ e meur a ano kêriou e Keltia : Karbantorigon (hanternoz Breiz-Veur), Karpentorate (kreisteiz Breiz-Veur), Karbantia deut da carbat en iwerzoneg, hag e skridou ar Grenn-amzer cath-carbat [297] a verk karr-emgann ar gadourien iwerzoniat er Ia kantved kent H. S.
8) petorriton, karr war beder rod a raed gantañ da zougen tud, paotred pe verc’hed.
9) karruka, karr war beder rod. Bez’ e oa anezañ gant ar Romaned eur c’harr pompus, kaeraet gant arem, arc’hant pe aour kizellet.
10) rêda, karr herrek war beder rod, heñvel, evit doare, ouz hor c’harr skaoñek. An hevelep ano a veze graet anezañ gant ar C’hermaned. Pep hini eus an daou varc’h a staged ouz ar rêda a raed anezañ e keltieg an ano a vorêdos ; deut eo ar ger-se e kembraeg da gorwydd « jao-red ».
Darn eus ar geriou-se, amprestet gant al latin, o deus dalc’het da veva e yez romanek Galia, nemet trôet e voe d’ezo a-nebeudou o zalvoudegez. Karruka, karpenton, ha benna a zo hizio e galleg charrue « alar », charpente « framm » ha banne « paner vras ».
Bez’ e oa ouspenn e keltieg Iwerzon daou c’her all da envel kirri :
1) *Korbos, savet diwarnañ an ano *Korbomaqos « mab ar c’harr », da lavarout eo « ganet en eur c’harr », a voe douget en IIIet kantved goude H. S. gant eur roue-meur a Iwerzon ; — 2) *vegnos (deut da fen en iwerzoneg), anezañ, evel ar karros, eur c’harr disneuz stlejet gant ejened ha boaziet gant an dud izela. Ar ger-se a gaved er germaneg dindan ar furm *voghnos : an alamaneg wagen eo hag ar galleg wagon « bagon ».
Ar rod hag an ahel. — Pe emprennet pe diemprenn ha graet en eur pez e oa rod (*rotos pe roton) kirri ar Gelted. D’ar c’hirri pompus, kirri emgann, red pe vale, e vired ar rodou emprennet ; war rodou en eur pez e veze savet kirri ar goueriaded. En Iwerzon, ar karros hag ar vegnos a oa d’ezo, anat a-walc’h, rodou diemprenn. War zarn eus ar c’hirri emgann pe bompus e oa an emprou hag ar bendell-rod metal holl, arem pe houarn. Emprou prenn a c’holoed a-wechou gant arem kizellet. Peurliesa a veze kreñvaet ar gammed gant eur c’helc’h houarn anvet *kantos. Eus a 0 metr 90 da 1,30 e oa treuz ar rodou.
Alies meurbet e veze an ahel en arem. Kirri ar Gelted, evel re ar C’hresianed hag ar Romaned, n’oant ket war winterellou [298].
Ar c’hastell-karr. — Pe brenn holl pe brenn hag aozilh, gweadennet e oa ar c’hastell-karr. Livet e oa gant liviou flamm hag, a-wechou ivez, peur-c’holoet a laonennou arem kizellet pe gouevr lufret pe arc’hantet. Ar Gelted a oa ganto ivez, evit doare, kirri o c’hestell prenn kizellet heñvel ouz kirri an Illirianed, a weler ar skeudennou anezo war ar c’helorniou arem kavet en Alpou : kirri war ziou pe beder rod hag a-us da bevar c’horn ar c’hestell anezo pennou evned kizellet.
E kludell ar c’hirri diou-rodek n’oa ket lec’h peurvuia nemet evit daou zen, ar mestr pe ar vestrez, hag ar c’haser (*aras, tro-c’henel aratos, e keltieg Iwerzon) [299].
D’he gwaskedi ouz an heol pe ar glao e veze stignet alies a-zioc’h ar gludell-garr eun deltenn pe c’holôenn lem-laka ler pe c’hloan (war an Douar-bras) pe c’hoaz e pluennou evned ar vro (Iwerzon). Kirri peder-rodek ar Gimbred (IIet kantved kent H. S.) a oa outo eun dôenn graet gant klouedou [300].
Ar walenn-garr hag ar yeo. — Kaeraet e oa a-wechou dibenn ar walenn-garr gant tammou arem kizellet ha gant tachou penn gouralet pe brigweret. Ar yeo (*yugon) a oa livet.
Ar stern. — Ar c’hirri keltiek a oa daou loen outo peurvuia. Gant kezeg eo e veze sterniet kirri ar roueed, an uhelidi hag ar vrezelourien, e lec’h e veze stlejet peurliesa re an dud izel pe nann-brezelour gant ejened. Karr sant Patrik (Vet kantved goude H. S.) a oa tennet gant daou ejen.
Ar sterniad-loened, pe eur re gezeg pe eur c’houblad ejened e vije, a veze flemmet gant eur broud beg arem pe houarn. Ar skourjez ne raed ket ganti, war a heñvel, da vihana kent ar marevez kelt-ha-roman.
Talvoudegez-dreist kirri a voe. — Kirri pompus ar Gelted eus an Douar-bras, kaeraet ma ’z oant gant metalou prizius, a dlee tizout, darn anezo, eun dalvoudegez dreist. Nemet ne gaver war skrivagnerien an Henamzer neb diskleriadur pervez war ar poent-se. E skridou iwerzonek ar Grennamzer ez eus meneg eus kirri war ziou rod o talvezout peder maouez sklavez pe zaouzek buoc’henn (war-dro 3.750 lur). En dezrevell-veur, hec’h ano « Skrapadenn buoc’hed Kualnge », ar rouanez Medua a lavar rei d’eur c’hadour, mar gallfe laza Setantios, eur c’harr a oa an dalvoudegez anezañ peder buoc’henn ha pevar-ugent (hogos 25.000 lur) [301]
Dishenvelderiou-diazez etre kirri-sternet Hen-amzeriz (holl guitibunan, neket ar Gelted hepken) ha kirri-sternet hon Amzer. — Tri rummad a c’heller ober anezo diouz ma tennont pe d’ar stern, pe d’al loened sternet, pe d’ar c’harr e-unan :
1° dishenvelderiou-diazez er stern : dianav e oa da Hen-amzeriz ar stern galloudus a vreman : morgo-skoaz, sugellou hag ambilha (e derou an Xet kantved hepken e voe ijinet ar stern-se). Dre o gouzoug eo e veze ereet ar c’hezeg ouz ar yeo. Gant an doare-sterna-se diyac’hus d’ezo n’oant ket evit dibrada na kirri bras na karradou pounner. Eus ma oa dianav da Hen-amzeriz morgo-skoaz ha sugellou, e c’hoarvez ma oa divoas ganto an ambilha, rak didalvoud e teu an ambilha gant an doare-sterna hen-amzerel. Kirri Hen-amzeriz a veze outo daou loen skoaz-ouz-skoaz dindan ar yeo. Pa veze andouilhet an tenn-se dre lakaat daou a gezeg-all, unan a-gleiz hag unan a-zehou, e oant aze hepken evit ar gwel, ar pompad, ar fouge, tamm ebet evit skoazia da sacha ar c’harr war raok ;
2° dishenvelderiou-diazez el loened sternet : dianav e oa da Hen-amzeriz an houarna kezeg war-bouez tachou. Da heul, e chome gwall-gizidik paoiou o loened. Buan e teue uz en o c’harmou gant an hentou kalet, an douarou meinek pe roc’hellek. Gant o zreid dishouarn ne vijent ket bet evit dibrada karradou gwall-bounner. Ouspenn-se, e oa anezo loened-etre, ken e-kenver ment, ken e-kenver nerz. Evit o c’hirri bihan sammet-dister, n’o devoa ket Hen-amzeriz ezomm eus gouennou kezeg bras-meurbet ha nerzus-dreist ;
3° dishenvelderiou-diazez er c’harr : eus an dister a nerz a veze gant an tenn eo e teu an ezvezans a girri bras gant Hen-amzeriz. Bihan e oa o c’hirri, ar re war beder rod zoken. Eur si fall-all a oa ouspenn gant ar c’hirri peder-rod savet ganto ; n’oant ket evit trei krenn, evit trei buan nag a-gleiz nag a-zehou, dre ma oa dianav d’o saverien ar c’hilhorou, da lavarout eo an dindan-rakkarr-tro war ziou rod vihan a c’hell mont dindan ar gludell pe ar c’hastell-karr pa vez ar c’harr o trei (en Alamagn, er XVIet kantved, e voe ijinet an dindan-rakkar-tro). Eus ar si fall-se e c’hoarvez ma veze stankoc’h e boaz gant Hen-amzeriz ar c’hirri war ziou rod eget ar re war beder rod.
An De cursu publico, embannet e 438 goude H. S., anezan Reizadur bras ar c’harrata liziri, beajourien ha marc’hadourez dre an Impalaeriez roman, a laka a-wel ar c’hemm bras a oa, e-kenver an ampletusted d’al labour, etre kirri bihan sternet-fall Hen-amzeriz hag ar c’hirri bras sternet a-zoare a zeuas e boaz en Europa war-lerc’h an Xet kantved goude H. S. Ar Reizadur se a laka evel-hen ar garg bounnera lezennet da bep doare-karr o redek war hentou ar bed roman :Kirri-skanv evit al lizergaserez
Birota 200 livr-pouez roman (= 66 kilogr.)
Vereda 300 livr-pouez roman (= 99 kilogr.)
Kirri hanter-skanv evit ar veajourien, an traezou prizius ar varc’hadourez skanv
Currus 600 livr-pouez roman ( = 198 kilogr.)
Rheda / Vehiculum / Carpentum 1.000 livr-pouez roman ( = 330 kg)
Kirri frammet(start evit an traou pounner, ar chalboterez
Angaria / Clabula 1.500 livr-pouez roman ( = 492 kg)
A-walc’h eo lenn an niverennou dister-se ha kaout koun e c’hell eul loen-bas, marc’h, mul pe ejen, dougen aes-meurbet war e gein eur garg a gant kilogrammad, evit dont da veiza raktal perak n’o deus biskoaz Hen-amzeriz paouezet da ober gant bagadou stank a loened-samm evit dougen-dizougen marc’hadourez [302], ha gant brec’hiou tud, brec’hiou sklaved peurliesa, evit an traou gwall-bounner ha landrammus, kefiou gwez bras, mein meur, h. a.
Ar marc’h ne veze ket sterniet hepken, marc’heget e veze ivez. E-touez Breiziz hag Iwerzoniz e voe harzet, moarvat, ouz ar marc’hegerez da ober berz gant ar c’harr-emgann en em astennas ar voaz anezañ betek ar Ia pe an IIet kantved goude H. S. ; Kelted an Douar-bras, avat, dilezet ganto abretoc’h an doare-se da vrezeli, a oa anezo marc’hegerien dispar.
Ez vihanik e teske bugale an uhelidi mont war varc’h. Deut d’an oad gour, ne zilezent dibr o marc’h nemet gant ar vuhez. E Galia, er bloaz 51 kent H. S. marc’hegerien ar Rêmed a voe renet d’an emgann gant penn ar boblad, Vertiskos, hag heñ, en abeg d’e hir-oad ha d’e wanderiou, peuz-dic’houest d’en em zerc’hel war varc’h. E 49-48, Deiotaros, roue Kelted an Azi-Vihana, a gemer perz, hag heñ koz, er brezel etre Kaesar ha Pompeius Magnus. « Aba m’oa en oad tener », eme ar c’henvrezeliad hag ar mignon d’ezañ, ar breutaer roman Cicero, « en doa desket skiant an embreger gouiziek eus an armou hag ar marc’hegez ampart. E hir-oad en doa e lakaet divarrek a se. Gant-se, pa veze bet savet Deiotaros a nerz brec’h war e varc’h, e oa eur souez ganimp gwelout ar c’hoziad-se oc’h en em zerc’hel warnañ ker start ».
Merc’hed Keltia a ouie alies, kerkoulz hag ar baotred, marc’hegez ha ren kezeg. Er c’henta kantved goude H. S. ar C’halianez Salonina, pried ar penn-brezel roman Kekina, a heuilh hec’h ozac’h er brezel war eur marc’h kaer-dreist pallennet a limestra. En Iwerzon, c’hoar ar roue Kunokobros [303], eur fetizenn a blac’h yaouank ugent vloaz pe dost, a dalv da gaser-kezeg d’he breur : hi eo a ren karr ar roue pa ’z a hemañ da evneta.
An harneziou. — Aveet kaer e oa jaoed ar binvidien hag an dud a ouenn uhel gant an houarn, an arem, ar c’houevr, an arc’hant, an aour, ar prigwer ruz hag ar goural, o lufra a hep tu war an harneziou anezo. Ar weskenn, arem pe houarn, a oa anezi eur mat a bez-labour. Pignet e veze war varc’h gant ar gadourien izel hag ar varc’hegerien-vevelien alies hep dibr ebet ; ar pennou-brezel avat a oa d’ezo dibrou graet gant ler aozet kaer, galfrezet zoken a-wechou, war a heñvel. Ar stleug n’oa ster ebet anezañ [304]. Ar gentr, arem pe houarn, a raed dibaot. ganti, evit doare [305]. En Iwerzon er Grenn-amzer, e rae ar varc’hegerien, da lakaat striv en o jaoed, gant eur wialenn deo ivin pe onn, kaeraet a-wechou gant arem pe aour, a raent anezi echlase « kelastrenn-varc’h ».
Liva ar c’hezeg, darn pe zarn anezo, pe en o fez, a oa, moarvat, eun dra voaz dre-holl en Iwerzon, eun amzer a voe [306]. Eun danevell eus ar Grenn-amzer a zo meneg ganti eus ambrougerez eur priñs, ennañ hanter-kant marc’h gwenn diouskouarn ruz yeoet dre re ouz kirri, ha livet e limestra ar voue hir hag al lost anezo.
P’edo ar Gelted e barr o galloudegez, n’oa ket ar bageerez eun nevezenti en Europa. Tregont kantved en araok, ar poblou o bouc’hili maen lufret a rae o annez e kêriadennou war-zour Europa kreiz, a oa ganto bagou, hag Arvorigiz, a veve war-dro an hevelep amzer, hag o deus savet war glann ar Morbihan ar mein-sounn hag an taoliou-maen eur souez ar vent anezo, a oa, gwirheñvel, pobladou a verdeidi hag a laeron-vor.
E-touez ar binviou ijinet e-sell eus ar vagea e mare ar Gelted e c’hellomp menegi :
1) ar c’hrec’hen bouc’h c’houezet, ma raed ganto da dreiza ar stêriou pa n’oa war-dro na pont, na roudour, na bag ;
2) ar radell ; war radell eo e voe treizet, er IVet kantved kent H. S., ar Bodinkos gant ar Gelted, da vont da gemerout ar vro er c’hreisteiz d’ar stêr-se ;
3) bagou pilprennek hir-moan, anezo kef divouedet eur wezenn hepken, dervenn peurliesa. Kavet ez eus bet eun niver diouto, douaret doun e lec’hid stêriou Bro-C’hall ha Breiz-Veur, ha miret peuz-anterin gant al lec’hid-se. Boaziet e oant ivez gant laeron-vor ar C’hermarna er Ia kantved goude H. S. Darn anezo a helle dougen betek tregont den ;
4) bagou dounoc’h ha ledanoc’h da vagea marc’hadourez war stêriou bras ;
5) listri, evel re Wenediz, stummet da herzel ouz tonnou hag aveliou ar mor Bras. Ledan-tre hag uhel-meurbet an araog hag an aroz anezo, e oa graet o c’horf en e bez a steuc’hennou prenn dero teo ha kreñv, kenstrollet gant mellou tachou houarn. Al listri-se a oa outo eoriou a-ere chadennou houarn ha goueliou graet gant ler kivijet mat ha gwriet piz ;
6) listri hir ha herrek, evel ar re a veze boaziet gant Iwerzoniz ha Breiziz, hag a oa anezo eur framm prenn a stigned lerennou warnañ. Skañv a-walc’h e oa ar bihana eus al listri-se evit ma c’hallje eun den hepken o dougen war e choug. Ar re vrasa, al « listri teir lerenn » a helle beza bageet gant eur torkad mat a dud war eun dro ha mordei en dounvor. War roeñvou e vezent peurliesa ; rak-se, en iwerzoneg, ar ger imram « roeñvadenn » (liester imrama) a zo deut da lavarout kement ha « mordeadenn ».
Miret eo bet d’imp gant skrivagnerien ar C’hreisteiz anoiou eul listri bennak boaziet gant ar Gelted : a) pikatos, eun doare bag gant ar Vrezoned ; — b) nausum, lestr e Galia er IVet kantved goude H. S. [307] ; — k) kumba, bagig stêr he furm gwariet meurbet [308] ; — d) ponto, bag-treiz e Galia, plaen ar strad anezi, da dreiza al loened, ar c’hirri hag ar veajourien eus an eil glann d’eur stêr d’eben. E marevez kelt-ha-roman e staged a-wechou meur a hini anezo d’ober ganto eur pont-red dilec’hus diwar gerdenn.
Ar stur, ar c’hizelladuriou, al livadur. - Ar stur, gant ar Gelted evel gant poblou all Europa d’ar mare-se, a oa anezañ unan pe ziou roeñvenn hir, ledan ha pounner, savet en aroz al lestr [309].
Bagou zo, a oa, evit doare, kaeraet brao gant livaduriou ha peziou prenn kizellet. An doare bagou-se a oa anezañ gant ar Skandinaved hag an Illirianed a oa, damdost da vad, ar sevenadur anezo heñvel ouz hini ar Gelted. Taolennet eo gant ar skeudennou, engravet e marevez an arem (2.000-900 kent H. S.) war rec’hier ar Sued, listri hir hep gwerniou na goueliou, kaset war-raok gant ugent pe dregont roeñvour, ha warno staoniou hag aroziou uhel ha moan, dambleget flour evel gouzougou elerc’h. War ar c’helorniou hag ar melezouriou arem diwar zourn Illirianed an Alpou hag an Danuvios e weler bagou, kizellet-holl ivez ar staon hag an aroz anezo ha stummet o begou e doare pennou evned-dour, houidi pe alarc’hed.
Goueliou ha kalafeterez. — Goueliou graet a ler a oa gant Gwenediz, Breiziz hag Iwerzoniz. Kelted an Itali a rae o re-i gant broenn diwar geuniou ar Bodinkos. Er bloaz 70 goude H. S., listri brezel Civilis, savet ha paramantet, diouz pep doare, e-touez pobladou moraerien ar Belgion, Morined ha Menaped, a oa outo saeou marellet a vil liou, sagulis versicoloribus, eme Dacitus [310].
Da stanka ar gwaskou etre pleñk o listri e rae ar Gelted gant lies danvez ; ar bezin (Gwenediz), pennou ar pennduenn (Belged ha Breiziz).
Ar bras a lec’h dalc’het gant ar bageerez mor pe stêriou. — Ar bras a lec’h dalc’het gant ar bageerez e Keltia gwechall hag ar vividigez anezañ a zo testeniet dre an niver a listri a bep doare a oa piaouet gant glannidi ar mor hag ar stêriou-meur. E Galia, ar Santoned, ar Biktoned ha Gwenediz war ar mor Bras, ar Vorined hag ar Venaped war vor Breiz ha mor an Hanternoz a oa d’ezo listri dre gantou. Eur skouadrennad a dri c’hant lestr, warno daou vil daou c’hant brezelour, a voe kaset en IIIet kantved kent H. S. da Iwerzon gant roue ar Venaped [311].
E 56 kent H. S., Gwenediz a gas ouz Kaesar eur skouadrennad a zaou c’hant ugent lestr, hag he dije, panevet e kouezas an avel, kaset da get skouadrennad ar Romaned.
E 218 kent H. S., Hannibal a ra e rann eus eun niver bagou war ar Rotanos hag a ra ganto d’ober d’e arme treiza ar stêr. E 52, Labienus, is-pengadour dindan Gaesar, pa venne treiza ar Sequana, a gemeras eun hanter-kant bag bennak en em gave e Metiosedon (Melun). Ar Venaped, a berc’henne kalz a zouarou hag a vourc’hiou war ziou glann ar Rênos izela, o doa war ar stêr-se bagou stank a voe aloubet diganto gant ar C’hermaned er bloaz 55.
An Danuvios a oa warnañ eur maread bagou, anat a-walc’h diouz ma welomp, en IIet hag er Ia kantved kent H. S., ar Vastarned hag ar poblou keltiek all o tremen hag o tistremen dibaouez ar stêr ledan-se gant aester, hag int engroeziou tud anezo, brezelourien, merc’hed ha bugale, dre gant ha kant.
Kevredigeziou-micher a vageerien. — E Galia, dindan aotrouniez ar Romaned, nemet m’edo c’hoaz ar vro en he doun keltiek dre he yez hag he boaziou, e oa bodet bageerien ar stêriou bras Rotanos (Rhône), Saukona (Saône), Sequana (Seine), ha Rênos (Rhein) e kevredigeziou-micher. War-dro ar bloaz 25 goude H. S., unan eus ar c’hevredigeziou-se, bageerien Lutetia (Paris) a lakaas sevel eun aoter en enor d’an impalaer roman Tiberius. Kaeraet eo an aoter-se, a zo bet kavet en hon amzer, gant skultaduriou o skeudenni eul lidambroug a veleien hag a vrezelourien ganto goafiou ha skouedou bras. En o c’hichen, e keltieg, an enskrivadur senani useiloni a dalv da lavarout marteze « an henaourien uhel ».
Darn eus ar c’hevredigeziou-se a vageerien a oa anezo moarvat kent donedigez ar Romaned.
A bep amzer, e marevez an armou hag ar binviou maen zoken, he deus bet Europa he marc’hadourien-red, hag a yae a vro da vro da droka o danveziou. Diwezatoc’h, e derou an eilvet milved kent H. S., e veze degaset ar goularz gant marc’hadourien a-ziwar traezennou mor Hanternoz hag ar mor Baltik, a-dreuz Europa, betek broiou ar C’hreisteiz douret gant ar mor Kreizdouarek. Bividikoc’h eget biskoaz e voe kenwerz Europa dindan aotrouniez ar Gelted. Ar goularz, an holen-maen eus an Alpou ha menez Iouris (Jura), an holen-mor dastumet war aodou ar mor Bras, an aour, an arc’hant, an houarn, ar staen hag ar c’houevr, a oa mengleuziou puilh anezo er broiou dalc’het gant ar Gelted, a roe lec’h da eskemmadennou a-bouez adalek ar mor Bras betek genou an Danuvios.
Eus enez Vreiz e tegemere Kelted an Douar-bras staen, aour, arc’hant, houarn, perlez [312], ed, ler, chatal, koun-hemolc’h a raed ganto ivez evit ar brezel, ha sklaved. En eskemm e kasent d’ezi arem, bragerezou, gwerach ha livadur-pastez (glaston).
Eus ar C’hreisteiz, Spagn, Italia ha Gres, e veze degaset d’ar Gelted arc’hant, goural, gwin, eol, kezeg, dilhad ha harneziou lorc’hus, hobregonou brao kaeraet gant skeudennou, togou-brezel arem outo kribennou boemus, melezouriou arem, podou kaer pri livet, listri ha trebeziou arem pe arc’hant kizellet diwar zourn poderien hag orfebourien etruskat pe c’hresian. E distro, e kasent di goularz, staen, aour, mein prizius, sklaved ha diwezatoc’h, dreist-holl diwar ar Ia kantved kent H. S., houarn, prenn, koar, rousin, flammerennou (gouleier-torchou), peg, krec’hen kriz pe givizet, kouarc’h, lien lin, dilhad gloan, bleo merc’hed meleganezed, louzeier mezegiez, greun, mell, kilhevardon, keuz (fourondeg) eus meneziou Kebenna (Cévennes), Lesura (Lozère), hag Alpis, chatal, loened-ti hag evned-porz (kezeg, oc’hen, moc’h, koun, gwazi), loened gouez (tirvi, arzed, bleizi, kizier-karvetaered) evit c’hoariou ar c’helc’hva.
Kenwerz ar goularz hag ar staen. — Eus an holl zanveziou kenwerz, emaomp o paouez menegi, ar goularz hag ar staen eo a voe anezo ar badusa hag ar bouezusa eskemmadeg. Diwar an XXet kantved kent H. S., evit doare, ar pep brasa eus eost-goularz glannidi hag enezidi mor an Hanternoz a veze gwerzet ganto da varc’hadourien a c’houneze, dre draoñiennou an Albis ha kenstêriou an Danuvios, aodou an Adriatik, ma c’hellent ac’hane hen degas aes dre vor er C’hres hag en enezennou nesa d’ezi. An hent-se eus mor an Hanternoz d’an Adriatik e oa ivez end-eeun an hini a veze heuliet, a-raok an dekvet kantved kent H. S. gant ar profou « paket a golo gwiniz » kaset gant an Huperboreaned (da lavarout eo poblou an Hanternoz, en o zouez ar Gelted), da dempl brudet an Heol, en enez Delos.
Eur forc’henn diwar an hent-meur-se, ar c’haol anezi moarvat e bro-Helvetia, a dize traonienn ar Rotanos (Rhône) hag a ziskenne gant red ar stêr-se betek aod pleg-mor Galia. Ac’hano, e marzdanevellou ar C’hresianed, mojenn an Eridanos [313], ar stêr veur daoubennek (Rênos, Bodinkos) pe trifennek (Rênos, Bodinkos, Rotanos) [314]. Ac’hano al lezano « merc’hed Adria » roêt d’an Heliadezed. Ar C’hresianed a lake er-maez eus aber an Eridanos, war ar mor Bras (Okeanos), da lavarout eo er-maez eus aber ar Rênos, finvez reuzeudik Phaeton « ar Skedus », e veuzadenn er c’heinvor a-gevret gant karr ha kezeg an Heol, kanvaouadeg e c’hoarezed war an aod, troïdigez o daerou e goularz, ha troïdigez al lenverezed yaouank o-unan e krenenned, (Populus tremula). War an aod, gouez d’ezo, Kuknos « Alarc’h », roue al Ligured, a-greiz m’edo o c’harmi da varo mab doue an deiz, a voe trôet en evn-anver d’ezan [315].
Ar staen tennet eus ar mengleuziou en-dro da veg-douar Belerion, e korn mervent enez Vreiz, a veze teuzet, puraet ha graet anezañ tolzennou war al lec’h end-eeun ma veze tennet. Stummet e veze an tolzennou-se e furrn disou. Kaset e veze eun darn anezo en enezennou Sorling, d’o rei eno d’ar verdeidi o tont a Vro-Spagn ; an dilerc’h a gased war girri betek da geñver enez Vektis (Wight) ; bagou ler o zreize en enezenn e-lec’h m’o gwerzed d’ar varc’hadourien eus Galia, ha karget e veze gant ar re-mañ war o listri. Eur wech dilestret an tolzennou staen war arvor Galia, e vezent sammet war jaoiou ha douget e diabarz ar vro. Adalek ar Vet kantved kent H. S. e veze dilennet eun niver eus an tolzennou-se da vont da Vassalia (Marseille).
Poueziou ha muzuliou. — Komzet ez eus en hor pennad a-raok eus daou vuzul-gorread Kelted Galia, kandeton ar maeziou hag an arepennis, karrezennou reiz an hed-tu anezo a gant ilinad evit ar genta, a bevar-ugent ilinad evit an eil ; meneget hon eus ivez o muzul hed-hent penna, al leuga, d’ezi 5.000 ilinad, da lavarout eo hanter-kant gwech hed-tu kandeton ar maeziou. Anat diwar gement-se, evel ez eus bet lavaret c’hoaz (pempvet Pennad, paj. 111), ez oa gant poblou Keltia, pe re C’halia da vihana, muzuliou kenreizet o klota striz kenetrezo.
M’o dije bet, ouspenn, eur c’henreizadur, pe veur a hini, a vuzuliou-poueza, n’oufed nemeur hel lakaat en arvar. Abred-kaer e voe anavezet ar balañsou en Ejipt : skeudennaduriou izel-vos eus ar VIet rummad-rouanez (war-dro ar bloaz 2.500 kent H. S.) a zo taolennet ganto unan diglok c’hoaz, ha daou grog ouz ar walenn anezi. Eus ar vro-se, dre voraerien enez Kret, en em skignas ar valañs er C’hres hag en Italia. Kavet ez eus er C’hres, en eur bez roue savet etre ar bloaz 2.000 hag ar bloaz 1.500 kent H. S., daou re valañsouigou en aour, a oa anezo, hep mar, profaduriou. Kammed ha kammed, a foar da foar hag a varc’had da varc’had, e c’hounezas ar valañs tachenn war-du an Hanternoz. A-douez dismantrou ar c’hêriadennou war-zour, a oa en o bleuñv er Suis e marevez an armou arem (eus ar bloaz 2.000 d’ar bloaz 900 pe war-dro kent H. S.), ez eus bet tennet poueziou ploum ha staen, outo eul lagadenn d’o staga ouz krog ar valañs. Unan eus ar poueziou-se, a furm gant eur gornigell, a zo heñvel-pik ouz poueziou staterae « krogou-pouez » ar rann-amzer kelt-ha-roman.
Ar moneiz. — Chatal, sklaved, ed, listriach, armou ha kinklerezou, feilhennou pe boultr aour, ar re-se e voe kenta moneiz-troka Europiz. Da c’houdevez, e savas, e kreiz, hanternoz ha kornog Europa, kerkoulz hag er c’hreisteiz anezi, boaz an tolzennou metal (aour, kouevr, arem, arc’hant), reizet ar stumm hag ar pouez anezo. An doare ma stummed peurliesa an tolzennou-se e oa hini eur vouc’hal diou-zremmet, treuz-didreuz en he c’hreiz eun toullig ma tremened ennañ eur gordenn d’o istribilha. Re all a oa a furm gant rodouigou, lagadennou, hag all. E-metou poblou raghellenek Enez Kret, Enez Chipr hag an Azi-Vihana eo d’eomp klask mammenn an doare moneizadur-se, en em ledas a-nebeudou en Europa meur a gantved a-raok aloubadennou-brezel ar Gelted [316].
Ar peziou-moneiz, o tont e boaz, n’e zistroadas ket en holl. C’hoaz er Ia kantved kent H. S., e rae, evit an darn-vuia, Breiziz da voneiz gant tolzennou kouevr pe lagadennou houarn, divizet ar pouez anezo. Tolzennou arc’hant doare gant ar vouc’hal diou-zremmet, hag int bet teuzet er marevez kelt-ha-roman, a zo bet kavet en hon amzer en Iwerzon, Breiz-Veur hag en hanternoz ha kreiz Europa.
War-dro an IIIet kantved kent H. S. eo e stagas Kelted an Douar-bras, diouz skouer ar C’hresianed, gant an oberia peziou-moneiz. En aour e voe kenta peziou ar Gelted evit doare [317], hag int graet heñvel ouz « staterou » rouanez ar Vakedonia, a veze degaset dre hent an Danuvios hag ar Rotanos gant ar varc’hadourien hag ar c’hopr-soudarded o tont d’ar gêr. A bell da nes en em skignas boaz ar moneiz aour, arc’hant hag arem e-touez Arvorigiz hag ar Velged hag, en tu-hont d’ar mor, e korn gevred enez Vreiz.
Aes merzout, diouz an niverennou-mañ da heul, peger stank e rede ar moneiz gant poblou keltiek a oa. Er bloaz 197 kent H. S., e-mesk ar preiz-brezel lemet gant ar Romaned digant Kelted an Itali, e oa 79.000 pez-arc’hant merket warno skeudenn eur c’harr daou loen-kezeg outañ ; — ar bloaz 196 a zegasas da deñzor Roma 234.000 pez arc’hant a hevelep patrom gant ar re genta ; — preizadeg ar bloaz 191, ha hi graet en eur vro gwastet euzus meur a vloavez a oa, a zizougas c’hoaz 230.000 a beziou arc’hant.
Kenta peziou-moneiz ar Gelted a zo anezo heñveladuriou mat diouz peziou gresian ; beza a-walc’h e vijent bet skôet, evit eun darn, gant Gresianed e servij rouaned Keltia. War zistresa ha disleberi ez eas ar patrom anezo tamm-ha-tamm, ken na weler mui war zaou du diweza peziou ar rummad kenta-se nemet eur rouestlad iskis ha divalo a boentou hag a linennou. Diwar ar bloaz 150 kent H. S., ar Gelted, o trei o sellou ouz plant ha loened ar broiou ma vevent, ouz o c’hredennou hag o danevellou brôadel, a gavas enno evit o feziou-moneiz skeudennaduriou a zo diouto o-unan. Dizano ha diskrid e vanas ar peziou-moneiz keltiek ken ar c’henta kantved kent H. S. ; diwar neuze e rôont da anaout d’eomp anoiou eun nebeut rouaned ha penrenerien Keltia ha n’ez eus diwar-benn hiniennou anezo meneg ebet e skridou ar C’hresianed hag al Latined.
E-keñver gant ar moneiz graet er vro edo red-dired e Keltia eur peziou bennak a vro all, gresian, iberiat, karthadaat, ha, da ziweza, roman. Eur wech staget ar pep brasa a Geltia ouz impalaerded Roma, oberidigez ar moneiziou brôadel ne voe ken anezi. Koulskoude, c’hoaz e diweza bloaveziou ar c’henta kantved goude H. S. edo e moun er marc’hadou eun nebeut peziou-moneiz breizek.
Hen-Iwerzon ne voe ganti biskoaz moneiz ebet diouti hec’h-unan, nemet, da heul an darempredou kenwerz a voe dalc’het ganti, e-pad ar pevar kantved kenta eus an oadvez kristen, ouz an darn eus enez Vreiz a oa sujet d’ar Romaned hag ouz kornog Galia, e tegouezas enni eun niver bras meurbet a beziou-moneiz roman. E derou ar Grennamzer e prizache c’hoaz Iwerzoniz dre vuoc’hed (set, bo), maouezed sklav (cumal), ha seier heiz (miach). Kimbos pe kimmos (deut da « cimb » en iwerzoneg) e oa, e keltieg Iwerzon, ano ar moneiz-troka, pe beziou e vije pe zanveziou all.
Foariou ha marc’hadou. — Heñvel-tre e oa, evit doare, ar foariou hag ar marc’hadou gant Hen-Gelted ouz re Iwerzon er Grenn-amzer. Kas a reomp hol lennerien d’an taolennadur klok a rôomp eus ar re-mañ en 3et kevrenn eus hor pennad XII. Lakaet eo bet [318] ez oa ar geriou bona ha magos, anezo dibenn kalz a anoiou lec’hiou annezet e Galia, da lavarout kement hag ar ger latin forum. A c’hallfe beza, nemet n’eus tra a gement hel lakafe anat. Magos a zo deut da mag en iwerzoneg, ma e brezoneg, ha n’o deus ken talvoudegez an eil hag egile eus ar geriou-se nemet « kompezenn, tachenn, lec’h ». Bona a zo, hep mar ebet, andon an iwerzoneg bun « diazez ». Ar c’hembraeg bon « diazez » a c’houlenn en e ziagent eur stumm bonna a lenner ivez war skridou an Hen-amzer.
Bez’ ez eus en iwerzoneg eur ger ceide « marc’had, foar » a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-geltiek *kention. Kenveria Kantion, ano ar rannvro eus enez-Vreiz an dosta d’an Douar-bras. E marzistor Iwerzon, Magh gCeidne a zo ano al lec’h ma veze degaset d’ar Fomoreed an truaj dleet d’ezo [319].
Ostaleriou. — Ostaleriou a oa en Italia-Uhela d’ar mare ma skrive Polubios (e-kreiz an IIet kantved kent H. S.). E Galia, a-hed an hir a hent heuliet gant ar sammou staen eus aod mor Breiz da Vassalia, e tlee beza, da bep penn deveziad-kerzout, tiez savet a-ratoz da gledouri ar varc’hadourien.
Meneget e vez alies gant skridou iwerzonek ar Grenn-amzer eun doare den a garg, anvet brughfer pe brugaid « merour, perc’henn-douar », a oa e zlead herberc’hia ar rouanez, ar varnerien, ar renerien, ar varzed, ar vrezelourien, war o beaj, hag, ouspenn, an diavaezidi. An « herberc’hour »-se a veve en eun ti a raed bruden anezañ, ec’hon a-walc’h evit ma c’hallje rei degemer ennañ d’eun niver ostizidi. Perc’henn e oa war zouarou na dlee paea leve ebet diouto, hag a oa a-walc’h anezo evit e zic’haoui diouz mizou e herberc’herez. E kroaz-hent daou hent bras edo an herberc’htiou ; eun tantad a vaged, a-hed an noz, el letonenn dirazo, da eeuna a-ziabell ar veajourien. War enaou dalc’hmat e tlee beza tan o c’hegin, o c’haoteriou bepred leun a gig, ha digor atao an doriou warno, nemet diouz an tu ma c’houeze an avel. Sellet e veze pep bruden evel eur minic’hi didorrus ; ar muntrer en em repue enno n’helled ket e serri.
Meur a renkad herberc’hourien a oa. An izela hini, anvet brugaid cedach « herberc’hour-kant », a oa dleet d’ezañ kaout, da vihana, kant penn a bep doare chatal, kant labourer-douar, hag eur peadra kevatal a vier, chufere, bleud hag all, da veva e ostizidi. An herberc’hour a genta dere, pe pennherberc’hour (rigbrugaid), a oa anezañ eun den a bouez ha prizet uhel. Bez’ e vije bet en Iwerzon, er Ia kantved kent H. S., c’houec’h pennherberc’hour evel-se. Ar brudeta anezo e oa Da Derga [320] a Leinster. An ti anezañ a oa warnan seiz dor atao digor. Seiz kambr a oa etre pep diou zor, hag int ec’hon a-walc’h da zegemerout eun niver bras a dud. Teir gwech hanter-kant paotr yaouank, armet gant batarazou spern enveziet a houarn, a rae gwardoniez war an ostaleri.
Perz pouezus ar c’henwerz e buhez Keltia. — Eun dra hag a ro testeni war ar bras a bouez dalc’het gant ar c’henwerz e buhez an henved keltiek eo ma tirollas meur a vrezel en abeg da berc’hennedigez vengleuziou pe wiriou-treiz war hentou ha stêriou darempredet gant marc’hadourien. Strabon a zo meneg gantañ a ziou bobl eus Illiria a oa e brezel dalc’hmat en abeg d’eur poull-holen war ar genvevenn etrezo. « Divizet e oa bet », emezañ, « e vije bet gounezet ar poull-holen gant an diou bobl, bep eil tro ; nemet torret e veze alies an diviz-se ha, da heul, e save brezel. »
E Galia, an Aedued hag ar Sequaned, etrezo d’o ranna stêr Arar, a veze dibaouez o tabutal diwar-benn ar stêr-se, pa doue an eil hag egile beza perc’henn da vat war ar red anezi, oc’h azgoulenn kaout en e lod degemeredigez an treiz-wiriou. War-dro ar bloaz 60 kent H. S., e savas diwar se eur brezel ma voe trec’het ar Sequaned, a c’halvas d’o skoazell ar C’hermaned.
Lezennou diwar-benn ar c’henwerz. — Ar c’henwerz, daoust ma rae ar gwella berz, n’oa ket peur-zishual. Paea gwiriou a ranke ar varc’hadourien d’ar poblou ma tremenent war o douarou. En enez-Vreiz n’halle ket ar strolladou listri, o tont a Vro-Spagn ha Galia, douara war-eeun en aodou ar staen : ret e oa d’ezo gortoz ouz an enezennou nesa. War an Douar-bras e veze difennet-striz gant poblou a oa degas ha gwerza danveziou-zo war o douar. N’helled ket degas aour e bro ar Skordisked (gourenez ar Balkaniou). E bro an Nervied (hanternoz Galia) e oa difennet gwerza gwin hag an holl draezou didalvez « gouest da zinerza an eneou ha da wanaat ar c’halonou ». A zo kaeroc’h, an diweza pobl-mañ a vire ouz ar varc’hadourien da zont en he domani. Nemet eun direizadenn n’oa ken e Galia, er Ia kantved kent H. S.
Ar varc’hadourien. — Eus ar varc’hadourien e veze atao mont-dont dre Geltia, darn a oa Kelted [321], darn all diavaezidi. Ar re-mañ a voe anezo, diouz al lec’h hag an amzer, Etrusked, Ligured, Ibered, Illirianed, Germaned, Skuthed, Gresianed, Karthadaiz, Romaned (ar re ziweza-mañ, dreist-holl diwar eil hanterenn an IIet kantved kent H. S.).
E broiou keltiek an Danuvios edo ar c’henwerz, war a heñvel, etre daouarn ar Sigunned, eur bobl nann-keltiek, diazezet war glannou an Danuvios damdost d’al lec’h ma savas ar Gelted, er IVet kantved kent H. S., kêr greñv Singidunon pe Singindunon (Beograd). Darempredet e veze a-viskoaz, en tu-hont da goun den, hentou mor ar C’huz-heol gant listri Tartessiz Bro-Spagn a save betek Iwerzon hag enez-Vreiz [322]. En hentou-se e weled, ouspenn, listri o goueliou ruz Gwenediz ha, diwar ar VIet kantved, listri Karthadaiz.
D’o dezougen war zouar e sammed ar marc’hadoureziou war loened : marc’h, ejen, azen, mul, pe war girri diou pe beder rod. Ar Sigunned a rae gant kirri war beder rod golôet gant ler pe feltr ha stlejet gant meur a goublad kezeg bihan blevek. Merc’hed eo a vleine peurliesa ar c’hirri-se, a veze kavet adalek genou an Danuvios betek ar Rotanos.
Ne vern a be ouenn e vijent, e tiskoueze marc’hadourien Keltia kalz a gendalc’h hag a nerz-kalon. « Ligured Galia, en em ro da genwerzi », eme an danevellour Diodoros, « a laka gant herder o buhez er gwasa arvar o verdei moriou Sardenia hag Afrika ; savet war vagouigou bresk ha ganto pourveziou gwall-zister, e tifiont ar barradou-amzer skrijusa ». An hevelep Diodoros a daolenn d’eomp-ni an Atheniad brudet Themistokles (Vet kantved kent H. S.) argaset a bep tu gant kasoni Spartaiz, ret d’ezañ tec’hout en noz diouz bro ar Volossed (war vevennou ar C’hres) hag o keja eno gant « daou Liguriad yaouank, marc’hadourien a vicher, a anaveze mat an hentou. An daou baotr yaouank a dalvezas d’ezañ da hentourien en e redadennou noz da dec’hout diouz enklask Lakedemoned ; ambroug anezañ a rejont kalonek ken na zegouezjont, goude gouzañv kalz a skuizderiou, en Azia e-lec’h e kavas an Atheniad, d’an diwez, eur repu asur e ti eur mignon. »
Ar veajourien. — Gweladennet e voe Keltia, er VIet, IVet ha IIet kantved kent H. S., gant tri beajour brudet, e tleomp lavarout eur geriennou bennak diwar o fenn, ar C’harthadaad Himilko, hag ar C’hresianed Putheas ha Poseidonios.
Er c’houec’hvet kantved, o veza m’edo galloudez Tartessiz war he diskar ha kouezet o forz-mor penna, Gadir, etre daouarn Karthadaïz, e kargas sened Karthada an amiral Himilko da vont da anaout aodou kornog Europa. Himilko a hedas aodou ar Spagn ha re C’halia, a oa d’ar mare c’hoaz e dalc’h poblou rak-keltiek, Kuneted, Kempsed [323] ha Saefed er Spagn, Ligured ha Draganed e Galia. Ribla a reas, goude-se, aodou an Arvorig, a anved neuze Oestrumnis pe Oistrumnis. Eus an Arvorig, en eur ober daou zerveziad merdei, e c’hounezas Iwerzon (Iverio). Anaout a reas, da heul, enez-Vreiz (Albio) hag e talc’has war-zu ar Reter betek an tevennou a sko diouz tu kreisteiz an enezenn, war vro an Hanternoz. Eno e welas eur vro o paouez beza ket kemeret ha diboblet gant ar Gelted.
War-dro dibenn ar IVet kantved e reas ar Gresian Putheas an hevelep hent. N’oa anezañ, war a greder, nemet eur paramantour-listri a Vassalia ; a dlee beza desket evelkent rak m’en doa studiet ar steredoniez. Hedi a reas aodou bro-Spagn, diraez war-eeun, goude, bro an Ostidamned (Ostidamni « poblou ar C’hornog ? », an Arvorig) ha mont ebiou da veg-douar Kabaion (beg ar Raz pe Penn-ar-Bed). Enez Uxisama (Eusa) a welas hag ac’hane, o kemerout e hent a-dreuz d’an dounvor, e c’hounezas en eun dervez beg-douar Belerion (Land’s End) en enez-Vreiz (Pretanis). Ober a reas tro an enezenn vras-se o heulia holl gildrôennou an aodou anezi, ha hedi, goude, aodou kreisteiz mor an Hanternoz, a oa neuze e dalc’h ar Gelted betek aber an Elb (Albis). Ac’hane, o tremen etre ar Jutland (Baltia) hag enez Heligoland (Aballus), e c’hounezas an Norvej (Thule).
E diweza bloaveziou an IIet kantved kent H. S., eur Gresian all, Poseidônios, anezañ eun den fur ha gouiziek hag a zalc’has diwezatoc’h eur skol vrudet en enez Rhod, a weladennas Bro-Spagn ha poblou keltiek dishual Galia, ma heñvel beza bet diganto ar gwella degemer. Kenta skrivagner en dije komzet eus Barzed Keltia eo Poseidônios, war a ouzomp.
Himilko, Putheas ha Poseidônios o doa lakaet dre skrid o beajou, ar c’henta e yez semitek, an daou all e gresianeg. Gwaz a se, an danevellou-se n’int ket deut betek ennomp. N’ez eus ganeomp ken nemet pennadouigou diouto bet miret gant skrivagnerien war o lerc’h, evel Polubios [324], Strabon, Diodôros, hag Avienus.
Dindan an impalaer Nero (54-68 goude H. S.) e c’hoarvezas eun ergerzadenn nevez da vro ar goularz. Eur marc’heg roman a voe fiziet ennañ da gefridi gant Julianus, embregour an emgannou klezeïdi rôet gant an impalaer, mont war aodou hanternoz Europa ha pourchas eno kement a c’hoularz ha ma c’hallje degas gantañ. Treuzi a reas ar marc’heg bro goz an Daurisked da c’hounid Karnunton, kêr geltiek eus ar Bannonia war an Danuvios. Treizet gantañ ar stêr-se, e tizas, a-dreuz da uhelennou koadek an Erkunia, kompezennou an Hanternoz, termen e veaj. D’ar C’hermaned eo e oa sujet d’ar mare an holl vro-se. Ar marc’heg a beurredas arvor ha marc’hadou ar vro ha kement a c’hoularz a zeuas gantañ d’ar gêr ken e voe staget gant nozelennou eus an danvez-se ar rouedou da gaelat ar Podium ouz al loened fero hag e oa golôet holl a c’hoularz an armou, ar geleriou, ha kement tra a raed ganto en deiz-se. Trizek livr e oa pouez ar brasa tamm goularz a oa bet dastumet.
Eun tamm sklerijenn a-zivout an hentou douar ha mor bet heuliet a-goz gant ar varc’hadourien, eun dam-anaoudegez eus annezlec’hiou, istor, giziou ha kredennou hen-boblou Europa e-kerz kosa hanterenn ar Ia milved kent H. S., a zastumer dre lenn ha studia skridou Gresianed ha Romaned desket ar Ia, an IIet, an IIIet, ar IVet hag ar Vet kantved goude H. S. : Avienus, Valerius Flaccus, Dionusios ar Periegetour, Nonnos ar Panopolizad, h. a. [325]. Hoalet meurbet gant ar skridou gresiek kosa, o deus tennet eus ar skridou koz-se danvez levriou nevez. Trugarekaat i, eo deuet betek ennomp tra pe dra eus deskadurez an hen-levriou aet hizio da get.
Eus Kolonennou Herkulez da Valtia. — Ar goularz hag ar penna metalou, da lavarout eo, hervez al lerc’h-ouz-lerc’h a zo bet en implij anezo, an aour, ar c’houevr, ar staen, an arc’hant hag an houarn, setu an traou bras ma veze dedennet ganto Kreizdouaregiz pa ’z aent er-maez eus o mor dre raz Peulvanou Herkulez evit ribla aodou ar mor Bras [326]. Meur a dra a zo da zeski oc’h ober buan-ha-buan an hevelep ribladenn.
Alubê, unan eus peulvanou Herkulez, hervez Dionusios ar Periegetour. En Ilias Homeros (VIIIet kantved kent H. S.) eman Alubê pe Salubê ano bro c’henidik an arc’hant (argurou genethlê). Bez’ ez eus bet e Pont (Azia-Vihana) eur gêr anvet evel-se. Kenveriet eo bet Salubê ouz ano an arc’hant er yezou germanek : goteg silubr, hen-uhel-alamaneg silbar, hen-skandinaveg silfr, alamaneg breman silber, saozneg ha suedeg silver. Eun distresadur diwar ar germaneg e tiskouez beza an hen-slaveg sirebro, lituaneg sidabras « arc’hant ». Nesaet eo bet ouz an ano germanek *Siluros, mons Silurus gouez d’ar Romaned, ano (tartessek ? iberek ? ligurek ?) eur menez a vro-Spagn, an hini marteze a zo bet anvet Arguros gant ar C’hresianed hag Argentarius gant ar Romaned [327]. Hag e teuer da sonjal en Arganthonios, ar roue arc’hantus ha hir-vuhezek a zo bet o ren war an Dartessed er VIIet kantved kent H. S., hag a zo bet brudet e rouelez gant Herodotos an Halikarnassad en e Istoriou (Vet kantved kent H. S.) [328]. Ma vije e gwirionez e Salubê, kêr a Bont, an andon eus ano germanek an arc’hant, eun testeni e vefe ouspenn da staga ouz ar re a laka anat ez eus bet eun hent, bet heuliet a-goz hag eus ar pleustreta, etre broiou germanek hanternoz Europa hag aod ar mor Du. Evit ar c’heltieg arganto, al latin argentum, e lusker da gredi ez int diwar an hevelep andon ragistorek hag an armenieg irkat « houarn ».
Kassios, mons Cassius gouez d’ar Romaned, mengleuz pe varc’had bras evit ar staen war an aod, el lec’h m’eman breman porz-mor Huelva, e-harz kouevregou pinvidik-dreist a zo dindan c’hounid breman c’hoaz. Kavet ez eus bet e 1923, dre ober ravanelladou e porz-mor Huelva, d’hen skarza ha d’hen dounaat, armou arem a-yoc’h (daou gant, tost da vat) o tenna dre stumm o oberiadur da bevare rannoad an arem (1300-900 kent H. S.). Bez ’ez oa anezo klezeier, gouglezeier, kontilli, goafiou, broudou-saeziou, spilhou-alc’houez, h. a. Dispennadur an danveziou aet d’o ober a zo evel-hen : Kouevr 89,38 ; staen 10,54 ; antimoan 0,065. Al lec’h ravanellet a oa ennan, eus krec’h da draon : 1° gouelezennaduriou lec’hidek eus stêr Odiel, diwar hon Amzer ar gweleadou uhela anezo ; 2° grouan ha kregin (enno eo bet kavet an armou) ; 3° eul lec’hid priellek glas e liou, teo meurbet ar gwelead anezan. Eul lec’h a bouez bras e oa bet Menez Kassios, ha koun a zalc’hed en Hen-amzer eus an emgannou taer a oa bet gwechall-goz evit hen perc’henna. Kenveriet eo bet an ano-menez-se ouz kassiteros a zo, e barzonegou Homeros, ano gresiek ar staen (« ar staen keltiek », ton kassiteron ton keltikon evel ma lavar Aristoteles, ha goulakaet eo bet gant d’Arbois de Jubainville ha S. Reinac’h e oa kassiteros a ouenn geltiek, nemet stummadou diwar ar ger-se a gaver en assirieg, en arabeg hag e sanskriteg ha kement-se a laka da ziskredi e vije keltiek e gwirionez.
Ophiussa, ano laket gant ar C’hresianed da aod Kornok Iberia (aod ar Portugal breman). Kehelidigez an Naer (ophis) a zo laket anat gant hendraezou ragistorek ar vro-se.
Londobris, enezenn war aod kornok Iberia. Kenveria, en enez-Vreiz, Londinium, war eun enezenn e-kreiz stêr Tamêsis (Tavoez), tost d’hec’h aber. Keltiek e c’hell beza londo, a-enep d’ar pez a zo bet lavaret gant gouizieien dic’houzvez eus ar yezou keltiek.
Promontorium Celticum, ano laket gant ar Romaned da veg-douar gwalarn bro-Spagn (Hispania) [329].
Kallaïkia (Galisia hizio). Staeneg er vro, dindan c’hounid en Hen-amzer, hag en aod konkou mat d’al listri-mor ha d’ar bigi. Joleaud, Ancienneté de l’exploitation de l’étain dans le nord-ouest de l’Espagne, war L’Anthropol. 1929, pp. 134-6.
Kantabria. E-touez pobladou ar vro, eur meuriad anvet Albiones. Kenveria Albio, hena ano enez-Vreiz anavezet ganeomp (*Elvez e vije e brezoneg).
Oiasso (Oyarzun hizio). Houarnegou brudet, bet gounezet gant Hen-amzeriz. Lenn Kamilh Jullian, Les mines de La Haya, war Rev. des Et. anc. 1921, p. 64.
Aod Aquitania, henvel e pep kenver ouz aod Ophiussa : ledet a-eeun etre kreisteiz ha hanternoz, traez-holl ha diherberc’hus d’al listri. Da evesaat eo e oa bet graet Aremorica eus Aquitania e-pad eur pennad.
Kourianon (pentir Grav hizio) en tu diouz ar c’hreisteiz da aber stêr Garumna. War c’hlann gleiz ar stêr, porz-mor Burdigala (Bourdel), ennan (en oadvez kelt-ha-roman) tud o tarempredi enez-Vreiz.
Kordanon (pentir Kordouan hizio), en tu diouz an hanter-noz d’an aber.
Enezennou Uliaro (Oléron), Oia (Yeu), Herios (Nermouster), war aod Galia. Ouz Oia, kenveria Oiasso, uheloc’h. Koz e tle beza an ano a Herios (Herius insula) laket da Nermouster. An ano-se a zeuas d’ezi moarvat dre ma oa dirak aber stêr Herios (ar Winun breman). Eur stêr diou-wazennek hec’h aber e oa ar Winun gwechall-goz. Ar wazenn aet da get a dremene el lec’h m’eman breman ar Vrierenn Vras, A. de Lapparent, Leçons de Geogr. phys, 3et mouladur, 1907, p. 407. Dre lennou Tehilleg ha Misilleg he dije tremenet ar wazenn goz. Etre Misilleg hag ar Vrierenn ez eus eun atant anvet La Haie d’Er. Diou gêriadenn anvet Er a zo tostik-tost d’al lec’h ma teu an diou ganol, hini ar Chaoser ha hini an Tailhed, da geja gant ar stêrig anvet Brived-Izela. Ahendall, diouz sellout hepken ouz ar gartenn tennet gant Strollad-Meur an ofiserïen, diaes eo kredi he dije eur stêr tremenet biskoaz dre ar vro durumellek a zo etre Tehilleg hag ar Vrierenn.
Korbilo, porz-mor war aber stêr Liger (Loar). Kenveria Korbio en Iberia, kêr annezet gant ar rummad-tud anvet Karisti.
Aber stêr Herios (ar Winun breman). En aber-se e oa traez staenus a zo bet gounezet gant Hen-amzeriz. Ar c’houn anezo a zo manet marteze en ano-bourc’h Penestin (Penn ar Staen ?).
Insulae Veneticae « an Enezennou gwenedek », gouez da Blinius : Vidilis (Gouezel), Siata (Houad), Atika (Hedig).
Stêlê boreios « Peulvan an Hanternoz ». Ar peulvan-se, « o sevel e penn pella bro ar Gelted, war harzou Gwenediz », a zo anezan pe eur golonenn varzus o harpa bolz an Nenv pe eun ano laket da Vaen-hir meur Lokmariakêr gant tud deuet dre vor eus ar C’hreisteiz, A. Bertrand, La Gaule avant les Gaulois, eil mouladur 1891, p. 158, n. 1. Anat eo kement-se. Ken anat-all eo bet ijinet an ano-bro Oistrumnis, Oestrumnis « ar Gornoka » laket d’an Arvorig, hag an ano-pobl Ostidamnii « pobl ar C’hornog » laket da vroïz gant tud deuet dre zouar eus ar savheol. Teurel meiz ivez war ar stummou-all-man a zo da ano an Ostidamnii e skridou an Hen-amzer : Ostimioi, Ostimii, Ostiaki, Ostiones, Ossismii. Evit ar ster laket da Oestrumnis, kenveria, er mor Kreizdouarek an ano a Hesperia « ar C’hornog » laket da Italia gant ar C’hresianed da genta (goude-se e rejont anezi Oinotria, Ausonia) hag an ano a Hesperia Ultima laket d’ar Spagn (Spania, Hispania a zeuas da veza ano ar vro-hont goude an aloubidigez anezi gant ar Romaned. Evit Iberia, kent d’ezi dont da ano ar c’hourenez a-bez, e oa bet laket d’ar gevrenn-aod a-led etre Peulvanou Herkulez hag ar Pirene. Digemmet e veze Iberia diouz Tartessos (anezan kevrenn vervent al ledenez), diouz Keltika (an argoad diouz tu ar c’hornog) ha diouz Bebrukia (an argoad diouz tu ar reter).
Kabaion, Gabaion, Gobaion (Beg ar Raz pe Lomaze Penn ar Bed).
*Uxama, Uxisama, *Uxantos (Eusa). Kenveria er Spagn ar c’hêriou anvet Uxama, Uxama Barka, hag anoiou doueou ha tud evel Belisama, Kintusmos.
Enezennou aod hanternoz an Arvorig : Riduna, Barsa, Sarnia, Verna, Kaesaria, Angia, Lesia. Sarnia pe Verna — Gwernenez ? Kaesaria pe Angia = Jersey, Jerzenez ? Ouz Kaesaria, kenveria Kaesaros, ano eur penvrezelour luzitaniat. Dre an enskrivaduriou ez anavezomp ano eur martolod eus Sarnia : Baslel Turbeli filius (Rev. des Et. anc. 1921, p. 336). An daou ano-se ne ziskouezont ket beza keltiek.
Itius pe Ictius Portus « porz-mor *Itios pe *Iktios (Boulogne ?). Teurel pled eo deuet an ano-se gant Iwerzoniz da veza ano mor Breiz-Veur (English Channel, la Manche) : muir n-Icht « mor Iz ». *Iktios a vije deuet da vrezoneg *Iz pe *Ez.
Enezennou aod hanternoz Germania, an teir brudeta anezo Glêsaria (Amlând ?), Baunonia pe Abalos (Heligoland), *Ambra (Amrum), houman bro c’henidik an Ambroned, kenvrezelourien d’ar Gimbred e dibenn an IIet kantved kent H. S.
Baltia, Basileia (Jutland), bro ar Gimbred, L. Schmidt, Zum Kimbern und Teutonenfrage, war Klio, 1928, pp. 95-104 ; S. Feist, Das Volkstum der Kimbern und Teutonen, war Zeischrift fûr schweizerische Geschichte, 1929.
Kodanos, ode-vor da vont e mor ar Sav-heol (mor Baltik).
Skandinovia, « enez perc’hennet gant an Deutoned er pleg-mor Kodanos » (Pomponius Mela, De situ orbis).
An darempredou koz-koz etre Delos ha Hanternoz Europa, ar profou « paket e kolo gwiniz » degaset d’an templ brudet gant an Huperboreaned, kenwerz rakmukeniat ar goularz, a laka Autran da gredi ez eus eur gerentiez bennak etre Skandinovia (skrivet ivez Skandia) hag an anoiou Skandaria (beg-douar), Skandilê (enezenn), Skandeia (porz-mor) a gaved en Hen-amzer er mor Enezek. Kenveria ouspenn Skanda, er C’haokaz, e Kolc’his, bro vrudet (bro al Lazed hizio). Nom propre grec, pp. 414-5.
Deskus a-walc’h eo ano ar goularz e germaneg : glêson, goteg glêsaz, aet da c’hermaneg-breman glas, glass « gwer ». Amprestet eo bet gant ar Romaned : glesum. Ha gant al Lettoned : glisis. Keltiek kerkouls ha germanek e c’hellfe beza ar ger-se : an iwerzoneg gles « sked », ar c’hembraeg glwys « glan, santel, kaer » a zo diwar eun hen-geltieg *glêso- ; ar brezoneg gloa (e Gloagen), ar c’hembraeg’ gloew « boull, treuzwelus, skedus » a c’houlenn en o diagent *glévo-.
Ano germanek ar staen *tina, aet da suedeg tenn, da saozneg tin, da alamaneg zinn, a zo bet amprestet gant ar Finned a oa amezeien d’ar C’hermaned diouz tu ar reter : tinna « staen ». A-gevret gant ano ar staen, e tegemere ar Finned se ano germanek an aour : germaheg *gultha, suedeg guld, saozneg gold, aet da finneg kulta « aour ». Ar genyezerien d’ezo, avat, a oa o veva e koadou bras ar reter, war-du menez Oural, a zegemeras ano an aour eus an iraneg komzet er steppennou, moarvat dre hantererez ar rummadou anezo a oa o chom er c’hreisteiz, er riblennad-douar hanter-goad hanter-brad a ra an tremen etre rannved ar c’hoadou bras perc’hennet gant ar Finned ha rannved ar geotegi meur pe steppennou dalc’het gant an iranegerien [330]. Ouz an hen-berseg zaranu, zarania « aour », kenveria an ostiakeg sorna, sorni « aour », vogouleg suren.
Kenteliusoc’h eget anoiou ar goularz hag ar staen dre ma vez digoret gantan d’hor spered eun ec’hon-ec’hon a zremwel [331], eo an alamaneg-breman erz « kailh-metal, metal dilabour », hen-uhel-alamaneg aruzzi, arizzi, erizzi « metal, koc’hion-metal », hen-izel-alamaneg arut, hen-skandinaveg raudi « kailh-houarn ruz ». Ar stummou-se a c’houlenn en o diagent eur furm hen-c’hermanek *arud, *orud, a zo an andon anezi er sumereg urudu « kouevr ». Ar ger sumerek a zo bet ivez andon al latin raudus « kailh-kouevr o talvezout da voneiz », an hen-slaveg ruda « kailh-metal », ar c’hrenn-bersianeg rôd, persianeg breman rô « kouevr ». Ar finneg rauta « houarn » a zo bet amprestet digant ar germaneg.
Eus ar c’heltieg avat eo deuet d’ar C’hermaned ano an houarn. Ar goteg eisarn, alamaneg eisen, saozneg iron, a zo bet en o raog eur furm hen-c’hermaneg *isarna. Al lostger arn o veza rouez pe zianav e germaneg, ez eo gwir-henvel eman andon *isarna en hen-geltieg *esarnon, *isarnon. Klota a ra kement-se gant kavadennou an hendraouriez ragistorek. Pelloc’h e padas oadvez an arem er broiou annezet gant ar C’hermaned en Hanternoz Europa eget er broiou dalc’het gant ar Gelted. Ar re-man a anavezas al labour-houarn abretoc’h eget o amezeien diouz tu an hanternoz.
Anoiou ar plom er yezou nevez-c’hermanek, suedeg lôd, hen-izel-alamaneg lôt, hollandeg lood, h. a., a zo bet en o diagent eur furm hen-c’hermanek *lauda, diwar eur c’heltieg *loudion, aet da luaide « plom » en iwerzoneg. Aet eo da get ar stumm brezonek diwar *loudion gant ar pemp kantved a sujedigez dindan Rom en enez-Vreiz. Eus ar germaneg ez eas ano keltiek ar plom e finneg (luiyu « plom ») hag e slaveg (rusianeg luda « staen »).
N’eo ket hepken anoiou germanek ar metalou a zo bet amprestet gant ar Finned, hogen geriou-all dre gant ha kant, geriou a sevenadurez o tenna d’ar reiz ha d’ar renerez, d’ar brezel [332], d’an arrebeuri, d’ar chatal, d’al loened-mor, d’ar verdeadurez, d’ar gounid-douar, h. a. A-gevret gant geriou germanek-rik, geriou a ouenn geltiek ha geriou a ouenn latin, bet degemeret gant ar C’hermaned, a zo aet a-zegou eus ar germaneg er finneg [333]. Al latin decuria « degad », da skouer, amprestet gant ar C’hermaned e mare an Impalaerded roman da heul ar c’henwerz bras a foulinennou a veze graet neuze (dre zegou eo e veze niveret ha prenet ar c’hrec’hin gant ar Romaned) ha deuet da hen-islandeg dekor, da hen-suedeg dikur, da grenn-izel-alamaneg deker, a zo aet, dre amprest digant ar germaneg, da finneg tikkuri « dek, degad » pa gomzer eus leuegenou.
Ouspenn ar Finned (Fenni e latin, Fennôz e hen-c’hermaneg) [334] hag ar Slaved (Venedi ; kenveria ar finneg *Venada, Venaja « Russia ») a oa neuze eur bobl vihan divrud, o doa ar C’hermaned da amezeien diouz tu ar reter an Aested (Aestii), a oa ganto « eur yez henvel ouz ar Brezoneg » eme Dacitus. Beo eman bepred o ano en Eistland, Eastland, adano d’ar Samland (eur vro goularzus hec’h aodou), en anoiou ar Frisches Haaf, Aistenhaaf « porz an Aested », Estmere (hen-saozneg), Aismareis (lituaneg), en ano a Estonia. Ar vro-man, anvet e hen-suedeg Wirland, e finlandeg Vironmaa (gant Herri a Lettonia Vironia) a zo hizio eur vro finnek dre he yez [335].
N’oufen ket ober gwell eget kloza an treug-man eus Peulvanou Herkulez da Valtia dre zegas da goun d’al lenner an darempredou stank, dibaouez hag a bep seurd a zo bet etre ar C’hermaned hag ar Gelted e-kerz ar raghenistorvez. Testeniet ez int dre gant ha kant a c’heriou boutin etre ar c’heltieg hag ar germaneg, ha dre an amprestadennou diouz ar c’heltieg graet gant ar germaneg (bet studiet da genta gant D’Arbois de Jubainville, Premiers Habitants, II, 1894). An distreseta eus an holl yezou nevez-c’hermanek, an uhel-alamaneg, eo ar yez c’hermanek evel m’eo deuet da veza pa voe degemeret da vat ha komzet gant brôadou-tud arall-yezek an Erkunia, ma oa keltiegerien an darn-vuia anezo. Ano ar bobl Volka a zo aet da hen-uhel-alamaneg Walha, hen-islandeg Valir, hen-saozneg Wealas. Dre astenn-ster e teuas e germaneg da lavarout, neket hepken ar Gelted romanekaet pe get, hogen, ouspenn, ar Romaned hag ar poblou nann-keltiek bet romanekaet. Kelta, Keltos, an ano meur-all d’ar Gelted, a gaver en ano hen-skandinavek Heldar, en ano c’herusk a vaouez Thunelda (elda = *helda). An anoiou hen-geltiek divoutin a dud Katiwolkos, Katumâros, Kunomâros, Segomâros, Dagorix, h. a., a zo aet da hen-uhel-alamaneg Haduwalh, Hadumar, Hunmar, Siegmar, Tagarih. Da hen-uhel-alamaneg Purgunt eo aet an ano keltiek a zoueez Briganti. H. a. Neckel, Germanen und Kelten, 1929 ; Stümpel, Namen und Nationalitat der Germanen, war Klio, 1932, stagadenn XXV ; Elston, The earliest relations between Celts and Germans, 1934.
Peger buan e veajed war zouar ha war vor. — Diouz an niverennou da heul e vezo merzet peger buan e c’helled beaji e Keltia gwechall-goz.
1) War zouar : seiz deveziad kerzout a gemere d’ar varc’hadourien mont eus porz-mor Purena pe Portus-Veneris (Port-Vendres) da aod ar mor Bras, a-dreuz ar striz-douar a stag ar Spagn ouz Galia (500 kilometr) ; — tregont devez a oa ret d’ar varc’hadourien staen da dreuzi Galia, eus aod mor Breiz da hini Kreizdouarek. Buanoc’h ez ae an dud en o ferz o-unan, oc’h ergerzout war varc’h hep heul na kirri : e 58 kent H. S., Kaesar, o veaji hogos e-unan penn, a reas eiz deveziad hent hepken evit mont eus Roma da Genava ; mar lakomp en dije kemeret ar berra hent, o tremen dre Eporedia (Ivrée) ha dre ode Kremo (St-Bernard bihan), en dije graet kant hanter-kant kilometr bep deiz. — Er bloaz 9 goude H. S., Tiberius evit mont da gavout e vreur a oa gwall-glañv, a dreuz an Alpou hag ar Rênos ha, kemeret gantañ a-vec’h an amzer da gemma e jao, e peur-red, en eur ober eun devez hag eun nozvez, eun hed-hent a zeiz leo ha tri-ugent, a-dreuz d’eur vrôad nevez-sujet, hep den ken d’e heul nemet e ambrouger Antabagios.
2) War vor : dek deveziad merdei a voe ret da Butheas evit mont eus Massalia da Gadir (Cadix) ; — an drôad mont-dont eus Karthada pe eus Gadir da enez Vreiz ha da Iwerzon a gemere pevar miz, o lakaat e-barz marteze an amzer aet da eoria ; — tri deveziad merdei a voe graet gant Putheas pa ’z eas eus beg-douar Aruion (Ortegal) da veg-douar Kabaion (Beg ar Raz) o trouc’ha war-eeun dre bleg-mor Galia ; — c’houec’h sizun a gemeras d’ezañ ober tro enez Vreiz ; — en eun devez ez ae ar bagou eus aber an Albis da enez Aballos (Heligoland) ma tastumed goularz war aodou anezi da vare beaj Putheas (war-dro 80 kilometr).
Buanoc’h ez ae ar c’heleier eget an dud. E 52 kent H. S., ar Garnuted a oa en em savet hag o doa lazet, da vare goulou-deiz, ar varc’hadourien italian o chom e Kenabon (Orléans) ; kaset a vourc’h da vourc’h gant hoperien, e nijas ar c’helou a-dreuz parkeier ha peurvaniou hag, e tegouezas e Gergovia, e bro an Arverned, daouzek pe bevarzek eur goude ma oa degouezet an taol (hed-hent tri-ugent leo, ar pez a ra tost da ugent kilometr dre eur).
(a) Diwar-benn an hentou hag ar pontou : Sophus Muller, Routes et lieux habités à l’âge de la pierre et à l’âge du bronze, war Mémoires de la Société royale des Antiquaires du Nord, Kopenhag 1903 ; Déchelette, Manuel, II, p. 131 ; Jullian, Hist. de la Gaule, II, pp. 222-33, h. a. ; Codrington, The Roman Roads in Britain, trede mouladur, London, 1918 ; Besnier, Notes sur les Routes de la Gaule romaine, war Rev. des Et. anc. 1923 et seq. ; Komandant Lefebvre des Noëttes, La voie romaine et la route moderne, war Rev. Archéol. 1925, I, pp. 105-12 (a bouez) ; Joyce, Social History of Ancient Ireland, II, pp. 393-401.
Kaesar en e levr Commentarii de bello gallico a dav war ano an ijinour roman a savas ar c’henta pont prenn bet taolet a-dreuz da stêr Rênos eus an eil c’hlann d’eben. Hen klevout a reomp gant Plinius Secundus, Historia naturalis, XXXVI, 48 : Mamurra, eus an ordo equester « urz ar varc’heien ».
(b) Diwar-benn ar c’hirri : Oskar Montelius, Temps préhistoriques en Suède et dans les autres pays scandinaves, pp. 144-6, 102-4 (skeudennou) ; A. Bertrand, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, pp. 111, 114, 115, 196 (skeudennou) ; Daremberg, Saglio ha Pottier, Dict. des Antiquités grecques et romaines ; Cagnat ha Govau, Lexique des Antiquités romaines, eil mouladur (en daou levr-se, sellit ouz ar geriou benna, carpentum, carruca, carrus, cisium, colisatum, covinnus, esseda pe essedum, petorritum, reda ; bez ’ez eus skeudennou) ; Joyce, Social Hist. II, pp. 401-10 ; Forrer, Chars et Sièges de parade chez les Gaulois, war Cahiers d’archéol. et d’hist. d’Alsace, mae 1921 (skeudennou, talvoudus-kenan).
(k) Diwar-benn al listri : O. Montelius, op. cit. pp. 29, 104-6. 110-3 (skeudennou) ; A. Bertrand, op. cit. p. 98 (sk.) ; Dottin, Manuel, pp. 163-5 ; Jullian, op. cit. II, pp. 210-3 : Cagnat ha Govau, op. cit. (sellit ouz ar geriou cymba, ponto ; sk.). War De Fodin, op. cit. p. 218, e vo gwelet skeudenn ar vag anvet e portugaleg Meia Lua da Gosta « Hanter-loarenn aod », stummet-henvel ouz kumba Hen-amzeriz.
Eur ger koz etrevrôadel a sevenadurez e tiskouez beza ar galianeg nausum, an iwerzoneg nau « lestr » : gresianeg naus « lestr », tro-damall (e iaoneg) nê(w)a ; sanskriteg navam ; latin navem (tro-envel navis) ; ejipteg (eur yez nann-indezeuropek eo an ejipteg) nebi « bageal ; baga, lestra ; karga ; bag ». Spisaet e vez orin ha ster an ano dre eur ger etrevrôadel-all : gresieg ne(w)ô ( = moarvat *nawiô), ejipteg neb, mandeeg (yez soudanek) no « neunvi, neui » [336]. Al lestr eo « an neunver », Autran, Tarkondemos, 1922, pp. 104-5.
D’an Tad Dom Godu, O. S. B., ez omp dleourien eus an arroud-man talvoudus evit gouzout eun alberz diouz ment al listri-mor e boaz er Ia kantved eus an amzervez kristen : al lestr ma ’z eas drezan sant Paol eus Palestina da Roma (pensea a reas e Malta) a oa warnan 276 treiziad (S. Lukaz, Aktou an Ebestel, XXVII).
(d) Diwar-benn ar marc’hegerez : Jullian, I, pp. 329-30 ; 349-50 ; II, 186-90 ; Joyce, II, pp. 410-22.
(e) Diwar-benn ar c’henwerz : Déchelette, I, pp. 619-30 ; II, 392-407 (a bouez bras) ; Montdius, p. 29 (a bouez), 57-63 ; Dottin, pp. 161-3 ; Jullian, II, pp. 233-9 ; Bonsor, Tartesse, New-York, Hispanic Society, 1922 ; Contenau, La Civilisation phénicienne, 1926, pp. 280-308 ; St. Gsell, Hist. anc. de l’Afrique du Nord, levrenn IV : la Civilisation carthaginoise, 1920 ; Toutain, L’Economie antique, 1927 ; Schakhmatov, Des rapports des Finnois avec les Celtes et les Slaves, war Bull. de l’Acad. des Sciences de Saint-Pétersbourg ; Archiv für slavische Philologie, XXXIII, pp. 51-99. Kroueria a zo da ober er roll-geriou keltiek-ha-slavek savet gant ar yezoniour russian, kenveria Rev. celt. 1912, p. 391 et seq. ; Meillet, Rev. des Et. slaves, I, 1921, p. 190, n. 1 ; A. Bertrand, La voie du Danube, war Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, 1891, pp. 254-61 ; Siorj Dottin, Les anciens peuples de l’Europe, 1916, pp. 39-41, 57 ; R. Harris, The Prehistoric Amber-Routes, war Journ. of Hellenic Studies, 1925, pp. 229-42 ; Charlesworth, Trade-routes and Commerce of the Roman Empire, Cambridge, 1924. A-zivout ar c’henwerz gant ar Reter Pella dre hent Kreiz-Azia : Rostovtzev, Skythien und der Bosporus, Berlin, 1931 ; Caravan Cities, Oxford, 1932 ; Von Lecoq, Buried treasures of Chinese Turkestan. 1928 ; Aurel Stein, On ancient Central-Asian tracks, London, 1933 ; Hermann, Die alten Seidenstrasse zwischen China und Syrien, Berlin, 1910 ; Der Verkherswege zwischen China, Indien und Rom, Leipzig, 1922 ; Loulan : China, Indien und Rom im Lichte des Ausgrabungen am Lob-Nor, Leipzig, 1931.
(f) Diwar-benn ar moneiz : Babelon, Les origines de la monnaie considérées au point de vue économique et historique, 1897 ; Talentum, war Daremberg, Saglio ha Pottier ; Déchelette, Les origines de la drachme et de l’obole, 1911 ; Bernhard Laum, Heiliges Geld, Tubingen, 1924 (a bouez ; renta-kont gant S. Reinac’h war Rev. arch. 1925, I, p. 189) ; de La Tour, Atlas des monnaies gauloises ; Blandiet, Traité des monnaies gauloises, 2 levrenn ; Broegger, Ertog ag Oere, Kristiania, 1921 (renta-kont talvoudus da lenn war Rev. arch. 1922, I, p. 189).
An tiegez keltiek a ziskouez beza bet frammet start, diazezet m’edo war an unanwregiez ha kevreet gant beli diharz an diagentiad war e warlerc’hidi. Ker rouez, ken darnaouek ha ken displann sklerderiou a gavomp, avat, e skrivagnerien an Hen-amzer war an tiegez ha war vuhez an ti e-touez ar Gelted ma ’z eo gwall-ziaes sevel diwarno eun daolenn glok, nemet gervel da skoazell a rafemp gwech ha gwech all skridou iwerzonek ar Grenn-amzer.
Gwiriou an tad war e vugale. — Sellet e veze ar vugale evel tra an tad (atir), en hevelep doare gant e chatal, e armou, e di hag e sklaved. Pep gwir en devoa warno, eta, hag e c’helle lemel diouto o frankiz dre o gwerza da sklaved pe zoken o c’has d’ar maro da gastiza o fallentez [337]. Diou boan n’en doa ken da zouja an tad a vuntre e vugale e gaou : 1) kasoni ar vugale aet da anaon, a c’helle distrei eus ar bed all d’e daga ; 2) droukrañs an holl outañ.
Keit ha buhez an tad, an tad-koz, an tad-kuñv, an tad-you zoken, e pade ar veli-dad. Evel-se edo ivez ar c’hiz gant ar Romaned ; evesaet en deus ar gwiraour Gaius, a veve en eil kantved goude H. S., ouz an heñveledigez-se eus gwir an diou bobl. E-touez ar Gelted, evel e-touez ar Romaned, daou dra hepken a helle terri galloud an diagentiad war e war-lerc’hidi : 1) pa veze bet ar warlerc’hiad diskleriet den-a-dra ; 2) pa veze aet an diagentiad da gabac’h dre hir-oad pe gleñved.
Eus beli an diagentiad war ar warlerc’hiad e teu unan eus an anoiou a veze rôet d’an tiegez e keltieg Iwerzon : *manutera [338], « an hini a zo dindan dourn », da lavarout eo « dindan veli », a raed anezañ.
Meur a skouer a c’heller da rei eus ar gwir a vuhez hag a varo kemeret gant tadou war o bugale. En Iwerzon, er c’henta kantved goude H. S., eur roue-meur, anvet e skridou ar Grenn-amzer Cairbe Penn-kaz, a ra beuzi er mor, kerkent ha ma ’z int ganet, e dri mab a oa nammet o fennou. En eilvet kantved, an drouiz Tasgos a fell d’ezañ devi ez veo e verc’h a zo en em lezet da veza skrapet gant eur c’haredig ; ne lez he buhez ganti nemet dre ma ’z eo difennet gant ar roue-meur m’oa bet an ozac’h anezi e gadour penna. E Breiz-Veur, eun tad hag eur vamm, re baour da vaga o seiz bugel, en em zisc’hra anezo dre o stlepel en eur stêr.
Arabat dastum diwar seurt skoueriou e vije, er bed keltiek, en em ziskouezet dalc’hmat an tadou ker kriz-se ouz o bugale. Eeunet e veze, e-touez ar Gelted evel e-touez ar Romaned, ar gwiriou gant ar giziou. En Iwerzon, a-hed ar Grenn-amzer, al lezenn a anaveze d’ar gerent ar gwir da werza o bugale ; dibaot a dad a gaved avat oc’h ober diouz ar gwir-se, dreist-holl e-keñver bugale ganet e priedelez reiz ; an ezommeien hepken a werze o re, ya pa veze naonegez ma n’hellent ket o mezur.
Eur c’hiz a rene war an douar-bras er c’henta kantved kent H. S. a ziskouez anat n’oa ket rouesoc’h ar garantez-tad e-touez ar Gelted eget e-touez ar poblou all : pa veze kevredadou, emgleviou pe feuriou ha ma rôe renerien-bobl gouestlou an eil d’egile, e veze dibabet ar re-mañ peurliesa etre mibien ar genemgleverien : an dalc’h lakaet evelse war ar vugale a selled evel gwella kred lealded ar gerent.
En Iwerzon ar veli-dad, evel m’oa intentet gant ar Gelted koz, a voe miret a-hed ar Grenn-amzer ; e-touez Kembreiz avat, diouz skouer ar C’hermaned, e voe bihanaet gwir an diagentiad war ar warlerc’hiad. Diskleriet e veze ar mab den-a-dra gant e dad adalek e bevarzek vloaz.
Kengarantez kerent ha bugale. — Setu da skouer a garantez-vab eun dra c’hoarvezet e-touez Kelted an Azi-Vihana. Mab ar roue Dumnoklêvos [339], Adiatorix, en doa lakaet ober eul lazadeg eus Romaned kêr Herakleia. Barnet e voe d’ar maro gant an impalaer Augustus. Gwasoc’h a voe, e c’hourc’hemennas an impalaer ma vije mab hena Adiatorix, Duteutos e ano, lodek e gwall-reuz e dad. Pa zegouezas ar soudarded da gerc’hat an daou gendaonet, setu eil vab Adiatorix o tiskleria d’ezo ez oa heñ an hena. Neuze e savas etre an daou vreur eun denn a vreutadeg, pa verve pep-hini anezo gant ar c’hoant da veza lodek e tonkadur e dad er maro evel er vuhez. Derc’hel ganti a rejont ken na zeuas a-benn o c’herent, oc’h hanterouri etrezo, da gendrec’hi Duteutos, ma lezje e vreur d’en em ouestla, o veza, emezo, ez oa heñ ar c’hosa hag e c’hallje gwelloc’h a se harpa e vamm hag e vreur yaouanka.
An engravaduriou latin, savet gant paotred ha merc’hed, d’ezo anoiou keltiek dindan domani ar Romaned, a splanna d’eomp ar gengarantez a unane etrezo, e-touez ar Gelted, kenizili an tiegez. Evit eun darn vras edo ar seurt engravaduriou lodenn eus an traou-koun gouestlet d’an anaon gant kerent, bugale, breudeur doujus ha karadek pe zoken gant mevelien pe vitizien.
En Norikon, eun den anvet Mosgaitus hag e bried a reas sevel eur bez d’o mab Eburos [340]. E Galia eun den anvet Secundus [341], mab Enigenos, a sav eur maen-kañv d’e vugale ; er vro-se end-eeun eur vaouez anvet Kamulia a ra a-unan gant eur vignonez da sevel eur maen-koun d’he breur, ar soudard Kamulios, douaret e Kularo, a oa bet rôet d’ezañ, peurc’hraet e amzer, troiou-gouzoug ha troiou-brec’h a enor.
Kas ouz muntr ar gerent. — Berzet e oa dindan poaniou kriz muntr ar gerent, nemet hini ar vugale e vije. En Iwerzon, neb a vuntre eur c’har, venis [342], da lavarout eo eun den kenezel eus e diegez dre al lezenn, venios [343], a veze argaset diouz an tiegez-se hag e c’helle an holl e laza hep dont da veza e mar da baea eur gopr-dic’haou evit muntrerez. Muntrer eur c’har a veze graet anezañ e keltieg Iwerzon eun ano dioutañ e-unan, venigalakos [344]. Ar re a oa er stad-se a veze anezo ar pez a anved « an tiegez ruz » ; lemet diganto kement talvoudegez a oa stag ouz ar gerentiez, e vanent evelato dindan bec’h darn eus an dleadou anezi.
Betek er Grenn-amzer e kaver roud en Iwerzon eus ar c’has stag gwechall-goz ouz al lazerez kerent. En e lizer da Dimotheos, Sant Paol a ra gant ar muntrer « unan eus an dorfedourien-se a sav al lezenn en o enep » ; trôet o deus Iwerzoniz an navet kantved ar ger « muntrer » gant nech a orchas a fini « neb a laz e gerent ».
Eun nebeut anoiou-kerent e keltieg koz. — An tad hag ar vamm a veze graet anezo e pep lec’h *atir ha *matir, ar breur hag ar c’hoar *bratir ha *swaser. *Avos e oa en Iwerzon ano an tad-koz hag *avios [345] ano an douaren. Mapos (magos e keltieg Iwerzon) hag enigena e oa anoiou ar mab hag ar verc’h, gameros (brezoneg gever) ano an deuñv.
Kollet en deus ar brezoneg *atir ha *matir, nemet e vev c’hoaz *matir evel penrann er ger moereb (gwechall mozreb, modreb) a zalc’h lec’h eur furm geltiek *matrepa « neuz vamm ». Tad ha mamm, a reomp ganto breman evit an anoiou koz hag uhel atir ha matir, a zo geriou-moumouna etrevrôadel, e boaz e meur a yez, ha zoken e yezou estr eget ar yezou indezeuropek. Ano hen-geltiek an tad, distreset muioc’h pe nebeutoc’h, atr, azr, aer, er, a gaver da ziweza kevrenn en anoiou divoutin a dud hen-vrezonek pe diwar an hen-vrezoneg. Unan eus ar re dudiusa eo Kadwalader a glever c’hoaz e poblans saoznekaet Breiz-Veur hag ar Stadou-Unanet evel ano-tiegez [346]. En ano-se, ader a zo eur furm a dremen etre an hen-geltieg atir hag an hen-vrezoneg *azer, azr. Evit doare-skriva an dibenn-ger, kenveria ar c’herneveg bever « avank », lever « levr ».
Da evesaat eo en doa an hen-geltieg kollet anoiou indezeuropek koz hag uhel ar mab hag ar verc’h (ar re a zo aet da saozneg son ha daughter). Maqos, mapos hag enigena a zo geriou nevez e yezou indezeuropek ar c’henta milved kent H. S.
Ar briedelez. — Eur brenadenn e oa ar briedelez. Priz prenadenn ar wreg, — chatal peurliesa, — a veze paeet d’he zad ; pa n’oa ket anezañ, d’he breur hena ; pa n’oa ket a vreur hena, d’hec’h eontr a-berz tad ; pa ziouere hemañ ivez, d’he c’har tosta eus an hevelep perz.
Da genta-holl edo priz prenadenn ar gwragez diouz ar gened, pe an ampartiz anezo : keroc’h e kouste ar merc’hed kenedek eget ar re digened hag al labourerezed mat eget ar re ziakuit pe ziek. Diwezatoc’h, diouz renk o zad er Gevredigez eo e voe reizet talvoudegez ar verc’h ; hounnez edo ar c’hiz gant Iwerzoniz ha Kembreiz er Grenn-amzer ha, moarvat, gant hen-Iwerzoniz, en trede, en eil hag er c’henta kantved kent H. S.
En Iwerzon, e penn kenta ar Grenn-amzer, eur plac’h a dalveze teir buoc’h (ar seizvedenn eus talvoudegez eur paotr), hag, en tu-hont da se, ar pez a anved « priz an enor » pe « priz an dremm » (« eneb-werz » [347] e brezoneg), a oa diouz renk an tad er Gevredigez.
Priz ar brenadenn rôet d’an tad gant an deuñv a veze graet anezañ vopri pe ambivopri gant ar Vrezoned. Vopri, hizio gopr, a zo diwar an hevelep gwrizienn hag ar verb keltiek prinami « e prenan ».
Peurliesa an tad, pa zimeze e verc’h, a roe d’ezi chatal, dilhadou, ha traou all a dalvoudegez. Graet e veze anezo e keltieg enez-Vreiz arekobroues « degasadennou ». Hor ger argourou eo e brezoneg. E Galia, er c’henta kantved kent H. S., e stage an ozac’h ouz an argourou-se, degaset gant e wreg, eur c’hement-ha-kement savet diwar e vadou-heñ. An hini eus an daou bried a veve war-lerc’h egile a biaoue an daou gementad gant ar frouez bet diwarno. An argourou a oa anezañ ivez en Iwerzon er pempet kantved goude H. S. E Bro-Gembre ne deus a zimezi reiz nemet e kement ha m’eo rôet ar vaouez gant he zad pe he c’herent nesa, dirak testou [348].
An unanwregiez. — N’helle peurliesa eur gwaz kaout nemet eur wreg gwir-bried, ha hi kendere gantañ [349]. Ar vugale ganet d’ezañ gant ar wreg-se hepmuiken o doa gwir d’e herez. Ar ger bena [350] e keltieg a heñvel beza talvezet, dre vras, « maouez » ha dre striz, « gwreg-pried ». En enez-Vreiz ez oa, en tu-hont d’ar ger-se, daou c’her all da lavarout « gwreg » : vraki ha vrakka, hizio « gwreg » ha « gwrac’h ». En Iwerzon, ar wir-bried, ha n’oa ket hec’h ozac’h e dalc’h eun tad, a raed anezi kintumanutera, eur ger savet a zaou c’her all : kintus « kent » ha manutera « strollad, tud dindan dourn an tad ». Da lavarout edo ez oa ar wreg-pried ar c’henta eus an dud dindan dourn an tad a diegez.
Evit gwir, sellet e veze ar wreg evel tra an ozac’h en doa he frenet. En arvar eo koulskoude ha bez’ en devoe an ozac’h war e wreg, e-touez Kelted ar c’henta kantved kent H. S., ar gwir a vuhez hag a varo stag ouz ar seurt perc’hentiez. Ar gwir-se a c’halle da seveni war e verc’hed pe war ar gwragez sklavezed perc’hennet gantañ ; p’en dije avat lazet e wreg-pried, en dije bet, gwirheñvel eo, da respont eus al lazadenn-se dirak tud an hini lazet, o dije dizamant hen talvezet d’ezañ dre an armou. An danevell-mañ hen diskouez anat a-walc’h hag, en tu-hont da se, e weler drezi pegen uhel-briz e veze dalc’het, e-touez ar Gelted, enor ar wir-bried.
En Iwerzon, en eilvet kantved goude H. S., eur roue eus al Leinster a eureujas gant unan eus diou verc’h ar roue-meur. E sujidi a lavaras d’ezañ : « Ar vrava eus an diou ac’h eus lezet ! » Hag heñ davet e dad-kaer ha lavarout : « Maro an hini eus ho merc’hed am boa bet diganeoc’h ; roit d’in eben ». Rôet e voe d’ezañ. Pa welas, avat, ar yaouerez, oc’h en em gavout e ti ar roue, he c’hoar hena, ec’h anavezas n’he dije ken renk nemet hini eur serc’h ; hag e varvas gant ar vez hag ar glac’har. An anken a savas er c’hoar hena diwar maro kriz he yaouerez a reas d’ezi mervel d’he zro. Roue Iwerzon a gavas d’ezañ e oa bet roue al Leinster diou wech kablus a vuntrerez ; brezel a zisklerias d’ezañ hag, o veza bet trec’h, da zic’haoui maro e ziou verc’h, e sammas war Leinsteriz eul leve daouvloaziek gwall-bounner, ar Boroma, a oa ouz hen ober, war a lavarer, 5.000 buoc’h, 5.000 pennmoc’h, 5.000 penn-deñved, 5.000 mantell, 5.000 chadenn arc’hant, 5.000 kaoter vihan kouevr, eur gaoter vras mentek a-walc’h da lakaat enni daouzek penn-moc’h ha daouzek ejen, 30 buoc’h wenn, diouskouarn ruz d’ezo, gant 30 leue heñvel outo.
Ar gwir-se, revinus da Leinsteriz, a veze paeet c’hoaz er VIIet kantved [351].
Lieswregiez ha liesozac’hiez. — N’eus ket a skouer diarvar a lieswregiez e-touez an Hen-Gelted. Arvarus eo an arroudennad-skrid gant Kaesar a c’halver a-wechou da dest ez oa al lieswregiez gant ar C’halianed [352]. Anat, avat, e c’helle ar C’halianed pinvidik kaout, estr eget o fried, serc’hed hag i pe sklavezed en o zi, pe maouezed dizalc’h en diavaez. Al lieswregiez a ziskouez beza bet anezi, da vihana ez direol a-unan gant an unanwregiez, e-touez meur a boblad indezeuropek nes pe nesoc’h d’ar Gelted dre ar gwad. Pennou-pobl Germania a oa d’ezo alies diou wreg, neket diwar orged, gouez da Dacitus, hogen evit astenn gwelloc’h a se o darempredou hag o levezon. Darn eus an Dhraked, trec’h en o c’hreiz, moarvat, temz direiz ar gouennou kreizdouarek pe aziek, a oa anezo lieswregerien douet p’o doa betek dek pe zaouzek gwreg war eun dro [353]. Evel dre eur c’hempouez-natur ez oa e-touez an Dhraked-se end-eeun tud anvet ktisted a dec’he diouz darempred merc’hed hag a ouestle chom dizemez. Deut dre eno da dud sakr e vezent kehelet gant ar bobl ha diwallet a bep dismegañs. An diwregiez-se eus an Dhraked, kouls hag o lieswregiez, ne gaver netra heñvel outo e-touez an Hen-Gelted [354].
Al liesozac’hiez, da lavarout eo dimezi eur wreg hepken gant meur a ozac’h, breudeur peurliesa, a zo bet lakaet gant hiniennou eus an hen-skrivagnerien war Enez-Vreiziz hag Iwerzoniz. Eur skouer splann a se a gaver e kosa lennegez Iwerzon : tri c’hadour, tri breur anvet Vindi eus Emania e bro-Ulad, n’o deus etrezo nemet eur wreg, c’hoar da Vedua, rouanez bro-Gonnac’ht. Hevelep degouez a gavomp gant Arianed an Indez en o barzoneg anvet ar Mahâbhârata : « Ar plac’h kaer Draâupadi glas-bleuñv-elestr he daoulagad » he deus da briedou pemp kadour, ar pemp breur Pandavâ. En eil tro hag eben, boaziou diwar-lerc’h henvroiz, moarvat, ha neket boaziou an Arianed, eo hon eus d’ober outo. Gwir abeg a zo, gant-se, da gredi ez oa deut dirollerez sebezus ar merc’hed e kosa lennegez Iwerzon da herez d’ezo, neket eus ar Gelted, hogen eus poblou ragkeltiek an enez a rede, dreist-holl, en o gwazied gwad ar gouennou kreizdouarek [355].
Stad ha levezon ar gwragez. — Stad, ha levezon ar gwragez a heñvel beza bet diouz : 1) an amzer ; 2) ar vro ; 3) ar renk dalc’het er Gevredigez gant tud ar wreg ; 4) doare an ere a unane ar wreg gant he fried.
Hervez eur Gresian gouiziek er pevare kantved kent H. S. n’en em leze ket ar Gelted da veza renet gant o gwragez. Meur a skouer a denn, koulskoude, da ziskouez anat n’oa ket ar C’heltezed dic’halloud krenn en o ziegez. Alies diwar zimeziou e veze savet da vat emgleviou-poblou. War-dro ar bloaz 60 kent H. S., e-touez Kelted Galia, e weljod an Helvetiad Orgetorix hag an Aedu Dumnorix oc’h en em glevout da zont da veza mistri Galia hag oc’h eeuna an hent da se dre sevel nesanded etrezo ha tiegeziou penna ar vro dre zimeziou : Orgetorix a roas unan eus e verc’hed da Zumnorix ; hemañ a reas d’e vamm eureudi eur rener eus poblad ar Vituriged hag a zimezas e c’hoar hag e garezed all gant tud uhel a veur a boblad. Etro ar mare-se ivez, e-touez Kelted ar menez Tauros, Vokkio, roue Noreia, c’hoant d’ezañ d’en em unani gant ar C’hermaned enep d’an Daked, a zimez e c’hoar da Ariovistos, roue ar Sueved.
Araok m’o devoe gounezet dre vrezel Itali an hanternoz (IVet kantved kent H. S.) e savas, e-touez Kelted an douar-bras, eur brezel-diabarz. Kerzout a eure ar gwragez dre greiz etre an armeou hag, o vont da hanterourezed, e peoc’hjont an enebourien. Diwar neuze, eme eur skrivagner gresian, ar Gelted, p’en em guzuliont diwar-benn peoc’h pe vrezel, a zegemer o gwragez er c’huzul ; kemeret e vezont da unvanourezed da reiza an dizunaniezou a sav etrezo hag o c’hevredidi. Hennez eo bet moarvat, da vihana, boazamant darn eus ar C’halianed, ma kemerer da wir an danevell-mañ. Er bloaz 218 kent H. S. pa dreuzas Annibal e penn e argadourien Galia ar c’hreisteiz da vont da Romaned an Itali, e voe divizet etrezañ hag ar Gelted o dije ar re-mañ, ma vije klemm ganto ouz Karthadiz, ar bengadourien garthadat da varnerien ; ha, mar o dije, er c’hontrol, Karthadiz d’en em glemm ouz ar Gelted, gwragez ar re-mañ an hini a varnje.
En Iwerzon, er c’hantvedou war-lerc’h H. S., ar merc’hed o devoa eun argourou digant o zad, an herez anezañ n’hellent ket da gaout avat. Pa n’oa ket a vibien, neuze e tegoueze d’ezo herez o zad, nemet e rankent kemerout an armou ha pleustri gant ar brezel, diouz ma veze ret evit mad an tiegez.
Ar boaz-se a rene ivez, diarvar, e lec’hiou all ; sklerijenn a deu dioutañ war ar stad-dreist dalc’het gant eur C’heltezed bennak a vez ano anezo en istor. Er Vet kantved kent H. S., Ononiaris, penrenerez an argadourien a c’hounezas ar vro er c’hreisteiz d’an Danuvios, a oa marteze merc’h d’eur roue marvet divab. Prasutagos, roue an Ikened en enez-Vreiz, n’oa mab ebet d’ezañ, anat eo, pa rôas da genher d’e verc’hed an impalaer Nero ; aon gantañ rak skraperez ar Romaned e vennas suraat gwelloc’h a se d’e verc’hed eul lodenn eus e herez. D’an hevelep mare hag en hevelep bro Kartismandua, rouanez ar Vriganted, a dlee kaout ar rouantelez da vad dreist-argouraouek.
En Iwerzon, er c’henta kantvedou eus an oadvez kristen, he doa ar wir-bried gwiriou diouti hec’h-unan he rente, e meur a zoare, diliamm diouz he fried : 1) gwir he devoa da lakaat terri ar c’hontradou diemzao bet savet gantañ ; 2) bez’ e c’helle kaout madou perc’hennet ganti hepken hag a vere diouz he fenn hec’h-unan ; 3) terri an dimezi a c’helle ober pa rene he fried buhez fall. Kavout a reomp e buhez santez Berc’hed eur wreg a c’hourdrouz kemer ar gwir-se. Berc’hed, pe, evel a lavared c’hoaz er pempet kantved, Brigenti, a oa he mamm eur sklavez hag he zad eun drouiz hag heñ mestr d’ar sklavez. Pried reiz an drouiz a zalc’has warnañ evit ma vije argaset ar sklavez, o kinnig terri ar briedelez. Dre ma wele he dije kaset ganti an enebarz he doa bet digantañ, e plegas an drouiz hag e werzas e sklavez d’eun den all.
E-touez Iwerzoniz ha, moarvat ivez, e-touez ar Gelted all, edo stad ar wreg diouz an doare unaniez he liamme ouz an ozac’h. Dek doare unaniez etre gwaz ha maouez a gaver digemmet e lezennou Iwerzon a zo bet, hep mar, lakaet dre skrid da genta er IVet pe er Vet kantved goude H. S. An unaniezou sellet evel reiz a oa anezo :
1) An unaniez dre gontrad etre priedou kement-ha-kement o madou ; e-barz an doare unaniez-se hepken e veze graet kintumanutera eus ar wreg ;
2) An unaniez dre gontrad etre gwaz pinvidik ha maouez paour ; houmañ ne zegase netra en tu-hont d’he ferson hec’h-unan. Peurliesa eur seurt dimezi n’en doa talvoudegez nemet evit eur bloavez ;
3) An unaniez dre gontrad etre gwaz paour ha maouez pinvidik ; gant an doare unaniez-se e oa sujet stad ar gwaz en tiegez ha heñvel a-walc’h ouz stad ar vaouez en unaniezou ordinal ;
4) Unaniez diwar c’hourc’hemenn, kerent ar vaouez o veza gwerzet d’ar gwaz o beli warni ;
5) Unaniez diwar vignoniez ; lezet ar veli war ar wreg etre daouarn he c’herent hag ar re-mañ, dre vignoniez ouz ar gwaz e lez da bleustri ar vaouez hep sevel paeamant diwarnañ.
An unaniezou sellet evel direiz dre ma tiouere aotreadur kerent ar vaouez a oa anezo :
6) An unaniez dre skraperez ; asanti a ra ar vaouez ha dilezel he zud a-ratoz-kaer ;
7) An unaniez dre laeroñsi : savet dre guz gant aotre ar vaouez ;
8) An unaniez dre nerz : kaset da benn gant ar gwaz hep aotre ar vaouez.
En trede doare unaniez edo stad ar vaouez mat-dreist. Diou skouer vrudet a se a zegasimp : Medua e-touez Iwerzoniz ha Kartismandua e-touez ar Vrezoned.
Medua [356] a oa, war-dro dibenn ar c’henta kantved kent H. S., merc’h roue-meur Iwerzon. Rouantelez Konnac’ht he devoe digant he zad. Deut da rouanez, ez eo diskleriet en he zra. Bez’ e timez hag, evel m’emañ diouz he zu ar galloud hag ar madou, hi eo a ro priz ar brenadenn d’ar gwaz kemeret ganti da bried [357]. Hi eo a ren pep tra en diabarz an ti-roue evel er-maez er rouantelez. Eus he fenn hec’h-unan e tiviz ma vo digoret eur brezel ouz roue an Uladed. Kannaded a gas da zastum ar bengadourien hag ar vrezelidi ha, kenstrollet an armead, hi a gerz e penn anezi pignet war he c’harr-emgann, hag a ra bep noz an amweladenn eus ar c’hamp. He fried, hag heñ brezelour mat hag a wad roue, a zo diveli : « Eur gwaz war beadra maouez », gouez da lezenn Iwerzon, n’eo ken !
E Breiz-Veur Kartismandua a oa rouanez ar Vriganted er bloavez 51 goude H. S. Unan eus he sujidi he doa eureujet, Venusios, eur brezelour brudet anezañ ; hi avat a oa rouanez hag heñ n’oa ket roue. Skuiz gantañ, e kasas anezañ diwar he zro hag e kemeras en e lec’h Vellokatus, floc’h ar pried a zisprize. Kirieg e voe he eil-zimezi d’ar Vriganted d’en em sevel, ken na drec’has d’ezo da genta, nemet gant skoazell ar Romaned, ha ma rankas er bloaz 69, a-benn an diwez, koll diwar-se he c’hurunenn [358].
Vertuziou ar gwragez keltiat. — Diwar ar boaz meneget gant an impalaer Julianus (lizer da Vaximus) e kouezer da gredi ez oa e-touez Galianezed ar Reter, er IVet kantved goude H. S., priedou orgedus ha bresk. Lakaat e kemm ar pez a zesrevell Dion Kassios diwar-benn gwreg ar C’haledoniad Argentokoxos [359] hag ar pez a lavar Tacitus eus mamm-guñv al Lingon Julius Sabinus [360]. Direizderiou n’eo ken, moarvat, evel ma vez kavet e pep amzer hag en holl ouennou, ar re c’hlana ha yac’ha zoken. Ar Romaned hag ar C’hresianed, hag i nemeur douget d’ar Gelted, a ro meuleudi d’o gwragez hag a zesrevell diwar o fenn meur a skouer a fealded pried, a gadarnded hag a herded. Degas da goun a raimp istoriou Kamma ha C’hiomara e-touez Kelted an Azi-Vihana, Eponina e-touez ar C’halianed ha Boudikka e-touez ar Vrezoned.
Gwreg Sinatos, unan eus daouzek roue ar C’halated, e oa Kamma. Eur roue all, Sinorix, a zeuas d’he c’harout. Klask a reas he likaoui ha, pa n’helle dont a-benn eus e venoz, e vuntras Sinatos hag e c’houlennas an intanvez da bried. Her a-walc’h e vôe evit anzav d’ezi ez oa heñ muntrer he fried hag en doa e lazet dre garantez outi. Evel m’oa pinvidik ha galloudek e talc’he tud Kamma warni evit m’e gemerje da bried hag e reas van da asanti. C’hoarvezet deiz an eured, ar vaouez a gemeras, diouz ar c’hiz, eun hanaf aour leun a vez, a evas an hanter eus an hanafad hag a astennas da Sinorix da beureva. Kerkent ha m’en devoe evet he-mañ, e lavaras Kamma laouen-holl n’he doa ket bevet war-lerc’h he fried nemet gant ar spi e welje an devez-se ma talvezje d’e vuntrer an drouk lazadenn anezañ. Ha bremañ edo o vont d’en em gavout gantañ er bed-all.
« Evidout-te », emezi da Sinorix, « e-lec’h eur banvez eured lavar d’az keneiled ha d’az mignoned aoza d’it eur bez. » Kent donedigez tud an eured he doa kontammet ar mez. Sinorix, hag a sante diwar neuze ar c’hontamm o reuzia en e gorf, a sailhas war e garr, dre ma kave d’ezañ e vije frealzet gant al lusk hag ar stroñs. Ne voe ket avat evit o gouzañv. Neuze e kemennas e lakaat war eur gwele-douger da zistrei d’e di, hag e varvas en noz-se end-eeum. Kelou e varo a zeuas da Gamma war zibenn an noz : edo-hi hec’h-unan war he zremenvan. Nerz a-walc’h he devoe da splanna he laouenedigez hag e laoskas he huanad diweza.
Gwreg Ortiagon, roue meur an Dolistoboged, unan eus teir foblad vras an Azi-Vihana e oa C’hiomara. Dalc’het e voe da brizoniadez gant ar Romaned e brezel ar bloavez 189 kent H. S. Ar c’hantener, pe ofiser a rene ar soudarded karget da evesaat ouz ar brizonidi, pa n’oa ket evit he likaoui, a reas outi dre heg hag he gwallas. Neuze, douget ma ’z oa d’an arc’hant, e reas kinnig dre zindan da Ortiagon he zroka d’ezañ ouz eur yalc’had. Ortiagon a asantas d’ar marc’had hag, eun nozvez, an ofiser, C’hiomara gantañ, a zegouezas el lec’h m’oa bet divizet d’ezañ en em gavout gant kannaded Ortiagon. E-pad m’edod o poueza er balañsou an arc’hant degaset gant ar re-mañ, e lavaras C’hiomara eur geriennou bennak e keltieg. Kerkent an daou gannad a zic’houinas o c’hlezeier, a lazas ar Roman, hag unan anezo e zibennas. C’hiomara a guzas ar penn e pleg he sae hag, en em gavet dirak he fried, her stlapas ouz e dreid en eur ziskuilha ar walladenn he doa bet da c’houzañv. — « An eeunded er marc’hadou a zo eur gaer a dra, maouez », a lavaras Ortiagon, garo e vouez. — « Gwir eo », emezi, « hogen setu kaeroc’h c’hoaz : n’eus nemet eur gwaz beo a gement a c’hallfe en em veuli da veza va ferc’hennet. »
Er penn all eus ar bed keltiek, en Iwerzon, diou vaouez, Derdriu ha rouanez al Leinster, a oa heñvel o ratoz ouz hini o c’hoarezed eus ar C’halatia, Kamma ha C’hiomara.
Derdriu a oa gwreg eur brezelour brudet a-douez an Uladed. Hemañ en doa ranket divrôa gant e zaou vreur, da dec’hout rag ar roue Kunokobros [361] a venne skrapa Derdriu digantañ. War zigarez ober ar peoc’h, e teuas roue an Uladed a-benn da zedenna an dec’hidi en Emania, e gêrbenn, hag e reas d’e vrezelourien laza an tri breur. Mirout a reas Derdriu a-hed eur bloavez gantañ. A-benn ar pennad amzer-se skuiz gant he zristidigez, e rôas anezi d’ar brezelour en doa lazet he fried. Da vare an disparti, evel m’edo en he sav war karr an den-se, e youc’has ar roue d’ezi komzou dismegañsus : « Setu te aze evel eun dañvadez etre daou vaout-tourc’h ». Touet he devoa Derdriu na welje ket daou waz o veza war eun dro perc’henn d’ezi : lammat a reas a-ziwar ar c’harr, en em stlepel war he fenn ouz eur roc’h hag en em laza.
En eun emgann, savet etre an Uladed ha brezelourien al Leinster e voe trec’het ar re-mañ ha lazet o roue. An Ulad en doa skoet taol ar maro gant roue al Leinster en em gavas gant gwreg hemañ hag a vennas he lakaat da bignat war e garr-emgann. « Da bried a c’hourc’hemenn ma heuilhfes ac’hanoun », emezañ en eur ziskouez d’ezi penn trouc’het ar roue. — « Torret eo », emezi, « al liamm am c’hevree gantañ. » — Kerkent e ruzias penn an hini lazet, ha goude e c’hlazas adarre. « Degas a ra da goun d’in », eme ar vaouez, « eul le en deus graet : ne vijen biken perc’hennet gant Ulad ebet, hag emañ souezet dre ma terman o terc’hel d’ar ger en deus rôet evidoun ». — « Deus davedoun er c’harr », eme ar brezelour. — « Lez ganen da vihana amzer da ouela d’am pried », eme ar rouanez. Neuze e laoskas eul leñvadenn ken pounner ma torras eur wazienn bennak en he c’horf ; koueza a eure a-c’houen he c’hein hag e varvas.
Diazezet e c’hell beza danevell Derdriu ha rouanez al Leinster war darvoudou gwir c’hoarvezet e derou ar c’henta kantved goude H. S. ; gant dezrevellou ar Grenn-amzer, avat, ha n’heller nemet damfiziout enno, ez int bet miret d’eomp. Gwelloc’h asur eo ar skridou o deus degaset betek ennomp envor ar C’halianez Eponina hag ar Vrezonez Boudikka.
Eponina a oa pried Julius Sabinus, unan eus pennou ar C’halianed en em savet ouz ar Romaned er bloaveziou 69 ha 70 goude H. S. An ano a « impalaer Galia » en doa zoken kemeret Julius Sabinus evit eur pennad-amzer. Douaren e oa d’eur Geltez a ouenn uhel eus poblad al Lingoned ha da Julius Kaesar. Ret d’ezañ en em guzat da dec’hout rak buanegez ha droukrañs an impalaer Vespasianus, e tremenas nao bloaz en eul log dindan-zouar. E wreg yaouank Eponina a chomas gantañ hag a c’hanas eno daou vab. Diskuliet e voent a-benn nao bloaz ha kaset da Roma. Vespasianus a c’hourc’hemennas kas Sabinus d’ar maro. Neuze Eponina, he devoa klasket habaskaat an impalaer dre zaoulina dirazañ ha diskouez d’ezañ he daou vab, a savas kerkent ha, dic’hoant da veva war-lerc’h he fried, e c’houlennas hag he devoe an aotre da vervel gantañ.
Intañvez Prasutagos, roue an Ikened, e oa Boudikka. Pa varvas he fried, er bloavez 61 goude H. S., e welas he rouantelez mac’homet ha lakaet en arigrap gant ar Romaned : soudarded, paotred an tailhou, mevelien an impalaer. Teñzoriou Prasutagos a voe laeret, uhelidi an Ikened lemet o madou diganto, kerent ar roue maro lakaet war roll ar sklaved ; Boudikka, hi hec’h-unan, kannet a-daoliou gwialennou, hag he diou verc’h gwallet. An dirolladeg-se a dennas war he lerc’h eur stourmad eus ar garva ma varvas ennañ Romaned a vil vern. Boudikka a gemeras renadur an arme a voe savet gant ar Vrezoned ouz soudarded an impalaer. Araok an emgann e voe gwelet war he c’harr-brezel, he diou verc’h dirazi, oc’h heda tal an armead hag o kalonekaat dre he c’homzou ar vrezelourien eus pep poblad. Degas a reas da goun kement o doa bet ar Vrezoned da c’houzañv a-berz ar Romaned hag e klozas o lavarout he doa graet he menoz da drec’hi pe da vervel, ha hi eur vaouez ; « evit ar wazed e c’hellent », emezi, « mar doa gwell ganto, degemerout ar vuhez a-unan gant ar sklavelez ». Trec’het e voe ar Vrezoned, hag ar Romaned,, aet e gouez, a lazas gant ar c’hleze beteg ar merc’hed hag ar c’hezeg. Boudikka, gwirion d’he ger, en em ampoezonas.
Tiegez ar roue Dejotaros. — Pez a anavezomp eus buhez ar roue galat Dejotaros a laka da bara eur goulou kriz war vuhez eun tiegez-roue e-touez Kelted Azia-Vihana er Ia kantved kent H. S. Deuet da roue war-lerc’h e dad hag o veza ma chome e wreg Stratonikê hep genel bugale, e kemeras Dejotaros da serc’h eun ereadez c’hresiat anvet Elektra a c’hanas d’ezan meur a vab. Dejotaros o lakas d’ar maro nemet unan, evit mirout ne daje an herez diwarnan da veza lodennet goude e varo. Lavaret e oa bet e vije roêt da bried d’ar mab penhêr-se merc’h Artavasda, roue Armenia, nemet mervel a reas araok e dad. Eus an diou verc’h en doa bet Dejotaros, unan a voe gwreg ar roue Kastor Tarkondarios [362], eben a zeuas da veza pried Brogitaros, tetrac’h an Drokmed (Trokmi). Lans en devoa bet Dejotaros da glemm eus ar roue Kastor hag eus e bried. Aet droug ennan, e kemeras a-stourm o c’hastell hag o laza a reas an eil hag egile.
Implij-amzer ar maouezed keltiat. — Hervez skrivagnerien an Hen-amzer e oa ar gwragez keltiat mammou eus ar frouezusa ha magerezed mat, hag e tesavent ervat o bugale. Er broiou keltiek, a lavaront ouspenn, evel m’emañ gwell gant ar wazed ar brezel eget ar c’hounidegez-douar, e vez graet ar pep brasa eus labour ar maeziou gant ar merc’hed. Hevelep tra o deus lavaret eus an Ibered, al Ligured, an Illirianed, hag an Dhraked. Hogen, anat eo, evit an holl boblou-se ar merc’hed a renk izel eo a zo ano anezo kentoc’h, rak n’eo ket tre da gredi e vije bet boas da embreger ar falz merc’hed a renk uhel, ha d’ezo mevelien ha mitizien.
Ar Gresian Strabon (diwez ar c’henta kantved kent H. S.) a ro da anaout « ez oa reizet e-touez ar Gelted labouriou ar wazed hag ar merc’hed en enep d’ar pez ez oant e-touez ar C’hresianed ». Petra a fell d’ezañ lavarout dre se ? E-touez ar C’hresianed, nemet e Sparta, e tremene ar merc’hed o amzer o neza, o wea hag o vrouda er ranndi merket d’ezo ; dibaot ez aent er-maez ; ne gemerent ket perz e buhez ar wazed ha ne c’houlenne ar re-mañ gwech ebet o ali diganto ; n’o doa mann da sellout ivez e traou ar renerez-bro. Gant-se merc’hed abaf a oa anezo, aonik zoken dirag ar wazed ha dizesk-bras.
Ar C’heltezed a ziskoueze kaout brasoc’h frankiz ha beza heroc’h. Er brezeliou ouz broïz pe ouz diavaezidi e choment peurliesa er gêr ; en argadadegou da bell-vro, avat, e heulient o zadou, o breudeur hag o friedou. Er bloavez 58 kent H. S. an Helveted o doa argadet Galia a voe trec’het gant ar Romaned ; o gwragez a zifennas taer meurbet betek ar c’hreiz-noz ar voger a oa bet savet en-dro d’o c’hamp gant kirri ha pakadou. Er c’henta kantved goude H. S., gwragez ar Vrezoned a heulie anezo war an dachenn-vrezel ha, pintet war o c’hirri, a selle ouz an emgann.
Er pevare kantved goude H. S., pa save kroz ha kann, ma oa an tu koll gant hec’h ozac’h, ne derme ket ar C’halianez mentek, kreñv, ha kalonek, d’en em gavout war al lec’h. Neuze e veze gwelet e-kreiz ar veskadeg o skei a-daoliou treid, ha gant he divrec’h gwenn ha kigennek o tistaga taoliou dourn « ken tenn ha taoliou bangounell » gouez da Ammianus Marcellinus.
En Iwerzon, kosa danevellou-meur, dezrevellet enno darvoudou c’hoarvezet er c’henta kantved kent pe goude H. S., a ziskouez d’eomp merc’hed a stad uhel o kemena mezer, o wriat, o vrouda, ha merc’hed eus ar renkou izel o niza hag o vala greun, o tamoueza bleud, o trouc’ha broen, hag all.
Iwerzoniadezed an Hen-amzer o doa gouiziegez estr eget se pa ouient diouz an embregerez-armou, galvet ha ma vezent, troiou a oa, d’ar wazoniez-vrezel. Mamm roue Bro-Ulad, er c’henta kantved kent H. S., a oa anezi eur vrezelourez vrudet. Kosa skridou Iwerzon a laka spis e oa gant Brezoned ar mare-se brezelourezed o kelenn war ar brezelerez. Darn eus brudeta kadourien-veur Iwerzon, en o metou Setantos lesanvet « Ki Kulann », a voe kelennet ganto hag a zleas d’o c’henteliou, evit eun darn vat, e ampartiz-vrezel. C’hoar ar roue Kunokobros, anezi eur plac’h a ugent vloaz pe war-dro, a ouie ren jaoed : hi eo a rae da baotrez-karr he breur, pa ’z ae hemañ da hemolc’hi. E Galia ivez, er c’henta kantved goude H. S., e welomp ar C’halianez Salonina o pignat war varc’h hag o heulia he fried e penn an arme.
A-hend-all, ar poueziou gwerzidi kavet dre niver er broiou keltiek a desteni oberiantiz ar maouezed kelt evel nezerezed. Unan eus ar poueziou-se a zo warnañ an enskrivadur-mañ, keltiek ar c’henta ger anezañ : Veadia tua tenet « derc’hel a ra da werzidadou » [363].
Ar magdi. — En enez-Vreiz hag en Iwerzon edo ar c’hiz ober desevel ar vibien, ar merc’hed zoken, er-maez eus ar gêr, en eun tiegez all. Iwerzoniz a gase d’ar magdi o bugale-vloaz hag o leze eno, ar baotred betek o seitek, ar merc’hed betek o fevarzek vloaz. Daou seurt magerez a oa : — 1) ar magerez dre garantez, ne oa dleet evitañ gopr ebet d’an tad-mager ; — 2) ar magerez gopret, a veze ar gopr anezañ diouz renk tad ar bugel. Ar gopr dleet evit maga mab eun « uheliad buoc’h », da lavarout eo eun dijentil eus ar renk izela, a save da deir buoc’h ; evit mab eur rix pe roue e veze ar gopr etre triouec’h hag ugent buoc’h.
Lezennou Iwerzon a ra meneg piz-ha-piz eus kement a dlee an tad-mager deski d’ar vugale fiziet ennañ. Mibien an dud izel a veze desket d’ezo prederia ha mesa eur bagad gevr, ein, leueou, perc’hel ; penaos lakaat an ed da sec’ha ; aoza greun d’ober bier, inkarda gloan, trouc’ha ha faouta keuneud ; d’ar merc’hed e veze desket ober gant an nadoz, mala greun gant ar vreo, meza toaz hag ober gant ar c’hrouer hag an tamouez. Mibien an uhelidi a zeske embreger an armou, neui, mont war varc’h (an tad an hini a bourchase ar marc’h) ; kenteliet e veze ar merc’hed war dailha an dañvez-dilhad, gwriat ha brouda.
Eun dra sakr a veze graet gant an doare kerentiez a save etre ar maget hag e dad-mager. Dougetoc’h e oa alies ar bugel d’an tiegez-se eget d’e hini end-eeun hag e voe gwelet zoken tud o rei a-youl-gaer o buhez da virout hini o zad-mager pe o breur-laez.
Ar magdia a heñvel beza bet ar boaz anezañ e-touez Kelted an douar-bras, ar C’halianed da vihana. Ar re-mañ, er c’henta kantved kent H. S., a selle evel eur vez d’eun tad a diegez en em ziskouez dirak tud all a-gevret gant e-vab, hag heñ re yaouank c’hoaz da embreger an armou. Hogen n’oa tu ebet d’en em virout a se nemet magdiet e vije ar bugel.
Anoiou ar vugale. — Rôet e veze d’ar vugale anoiou, lies bras ar stumm anezo. An anoiou paotred ha merc’hed a anavezomp an dalvoudegez anezo, a c’hellomp renka, evit ar peurvuia, en nao c’hevrennad :
1) Anoiou doueek : Moenikaptos « sklav an doue Moenos », roue keltiat lazet er Spagn en eun emgann ouz ar Romaned (214 kent H. S.) ; Ivomagus « mevel Ivos » (Itali) ; Luguselva « perc’henniez Lugus », ano eur vaouez eus bro ar Betrokored (Galia) ; Lugubranos « bran Lugus », drouiz iwerzoniat ; Totatigenos « ganet eus an doue Totatis », eur C’helt eus ar strollad soudarded karget d’ober ouz an tangwall ha da gerreiza e-pad an noz e Roma [364] ; Kamulognata « azeulerez Kamulos », eur C’halianez a ouestlas d’an doue Merc’her unan eus al listri arc’hant kavet e Bernay ; Nemetogena « merc’h ar santual », sklavez kêr (ancilla publica) e Burdigala (Bourdel oadvez kelt-ha-roman).
Graet e veze alies eus ar vugale anoiou doueed evel ma reer hizio anoiou sent : Kamulos, tad Kamulianos, en Norikon ; Smertos, poder en Alezia ; Nodons, drouiz iwerzoniat (IIet kantved goude H. S.) ;
2) Anoiou diwar doareou korf mat pe fall, diwar an oad, an amzer, ar c’hanedigez : Pennovindos « gwenn e benn », perc’henn douar e Galia (oadvez kelt-ha-roman) ; Argentokoxos « gar-arc’hant », ano eur C’haledoniad brudet ; Durnakos « an dournek », barnour ar Vokonted (kenta kantved kent H. S.) ; Brikkos « ar briz », poder an Alpou ; Krixos « ar penn-krec’h, ar rodellek », ano eur rener eus Kelted an Itali (IIIet kantved kent H. S.) hag eur c’hlezeiad eus Capua, a ouenn geltiek, lazet e penn ar sklaved en em savet (71 kent H. S.) ; Kunopennos « uhel-e-benn », eur C’helt eus an Itali ; Voltorix « roue ar pennad-bleo », eun ano a voe douget gant meur a Gelt eus ar Bannonia [365] ; Drutalos « tal bras », eur C’helt a Lugudunon ; Triulatos « tri-barv » (Galia) ; Kokka [366] « ar ruzenn », merc’h Andebrogirix e bro stêr Isara ; Vindilla « gwennig », eur yaouez a Bannonia ; Urogenonertos « nerzus evel mab an uros » [367], soudard koz beziet e Lugudunon ; Nerta « an hini greñv », merc’h Kantosenos e Burdigala ; Touta « ar plac’h kreñv » (Galia) ; Nertomaros « bras dre e nerz » (Norikon, Pannonia) ; Vimpuro, Vimpurilla, anoiou Galianed ha Galianezed deveret eus an ano-gwan doarea vimpis « kaer, koant » ; Kotto « ar c’hoz », uheliad bastarn, mignon da roue Makedonia (179 kent H. S.) ; Kambos « ar c’hamm », ano meur a Gelt war an douar-bras hag en Enez-Vreiz ; Iovinkatos, deveret a iovinkos « yaouank », eur Galian eus ar C’hreisteiz ; Senoviros « den koz », ano meur a C’halian ; Senobena « maouez koz » (Galia) ; Bitus « holl-bad » ; Samos « hañv », unan eus benerien kolonenn Mogontiakon (Mayence) ; Samogenos « mab an hañv », Kelt a Vurdigala ; Samorix « Roue an Hanv », mab Liamaros, eus brôad ar Rêmed (Remi), marc’heg er bagad anvet Ala longiniana ; Giamillos « goañvig » (Galia) ;
3) Anoiou diwar doareou-ene mat pe fall ; Exobnos [368] « an dizaon » ; Tagausios « an tavedek » ; Togios « ar c’haradek » ; Sukaros « an hegarat » ; Dagodumnos « mat-doun » ; Dagomaros « mat-meur, mat-tre » ; Dagovassos « den-mat » ; Gargenos « fero », roue Kelted an Itali ; Epomeduos « mezo gant marc’h » da lavarout eo « douget-tre d’ar c’hezeg » ; Eposterovidos « an hini o oar atiza kezeg » ; Smertomara « armerzerez-veur, espernerez vat », ano-plac’h a C’halatia ; Glana « plac’h c’hlan » ; Bidudaga « plac’h bepred mat » ;
4) Anoiou diwar ar renk, ar brud, ar stad : Kintus « ar c’henta », kadour brudet a Iwerzon (kenta kantved goude H. S.) ; Pentos pe Pemptos « ar pempet », eur poder a Vro-Spagn ; Ategnatos « ar paotr anavezet-mat », Ategnata « ar plac’h anavezet-mat », ano eur C’helt eus an Itali hag eur Bannoniadez ; Neutto « ar brudet », Galian eus an Hanternoz, mab da Dagausios meneget uheloc’h ; Maga'los [369] « ar bras », penn ar gannadourien kaset davet Hannibal gant Kelted an Itali (218 kent H. S.) ; Trogos « ar reuzeudik » ; Anderix « rouanez vras », ano eur vaouez eus kreisteiz Galia ; Moririx « roue ar mor », ano eur Breizad dindan aotrouniez ar Romaned ; Vassorix « roue an dud » pe « roue ar wizien », eur Galian eus glann ar Rênos [370] ; Senokondos « an den-gouest koz », eur Galian eus ar C’hreisteiz [371] ; Vassos « gwaz », Vassa « gwazez » [372] en hevelep lec’h ;
5) Anoiou brezelek : Gaisatorix « roue ar C’haisated (dougerien c’hoafiou) », ano mab roue an Daurisked, Kristusiros (kenta kantved kent H. S.) ; Katus « kad » pe « emgann », ano unan eus ar roueed en em savet ouz Roma (21 goude H. S.) ; Katuviros « ar c’hadour », roue meur Iwerzon (IIet kantved goude H. S.) ; Katumaros « bras en emgann », eur C’helt eus ar Bannonia ; Katuvokanos « brudet en emgann », eur C’helt eus a Vreiz-Veur [373] ; Bilikatus « emgann mat », poder a zo bet kavet listri diwar e zourn e Bro-C’hall hag e Bro-Saoz ; Vellokatus « gwelloc’h emgann », floc’h pried rouanez ar Vriganted ; Dêvokatus « emgann-doue », poder Galia ; Lovokatus « emgann skedus », beleg brezon eus ar VIet kantved goude H. S. ; Katugnatos « boaz ouz an emgann », penn-arme an Allobroged en em savet ouz Roma er bloaz 61 kent H. S. ; Katuvolkos « buan en emgann », unan eus daou roue an Eburoned (hanternoz Galia) er bloaz 54 kent H. S. ; Katumandus « a brederi war an emgann », roue kelt eus kreisteiz Galia a argadas Massalia n’ouzer ket da vat e pe vare ; Kavaros « an den-meur » pe « ar ramz », ano diweza roue Tula, er Balkaniou (IIet kantved kent H. S.) ; Boudikkos « an trec’her » [374], ano meur a Vreizad ;
6) Anoiou diwar loened, plantennou pe vein : Artos « an arz », ano douget gant eur barnour eus poblad ar Garnuted (Galia, kenta kantved kent H. S.), gant eun ofiser eus skouadrenad, ar Bannonianed (ala Pannoniorum) er Bannonia-uhela, gant eur roue-meur Iwerzon (IIet kantved goude H. S.) ; Vebro, Vebrullos, Galianed d’ezo anoiou deveret eus a Vebro- « goularz » [375] ; Epillos « marc’hig » hag an holl anoiou-tud deveret eus epos « marc’h » : Epa, Epenos, Epios, Epikkos, Epidios, Epatix, Epatikkos, Eparios, Epulos, Eponos, Epona, Eponios, Eponina, Epossos, Epotios ; Karvillos « karvig » (Galia) ; Lukotiknos « mab al logodenn » ; Kanavos « bihan eul loen », ano eur poder a Lugdunon ; Lovernakos « louarnek » (Breiz-Veur) ; Kalliakos « kilhog », ano eur Galian ; Bodua « kavan », eur C’halianez a vro al Lingoned ; Iurka « yourc’hez », eur Geltez a draonienn Pennina (Valais) ; Artula « arzezig », Gabrilla « gavrig », Iarilla « yarig », anoiou merc’hed yaouank ; Apana « marmouz », merc’h Leuros, en Iberia [376] ; Smêria « mouar », eur C’halianez eus ar C’hreisteiz ; Vidukos « gwezek », ano eur poder a gaver al listri anezañ e Galia hag e Breiz-Veur ; Dervakos « dervek » (Breiz-Veur) ; Derva « dervenn », gwreg eus ar Bannonia-izela a reas sevel eur maen-kañv, warnañ eun enskrivadur e koun d’he fried, Quartio, mab Miletumaros ; Isarninos « Hernin » (houarnek), eun ano douget gant meur a Vrezon (oadvez kelt-ha-roman) ha gant eur c’heneil da sant Patrik (Vet kantved) ;
7) Anoiou diwar ar vicher, ar stad a vuhez : Eparios « rener kezeg », Loigarios « rener leueou », Kunarios « rener koun » [377], Makarios « mager » (Galia) ; Epats, Epatix « marc’heg », Epomandus « a brederi kezeg », Eporedios « damesaer kezeg » ; Artarios, Artorios « rener arzed » pe marteze « hemolc’her arzed » (keñveria Artôris = Arzur) ; Gaisorios « oberour daredou » (Galia) ; Gaisatos « brezelour armet gant daou c’hoaf-bann » ; Lounorios « oberour skeudennou », marteze « oberour arouezintiou-brezel » (Enez-Vreiz) [378] ; Ambata « ar vatez », maouez kelt a Vro-Spagn ; Bardos « ar barz », ano douget gant meur a Gelt war an douar-bras, en o zouez tad ar soudard war varc’h Kattaus, aotreet d’ezañ ar vourc’hizegez roman gant an impalaer Nero (64 goude H. S.) ; Toutakos « hudour », Iwerzon [379] ; Gutuatros « ar beleg », penvrezelour galian a stourmas ouz Kaesar ; Gerontios « ar c’hadour », ano douget, e derou ar Vet kantved goude H. S., gant eur Breizad a voe unan eus gwella pennou-arme Konstantinus [380] ; Virotutis « yac’haer-gwazed » pe « ar gwir vezeg ».
8) Anoiou diwar lec’hiou : Rotanos, Rênos, Rêna, anoiou stêriou douget gant paotred ha merc’hed eus kreiz Europa hag eus Italia-uhela ; Litavikos, uheliad galian (kenta kantved kent H. S.) d’ezañ eun ano diwar Litavos [381], ano-bro ; Ambidravos « o veva war diou c’hlann stêr Dravos », eur C’helt eus ar Bannonia ; Ambirênos « o veva war diou c’hlann ar Rênos », eur C’helt eus meuriad ar Rouriked (Rouriki Bâle) a reas evel gopr-soudard e trede « kohortad » ar C’halianed hag en devoe digant an impalaer Trajanus, e 105 goude H. S., e aotre-disoudarda gant ar vourc’hizegez roman ; Andeiouros, tad Moranos, genidik a Vesontion hag Anderouros, anavezet dre eun enskrivadur a Vedinobriga (Vezenobres, Gard) a zo d’ezo anoiou tennet an dibenn anezo, evit ar c’henta eus ano menez Jura (Iouros, Iouris), evit an eil eus ano ar stêr Ruhr (Rouros, Roura).
9) Anoiou-moumouna evel Lella « lellig », merc’h Genetos, e Galia ; Dada, mab Smertôn, e Galatia.
Eun niver anoiou heñvel, paotred ha merc’hed, a gaver war eun dro amañ hag a-hont dre ar bed keltiek, o rei testeni dre-se eus unvez ar yez a veze komzet gant mistri ar bed-se. Da skouer, Ambikatus eo ano eur biturix pe roue-meur Kelted an douar-bras (Vet kantved kent H. S.) hag eur c’hadour a Iwerzon [382] (kenta kantved goude H. S.) ; Korbos eo bet anvet eur C’helt a Vro-Spagn (206 kent H. S.), eur C’helt eus an Norikon (oadvez roman), eur barz iwerzoniat (IIet kantved goude H. S.) ; Darios a rôas e ano, en Arvorig, da Darioritus « roudouz Darios », kêr Gwenediz : hennez eo, en Iwerzon [383], ano perc’henn Donnos, eur c’hole brudet…, hag all.
Evel m’her gweler, ez oa an anoiou-tud en hen-geltieg lies-lies o doare ha d’ezo bepred talvoudegez ha dudi. Evelse e voe ivez e-touez Breiziz betek ar Grenn-amzer. Hervez m’en deus evesaet an aotrou Loth, n’oa ket tre diouz grad Breiziz an anoiou-badez kristen, dreist-holl evit ar merc’hed ; « Ha reiz e oa se ! Kalz barzoniusoc’h eo hon anoiou. » (Rev. Celt. 1903, p. 354, notenn 1.)
Anoiou-tiegez gant ar Gelted. — An anoiou-tiegez n’oant ket anavezet e-touez ar Gelted. Eun den a veze graet anezañ hepken « heñ-ha-heñ, mab heñ-ha-beñ », da skouer : Verkingetorix mab Keltillos. E keltieg, en engravaduriou deut betek ennomp, e verker se dre lakaat war-lerc’h ano an den ano e dad gant an dibenn-ger knos stag outañ. Dre-holl edo ar c’hiz evelse ; her gwelout a raimp dre ar skoueriou da heul : Koisis Drutiknos « Koisis mab Drutos » (Todi en Italia) ; Mosanos Artiknos « Mosanos, mab Artos » (Ankura, Azia-Vihana) ; Bratronos Nantoniknos « Bratronos mab Nantonos » (Neriomagos, Galia) ; Vênikni « mibien Vênos » [384], poblad war aodou gwalarn Iwerzon.
En eun engravadur eus Galia e welomp anoiou tri remziad : tad-koz, tad, mab : Aneunos Okliknos, Luguris Aneuniknos « Aneunos mab Oklos, Luguris mab Aneunos » [385].
A-wechou e veze lemet an dibenn-ger -knos ha graet gant ano an tad hepken er furm c’henidik : Doiros Segomari « Doiros, mab Segomaros » (Galia) ; Banona Bardi « Banona merc’h Bardos » (Norikon).
Gwechou a zo e veze savet, evel e latin, eun doare ano-tiegez diwar ano an tad, gant an dibenn-ger -eos, -ios : Uritakos Eluskonios « Uritakos mab Eluskonos » (Galia) ; Kondillios, Kondilleos [386] « mab Kondillos » (Galia, Iwerzon).
En Iwerzon, da vare an enskrivaduriou ogamek (IIIvet kantved goude H. S. ha kantvedou da heul), e raed gant ar geriou maqos « mab » (mapos e yez Breiz-Veur), inigena « merc’h » ; ouz o heul ano an tad er furm c’henidik : Sagramnos maqos Kunotami « Sagramnos, mab Kunotamos » ; Dalagnos maqos Dali « Dalagnos mab Dalos ».
Pa voe Kelted an douar-bras sujet d’ar Romaned, ar re anezo n’o devoe ket ar vourc’hizegez roman, da lavarout eo an darnvuia anezo da genta, a zalc’has d’ar c’hiz lakaat da heul o ano-i ano o zad ha, da stagell etrezo war an enskrivaduriou latin, ar ger filius (filia gwregel). Evelse e voe, e Galia, ar varc’heien Adbogius Coinagi filius natione Petrucorius « Adbogios, mab Koinagos, eus brôad ar Betrukored » ; Argiotalus Smertulitani filius, Namnis « Argiotalos, mab Smertulitanos, Naonedad » ; e-touez Kelted ar Spagn, ar re anvet Tritius Tangini filius « Tritios [387], mab Tanginos » ; Ambatus Pelendi filius « Ambaktos, mab Pelendos » ; Toncius Toncetami filius « Tonkios mab Tonketamos » (eul Luzitaniad e oa, soudard en eur gohortad-Luzitaniz) ; hag, e bro an Danuvios, ar merc’hed Kaletiu Adnamati filia « Kaletiu [388] merc’h Adnamatos » (Norikon) ; Atressa Vindonis filia « Atressa, merc’h Vindo » [389] (Pannonia).
Ar Gelted, graet anezo bourc’hizien roman, a reas diouz giz Roma o kemerout eur c’hent-ano, eun ano (pe ano-tiegez) hag eul lezano. Ouz heñ ober, avat, e heuiljont pevar hent disheñvel :
1) E latin e teue gant eur re kent-ano, ano ha lezano ; eus ar re-se e voe Caius Julius Florus, a zo bet, a-unan gant Sagroviros, unan eus pennou ar C’halianed en em savet ouz ar Romaned er bloaz 21 goude H. S. ; Caius Julius Vindez, Galian a wad roue, penn ar stourmad eus ar bloaz 68 ;
2) Gant re-all e oa latin ar c’hent-ano hag al lezano, ha keltiek an ano. Evelse, e Galia Lucius Carantius Atticus (Carantius a zo diwar ar ger keltiek Karantos) ;
3) Latin eo ar c’hent ano hag an ano, ha keltiek al lezano : Cnaeius Pompeius Trogus, tâd-koz an danevellour (eun ano keltiek eo Trogos) ;
4) Latin eo ar c’hent-ano ha keltiek an ano hag al lezano : Quintus Solimarus Bitus (Solimaros Bitus a zo keltiek).
Stumm an tiez. — C’houec’h penna doare-stumm a oa da diez ar Gelted.
1°) Bez’ e oa tiez kelc’hiek, brinikennhenvel, graet a gefiennou lakaet en o sav stok-ha-stok ha gwisket warno soul, raoskl pe rusk-gwez. Kosa doare tiez an Arianed eo hennez (domos, demos, veikos, vikos). Diouz ma tesk d’eomp ar genyezouriez ez oa d’an doare-ti-se eun nor (dhvor, dhvora, dhvoron) ha fenestr ebet [390] ;
2°) Tiez hir pevarzuek graet a ziou vur blaen stouet oc’h en em steki ar gorre anezo d’ober lein an ti, pe c’hoaz a ziou vur wariet oc’h ober eun doare bolz daougrommek ;
3°) Tiez, anezo eur voger gelc’hiek, hirgelc’hiek a-wechou, gant eun dôenn vegek a-ziouto ;
4°) Tiez pevarzuek, anezo diou genvur hir ha diou all verr gant eun dôenn dioubantennek pe volzet-daougrommek. Hiroc’h a galz ez oant eget ledanoc’h, hag e veze a-wechou digorniet ar c’hognou warno e doare ma vije hanter-gelc’hiek o zalbennou ;
5°) Tiez-dindan-zouar, kelc’hiek pe hirgelc’hiek darn ha pevarzuek darn all, o tont e-maez an douar an dôenn hepken anezo, ha hi krennvegek evit an tiez kelc’hiek, daou-zinaouek evit ar re-all ;
6°) Tiez-war-zour savet war beuliou-prenn e-kreiz ar geuniou pe a-zioc’h d’ar stêriou pe d’al lennou. Re gelc’hiek ha re bevarzuek a oa anezo evel eus an tiez-dindan-zouar.
Eus ar c’houec’h doare-tiez-se ne oa hini tra ar Gelted : bez’ e oa anezo kent m’oa ganet ar vrôadelez keltiek, boaziet ma ’z oant gant holl boblou an Europ. Miret int bet zoken gant pobladou-zo a vev ez digenvez e lec’hiou hanternosa an douar. O c’havout a raed e-touez ar C’hermaned, an Dhraked, an Illirianed, hag an hen-rummadou mesaerien eus an Itali. Mat ez oa an tiez-dindan-zouar ouz yenien goañv hag ouz gwrez hañv ; e gwarez ouz an enebourien hag al loened fero e veze an tiadou en tiez-war-zour [391].
Ment an tiez. — Tiez a bep ment ez oa tiez ar Gelted. Ar re zivoger, brinikennhenvel, n’hellent ket beza bras-bras ; kledourennou n’oant ken, graet a skourrou hag a wialennou gwevn. An tiez-dindan-zouar n’eus nemeto a gement o deus lezet war o lerc’h roudou doun a-walc’h ma c’helljed, anaout diouto peuz-difazi ment o mogeriou. Bras-tre ez int a-wechou. E-touez ar Vediomatriked, eur bobl eus reter Galia, ez oa kelc’hiek an tiez peurvuia pe hirgelc’hiek, d’ezo eus dek da ugent metrad treuz, tregont pe zaou-ugent metrad zoken darn anezo. Brasoc’h-mentet ez oa an tiez pevarzuek, hag i rouesoc’h er boblad-se eget ar re gelc’hiek ; n’o doa ket nebeutoc’h eget daou-ugent metrad led war zek pe bemzek treuz. E-touez ar Vituriged, eur bobl eus kreiz Galia, tiez bras pevarzuek a gaved peurvuia ; rouez ganto an tiez kelc’hiek. Darn eus an tiez bras-se a oa kant hanter-kant metrad led war bevar-ugent metrad treuz.
An tiez-dindan-zouar a oa etre daou ha pevar metrad an dounder anezo. Dibaot e savje da bemp metrad. Unan-dreist a zo bet kavet e bro ar Vediomatriked ha d’ezañ dek metrad dounder.
En Iwerzon, an ti-annez kelc’hiek a oa d’ezañ peurliesa eiz metrad treuz, hogen re vrasoc’h a oa ivez. Diouz an hen-skridou e welomp ez oa a-wechou en Iwerzon izel a-walc’h ar muriou a-us d’an douar d’eun den da ziraez gant e zourn gouriblou an dôenn. Gwechou-all, en eneb, ez oa ar muriou uhel-uhel : eun taol-nerz a dremened neuze teurel er vann eur rod e doare d’ober d’ezi tremen dre doull-moged an dôenn.
Hervez skridou Iwerzon ez oa sal vras ar bañveziou e ti roue-meur Iwerzon e Tara dek ha pevar-ugent metrad hed war bemp war-nugent treuz ha daouzek uhelder. Hogen e verk ar roudou diwarni eun hirder hag eul ledander brasoc’h eget se.
Lec’hia an tiez. — Gouzout a reomp dre skrivagnerien an Hen-amzer e kare ar Gelted a renk uhel sevel o ziez en amezegiez douriou-red ha koadou. An tiez-dindan-zouar a zo bet kavet en hon amzer ar roudou anezo er c’hoadou, war roz ar c’hrec’hiennou pe war uhelennou chomet fraost, a zo hogos bepred nes d’ar gwaziou-dour ha d’an eienennou.
An danveziou hag ar savadurez. — O veza ma kavent en-dro d’ezo danvez-prenn dreist d’o ezommou, ne rae ket ar Gelted nemet dibaot-kaer gant mein da sevel tiez [392]. Graet e veze ar muriou a beuliou hir ha kreñv, sanket doun en douar a-hed-da-hed. Ar gwask etre ar peuliou a stanked gant plenken pe gant gwiadennou, a goad bezo peurliesa. Deliou berniet ha moustret, dre lakaat ar voger teo a-walc’h, a rae harz ouz ar yenienn pe an tommder a-ziavaez. Da zerc’hel an holl draou-se e raed gant eur gwiskad teo a bri melen a vire ouz ar glebor da vont en diabarz. Eus dek santimetr ha pevar-ugent da eur metr pemp santimetr war-nugent ez oa ar muriou savet er stumm-se war diez ar Vediomatriked [393]. Soul eo a rae an dôenn [394], pe, pa veze diouer a soul, raoskl pe valan ; ledet a wiskadou teo war eur frammadur treustou ha kebrou. Kavet ez eus, meur a wech, darn pe zarn eus ar frammadur-tôenn-se e doun an toullou m’edont miret e-mesk pri pe taouarc’h. An tammou treustou dero pe fao dizouaret evelse a zo d’ezo a-wechou c’houezek pe seitek metrad led war dregont pe daou-ugent santimetrad treuz. Damzivrazet a-daoliou bouc’hal n’oa ken an treustou e tiez a oa ; e tiez all, avat, ez oant diwariet piz, o tiskouez dre an doare ma ’z oant bet kilviziet, micherourien dourniet-dreist. Anat zoken war darn anezo roudou an toullou, ar steudennou hag an ibilou a dalveze d’o c’henframma.
En Iwerzon, her gouzomp dre an hen-skridou, ez oa harpet en diabarz tôenn an tiez bras kelc’hiek war eur peul-prenn hir ha kreñv en e sounn e-kreiz an ti. En tiez bras pevarzuek ez oa eur renkennad peuliou-prenn pe ziou zoken mar beze an ti ledan-tre.
E tiez hir pevarzuek ar Gelted, evel e re ar C’hermaned, en em gave peurliesa an nor penna war an talbenn, da lavarout eo war unan eus ar mogeriou berr. A-us d’an nor en em gave eun toull kelc’hiek a veze graet anezañ augadoro « lagad an nor » gant ar C’hoted, vindauga « lagad-avel » gant ar Saozon (ac’hano ar saozneg bremañ window « prenestr »).
Annezadur-diabarz an ti. — Tiez ar Gelted peurliesa n’oa ket a solieradur warno hag e veze digombod an diabarz anezo. Graet ez oa al leurdi eus eur gwiskad pri moustret, golôet a c’holo, broen pe geot c’houez-vat. E-kreiz edo ar maen-oaled, a-zioutañ eun toull en dôenn da rei tremen d’ar moged. En Iwerzon e save kador ar roue pe ar perc’henn-ti (tigernios} a-dreñv an tan rag-enep d’an nor. An denou penna a azeze en daou du d’ar gador a-hed ar voger. Da gousket en em astenne an dud war al leurdi o fenn ouz ar voger hag o zreid trôet ouz an tan.
E tiez bras Iwerzon, piaouet gant tud a uhela dere, ez oa a-hed ar voger doareou keliou pe gombodou a dalveze da gambrou-kousket. Pep kombod, anvet imda en iwerzoneg, a oa digor diouz an nec’h, o veza na save ket ar speurennou en-dro d’ezañ betek an dôenn ; ennañ e veze, diouz ma oa bras pe vrasoc’h, eur gwele evit unan, evit daou pe evit tri. Kement ha ma c’heller merzout diouz an dam-ziskleriaduriou a gaver e skridou ar C’hresianed hag al Latined, ez oa tiez-meur Kelted an douar-bras heñvel a-walc’h an diabarz anezo ouz re Iwerzoniz, gant o dor-borz eur baled prenn a-ziouti, o rakti e-lec’h e veze skourret dibourc’hiou da eñvori gourdrec’hiou ar perc’henn, o c’hambrou-kousket hag, e-kreiz an ti, ar sal-vras lorc’hus, lec’h ar bodadennou hag ar banveziou, ma flamine enni tan an oaled gant e drezenn-bod, e gaoteriou hag e veriou.
Aliesoc’h, war a heñvel, e lec’h grounna an holl gombodou dindan eun dôenn hepken, e kaved aesoc’h sevel d’ezo pep a di disrann. Bez’ e oa evelse en Iwerzon, e tiez an dud uhela, eun ti, pevarzuek peurliesa, a raed gantañ da sal-vanvez, ha tiez-kousket, kement anezo ha ma ’z oa a bennou en tiegez. Tiez all a rôe lojeiz d’ar vevelien ha d’an diavaezidi.
Ti-meur ar roue Kunokobros en Emania (kenta kantved goude H. S.), a oa ennañ tri zi penna : en unan anezo e vired pennou hag armou an enebourien drec’het ; en eil e veze gorrôet goafiou, skouedou, klezeier, listri ha kerniel-eva brezelourien Bro-Ulad ; eus an trede e rae ar roueed o annez.
Hervez lezennou Iwerzon e tlee beza d’ober maner eun uheliad a izela dere (bo-aire « uheliad a vuoc’h »), da nebeuta, seiz ti disrann : — 1) an ti-annez, kelc’hiek, d’ezañ 8, 10 m. treuz, da vihana ; — 2) an ti-kegin kelc’hiek ; — 3) an ti-forn kelc’hiek, ma c’helled ober gantañ da graza ed ; — 4) eur c’harrdi pevarzuek e-lec’h e veze dournet ed ha grignolet ; — 5) eur staol-leueou pevarzuek ; — 6) eur staol-deñved kelc’hiek ; — 7) eur c’hraou-moc’h kelc’hiek. — Da gloza an dachenn ma save enni ar strollad tiez-se ez oa eur foz hag eur c’hleuz gant eun nor hepken, kreñv ha war zaou stalaf peurvuia [395].
Ar saout hag ar c’hezeg o doa evito en diavaez kloziou anvet badhun (boudunon) en iwerzoneg, buorz (bougorta) e brezoneg. E keltieg Iwerzon e raed *magosedon (machad) eus eur c’hlazenn a dalveze da lec’h-gorro ha ma vired ennañ ar biou e-pad an noz. Kenveria mandusedon (mandu = eun doare-marc’h), ano-lec’h a Vreiz-Veur er marevez kelt-ha-roman.
En Iwerzon, e tiez an uhelidi vras e veze alies eun ti a-ratoz evit degemerout ar weladennerien : tech immacallamae « ti-kaozeal » a raed anezañ. Ar merc’hed o devoa eur ranndi pe eun ti d’ezo o-unan el lec’h heolieka eus an dachenn annezet. Grianan (e latin solarium) « heolienn » a veze graet eus al lec’h-se hag e stegned ennañ gwiadou pluñv evned pa veze re domm an heol. An ozac’h a oa d’ezañ a-wechou eur grianan m’en em denne ennañ pa felle d’ezañ beza e-unan. E Cruachan, annezlec’h roueed Bro-Gonnac’h edo ar grianan a-zioc’h ar fordorus « gourin », da lavarout eo a-us da zor an ti.
Meneg a gaver e skridou iwerzonek eus ar Grenn-amzer eus ar priveziou a raent anezo fialtech « ti ar ouel » eus fial « gouel » ha tech « ti », hag eus an « troazlec’h », fualtech, eus fual « troaz ».
Emaez ar c’hloz e weled eun nebeut glazennou. Aurla a raed en iwerzoneg eus an hini nesa ha faithche eus an hini pella d’ar c’hloz. Da valiou, da ec’hoazlec’h en hañv, da c’hoarilec’h, ha da beurvan d’ar meot e talvezent.
Da c’hounit louzou-kegin e raed gant eur c’hloz distag, anvet en iwerzoneg lubgort (lubigortos pe lubigorta « kloz-louzou ») [396] ; hadet e veze ennañ dreist-holl kaol, pour hag ognon. E Galia, en oadvez kelt ha roman, e veze graet verkaria, auergaria, eus eun dachenn-douar dindan c’hounid, eur c’harz endro d’ezi, e-harz an ti [397].
An difennou. — An tiez a ziskouez peurvuia beza bet kreñvaet ; ret ha ma voe en eun amzer ma reuzie ar brezel dibaouez ha ma veze, pa arzaoe war argad-tud, da zouja rag argadadegou loened fero, bleizi dreist-holl. Diouz braster an ti ha dere ar perc’henn e veze an difennou, anezo pe eur c’harziad stank a vrousgwez spernek, pe eur c’haead barrou kenweet ha kefiou-gwez, pe c’hoaz eur savenn-zouar eur foz dirazi. Kelc’hiek pe hirgelc’hiek ez oa ar c’hloz-se peurliesa, a-wechou hirgarrezennek pe garrezennek.
An difennou war savennou-douar, anvet rata pe ratis, a gaved stank en Iwerzon, e Breiz-Veur ha war an douar-bras. War ar savenn e c’helle beza eur c’harz pe eur gaeliad peuliou ; aliez ivez e haded warni kelvez, kerzin [398] ha gwez all. Bez’ e veze en-dro da diez ar roueed betek tri foz ha tri c’hleuz. An dachennad-diabarz a raed anezi lissos, lisson pe lissa. E-kreiz, war eun dorgenn diwar labour-den edo en e sav ti ar perc’henn, a c’helle, evelse, diwar dreuz e zor, arvesti, dreist da gribenn ar savennou, ar maeziadou tro-war-dro [399]. En dachennad tro-dro e planted a-wechou gwez : kerzinenned, kelvez hag avalenned.
E broiou meinek a zo, en Iwerzon ha war an douar-bras, e veze stummet difennou ar roueed a vein ledan berniet an eil war egile hep raz na pri d’o liamma. Heñvel ez oant ouz muriou kuklopel ar C’hresianed.
Bez’ e veze alies, e diabarz ar c’hloz, kambrou dindan-zouar e furm ruskennou-gwenan, na weled neuz ebet anezo a-ziavaez, hag a raed ganto, moarvat, da c’hrignoliou pe, ma tigouezje enebourien ez trumm, da warezi ar merc’hed hag ar vugale.
An anoiou a raed eus an ti hag an difennou. — Eun niver geriou a oa e keltieg da envel an ti hag an difennou anezañ. Setu amañ ar re anezo a anavezomp :
1) Tegos, tigos, tro-envel lies tegesa, deut en iwerzoneg da tech, liester tige, ha da ti e brezoneg ;
2) Attegia « logig » ;
3) Barka « ti-prenn, ti-soul kelc’hiek », hen-iwerzoneg barc « palez-prenn, kreñvlec’h » ;
4) Kapanna, kembraeg caban, galleg cabanne ;
5) Sedon, kembraeg sedd « sez, azezenn, chomlec’h » ; keñveria hen-norvejieg setr, hen-skandinaveg set « chomlec’h, ti-prenn », Rev. Celt. 1917-9, p. 302 ;
6) Vasso-, iwerzoneg foss « chomlec’h », kembraeg gwas « ti-meur, palez » ; keñveria gresianeg astu, wastu « kêr », sanskriteg vastu « lec’h », vas « chom en eul lec’h » ;
7) Kaion, deut en iwerzoneg da cai « ti » ; hen-vrezoneg cai « kae » ;
8) Gorto-, iwerzoneg gort « kloz » ; hen-vrezoneg garth « kae » ;
9) Vâlo-, iwerzoneg fal, kembraeg gwal « moger » ;
10) Dumio-, iwerzoneg duma « moger » ;
11) Ambio- ; eur ger ster-ledan ez oa, moarvat, ma raed gantañ da envel pep doare kloz, moger pe savenn. Diveret eo eus ambi- « en-dro da ». Deut eo ambi- da imb-, imm- en iwerzoneg, da amm- e kembraeg, da am- ha em- e brezoneg. Ambio- a zo deut da imbe « klozadur » en hen-iwerzoneg. Ar ger-se eo a gaver ivez, gwirheñvel, en Ambiorix « roue ar mogeriou », ano eur pengadour d’an Eburoned e Galia an Hanternoz, kenta kantved kent H. S., hag e Ambiomarkae « kezekenned ar mogeriou » (da lavarout eo moarvat « gwarezourezed » ?), ano doueezed war eun enskrivadur eus Galia an Hanternoz ;
12) Lissos, lisson ; ac’hano an iwerzoneg lis, les « tachenn-douar bevennet gant eur rath » ; en hen-vrezoneg lis « lez » ;
13) Rata pe ratis ; deut en iwerzoneg da rath, raith « savenn-zouar, kreñvlec’h », hen-gembraeg rath. Bez’ e kaver ar ger-se er brezoneg-bremañ da eil-gevrenn bered (evit bezred) ;
14) Briga « kreñvlec’h war eur « bre » (war an uhel) » ; iwerzoneg bri ; brezoneg bre « menez » ;
15) Dunon (war an douar-bras), dunos (en Iwerzon) « kastell mogeriet, kêr greñv ». En Iwerzon ez oa an dunos kastell eur rix pe roue. Deut da dun en iwerzoneg, din e brezoneg ;
16) Bona, iwerzoneg bun « diazezadur » ; bonna, iwerzoneg bonn, kembraeg bon « diazez » ;
17) Qrennakon ; deut da crannog en iwerzoneg. Hennez ez oa, en Iwerzon ar Grenn-amzer, ano an ti-war-zour ; tennet eus grennos « prenn » en abeg, moarvat, d’an niver peuliou-prenn ma tiazezed warno ar seurt ti [400]. E keltieg an douar-bras e tlee prennakon beza furm ar ger-se a vije deut da prenneg e brezoneg-bremañ. Keñveria, e Galia, an ano-lec’h Komprinniakos (prenne « arborem grandem » war-geriadur Endlicher, prinni « prenn » war Deiziadur Coligny, Komprinnus ano-den) ;
18) Tana « toull dindan-zouar, goudorenn dindan eur roc’h, keo » (e Galia, oadvez kelt-ha-roman) ; keñveria krenn-vrezoneg tnou = *tenavo- (Rev. Celt., 1922, p. 57) ;
19) Balma « keo, mougeo » [401] ;
20) Balion (tro-envel unan) « chomlec’h », balia (tro-envel lïes) « bourc’h, strollad-tiez » ;
21) Treba « kêriadenn », hen-iwerzoneg ha hen-gembraeg treb « kêr », hen-vrezoneg treb « kêriadenn », kerneveg goudrev « annezlec’h bihan », trevenn « annezlec’h » [402].
Attegia, sedon, kaion, briga, ha dunon a weler alies en anoiou-lec’hiou keltiek, miret d’eomp dre skridou an Hen-amzer : Attegia, Attegiolae, « al log », « al logig » (e Galia, aet da c’halleg Athis, Etioles} ; Matukaion « kae an arz » pe « kae an den anvet Matus (arz) » (Norikon) ; Nertobriga « kreñvlec’h eun den anvet Nertos » (Iberia) ; Aliobriga « an eil kastell » (Bessarabia) ; Kambodunon « kreñvlec’h eun den anvet Kambos (kamm) » (Vindelikia) ; Moridunon « kastell ar mor » (Breiz-Veur), « kastell al Lenn » (Morat e Bro-Suis, Ortenau e Bad) ; Melosedon « annezlec’h Melos » (Galia), hag all.
An arrebeuri. — Nebeut a beziou-annez a oa gant ar Gelted. Golôet e veze al leurdi a blouz, a vroen, a c’heot pe a zeil kras a vernied d’ober gweleou en noz. Amañ hag a-hont e stigned krec’hen loened, koun pe vleizi peurvuia, d’an dud da azeza warno, kroaziet o divesker e-giz kemenerien. Er pinvidika tiez palennou marellet a liviou flamm, bet gwiet ha livadennet er vro, a gaerae al leurenn hag ar muriou. Irc’hier prenn a weled ivez ma tastumed enno pennou balzamet an enebourien a stad uhel lazet gant ar penn-tiegez (war an douar-bras, en IIet kantved kent H. S.), pe bleud an ti (Iwerzon, er marevez kristen) [403].
Gwir arrebeuri eun ti keltiat ez oa ar c’hlaoiou a bep doare, da skei pe d’en em zifenn, da vrezeli, pesketa, hemolc’hi, a weled e-skourr ouz ar muriou hag, ouspenn, al listri a bep stumm hag a bep ment, prenn, pri, houarn, arem, aour hag arc’hant, ma raed gant darn anezo da virout boued ha died ha gant ar re all da serri an traou prizius, brageriziou ha peziou-moneiz.
D’eur mare nesoc’h d’hon amzer e weler taoliou, skiñvier, skebell, gweleou prenn, torchennou, goubenneriou pluñv. Kelted Galia eo a ijinas ober keder-brec’h-broen ha golc’hedou-gloan. Seurt traou ne weled, avat, nemet e tïez ar pennou-pobl hag ar pinvidika uhelidi. C’hoaz e derou ar c’henta kantved goude H. S. e kouske ar pep muia eus ar Gelted war ar plouz, grounnet en o mentell.
Ar sklerijenni tiez. — En tiez digombod an diabarz anezo e teue sklerijenn an deiz dre an nor hepken, pa veze digor, ha dre doull-moged an doenn. D’an noz, sked an tan o flamma en oaled a oa a-walc’h da dud n’o doa ket ezomm da lenn. Diouz red, e raed, moarvat, da c’houlaoui gant tammou koad pin pe gant pilligou arem ma losked enno peg pe rousin. Dindan aotrouniez ar Romaned e teuas d’en em skigna dre ar vro boazadur ar c’hleuzeur-eol (*loukarna) metal pe bri [404].
Neuz ha kinkladur tiez ar Gelted. — An Hen-Gelted, diouz ma ’z eus bet displeget araok, a oa a-walc’h ganto, gant ar peb uhela zoken, tïez dilorc’h meurbet. An tïez a zo bet kavet an dismantroù anezo e geuniou Glastonbury (Breiz-Veur) a oa eur souez neuz koueriat peuz-c’haro o diavaez e kemm braventez al listri neuziet-flour hag ar brageriziou kaer e metal prizius labouret-piz a gaved en o diabarz.
Tïez a oa, evelato, anezo moarvat estr eget foukennou bras mogedet. Peziou prenn kizellet-mat a zo bet kavet e kêriadenn Glastonbury hag e kêr-war-zour Loc’hlee. En Iwerzon, hervez m’her gweler diouz skridou ar Grenn-amzer, e veze muriou an tïez marellet a veur a liou an diabarz hag an diavaez anezo ; prenn kizellet e veze bannou ha gourinou an dorojou, kouls ha darniou all eus an ti. Danevellou, dezrevellet enno darvoudou c’hoarvezet e-pad ar pevar pe bemp kantved kenta eus an oadvez kristen, a ra meneg a dïez-roue, kaeraet o muriou dero hag o speurennou-diabarz gant kinkladuriou arc’hant, kouevr, hag arem, ha gant kizelladuriou prenn-ivin ruz. War vein-bez ar « Vosges », stummet diouz skouer tïez pevarzuek, kaeraet eo talben an tïez-se gant kelc’hiou, kroaziou ha rodou-heol. Eur jarlig kavet en Itali, hag hen stummet heñvel ouz eun ti, a zo a-us da lein e doenn eur rezad a zaoualarc’hed linennekaet [405].
An ober war eun dro gant al liesliverez, ar c’hizellerez hag an danveziou arc’hant, arem ha kouevr, da gaeraat ar savaduriou prenn, a c’helle rei d’ezo eun doare kened espar, heñvel pe heñveloc’h ouz an hini a gav ar veajourien-vremañ e kêriou-zo eus an Nepal kaeraet er stumm-se [406]. Koulskoude en hini ebet eus an hen-skridou deut betek ennomp ne gaver testeni o dije ar Gelted graet kemend-all gant an danveziou a oa dindan o dourn. Mar n’o deus ket her graet dre n’o deus ket mennet ober an hini eo. Skiant-vlaz, gouiziegez hag ampartiz a-walc’h o doa da c’hallout kas da benn er savadurez-prenn taoliou-micher da lakaat e par gant ar re o deus graet er metalerez, er gwiaderez hag er c’harrerez [407].
Tiez Numantia ha Bibrakt. — Tïez Numantia, — er bloavez 133 kent H. S., — a oa pevarzuek. Graet ez oa o mogeriou, an troad anezo a vein-pastur bihan a-walc’h liammet gant pri, hag ar peur-rest a vrikennou-kriz bras. Lifret e vezent gant eur gwiskad ardilh deliou. Pri moustret, pavez mein mentek a-wechou, ez oa al leurdi enno. Diouz m’edo torosennek an dachenn, e c’hoarveze n’edo ket war gompez saliou an ti hag e tremened neuze eus an eil d’eben pe dre vont gant eur grapenn a dalveze da zereziou, pe dre lammout gant eur maen uhel lakaet a-ratoz evit-se. Kalz a dïez a oa war gaviou ma serred enno greun. Da sevel framm an dôenn e raed gant treustou dero pe bin.
Tïez Bibrakt a zo bet savet e derou ar c’henta kantved goude H. S. An darempredou o vont war stankaat bepred ouz poblou ar mor Kreizdouarek ha, dreist-holl, ar stagedigez eus rann vrasa Keltia da impalaerded Roma a zeuas war o lerc’h kemmaduriou bras e doare tïez ar Gelted. C’hoaz e kaver e Bibrakt tiez prenn ha pri ; eun niver a diez pevarzuek a weler ouspenn, avat, savet en o fez a vein n’int ket benet, hogen kenglotet piz, pri hep raz ouz o liamma. Ne da ar mein-benerez nemet d’ober ar c’horniou-mogeriou hag ar bannou dorojou. Dindan zouar ez int betek an hanter anezo, gant derezennou en diabarz da ziskenn enno. Pri moustret pe gregailh teol al leurenn. Tôennet e soul ez oant peurliesa, a-wechou e teol roman. Gwir siminaliou a zo enno, hag i peurvuia e stumm eur pikern pri kreñvaet gant peuliou prenn. En oaled e veze landeriou pennmaoutek golôet a skantennou-mein.
An tïez-se, a dalveze da lojeiz ha da labouradegou da c’hovien, teuzerien arem ha prigwererien, a zo alies gwall-striz o ment. Hogen, en eur rann-gêr all a Vibrakt ez eus kavet diazezou tïez bras, enno kalz a gambrou. Savet diouz tres an tiez roman ha diouz doare sevel savaduriou ar Romaned gant mein, brikennou ha pri-raz, e talvezent da dïez-annez d’an uhelidi.
Tiez ar Gelted dindan aotrouniez ar Romaned. — An dud paoura hepken, ma vire outo o dienez da heulia giziou koustus degaset a bell-vro, a zalc’has d’an tiez prenn ha pri diouz stumm an amzer goz. Ar peb all eus ar bobl, avat, a zegemeras a-nebeudou doare-tïez ar Romaned gant an holl stummou anezo : domus ; villa rustica, urbana, pseudo-urbana.
Evit ar vent hag al lorc’h e c’helle tïez ar C’halianed hag ar Vrezoned pinvidik mont a-heligenta ouz re an Itali. Bez’ e kaved enno, peurvuia, meur a borz-diabarz hag eun niver kambrou, saliou-degemer, saliou-kibella, kambrou-gweleou, pondaleziou, hag all, kaeraet gant kolonennou, delwennou, taolennou livet, leuriou marellet. En abeg da demz-amzer yen Keltia e vezent tommet er goañv gant forniezou dindan al leurenn bavezet, ma save ar gor diouto en holl gombodou dre brikennou kleuz a-stok ouz ar muriou.
Teol e vez peurliesa tôenn an tïez e kreisteiz enez-Vreiz ; war-du an hanternoz e raed kentoc’h gant mein-sklent. Kalz a dïez e kêr Virokonion a oa golôet a daolennou maen-krag laonennaouek ha skantennaouek eus ar vro, a rae d’ezo, moarvat, steredenni ouz bannou an heol. Gwerennet e veze alies prenestrou an tïez e kêriou Breiz-Veur d’ar c’houlz-se [408].
Kig. — Dibri a rae ar Gelted kalz a gig bervet, pe poazet ouz ar ber. Kenta magadur an holl vrôadou keltiek ez oa kig-moc’h fresk pe sall. D’an eil e teue kig ejen ha kig maout. En Iwerzon e lazed an ejened gant eun taol goaf.
Jiboez a zebred ivez dre galz. Ar pep prizeta, war a heñvel, ez oa ar c’haro, an demm, ar yourc’h, ar broc’h, ar c’had, ar c’hilhog gouez. War glann ar mor hag ar stêriou e tebred ivez kalz a besked. Ar gouennou pesked gwella-deut gant ar c’hlannidi ez oa, hervez, an dluz (erkos en Iwerzon), an eog (esox, ankorakos, e Galia, orkos en Iwerzon) hag an toun. Ne raed ket fae war ar glesker, e Galia da vihana. Eur pladad glesker a zo bet kavet en eur bez keltiat. Ar rener douaret e bez ar Gorge Meillet a oa gantañ pladou, warno eskern yer ha moc’h ha plusk viou. Eskern moc’h-gouez hag ejen a zo bet kavet e beziou all.
Tud a zo a ziouere diwar berziou a gredenn eur seurt pe seurt kig. Er c’henta kantved kent H. S. ne zebre Breiziz na yer, na gwazi, na gedon ; en IIIet kantved goude H. S., Kaledoniz hag ar Veated ne bakent ket evit o dibri ar pesked o paota en o lennou hag en o stêriou. En eil kantved goude H. S. Galated Pessinont a ziouere kig-moc’h. Difennet ez oa ouz ar c’hadour Setantios, lesanvet « Ki Kulann », dibri kig ki. Berzet ez oa, moarvat, kig marc’h da Gelted bro-Spagn ha Galia : e 133 kent H. S., p’edont kelc’hiet gant ar Romaned ha kouezet er grisa dienez, Kelted Numantia a voe gwell ganto dibri korfou o c’henvrezelourien lazet eget teurel o dourn ouz o c’hezeg ; e 52 Verkingetorix, war-nes beza grounnet e armead en Alesia, a gas kuit e holl varc’hegiez, o dije, koulskoude, ar c’hezeg anezi pourvezet eur bevañs talvoudus d’e soudarded.
Viou ha laez. — Eur bras a lec’h a veze er bouedou d’ar viou, d’al laez (livriz pe gaouledet), d’an amann ha d’ar c’heuz. Kalet-poaz e veze debret ar viou alies, da vihana en Iwerzon, hag ar re brizeta, er vro-se, ez oa viou gwazi. Hervez Plinius, diouz ma raent pe ne raent ket gant amann, e vije bet digemmet, e-touez ar C’halianed, etre pinvidien ha paourien. Evit ar c’heuz, anavezet ez oa gant ar pep muia eus Kelted an douar-bras a lakae d’hen oberia pe laez buoc’h, pe laez danvadez pe c’havr. En eneb, en enez-Vreiz, meur a veuriad, ha d’ezo eur builhentez a laez, ne raent ket a geuz dre ziouiziegez.
Yod ha bara. — Ar greun a zebred pe en o fez ha krazet [409], pe malet e bleud. Ar bleud a yae d’ober bara (*baragos) ha, dreist-holl, yod pa ziskouez ar Gelted beza bet debrerien vras a yod. Meneg a zo gant ar Gresian Ploutarkhos eus ar pouthouarniadou yod a gase ganto maouezed keltiat an Azi-Vihana pa ’z aent d’o devez-kouronka gant o bugale. Er IVet kantved, ar Pannoniad sant Jerom, en eur skrid garo, a ra eus e eneber, eun Iwerzoniad diskibl d’an disivouder breizat Morigenos (Pelagus), « eur sot-nay, pounneraet dre yod Skosiz ».
Hervez ar beajour Poseidonios e tebre ar Gelted nebeut a vara. N’oa tamm disheñvel o bara diouz an hini a rae, hir-gantvedou a oa, poblou an Europ : eun doare-c’houistoc’h ez oa, hag int pounner ha fetis, a boazed war vein plaen goret. Er stumm-se eo e raed bara en enez-Vreiz, c’hoaz er c’henta kantved kent H. S. D’ar mare-se koulskoude, o doa ar Gelted ijinet diou wellaenn er baraerez : 1) e raent gant tamouezennou reun-marc’h da zivrena bleud ; 2) e lakaent goell bïer da c’hoi toaz ; evel-se e raed ivez er Spagn.
Ar bara skañv-se a voe bepred anezañ, moarvat, e Galia hag er Spagn, eun dra a lorc’h na weled nemet war daol ar binvidien. Er VIet kantved goude H. S. ne anaveze kouerien C’halia bara estr eget c’houistoc’h fetis ar Re-goz. Ar bara dic’hoell, warnañ, diouz eun tu, skeudenn ar rod-heol hag ar groaz, ha soubet an toaz anezañ en druzoni pe el laez, a oa ivez, d’an hevelep mare, hag a vanas a-hed an holl Grenn-amzer, ar bara n’oa nemetañ a gement a anavezed e Breiz-Veur hag en Iwerzon. Baraennou ar Gelted a oa d’ezo lies furm : rod, kurunenn, kreskenn, kerniel, hag all.
Louzeier-kegin ha frouez. — Hag i debrerien vras a gig hag a yod, ne zebre ar Gelted, war a heñvel, nemet nebeut a louzeier. Ar re baoura anezo hepmuiken, pa n’o deveze ken da zibri, a chaoke diouz skouer al loened-chatal, gwriziou ha deliou glas. Prizetoc’h en o zouez ez oa ar frouez, moarvat. Da vare Galisa dizalc’h ez ae ganto peurvuia ar frouez a daole drezo o-unan, kuit a evezerez mab-den, ar c’hoadou hag an douarou all dic’hounid : aval, kraoñ, kraoñ-kelvez, mouar, flamboez, sivi, irin glas, hiliber, kistin, magl, hag all.
Died. — Ouspenn dour ha laez, ez ae da zied gant ar Gelted, dreist-holl dour-mel, bïer ha gwin.
An dour-mel, anezañ eun died vezvus graet a zour hag a vel, a heñvel beza bet d’ar Gelted eun evadur lipous ma rae gantañ an uhelidi. En Iwerzon, d’hel lakaat saourekoc’h moarvat, e vesked ennañ kraoñ-kelvez. Medus (deut da mez e krenn-vrezoneg) a raed anezañ e pep lec’h. Eus an ano-se ez oa bet tennet ar ger-doarea meduos, medua, a zistagomp bremañ mezv, mezo. Ano ar « mez » a gaver e meur a ano paotr pe blac’h en henved keltiek : Medugenos « mab an dour-mel », eur C’helt a Vro-Spagn dindan aotrouniez Roma, Medussa, eur Geltez a Vro-Itali en hevelep mare. E Galia, Meduna eo ano eun doueez ; en Iwerzon, Medulos eo ano unan eus paotred-karr an doue Lugus.
Bïer eo a oa died bemdez ar Gelted a bep renk. Kement a zoareou anezañ a oa hag a edou. Kourmi, hervez hiniennou, ez oa ano ar bier-heiz, ar prizeta hini. Deut eo ar ger-se da cuirm en iwerzoneg [410], cwrf e kembraeg, coref, coruf e kerneveg. Kervesu, ano eur bïer all, degemeret er yez romanek, a zo bremañ e galleg « cervoise ». Kelea, kelia, keria a rae Spagniz eus o bïer. Brake a raed, e Galia hag en Iwerzon, eus an heiz friket hag aozet d’ober bïer ; ac’hano Brakiaka, ano doue ar bïer e Breiz-Veur. Eun niver poblou, sujet pe druajet d’ar Gelted e diabarz harzou an impalaerded keltiek, a oa bïer o died voas ; dindan an ano a sabaion, sabaia ez oa died vrôadel Pannoniz, ha dindan an ano a bruton, bruza hini an Dhraked hag ar Phrugianed.
Abred, a-walc’h e voe anavezet ar gwin gant ar Gelted oc’h ober evel gopr-soudarded er broiou en-dro d’ar mor Kreizdouarek. E Galia, er c’henta kantved kent H. S. ez oa anezañ eun evadur enbrôet n’helle nemet ar binvidïen her prena. Ar planta gwiniennou dre galz er vro-se a dennas, moarvat, da astenn ar boaz anezañ [411]. Koulskoude, er IVet kantved goude H. S., edo kevezet c’hoaz ar gwin gant ar bïer e Lutetia, hanternoz Galia. An impalaer Julian, a vevas er gêrig-se eus 356 da 360, a zo deut d’eomp diwar e lerc’h eur flemmgan ma c’hrozmol fentus ennañ ouz « ar c’houero a evaj a denn ar Gelted eus an tañvouezennou ». Kavet ez eus en hon amzer eur voutailh-soudard pri eus ar marevez roman, enskrivet warni e briz-latin ar geriou-mañ : Ospita, reple lagorta cervisia « tavarnourez, leugn ar voutailh a vïer ». Trôellou-neza eus an hevelep rann-amzer ha kavet en hevelep bro a zo warno an enskrivadur-mañ hanter-geltiek hanter-latin : Nata vimpi curmi da « plac’h koant, disken bïer da eva ».
N’eus skrid ebet o testenia o dije graet ar Gelted, e mare o frankiz, gant evaduriou diwar frouez, evel avalou, per, hiliber, hag all. Hogen, e c’houzomp ez oa darn eus an evaduriou-se anavezet gant ar Rak-Kelted, hag e voe anavezet darn-all er marevez kelt-ha-roman.
Temziou-boued. — Ar re benna anezo a oa : 1) an holen, ma raed gantañ da salla kig-moc’h ; 2) ar gwinegr hag ar c’houmin. Gant hemañ ar Gelted war glann ar mor-Bras hag ar mor Kreizdouarek a demze ar pesked a grazed en tan ; her meska gant ar bïer-heiz a raed ivez a-wechou ; 3) amann ha bloneg. Gant amann ha bloneg-moc’h e raed evel Kreisteiziz gant eol ; 4) mel. Ar mel ivez a dalveze da veur a dra. Ar Geltibered her c’hemmeske gant ar gwin, hag Iwerzoniz gant al laez hag ar bïer a event. En Iwerzon e veze debret, e-lec’h holen, gant kig ha pesked ; mezet e veze e toaz eur seurt bara lorc’hus hag er yod gwiniz d’ober anezañ eul lip-e-bao.
Predou. — Strabon a daolenn d’eomp ar Gelted azezet e-giz kemenerien war grec’hin koun pe vleizi en-dro da gaoteriadou kig. Poseidonios en deus taolennet an doare ma kemerent o fredou er mare ma weladennas o bro. Azeza a rae ar genbrederien war foenn pe golo en-dro da daoliou izel-izel a garged a gig hag a vara. Kinniget kempenn e veze ar c’hig, war bladou pri pe brenn e ti ar beorien, war bladou kouevr pe arc’hant e ti ar binvidien. Ne rae ket ar brederien gant loaiou ha fourchetennou : « Pa veze aozet an daol, e tibabe pep-hini eun ezel-loen bennak en e bez, ha kregi ennañ gant e zaou zorn hag e zibri dre zanta en e greiz, ma ’z pije lavaret loened o preja. » Mar doa an tamm re galet, e veze dibeziet gant eur gontellig m’oa stag ar gouhin anezi ouz feur ar c’hleze. Eva a raed bep tro-ha-tro en eul lestr pri pe arc’hant. Treuzkaset en-dro e veze gant eur mevel eus an tu kleiz d’an tu dehou. Nebeut a eved bep gwech, stank avat e veze an taoladou. Krennarded ha krennardezed, hag alies bugale, a veze oc’h ober war-dro an taoliou.
Da zibenn ar pred en em zihuede ar gengouvidi dre c’houren etrezo, hep en em gregi a-dro-vriad. Betek en em c’hloaza ez aent a-wechou evelato, hag en em laza o dije graet panevet d’ar sellerien disranna anezo.
Er banveziou bras ha lorc’hus ez oa krenn an taoliou ma rae ar vanvezerien eur c’helc’h en-dro d’ezo. D’an hini uhela dre e gadarnded, e c’hanedigez pe e zanvez, ez oa dleet al lec’h-kreiz. En e gichen e teue da azeza penn an tiegez ha, lerc’h-ouz-lerc’h, pep-unan eus ar gouvidi diouz o brud hag o stad. A-dreñv d’ezo e rae an dougerien skouedou ha goafiou eun eil hag eun trede kelc’h kengreizennek d’an hini kenta. Prederiet ha bevet e vezent evel o mistri. P’en em gave eur roue e-touez ar gengouvidi, ne stage den da zibri ken na vije bet gwelet o tañva unan pe unan eus ar meuziou war an daol.
« Gwechall », a lavar ouspenn Poseidonios, « pa veze bet rôet d’ar gouvidi, en eur banvez, diouhar a-dreñv eul loen bennak, e rae ar gwella kadour e rann eus ar vorzed ha, ma teue unan e dael gantañ diwar-benn an tamm-se, e save emgann etre an daelour hag heñ ken na vije lazet an eil pe egile ». Ar boaz-se kollet e Galia e derou ar c’henta kantved kent H. S., a oa anezañ c’hoaz, heñvel eo, en Iwerzon er c’henta kantved goude H. S. Caurat mir « tamm ar c’heur » (kavaros) [412] a raed a se. E kembraeg e veze graet kynrann « kentrann » eus ar gwella tamm rôet d’ar gwella kadour (Rev. celt. 1913, p. 376).
Banveziou, bet rôet gant roueed kelt an douar-bras, a oa deut da veza brudet en Hen-amzer. E Galia, roue an Arverned, Luernios, en doa lakaet kloza gant peuliou-prenn eur garrezennad douar, eun hanter-leo hed da bep tu d’ezi. Er c’hloziad ec’hon-se en doa daspugnet a bep doare bouedou ha pentoniou leun a evaduriou blazet-mat. A-hed meur a zervez mevelien a rôas da breja eno da nep piou bennak a zegoueze. En Azia-Vihana, eur Galatiad pinvidik, Ariamnes, en doa embannet e predje a-hed bloaz e holl genvroiz. Lakaat a eure sevel a bep tu, nes an hentou, tinellou prenn ha raoskl ec’hon a-walc’h da rei bod pep-hini anezo da bevar c’hant a gouvidi. Degaset e voe eno bleud e-leiz, tonelladou gwin ha kaoteriou arem mentek, da geginerien da boaza en dour bras bemdez ejened, moc’h, meot ha loened all, a-vern. Kement Galatiad a zeue eus ar maeziou pe eus ar c’hêriou a gave eno ar gwella degemer a-berz ar vevelien. An diavaezidi o tremen zoken a veze pedet d’ar banvez, ne vern a be vro e vijent.
Al lontegez hag an dilontegez. — Gwasa ’zo ec’h eve ar Gelted, re alïes, bïer, dour-mel ha gwin betek peurvezvi. D’ar gwall-dech-se, ha n’oa ket stankoc’h ganto eget gant ar C’hermaned, ar Skuthed, an Illirianed, ha zoken an Ibered [413], e tleas ar Gelted hag o c’henvrezelerien meur a zrouziwez drastus. En enez ar Sikeled, e-pad ar brezel kenta etre Roma ha Karthada, e kollas Karthadiz, kenvrezelerien ar Gelted, dre lontegez ar re-mañ, ugent mil a dud ha tri-ugent olifant-emgann. « Toui a ra Kelted Galia », eme ar Siriad Ammianus Marcellinus, « ne sav diwar dour mesket er gwin nemet kontamm » ; hag e stag : « Mezo e vez dalc’hmat eur c’halz tud eus ar werin na reont nemet kantren tu-mañ tu-hont, hag i peurgollet o fenn ganto. »
An dilontegez he deus bet dalc’herien d’he harpa e-touez ar Gelted koz. Ar rouanez Boudikka, er c’henta kantved eus hon oadvez kristen, a veul dilontegez ar Vrezoned leal da c’hiziou o zadou-koz ha na evont nemet dour. E Galia, da vare Kaesar, da lavarout eo eur c’hantved abretoc’h, e tifenne pobladou-zo eus ar Belgion ober gant ar gwin ; berza a raent ouz ar varc’hadourien estren degas gwin war o douarou.
Binviou-kegin. — Menegomp a-douez ar re a zo meneg anezo e skridou an Hen-amzer pe a zo bet kavet en amzer-vremañ : beriou prenn pe vetal, kaoteriou arem pe houarn, ferc’hierigou tribizek da denna ar peziou kig eus ar c’haoteriou, drezennou-pod, pladou ha podou prenn, pri pe vetal, kestou aozilh, kerniel-eva, seier-ler evit an died, beoliou prenn da lakaat bïer, dour-mel pe win (tonellou e prenn gwisket a beg, ma rae ganto Kelted an Itali, en amzer Strabon, a oa brasoc’h eget tïez), ribodou, kanastellou da zizoura keuz.
Da vala bleud e raed gant ar vreo dre zourn. Ar vreo gosa hag an nebeuta gwellaet a oa ouz hen ober daou vaen, an eil plaen ha ledan, krag peurliesa, ma leded ar greun warnañ, hag egile bihanoc’h a dalveze d’o brevi. Mont war he daoulin a rae ar valerez hag e ruilhe ar maen-brevi war-bouez he daouarn e doare da frika ar greun. Eun doare-breo all, nevesoc’h ha gwellaetoc’h, a c’hoarveze eus eur maen-diazez kelc’hiek hag eus eur maen-milin, kelc’hiek ivez, war eun ahel ouz o zreuzi. Lakaet e veze en-dro war-bouez eun dournell, pe ziou evit ar milinou bras a c’houlenne nerz daou zen.
Goude ma voe trec’h ar Romaned, e teuas e boaz, ken en enez-Vreiz ken war an douar-bras, mein-milin brasoc’h a veze lakaet en-dro dre eul loen-samm, ejen, azen pe vul. Unan eus ar mein-milin roman-se a weler skeudennet war eur c’hleuzeur pri kavet e Londinium (Londrez). Diwar ar pevare kantved, pe, d’an abreta, diwar an trede, e voe staget da sevel milinou-dour. Roue-meur Iwerzon, Korbomaqos, mab Artos (IIIet kantved), c’hoant d’ezañ da zisamma diouz labour tenn ar breverez eur sklavez kaer en doa, en dije kaset ijinerien da studia milinou an douar-bras ha, d’o distro, en dije graet sevel kenta milinou-dour Iwerzon.
a) D’Arbois de Jubainville, La Famille celtique, étude de droit comparé, 1905 ; Etudes sur le droit celtique, 1895, I, pp. 1-13, 60-4, 112-6, 185-253 ; La Civilisation des Celtes et celle de 1’Épopée homérique, 1899, pennad IV, pp. 285-326 ; J. Loth, Le sens de « nepos » dans deux inscriptions latines de l’île de Bretagne (Acad. des Inscr. et Bel. Let. Comptes rendus des séances, 1922, pp. 269-80) ; Etudes sur le droit celtique, 1896, pp. 10-4 (mouladur distag ; diwar Rev. de l’Hist. des Religions, 1896) ; Le drame moral de Tristan et Iseult est-il celtique ? (Rev. celt. 1909, pp. 270-82 ; kenveria D’Arbois de Jubainville, id. 1894, p. 407) ; Jullian, Hist. de la Gaule, II, pp. 400-14 ; Dottin, Manuel, eil mouladur, 1915, pp. 179-88 ; Rhys, Celtic Folklore, 1901, p. 17 ; Rev. celt. 1897, pp. 335-40 ; Journal des Savants, 1898, pp. 245-6 ; Rev. de l’Hist. des Religions, 1909, II, pp. 96-7.
b) Behn, Hausurnen, Berlin, 1924 ; Bryan, Italic. hut urns and hut urn cemeteries, Roma, 1925 (levrenn IV eus ar Papers and Monographs of the American Acad. in Rome) ; Sundwall, Die italischen Hutten-urnen, war Acta Academiæ Aboensis, IV, 1925 ; Grenier, Habitations gauloises et villas latines dans la cité des Mediomatrices, 1906 ; Fuchs, Die Kultur der keltischen Vogesensiedelungen, Zabern, 1914 ; Schumacher, Siedelungs- und Kulturgeschichte der Rheinlande von der Urzeit bis in das Mittelalter, 1 Band : Die vorromische Zeit, Mainz, 1921 ; Behn, Das Haus in vorromischer Zeit, Mainz 1922 ; Linckenheld, Stèles funéraires en forme de maison en Gaule, 1927 ; Le symbolisme astral des stèles funéraires gallo-romaines des Vosges et de l’Illyrie, (Rev. celt. 1929, pp. 29-49) ; Joyce, Social History, II, pp. 20-103) ; Montelius, Temps préhistoriques en Suède, pp. 72, 131, 190-2 ; Dottin, Manuel, pp. 153-9 ; Wright, The Celt, the Roman and the Saxon, pp. 171-215, 227-54 ; Sagot, Bretagne romaine, pp. 329-53 ; Paris, Promenades archéol. en Espagne, I, pp. 201-51 (Numantia) ; Bulliot, Fouilles du mont Beuvray, Autun, 1899 ; Déchelette, L’Oppidum de Bibracte, Paris, 1903 ; Les fouilles du mont Beuvray de 1897 à 1904, Paris, 1904 ; Busset, Gergovie, capitale des Gaules, et l’oppidum du plateau des Côtes, 1933 ; Pro Alesia, 1908-1909, pp. 548, 551-2, 702, ha skeudennou 131-3, p. 623 ; Komandant Lefebvre des Noëttes, Le chauffage domestique dans l’Antiquité, war Rev. archéol. 1925, I, pp. 326-30.
k) Doktor Fagon, Redevenons des Sauvages, war La Quinzaine médicale, niverenn miz Mezeven 1923 ; Bergonié, De l’influence du pain sur les populations néolithiques, war Rev. des Et. anc. 1910, p. 81 et seq. ; A. J. Reinac’h, Le Pain galate, war Rev. celt. 1907, pp. 225-40 ; Le Pain d’Alesia, war Pro Alesia, 1907, pp. 209-23 ; Joyce, Soc. Hist. II, pp. 104-75 ; Jullian, Hist. de la Gaule, II, pp. 281-96, 420-1 ; Dottin, Man. pp. 160-6 ; Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, pp. 333-406 ; Lindet, Les origines du moulin à grain, war Rev. archéol. 1900, pp. 17-44 ; Vendryes, Les moulins en Irlande et l’aventure de Ciarnat, id. 1921, II, pp. 362-72 ; Les vins de Gaule en Irlande et l’expression « fin aicneta », war Rev. celt. 1920-1921, pp. 19-24 ; La Libation, id. 1920-1921, pp. 345-50.
hag o Zemz-spered
- « Ment ramzel, bleo hir melen-aour, skouedou bras, klezeier hir-divent, kanadennou-brezel en eur redek d’an enebour, youc’hadennou ha korolladennou emgann, strapad armou ha skouedou a stokont diouz eur c’hiz vrôadel, pep tra gant ar Gelted a heñvel heza reizet da hada spont er c’halonou. »
Titus-Livius
Penaos e oa neuziet ar Gelted hervez skridou an Hen-amzer. — En eun tu emañ skrivagnerien an Hen-amzer evit skeudenni ar Gelted koz evel tud ventek, ramzed anezo a-wechou zoken, d’ezo bleo melen-aour (aurea caesaries) ha daoulagad glas. Gwall-disheñvel e oant, eta, diouz an Hellened, an Italianed ha Kreisteiziz all, a veze anezo peurliesa tud vihan ha duarded [414]. Brudet e oa braventez ar merc’hed keltiat ; meulet e vez gant ar skrivagnerien c’hresian gwennder o c’hroc’hen hag o ment kenedus hag uhel. Ar c’haerder anezo, ken disheñvel diouz hini merc’hed ar C’hreisteiz, a c’hounezas, hervez, ar Romaned : skeudennet eo alies war ar mogeriou taolennet a gaver e Pompei hag e lec’hiou all merc’hed bleo melen, daoulagad glas, hevelep neuz d’ezo gant merc’hed an Hanternoz, Keltezed pe C’hermanezed. Er c’henta hag en eilved kantved goude H. S., itronezed an uhela tiegeziou eus Roma a live o bleo e melen, da zevreza ar merc’hed keltiat, pe a wiske zoken maoutennou graet gant bleo alaouret o c’hevezerezed. Ar c’hristen Tertullianus (IIet kantved), en e skrid De cultu feminarum, a rebech garo d’ezo ar boazamant-se.
Kelted-zo, hag i mentet-dreist, o devoa saouzanet Kreisteiziz. Strabon a lavar en doa gwelet e ruiou Roma Brezoned yaouank, ne dize ket ar vrasa paotred eus kêr ar penn pe an diouskoaz anezo. Florus, o komz eus ar Gelted a argadas an Itali hag ar C’hres hag eus an aon a save razo, a evesa e tiskouezent, dre o ment dreist-natur, o armou bras-meurbet, hag o c’hadarnded, beza ganet evel a-ratoz evit dispenn an dud ha dismantra ar c’hêriou. En enep, Pausanias (173 goude H. S.) a ziskleri n’en deus kavet netra dreist-ordinal e ment an dud-se a ra ar Gelted anezo kavari « ramzed » [415]. Diwar ment ramzel Kelted a voe e tiwanas, moarvat, e touez ar C’hresianed, mojenn ar ramz Keltos, tad ar ouenn geltiek.
Neuz-korf ar Gelted hervez ar skeudennou anezo. — Kalz a skeudennou Kelted a zo deut betek ennornp diwar dourn ar C’hresianed hag ar Romaned : delwennou [416], kizelladuriou boset-izel, peziou moneiz, medalennou, kameennou. Dibaot eo ar skeudennou merc’hed ; paotred eo a vez skeudennet peurliesa, d’ezo korfou frammet nerzus hag eun aer vrezeliat, oc’h ober anezo skoueriou dispar a gadourien hag a soudarded. Darn anezo a zo kaer-dreist o dremmou, enno skeud an noblañs, ar striv hag an herder [417] ; ar c’horf anezo, skoaziet ledan ha dargreizet moan, a zo eur skouer a nerz hag a vraventez. Re all, en enep, kigennet ha korfet tevoc’h, a zo pounneroc’h en o stumm ; neuziet garo eo ar penn anezo, alies zoken chatalek [418]. An holl skeudennou-se, hag int disheñvel eun draig a-hend-all, a zegas koun eus an dud velegan a vev hizio an deiz c’hoaz, war aodou mor an Hanternoz hag ar mor Baltek. En eun tu emañ, eta, penn-da-benn skrivagnerien ha skeudennerien an Hen-amzer evit pez a sell neuziadur ar Gelted koz.
Neuz-korf ar Gelted hervez furchadennou an amzer-vremañ. — An neuz-den diskleriet ha skeudennet evelse gant an Hen-amzeridi a zo heñvel-tre ouz hini ar ouenn a zo an ano anezi gant an denoniez gouenn hirbennek velegan an Hanternoz (Homo Europaeus eus Lapouge), hag a zo anat dre : 1° he hirbennegez (hirder klopenn he fenn) ; — 2° he dremm hirgelc’hiek ; — 3° he fri moan, kroumm a-wechou ; — 4° liou melen he bleo ; — 5° liou glas he daoulagad ; — 6° he ment uhel [419].
Kement ha ma c’heller merzout diouz ar furchadennou graet er beredou keltiek eus oadvez an armou houarn, eun darn hepken eus poblañs Keltia a vije bet neuziet evelse. Er beziou roueed pe uhelidi, annezet pinvidik, e kaver alies a-walc’h eskern tud kentoc’h uhel ar vent anezo, hir pe hiroc’h klopenn o fenn, ha d’ezo ez veo, moarvat, bleo melen ha daoulagad glas. Heñvel eo, er c’hontrol, neuz-korf an dud beziet dister ouz hini ar bobl a zo o veva hizio er broiou e-lec’h ma reer ar furchadennou-se.
Ar pep brasa-holl eus ar boblañs, her c’hredfed a-walc’h, a oa anezi eta, er c’henta kantved kent H. S. evel en hon amzer : 1° e Galia, e kreizenn Europa hag en Itali-Uhela, tud krennbennek (furmet-krenn klopenn o fenn) ; mentet-etre, bleo ha daoulagad du pe zemzu ; — 2° er Spagn, e Breiz-Veur hag en Iwerzon, tud hirbennek, bleo ha daoulagad du, mentet krenn pe vihan, nemet er penn hanternoz eus enez Vreiz, e-lec’h e kaver tud bleo du, mentet-uhel, peuz-ramzel a-wechou.
A belec’h e teue ha penaos edo kevrennet diouz ar poblou hag ar stadou a vuhez neuziou-tud disheñvel Keltia. — An duarded-se a oa anezo ar pep brasa a-bell eus ar poblou rak-keltiek. En enep, neuz an dud velen, mentet-uhel ha daoulagad glas e oa, gwirheñvel eo, an hini a gaved ar stanka e-touez ar Gelted kosa, da lavarout eo e-touez ar poblou diazezet, en Xet kantved kent H. S., a-hed glann mor an Hanternoz, er gompezenn ec’hon etre ar stêriou Albis ha Rênos. Ar gounidou-brezel bras kaset da benn gant ar poblou-se en dek kantved da heul, an doare souezus m’en em astennas galloud o armou, ar brud a heuilhas o ano a reas d’eun niver meuriadou ha tud all a veur a ouenn disheñvel klask o hevelebekaat ha degemerout ar yez ha darn eus ar giziou hag ar c’hreañsou anezo.
Er c’hantved kenta kent H. S. an holl geltiegerien n’edo ken o stumm hini an dud neuziet melen. A zo kaeroc’h, poblou keltiek a voe n’oa anezo nemet tud disheñvel a-grenn diouz an doare-neuz-se. Evelse e oa, da skouer, ar Silured a stourmas ker start ouz ar Romaned : dre o ment verr, o c’hroc’hen livet, o bleo du ha rodellek, e tegasent da goun d’ar Roman Tacitus eus Ibered ar Spagn. E-touez Kaledoniz, er c’hontrol, e weled kalz a dud vras bleo melen pe ruz zoken.
Er brôadou ma kaved an daou doare-neuz war an dro, hini ar rak-Kelted a dlee beza stank, dreist-holl, e-touez al labourerien-douar, ar vicherourien, ar varc’hadourien, ar soudarded war droad hag ar vevelien war varc’h, e-keit ha ma kaved an niverusa, hep mar, tud neuziet melen evel ar Gelted koz e-touez an uhelidi, a rôe da boblou Keltia o roueed, o renerien-vrezel hag an dibab eus o c’hadourien [420].
O veza m’o devoe Kreisteiziz d’ober gant tud ar stad-se, ken war an dachenn-emgann, ken en emweladennou da zivizout feuriou a beoc’h pe a gevredad, int-i eo a daolennjont dreist ar re all, seul-vui ma ’z edo an neuz anezo dizanat d’ezo hag her c’havent iskis-souezus.
Penaos en em gemmeskas ar gouennou-tud disheñvel eus Keltia. — Poblou rak-keltiat Kornog Europa a oa bet d’ezo ivez uhelidi ha rouanez [421] hag e voe, e meur a lec’h moarvat, dimeziou etre an daou rummad renerien, Kelted ha rak-Kelted, ken na zeujont d’en em beurgemmeska d’an diwez. Ar Gelted a ouenn uhel ne erezent ket peurliesa rak an dimeziou gant diavezidi kendere ganto. War-dro 120 kent H. S., eur Geltez eus ar Spagn, merc’h d’eur roue an Oretaned [422], a eureujas gant ar pengadour karthadat Hannibal. E 183 kent H. S., roue ar Vakedonia, Philippos, war-nes staga gant eur brezel ouz ar Romaned, a c’houlennas skoazell ha kevredad ar Vastarned, poblad galloudus ha brezeliat. Meur a zen yaouank eus gwella tiegeziou ar boblad-se a zeuas da lez ar roue hag e lavaras unan anezo rei e c’hoar da bried da vab Philippos. Er c’henta kantved kent H. S., Adobogiona, prinsez a ouenn rouanez Galatia, a eureujas eur Pergamad a renk uhel.
Hevelep dimeziou a c’hoarvezas, moarvat, er c’hevrennou all eus ar bed keltiek, ken ma tisleberas tamm-ha-tamm, da heul an holl gemmeskadou-se, neuz-gouenn an drec’hourien geltiat. Hizio, er broiou ma vez komzet bepred ar yezou keltiek, ez eo bet diverket a grenn gant ar ouenn duard niverusoc’h egeti. A-vec’h ma tiwan c’hoaz a-bell-da-bell, dre unanou amañ hag a-hont, evel dre hir-hererez. En Iwerzon, ar brezeliou diabarz kriz a renas e-pad ar Vet, ar VIet, hag ar VIIet kantved goude H. S., dre ober o rann eus noblañs an enezenn, o deus, moarvat, buanaet anezi da zisheria.
Skouer ar gened er broiou keltiek. — Prizet-dreist e oa gant ar Gelted eur vent uhel hag eur c’horf kreñv ha kenedus. Verkingetorix a voe dleour, evit eun darn, eus e Ievezon war e genvroiz d’e vent uhel ha d’e neuz-den dispar. E vent uhel, e yaouankiz hag e gened a reas ivez d’ar pengadour roman Kekina (kenta kantved goude H. S.) plega a-grenn dindan e veli ar C’halianed renet gantañ. En emgannou, an uhela ha brava paotred a veze graet anezo ar renkaden genta ha gward-enor ar renerien.
Eur pennad bleo hir melen-aour a veze sellet evel ar priziusa eus an holl ornaduriou. E Galia, ar baotred hag ar merc’hed, ha n’oant ket melegan dre natur, a live o bleo e melen gant dour-raz hag eun doare soavon, anvet sapo, tri seurt anezañ da vihana. En Iwerzon, eun dremm hir-gelc’hiek, bleo melen aour ha rodellek, eur c’hroc’hen gwenn, diouweuz moan ha ruz, daouarn stummet-kaer gant bizied hir ha striz, a dremene gant an holl gwitibunan da anzaveta skouer ar gened ha da sura aroueziou eur gwad uhel.
Da e kaved, en holl vroiou keltiek, rei d’ar yaouankizou anoiou o tiskleria braster, nerz, braventez, gwennder, ha sked. Paotred a veze graet anezo Argiotalos « tal erc’h », Kantos « an hini kann », Neutto « ar skedus », Assedomaros « bras evel eur goaf », Kavaros « ar ramz », Nertomaros « bras dre an nerz », Esunertos [423] « nerzus evel Esus », Urogenonertos « kreñv evel ganadur an ejen-meur », Smertulitanos « ledan evel Smertos ». Merc’hed a anved Vinda « gwenn », Belisama « heñvel ouz ar flamm », Nerta « nerzus », Sagrobena « ar vaouez kreñv », Smertomara « bras evel Smertos », Kassimara « kaer ha bras » pe « bras dre he c’haerder ».
Nerz-korf ar Gelted. — O veza ma tiskennent eus gouennou tud o veva, milvedou a oa, e rannvroiou yen pe glouar Europa, enno koadou ha stêriou e-Ieiz, ar Gelted o deveze kalz da c’houzañv er broiou tomm-grizias hag alïes dizour ha dic’hlasvez a ra tro d’ar mor Kreizdouarek. Kreisteiziz, en o skridou, o deus pouezet war ar si-se, betek ober a-wechou eus ar Gelted korfou gwak ha dinerz na vijent ket evit herzel ouz ar skuizderiou padus. Dislavaret eo an damalladenn-se, gant levriou an Hen-amzer end-eeun, miret enno koun marc’hekadennou sebezus ar Gelted a-dreuz Europa hag an taoliou-kaer a rejont, evel gopr-soudarded, er C’hres, e Sikelia, e Siria hag en Afrika. Ar skoueriou da heul a ziskouez e oa ar Gelted kerkoulz poanierien ha ne vern pe Europiz all en o amzer.
E Galia, en emgann stêr Sambra (e 57 kent H. S.), edo arme ar Gelted, enni troadeien hepken, e spi en eur c’hoad, war lein eur grec’henn, hag en o c’heñver, en tu-hont d’ar stêr, an arme roman war eur grec’henn all. Souden e tifourk ar Gelted eus ar c’hoad hag e redont war-du ar stêr « herrus, eur souez », eme Gaesar, « ma hañvalent beza, war eun dro, er c’hoad, e-kreiz ar stêr ha war hor c’hein. Ken herrus all e voent gwelet o skrimpa hor c’hrec’henn hag o tizailha hor c’hamp hag ar soudarded a oa o sevel an difennou anezañ. » An daouzekvet hag ar seizvet « legio », grounnet ganto, a voe lazet an holl ofiserien anezo hag e oant bet kaset da get anez ma tegouezas an « dekvet ». Daoust da se, e talc’has an emgann meur a eurvez, hep ma tiskouezas e nep doare ar Gelted beza faez.
Dirak mogeriou Gergovia (er bloavez 52) ec’h eilpenn ar Gelted, en eur c’hrogad den-ouz-den, ar seizvet « legio », anezi eur strollad dibabet, pa n’helle dont e-barz da soudarded pe da is-ofiserien nemet ar pep kadarna eus an arme roman ; c’houec’h kantener ha daou-ugent ha seiz kant soudard a gouez maro war an dachenn. En hevelep bloaz, troadeien Verkingetorix, hag i diviet gant hir-c’hortoz ha yun e-pad eur mizvez, en em gann a-hed daou zervez e-harz menez Alesia.
E 51, ar Gadurked, serret gant o zropellou en Uxellodunon, a c’houzañv hep fallgaloni holl grizderiou ar sec’hed. Ar C’hastell anezo a save war eur grec’henn serz e rede eur stêr ouz he zroad. Harzet e voe ar Gadurked gant ar spegou hag ar bouledou-maen stlapet gant ijinou-brezel ar Romaned da ziskenn di da gerc’hat dour. Evit mirout outo en hevelep doare da dostaat ouz ar vammenn a strinke war ar grec’henn e-harz ar mogeriou, e stummas Kaesar gant prenn eur savenn, warni eun tour a zek solieradur a harze ouz ar feunteun. Ar spegou taolet a-ziwar lein an tour-se a skôe d’ar maro neb a dostae. War an dro, hep gouzout d’ar Gadurked, Kaesar a rae kleuzia, e-harz ar savenn, hentou dindan douar etrezek ar vammenn. En Uxellodunon, kezeg, chatal, tud zoken, a varve gant ar sec’hed. Hep koll kalon, ar re sichet a zilammas eus kêr meur a wech. Taga a rejont ar Romaned, o kas lakaat an tan war an tour prenn dre ruilha ouz troad ar savenn tonnellou leun a soa, a beg-du hag vleñchou krin entanet. Evit d’ezo c’houita war an holl daoliou-se, ha daoust m’en devoa an diouer a zour lazet eur c’halz anezo, e talc’hjont ken n’o devoe kleuziadennou ar Romaned, o tizout ar vammenn, distrôet ha disec’het anezi. Ouz he gwelet aet souden da hesk, ar Gelted, o kredi d’ezo e oa se eun urz a-berz an doueed, en em zaskoras.
E mezeven 53, ar penn-kadour roman Crassus a gouezas gantañ a-greiz-holl, e gouelec’h ar Siria, armead ar Barthed, anezi gwaregerien war varc’h. Gwaregou ar Barthed, hir ha kreñv, a strinke start-skrijus saeziou hir gouzreinet ma veze treuzet ganto skouedou ha hobregonou ar Romaned. Ar re-mañ war droad, armet gant goafiou-bann ha klezeier, n’oant ket evit tostaat d’o enebourien. Ha termen ne welent d’o foaniou, o veza m’edo gant arme ar Barthed kañvaled sammet a saeziou, e kemere ar varc’heien diouto dre m’o deveze ezomm. Bez’ e oa gant ar Romaned mil marc’heg keltiat, bet degaset eus Galia gant mab Crassus a fizie meurbet enno. War c’hourc’hemenn e dad e kerzas hemañ en o fenn, da gas tizout ar Barthed. Dedennet e voe ganto pell diouz an arme ha kelc’hiet. Neuze e savas eun taer a grogad den-ouz-den a zo bet displeget piz d’eomp gant ar Gresian Ploutarkhos. Ar Barthed, peurc’holôet a skantennou houarn, int hag o jaoed, a oa armet gant gouzifiadou kreñv, a skôent ganto taoliou kriz ouz korfou ar Gelted, hanter-noaz pe armet-skañv. « Ar re-mañ », eme Bloutarkhôs, « a groge gant o daouarn e gouzifiadou ar Barthed hag, o lammat outo a-dro-vriad, e tiskarent anezo a-ziwar o c’hezeg hag, eur wech kouezet d’an douar, n’oant ken evit sevel gant pouez o armou. Meur a hini eus ar varc’heien geltiat-se, o tiskenn diwar o mirc’hed, en em sile dindan re o enebourien hag o zoullgofe gant o c’hlezeier. En ern winta a rae al loened gant ar boan, ouz o flastra dindan o zreid mesk-ha-mesk gant o enebourien, hag e kouezent maro war al lec’h. Hogen, netra ne rae d’ar Gelted gouzañv muioc’h eget an tommder hag ar sec’hed n’oant ket boaz outo. Lazet e voe kalz eus o c’hezeg, a ’n em strinkas ouz gouzifiadou ar Barthed, hag e rankjont neuze kiladenni, en eur gas ganto Crassus yaouank, a oa gloazet. En em denna a rejont war eun dunienn-draez ; staga a rejont o c’hezeg hag e savjont eun doare moger gant o skouedou. » Ar wrez leskidik strinket a-blomm gant an heol da goueza war o fenn, ar c’hompezennou gwastet ha dizour m’en em gannent enno, sked arouezintiou seiz hag aour ar Barthed [424], son kañvaouus o zaboulinou brezel [425], an engroez diniver a dud hag a gezeg ouz o grounna, pep tra a hañvale dont ken-ha-ken d’o mantra ha da ziougana d’ezo ar maro pe ar sklaverez. Nikun, evelkent, eus ar baotred kalonek-se ne wan-galonas hag, o terc’hel penn a bep tu, e kendalc’hjont gant an emgann ken n’o devoe saeziou an enebourien o ledet holl gwitibunan war an dachenn.
Ar bleo. — Ar Gelted a zouge o bleo hir ; ar sklaved hep-ken a oa touz o fenn ; mael « touzet » pe « moal », en iwerzoneg, a dalveze ouspenn kement ha « sklav ».
An uhelidi a lakae evez braz ouz o bleo : o gwalc’hi hag o c’hribat a raent, hag e tastument anezo a-dreñv peurliesa, war gern pe gil o fenn, e doare da zizoloi ez ledan o zal. Dremmou paotred, war ar medalennou, a zo o bleo plañsonet ha rannet e plezadennou bihan a-istribilh en-dro d’o fenn ; hiniennou a zo o fennad bleo diskempenn ha houpet-holl.
E danevellou iwerzonek, dezrevellet enno darvoudou a vije c’hoarvezet war-dro ar c’henta kantved eus hon oadvez kristen, e vez meneg a-wechou eus brezelourien, a ziskenne betek o dargreiz ar pennad bleo anezo, hag heñ « rodellek evel kreoñ eur maout-tourc’h ». E skeudennou an Hen-amzer n’eo ket gwall-hir bleo ar Gelted, dam-verr eo zoken bleo ar « soner hir-gorn » miret e mirdi ar C’hapitol. Evelse emañ ivez ar « vaouez keltiat » eus an hevelep mirdi.
Ar baro. — Eun nebeul Kelted a zouge o baro, nemet berrik a-walc’h peurliesa. An darnvuia anezo a aotenne o divoc’h hag o elgez, o virout hepken ar c’hizennadou-gweuz a zougent hir hag a-zivilh. Pennou-zo eus ar medalennou hag ar peziou moneiz a zo ganto kizennadou hag eur bouchad hir. Ar pennou Kelted a ra korniou uhela geler-vaen gwinieg Amendola a zoug ar c’hizennadou ha kuchennadou-elgez berr-berr, ar pez a vez anvet gant ar varverien-vremañ « eur bouchig ».
Livadur ar c’horf hag an dremm. — Holl Europiz, anat a-walc’h, a oa ganto ar boaz da liva o c’horf hag o dremm e derou rann-amzer an armou arem (war-dro an XXet kant-ved kent H. S.). Diwar neuze ez a ar c’hiz-se buan da goll ha n’oa ken anezi, moarvat, war an Douar-bras, en oadvez an istor, nemet gant teir foblad nann-keltiek hepken : an Illirianed, an Dhraked hag ar Sarmated. Miret e oa, er c’henta kantved kent H. S., en enez-Vreiz hag ivez marteze en Iwerzon, « An holl Vrezoned », eme Gaesar, « a liv o c’horf gant pastez (glaston), ar pez a ro d’ezo eul liou pers hag o laka euzus da welout en emgannou [426] ».
An naetadurez. — Ar Gelted, da vihana an uhelidi eus ar vro, a oa naet-tre. Ouspenn an evez pemdeziek o devoa ouz o bleo hag o baro, e walc’hent alies o c’horf hag e c’houronkent el lennou hag er stêriou. « Ar Geltibered », eme Diodôros, « a zo eveziek ouz o c’horf ha naet en o doare-beva. » Ammianus Marcellinus, o komz eus Kelted Galia, a lavar : « Holl gwitibunan ez int naet ha prederius ouz o c’horf. Ne weler nikun, paotr pe blac’h, er vro-mañ, a gement a zougfe dilhad fank pe roget, ar pez a weler ken alïes en holl vroiou all ».
Gant alouberez ar Romaned e voe degaset war an Douar-Bras hag en enez Vreiz ar c’hiz d’en em gibella gant dour tomm e kibellou prenn pe vaen. E ti Deiotaros, roue Kelted an Azi-Vihana (kenta kantved kent H. S.), ez oa eur c’hibellec’h. E dismantrou kêr Vibrakt (dibenn ar c’henta kantved kent H. S.) ez eus bet kavet diazezou eur c’hibelldi bihan, ennañ tri c’hombod : eur rak-kambr, eur stoufailh, eur geuneudeg ma loje ivez enni ar sklav stag ouz an ti.
En Iwerzon, e-kerz ar pemp kantved kenta eus hon oadvez kristen, edo ar boaz, anat a-walc’h, gant an holl uhelidi da gibellat e kibellou prenn. Bemdez e veze kibellet, diouz an abardaez peurliesa. Pa zegemered eun ostiz, kenta tra a raed e veze aoza d’ezañ eur gibelladenn. Alies, kent kibellat, e veze taolet en dour eur pez houarn ruziet en tan.
Iwerzoniz a oa ganto ivez ar c’hiz, pa savent diouz ar beure, da walc’hi o dremm hag o daouarn. Gant ar baotred hag ar merc’hed eus an noblañs e veze o ivinou skarzet ha krennet aketus. Eur vez e oa tremenet ganto kaout ivinou fank pe grennet fall.
Binviou-ficherez. — Ar binviou-ficherez penna kavet er beziou keltiek eo aotennou, pinsedouigou, kribou, spilhennou bleo, melezouriou e metal lufr.
An aotenn (*altinos pe *altina e keltieg enez-Vreiz) [427] a oa en arem pe houarn ha stummet disheñvel-tre diouz hon aotennou-bremañ. Ober a raed ganti da aotenni an divoc’h hag an elgez hag, ouspenn, da drouc’ha bleo ar c’horf. Kaesar a zezrevell d’eomp edo ar c’hiz gant ar Vrezoned aotenni o c’horf a-bez, o virout hepken o fennad bleo ha kizennadou o baro. Re all, e lec’h aotenni o c’horf, e zisvleve gant pinsedouigou.
Boaz ar melezouriou e metal lufr, dizanav d’ar gosa Kelted, en em ledas a-nebeudou da heul an darempredou ouz an Etrusked, ar C’hresianed hag ar Romaned. Melezouriou arem, kavet e beziou Breizadezed eus oadvez an houarn, a zo e-touez an taoliou-micher lezet ganimp gant an arz keltiek. Kelc’hiek eo ar melezouriou-se, gant eun dournell arem kempennet kaer ; an enebenn anezo a zo kaeraet gant kizelladuriou ar c’hoanta.
Gwiskamant ar Gelted a zo bet lïes stumm d’ezañ diouz an amzer hag, eun draïg ivez, diouz ar vro. En trede kantved kent H. S. hag e-pad ar c’hantvedou da heul, e veze resis-mat oc’h ober gwiskamant an darnvuia eus ar Gelted an tri fez-mañ : ar bragou, an doneg hag ar vantell.
Ar bragou. — Ar bragou a veze graet anezo e keltieg brakas, unander braka, eur ger a heñvel beza tennet eus ar germaneg. Bragou ar Gelted koz a ziskenne betek o daou ufern-treid [428]. Diouz ar poblou e oa, hep mar, al ledander anezo. Breiziz ha, war an Douar-bras, ar Velged a zouge, evit doare, bragou ledan a-walc’h. Martialis (kenta kantved goude H. S.) a zo meneg gantañ en unan eus e flemmganou eus eur wrac’h « kel ledan ha bragou eur paour Breizad ». E-touez an darnvuia eus Kelted an Douar-bras, kement ha ma c’hellomp merzout diouz skeudennou an Hen-amzer, e oa ar bragou stardet en-dro d’an daou-ufern ha striz a-walc’h, ma c’helled damwelet furm an divesker. Evelse e oa ivez ar stumm anezo en Iwerzon.
Giz ar bragou a voe degaset en Europa, war a greder, gant ar Skuthed, eur bobl a vrezelourien, a vesaerien hag a c’hovien, o komz eur yez heñvel ouz an hen-berseg, hag a dalc’he dindan o beli, er VIIet kantved kent H. S., an darnvuia eus ar brôadou o veva etre ar mor Baltek, an Danuvios izela hag ar mor Du. Eus ar Skuthed e tremenas ar bragou d’o amezeien, Thraked ha Germaned, ha, dre ar re ziweza-mañ, moarvat, e reas ar Gelted anaoudegez gant ar gwiskamant ken aes-se. An darnvuia eus ar meuriadou keltiek pe geltaet eus Iwerzon a viras gwiskamant koz Europiz, ma talc’he ennañ eur vrozig verr, o tiskenn betek an daoulin, lec’h ar bragou. Er c’henta kantved kent H. S. ar Romaned, o sellout ar bragou evel gwiskamant brôadel ar Gelted, a rae anezo al lesano a braccati « a zoug bragou ».
An doneg. — Disheñvel e oa toneg ar Gelted diouz hini ar C’hresianed hag ar Romaned dre ma oa d’ezi milginou o c’holoi an diouvrec’h betek an arzourniou. Berroc’h pe-hiroc’h e oa : peurliesa e tize penn-krec’h an diouvorzed ; gwechou all e tiskenne betek kreiz an diouvorzed pe zoken betek an daoulin. Digor e oa eus krec’h d’an traon a-ziaraok, hag e started anezi ouz an dargreiz gant eur gouriz.
Ar vrezelourien skeudennet war lestr arc’hant Gundestrup a zoug tonegou stummet-striz, heñvel a-walc’h ouz hor saeou gloan stamm bremañ ; hiniennou anezo a zo d’ezo milginou hir a diz an arzourn ; re-all o deus milginou berr o lezel an arvrec’h hag eun darn eus ar vrec’h ez noaz.
Ar vantell. — Ar vantell a veze sellet, evit doare, evel eur pez-gwiskamant a gement a bouez, da vihana, hag ar bragou. Dougen a raed anezi a-ispillh a-ziwar an diouskoaz ha stag war ar brennid gant eur spilhen-alc’houez pe veur a hini.
Niver ar seurt spilhennou kavet stank-ha-stank er beredou keltiek a ziskouez anat e veze douget ar vantell gant an holl gwitibunan ; paotred, merc’hed ha bugale.
Bez’ e oa mantilli hañvek, graet gant danvez skañv, ha re c’hoañvek danveziet fetis. Lies meurbet e oa furm ha neuz anezo. Anoiou hiniennou a anavezomp :
1. — Sagon a heñvel beza ano ar vantell-vrezel. E-touez ar Geltibered e oa ar sagon eur vantell deo, graet gant gloan du blevek heñvel ouz bleo gavr.
2. — reno, mantell-foulinenn hirvlevek a c’holôe an diouskoaz hag ar brennid betek begel ar c’hof. Reno a heñvel beza bet an hevelep ger ha *rani, *rano « bleo hir ha garo » e keltieg Breiz-Veur hag Iwerzon, deut bremañ da reun e brezoneg ;
3. — karakalla, mantell graet a veur a damm ;
4. — linna, mantell garrezek ha gwevn boaziet gant Kelted Galia hag ivez, moarvat, en enez Vreiz, pa ’z eo deut ar ger-se da lenn e brezoneg ;
5. — laina, mantell graet gant gloan garo meurbet ha hirvlevek ;
6. — kukullus, mantell verr na ziskenne ket izeloc’h eget an diouskoaz, ha stag outi eur penn-kab. Ar bardokukullus e oa hep mar an doare « kukullus » a veze gwisket gant ar varzed ; er c’henta kantved goude H. S. e steued anezi e diou gêr a C’halia : Andematunnon, e bro al Lingoned, ha Mediolanon e bro ar Santoned. Pelloc’h goude e voe hiraet ar « kukullus » a zeuas da veza ar « kougoul », mantell gabellek ar venec’h kristen.
Ano ar vantell vrezel, sagon, a gaver war greder, en anoiou meur a bobl : Tektosaged « ar re a zo golôet gant eur vantell », unan eus teir foblad eus an Azi-Vihana [429] ;
— ar Rigosaged « a zoug mantilli rouanez », meuriad keltiat e servij roue ar Siria, en em vrudas en eun emgamm ouz ar Veded, en tu-hont da stêr Digr, er bloaz 220 kent H. S. ;
— an Agosaged « a zoug mantilli e bleo loened kornek » [430], meuriad keltiek all sujet da roue Pergam er bloaz 218,
An arc‘henadou. — Tri doare arc’henadou da vihana a oa gant ar Gelted :
1. — sandalennou, anvet gallicae gant ar Romaned. Lezel a raent dizolo choug an treid hag e vezent staget gant lerennou. Teo meurbet e oa ar soliou anezo, doubl pe dri-zoubl a-wechou ;
2. — arc’henou-kroc’hen na c’holôent nemet an troad hag a oa heñvel, en o doare, ouz hor c’hofignonou bremañ ;
3. — bouteier-ler laset o c’holei an troad ha penn-traoñ ar c’har. A-wechou e oa outo eun doare geltrezennou heñvel ouz husa ar C’hermaned.
Kinklet kaer e veze an arc’henadou a-wechou ha peurliesa e oant stag ouz ar bragou. An dud izel a gerze alies diarc’hen. Ar vrezelourien skeudennet war geler-vaen ar winieg Amendola a zo diarc’hen an darnvuia anezo, nemet ar pengadour hag eun nebeut brezelidi a zoug eur seurt arc’henad soliet teo, trouc’h-didrouc’h an enebenn anezañ.
Er IIIet kantved kent H. S., ar C’halianed a oa d’ezo bouteier-ler teo evit ar goañv hag ar menez. Hannibal, kent treuzi an Alpou, a reas pourveziou anezo evit e soudarded. Bouteier prenn a veze implijet gant kalz a gouerien eus Galia.
An tog. — An tog ne veze ket e-touez ar Gelted stank-holl an implij anezañ evel en hon touez. O bleo a zougent hir ha teo, ar c’habell a oa stag bepred ouz o zoneg pe o mantell hag a c’helled pe ziskenn war ar choug pe sevel war gern ar penn, pa veze gwall-amzer, a aesae d’ezo dioueri togou.
Meur a zoare bonedou ha togou o deus bet, evelato, e gloan, feltr pe ler, nemet n’o anavezomp ket ervat. Menega a heller :
1. — ar boned begek, dierien en araok hag en a-dreñv, gwisket a vetal a-wechou ;
2. — eun doare turuban pe voned diou-gernek uhel a weler gant bageerien Lutetia skeudennet war aoter Tiberius ;
3. — an tog erienet ledan-meurbet douget gant doueezed bis-hanternoz Galia.
Damheñvel eo an holl dogou-se ouz ar re a veze boaziet gant ar pobladou illiriek eus kreiz Europa en oadvez Hallstatt (gwelout ar skeudennou embannet gant A. Bertrand ha S. Reinac’h en o levr Les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube).
Gwiskamant ar merc’hed hag ar veleien. — Hervez skeudennou an Hen-amzer, e vije bet gwisket ar maouezed keltiat gant eur sae hir a goueze betek o zreid hag eur vantell, d’ezi milginou hir ha ledan, hag a oa serret war ar brennid gant eur skoulm, eun nozelenn pe eur spilhenn-alc’houez. A-wechou ivez o dije douget eun doare gouel a goueze war o diouskoaz hep kuzat o dremm [431].
Romanaet pe hellenaet eun draig e c’hallfe beza ar gwiskamant-se. Reisoc’h alberz a gemerfed, moarvat, eus gwiskamant ar merc’hed keltiat o sellout ouz an hini a zouge merc’hed ar Jutland en oadvez an arem. Dre ar furchadennou graet e krug Borum-Eshoi eo hen anavezomp. Gloan holl e oa, anezañ eur vroz hir dibleg, eur rokedenn verr ha ledan, outi milginou a leze an arvrec’h ez noaz, hag eur vantell vras. War ar penn eur roued gloan stammet ; en-dro d’an dargeiz, daou c’houriz gloan, unan anezo bevennet kaer ha stag outañ, da boueziou ha da ornaduriou, boulouigou teo [432].
Diwar-benn gwiskamant ar veleien n’eus ganeomp diskleriadur ebet. Evit an drouized, anat a-walc’h e oa ar gwiskamant anezo heñvel ouz hini ar pep all eus an uhelidi, nemet al liou. E Galia, er c’henta kantved goude H. S., an drouized, a drouc’h an uhel-varr sakr, a zo gwisket e gwenn. En Iwerzon, er Vet kantved, an dek drouiz en em unan da stourm ouz sant Patrik a zo ivez gwenn o dilhad.
Gwiskamant-dindan. — Beza a-walc’h o dije an uhelidi hag an drouized, e Galia, douget dindan o dilhad gloan eur c’hrez lin ; ar ger latin camisia « roched » a ziskouez beza keltiek ha deut eus ar vro-se. Anez, ne weler ket da betra o dije talvezet al linegou a founne ker stank war douar ar C’halianed, hervez skrivagnerien an Hen-amzer. Lin-holl e veze ivez marteze, e-touez ar Gelted evel e-touez ar C’hermaned, gwiskamantou ar veleien, an diouganerezed hag an hudourien.
Liou ha neuz ar gwiskamantou. — Ar pez a verke renk eun den e oa, evit doare, kentoc’h eget furm e wiskamant, al liou hag an danvez anezañ. Gant ar veleien e veze tonegou ha mantilli gwenn. Ar sklavourien a wiske dilhad-lifreou livet. Kalz a gouerien a zouge bragou foulinenn hag, hep mar ivez, tonegou eus an hevelep danvez. An uhelidi a blije d’ezo peurliesa dilhad livet-flamm ha lirzin. Roudennet ha karrezennet-stank e oa an tonegou hag ar mantilli anezo alïes, evel m’emañ bremañ gwiskamantou Skosiz. An dro-natur-se eus ar Gelted ouz an danveziou dilhad rikamanet he doa laket souezet ar C’hresianed hag ar Romaned. Eun arvest iskis ha pompus e oa d’ezo ar bennrenerien geltiat en o dilhad broudet, marellet a bep seurt ornaduriou gant an aour, an arc’hant, ar pri-gwer, ar goural, al limestra ha kant a liviou all [433].
An emganna en noaz, hag all. — Poblou keltiat a zo edo ar c’hiz ganto diwiska o dilhad, holl pe darn anezo, evit en em ganna. En Itali, en emgann Telamo (225 kent H. S.), ar C’haisated, goprsoudarded kaset di gant ar poblou eus an tu-hont d’an Alpou, en em gannas en noaz-dibourc’h ; Kelted an Itali, er c’hontrol, a viras e-pad an holl emgann o bragou hag o zonegou e danvez skañv. En emgann Kann (217), korn kleiz armead. Hannibal, en em gave e-keñver ar varc’hegiez roman, a oa anezañ marc’hegiez ar C’halianed hag ar Spagnoled. Gwisket e oa ar Spagnoled gant tonegou lin bevennet a limestra ; ar C’halianed a oa noaz o c’horf betek an dargreiz. En Azi-Vihana, en emgann menez Olumpos (189), ar C’halated a ziwiskas o dilhad evit en em ganna, « ar pez na reont nemet evit se », gouez d’eur skrivagner roman.
Kelted ar skeudennou a vez alies noaz pe hanter-noaz. En enep, goloet-striz e vez ar merc’hed peurliesa. Gouzout a reomp, koulskoude, e rankent, en enez-Vreiz, diwiska o dilhad da lida goueliou a voe en enor d’an doueed [434].
Ar c’hinklerez hag ar brageriziou. — Ar Gelted, ken paotred. ken merc’hed, a blije d’ezo meurbet en em ginkla. Ar brageriziou korf hag ar braoigou kavet er beziou a zo niverus ha lïez o doare : spilhennou-alc’houez, gourizou, troiou-brec’h pe c’houzoug, bizeier, kleierigou-diskouarn, hag all.
N’eus bez keltiek ebet na gaver ennañ spilhennou-alc’houez. Eun doare spilhenn a surentez e oa a dalveze da brenna an dilhad a-wechou, ha dreist-holl da zerc’hel ar vantell. Arem ez int peurliesa, nemet ez eus anezo ivez en houarn, en aour pe en arc’hant. Hiniennou a zo bravaet gant pri-gwer pe goural. Disheñvel-tre e vez an neuz anezo dioc’h ar vro hag an amzer. Eun darn anezo a zo eus ar c’haera.
Gloan pe ler e oa ar gouriziou pemdez, nemet, evit an deiziou lid, e oa gant ar binvidien gouriziou metal kizellet, arem, arc’hant pe aour.
Prenn, maen, gwer, houarn, arem, arc’hant, pe aour eo an troiou-brec’h peurvuia, lïes meurbet an neuz anezo. Darn a zo digor ha darn klos. Viria e oa ano eun dro-vrec’h widilus gant ar Geltibered ha viriola gant ar C’halianed.
An troiou-gouzoug a vez anezo peurliesa seurt gwigadennou digor en aour, en arc’hant pe en arem. An ano latin a « torques » a vez graet anezo el levriou henoniez. Maniakes e oa an ano keltiek anezo hervez Polubios ; en Iwerzon e lavared monikia.
Ar c’hleierigou-diskouarn a zo anezo alies paterennou gwer glas pe strink stropet en eun orjalenn arem pe gouevr. Evit ar bizeier, ar re gosa anezo n’int nemet laonennou metal moan, kelc’hiet klos pe diglos.
Ret-mat eo studia ar braoigou hag ar brageriziou-korf all d’an neb a venn anaout arz ar Gelted koz.
Gwiskamant ar Gelted degemeret gant ar Romaned. — Gwelloc’h e oa gwiskamant ar Gelted ouz temz-amzer hanternoz, kreiz pe reter Europa eget gwiskamant skañv ar C’hresianed hag ar Romaned. Rak-se e voe degemeret buan gant an neb a ranke, dre vicher, beva dindan an amzer : sklaved, labourerien-douar, soudarded, ijinerien, hag all. Ar bragou, a oa anezo ar pep pouezusa eus ar gwiskamant keltiek hag ivez an iskisa da Greisteiziz, a voe kemeret evel ar pep-all nemet krennet e voent e doare ma c’helled o c’huzat dindan an « toga », mantell vrôadel ar Romaned.
N’hellas ket, koulskoude, an trok-se beza kaset da benn hep ma stourmas dalc’hidi ar giziou koz. Pa voe argadet an Itali, er bloaz 69 goude H. S., gant ar penn-kadour roman Kekina e penn arme Galia, edo gwisket gant bragou ha mantell roudennet ha marellet ar Gelted. Er gwiskamant-se eo e tegemere kannadourien ar sened hag e prezegenne da bobl ar c’hêriou : sellet e voe kement-se gant an holl gwitibunan evel dismegañsus ouz bourc’hizegez Roma. C’hoaz er bloaz 377 goude H. S. e tifenne an impalaer Honorius dougen bragou e Roma, o tiskleria e oa ar seurt giz eun dismegañs, ouz ar gêr enorus-se (urbem venerabilem).
N’eus ket nemeur da evesaat ouz ar pez a zo bet lavaret gant ar C’hresianed hag ar Romaned diwar-benn temz-spered ar Gelted. Ne vez barnet eur bobl gant eur bobl all peurliesa nemet diwar skañvadurez-spered, diouiziegez ha treuz-kredenn gwerin, ouz o zrenkaat c’hoaz alïes an droukrañs hag ar gasoni maget gant eñvoridigez emgannou tremenet ha drouziveziou gouzañvet. Eur Roman pe eur Gresian, pa vennent barn ar Gelted, a oa diaes d’ezo ankounac’haat, ar c’henta emgann an Allia hag an tan lakaet war Roma, an eil gwastidigez ar C’hres e 280-279. Re c’hloazus eñvoriou e oa ar re-se, etre kant a re all, evit na bouezjent ket war o barnedigeziou. A-hend-all, e-mesk eur boblañs evel hini Keltia, enni mil-ha-mil a dud a veur a ouenñ disheñvel, ret-mat e vije en em gavet, dindan an unvaniez a ziwar-c’horre gant unvez ar yez, kalz a speredou-pobl disheñvel. En eun hevelep engroez ez eus bet, hep mar ebet, evel m’o deus lavaret skrivagnerien ar C’hreisteiz, sodien, skañbenneien, tud rankles, disleal ha kriz. Nemet n’oufe biken eun den a boell kredi e vije bet an holl Gelted evelse, pe e vije bet ar seurt tud stankoc’h en o zouez eget e-touez ar poblou all. Eun niver skoueriou diskleriet gant Kreisteiziz o-unan a ziskouez anat n’oa ket gwir kement-se. Rak mar barnont garo ha diwirion-splann alïes ar Gelted dre vras, evel pobl, e teu an ali ganto disheñvel-kaer pa gomzont anezo dre heñ-ha-heñ meuli a reont enno kalz a oberiou a vadelez, a lealded, a zic’hoantegez, a spered hag a nerz-voul.
Ar gadarnded. — Eun nebeut skoueriou a zigaloniez a c’heller da venega e-touez ar Gelted. An anavezeta anezo eo hini merc’hed Gergovia e 52 kent H. S. O welout ar Romaned e-harz ar mogeriou d’eur mare m’edo kêr hogos hep difennerien, e taoljont d’an enebourien o brageriziou, arc’hant ha dilhad ; disparbuilhet o askre hag astennet o divrec’h, ec’h aspedont anezo da lezel o buhez ganto ha gant o bugale ; hiniennou zoken, ouz en em lezel da rikla gant ar voger, en em ro d’ar soudarded.
Nemet eun direizder n’eo ken ! Skridou an Hen-amzer a ziskouez splann, er c’hontrol, n’oa tech ebet boazetoc’h e-touez ar Gelted koz, ken paotred ken merc’hed, eget ar gadarnded.
Ar c’hopr-soudarded, kaset gant roue ar Sikelia, en nevez-amzer eus ar bloaz 368 kent H. S., da skoazella tud Sparta, a zellezas dre o c’hadarnded meuleudiou Lakedemoniz o-unan, hag i ar galoneka hag ar wella da vrezeli eus poblou ar C’hres. « Ar C’hresianed », eme an danevellour Diodôros, « pa felle d’ezo amproui an diavaezourien-se, o lakaas er renk kenta en emgannou. Ar Gelted en em renas ez kadarn hag e rejont da enebourien Lakedemoniz koll eur maread a dud. Goude tenna sellou warno dre o nerz-kalon hag o ampartiz en embregerez an armou, e voent enoret gant Lakedemoniz, m’o doa graet kalz a vad d’ezo, hag e tistrojont er Sikelia war-dro dibenn an hañv. »
En emgann an Thermopulou (Doriou-tomm) taerder ar Gelted a zegase da goun d’ar C’hresianed eus kounnar dall al loened gouez. En em ganna a raent keit ha ma chome eun elfenn vuhez enno ; gloazet, e tiframment ar speg o zreante, d’e stlepel en-dro ha skei gantañ ar Gresian en em gave war hed taol d’ezo. Golôet a c’houliou ha skôet d’an douar, ne ziskrogent ket evit se : hag er maro n’ez ae ket diwar o dremm ar skeud euzus e veze bet warni e-pad an emgann.
An emgann bras etre Helveted ha Romaned, c’hoarvezet e Galia en hanter-vezeven eus ar bloaz 58 kent H. S., a badas eus kreisteiz da guz-heol. Er c’heit-se ne voe gwelet nikun eus ar Gelted o trei kein hag o tec’hout. Dirak ar c’hirri, m’edo warno ar pakadou, ec’h en em astennas an emgann betek diwezat-pell en noz ; ar merc’hed hag ar vugale en em gannas eno ken taer ha ker kalonek hag ar wazed.
En emgann ar Sambra, eilvet rann anezañ, p’o devoe ar Romaned adkemeret o c’hreñv, e tiskouezas ar Gelted en emzifenn kement a nerz-kalon hag en argad : kentre ma koueze unan anezo er renk kenta e teue an hini a oa a-dreñv da gemerout e lec’h ; sevel a rae war e gorf maro d’en em ganna. « Eus ar c’horfou maro-se berniet », eme Gaesar, « e raent d’ezo eur voger, ma taolent diwarni o spegou ha ma stlapent en-dro ganeomp an daredou a skôemp ganto. N’oa ken eur souez ganeomp o dije kredet tud ker kadarn treuzi eur stêr ledan, krapat riblou serz, en em ganna en eul lec’h diemzao ; kilet e oa an diaesderiou-se dirak brasder o c’hadarnded. » Pa ehanas an emgann, eus a 60.000 brezelour a oa deredet da argadi ar Romaned, a vec’h e vane 500 en o sav, hag eus ar 600 senedour o doa o renet d’an argad, ne vane ken nemet tri.
E seziz Avarikon, ar Gelted a zifenne ar gêr-se o doa graet eun dilammadenn er-maez kêr ha lakaet an tan war ar savadennou hag an touriou prenn savet gant ar Romaned. « Neuze », eme Gaesar, « e voe tennet hor sellou gant eur c’haer a daol, hag heñ dellezek-tre da veza brudet. Dirak dor ar c’hreñvlec’h edo eur C’helt a stlape en tan, a-ziwar lein eun tour, boulou soa ha peg a dremened d’ezañ a zourn da zourn. Eur saez tennet gant eur « scorpio » e dizas en e gostez dehou hag e lazas. An nesa d’ezañ a gemeras kerkent e lec’h hag a voe lazet en hevelep doare. Eun trede a heulias ha, goude c’hoaz, eur pevare, ha ne voe dilezet al lec’h gant e zifennourien nemet ken na voe mouget an tan ha lakaet dre zrouziwez ar C’halianed dizarbennet a bep tu, termen d’an emgann ».
Er bloaz 46, e-pad brezel an Afrik, e voe test ar Romaned d’eun taol kaer dreist-kred. Tregont marc’heg keltiat, e gopr Kaesar, a yeas a-herr da 2.000 marc’heg numid [435], o c’hannas hag o c’hasas dindan o zec’h betek e-harz mogeriou kêr Hadrumetum.
E 363 goude H. S., e-mesk ar strollad soudarded roman a zifenne kêr Amida [436] grounnet gant. ar Bersed, ec’h en em gave diou « legio » nevez-tennet eus Galia. An istorier Ammianus Marcellinus, hag a oa eno, a zanevell eun argadenn kadarn-dreist ouz ar c’hrounnerien a voe kaset da benn gant ar Gelted-se. E-kreiz eun nozvez teñval ha diloar, goude gervel skoazell Doue war o dezo, ez ejont didrouz dre eun nor guz er-maez eus kêr, ganto bouc’hili ha klezeier. Soupren a reont gedourien ar Bersed ha laza soudarded eur rakward anezo, hag e tegouezont e-barz ar c’hamp. Tizet o dije al lec’h m’edo savet tinell ar roue paneve garm ar re c’hloazet, strap an armou ha trouz o c’hammedou a reas d’an holl armead dihuni ha deredek d’o zaga. « Ar Gelted, ker kadarn a galon ha ma ’z oant nerzus a gorf, a zalc’has penn, o tiskar gant o c’hlezeier kement enebour a grede stourm outo a-dost. Lazet e oa bet, avat, meur a hini anezo ; ar re all en em wele war-nes beza mantret dindan eur grizilhad saeziou a daoled ganto a bep tu, rak kenstrivadou eun engroez-tud en em drôe holl ouz ar vandennadig-se ha, bep an amzer, e kreske niver o enebourien. En em lakaat a rejont, eta, da argila war-du kêr, nemet ne zistrôas nikun e zremm. Kila a raent kammed ha kammed, o skei o zreid evel e muzul. » Evel-se e tistremenjont foz ar c’hamp hag e tinesajont a-nebeudou ouz mogeriou Amida, o c’houzañv krogad war grogad ha bouzaret gant trouz an trompilhou. « E tarz an deiz hepken », eme Ammianus, « e c’hellas ar Gelted distremen doriou kêr, gloazet darn anezo grevus, darn skañv. Pevar c’hant a oa kouezet en nozvez-se, rak n’eo ket gant Rhesus, kousket gant eun nebeut Thraked e-harz mogeriou Troja, o doa bet d’ober, hogen gant roue ar Bersed e-unan, o dije lazet en e dinell, e-kreiz e gant mil a soudarded, ma vije plijet gant an Tonkadur ober a-du ganto. »
Kelted, e derou ar c’henta kantved kent H. S., a oa ganto kement a zispriz ouz ar maro hag a gadarnded fougeus ma weled anezo o tivizout, evit arc’hant pe vuzuliadou gwin, lezel o laza : pignet war eur chafod, e tarnaouent an evaj pe an arc’hant etre o c’heneiled vuia-karet, en em astennent war o skoued hag e kinnigent dizaon o gouzoug d’ar gontel [437].
Gwell ankou eget mez. — Kalz a Gelted ne derment ket evit trei o armou outo o-unan hag ouz o zud : 1° pa n’houlent ket derc’hel da veva goude beza bet trec’het ; 2° pa gave d’ezo e c’hellent, dre o maro, ober vad d’o c’henvrezelidi ; 3° pa felle d’ezo dizarbenn diouto o-unan pe diouz o gwragez hag o bugale mez ar sklaverez.
Grounnet e oa bet kêr Numantia gant ar Romaned. Pa welas Numantiz e oant o vont da veza taget gant an naonegez, e rejont o menoz da glask maro ar re gadarn en eun emgann diweza. Aoza a rejont o-unan o fred-kañv ma kemerjont ennañ o gwalc’h a gig dam-boaz hag a vier. Hogen e nac’has pengadour ar Romaned kaout outo krogad ebet. Kelc’hia a reas warnezo gant eur foz, eur gloued-peuliou ha pevar c’hamp. Peurgollet ganto pep spi da vervel, o armou en o daouarn, war an dachenn-emgann, e lakajont an tan e pevar c’horn kêr hag ec’h en em lazjont gant an dir, an tan hag ar c’hontamm. Ne vanas gant ar Romaned prizoniad ebet, na preiz diouto rak paour e oa ar re drec’het ha pulluc’het o devoa o armou kent mervel.
Ar pengadour roman Cato, c’hoant d’ezañ da gaout termen gant brezel ar Spagn, en doa gourc’hemennet lemel o armou digant an holl wazed o veva en tu-mañ da stêr Iberos. Ken dismegañsus e kavjont ar seurt gourc’hemenn m’en em rôas kalz anezo taol ar maro. « An dud her-se », eme eun danevellour roman, « n’oa ar vuhez netra d’ezo eur wech kollet ganto o armou. »
En emgann Telamo (225 kent H. S.), Aneroestos, penn ar Gelted, pa welas e oa kollet an devez hag e genbengadour Konkolitanos paket da brizoniad, en em dennas en eul Iec’h distro gant keneiled emouestlet d’e donkadur, o lazas gant e zourn e-unan hag a rôas, goude, termen d’e vuhez.
E 21 goude H. S., Sagroviros, e penn ar C’halianed en em savet, a voe trec’het e-kichen Augustodunon. En em denna a ra en unan eus e genkiziou hag ec’h en em laz gant eur gougleze. E geneiled o doa e heuliet en em lazas kenetrezo, hag an tan lakaet ganto war an ti a bulluc’has o c’horfou. Ar rener all d’ar stourmad, Florus, en em lazas ivez.
Goude gwasta santual Delph (279 kent H. S.), armead ar Gelted, luziet ma ’z edo gant kirri ha gloazidi, a voe eus an diaesa an distro anezi a-dreuz d’eur vro veneziek : taget e vezent dibaouez ha lamet a-ziwar o hent ar chatal hag ar bevañs gant broiz en em savet outo. Brennos, hag a oa gloazet, a rôas renadur an arme d’e is-pengadour hag a lavaras d’e geneiled-vrezel : « En em zisammit diouz an holl c’hloazidi ha devit ar c’hirri ; n’eus tro all ebet ken da virout ho puhez. » Eva gwin a reas hag, o rei ar skouer e-unan, e sankas e gontell en e galon. Ar pengadour nevez a gasas d’ar maro 10.000 a dud a oa re dizet evit padout da gerzout, ha, goude an emwana kriz-se, e c’hellas armead ar Gelted skañvaet diraez trumm harzou hanternoz ar Vakedonia.
E 271 kent H. S., eur vandennad Kelted e gopr roue an Ejipt, war-nes skoulma an emgann gant Makedoniz, a lazas loened d’an doueed da enklask an diouganou. Diabarz al loened lazet a ziouganas an drouziwez. Neuze e rojont d’ar maro o gwragez hag o bugale hag, o lammat gant ar C’hresianed o c’hlezeier en dourn e kouezjont holl gwitibunan.
Dindan Tiberius, 400 Galian, bourc’hizien Roma, grounnet e ti Kruptorix gant ar C’hermaned, a voe gwell ganto en em laza kenetrezo eget en em zaskori ha mont da sklaved.
E 84 goude H. S., ar Romaned o veza trec’het e-harz menez Graupios Kalgakos ha Brezoned an Hanternoz, eun darn vras eus ar re-mañ a skôas d’ar maro o gwragez hag o bugale evit mirout outo da goueza ez veo etre daouarn ar Romaned.
Ar balc’hder. — Bras e oa balc’hder ar Gelted. War-dro kreiz an IIet kantved kent H. S., e savas brezel etre ar C’halated ha roue Pergam hag e tileuras ar Romaned kannadourien da gas habaskaat an traou. Bez’ e voe eun emwel etre P. Licinius, penn ar gannadourien, ha Solovettios, rener ar Gelted. Hemañ, avat, n’helljod e neb doare e blega ha ne dalvezas holl bedennou ar Romaned nemet d’e lakaat diblegusoc’h c’hoaz. « Eur souez e voe gwelout », eme Ditus Livius, « edo hantererez ar gannadourien, hag heñ a-walc’h anezañ da zizarma rouanez galloudek ar Siria hag an Ejipt, dibouez-holl war ar Gelted. »
Bastarned Klondikos a zeue ganto prezegennou leun a fougaserezou hag a c’hourdrouzou ouz ar Romaned. Ar c’homzou her hag ar vent uhel anezo, an nerz hag ar gwevnder marzus a ziskouezent en holl c’hoariou-ouesk a lakaas kement a fiziañs e Makedoniz ma teuas da gredi d’ezo e vije ar Romaned digalonekaet o welout an dud taer-se, ha na gredjent ket zoken gortoz anezo.
E 58 kent H. S., Kaesar, flastret gantañ war glann gleiz an Arar eur meuriad a Helveted, a zegemeras kannaded a-berz ar peb-all eus ar boblad kampet war ar c’hlann zehou. Er penn anezo edo Diviko, eur c’hoziad meur, en devoa renet, hanter-kant vloaz a oa, an Helveted pa faezas ar re-mañ ar pengadour Cassius, kar da Gaesar, ha pa rejont d’e armead dismantret tremen dindan ar yeo. Diviko a zegouesas, sounn e benn ha gourdrouzus, ha ne voe ket e brezeg an hini a c’helljed da c’hortoz digant penn eur boblad trec’het, hep ti nag aoz, o komz ouz ar galloudeka eus ar Romaned, hag heñ e-kreiz e armead o paouez trec’hi. Degas a reas da goun da Gaesar « an drouzivez gouzañvet gwechall gant eur c’har d’ezañ ha kadarnded an Helveted brudet a-viskoaz. Hag heñ trec’h d’eur meuriad distag, miret ouz ar re all gant eur stêr herrus da vont d’e skora, Kaesar ne dlee ket re fiziout ennañ e-unan nag o disprizout. An Helveted o doa desket digant o gourdadou fiziout kentoc’h er gadarnded eget er gwidreou hag er spiou-brezel. Ra ziwallo Kaesar, eta, da lakaat al lec’h m’edont end-eeun da veza brudet da viken e koun an dud dre wall-reuziad ar Romaned ha dismantr e armead. »
Antronoz kemeridigez Avarikon gant ar Romaned, Verkingetorix a zisklerias d’e re « n’eo ket bet trec’h ar Romaned dre gadarnded hag en emgann reizet, hogen dre eun doare ijin er sezizerez a c’houzont gwell eget ar Gelted ; dre e aked-heñ ez a ar brôadou disrannet betek-hen diouz mad an holl d’en em gevredi gantañ, oc’h ober eus Galia a-bez eur c’horf unvan, ne vije ket ar bed-holl evit herzel outañ ».
Kendalc’h-meur pennou Galia en doa divizet goulenn digant pep poblad eun niver a soudarded da sevel an arme vras a dleed da gas da skoazell Alesia ; ar Vellovaked, brôad galloudus, a c’halle lakaat war an dachenn-vrezel kant mil a soudarded, a nac’has kas an dek mil a vrezelourien a c’houlenned diganto. Diskleria a rejont e felle d’ezo brezelekaat ouz ar Romaned en o ano ha d’o grad-i, hep senti ouz den.
Al lorc’hentez a rae da Gelted-zo stourm ouz an elfennou zoken : mont a raent gant o armou d’ar mor kounnaret a c’houneze war o zevennou ; ne dec’hent na rak an tangwall war o zïez na rak ar stêriou o tic’hlania ; eur vez e vije bet ganto m’o dije diwallet diouz eur voger pe eun dôenn o koueza. D’ar seurt fougaserezou, moarvat, e tleas ar Gelted beza brudet evel eur ouenn disakr, diskleriet ganto ar brezel ouz an Natur, a denne ar c’hleze ouz tonnou ar mor, a daee ar gurun hag a daole saeziou gant ar gourventenn.
An dalc’husted (kendalch-ober). — Gwall-damallet eo bet d’ar Gelted gant skrivagnerien an Hen-amzer beza digendalc’h. « An distera kolI o digaloneka hag o diskar », emezo. An istor anezo ne ro ket da gredi kemend-all. En Italia, ar c’hant daouzek meuriad eus poblad ar Voged a reas penn d’ar Romaned eus ar bloaz 228 d’ar bloaz 190. Na drouziwez war zrouziwez, na dismantr o bro mac’het euzus gant eur ribitailh soudarded aet e gouez n’hellas o lakaat da zizarma. Bep bloaz e weled ar brezel adtarzet, ar c’hêriadennou entanet, an trevadou gwastet, ar chatal skrapet, an tiegeziou o kantreal a-stlabez amañ hag a-hont, hemolc’het ha muntret, ar merc’hed gwallet ha gwerzet da sklavezed da bell. Ha bep bloaz e weled anezo ivez o terc’hel digellusk gant ar stourmad dindan renadur o fennou Ariovistos (223), Krixos ha Magalos (218), Korolamos (196), Dorulakos ha Boiorix (191). Pa davas ar brezel, e voe dre ziouer a vrezelidi : eus eur boblad vras, kadarn ha hegad, ne chome mui war sav nemet kozidi brevet gant an oad hag ar glac’har ha bugaligou.
Er Spagn, Numantiz n’oa ganto nemet 8.000 a gadourien ; ar gêr anezo, hep touriou na mogeriou, a save ouz ribl stêr Duerios (Douro) war eur grec’henn izel a-walc’h. Stourm a rejont, evelkent, e-pad pevarzek vloaz ouz ar Romaned, ouz o zrec’hi meur a wech en emgannou kollus bras. Ar Geltibered a voe dleourien d’o dalc’h-ober kerkouls ha d’o c’hadarnded ma voent anvet gant ar Romaned « nerz ar Spagn », robur Hispaniae [438]. « Er brezel ouz an Hellened », eme ar Gresian Diodôros, « eur predig-amzer hepken a hell diarvari an trec’h ; er brezel ouz ar Geltibered, an noz a zisrann peurliesa an emgannerien hag e talc’her ganti ker start ha ker start, e-kerz ar goañv zoken. Rak-se, e c’hallfed ober eus brezel ar Geltibered eur « brezel-tan ». Ar skrivagner-mañ, end-eeun, a evesa « e tiskouez al Luzitaned, hag i ar re galoneka eus an Ibered, kalz nebeutoc’h a gendalc’h e gwall-blegennou pouezus ar vuhez eget ar Geltibered ».
En enez-Vreiz, ar Silured, war anzav an danevellour Tacitus e-unan, a savas ouz ar Romaned (eus ar bloaz 44 d’ar bloaz 78 goude H. S.) eur stourmad taer ha dalc’hus dreist-kred. « Nag an aon nag an drugarez n’hellent gounid tra diganto. Dalc’hmat an armou en o daouarn, n’oa nemet al « legionou » bepred kampet a gement a c’helle o derc’hel sujet ».
E Galia, pa zegouezas argadenn ar Gimbred hag an Deutoned, ar Gelted, dre n’oant ket evito war an dachenn, en em serras en o c’hreñvlec’hiou, hag eno, bourreviet gant an naonegez, kentoc’h eget en em zaskori, e voe gwell ganto harpa o buhez o tebri ar re a oa lakaet dre o oad pe o reiz divarrek d’an emgann. Tri-ugent vloaz diwezatoc’h, e seziz Alesia, pa savas dienez war ar bevañs, Verkingetorix a vodas eur c’huzul d’en em zivizout diwar-benn o stad. Darn a oa meneg ganto en em zaskori, re all a alie ober eun dizailhadenn ouz ar c’hrounnerien e-pad ma vane ganto nerz a-walc’h d’en em ganna. Kritognatos, kadour brudet eus poblad an Arverned, o prezeg d’e dro, a zisleberas evel digalon an neb a venege en em zaskori, a gondaonas evel dievez neb a alie ober eun dizailhadenn, hag a ginnigas d’ar vodadenn heulia ar skouer a oa bet rôet gant o zadou e-pad ar brezel ouz ar Gimbred. Divizet e voe e vije pleget d’hen ober mar bije ret, ha mar bije daleet re bell d’o skoazia, kentoc’h eget digeri doriou kêr d’ar Romaned ha degemerout ar peoc’h.
Brezeliou ar C’halianed ouz Kaesar o deus tennet sked war veur a zen a skouer, enno kalon, meiz ha nerz-korf, ha, war eun dro, kendalc’hus-tre en o menoz. Eus ar re-se e voe Ambiorix, roue an Eburoned, Kommios, roue an Atrebated, ar C’harnut Gutuatros, hag ar Senon Drappes. Dalc’hmat o redek war varc’h gant ar c’hrec’hiou hag an traoñiou, e rejont d’ar Romaned e-pad meur a vloavez eur brezel didrugarez. Ambiorix a welas e boblad kaset da get hag e benn lakaet eur gopr warnañ gant Kaesar ; rankout a reas klask repu e-touez ar C’hermaned. Kommios, gwirion d’al le en devoa graet « na welje biken dremm eur Roman nemet war an dachenn emgann », en em dennas en enez Vreiz ; Gutuatros, taolet da breiz da soudarded Kaesar, a voe merzeriet ganto ; Drappes, paket da brizoniad, a nac’has debri boued hag a varvas gant an naon.
En hevelep bro, e-pad ar brezel-se end-eeun, e voe gwelet eun taol-kaer a nerz-kalon. Verkingetorix o veza diskleriet da bennou ar C’halianed e ranked kemma en holl d’an holl an doare da vrezelekaat, poania da lemel diouz ar Romaned ar bitailh hag ar boued kezeg, entana an tiez distag hag ar bourc’hiou, leski betek ar c’hreñvlec’hiou a oa lakaet en argoll dre zistervez o mogeriou pe diemzao o lec’hiadur, holl ec’h asantjont d’ar mennad-se. En eur ober eun dervez, en tu-hont da ugent kêr ar Vituriged a voe lakaet e ludu. Heuilhet e voe ar skouer anezo gant ar pobladou tro-dro, hag e welas ar Romaned mantret eur c’helc’h a dan a bep tu d’ezo.
Ar vadelez. — Saouzanet e oa bet Kreisteiziz gant krizder ar Gelted er brezel. Er bloaz 281, Belgios pengadour ar Gelted, o veza trec’het war Vakedoniz, a reas lakaat d’ar maro en eul lidrôad d’an doueed ar pep kreñva hag ar pep brava eus ar brizonidi ; ar re all, staget ouz gwez, a dalvezaz da bal d’ar Gelted da denna d’ar gwenn gant o goafiou-bann. Brezelourien Kombutis hag Orestorios, argadet ganto an Etolia, a vuntras kement den gourel a gavjont, hep erbedi ar gozidi nag ar vugale. Ar gwragez hag ar merc’hed yaouank, n’en em lazjont ket o-unan, a voe gwallet eus ar gwasa. Er bloaz 114, ar Skordisked, goude flastra eun arme roman a oa deut d’ezo betek en o bro, a redas war-raok, heñvel ouz eur froud drasterez, betek ar mor Adriatik : rei a raent taol ar maro d’ar re c’hloazet war an dachenn emgann, muturnia ha disleberi korfou ar re varvet, jahina ar brizonidi dre an tan hag ar moged, eva e klopenn an enebourien lazet ; er c’hêriou kemeret a-daol-nerz, e tigorent kof ar gwragez dougerezed hag e tiframment diouto o frouez « evit ma vije merket war bep krouadur-den pouez o droukrañs ». Vindelikiz, en argadennou a raent e tu kreisteiz d’an Alpou, a ziskoueze an hevelep krizder. « Ker kounnaret ez int ouz an Italianed », eme Straboñ, « ma lazont ar vugaligou gouezel ha ma ’z eont betek muntra ar gwragez dougerezed a lavar o beleien hag o divinourien e c’hanfent mibien ». Er bloaz 15 kent H. S., ar Romaned o veza arsailhet bro an Daurisked, e voe gwelet merc’hed ar boblad-se, pa n’o doa ken a spegou, o vrevi o bugale ouz an douar hag o skei anezo, goude, gant pennou ar soudarded roman. Er stourmad bras eus ar bloaz 61 goude H. S., Breiziz a drouc’he divronn ar merc’hed, o berie ouz peuliou lemm, a laze, a grouge, a stage e kroaz kement-hini a goueze etre o daouarn ; dek mil den ha tri-ugent, Romaned pe keneilidi ha sujidi d’ar Romaned, a gavas o maro evelse.
N’oa ket ar seurt oberiou, hag int leun a grizder d’hor meno, a-enep da lezennou ar brezel, evel ma intented ha ma raed anezañ en Hen-amzer. Sevenaeta poblou an oad-se, Ejiptiz, Assirianed, Persed, Gresianed ha Romaned, e bro o enebourien pe e brezeliou en o bro o-unan, o deus graet hevelep torfedou. Hogen, an holl dud-se, hag a ziskoueze beza war an dachenn-emgann gwir ziaoulou dislonket gant an ifern, a veze peurliesa disheñvel a-grenn ar stumm anezo, p’en em gavent e peoc’h e-kreiz o c’herent hag o c’heneiled.
Da anzav holl skrivagnerien an Hen-amzer, e oa ar Gelted degemerus meurbet, oc’h ober degemer mat d’an diavêzidi a dremene dre o bro. Ne serrent nepred an nor war o zïez hag an tremeniad a zeue e-barz en deveze e lod eus o fred. « Ar Geltibered », eme Diodôros, « a zo kriz meurbet ouz an dorfetourien hag an enebourien, nemet brokus ha hegarat ez int ouz o ostizien. Beva a reont laouen an divroidi oc’h ergerzout o bro ; heligenta a vez ganto gouzout piou a roio bod d’ezo hag e veulont ar re a vez a-gevret gant an diavêzidi, pa gred d’ezo ez int karet gant an doueed ».
E 147 kent H. S., Numantiz a zegemer en o c’hêr tud Segida a dec’he rag ar Romaned. Erbedi a rejont evito, pa grede d’ezo kaout gwir d’hen ober, o veza ma oant chomet er-maez eus an diweza brezeliou. Roma a nac’has rei trugarez d’an dec’hidi hag a c’hourc’hemennas da Numantiz lezel o armou. Ar re-mañ ne dermont ket neuze da staga drezo o-unan gant ar brezel ouz ar Romaned.
Er bloaz 123 kent H. S., an Allobroged a ro repu da Deutomalos, roue ar Salied, eur boblad keltiek ha ligurek, o paouez beza bet distrujet gant ar Romaned. Daoust da c’hourdrouzou ar re-mañ, e nac’hont e zaskori d’ezo hag ez eont d’an armou.
E 363 goude H. S., e-pad seziz Amida gant ar Bersed, e voe ar Gelted, en em gave e-touez difennerien kêr, lakaet er-maez anezo o-unan o welout ar c’hrizderiou a rae ar Bersed gouzañv d’o frizonidi. — « Eur beurevez », eme Ammianus, « e weljomp eun engroez tud o kerzout war-du kamp ar Bersed. Kêriz Ziata nevez-kemeret gant ar Bersed ha kaset ganto e sklaverez an hini e oa. Evel m’edo an holl dud eus ar broiou tro-dro en em dennet er gêr-se, ar Bersed o doa paket eno eun niver a brizonidi. Bez’ e oa en o zouez kozidi gabac’h ha gwrac’hed brevet a gozni. Pa zeue e nerz da c’houita gant hini pe hini eus an dud reuzeudik-se, diviet gant hirder an hent, ar Bersed a drouc’he d’ezañ e seuliou treid pe e arzelliou hag e zileze war al lec’h. Ar soudarded keltiat, teneraet gant an arvest doanius-se, a vennas ober eun dizailhadeg hag a ginnigas laza o zribuned [439], ma talc’hjent d’o herzel da vont ».
Eun danevell eus ar Grenn-amzer [440] a laka esmaet ivez gant eun hevelep barrad truez ar c’hadour Setantios, Ki Kulann, gwasa medour pennou tud en dije redet biskoaz tachennou brezel Iwerzon. Kerent nesa an dud lazet gantañ a oa en em gevredet hag o doa savet eun arme outañ. Dont a reont e Bro-Ulad hag e kerzont war-du Emania, ar gêr-benn anezi, e-lec’h m’edo Setantios. Dre ma tremenont ne chom ken nemet regez-tan ha korfou maro. Grounna a reont Emania ha moged an taniou-gwall, o deus c’houezet er gompezenn tro-dro, a ra eur goumoulenn ec’hon divent a beur-c’holo anezi. Daoulamm o mirc’hed ha stroñs rodou o c’hirri-brezel a ra d’an douar krena betek en diabarz kêr. An aer a zasson gant o garmou-emgann ha strap o armou. Netra ne ra da Setantios plega, nemet leñverez ar merc’hed hag ar vugale, tec’het ha muntret betek e-harz ar mogeriou, a denera e galon. — « Biskoaz betek-hen », emezañ, « n’em ’eus gallet klevout merc’hed ha bugale o klemm hep mont d’o skoazell. » — Ha daoust da bedennou ar gwragez hag ar plac’hed yaouank en em vod spouronnet-holl en-dro d’ezañ, e wisk e zilhad-brezel, e laka staga e zaou varc’h ouz e garr hag e red er-maez a gêr, gant e baotr-karr hepmuiken, evit mont d’eun emgann e oa e donkadur mervel ennañ.
Ar vuanegez. — An hirc’houzañv, an emvestronia, e oa, anat eo, an dellidou a vanke an aliesa d’ar Gelted koz. Bez’ e oa anezo, evit an darnvuia, tud taer, buanek, diaes-dreist ober outo. War-dro ar bloaz 238 kent H. S., an daou roue a oa e penn Boged Italia, Atis ha Galatos, c’hoant d’ezo d’ober brezel ouz ar Romaned, en enep d’ar bobl, o devoa gopret meur a vil a venezidi eus an Alpou. Ar bobl, aet e kounnar, a gemeras an daou roue, o muntras hag a reas d’ar venezidi distrei d’o bro war o c’hiz. E Galia, er bloaz 56, senedourien an Aulerked hag al Lexoved, o veza nac’het kemerout an armou ouz ar Romaned, a voe lazet gant ar bobl.
En emgann menez Olumpos (Azia-Vihana, 189 kent H. S.) e c’hoarvezas d’ar Gelted, ganto da armou gouzifiadou ha goafiou, beza faezet dindan ar grizilhad saeziou ha daredou taolet outo eus a bell gant ar Romaned. Oc’h en em santout dare, ez ejont e gouez, ma krenient war an douar, skôet gant ar seurt barradou a sav diwar ar gounnar en he gwasa, e keit ha ma ledanae ar re barfeta anezo, gant o daouarn o-unan, ar gouliou a c’houzañvent, dre m’o c’havent mezus pa n’oant, ket a-wel a-walc’h. Goude emgann menez Magaba, e weljod ar brizonidi geltiat, droug enno ken ma eonennent, o torrimellat war an douar en eur santa o chadennou hag o klask en em vouga kenetrezo [441].
Aminianus Marcellinus a laka evez e oa an eiz mil Kelt en em gave grounnet e kêr Amida mat d’en em ganna war an dachenn plaen, nemet divarrek e oant lakaet gant o zemz-spered feulz da zifenn eur gêr vogeriet ha d’ober en-dro d’an ijinou-brezel. « Ober dizailhadennou amzere ne ouient ken, ma tistrôent en-dro bep gwech bihanaet o niver, goude en em ganna kalonek, nemet n’o devoa ket graet muioc’h a se evit difenn kêr eget eun den, e sell mouga eun tan-gwall, hag a yaje d’ezañ gant eur flac’hadig dour. »
Pa raent skouarn vouzar ouz pedennou o zribuned, e voe divizet nac’h hiviziken digeri an doriou d’ezo. Gwelet e voent neuze « o skei gant o c’hlezeier ouz an doriou serret hag o yudal, evel kel lïes-all a leoned hag a digred, gant ar redi o lakae distrivant. Eur rann-galon e oa d’ezo, en o balc’hder, meiza e rankjent, ma kouezfe kêr Amida, mervel dindan an dismantrou anezi, hep lezel war o Ierc’h koun eun taol-kaer bennak, pe zoken e c’hellje beza dic’hrounnet warni kent m’o dije graet o divrec’h mann da harpa brud kadarnded ar Gelted ».
O natur-spered taer ha techet d’an droukrañs a reas a-wechou d’ar Gelted terri kengwir ar poblou. E 284 kent H. S., e teuas ar Senoned da c’hrounna Aretium, eur gêr etruskek e gwarez ar Romaned. Sened Roma a zileuras war-du ar Gelted kannadourien evit gourc’hemenn d’ezo dic’hrounna hebdale. Ne ouzer ket reiz-mat petra a c’hoarvezas en emweladenn-se : pe lavariou rok ar gannadourien a lakaas ar Gelted da vont e gouez, pe unan eus pennou ar Senoned, o kas talvout d’ezo eun dismegañs bennak graet d’ezañ e-unan, a voe kiriek d’ar gwall-zegouez. Ne vern penaos, muntret e voe ar gannadourien roman ha skignet an izili anezo, gant o saeou ha merkou o renk, en-dro da vogeriou kêr.
Buanegez ar Gelted, pa na gave ket he zu da reuzia ouz an dud, a reuzie ouz an traou. Er bloaz 114, ar Skordisked, droug enno o welout ar mor Adriatik oc’h herzel outo da gerzout war Roma, e gunujennas hag a strinkas en e donnou o goafiou-bann hag o saeziou.
Ar gerreizded (kempouezder-youlou). — Setu amañ, en dic’haou, diou zanevell o tiskouez splann e oa gouest ar Gelted a-wechou da zerc’hel war o buanegez hag o droukrañs, ha diwar gwir abeg e vijent.
Ar gannaded, dileuret gant sened Roma d’ar Gelted a c’hrounne Clusium, o doa torret ouz ar re-mañ kengwir ar poblou [442]. Pell diouz o c’hastiza, ar sened o anvas d’an enoriou. Pa glevjont kement-se, ar Gelted a savas enno droug bras. Disanka a rejont eus an douar o arouezintiou-brezel hag e kerzjont trumm war-du Roma. An engroez-se a dud, a girri hag a gezeg en em astenne er pellder war eun dachennad ec’hon-divent hag e save diouto, dre ma kerzent, eun tousmac’h heñvel ouz ar mordrouz. An dud a ziwar ar maez a dec’he razo ; re ar c’hêriou a oa mall ganto serri o doriou ha redek d’an armou. Gant euzus e oa bet an dismegañs graet d’ar Gelted, edo an holl o c’hortoz eus o ferz gwastadennou ar skrijusa. Hogen, en enep da spouron an holl, ne rejont ket a grizderiou hag ec’h en em virjont diouz pep preizerez. Pa dremenent ebiou d’ar c’hêriou, e youc’hent n’o doa ken d’ober nemet ouz ar Romaned hepken, hag e vije sellet ganto an holl boblou all evel keneiled.
Roue ar Vakedonia, Perseus, a savas c’hoant d’ezañ d’ober brezel d’ar Romaned. En em glevout a reas da gaout skoazell eur strollad brezelourien geltiat eus poblad ar Vastarned, a oa kampet en Illiri, ha d’ezi 10.000 a varc’heien ha kemend-all a droadeien o redek ker buan hag ar c’hezeg hag a gemere, en emgann, lec’h ar varc’heien lazet. Divizet e voe en dije digant roue ar Vakedonia pep marc’heg dek pez aour ha pep troadeg pemp. Rener ar vandenn, ar roue Klondikos, a zegemerje e-unan 1.000 pez aour. Pa glevas kelou e tostaent, Perseus a c’hourc’hemennas d’ar c’hêriou ha d’ar c’hêriadennou war o hent dastum ed, gwin ha chatal. Ar Gelted a ehanas e-harz kêr Dessudaba, e rannvro Maedika, o c’hortoz ma vije paeet d’ezo an arc’hant divizet. Ar roue a zileuras neuze etrezek enno unan eus tud e lez, Antigonos, da gemenn d’ezo dont betek Bulazora, eur gêr eus ar Beonia, ha da bedi ar renerien anezo da zont niverus d’e gavout. Antigonos a zezrevellas d’ezo ar bevañs a bep seurt en doa ar roue graet danzen war o hent hag an donezonou, aour, kezeg, harneziou, gwiskamantou-brezel, a oa bet prientet d’ar bengadourien. Ar re-mañ a eilgerias e weljent, pa vijent war al lec’h, petra a zeuje eus ar geriou-se hag a c’houlennas ouz ar c’hannad ha degaset en doa gantañ an arc’hant a oa da veza darnaouet d’o soudarded. Evel na responte ket Antigonos, Klondikos a lavaras d’ezañ : « Kea da gemenn d’az roue na raio ar Gelted kammed ebet war-raok ken n’o devo bet an aour hag ar gouestlou-tud ». Perseus a addileuras neuze Antigonos d’ar Gelted evit rei da anaout d’ezo n’en doa ken ezomm a gel lies a gadourien hag e vije trawalc’h d’ezañ gant 5.000 a varc’heien hepken. Pa welas ar Vastarned e oa bet graet d’ezo kuitaat o bro d’ober kammed goullo, e savas droug ha kroz ganto. Klondikos a c’houlennas ha paeet e vije da vihana, d’ar 5.000 marc’heg-se an arc’hant divizet. Antigonos o veza respontet etre ya ha nann, Klondikos e gasas war e giz, hep aotren ma vije graet d’ezañ an distera droug, — a-vec’h m’en doa Antigonos e-unan kredet gortoz kemend-all ! — Ar Gelted a stagas gant penn o hent war-du an Danuvios, o preizata, d’en em zic’haoui, ar bourc’hiou war harzou an Dhrakia.
An dic’hoantegez. — Tamallet eo bet d’ar Gelted gant skrivagnerien an Hen-amzer beza re duet d’an arc’hant ha c’hoantek-dreist a breizerez. N’heller ket nac’h n’o dije alïes lakaet eur priz gwall-ger d’o servij, ha ret eo anzav n’en em ziskouezjont ket atao gwirion-rik er marc’hadou hag e rejont, techet ma ’z oant d’ar skraberez, gwall-daoliou erezus a-wechou.
E brezeliou ar Spagn, ar pengadour Roman Marius Cato, taget ha war var da veza faezet gant eun armead niverus a Ibered, a zileuras kannaded da c’houlenn skoazell digant ar Geltibered. Ar re-mañ a zalc’has warnañ ma roje daou-c’hant a dalantou (eur milion a luriou) [443]. — Unan eus ar rouanez war-lerc’h Aleksander-Veur en doa gouestlaouet eur vandennad eus Kelted an Danuvios, degas a rejont ganto o gwragez hag o bugale ha, pa voe paouezet gant ar brezel, e c’houlennjont ar gopr evit o zud kerkouls hag evito o-unan. — « Eur pez aour a zo bet divizet dre benn Kelted », emezo ; « ar re-mañ daoust ha n’eo ket Kelted ez int ? »
— An doare-se da seveni ar feur divizet, hag a save an arc’hant dleet d’ezo eus 30 talant (150.000 lur) da 100 (500.000 lur) ne voe ket kavet mat gant roue Makedonia hag ez eas an arguz etrezo war daeri. Ar Gelted o veza kinniget laza ar gouestlou-tud lakaet e kred etre o daouarn, e rankas ar roue mont d’ezo gant holl widreou eur Gresian evit ma tizfe savetei e ouestlou, mirout e arc’hant hag en em zizober diouz ar skoazellourien-se ken amjestr.
En Erux, er Sikelia, e oa bet hoalet gwall-c’hoantegez ar c’hoprsoudarded keltiat e servij Karthada gant teñzoriou an templ, ar pinvidika eus an enezenn. Evel ma veze eveziet ha dalc’het warno gant kêriz hag ar pep all eus difennourien kêr, e tec’hjont kuit eun nozvez hag e tremenjont d’ar Romaned. Kelenn a rejont ar re-mañ e doare ma trec’hjont da gemerout ar c’hreñvlec’h. E-kreiz ar veskadeg a savas da heul, ar Gelted a beurwastas an templ.
En enep d’ar skoueriou-se e c’heller lakaat ar re-mañ :
— Sened Roma a ginnigas d’ar Gelted, a c’hrounne Clusium, arc’hant bras, ma karjent ober o dilez eus kastiz an tri c’hannad o doa torret outo kengwir ar poblou. Ar Gelted a nac’has hen ober hag a zalc’has start warni ma vije kastizet ar re gablus. — Ar Skordisked o devoa touet war o le chom hep degemerout pe virout aour en o zïez, ne vern evit pe gefridi.
— Hervez ar Gresian Diodôros, ar Gelted (war an Douar-bras) a gas ganto penn an enebour o devez lazet, nemet e lezont an dibourc’h anezañ d’o mevelien. Uhelidi Iwerzon a rae kemend-all : ar c’hadour Setantios, lazet gantañ ar pevar sklerijenner a ziaraoge armead ar rouanez Medua, a drouc’has o fenn outo ; ar c’horfou maro, avat, a lezas war an daou garr-emgann hep lemel diouto o dilhad, o armou hag o bragereziou, hep zoken distaga ar c’hezeg. Divalo e vije bet war e veno, kemerout an holl draou-se.
Eur C’helt, anvet Kavaros, en doa aloubet, en eun argadenn vrezel, eur C’hresianez a voe degaset gantañ da sklavez en e gêr. Pried ar wreg-se a zeuas d’e gaout hag a ginnigas d’ezañ he dasprena digantañ. Ar C’helt a ziskouezas beza ostiz mat ha brokus ha ne vennas degemerout nemet eur priz-daspren izel a-walc’h. Ar wreg a reas d’he fried anzav en doa degaset kalz muioc’h a arc’hant eget m’en doa kinniget, hag hen diskuilhas da Gavaros, oc’h alia hemañ da laza hec’h ozac’h, a gasae emezi, evit laerez digantañ e vadou. Pa guitaas an den gant e wreg, goude paea an dasprenadenn anezi, e reas Kavaros eur pennadig ambroug d’ezo. Deut koulz ar c’himiad, war zigarez kinnig eur rôad d’an doueed, e reas d’ar C’hresianez derc’hel krog en aneval a oa da laza, nemet, e lec’h trouc’ha e benn d’al loen, ar vaouez an hini a zibennas. Neuze e tezrevellas d’an ozac’h trubarderez e bried hag e taskoras d’ezañ arc’hant an dasprenadenn.
Al lealded. — Skrivagnerien an Hen-amzer a zegas da skouer eun taol bennak a zislealded hag a drubarderez graet gant ar Gelted. E-pad ar brezeliou diwar-benn mestroniez ar Spagn, eun arme roman hag eun arme garthadat en em gavas, eun deiz, keñver-ouz-keñver. Ar Romaned a oa nebeut anezo, nemet o doa ganto 20.000 a Geltibered. Pengadour Karthadiz a weladennas e kuz pennou ar re-mañ hag o hoalas, gant eur yalc’had vras a arc’hant, da gas kuit ganto o brezelourien. — « Ne gavjont ket kasaüs ar c’hinnig-se », eme an danevellour roman Titus-Livius, « rak n’oa nep meneg ennañ da drei o armou ouz ar Romaned. Kinnig a raed d’ezo evit lezel ar brezel kement hag evit hen ober. Ar soudarded, gounezet gant ar spi da welout o ziegez, a voe ken aes o zrei hag o renerien. A-greiz-holl, ar Geltibered a sav diouz an douar o arouezintiou-brezel hag en em denn ac’hano hep teurvezout selaou ar Romaned a asped anezo da chom. » — Ar pengadour roman, pa oa divarrek da zerc’hel dre nerz e genvrezelidi, ha n’helle ket stourm e-unan ouz Karthadiz, a rankas eeuna trumm an argiladenn.
En Ejipt, 4.000 Kelt, gwarnizonet e rannvro Memphis, oc’h ober o mad eus m’edo ar roue, Ptolemaios Philadelphos, dalc’het gant eur brezel ouz sujidi en em savet outañ er penn-all eus e rouantelez, a gavailhas da deurel an dourn war deñzor ar roue ha da vestronia an Ejipt-Izela. An amzer a c’houitas d’ezo da c’hallout kas o dezo da benn. Ar roue, avat, a zamglevas eun dra bennak ha, pa na grede ket o c’hastiza gant an armou, e reas d’ezo tremen, war eun digarez gwidreüs, en unan eus enezennou an Nil hag o lezas da vervel eno gant an naon [444].
E 243 kent H. S. Antiokhos Hierax (ar Sparfell), e brezel ouz e vreur Seleukos diwar benn rouantelez ar Siria, en doa gouestlaouet en e arme eur strollad mat a Gelted eus poblad an Dolistoboged. En eun emgann bras e-harz menez Taurus (Azi-Vihana) e voe faezet Seleukos hag e kreded zoken e oa lazet. Ar Gelted, pa glevjont ar brud, a ziwanas en o spered laza Antiokhos hag argadi Siria. E gortoz e oant, ma n’hellent ket he yeoa, e c’helljent, da vihana, e-skeud an dizurziou a savje gant gouenn ar rouanez kaset souden da get, he gwasta aesoc’h a se. Lakaat a rejont o dourn war Antiokhos, na zeuas a-benn da virout e vuhez nemet dre rei d’ezo e deñzor. C’hoaz, pa ne grede ket o c’has diwar e dro, e reas ganto eur feur d’o gouestlaouiñ a-nevez.
En enep, Kelted Antigonos Gonatas, roue ar Vakedonia, e servijas ez leal en e vrezeliou ouz Purrhos. Int-i hepken a zaleas an drouziwez anezañ hag, e-keit ha ma tec’he ar soudarded vakedoniat ha ma tremenent d’an enebour, e talc’hjont penn ken na voent lazet holl gwitibunan (274 kent H. S.).
Kelted Purrhos ivez a ziskouezas beza leun a lealded. Rak-se, ar roue a rae brao-dreist d’ezo, o fiziout enno, en emgann, al lec’hiou risklusa da zifenn ha, goude an trec’h, e c’hounidou-brezel brasa da virout.
E brezel ar Sikelia (261-241), ar Gelted gopraet gant Karthada a zalc’has d’ar ger divizet ez gwirion ha kalonek keit ha ma voe paeet reiz o gopr, ma voe bitailh a-walc’h ha ma reas an Tonkadur a-du gant Karthada.
Er Spagn, kêriz Segovia, kentoc’h eget terri al lealded touet d’ar Romaned, a voe gwell ganto gouzañv an euzusa arvest ; lazadeg o gwragez hag o bugale gourc’hemennet gant al Luzitaniad Viriathos [445].
Deiotaros, roue ar C’halated, daoust d’an diouganou da veza fall pa gimiadas da gevredi gant armead Pompeius Magnus, n’houlas ket mont a-enep ar feiz hag ar garantez en doa touet d’ar bobl roman. O kerzout da zifenn frankiz ar Romaned, lakaet en arvar gant Kaesar, e ouie e rae e zlead : hennez a oa, war e veno, kalz en tu-hont d’e rouantelez ha d’e vadou.
An doujañs ouz an anaon hag an doueed. — N’heller ket diskredi war doueüsted ar Gelted. Ha, koulskoude, hiniennou eus skrivagnerien an Hen-amzer o deus tamallet d’ezo o dizeoliez.
Pa wastas Makedonia, Brennos n’espernas ket an templou. Lavarout a rae en eur c’hoapaat « ez oa an doueed pinvidik a-walc’h da rei traou d’an den krouet, hag, o veza ma tarnaouent ar madou d’an dud n’o devoa ezomm ebet anezo evito o-unan » [446].
Ar Gelted o dije diskouezet a-wechou ken nebeut a zoujañs ouz ar re varo hag ouz an doueed. Goude emgann an Thermopulou, e vanas ar C’hresianed mantret o welout na rôent d’o brezelourien lazet sebeliadur ebet hag e tilezent anezo d’ar bleizi ha d’ar guped [447]. P’en devoe Purrhos, roue Epeir, aloubet Makedonia (274 kent H. S.), e warnizonas e soudarded er c’hêriou penna ha kêrbenn koz ar rouantelez, e-Iec’h m’edo beziet ar roueed, a zegemeras Kelted. Ar re-mañ o klevout e oa bet ar roueed vakedonian sebeliet gant dilhad pinvidik ha traou prizius, a zigoras ar beziou, o gwastas hag a stlapas en avel relegou ar rouanez.
Diouz eun tu gant an tamalladur a zizoueüsted savet ouz ar Gelted e c’heller lakaat ar skouer-mañ a zo bet miret d’eomp gant eur skrid iwerzoniat eus ar Grenn-amzer. Drouized Iwerzon a lavare e oa i o doa graet an oabl, an douar hag ar mor, an heol hag al loar. Eur gredenn goz n’oa ken, degemeret gant meur a bobl, hag a gelenn e oa ar Beleg a-raok ar bed hag en deus krouet anezañ dre an azeulerez hag an huderez. Diwar an oadvez pagan zoken he dije kavet ar gelennadurez-se tud da ziskredi warni. Ar roue-meur Korbomaqos mab Artos (maro e 258 goude H. S.) a voe unan eus ar re a nac’has kredi. Eun Iwerzoniad all, brudet dre e skiant reiz, en dije lavaret d’an drouized : « Grit ma paro an heol hag al loar d’an Hanternoz da sklerijenni tud ar bed hag e kredimp neuze ez eo gwir kement a livirit. »
Ar garantez bro, gouenn ha meuriad. — Ar garantez-vro n’helle ket beza gwall-greñv e-touez poblou ha n’oant ket, an darnvuia anezo, diazezet er broiou, ma vevent er c’henta kantved kent H. S., nemet eun nebeut remziou a oa, hag o devoa tremenet en a-raok a lec’h da lec’h, hag int o virout an eñvor eus an holl divrôadennou-se. Dre an niver souezus a c’hopr-soudarded a skuilhas Keltia, e-doug meur a gantved, war ar Spagn, an Itali, ar C’hres, enezennou ar mor Kreizdouarek, Afrika an Hanternoz hag Azia ar C’huz-heol, e weler pegen diliamm e oa ar Gelted diouz o bro c’henidik.
Ar garantez-ouenn n’oa ket, moarvat, dizanav d’ar Gelted koz. An holl C’halianed a lavare diskenn eus doue ar maro. Iwerzoniz a anaveze da dad d’ezo Miles, mab Belios [448], ha tarzet eo Belios, evit doare, eus ar wrizien bel « mervel ». An hevelep kredenn a dlee beza e-touez Kelted ar broiou all. Ha d’ezo beza disrann, ar Gelted diazezet du-mañ du-hont a ziskouez a-walc’h beza dalc’het koun eus o c’herentiez. Er bloaz 218 kent H. S. e teuas ar gannadourien roman davet meuriadou keltiek kreisteiz Galia evit alia anezo da herzel ouz Hannibal da dremen. Eilgeriet e voe d’ezo n’o devoa bet ar C’halianed na mad a-berz ar Romaned na gaou a-berz Karthadiz ma kemerfent an armou pe evit Roma pe ouz Karthada, nemet e ouient e oa tud a ouenn ganto argaset diouz an holl Itali gant ar Romaned ha gwasket gant tailhou ha heskinerez. — Philippos, roue ar Vakedonia, graet gantañ e venoz da vont d’ar Romaned betek en Italia a c’houlennas skoazell ar Vastarned. Berra hent d’ar mor Adriatik a dreuze bro ar Skordisked hag edo e gortoz e lezje ar re-mañ ar Vastarned da dremen, dre ma oant heñvel outo a yez hag a c’hiziou, ha zoken en em unanjent ganto laouen a-walc’h.
Breiziz a gasas skoazell d’ar C’halianed e-pad ar brezeliou a renkas ar re-mañ embreger ouz Kaesar e 57 ha 58. E 55, Kaesar, o prienti e argadenn ouz enez Vreiz, a c’halvas d’e gaout eun niver a varc’hadourien c’halian ; goulenn a reas outo pet poblad a oa en enezenn, pet a vrezelourien a c’hellent kas d’an emgann, petore giz-vrezelekaat a veze ganto, pere e oa ar porziou aesa da zegemerout kalz a listri bras. D’an holl c’houlennou-se e reas ar varc’hadourien a-ratoz kaer respontou luziet ha lavar-dislavar na zeskas Kaesar netra diouto, hag, e kuz, e rejont diskulia da Vreiziz ar gwall a oa ouz o gourdrouz.
Ar garantez-ouenn ne harzas nepred ouz ar brezeliou etre poblou Keltia. En hevelep doare, ar garantez-veuriad, ha hi kreñvoc’h a-bell-kaer eget ar garantez-ouenn, a voe dic’halloud ouz an dizunaniezou, emgannus alies, a save e-kreiz ar boblad. Reizet ervat, da lavarout eo lakaet da genober a-gempouez gant ar garantez-ouenn, ar garantez-veuriad he dije gallet talvout da binvidigez ha da verz-mat Keltia, dre vaga eur gendamouez frouezus etre ar poblou anezi, hep terri an unaniez ret da virout kenetrezo evit beza kreñv. Ar c’houlz, avat, n’oa ket deut ha n’oa ket dare an dud c’hoaz evit eun hevelep burzud. Evel ma oa, ar garantez-veuriad a voe, moarvat, en he c’hiriegez, dreist da bep tra all er bed, diskar Keltia. Dre na daole ket e sellou en tu-hont d’e harzou striz, pep meuriad a Geltia a leze e amezeien da veza flastret hep rei skoazell d’ezo ha ne save d’an emgann nemet, end-eeun, p’edo an enebourien war e gein e-unan. Dre ma felle d’ezo kreski dreist d’ar bevennou reiz galloud ha pinvidigez o foblad ha lufr ha brud hec’h ano, e voe ar Genomaned en Italia, an Aedued, ar Remed, al Lingoned e Galia renavied ouz kaoz difennerez Keltia, darn dre chom er-maez eus ar brezeliou etre Kelted ha Romaned, darn-all dre feuria brezelekaat a-du gant Roma ha pourchas d’ezi soudarded d’en em ganna ouz o breudeur.
Ar meiz. — Balc’hder ha spered hedro ar Gelted a zisleberas enno alies ar c’haera donezonou-natur, ken a benn, ken a galon, nemet n’oufemp ket lakaat en arvar o dije bet an eil re kerkoulz hag ar re all. Gouezet o deus o rouanez dibab d’o stadou ha d’o c’hêriou lec’hiaduriou emzao : dre o c’havadennou, ar vicherourien hag al labourerien-douar anezo o deus kendrec’het da astenn tachenn ar Ouiziegez ; taoliou-ampartiz e-leiz a zo bet graet gant o fenvrezelourien : Brennos a ouie dreist bleina e dud ha ren e armead en eur vro veneziek ha diaes evel ar C’hres ; Verkingetorix a lakas en argoll Kaesar, an akuita, moarvat, eus holl bennou-brezel an Hen-amzer.
Mat ha prim e oant da zeski. Autaritos, penn ar c’hopr-soudarded e servij Karthada, a gomze ar phenikianeg kerkoulz hag ar c’heltieg hag a zistage, er yez ken diaes ha ken disheñvel diouz e hini, prezegennou helavar. Ar C’halianed hag ar Gelted all eus an Douar-bras sujet da Roma a zeskas buan al latin hag a voe alïes par d’ar Romaned d’ober gant o yez, evel m’her gweler dre niver ar yezadurourien, ar brezegerien, an danevellourien a rojont da Roma. Er c’henta kantved goude H. S., Agricola a veule skiant-natur lemm ar Vretoned « dreist », emezañ, « da skiant desket ar C’halianed ».
N’oant ket diaked ha ne serrent ket, a-ratoz, o daoulagad ouz ar skoueriou mat a zeue d’ezo a-berz ar poblou all. Pa verzjont e oa ar Romaned en em greñvaet dre urzia o arme, reolia o soudarded ha ranna anezo etre « legionou », e rejont diouto. Ar Geltibered, en eilvet kantved kent H. S., a oa d’ezo eul « legio » reizet-mat, enni 4.000 den war droad ha 200 a varc’heien, an dibab eus o arme. Er c’henta kantved kent H. S., Deiotaros, roue ar C’halated, en doa teir « legio », desket hag armet e giz ar Romaned. Kenta preder Verkingetorix, e 52, e voe sevel e-touez e soudarded eur reol heñvel ouz an hini a rene en arme roman, oc’h embann poaniou garo ouz ar soudarded disent ha disuj ; ober a reas d’ezo bep noz kaelia war o c’hamp diouz skouer ar Romaned, dre sevel en-dro d’ezañ eur foz hag eur vur, hag e stummas eur strollad nevez a droadeien armet-skañv.
Bez’ e voe zoken, e-mesk ar Gelted, meur a zen hag a ouias gwelout dreist d’al labour pemdeziek ha d’an harzou striz lakaet gant ar garantez-veuriad. Verkingetorix ha Sagroviros e-touez ar C’halianed, Karatakos ha Kalgakos e-touez Breiziz a rakwelas evel eur C’halia hag eur Vreiz a vije unanet kement pobl a oa enno ouz enebour an holl. Panevet da Bergamon ha da Roma c’hoari outañ dre zindan, en dije trec’het Ortiagon d’ober eus ar C’halatia eur vroad-tud unvan ha galloudek.
Ar prezeg. — Ar Gelted a fougee, dre m’her c’havent goureloc’h, gant eur son mouez kreñv ha garo. « Pe beoc’h e vent pe vuanekaet », eme Ammianus Marcellinus, « ez eus dalc’hmat en o mouez soniou gourdrouzus ha taer. » Er vuhez bemdez, etre kerent ha keneiled, e teue ganto divizou rouez, dre frazennou berr, trouc’het krenn, lemm ha setañsus. Traou damlavaret e-leiz, gwirioneziou dam-zizolôet, geriou c’houezet diouz eur c’hiz a ziaesae d’an divroidi heulia o c’haozeadennou.
Eun tañva a c’hellomp kaout eus an doare-prezeg-se dre frazennou berr ha skeudennet en divizadenn da heul tennet eus « Dismantr kastell Da Derga » [449]. Eun danevell iwerzoniat eus ar Grenn-amzer eo, nemet eun darvoud c’hoarvezet, hervez, er c’henta kantved kent H. S. a ra ar steuenn anezi. Roue-meur Iwerzon a zo bet souprenet gant laeron-vor a Vreiz-Veur e-pad ma kave bod e kastell Da Derga ; eun taer a emgann a savas neuze ma kouezas ennañ roue Iwerzon. Goude en em ganna kalonek, e tizas ar brezelour brudet Conal Cernach tec’hel diouz ar c’hreñvlec’h, leun e gorf a c’houliou. Kerzout a reas ken na zegouezas dirak ti e dad, en e zourn an hanter hepken eus e skoued, e gleze hag e zaou gaison [450] a dammou. E dad, Amorgen Bleo-houarn, a gavas dirak toull e zor e Taltiu.
— « Buan ar chas o deus da hemolc’het, mab ! » a lavaras e dad.
— « Setu gant petra omp bet gloazet, kadour koz : eur garo a grogad ouz brezelourien », a eilgerias Conal Cernadi.
— « Ha kelou a zo ganez eus kastell Da Derga ? » a c’houlennas Amorgen. « Ha beo eo da aotrou ? »
— « Beo n’eo ket ! » a lavaras Conal.
-— « Me a dou da Zoue pez a dou meuriadou meur an Uladed [451] : digalon an den a zo aet beo ac’hano, o lezel e aotrou o vervel gant e enebourien en-dro d’ezañ. »
-— « N’eo ket gwenn va gouliou, kadour koz », eme Gonal Cernach.
Hag e tiskouezas d’ezañ e vrec’h a zouge ar skoued, a oa enni teir gwech hanter-kant gouli. Ar skoued he golôe eo en devoa he miret ; ar vrec’h zehou, avat, hounnez he doa degemeret an holl daoliou hag e oa, ar vrec’h-se, dispennet ha muturniet ha gloazet ha pistiget ken n’oa ken nemet an elvou anezi a gement he dalc’he c’hoaz stag ouz ar c’horf.
— « Ar vrec’h-se he deus en em gannet henoz, mab », eme Amorgen.
— « Gwir eo, kadour koz », eme Gonal Cernach. « Stank ar re m’he deus skuilhet d’ezo eun evaj a varo en noz-mañ ouz toull-dor ar c’hastell. »
Dirak e-leiz a selaouerien hag en darvoudou lidus bras, m’edont enaouet gant ar vreutadeg pe gentraouet gant ar gounid, e prezegenne ar Gelted hir hag aes souezus. Boazet ma ’z oant d’eun doare-prezeg skeudennus, e kavent neuze dre gant ha kant troiou birvidik ha sebezus, ken evit meuli hag uhelaat o dellid-i o-unan, ken evit goapaat ha disteraat o enebourien. War an dachenn-vrezel, kent en em ganna, e veule ar ben-vrezelourien taoliou-kaer o zadou koz hag o foblad hag e kunujennent an enebour.
Skrivagnerien an Hen-amzer o deus lakaet war ar Gelted meur a eilgeriadenn prim ha lemm. Setu amañ hiniennou anezo :
Ar Romaned, sichet gant Brennos e-barz ar C’hapitol, a brenas distro ar Gelted evit mil livr aour. Pa voe pouezet priz ar marc’had-se, e klemmas taer ar Romaned dre ma rae ar Gelted gant poueziou gaou. Kerkent Brennos a lakaas ouspenn pouez eur c’hleze en eur lavarout goapaus : « Gwa d’ar re drec’het (Væ victis !) »
Da Aleksander-Veur o c’houlenn outo : « Petra a zoujit-hu dreist da bep tra all er bed ? » e respontas kannaded ar Gelted : « Netra nemet e kouezfe an oabl. Evelato », a stagjont, « e prizomp meurbet mignoniez eun den eveldout. »
Crassus, o vont da vrezeli ouz ar Barthed a dremenas dre C’halatia e-Iec’h e welas ar roue Deiotaros a lakae e boan da sevel eur gêr nevez, hag heñ deut tre war an oad. — « Penaos, va friñs », emezañ, « staga a rit da sevel eur gêr d’an daouzekvet eur eus an deiz ! » — « Ha c’houi end-eeun », eme Zeiotaros, « ne luskit ket re abred da vrezeli ouz ar Barthed. » Crassus a oa neuze en e dri-ugent vloaz hag a ziskoueze beza kosoc’h c’hoaz.
Herder-natur ar Gelted a vire outo da veza paket berr er plegennou an diaesa :
Kent argadi Makedonia, e kasas Belgios hiniennou eus e dud evit kinnig ar peoc’h d’ar roue Ptolemaios Keraunos, mar karje e brena a briz aour. Ar roue a savas droug bras ennañ hag a zisklerias n’hallje beza meneg a beoc’h etrezañ hag ar Gelted ken na rojent da ouestl o armou hag o renerien. Ar gannadourien geltiat a zirollas da c’hoarzin hag a respontas : « Bremaik e weli, roue, pe evit da vad da-unan pe evit hon hini hon eus kinniget d’it ar peoc’h. »
An impalaer Caligula, den kriz ha diskiant, en devoa empennet, e-pad m’edo o chom e Galia (39-40 goude H. S.), en em wiska e doue Yaou ha lenn an Tonkadur diwar eur gador-varn uhel, e-kreiz leur-gêr vras Lugudunon. Eur c’hoz kereour keltiat a dreuzas an engroez da zenesaat ha, paret e sellou war an impalaer, e vane difiñv, evel batet. Stad ennañ o welout ar sebez-se, a grede e oa heñ kiriek d’ezañ dre e veurdez dreist-natur, Caligula a c’halvas ar Galian da zont e-harz e dron hag a c’houlennas outañ hegarat : « Ac’hanta, petra a gav d’it ez oun-me ? » — « A gav d’in », eme egile, « ez out eur bras a benn-diboell. » — Edo, en deiz-se, an impalaer war e du mat, hag e c’hellas ar Galian dizaon en em denna kuit yac’h ha salo.
Eun nebeut skeudennou Kelted. — Ar skeudenni-mañ eus eun nebeut Kelted, linennet diouz ar skrivagnerien eus an Hen-amzer a dalvo da glokaat an notennou a-ziaraok diwar-benn temz-spered ar Gelted koz.
Olonikos, pe Salonikos, roue ar Geltibered (IIet kantved kent H. S.), a oa war eun dro ijinus ha her kenañ. Gantañ, hejet en e zourn, eur goaf arc’hant a lavare en doa bet eus an Neñv, e treveze an den-Doue, ken m’en devoa dedennet a-du gantañ an holl speredou. War a anzav Florus, e vije bet anezañ eur gwall-enebour d’ar Romaned. Nemet e voe kollet dre re vras herder. Gantañ eur c’heneil hepken, ez eas eun nozvez e-kreiz kamp ar Romaned, gant an dezo, emezo, da laza o fengadour. Gwelet e voe gant eur gward a rae ged e-harz an dinell ha lazet gant eun taol goaf-bann. E geneil a gouezas ivez, hag ar penrener roman a reas trouc’ha ar pennou anezo, o sañka e beg eur goaf hag o c’has d’ar Geltibered gant prizonidi kenvro ganto.
Er c’henta kantved goude H. S., Marikos, eur Bog [452] eus an izela renk, a gemeras warnañ beza eun doue ; aloubet gantañ ano an doue-se e rôe da gredi e tisyeoie Galia. Eiz mil den en devoa bodet endeo, hag e venne kevrennadou eus brôad an Aedued en em unani gantañ. Difrae an uhelidi c’halian, bodet en Augustodunon, a lakas termen d’ar stourmadenn. Ganto eur vandennig soudarded roman, e teujont aes a-benn eus ar goueriaded armet fall a oa anezo armead Marikos hag e kemerjont hemañ. An impalaer e daolas da breiz d’al Ioened gouez er c’helc’hva, hogen n’houle ket al loened tostaat outañ. Sebezet-holl, e youc’he tud ar werin e oa-heñ e gwirionez, eun doue, pa reas an impalaer e laza gant e soudarded.
Ar Gresian Polubios, n’heller ket nemeur diskredi warnañ e vije bet douget d’ar Gelted, a ro meuleudi da Gavaros, roue Tula. Eun den mat e oa, emezañ, d’ezañ menoziou uhel, ha dellezek eus ar roueelez e gwirionez. Pa zeuas da Vuzantion, ec’h eh em ziskouezas hegarat ha servijus, c’hoantek-tre da blijout d’an holl ; evel ma oa brezel etre Buzantiz ha roue Bithunia, e teuas da unvanour hag e reas ober ar peoc’h. Harpa a rae ar c’henwerz hag ar varc’hadourien ha, keit ha ma vevas, e voe ar vrasa surentez gant an hentou en-dro d’ar Bosfor ha d’ar mor Du, skarzet ma ’z oant bet gantañ diouz al laeron dhrakiat a zisurae anezo. Eur fazi hepken en devoe Kavaros : selaou ouz e dud a lez, Gresianed anezo.
Deiotaros, roue ar C’halated, a voe e-touez e vignoned ar Romaned uhela ha desketa eus e amzer, Pompeius Magnus, Kaesar, Crassus, hag ar breutaer Kikero, a savas d’ezañ e vreutadenn vrudet Pro Deiotaro. Deue e oa da roue an Dolistoboged war-lerc’h e dad ; ar vad a reas d’ar Romaned a dalvezas d’ezañ beza anvet gant ar sened da roue Armenia-Vihana. O veza m’en devoa bet da glemm eus e zeuñv, ar roue phrugian Kastor Tarkondarios, hag eus ar wreg anezañ, e verc’h end-eeun, e lazas anezo en o c’hreñvlec’h a Gorbeus, a voe divogeriet ha dismantret gantañ penn-da-benn. Gwirion d’al lealded en devoa touet d’ar bobl roman, ne dermas ket, daoust d’e hir-oad, da gemerout an armou, pa voe frankiz Roma lakaet en arvar gant Kaesar. Hemañ, bet an trec’h gantañ, a lamas digant Deiotaros an Armenia hag e rouantelez war an Drokmed, evit o rei d’eun den estren a Bergam. Kikero a ro da Deiotaros an uhela meuleudi ; komz a ra eus eeunded ha glanded e vuhez, eus e lealded, e gadarnded, eus madelez e galon, eus e zislontegez ; ne voe gwelet neb gwech oc’h en em vezvi pe o korolli. Brudet e oa, n’eo ket hepken evel eur roue kalonek, hogen ivez evel eun tad a diegez eus ar gwella, eur mat a c’hounideg-douar, eur merour oberiant. — « E pe vro », emezañ, « diraezet betek enni ano ar bobl roman, ne voe ket klevet meuli reizded, nerz-kalon, kadarnded, spered didouell Deiotaros ? »
Verkingetorix, a oa bet, da genta, e niver an uhelidi c’halian-se a zastume Kaesar en-dro d’ezañ o klask gounit ar garantez anezo dre e lubanerez ha spi ar c’hargou uhel. Nemet n’houle ket an den yaouank her kaout enoriou digant an estren. Er goueliou-lid hag er c’huzuliadegou m’en em vode ar C’halianed a-vandennou er c’hoadou sakr, e vroude anezo dre brezegennou taer meurbet da adc’hounid o frankiz reiz a wechall. Gounezet e voe an holl gant e yaouankiz, e gened hag e helavarded ; e vent uhel, e daoliou-kaer, e ano zoken a enaoue er c’halonou an azaouez hag an doujañs. Dont a reas a-benn da unani ar C’halianed ouz ar Romaned hag e reas da Gaesar argila a-zirak Gergovia. Trec’het d’an diwez, muioc’h dre wall e soudarded, war a heñvel, eget dre e hini e-unan, grounnet en Alesia hep ken mui a spi da veza dieubet, e vodas e genvroiz. Diskleria a eure d’ezo n’en doa ket en em gemeret gant ar brezel-se evit e vad e-unan, hogen evit mad holl boblou Galia. — « Pa rankomp plega d’an Tonkadur », emezañ, « ec’h en em ginnigan d’eoc’h hag e lezan en ho tibab, pe derri droukrañs ar Romaned dre va maro, pe va rei d’ezo ez veo. » Kerkent e voe dileuret kannaded da Gaesar. Hemañ a c’hourc’hemennas ma vije lakaet etre e zaouarn an armou hag ar benvrezelourien hag a reas sevel e gador-varn er-maez eus ar c’hamp. Hepdale, e voe gwelet eur marc’heg o tiskenn e-unan penn a-ziwar lein menez Alesia. Verkingetorix an hini e oa. Edo en e wiskamant brezel, gant e armou kaera ha, pignet war e varc’h hag heñ harnezet evel evit an emgann, e teue anezañ e-unan d’en em zaskori d’ar Romaned. Degouezet dirak ar gador-varn, e reas d’e varc’h ober eur c’helc’h en-dro da Gaesar [453] ; e lammas d’an douar hag e lavaras : « Sed aze d’it eur c’hadarn, kadarn ar c’hadarna, trec’h out ! » [454]. Teurel a reas e armou ouz treid ar penngadour roman, hag, oc’h araokaat d’e dro, e plegas e c’hlin hag e kroazas e zaouarn. Donedigez souden ar c’hadour-meur en doa graet penn d’ezo gant kement a galon hag a eurvad, he devoa, da genta, leuniet ar Romaned gant eun doare doujañs ; p’e weljont dizarm hag e tailh eun aspeder, e tenereas o c’halon galet eur pennadig. Kaesar hepken ne santas na doujañs, na truez ; tamall garo a reas da Verkingetorix beza bet diwirion d’e vignoniez hag e kemennas d’e zougerien-vouc’hili e baka hag e garga a chadennou. C’houec’h vloaz goude, e Roma, p’edo Kaesar, da zevez e drec’hlid, o sevel d’ar C’hapitol ouz sklerijenn ar gouleier douget gant daou-ugent olifant, Verkingetorix a voe mouget en e brizon gant ar bourreo.
En enezenn Vreiz, n’o devoe ket ar Romaned difraeoc’h na dalc’husoc’h enebour eget Karatakos. Mab d’ar roue Kunobelinos, red d’ezañ divroa pa gouezas stadou e dad e beli ar Romaned, e kilas war-du ar c’hornog dre ma araokae ar re-mañ, o kas da boblou nevez skoazell e gleze, e gadarnded hag e anaoudegez eus traou ar brezel. Dilennet da benn-brezel meur gant ar poblou en em gevredet ouz Roma er bloaz 51 goude H. S., Karatakos a savas e grogad diweza e meneziou an Ordoviked, tost da vor Iwerzon. Gwelet e voe a-raok an emgann o nijal a renk da renk, o kas enaoui e kalonou ar vrezelourien vreizat an tan a verve en e galon-heñ. Gervel a rae an deiz-se eun devez a frankiz pe a sklaverez da viken ; degas a rae da goun anoiou ar gadourien wechall o doa argaset Kaesar, harzet diouz o gouenn dre o nerz-kalon an tailhou hag ar bouc’hili ha miret dinamm enor o gwragez hag o bugale. — « Pep-hini eus e gomzou », eme Dacitus, « a dride an holl ouz he c’hlevout ; pep soudard a c’halve an doueed da dest n’hallje na daredou, na gouliou e lakaat da gila kammed. » — Hir, gwadus ha start e voe ar c’hann ; d’an diwez e chomas an trec’h gant ar Romaned gwelloc’h armet hag akuitaet. Karatakos a glaskas minic’hi digant ar rouanez Kartismandua a reas e serri hag e werzas d’ar Romaned. Degaset da Roma gant e holl diegez, e teuas dirak an impalaer Claudius. Ar brizonidi all, dindan o aon, a reas da hemañ pedennou digalon. Karatakos, er c’hontrol, en em ziskouezas dalc’hmat enorus-tre en e stumm ha ne rannas ger da denna outañ an druez. An impalaer a rôas d’ezañ e vuhez ha hini e dud. War a lavarer, pa weladennas Roma, o sellout ouz ar paleziou dispar a gaerae ar gêr-se, e vanas sebezet-holl : « Petra ? » emezañ d’ar Romaned e ambrouge, « traou-ker kaer a biaouit hag e c’hoantait da gaout hon lochennouigou-ni ! » [455].
Ar Vreizaded, ar Geltibered hag ar C’halianed barnet gant tri skrivagner eus an Hen-amzer. — « Breiziz a bleg d’an engouestladennou-soudarded, paea a reont ar gwiriou, gouzañv a reont en eur ger an hoil gargou tennet warno gant an trec’h ac’hanomp, nemet miret e vefe da veza kriz outo ; ar c’hrizder nemetken o laka da stourm ; sujet d’ar sentidigez, n’int ket sujet d’ar sklaverez. » (Tacitus.)
« Tridal a ra ar Geltibered gant al laouenidigez en emgannou a ro eun dro d’ezo da vont er-maez eus ar vuhez gant brud hag eurvad. Pa zeuont da gleñvel, e leñvont dre ma ’z int barnet dre se d’eur maro mezus ha divrud. Eun dizenor e vez ganto menel beo en eun emgann war-lerc’h ar pengadour m’o devoa touet difenn e vuhez d’ezañ war var o deiziou. » (Valerius Maximus.)
« Ar C’halianed a zo brezelgar ha buanek, hogen eeun ha dizroug. An distera ma vez heget outo, en em zastumont a vandennou hag e redont d’an emgann, nemet e reont se a-ouez d’an holl ha dievez-kaer, en hevelep doare ma vez trec’het aes o strivadegou gant an ijin ha skiant ar brezelerez. Mar dint ker prim da sevel bodadennou diroll eo dre ma ra d’ezo o c’halon digor hag uhel gouzañv evel graet d’ezo o-unan an dismegañs graet d’o amezeien ha kendaeri ganto. » (Strabon.)
a) Diwar-benn an neuz : A. Bertrand ha S. Reinac’h, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, 1894, pp. 40-2 ; d’Arbois de Jubainville, Premiers habitants, eil levr, eil mouladur, 1894, pp. XII-XXIV, 4-10 ; Recherches sur l’Origine de la Propriété foncière, 1890, pp. 3-67 ; Civilisation des Celtes, 1899, pp. 370-1 ; Dottin, Man. pp. 111-3 ; Jullian, H. de la G. I, pp. 227-50, 338-43 ; II, 415-21 ; S. Reinac’h, Les Gaulois dans l’Art antique et le sarcophage de la vigne Ammendola, 1889 (diwar Rev. archéol.) ; Une statuette de femme gauloise au Musée Britannique, 1888 (id.) ; Le Gaulois de Délos, 1909 (id) ; Les Frises de l’Arc d’Orange, 1912 (id.) ; Le Barbare de Pola (eur Skordisk anezan), 1913 (id.) ; Guide illustré du Musée de Saint-Germain-en-Laye, mouladur nevez, pp. 44-7, 49 ; A. J. Reinac’h, Les Gaulois dans l’Art alexandrin, war Monuments Piot, 1911 ; Rev. arch. 1915, II, p. 35 (plac’h yaouank keltiat eus ar Fayoum) ; Von Bienkowski, De Simulacris Barbarorum apud Romanos, Krakovia, 1900 ; Die Darstellungen der Gallier in der Hellenistischen Kunst, Wien, 1908 ; Les Gaulois dans les arts mineurs gréco-romains, avec des recherches iconographiques sur quelques autres peuples barbares, Krakovia, 1924 ; K. Schumacher, Verzeichnis der Abgüsse und Wichtigeren Phofographien mit Gallier-Darstellungen, Mainz, 1911 ; Verzeichnis der Abgüsse und Wichtigeren Photographien mit Germanen-Darstellungen, Mainz, 1912 ; E. Espérandieu, Recueil général des bas-reliefs, statues et bustes de la Gaule romaine, meur a levrenn, pass. ; Babelon Monnaies de la République romaine, I, pp. 243, 351-2, 427, 436, 464, 550 ; II, 11-2, 131, 360, 373 ; Doktor Hamy, Les Premiers Gaulois, war L’Anthr. 1907, pp. 127-39 ; Doktor Piroutet, Sur la coexistence de populations différentes en Franche-Comté pendant les temps préhistoriques et protohistoriques, id. 1916, p. 280 et seq. ; Contribution à l’étude des Celtes, id. 1918, 1919, 1920 ; W. Z. Ripley, The Races of Europe, a sociological study, London, 1900, pp. 121-8 ; Hoefler, Somatologie der Gallo-Kelten, war Archiv für Anthropologie, 1913 ; H. Hubert, 1932.
Hep beza ret-holl da istorour ar skeudennou Kelted en arz an Hen-amzer, al levriou aman war-lerc’h a zo mat da anaout : S. Reinac’h, Répertoire de la statuaire grecque et romaine, meur a levrenn, 1897-1910 ; Répertoire des reliefs grecs et romains, meur a levrenn, 1909-1912 ; Répertoire des peintures grecques et romaines, 1922 ; A, Reinac’h, Recueil Milliet : texes grecs et latins relatifs à l’histoire de la peinture ancienne, publiés, traduits et commentés, 2 levrenn, 1921 ; R. Lantier, Inventaire des monuments sculptés préchrétiens de la péninsule ibérique, 1918 et seq., meur a levrenn.
b) Diwar-benn ar gwiskamant : Daremberg, Saglio ha Pottier, Cagnat ha Goyau, ouz ar geriou bardocucullus, braca, caracalla, cucullus, gallicae, laena, linna, sagum, sagus, sagulum ; Dottin, Man. pp. 128-36 ; d’Arbois de Jubainviilile, Civilisation, pp. 371-4 ; Premiers Habitants, I, eil mouladur, 1889, pp. 263-4 ; Celtes, 1904, pp. 69-77 ; Wright, Celt, Roman and Saxon, 1892, p. 256 (kouer keltiat o healat) ; Espérandieu, Recueil ; S. Reinac’h, Guide illustré, p. 57 (Galian Alesia), 122-3, 125-7 (gwazed kaoter Gundestrup) ; La Colonne trajane au Musée de Saint-Germain, 1886, p. 38 (gwiskamant an Daked) ; O. Montelius, Temps préhistoriques en Suède, pp. 70-86 (gwiskamant Skandinaviz e marevez an armou arem,) ; A. Bertrand, Pô et Danube, pp. 98-119 (gwiskamant tud an Alpou ha poblou Kreiz-Europa e marevez Hallstatt) ; Per Paris, Promenades archéol. en Espagne, 1910 (gwiskamant Iberiz) ; Jullian, Hist. de la G., II, pp. 296-301 ; Déchelette, Man. I, II, III, IV.
k) Diwar-benn an temz-spered : D’Arbois de Jubainville, Premiers Habitants, II, 1894, pp. XVIII-XXII ; Jullian, I, pp. 343-7 ; 11, 421-36, 356-99 ; Dottin, pp. 113-9.
- « Ar gaou graet ouzimp gant an Etrusked eo e fell d’ezo piaouia rnuioc’h a zouar eget ma c’hellont gounid hag e nac’hont ranna ganimp, ha ni deut a-ziabell, paour ha niverek. Hennez eo, Romaned, ar gaou graet ouzoc’h ivez gant ar poblou en-dro d’eoc’h : ha, mar nac’hont rei perz d’eoc’h en o zra, e kerzit d’ezo, d’o lakaat en ho sujedigez. Hag, ouz hen ober, ne rit tra a gement a ve diroll pe ziwirion, pa heuilhit ar gosa eus an holl lezennou, an hini a ro d’ar re greñva madou ar re wana. »
- (Komzou Brennos da gannadourien Roma, dioc’h Ploutarkhos.)
Adalek rec’hell garo bro-Spagn betek ar geoteier bras ma veze o kantreal ar Skolot hag e vagadou kezekenned hanter-ouez, eus an tornaodou heoliet ma skôe outo tonnou glas ar mor Kreizdouarek d’an traezennou hir ma kleved o klemm, e-kreiz al lusenn, rnouez moriou an Hanternoz, en em astenne Hen-Geltia a-hed leoiadou ha leoiadou c’hoaz, bep eil tro heoliet-kaer pe vantellet a goumoul, kompez pe veneziek, golôet a c’hlazadur pe dic’hlasvez, kêriek pe zidud. Dirak ar beajour souezet e tisplege naouspet kant ha kant a daolennadou disheñvel hag engroez he foblou o komz kant yez [456] hag o ren o buhez pemdeziek tenn ha garo, o hemolc’h, o pesketa, o vesa loened, oc’h arat, o vrezeli, o preiza, o kenwerza. Hag eus eur penn da benn all an impalaerded divent-se, oc’h evesaat war ar maeziou ha kêriadennou an dud, e wele an tremener ar c’hestell savet gant an drec’hourien geltiat, mistri d’ar vro, ar c’hreñvlec’hiou bras, ledan, gwenn, kaer, evurus, santel ha disuj, chomlec’hiou an trec’h, ar rouanez hag an doueed [457].
Moriou Keltia. — War a grede da ouizieien ar C’hres ha Roma, e oa ar moriou a vonne Keltia er c’hornog hag en hanternoz darn eus ar stêr vras Okeanos, Oceanus, bevenn ar bed [458]. Pep a ano disheñvel a rae ar Gelted, moarvat, eus ar moriou-se. Mor bras ar C’hornog a veze graet anezañ Vergivios, eun ano kreskadennet pe eus vergios « hejet » pe eus verga « kounnar, buanegez ». Iktos e oa marteze, e-touez ar C’halianed evel e-touez Iwerzoniz [459], ano mor-Breiz. Kodanos e oa, war a greder, hini ar mell raz a stag mor an Hanternoz ouz ar mor Baltek [460].
Marvailhou e-leiz a rede e-maesk Kreisteiziz diwar-benn mor-Keltia. « Mor divent, diharzou, hejet gant reverziou bras ha korventennou spontus », gouez d’o skrivagnerien. « Mor karregek, gant islonkou distrad o veva enno loened euzus disheñvel a-grenn diouz re ar moriou all ». Hag e teue ganto danevellou diwar-benn kreniou-douar ha reverziou bras meurbet, marc’heien o tec’hout d’an daoulamm rag ar mor dic’hlannet, kêriadennou beuzet gant an tonnou, broiou ec’hon ha tudet-stank diboblet ha gwastet en eur par berr gant an esorc’h-dour.
Kaloneka merdeidi ar Chreisteiz n’o doa ket gallet kavout harzou da vor-Keltia. Ar C’hartadad Himilko, aet doun er mor-se war-du ar c’hornog, pell diouz pep douar, en doa gwelet dirazañ arvestou iskis : kuzet e oa an oabl gant eul lusenn deo ; aerouanted-mor a ruze o c’horf ouz strad e lestr, e-keit ha ma luzie ouz e staon tolpadou bras a vezin o terri an herr anezañ. En diwez, ledet dirazañ dindan eun oabl bepred digoumoul ha dizavel, en doa gwelet eur mor sioul, difiñv hag evel tevaet, n’oa ket bet e lestr evit e dreiza.
Ar Gresian Putheas, an hini eus holl verdeidi ar C’hreisteiz en doa tizet an uhela war-du an hanternoz, a oa degouezet gant lec’hiou ma heñvele ar mor beza aet d’eun dolzennad skrijus a zour, a aer hag a zouar kemmesket. N’oa ket kouc’h e lestr evit toulla e hent a-dreuz d’ezi, na troad e vartoloded evit kemerout harp warni. Tud eus an aod nesa, deuet gantañ, a ziskouezas d’ezañ en dremmwel al lec’h kuz ma ’z ae an heol da ziskuiza e-pad nozveziou hir an Hanternoz [461].
An aodou. — Brudeta begou-douar Keltia e oa : er Spagn, ar beg-douar Sakr (Sant-Visant) ; ar beg-douar Keltikon pe Nerion (Finisterre), anvet evelse diouz anoiou ar Geltiked (Celtici) hag an Nered (Neri), eun eil-boblad diwar ar Geltiked ; ar beg-douar Brigantion (Prioro), ar beg-douar Trileukos « teir gwech gwenn », « gwenn meurbet », pe Aruion (Ortegal) ; e Galia, beg-douar Kabaion. Enez-Vreiz a zibenne er mervent dre ar beg-douar Belerion, er gevred dre ar beg-douar Kantion (North pe South Foreland), en hanternoz dre ar begou-douar Orka (Duncansby Head) ha Tarvedon (Dunnet Head). Eur beg-douar all, e kornog enez-Vreiz, a oa Oktapitaron (Sant-David’s Head) an ano anezañ.
A-hed aodou Galia en em gave enezennou Uliaros (Oléron), Ratis (Ré), Vidilis [462], (Gêrveur), Siata (Houad), Atika (Hedik), Sena (Sun), Uxisama pe Uxantos (Eusa), Sarnia (Gerneze), Kaisaria (Jerze). Tro-war-dro da enez-Vreiz e oa kalz a enezennou, ma c’hellomp envel en o zouez : Monapia, Manavia (Man), Mona (Anglesey), Silulankis (Scilly), Vektis (Wight), Taneton (Thanet), Toliapis (Sheppey) en aber stêr Tamêsa, hag en hanternoz-gwalarn strollad an enezennou Ebuda (Hebrid). E mor ar Sterenn, rag-enep da aber an Albis, e oa enezenn vras Abalos pe Baunonia (Heligoland) [463], hag, etre aberiou an Amisios (Ems) hag ar Rênos (Rhin), enez Glêsaria (Amland), anvet evelse diouz ar goularz (glêson) a zastumed war an aod anezi.
Strewet hed-ha-hed gant an aod-se eus Keltia e kaved « nevedou » pe santualou koz-koz ha doujet meurbet. Enez Abalos a oa war eun dro eur porz-ehana evit ar voraerien hag eul lec’h santel. War aod Galia, eun enezennig e-keñver da aber stêr Liger a oa o chom enni merc’hed hepken, gouestlet da azeulerez eun doue heñvel ouz an hini a veze graet anezañ Dionusios pe Sabadios gant an Dhraked. Brudet e oa eul lec’h all eus aod Galia, anvet Porz an diou vran, dre an diouganlec’h a oa ennañ. Er beg-douar Sakr, er Spagn, e weled mein a-strolladou, tri pe bevar maen e pep strollad, a oa dleet d’ar weladennerien, evit mont diouz giz ar vro, trei war eun tu ha distrei war an tu all, goude skuilha warno evad-kinnig. Difennet e oa mont da weladenni al lec’h-se en noz, dre ma teue neuze an doueed, war a greded, d’en em voda ennañ.
An darnvuia eus an nevedou a gaved en aodou hag en enezennou ar C’hornog a oa anezo, evit doare, kent donedigez ar Gelted. Ker koz-all e oa ivez, moarvat, ar pep brasa eus ar porziou-mor a weled el lec’hiou-se. N’hellomp menegi amañ nemet hiniennou eus ar porziou-mor-se eus Keltia : er Spagn, porz an Arotrebed, bae ledan ma save tro-war-dro d’ezañ kêriadennou an Arotrebed ; e Galia, Korbilo war ar mor-Bras ha porz Iktios war vor-Breiz. E Breiz-Veur, Sitomagos war vor ar Sterenn, ha porz Setantiz war vor-Iwerzon. War an Douar-bras, dindan renerez Roma, e teuas Bononia pe Gaisoriakon (Boulogne) da veza ar porz m’oa stag outan strollad listri-brezel Breiz (classis Britannica), a oa en o c’harg sura an darempredou etre an Douar-bras hag enez-Vreiz. En hevelep koulz edo porziet e Lugudunon (Leyde), darn eus listri-brezel strollad Germania (classis Germanica) a oa e gefridi diwall ar Rênos.
Dindan renerez Roma eo e voe savet war aodou Keltia an touriou-tan kenta. Ar re vrudeta anezo e oa : er Spagn, tour-tan Caepio, eul labour-benerez burzudus diazezet war eur garreg skôet a bep tu gant ar c’hoummou hag a verke d’ar voraerien lec’hiou gwall-risklus leun a draezennou kuz hag a gerreg ; tour-tan Brigantion, ken uhel ma veze lavaret e c’helled diwar e lein, p’edo digoumoul an amzer, merzout enez-Vreiz [464] ; e Galia, tour-tan Kaligula, e Gaisoriakon, a oa ivez uhel meurbet [465] : e Breiz-Veur, tour-tan Dubra (Douvr) a sklaerie e-pad an noz a-us da zour raz-Galia.
Ar meneziou. — Ar Spagn, ar greistezeka eus an holl vroiou piaouet gant ar Gelted, a oa golôet a veneziou. Hini ebet anezo, avat, nemet menez Erminios (Serra da Estrella), menez Vindios ha menez Aedulos, n’oa gantañ gwechall anoiou a gement a heñvelfe beza keltiek. Aradennad-veneziou Pirene (Purena) en tu hanternoz da draonienn stêr Iberos, hini an Idubeda en tu kreisteiz, a zo ganto anoiou nann-keltiek. Nann-keltiek eo ivez ano an Orospeda, eun aradennad all en em astenne etrezek ar c’hreisteiz hag a zibenne gant meneziou arc’hantus Kastulo. En tu-hont d’ar c’hompezennou pinvidik treuzet gant stêr Baetis pe Tartessos, e weled meneziou koadet-stank an Ilipula o sevel o c’hribenn en eun oabl heñvel ouz hini Afrika. An aradennad-se a zisranne ar vro dalc’het gant an Oretaned, poblad keltiat, diouz aodou ar mor Kreizdouarek. E dibenn an Ilipula diouz ar c’hreisteiz, e oa menez Kalpe, gwalc’het an troad anezañ gant ar raz a stag ar mor Kreizdouarek ouz ar mor-Bras ; diwar e lein e weled meneziou an Afrika.
Kein Galia a oa ouz hen ober menez Kebenna [466], stag outañ meneziou an Arverned, Dumias (Puy-de-Dôme) [467], Lesura (Lozère), Kantobennikos (Chantourge), hag all. Diforc’het diouz menez Kebenna gant traonienn ledan an Arar pe Saukona (Saône) e save menez louris (Jura), anved Voketios an dilost reterel anezan.
Oc’h astenn menez Kebenna war-du an hanternoz, betek ar Rênos, e oa eun aradennad-veneziou all, e ano Vosegos pe Vosagos. Graet e veze an ano-se gant ar Gelted n’eo ket hepken eus ar meneziou anvet bremañ c’hoaz « Vosges », d’an uhelennou a zo o ano « plateau de Langres » ha « monts Faucilles » e veze rôet ivez.
An ano a Erkunia pe Arkunia a veze graet dre vras gant ar Gelted eus an aradennou-meneziou koadek-se m’oa golôet ganto kreisteiz ar C’hermania ha dispartiet an Danuvios diouz kompezennou bras an Hanternoz. Taunos (Hohe, Taunus), Abnoba (Schwarzwald), Retiko, Luna (Manhart), Gabreta (Bôhmerwald), Sudeta (Erzgebirge), Pennos (Finne) [468], Semana (Thuringerwald), Melibokos (Harz), e oa anoiou hiniennou eus an aradennadou-se. Beza a-walc’h e vije bet sellet menez Karpis (Karpath) [469] evel eur gevrennad eus an Erkunia ouz en em astenn etrezeg ar reter. Penn pella ar C’harpis, a weler o kromma war-du ar c’hreisteiz, a voe graet anezañ gant ar Romaned Alpes Bastarnicae, diouz ano poblad keltiat ar Vastarned.
Diouz an tu kreisteiz da draonienn an Danuvios, e save an Alpou (Alpis) o c’hribennou ramzel gwisket a erc’h hag a skourn. Penn-veneziou an aradennad-se, ma kaver an ano anezo e skridou an Hen-amzer, eo : menez Vesulos (Viso) a lavared (e gaou) beza uhela kribenn an Alpou ; diouz an tor anezañ e strinke mammenn stêr Bodinkos (Pô) ; menez Matrona (Genèvre), menez Kinisios (Cenis) [470], menez Penninos (Sant-Bernez), ar menez anvet « kolonenn an Heol » rna tarze diouz e vri mammenn ar Rotanos, menez Adula, e strinke dioutañ hini ar Rênos, menez ar Vreoned (Brenner) [471], menez Ketios. Kevrenn reterel aradennad an Alpou a veze graet anezi Tauros, liesder Tauri (Tauern).
Eur menez izel a-walc’h, e ano Okra, a stage an Alpou ouz meneziou Illiria en em astenne etrezeg ar c’hreisteiz. Dre an Okra eo e tremene kirri karget pounner ar varc’hadourien a yae eus traonienn an Danuvios-krenn davet glann an Adriatik. Uhela meneziou Illiria e oa an Albios hag ar Skordos.
O kudenni war-du ar reter gant meneziou Illiria e save meneziou Thrakia, m’oa ar re vrudeta anezo an Haimos (Balkan) hag an Orbelos ; er c’hoadou warno e veze lidet en enor da Zionusos, ar goueliou-noz savet, war a lavared, gant Orpheus, barz divinour an Dhraked.
En enez-Vreiz, ne zeu gant skridou an Hen-amzer nemet pevar a anoiou menez : Heriri (Snowdon) er c’hornog, Penninos er greizenn, Uxelos ha Graupios en hanternoz.
Al lennou. — Ken abred hag an trede kantved kent H. S. ez eus meneg e skridou ar C’hresianed eus « al lennou arneek en em astenn a-bell e bro ar Gelted ». Nemet e skridou diwezatoc’h a galz e weler an anoiou anezo. En hanternoz an Alpou e oa lenn Lemanos [472] (Leman), lenn Brigantinos pe Venetos (Constance) ha lennou ha poullou-dour diniver an Helvetia hag ar Vindelikia ; — e kreisteiz an Alpou, lenn Verbanos (Majeur), lenn Larios (Côme), lenn Benakos (Garde). E kreizik-kreiz kompezennou gwezek ar Bannonia, e oa eul lenn vras ar Pelso (Balaton) hec’h ano, hag a zo da lakaat a renk gant penn-lennou Keltia. E kompezennou bras an Hanternoz, damdost da c’hlann zehou ar Rênos izela, en em gave eur mell lenn all n’ouzomp ket an ano keltiek anezi. Er c’henta kantved goude H. S. e rae ar C’hermaned anezi Flevo hag e oa en he c’hreiz eun enezenn o tougen an hevelep ano [473].
Ar stêriou. — Ar Romaned hag ar C’hresianed, boaz ma ’z oant ouz stêriou bihan an Itali gourenezel hag an Hellas, a estlamme ouz ledander, dounder ha hirder stêriou Keltia. Hag, a dra sur, brasa stêriou Europa-vremañ, nemet re Rusia (a oa neuze hec’h ano Skuthia), a oa piaouet gant ar Gelted : Bodinkos (Pô), Rotanos (Rhône), Tagos (Tage), Duerios (Douro), Garumna (Garonne), Liger (Loar), Sequana (Seine), Tamesa (Tamise), Visuria (Weser), Albis (Elbe), ha, da gloza, an diou vrasa anezo holl, Rênos (Rhin) ha Danuvios (Danube).
Dre hirder e red-dour, ment e adstêriou, ledander ha dounder e naoz, brasder e enezennou, dre e stumm heñveloc’h a-wechou ouz hini eur mor eget ouz hini eur stêr, e oa trec’h an Danuvios d’ar Rênos. Hemañ avat a oa bet anezañ eur ster geltiat d’ar c’houlz m’edo choaz an Danuvios, damdost war e hed, etre daouarn an Illirianed hag an Dhraked [474]. Er vro treuzet gantañ eo e oa diwanet, gwirheñvel-kaer, sevenadur skedus an Ten ; war ar glannou anezañ pe war glannou hini pe hini eus e adstêriou penna, Lupia, Roura, Sigina, Lagona, Moenos (Main), Dubra, Niker, Mosella, Sara, edo, moarvat, er pempvet kantved kent H. S., penn ha kalon impalaerded Ambikatus [475].
Ar c’hoadou hag ar gouelec’hiou. — Eur vro meurbet gwezek e oa Keltia [476]. Brasa ha brudeta koadou anezi e oa : er Spagn, koad Kastulo ; — en Itali, koad Litana ; — en hanternoz Galia, koad Arduinna ; — en enez Vreiz, diouz ar gevred, koad Anderida, ha, diouz an hanternoz, koad Kalidonos ; er C’hermania, koad Erkunia. Hemañ a greded e oa ar brasa eus koadou Keltia. Ar gwezegou anezañ, uhel ha stank, a c’holôe krec’hiou ha traoniou, adalek kichen ar Rênos betek bro an Daked. Tri-ugent dervez a gemere e ergerzout war e hed ha nao e dreuzi war e led.
Ouspenn ar c’hoadou milvloaziek ma save enno, en tu-hont d’an dremmwel, kefiou dero, fao ha pin, uhel ha sounn evel kolonennou, e kaved amañ hag a-hont e Keltia tachennou ec’hon, hag i, goude dougen trevadou ha kêriadennou, bet didudet gant ar brezel ha distrôet a-nebeudou d’o stad-natur. Golôet a c’heot uhel, a vrouskoadou a wezigou hag a wez hanter-c’hraet o lammgresk ganto, ar seurt gouelec’hiou a dalveze alïes a-walc’h da beurvaniou d’ar brôadou nesa. Evelse e oa, er Bannonia, e dibenn ar c’henta kantved kent H. S., gouelec’h ar Voged, aet d’e ober douarou ar boblad keltiek eus an ano-se he doa o dilezet da heul argadennou an Daked.
E gourenez ar Balkaniou, bro an Dassareted, an Agrianed ha pobladou all thrakiat pe illiriat, gwastet ma ’z oa bet gant Kelted ar menez Skordos, a oa aet tamm-ha-tamm d’eur gouelec’h n’oa ken anezañ, er mare ma skrive Strabon, nemet eur c’hoad didreuzus a veur zervez-kerzed ledander. Diouz tu ar c’hreisteiz d’ar menez Skordos e oa eur gouelec’h all, bet krouet gant roueed Vakedonia da gaea war o bro ouz argadennou an Dardaned, poblad illiriat.
Ar bed keltiek en em gave ennañ c’hoaz tri gouelec’h all disñeñvel diouz ar re emaomp o paouez komz anezo dre m’oant digoad a-grenn. Ar re-se e oa : 1° e gevred Galia, maez ar bili [477], kompezenn ec’hon peurc’holôet a vein, oc’h en em astenn etre ar Rotanos hag an douarou lezet gant al Ligured da C’hresianed Masalia ; 2° e reter Europa, etre an Danuvios-izela hag an Turas, gouelec’h ar C’heted, kompezennou divent, distuz ha peuz-dizour, m’oa bet, er VIet kantved kent H. S., roue ar Bersed hag e armead war var da vervel enno ; 3° e Galatia, ar rann-vro a rae ar C’hresianed anezi Axulon ; ken dibourvez e oa a goadou hag a vrouskoadou zoken ma rae ar vroïz anezi gant beuzel da c’hlaoued-tan.
Temz an aer. — Enez-Vreiz, Iwerzon hag aodou kuz-heol Galia a rene enno eun amzer glouar ha leiz, o virout er peurvaniou, eus eur penn d’ar penn-all d’ar bloaz, eur c’hlazvez teo hep he far. An Itali-Uhela, kreisteiz Galia ha douarou izel ar Spagn a oa en o lodenn eun temz-aer tomm ha sec’h, heñvel ouz hini hanternoz Afrika. Er rannou all eus Keltia e oa gwall-zigompez an amzer ; tomm-kenañ hag arneüs en hañv, yen-skourn er goañv. Ar skrivagnerien roman a vez meneg ganto alies eus garventez goañv Galia (hiems gallicus), a reuzie e-pad meur a vizvez en hanternoz, reter ha kreiz Galia. Hogen garvoc’h temz-amzer a rene c’hoaz e-doug « hanterenn zu » ar bloavez war ar C’hermania, ar Vindelikia, an Norikon hag ar Bannonia. Alies e c’hoarveze e peurskourne an Danuvios ha ken teo e save ar glerenn war e c’horre ma c’helle kirri karget pounner hag armeadou zoken mont war-dreuz drezi hep beza e mar d’he freuza. Eus ar broiou-se end-eeun e komz ar Gresian Aristoteles, moarvat, (IVet kantved kent H. S.), pa lavar ez eo re yen an temz-amzer e Keltia d’an ezen da ouenna enni.
Mat ouz ar yenien e oa ar Gelted hag ar poblou all kenlodek ganto er rann-se eus Europa. Hag, e gwirionez, kaletaet kenañ e ranked beza evit padout er goañv e kêriou evel Bibrakt, a save war lein eur menez uhel skôet dalc’hmat gant avel-skourn ar reter. Aristoteles a lavar d’eomp e soube ar Gelted ar vugale nevez-c’hanet e dour yen ar stêr ha na wiskent anezo nemet gant dilhadou skañv daoust da grisderiou ar goañv. Hag i o veva dindan eun oabl yen-skrijus, ar C’hermaned ne wiskent nemet krec’hen pe zilhad berr a-walc’h a leze ez noaz ar pep brasa eus o c’horf. En Alpou e voe gwelet ar Gimbred o redek, hanter-noaz, e-kreiz an erc’h hag ar skourn, oc’h azeza war o skouedou hag oc’h en em lezel goude da vont gant ar sounna dinaou, o rikla dizaon a-dreuz skarrou-menez ha torrodou.
Ar gwez hag al louzeier. — An dero (dervos, kassinos e Galia), ar fao hag ar pin a oa anezo koadou a-bez. Brava ha prizeta gwez pin e oa ar re a greske e Galia e tor meneziou Iouris ha Vosegos. N’oa ket anavezet ar sapr en enez-Vreiz ; war an Douar-bras, avat, e wiskent gant o glazvez teñval menezegou war o hed [478]. An ivin (eburos) a founne, evit doare, stankoc’h kalz eget en amzer-vremañ, kerkouls en enezennou ha war an Douar-bras ; poblou Keltia a denne diouto eur c’hontamm eus ar c’hreñva [479] hag a rae « gwez sakr » anezo.
E-touez gwez ar c’hoadou, menegomp c’hoaz an evlec’h (lemos en Iwerzon, atinia e Galia), ar gwern (vernos), ar c’herzin (alisos e Galia), ar skao-gwrac’h (opulos gant an Insubred). Plinius Secundus a ro meuleudi da skao-gwrac’h Galia « gwenn eun estlamm » ha d’ar bezo (betulla), « gwez kaer-dibaot, meurbet gwenn ha hirvoan ». Ar C’halianed a denne diouto dre o foaza eun doare rousin anvet betumen, bitumen ; gant ar prenn anezo e raent kelc’hiou, frammou paniri, kelastrennou evit hordennou-arouez ar benvarnerien. E kevrennou kreisteizel ar bed keltiek e kreske ar beuz, an taouz hag an derv-tane pe derv-kelen anvet hus gant ar C’halated.
Gant ar Spagn, eur vro domm anezi, e oa he raoskl ramzel hag he brugou gwezheñvel. Al lireu a daole c’houez-vad bep nevez-amzer e koadou an Danuvios. En Illiri e kreske an elestr e-mesk ar gwez war glannou an Drilon (Drin) hag an Naro (Narenta). Er Bannonia, en Norikon, e kêr Eporedia ha war pantennou heoliet an Alpou e tiwane ar saliunka [480] « o teurel ker c’houek c’houez-vat », eme Blinius, « ma talv ar c’hounidigez anezi damdost kement ha hini eur vengleuz. »
Meneg a zo gant an hevelep skrivagner eus al louzaouennou prizius ma heñvelekae ar Gelted ganto livaduriou kaera ha dibaota ar Phenikia ha broiou ar Sav-heol, eus al limeon pe limion « louzaouenn ar c’haro » a ro d’ezo eur c’hontamm evit o saeziou hag eus meur a c’heotennou prizius all a ra Plinius anezo brittonica, gallica, santonica, vettonica, cantabrica, diouz ano poblou Keltia o doa o c’havet.
Al loened gouez [481]. — Ar moc’h-gouez a baote dre-holl adalek an aodou betek traoñiennou ar meneziou. Neuze, evel bremañ, e kaved anezo a-vandennou er c’hoadou, o tarempredi dreist-holl ar stankennou, ar gwaziou hag ar poullou-dour, geot uhel ha raoskl en-dro d’ezo, ma c’hellent torc’houenial enno.
An arz (artos, matus) a gaved neket hepken war holl venezegou an Douar-bras, hogen ivez e meur a goad er c’hompezennou ha betek war glann ar mor.
Ar c’haz-karvetaer pe lins (rufios, *lugus) [482], a oa, da vihana, daou seurt anezañ. An aneval-se, a vent gant eur bleiz ha heñvel ouz eur c’haz besk, a veze kavet en holl goadou bras, ken er c’hompezennou ken war ar meneziou, e-lec’h e rae e breiz eus demmed ha kirvi. Pa veze dienez war ar re-se, e ranke trei ouz chatal ar peurvaniou. Eul loen kriz e oa na zebre nemet ar pep bihana eus ar preiz en doa lazet hag a rôe d’ar maro en eun nozvez hepken betek tregont pe zaou-ugent penn-chatal en eun dropellad. Peurliesa ne dage ket an den, nemet marnaoniet e vije pe c’hloazet. Neuze avat, kreñv ha skañv evel ma ’z oa, edo gwall-risklus kaout d’ober outañ.
Paotoc’h e oa, evit doare, ar c’haz gouez (kattos) eget ar c’haz-karvetaer. Gwelet e veze, dreist-holl, er c’hoadou sapr hag e-kreiz ar rec’hell ma kave er gwask anezo eur repu asur. Evel ar c’haz-karvetaer, e krape gant ar gwez uhela ha, puchet war eur skourr, e vane difiñv a-hed eurveziou o spia e breiz, evn, gad pe venn-demm.
Ar bleiz (bledios e Breiz-Veur) [483] a rede dre bep lec’h, eus glann ar mor da draoñiennou uhel ar meneziou. Bez’ e oa dre e niver ar c’hrisa enebour d’ar chatal ha da loened dinoaz ar c’hoadou. A-wechou en em vode ar bleizi a vandennadou bras a gerze e-pad an noz d’en em skigna da bell e broiou nevez, ma tistrujent enno an holl jiboez.
Ar c’haro (karvos, sidos [484], lemos, limos) a founne en holl goadou hag el lec’hiou geotek ha strouezek.
An demm (damos ?) hag ar yourc’h (iorkos) a gaved en hevelep Iec’hiou gant ar c’haro. Ar yourc’h, koulskoude, a oa gwell gantañ an douarou digompez hag ar stankennou doun. Ne save ket uhel-tre er meneziou o veza ma oa karn e dreid gwall-gizidik ouz ar reier.
Ar c’haro-meur (alkis) n’oa ket rouez en Erkunia. Diwar ar c’henta kantved kent H. S. ne weled ket anezañ ken er c’huz-heol da stêr Rênos, nemet marteze en Arduinna hag e koadou menez Vosegos.
Ar c’havr-venez (gabros, kamox) [485] a veve a-vandennouigou er c’horniou uhela ha diaesa eus an holl aradennadou meneziou. Diasoup a droad ha skañv-dreist, e c’helle redek ker buan hag an avel el lec’hiou diblaena ha lammout dreist d’ar skarrou brasa. E-pad an hañv e save gevr an Alpou betek an erc’hegou hollbad, o peuri dreist-holl el lec’hiou ma kreske ar geotennou ar saoureka. Brousta a raent diouz ar beure hag an abardaez pe e-pad an nozveziou loargann, hag ec’h ec’hoazent er c’hreistevez e gwasked ar rec’hell.
Ar c’hrâgvouc’h [486] a weled dre strolladouigou war an holl veneziou. Ne beure ket e tachennou ken uhel hag ar c’havr-venez hag e taremprede dreist-holl ar sec’ha hag ar sersa meinegou.
An ejen-meur (uros) [487] a gaved en holl goadou bras, er raosklegou hag er geotegou, er c’horniou peuz-didud a Vreiz-Veur, Germania ha kreizenn Europa. E Galia, er c’henta kantved kent H. S., n’oa ken anezo, war a greder, nemet unanik bennak en Arduinna hag e koadou menez Vosegos. Eus holl loened gouez Keltia e oa an ejen-meur ar risklusa da hemolc’hi. « An uros » eme Gaesar, « a zo damdost ker bras hag an olifant, ha kreñv ha buan, eur marz ! Fero eo kenañ, ma n’heller ket e zoñvaat en e oad tenera zoken [488] ».
An ejen moueek (visontios) [489], bihanoc’h eget an uros, a gantree en holl hanterenn reterel eus Keltia. Ar Rênos eo a vevenne diouz ar c’huz-heol an dachennad-douar pleustret gantañ [490]. Hennez end-eeun eo, moarvat, an « ejen e voue-marc’h » eus ar Bannonia, a vez meneg anezañ gant Plinius. Beza a-walc’h, koulskoude, o dije bevet e Keltia oc’hen gouez disheñvel o gouennou diouz an uros hag ar visontios. Varro a gomz eus oc’hen gouez e bro an Dardaned hag an Dhraked. Skridou brezonek ar Grenn-amzer a lavar e vije bet gwechall en enez Vreiz oc’hen bannek (hirgornek). Dre zilerc’hiadennou-kegin eus mare ar Romaned ec’h anavezomp e oa neuze en enezenn meur a ouenn ejened, a zo aet da get, da vihana unan anezo a vez anvet gant ar ouizieien bos longifrons [491].
Stank-ha-stank e oa an avank (bebros) en holl waziou-dour, ken war an Douar-bras ken en enez-Vreiz hag en Iwerzon. Founna a rae ivez en Azia-Vihana.
Ar c’hilhog gouez a oa daou seurt anezañ. Ar c’hilhog gouez bihan, e bluennou du-pod, e ziouabrant ruz-gwad, a veze kavet dre-holl, adaleg glann ar mor betek lein ar meneziou. Ar c’hilhog gouez bras n’oa anezañ nemet en Alpou hag en hanterenn a Geltia a sko ouz moriou an Hanternoz. « Brasoc’h eo eget eur gup », eme Blinius ; « ar pounnera eus an holl evned eo-heñ goude ar struskañval. »
An erer (oriros e Breiz-Veur) a oa neuze war zouar Keltia daou seurt anezañ : ar morerer lost-gwenn a baote e Breiz-Veur, en Iwerzon hag en arvor an Douar-bras ; — an erer-impalaer a weled e kement bro, dreist-holl er broiou meneziek. Eun evn bras e oa pa dize daou vetrad hanter gouredad e ziouaskell digor. Gournijal a rae en oabl uhel-souezus hag e rae e breiz eus an evned all hag eus ar meot. A-wechou zoken e tage ar vugale.
Ar gup a veve peurvuia diwar gorfou maro. Daou seurt a oa anezañ : ar gup gell a weled puilh e kreisteiz Galia hag er Spagn ; ar gup arian en Alpou hag en Erkunia. Pikolou evned e oant, d’ezo betek 2 m. 70 gouredad diouaskell.
Trec’h d’ar re-se c’hoaz e oa ar gup-erer [492] a neize war an uhela meneziou : da dri metrad ez ae a-wechou an treuz-eskell anezañ. Plava a rae war ar gevr doñv pe c’houez, war ar meot, war al leueou zoken, p’o gwele war ribl koundouniou ; hag e vounte anezo en islonk, e-lec’h e veze drailhet o c’horf, d’ezañ d’o dispenn a beziou ha d’o dibri neuze war an taol.
E-touez al loened disteroc’h, menegomp : ar broc’h (brokkos, taxo) [493], al louarn (luvernos), an dourgi, ar c’had, ar vaot (en hanterenn greistezel eus Galia hepken), an houad, ar waz, an alarc’h, ar c’houibon, ar gerc’heiz, ar c’haran, ar bongorz heñvel e vouez ouz blejadenn an taro, eun evn all a c’harme heñvel ouz c’houirinadenn eur marc’h (Plinius).
An anevaled war-lerc’h a gaved e lec’hiennou hepken eus ar bed keltiek :
Ar marmouz (abano). Bez’ e oa anezañ marteze war venez Kalpe er c’horn kreisteisa eus ar Spagn [494].
Al leon (levos, livos) [495], a vije bet anezan, war a lavarer, en eur gevrenn eus an Dhrakia, tost d’ar mor Enezek, Leoned an Dhrakia a vruded beza aonik-tre.
An aourgi [496], a veve diwar gagnou ha korfou maro, a vije bet anezañ e traoniennou-zo eus an Illiri tost d’ar mor Adriatik.
An hunegan pe raz an Alpou (er meneziou uhel hepken).
Ar marc’h gouez (e lec’hiennou eus ar Spagn).
An azen gouez (er C’halatia).
Ar c’haro-erc’h pe karo-ejen [497]. Diwar eur frazenn, teñval a-walc’h, eus Kaesar e tamgreder e vije bet anezañ en Erkunia er c’henta kantved kent H. S., nemet gwall-arvarus eo kement-se. Bez’ e oa anezañ marteze er penn uhela eus Breiz-Veur.
Ar gouezvaout [498], e kreder ez eo ar maout doñv diwarnañ, a vane c’hoaz anezañ marteze, d’an amzervez keltiek, e meneziou ar Spagn. Plinius a ro da c’houzout e oa deñved gouez er C’halatia.
Ar flammeg [499], e ziwaskell ruz, a gaved war glann ar mor Kreizdouarek hag ar mor Du, war ribl ar stêriou hag ar paludou dour sal pe hanter-sal.
Ar pilikant, a gaved war devennou didud an Hanternoz.
An ibis du [500] heñvel ouz hini an Ejipt, en Alpou.
An evn-erc’h [501] war gribennou skournet an Alpou.
Ker stank e veve al loened e douriou hag e koadou Keltia. Lakaomp a wel hepken eur peskedennou bennak a zoare meneget gant Plinius : er Rênos an esox [502], eur pesk bras ha pouezus ; er Moenos hag en Danuvios, eur pesk ker mentek ha pounner ken e ranked ober, evit e zizoura, gant eur yeoad ejened ha krampinellou houarn ; er Bodinkos, an attilius a boueze betek mil livr ; kemeret e veze gant eun higenn war-bouez eur pennad chadenn hag e stlejed anezañ d’ar sec’h gant eur c’houblad ejened. E mor-Galia, ar brasa aneval e oa ar morvil a save ar c’hein anezañ evel eur grec’hienn a-us da oueliou al listri hag a strinke dre e fronellou evel eur froud-dour. Stank e veze ar reuniged war aodou an Hanternoz hag ar Gwalarn.
Poblou nann-keltiek Keltia. — P’edo Keltia e barr he ment, ez oa enni eur maread poblou disheñvel pe zisheñveloc’h diouz ar Gelted dre o yez, o gouenn, o sevenedigez, o doueed. N’hellomp rei amañ nemet disklêriaduriou berr-ha-berr war ar re benna anezo.
1° An Ibered. — « Ibered » a raed eus holl boblou bro-Spagn n’oant na Phenikianed, na Gresianed, na Kelted. Nemet e oa disheñvel-tre an holl boblou iberiat-se evit ar sevenedigez hag ar yez. Yezou nann-indezeuropek, war a greder, a oa gant darn anezo. Ar re sevenaeta en o zouez e oa ar re a rae o annez e traoñienn stêr Iberos (Ebro) hag ar re a veve er c’hompezennou treuzet gant stêr Tartessos (Guadalquivir). Iberiz ha Tartessiz a oa d’ezo, er VIet kantved kent H. S., kêriou mogeriou kuklopel [503] en-dro d’ezo ha strolladou listri a yae da genwerzi gant Iwerzon hag enez-Vreiz diouz eun tu ha, diouz eun tu all, gant hanternoz Afrika ha gant an enezennou bras er c’huz-heol d’ar mor Kreizdouarek. Tartessiz o doa, ouspenn eul lennegez, barzoniezou ha danevellou bloaziek a save da 6.000 vloaz, war a leverer. Ar c’hompezennou tomm ha frouezus ma vevent enno a vage chatal e leiz. Eus dounder o douar e tennent metalou prizius a-builh. En IIIet kantved kent H. S. Tartessiz a oa ker bras o finvidigez en arc’hant ma raent gant an danvez-se prezebou o c’hezeg hag an tonnellou ma lakaent o gwin.
An Ibered all n’oant ket ker seven-se. Bez’ e oa anezo meuriadou gounideien, mesaerien, hemolc’herien ha mengleuzierien en em geje e kevredadou pe en unaniezou-brezel padusoc’h pe zibadusoc’h. Ar re gosa eus an unaniezou-se, re ar Guneted, ar Gempsed hag ar Saefed, a yeas da get gant argadennou ar Gelted [504]. Savet e voe en o lec’h re al Luzitaned hag ar Gantabred, a dennas brud d’o ano dre ar stourmad ar starta a rejont ouz ar Romaned. Al Luzitaned (tregont poblad anezo) a oa du-holl o gwiskamant ; war ar c’holo e kouskent hag en vevent diwar gig gavr ha bara mez-dero. D’an emgann ez aent gant hobregonou lin en o c’herc’henn ha, war o fenn, togou-brezel ler. Laza a raent, e lidkinnig da zoue an emgannou, bouc’hed, kezeg ha prizonidi-vrezel.
2° Al Ligured. — Eur yez indezeuropek evel ar c’heltieg e oa al ligureg. Ar broiou ma komzed anezañ c’hoaz er c’henta kantved kent H. S. (gevred Bro-C’hall, Italia-Uhela, an hanterenn eus aradennad an Alpou diouz ar c’huz-heol) a c’heller da anavezout war an taolennou-douaroniez dre ma kaver enno stank anoiou lec’hiou gant an dilostger -asko, -aska, -osko, -oska, -usko, -uska [505]. Kent donedigez ar Gelted, al Ligured o doa kaset trevadennou er Spagn, en enez Korsika hag en enez Sikelia (war-dro ar bloaz 1.400 kent H. S.). Hiniennou eus ar pobladou anezo a oa deut galloudek-tre. Ar Sikeled a rôas o ano d’ar Sikelia a voe, e-pad meur a gantved, Italia hogos holl en o dalc’h [506] ; piaouet o doa seiz krec’hienn Roma, pell kent ma voe diazezet ar gêr-se ha ganet ar bobl roman. Er XVIet kantved kent H. S., ar Sikeled a oa d’ezo trawalc’h a listri da dreiza ar mor Kreizdouarek, da vont da argadi an Ejipt [507]. — E kreisteiz Galia, er Vet kantved kent H. S., eur boblad liguriek all, an Elisuked, a oa anezo eur rouantelez vrudet gant Narba (Narbonne) da gêr-benn warni. — En Italia-Uhela, poblad pinvidik an Dorined a zalc’has war sav, daoust da dagadennou an Etrusked hag ar Gelted, betek alouberez ar Romaned, hag a lezas hec’h ano da gêr « Torino ».
Al Ligured all a vanas atao rannet en eur maread meuriadouigou, na zeuas nepred d’o spered en em unani da sevel kenetrezo brôadou galloudek. Ar pep brasa eus al Ligured a oa anezo gounideien galet ha poanierien start na welent ket en tu-hont da vonnou o farkeier hag o labouriou pemdeziek. Saturnus, doue an here, a oa doue-meur Ligured an Itali [508]. Anoiou daou eus o roueed e mojennou o istor, Morges ha Sikelos, a dalv, war a greder, kement ha « forc’h » ha « falc’h ». Al Ligured eus an aod a oa pesketaerien akuit ha morlaeron her. Ar re a veve er meneziou, Alpou hag Apenninou, a rae diouz kaout dre ar brezel hag ar riblerez ar pez a nac’he outo o douarou meinek ha difrouez. C’hoaz en IIet kantved kent H. S. Ligured an Apenninou a ziskenne dre vandennadou a 20 pe 40 mil a vrezelourien da breizata er c’hompezennou e-harz ar meneziou.
3° An Ombrianed hag an Etrusked. — An Ombrianed a oa ganto eun eilyez indezeuropek karez-nes d’an eilyezou komzet gant al Latined, ar Sabined, ar Samnited ha poblou all eus kreizenn Italia [509]. An hevelep buhez hag int a renent ivez : mesaerien, labourerien-douar ha brezelourien eeun ha kalet o buhezegez a oa anezo.
Gwall-zisheñvel diouz ar re-se e oa an Etrusked, anezo eur boblad pinvidik ha seven ouz hec’h ober dreist-holl mor-laeron, marc’hadourien ha micherourien. Ampart ez oant da labourat ar metalou, ar maen hag ar pri ha da gaeraat o labouriou gant skeudennou tud ha loened engravet, kizellet pe livet. Mailhed ez oant ivez war an doura pradeier dre zigeri kanouc’hellou. Beva a raent e kêriou bras, en-dro d’ezo mogeriou savet en doare kuklopel. En o diabarz straedou pavezet en em drouc’he a-sounn. Ar maen a veze alies danvez an tiez anezo, ha kaniou-distrouilha dindan zouar, graet a vein ivez, a gase al lastez er-maez a gêr.
N’oa ket karet nemeur an Etrusked gant ar poblou all eus Italia. Diavaezidi ez oant. Deut, war a greder, eus an Azi-Vihana, war-dro kreiz an Xet kantved kent H. S., o doa sujet tamm-ha-tamm an Ombrianed, al Latined hag an darnvuia eus al Ligured [510]. E-tro ar bloaz 450, an Etrusked a oa en o dalc’h hanternoz ha kreiz an Itali hogos holl ; war ar mor o doa o listri darempredou a genwerz stank ouz Karthada hag an Ejipt. Kreizenn o impalaerez ez oa an Doskana vremañ, ma raent enni daouzek poblad kevredet, gant pep a gêr greñv, pep a roue ha pep a renerez. Er c’hantvedou da heul e savas dizunvaniez e-mesk an Etrusked ken e voe diskaret o galloud gant ar Gelted en hanternoz Italia hag, er c’hreisteiz eus ar vro-se, gant al Latined en em savet outo hag ar Samnited [511].
4° An lllirianed. — Kreiz Europa hag an hanterenn walarn eus ledenez ar Balkaniou e oa ar c’horn-bro m’oa diazezet ennañ stank-ha-stank ar pobladou illiriat [512]. Ar re benna eus ar pobladou-se e oa : an Autariated, a gemeras er Vet kantved kent H. S. ar Bannonia hag eun darn eus an Dhrakia, o sevel eur rouantelez c’halloudek a voe dispennet gant ar Gelted [513] ; an Dardaned, enebourien douet da Vakedoniz, hag a renas brezeliou hir ouz ar Gelted (Skordisked ha Bastarned) keneiled d’ar C’hresianed ; an Dalmated hag an Istrianed, morlaeron ouez anezo ; ar Veneted a gevredas gant ar Romaned dre gasoni ouz ar Gelted.
N’oa ket eus an Illirianed kadourien ha morlaeron hep-ken. Bez’ e kaved ganto ivez mesaerien [514], labourerien-douar ha micherourien. E-touez ar meuriadou illiriat eo e voe ganet ar sevenadur brudet a reer anezañ sevenadur Hallstatt.
5° An Dhraked. — Pa raent o gwella berz, e-doug an eilvet milved kent H. S. poblou Thrakia a zalc’he an holl vro en em astenn eus aodou an Enezvor (mor Enezek) da gompezennou Skuthia. Piaouet o devoa Makedonia a-bez, graet meur a argadenn er C’hres ha kaset trevadegou en Azia-Vihana. C’hoaz er Vet kantved kent H. S., e oa anezo eur bobl vrudet. « An Dhraked », eme an hen-istorier Herodotos, « eo, goude Indeziz, ar vrasa eus holl vrôadou ar bed ; ma vijent unanet kenetrezo, e vije anezo ivez ar c’halloudeka. » Beva a raent diwar ar brezel hag ar riblerez, gounidegez an edou hag ar maga loened, kezeg dreist-holl. Gwiniegou a oa ganto ivez. Brudet e oa bet divinourien, kanerien ha telennerien an Dhraked e raghenistorvez bro-Hellaz. Er marevez istorek, kredennou-zo eus ar C’hresianed, evel an orpheuziadegez, ar buthagoriadegez, an treuzannezerez-ene, a oa bet o andon e kredennou Thrakiz. Eus Thrakia (a oa bet hec’h ano Aria, amzer a voe), e tiskouez beza en em ledet war ar bed an arouez sakr anvet « hevoud, hevoudeg » pe swastika [515]. Azeuli a raent Demêter « mamm an heiz » ha Kubêlé, doueezed an douar hag an trevadou, Sabadios, Sabazios, ha Dionusos, doueed an heol, an heiz hag an dour-heiz (ar bier), Bormos, doue an hanv (kenveria al latin formus « tomm »), Bendis, doueez al loar, bet hevelebekaet ouz Artemis gant ar C’hresianed, Heron pe Heros, doue ar re varo (war varc’h e vez skeudennet bepred), *Rêzos (bet gresiekaet e Rhesos ; eus rêz, ar stumm thrakek gwisket gant an indezeuropeg *reix, keltieg rix « ri, roue »), anezan doue-roue menez Rhodop, war eun dro hemolc’her ha marc’heger, Iambadulê, anezi moarvat, diouz an eil gevrenn a zo en hec’h ano, doueez an deliaoui (dula « delienn » : e dakeg ponpedula « pemp-delienn »), h. a. [516].
Broudvrizella ar c’hroc’hen a oa bet e boaz ganto hag a arouezie uhelder ar ouenn. Ar re vatc’hanet hepken (eugeneis e gresieg, zibuthides e thrakeg) a veze broudvrizellet o c’hen. Er marevez istorek, ar Maenadezed (an Thrakiadezed bet deskonïet el liderez dionusek) a oa broudvrizellet en o gar pe en o brec’h skeudenn eur menn-karvez. An Dhraked bet deskonïet en hevelep liderez a oa e ken o zal skeudenn eun delienn-ilio [517].
Galloudeka poblou Thrakia e voe an Driballed hag an Odrussed er c’hreisteiz da stêr Danuvios, hag, en hanternoz d’ezi, ar C’heted hag an Daked. Er Vet kantved kent H. S. roueed an Odrused a rene war an darnvuia eus meuriadou an Dhraked etre an Danuvios hag aodou an Enezvor ; betek ar bloaz 46 kent H. S. e talc’has en he sav ar rouantelez anezo, ha hi bet bihanaet gant argadennou ar Gelted hag aloubadennou Makedoniz. Brudet e oa ar C’heted evel ar re gadarna hag ar re eeuna eus an Dhraked ; bep pemp bloaz e kasent da Zalmoxis, o doue, eur c’hannad a daolent hag a zistaolent er vann war veg o goafiou ken na varvje. An Daled n’oa anezo, da genta, nemet unan eus ar meuriadou oc’h ober pobl ar C’heted. Nemet e kreskas tamm-ha-tamm o galloudegez, a zeu e barr he brud er c’henta kantved kent H. S. Kanna a reont ar Gelted (Bastarned, Taurisked ha Boged) ha sevel eur rouantelez en em astenne eus traezennou ar mor Du da harzou ar C’hermaned.
Sellet e vez evel Thraked : 1° ar Gimmerianed hag an Drered, a veve, er XVet kantved kent H. S., er c’hompezennou en hanternoz d’ar mor Du, ma voent argaset diouto gant ar Skuthed ; 2° Marianduned, Bithuniz ha Phrugianed Azia-Vihana. Phruges a zo stumm gresiek an ano. Briges a ziskouez beza bet ar stumm thrakek. Kenveria Brigia, an ano a veze laket da arvor Makedonia, d’ar mare m’edo ar vro-se anvet Emathia.
Eun eilyez tarzet diouz an indezeuropeg e oa yez an Dhraked evel hini an Illirianed. Pobladou a voe, koulskoude, o veva distag diouz ar re-all, a gomze, war a greder, eur yez nann-indezeuropek. D’an Dhraked, kerkouls ha da boblou all Europa, unvez ar yez a rae evel eur gwiskad a unvaniez-diavaez o c’holei e-diabarz liester ar gouennou-tud [518].
6° Ar Skoloted. — Ar Skoloted, pe Skuthed Europa, a oa anezo eur boblad a vesaerien, a c’hovien hag a vrezelourien o komz eur yez indezeuropek heñveloc’h ouz an hen-berseg eget ouz kement yez indezeuropek all eus an Europ [519]. Deut e oant, war-dro ar bloaz 1.500 kent H. S., da ziazeza er c’hompezennou bras digoad en em astenne en hanternoz d’ar mor Du (Skuthia Goz). En Xet kantved e treizjont an Turas hag e yeojont an Dhraked betek an Danuvios-izela (Skuthia Nevez), Er VIIet kantved eo e reas ar Skoloted o gwella berz er brezel : paeet e veze an truaj d’ezo gant hogos an holl boblou o veva etre ar mor Du diouz ar sav-heol hag an Alpou diouz ar c’huz-heol, etre ar mor Baltek en hanternoz hag an Danuvios er c’hreisteiz. Er c’hantvedou war-lerc’h e kouezas o impalaerded, skôet d’an traon gant an Illirianed hag an Dhraked en em savet. Trec’het e voe ar re-se d’o zro gant ar Gelted.
Ar Skuthed ne c’hounezent ket douar [520]. War varc’h bepred, e piaouent tropellou bras a gezeg, a saoud hag a zeñved, ma kantreent ganto dalc’hmat o vont a beurvan da beurvan. Beva a raent diwar gig kezeg hag ec’h event laez o c’hezekenned : ac’hano e teuas d’ezo beza lesanvet « gorôerien-gezekenned » gant hen-varzed ar C’hres. E lec’h tiez e raent gant kirri bras war beder pe c’houec’h rod stlejet gant meur a goublad ejened. Golôet e oa pep-hini anezo gant feltr ha kombodet en e ziabarz e diou pe deir c’hambr.
E diavaez ar bed keltiek, e kompezennou an Hen-Skuthia (kreisteiz Rusia-vremañ), edo o veva brudeta poblou ar Skuthed. Hogen, er Vet kantved, e kaved eur vandennad anezo war aodou mor an Hanternoz, tostik-tost da aber an Albis. E kompezennou an Danuvios-izela e kantree bandennadou all a hañval beza en em gevredet gant ar Vastarned. War an Danuvios-krenn ar Siguned, a gase marc’hadourien ha micherourien-valeerien betek e Galia, a dremene evit beza Skuthed.
O ano a oa aet da lavarout « marc’hadour » e yez al Ligured a veve etre stêr Rodanos hag an Alpou. A. Bertrand a grede d’ezan (1891, pp. 259-60) e oa bet eus ar Siguned govien ha teuzerien-arem, henvel a-walc’h ouz Tsiganed hon amzer [521]. A c’hellfe beza e vije o ano ar ger skuthek (?) sigunna a dalveze « goaf » (sibunna a vije bet ar stumm thrakek anezan, hervez Philipon, 1925, p. 2, n. 4). Nemet unvan n’eo ket testeni skrivagnerien an Hen-amzer a-zivout gouenn ha ster ar ger-se. Hervez Herodotos, e vije bet gant gresianegerien enez Kupros (Chipr) eur ger sigunos da lavarout « goaf-bann ». Apollonios ar Rhodad a ra sigunos eus ar c’hlaou-brezel e boaz gant Bebruked Azia-Vihana a oa, en IIet kantved goude H. S., o c’hêriou-penna Prusa, Libussa, Eriboia, Patavion ha Gallika (war stêr Gallos). Suidas a lavar e oa sigunê ano ar c’hleze gant Makedoniz.
Marvet eo a-benn hizio an darnvuia eus ar brôadeleziou emaomp o paouez menegi. An diskaridigez anezo, boulc’het gant ar Gelted, a voe kendalc’het gant ar Romaned ha kaset da benn gant ar C’hermaned hag ar Slaved. An Ibered hag an Illirianed hepmuiken o dije lezet war o lerc’h diskennidi a yez ganto : Euskariz pe Vasked (500.000 a dud) e mervent Bro-C’hall ha hanternoz ar Spagn, Albaniz (1.400.000 a dud), e kornog ledenez ar Balkaniou, a vije ganto yezou dedarzet, evit ar re genta eus an ibereg hag, evit an eil re, eus an illirieg [522].
7° Ar C’hermaned. — Ar poblou ma reomp Germaned anezo n’o doa, war a hañval, ano brôadel ebet kenetrezo. An ano « German » a oa dianav d’ezo : a zo kaeroc’h, ne veze ket lavaret anezo da genta. Meur a hini zoken, e-touez ar poblou keltiat, a fougee beza german, evel : 1° ar Velged, a argadas tu hanternoz Galia e derou an IIIet kantved ; 2° ar C’haisated a yeas, er bloaz 222 da vrezeli en Italia dindan renadur o roue Virdumaros Rênogeniknos « Virdumaros douaren Rênos » ; 3° an Oretaned, eur boblad Kelted eus ar Spagn a faezas Karthadiz er bloaz 228 en eun emgann kollus-bras d’ar re-mañ [523] ; 4° ar pobladou Kelted a zalc’he koadou hag odeou menez Penninos (« Valais »-Uhela) [524] ; 5° ar Vastarned. « Germaned » a oa eta eun ano keltiek a raed, moarvat, eus ar poblou keltiat genidik eus ar vro etre an Albis hag ar Rênos. « Keltia », eme eun douaroniezour koz gresian, « a zo daouhanteret gant ar stêr Rénos ; an darn a Geltia diouz tu ar c’huz-heol d’ar Rênos a vez graet anezi Galia ; an darn diouz tu ar sav-heol a vez anvet Germania. » Diwar an IIIet kantved, poblou nevez, treizet ganto an Albis, a vestronias poblou keltiat ar C’hermania pe a gemeras o lec’h a-nebeudou. Dont a reas da voaz ober anezo « Germaned », diouz ar vro a oa bet aloubet ganto.
Ar C’hermaned nann-keltiek ne verzer skleur diouto nemet diwezat-tre en istor an Europ. Betek en-dro d’ar IVet kantved kent H. S., e vanas, moarvat, ar meuriadou anezo o chom er c’hreisteiz d’ar Baltik, etre ar stêriou Albis ha Vistula, dindan gazelgae, darn anezo gant ar Gelted, darn-all gant ar Skuthed. Evelse o yez, komzet ma ’z edo gant eur werin dizesk, a yeas da drefoedach hag e voe enni abred-kaer distresadennou na gaver er c’heltieg nemet pell goude. Ar C’hermaned, a bouezas doun warno levezon sevenadur an Ten. Er beredou eus ar c’hantved kenta kent H. S. n’oufed a-grenn digemma etre ar C’hermaned beziet war glann zehou ar Rênos hag ar Gelted beziet war ar c’hlann gleiz anezañ, gant heñvel-rik ez eo diouz an daou du arrebeuri ar beziou. Eur merk all eus levezon ar Gelted eo ar voaz, miret pell e-mesk ar C’hermaned a bep stad, an uhelidi dreist-holl, d’en em vugadi gant anoiou keltiek. Boiorix, roue ar Gimbred (IIet kantved kent H. S.), Ariovistos, roue ar Sueved (kenta kantved kent H. S.) a zo ganto anoiou keltiek.
Rannet e oa ar C’hermaned en eun niver meuriadou a zeue d’en em voda e kevredadou-brezel graet-disc’hraet bep ar mare gant an ezommou hag an emgannou. Ar re vrudeta eus ar c’hevredadou-se a voe : — en IIet kantved kent H. S., hini ar Gimbred ; — er c’henta kantved kent H. S., hini ar Sueved, kevredet ennañ kant poblad oc’h en em astenn eus ar Vistula d’ar Rênos-uhela ; war-dro ar bloaz 60 o doa ar Sueved treizet ar stêr-mañ end-eeun ha staget da vac’homi Galia, pa voent argaset war ar c’hlann zehou gant Kaesar. Diwar ar Sueved e teuas ar Varkomaned a ziframmas digant ar Gelted douarou an Albis-Uhela hag a savas eur rouantelez en em astenne, da vare an impalaer Augustus, eus ar Baltik d’an Danuvios.
Ar C’hermaned n’oa ket disheñvel o doare-beva diouz hini poblou all Europa, pa vevent evelto diwar ar maga-loened, ar c’hounidegez-douar, ar brezel hag ar riblerez. Doueed Dras ar C’hermaned e oa Tuisko, doue an douar, tad Mannus, ar c’henta den ; Tivas [525], doue ar brezel ; Vodanas [526], doue ar ouiziegez ; Tanaros, Thunras [527], doue ar gurun.
8° Ar poblou rak-keltiek eus Breiz-Veur, Iwerzon ha gwalarn Galia. — Er c’henta kantved kent H. S. hepken e stag sklerijenn an Istor da bara war ar broiou-se. Bez’ e oa neuze, da vihana, seiz pe eiz kantved ma ’z oant bet sujet gant ar Gelted. N’ankounac’haed ket, koulskoude, e tiskenne eus an henvroïdi darn eus poblañs Galia hag enez-Vreiz. Meuriadou gwalarn Galia a oa anezo, evit doare, mesaerien ha labourerien-douar en argoad hag en arvor, pesketaerien ha morlaeron, heñvel a-walc’h o buhezegez ouz hini al Ligured eus gevred-izel Galia. Disevenoc’h e vije bet Rak-Kelted Breiz-Veur hag Iwerzon : an darnvuia anezo n’ouvezent ket ober keuz ; hiniennou a veve dindan dinellou hag a valee en noaz-dibourc’h pe peuz-noaz. War ar meuriadou rak-keltiat-se eus an enezennou pe, da vihana, war hiniennou anezo e tleer lakaat diou voaz erezus meneget gant skrivagnerien an Hen-amzer : 1° an debri-tud ; 2° an eureudi ar merc’hed gant meur a ezec’h war eun dro.
D’ar ouenn rak-keltiek e tenne en o fez, moarvat, ar poblou-mañ eus enez-Vreiz : ar Silured, ar Goritaned (Koritani), broiz enezennou Ebudou ha meneziou an Hanternoz (Kreoned, Keroned, Karnonaked ha Karined), an Novanted hag ar Selgoved. An daou veuriad diweza-mañ eo, a greder, a veze graet anezo gant ar Vrezoned Atekotted (Atekotti) « ar re goz-meurbet », da lavarout eo, moarvat, « broiz koz ».
Kadarnded ar poblou-nann-keltiek. — Skrivagner ebet eus an Hen-amzer n’en deus danevellet d’eomp an emgannou a reas ar Gelted ouz ar poblou emaomp o paouez menegi. Nemet e c’houzomp o deus an Ibered, al Ligured, an Illirianed hag an Dhraked pourchaset dre gant ha kant da Garthadiz ha d’ar C’hresianed soudarded nerzek, kalonek ha fero. Gouzout a reomp ivez pegen hir, marvus ha diaes e voe ar brezeliou a rankas ar Romaned embreger da stoui dindan o yeo an holl boblou-se : armeadou a renkas koaza, tremen a reas remziadou pengadourien a-benn ma voe kaset al labour da vad.
A-unvan e oa holl hen-boblou Europa evit ober fae gant o buhez ha kasaat ar sklavelez. Da suja Ligured ar meneziou e rankas ar Romaned diouenna meuriadou a-bez ha diframma meuriadou all diouz o douar genidik d’o skigna da bell e-touez meuriadou estren. Ar Staened, eur bobl liguriat a voe gwell ganto en em zistruja o-unan eget en em zaskori : kement a oa bet erbedet gant kleze ar Romaned en em rôas d’ar maro. « N’en em gavas hini », eme eun danevellour roman, « e-touez ar re yaouanka zoken, hag e vije karantez ar vuhez kreñv a-walc’h d’ober d’ezañ gouzañv ar sklavelez. »
Al Luzitaned, gwerzet da sklaved, a doulle en dounvor, d’o goueledi, strad al listri m’edont warno ; kontella a raent o mistri pe, o nac’h dibri boued, en em lezent da vervel gant an naon. Ar Gantabred, paket da brizonidi, en em strinke anezo o-unan war o fenn e-kreiz tantadou kamp ar Romaned ; eur c’hrennardig gant eun tamm houarn a drouc’has o gouzoug d’e dad ha d’e vreudeur a oa bet karget a chadennou gant ar Romaned ; eur vaouez a reas an hevelep tra d’he c’henbrizonidi. Kantabred all, bourreviet, staget e kroaz, a groge da gana o c’hanaouenn-emgann hag a daee o enebourien. Ibered kêr Astapa a oa bet lazet holl en eun emgann ; an hanter-kant den yaouank, lezet ganto da ziwall o ziegeziou, a skôas d’ar maro ar merc’hed hag ar vugale ; goude-se, e lakjont an tan en eun tantad prientet en a-raok hag en em strinkjont armet-holl e-kreiz ar flammou.
Par d’ar baotred evit ar gadarnded e oa ar merc’hed e-touez Barbared Europa [528]. C’hoant-kalon ha mennad-dreist n’o doa ken gwragez an Dhraked nemet kinnig o buhez war gorf maro o ezec’h ha beza sebeliet en hevelep bez ganto. Gwragez an Ambroned, eur bobl c’hermanek, o welout o c’hadourien lazet pe zindan o zec’h, a gemer da armou bouc’hili ha klezeier ; skoaziet gant o chas, ec’h adskoulmont ouz ar Romaned eun tenn a emgann. Kentoc’h eget en em lezel da veza gwallet gant ar soudarded roman, gwragez ha merc’hed ar Gimbred en em laz kenetrezo a daoliou kleze, en em daol dindan rodou ar c’hirri, en em groug ouz skourrou ar gwez hag ouz kerniel an ejened a vroudont d’o feulza.
Perak e voe trec’h ar Gelted. — Aesaet eo bet, moarvat, trec’hadenn ar Gelted, evel hini ar Romaned diwezatoc’h, gant an dizunaniez hag an dirollerez a rene e-touez o enebourien. Ibered, Ligured, Germaned, Illirianed, Thraked, holl e oant rannet en eur maread poblou kevre ebet ganto peurvuia, a vage kasoni an eil ouz eben hag en em wanae kenetrezo dre vrezeliou dibaouez ma koueze enno ar pep gwella ous o yaouankizou. Ar garantez-vro pe ar garantez-ouenn n’oa ket anezo, kouls lavarout. Gwasoc’h en em ereze poblou ar C’hermaned, er c’henta kantved goude H. S., eget na gasaent ar Romaned ; en em ouestlaoui a reas eun hanter anezo d’an impalaered roman hag, e-doug meur a gantved, e vrezeljont ouz an eil hanterenn. En em ziouenna a rae an eil eben diou boblad eus an Dhraked, p’edo unan keneilez, an eil enebourez d’ar Romaned. Dic’halloud e oa ar garantez-poblad ouz mennadou ha youlou diouto o-unan pep den pe diegez. E kement poblad c’hermanek, er c’henta kantved goude H. S., e veze an dud rannet e daou du, an eil evit ar Romaned, egile a-enep ; gwasa enebour Arminios, penn-brezel meur ar C’hermaned en em savet ouz Roma, e voe e dad-kaer e-unan, ar roue Segestos. Bresk e oa dre-holl beli ar renerien, rouanez, reizaouerien, pennou-brezel. « Ne sent an Dhraked ouz o rouanez », eme Dacitus, « nemet kement ha m’her c’havont mat. » E-touez ar C’hermaned, Arminios, tamallet d’ezañ c’hoantaat ar gurunenn, a zo kaset d’ar maro gant uhelidi e bobl end-eeun.
Ar Gelted, dre m’oa reizet ar gevredigez anezo en hevelep doare gant an holl boblou-se, a oa ivez, en o c’hreiz, hadenn an hevelep siou. Nemet lusket e oant d’ar mare m’en em skignjont en Europ, gant ret-kaer e oa d’ezo kaout douarou nevez d’o foblañs atao war gresk. Ne vane ken en o bro nemet koadou da zifraosta ha geuniou da zisec’ha, eul labour hennez hag a oa hir, tenn ha dienor. En-dro d’ezo, en enep, en tu-hont d’o harzou, e kinnige ar bed digor d’o yaouankizou paour ha brezeliat, d’o rouanez c’hoantek a vrud, peurvaniou, parkadou ed, mengleuziou, stêriou ha lennou peskedus, eun niver a vourc’hiou, a gêriou berniet enno kement tra prizius diwar zourn hag ijin mab-den, eun engroez poblou a labourje evit o mistri, eur wech trec’het ha sujet, a baeje an truach, a bourchasje dilhad, ed, chatal, kezeg, mevelien ha sklaved. An ezomm o doa da berc’henna ha da vestronia hag o c’hoantegez d’ar preizerez ha d’ar brud a voe d’ar Gelted, d’en em unani kenetrezo broudou lemm a vankas d’ezo diwezatoc’h, pa rankjont, eur wech pourvezet mat a bep tra, difenn ar pez o doa aloubet.
Petra a reas d’ar Gelted divrôa. — Aloubidigez Europa gant ar Gelted n’eo bet kaset da benn nag en eur c’hantved na gant eur boblad hepken. Merket e voe gant skrivagnerien an Hen-amzer meur a benn-abeg d’an divrôadennou anezo :
1° Dic’hlannou ar mor ; 2° kreniou-douar ; 3° eur c’hresk re vuan war ar boblañs, o tont d’e heul dienez an douarou-gounid ha kernez ; 4° dizunvaniezou ha brezeliou a-ziabarz ; 5° brezeliou a-ziavaez ; 6° ar c’hoant d’ar preizerez.
Divrôadennou ha divrôerien. —- Tri doare divrôadennou a c’heller digemma e-touez ar Gelted koz :
1° Divrôadenn eur boblad a-bez, brezelourien, kozidi, merc’hed, sklaved, chatal ha kirri. En doare-se e tivrôadennas ar Velged e derou an IIIet kantved kent H. S., hag an Helveted e 59 kent H. S. ;
2° Divrôadenn eun darn hepken eus eur boblad : er IIIet kantved kent H. S., er C’hermania, en em rannas ar bobl Volka ; eun darn anezo a dreizas ar Rênos hag a ziazezas e kreisteiz Galia ; an darn all a chomas er C’hermania.
3° An divrôerien a oa anezo tud deut a veur a lec’h. Krouet e voe, en Azia-Vihana, brôad an Dektosaged gant eun teskad tud eus ar boblad-se, ret d’ezo divrôa war-lerc’h dizunvaniezou-diabarz, hag e teuas d’en em voda en-dro d’ezo eun engroez tud eus brôadeleziou all. Er Spagn, kêr greñv Komplega a voe savet en eur gouelec’h gant tec’hidi ha kantreerien a bep gouenn ha didra.
Kaesar, en e « Commentarii », a zispleg piz ha kentelius d’imp e pe zoare e prientas an Helveted o divrôadeg eus ar bloaz 59. Strisaet e oa a bep tu an douarou a zalc’hent er bloaz 62 gant an Alpou, menez Iouris, lenn Lemanos, stêriou Rotanos ha Rênos. N’oant nag evit en em astenn da bell nag evit kas aes ar brezel er broiou nesa. Re vihan e oa an douar-se d’o zemz-spered brezeliat, d’o foblañs niverek, d’an taoliou-kaer kaset da benn gant o armou, d’o fiziañs en o c’hadarnded. War ali Orgetorix, ar pinvidika hag an uhela anezo, e rejont o menoz da zivrôa ha da vont d’ober o rann a zouarou en em gave diberc’henn tost d’ar mor Bras, war harzou ar Santoned. Da genta, e tanzeont pep tra evit ar c’himiad. Kirri ha sterniou a zastumont dre viliadou ; hada a reont an holl zouarou da gaout bevañs e-doug o ergerz ha, pa gav d’ezo e vo trawalc’h gant daou vloaz da beuraoza pep tra, e tougont eul lezenn da zeiziada an disparti a-benn nevez-amzer an trede bloavez. Dilennet e oa bet Orgetorix da ren ar gefridi-se, dre nevezi gant ar brôadou tro-dro ar feuriou a beoc’h hag a gevredad ha da zivizout an tremen frank a-dreuz Galia.
Pa gredas an Helveted e oant en em lakaet barrek-mat, e krogont an tan war o daouzek kêr greñv, o fevar c’hant a vourc’hiou hag an holl diez a-stlabez er vro. War c’hourc’hemenn ar renerien e kemeras pep penn-tiegez war e girri tri miziad bevañs. Losket e voe an ed n’oant ket evit kas ganto, evit ma vijent, gant dic’hallus m’edo lakaet an distro, heroc’h a se ha startoc’h en o menoz. Peder foblad nesa d’ezo, ar Voged, al Latoviked, an Dulinged hag ar Rauraked, o doa graet o dezo d’en em unani gant an Helveted, ma save ac’hano niver an divrôerien da 368.000 a dud, da c’houzout :
Helveted (4 meuriad) |
263.000 |
Ar gadourien a save an niver anezo-holl da 92.000.
En em zastum a reas an divrôerien, an 28 a veurz eus ar bloaz 59, e korn ar c’huz-heol da lenn Lemanos. El lec’h-se e oa a-dreuz da stêr Rotanos eur pont prenn. War ar ribl all e save Genava, eur vourc’h e dalc’h an Allobroged. E-sell edo an Helveted da gaout digant ar re-mañ, a oa nevez-sujet d’ar Romaned, ar frankiz da dremen, pe anez, diouz red, her c’hemerjent diganto dre nerz. Gwaz a se d’ezo, e kavjont ar pont torret hag an holl roudouriou pe dremenlec’hiou war ar Rotanos dalc’het kreñv, neket gant an Allobroged, gant soudarded Kaesar an hini e oa. Koueza a rankjont da gemerout eun hent all a zegoueze gant ar Saukona a-dreuz da vro ar Seguaned. Ken enk e oa an hent-se ma n’helle rei digor, war eun dro, nemet d’eur c’harr hepken, ha ken torgennek na zeuje e nep doare e spered an divrôerien heulia anezañ a-enep d’ar vroïdi. A-drugarez d’eur penrener an Aedued, Dumnorix, a zeuas da hanterour, e trec’hjont da gaout digant ar Sequaned an aotre da dremen. Diouz an eil tu hag egile e voe rôet gouestlou, ar Sequaned oc’h emouestla da chom hep hega an Helveted, ar re-mañ o toui en em virout diouz pep dizurz pe wallerez.
Alouberez ar Gelted ; dre be hentou disheñvel e voe kaset da benn ganto. — Mat a-walc’h emañ diskleriet d’eomp e skridou an Hen-amzer an doare rn’en em ziazezas ar Gelted en Itali, e ledenez ar Balkaniou hag en Azi-Vihana.
1 ° Itali. — Kaset e voe da benn aloubidigez an Itali diwar ar bloaz 400 (pe dost) d’ar bloaz 391, gant peder armead. Ar genta, renet gant Belovêsos, oc’h ober hent dre goadou hag odeou an « Alpis Julia », a zispenn an Etrusked war ribl stêr Ticinus hag a ziazez en hanternoz da stêr Bodinkos (Pô), er rannvro anvet « maeziou an Insubred » ; kêr « Mediolanon » a savont el lec’h-se. Dambrest goude, eun eil armead, hini ar Genomaned, renet gant Elitovios, goude treuzi an Alpou dre an hevelep hent ha Belovêsos, a zeu da chom diouz an tu reter d’an Insubred. An drede armead, ouz hec’h ober ar Voged hag al Lingoned, a ziskenn dre ode menez Penninos, a dreuz ar Bodinkos hag a skrab, diouz tu ar c’hreisteiz d’ar stêr-se, douarou dalc’het d’ar mare gant an Ombrianed hag an Etrusked. D’an diweza-holl, e teu ar Senoned. Pa gavont an holl zouarou mat piaouet a-benn neuze, e rankont en em zic’hoanta gant ar c’horn-bro meneziek a-hed ar mor Adriatik, etre stêriou Utens hag Aesis. Gwall-enk e voe ganto al lec’h-se hep dale pell.
E 391, 30.000 a Gelted, Senoned anezo evit an darnvuia, a dreuz menez Apennin hag a argad an Etruria. An Etrusked a c’halv d’o skoazell ar Romaned a zileur kannaded. Degemeret e kuzuliadeg ar Gelted, ar re-mañ a zispleg ar gefridi bet fiziet enno gant ar sened hag ar bobl roman. Ar Gelted a zistro « hag int o klevout evit ar wech kenta ano eus ar Romaned, e reont tud kadarn ganto, o veza ma ’z int bet galvet d’o skoazell gant an Etrusked. P’o deus ar Romaned kavet gwell ar c’hannaderez eget an armou evit difenn o c’hevredidi ouz ar Gelted, ne vo ket dizarbennet ar peoc’h a zeuont da ginnig, gant rôet e vefe d’ar Gelted, n’o deus ket douarou a-walc’h, eun darn eus o bro gant an Etrusked a zo ganto douarou en tu-hont d’ar pez a hellont da c’hounit. Anez-se ne vo ket aotreet ar peoc’h. Dirak ar Romaned e fell d’ezo kaout respont ha, mar n’o defe ket o goulenn, dirak ar Romaned end-eeun en em gannint, ma c’hello ar re-mañ embann en o bro pegen trec’h eo ar Gelted d’an dud all evit ar gadarnded ». Ar gannadourien roman o c’houlenn neuze diwar be wir e teuent da vac’homi douar eur bobl all, petra o doa d’ober, int-i Kelted, en Etruria, e trouc’hont, rok anezo, « e tougont o gwir en o armou hag e vez pep tra perc’hentiez ar re gadarn » [530].
E-doug ar bloaveziou 367, 366, 360, 358, 350 ha 349, brezelourien geltiat a-vandennou a beurred hag a wast maeziou pinvidik kreizenn ha kreisteiz Italia. E 279, eur bagad bras a Gelted treuzalpat a ziskenn en Italia o terc’hel taer ma vije rôet douarou d’ezo ; Kelted Italia en em unan ganto ; dont a reont holl a-gevret en Etruria hag e c’houlennont digant an Etrusked, a oa, d’ar mare, e brezel ouz ar Romaned, eun darn eus o bro. « Bez’ e voe diwar-benn-se », eme Ditus-Livius, « kuzuliadegou e-leiz e-touez an Etrusked ; hogen n’helljont koueza da ratoz unvan ebet, nebeutoc’h en abeg d’an dilezadenn a rankjed ober eus eun dachennad-douar bennak eget dre an erez en devoa pep-unan rak degemerout en e amezegiez an dud-se ken taer » [531].
E 238, ouz galv daou roue ar Voged, Ates ha Galatos, e tired eun armead Kelted eus an tu-hont d’an Alpou da stourm ouz ar Romaned. E 225, war c’houlenn ar Voged, daou roue treuzalpat a zegas en Itali eun armead all « ar vrava hag ar spontusa a gement he dije c’hoaz treuzet an Alpou », gouez da Bolubios. E 222 an Insubred a ra eur c’halvadenn c’hoaz d’ar Gelted diouz tu an hanternoz d’an Alpou ; dont a ra 30.000 anezo renet gant Virdumaros.
En IIet kantved, e oa e dalc’h ar Romaned holl Italia an Hanternoz betek an Alpou. Ar Gelted, diwar neuze, a ya dre an « enbrôa » ; e lec’h ober dre vrezel a reont dre beoc’h. E 186, 12.000 Kelt, argaset diouz an Norikon gant an diouer a zouarou hag ar gernez, a dremen er Venetia. Hag int armet mat, ne zirollont tamm ebet da zrasta na da waska. Kavet ganto eur c’horn-douar dibobl, e chomont a-sav ennañ hag e stagont da sevel eur gêr. D’ar gannadourien roman e tisklêriont n’o deus ken c’hoant na mennad nemet da c’hounit douar ar c’horn-se diberc’henn hag ec’h anavezint laouen aotrouniez ar Romaned. E 179, eur vandennad nevez, enni 3.000 a dud a dreuz an Alpou, renet gant ar venezidi, hag a ziskenn en Italia ; ne reont taol-brezel ebet hag e c’houlennont douarou, d’ezo da veva enno e sujedigez ar bobl roman.
2° Ledenez ar Balkaniou. — E 298, en em ziskouez ar Gelted war venez Haimos (ar Balkan). E 281, dindan renadur Kambaules, e wastont harzou Thrakia. E 280, eun armead kenta a Gelted, gourc’hemennet gant Brennos hag Akic’horios, a argad ar Beonia ; eun eil armead renet gant Kerethrios a zrast an Dhrakia ; eun drede armead bleniet gant Belgios a argad Makedonia. E 279, an teir armead, kevredet dindan renadur Brennos, a zic’hlann er C’hres ; gwasta a reont ar maeziou anezi hep klask avat lakaat seziz war ar c’hêriou mogeriet. Peurzrastet ar C’hres ganti, armead vras Brennos en em rann e meur a vandenn. Unan anezo, renet gant Komontorios, a chom a-sav en Thrakia hag eno, kemeret ganti kêr Dula, e ra anezi he c’hreñvlec’h. Eur vandennad all, hini ar Skordisked, dindan renadur Bathanatos, a ziazez e kember an Danuvios hag ar Savos hag a astenn he beli war darn eus enezennou bras an Danuvios.
E 277, eun armead Kelted a wast a-nevez Thrakia hag a beurred Makedonia. E-kerz dibenn an IIIet kantved e vrasa ar Skordisked o domani gant brezeliou dibaouez. Peurzalc’het e voe ganto neuze ar pep brasa eus enezennou an Danuvios, sujet hiniennou eus ar poblou illiriat hag astennet o rouantelez betek meneziou Dardania, Pannonia ha Thrakia. War-dro ar bloaz 114 e tizarbennont ar Gimbred. E-tro ar bloaz 100 e oa anezo c’hoaz eur boblad c’halloudek ha doujet. Kevrennet e oant gant stêr « Margos » (Morava) e diou boblad ; diouz tu ar c’hornog ar Skordisked vras, diouz tu ar reter ar Skordisked vihan. Heorta, Kapedunon, Singidunon (Beograd) ha Bononia (Widin) e oa penna kêriou anezo.
War-dro 210 en em ziskouez ar Vastarned war glann ar mor Du, en hanternoz d’an Turas (Dniester). Enskrivadur Olbia a daolenn d’eomp tec’hadeg ar pobladou a Skuthed ha Sarmated o chom etre an Turas hag an Hupanis (Boug) rak ar Gelted-se diskennet eus menez Karpis [532]. Eus an aradennad veneziou-se end-eeun e tiskenn, pemp ha tregont vloaz diwezatoc’h, e 175, eur rummad all, hini ar Gostoboked (Kostoboki). Kempred gant an divrôadennou-se, marteze, emañ diazezadenn ar Vritolaged (Britolagoi) er gompezenn war he led etre genaouiou an Danuvios ha red stêr Hierasos (Sereth) [533]. Er c’hreisteiz d’ar Vritolaged, etre menez Haimos hag ar mor Du edo Kelted all, ar Goralled (Koralli) o ano, a zo skeudennet d’eomp gant Ovidus evel tud bleo rnelen (flavos) ha gwisket gant krec’hin (pellitos) [534].
Evit pez a sell ouz ar vro en tu hanternoz d’an Danuvios, ez eo leuniet an eil kantved kent H. S. gant trouz ar brezeliou renet gant ar Vastarned ouz ar Skuthed, ar Sarmated, ar Yazuged, ar C’heted hag an Daked.
E-doug an eil hanterenn eus an IIIet kantved, o doa roueed ar Vakedonia adstaget gant politikerez Alexandros-Veur, hag e dad, dre gas kaout ar Gelted da gevredidi ouz an Dhraked, an Dardaned hag ar Romaned. E sell da rei d’ar c’hevrennadou eus o rouantelez a oa bet didudet gant ar brezel eur boblañs kreñv ha brezelgar, e c’halvjont daveto ar Gelted. Er bloaz 167 kent H. S. ar c’hevrennou eus Makedonia diouz ar c’hornog da stêr Axios a oa enno e leiz a enbroïdi keltiat pe illiriat « anezo-holl labourerien-douar strivant », eme Ditus-Livius.
Er bloaz 182, Philippos, roue Makedonia, o tanzen ober brezel d’ar Romaned, a reas e venoz d’ober diouenna an Dardaned, poblad illiriat, gant ar Vastarned. Diou wech, war e veno, en emgavje gwell a se : — 1° dre ma kasje da get krisa enebourien Vakedonia ; — 2° dre ma c’hellje alia ar Vastarned da lezel o gwragez hag o bugale en Dardania evit mont da wasta Italia. Gant-se, e stag ar roue d’en em guzulia gant ar Vastarned ; hoala a ra gant donezonou pennou an Dhraked, d’ezo da rei tremen ha da bourchas bitailh d’ar Gelted. E c’her a roue a ro d’ezo na raio ar Vastarned droug ebet en o bro. 30.000 brezelour, renet gant Klondikos, a dreuz an Danuvios, ganto o gwragez hag o bugale. En em leda a reont war an Dardania, oc’h entana ha laza dre ma ’z eont. Ouz o heul e tired bandennadou Skordisked ha Thraked didennet gant ar c’hoant-preizata.
Roue Makedonia o veza deut da vervel (179), ne zalc’has ket e warlerc’hiad d’ar ger en doa rôet d’ar Vastarned. Ar re-mañ neuze a zilezas an Dardania. Nemet n’ankouajont ket ar vro en tu-hont d’an Danuvios. E-doug an IIet kantved e lamont digant an Dhraked hiniennou eus brasa enezennou an Danuvios-izela hag e reont argadennou stank war c’hlann zehou ar stêr-se. En amzer-se eo, marteze, e voe savet ganto e genou an Danuvios ar c’hastell anvet Bastarnai hag o c’hreñvlec’h graet Genoukla anezañ.
E 117, 113, 112, 109, ar Skordisked e brezel ouz ar Romaned a sach a-gevret ganto er stourmad rummadou henvroiz, Bessed, Maided ha Triballed. E 113, e teuas ar penvrezelour roman Drusus a-benn da argas, evit eur pennadig-amzer, ar Vastarned en hanternoz d’an Danuvios. E 88, Mithridates, roue ar Pont, oc’h aoza brezel ouz ar Romaned, a sav kevredigez gant ar Gelted, ken re an Azi-Vihana, ken re ar Balkaniou hag an Danuvios. A-vagadou e teu Galated, Bastarned, Koralled, Kostoboked, Skordisked d’en em unani gant e armead. Ar roue, e kement prezegenn a rae, a ganmeule ar vad graet d’ezañ gant e unvanidi geltiat ; lorc’h a zo ennañ, emezañ, « o c’hallout kas ouz Roma tud n’eo deut Roma a-benn d’o lakaat da espern he buhez nemet war bouez aour ». Pa reas Mithridates lakaat d’ar maro kement Roman hag Italian a oa o chom en Azia-Vihana e kemeras perz ar Gelted el lazadeg vras-se. Eur marc’heg bastarn, d’ezañ pemp ilinad hirder [535] eo a stlejas ar renour Aquilius chadennet kent ma voe bourreviet [536].
E 85-4, ar Skordisked, o kemerout o zro eus ma oa aet kuit ar Romaned, a ya d’an armou. A-gevret gant an Dardaned ec’h argadont ar C’hres, hag e lakont en arigrap ar santualou meur anezi, Delphi ha Dodona. E 77-76, emañ argadet Makedonia gant ar Skordisked hag an Dardaned unanet.
E 77, e teu ar Goralled hag ar Vastarned d’en em engouestla en arme vras emañ Mithridates o sevel ouz ar Romaned. E 74, e kemer perz ar Vastarned e seziz Khalkedonia ; tri c’hant anezo a gav o maro en eur stourmad ouz kêr. Eur penvrezelour keltiat, Konnakorix e ano, a ra evit Mithridates en Herakleia. E 63, e varv Mithridates, lazet gant Bituitos, rener e warded keltiat.
E 61, en Istropolis, armead ar prokonsul C. Antonius Hybrida a zo kannet ha dismantret gant ar Vastarned deuet war galv kêriou gresian an arvor moesiat, n’oant ket evit gouzañv pelloc’h ar mac’homerez anezañ. Da heul an drouziwez-se, e voe diframmet evit eur pennad-amzer digant ar Romaned ar Moesia-Izela, etre menez Haimos, stêriou Oeskos (Isker) ha Danuvios.
E 44 kent H. S„ ar Vastarned a ren argadennou betek war harzou Makedonia, e-lec’h e faezont, er bloaz 30, an Danthaleted hag o roue.
E 29 kent H. S, ar prokonsul M. Licinius Crassus a gann ar Vastarned e-kichen stêr Kebros (Cibrica), er reter da Vononia (Widin). Laza a ra gant e zourn e-unan o roue Deldo.
Er bloaz 14, e c’houlenn ar Vastarned ar peoc’h digant ar Romaned.
Ar peoc’h-se ne zegasas ket d’e heul dismantr an trevadennou o doa savet e ledenez ar Balkaniou. E dibenn ar c’henta kantved kent H. S, hervez Strabon, e kaved diouz tu ar c’hreisteiz d’an Danuvios meuriadou Bastarned deuet da chom e-mesk an Dhraked. Hag eun nebeut kantvedou war-lerc’h, an impalaered Probus ha Diokletianus a c’halvas da chom e Thrakia Bastarned all. Diouz ar re-se e voe graet Basternai eus eul lec’h-annez e-kichen Beroia.
3° Azi-Vihana. — E 280 kent H. S, da heul dirollerez-soudarded, 20.000 brezelour, dindan urz Leonorios ha Loutarios, en em zisrann diouz Brennos hag a ya e Thrakia, oc’h emganna pa stourmed outo hag o sevel gwiriou pa voe goulennet ar peoc’h diganto. O veza klevet ano eus frouezusted ha pinvidigez an Azi, e kemer darn anezo listri da dreiza ar striz-mor (278). Ar re all a dreuz ivez d’o heul war listri pourchaset d’ezo gant eur roue eus Azia-Vihana e brezel ouz e amezeien.
10.000 brezelour n’oa mui ken anezo, oc’h ober teir armead : Trokmed, Tolistoboged ha Tektosaged. War-du Troia e kemeront penn o hent, dre ma kredent e c’hellje ar gêr vrudet-se talvout d’ezo da gastell kreñv. Hogen, pa welont e oa bet divogeriet, e pellaont diouti raktal. Staga a reont neuze da gerzout hed-ha-hed gant arvor pinvidik Azia-Vihana en eur breizata ar maeziou hag o venel grounnet en-dro da bep kêr vogeriet ken n’he dije graet he menoz da brena diganto o c’himiad [537].
Drasta a reont evelse e-pad meur a vloavez an tu diouz ar c’hornog hag ar greizenn eus an Azi-Vihana. Da virout ouz pep dael ha da bellaat pep digarez da dabutal pa vijent o tastum an truaj, an teir armead a oa bet rannet ar vro ganto e teir c’hevrenn, bet lodennet dre gaer etrezo : an Drokmed o devoe arvor an hanternoz, an Dolistoboged arvor ar c’huz-heol, an Dektosaged argoad ar vro.
E 241 e voe trec’het ar Gelted gant Attalos, roue Pergam. C’hoant ganto holl d’en em zizober diouto, poblou an Azi en em glev neuze evit daskori d’ezo ar vro uhel ha meneziek a zo anezi keinenn Azia-Vihana. Roueed Siria, war a hañval, a ra a-du evit diazeza ar C’halated er vro-se, a zo evel mell-kein al ledenez, gant ar sell end-eeun d’o lakaat, dre eun taol gwidre-renerez, da spia o c’hevezerien, roueed ar Gappadokia, ar Pont, ar Vithunia ha Pergam.
E 220, eur boblad Kelted, hep mar nevez deut eus Europa en Azia, ar Rigosaged, a ra evel skoazellerien en armead Antiokhos III Veur, roue Bro-Siria. Skoazell a rôont da Antiokhos da drec’hi war ar « Meded » en eun emgann ouz ar re-mañ en tu-hont da stêr « Tigr ».
E 218 eur bagad Kelted, an Agosaged o ano, a zo degaset eus Europa en Azia-Vihana gant roue Pergam e brezel ouz eur c’hevezer d’ezañ. Ar roue a ro d’ezo douarou war an arvor en hanternoz da Bergam.
Bagadou all c’hoaz a zeuas, evit doare, eus Europa da greñvaat Kelted Azia-Vihana. Dre an donedigez anezo hepken e c’heller disklêria penaos e kreskas ker buan-all poblañs ar C’halated. Eus 10.000 pa zegouezjont en Azi e 278, e savent dreist da gant mil e 189.
An darempredou etre Kelted ha Nann-Kelted. — Dre daolenni an disklêriaduriou a gavomp er pennad uheloc’h e kouezomp d’ar rolladur-mañ :
1 ° Argadennou e sell hepken da laerez ha da ribla : p’en em gav peurwastet ar vro argadet ganto, ar Gelted he dilez kerkent ;
2° Enbrôadennou dre beoc’h ; ar Gelted, ganto o gwragez hag o bugale, a ziazez en eul Iec’h dibobl pe a zired ouz galvadenn roueed estren a ro douarou d’ezo ;
3° Enbrôadennou dre vrezel : Ar Gelted, o gwragez hag o bugale ouz o heul, a zegouez gant o armou er vro ma fell d’ezo diazeza. Goulenn a reont digant tud ar vro-se lezel ganto eun darn eus o douarou, o c’hourdrouz sevel brezel ma n’her greont ket.
An doare diweza-mañ, moarvat, e voe ar boazeta. Kaout a reomp ar c’hiz anezañ e-touez ar C’hermaned er c’henta kantved kent hag er Vet kantved goude H. S. [538].
Evel pep aloubadenn, hini Europa gant ar Gelted a voe d’he heul emgannou, lazadegou, gwall-daoliou-nerz a bep seurt. E nep lec’h, avat, ne voe an dud peurziouennet, pe c’hoaz harluet gant ar Gelted diouz ar broiou ma teuent da ziazeza enno. Dre-holl e talc’has ar pep brasa eus an henvroidi da genveva gant an alouberien.
Trôadou a voe, en em unanas da vat an henvroidi-se gant ar Gelted. Da skouer : war-dro 400 kent H. S. e tegouez er vro douret gant ar Rotanos-izela bagadou Kelted. Dindan o renerez ar meuriadou liguriat bihan a zeu d’en em unani ; en em strolla a reont en eur c’hevredad a voe ar c’henta lusk anezañ da sevel argad ouz Gresianed kêr Vassalia. C’houita a reont war an taol-se, nemet derc’hel a ra ar c’hevredad en e sav : poblad keltiat-liguriat ar Salluved eo, anoiou liguriek d’an darnvuia eus an dek meuriad ouz hen ober, nemet ez eo ar roueed en he fenn, Katumandos, Teutomalos, Kelted a ano hag a ouenn ivez, moarvat.
Trôadou all, Kelted ha Rak-Kelted a vevas kichen-ha-kichen hep en em veska. Evelse eo e c’hoarvezas en Italia-Uhela. En hanternoz d’ar Bodinkos e weler eun niver a veuriadou bihan illiriat pe liguriat. Raeti, Kamuni, Trumpilini, Stoeni, Orumbovii, Laevi, Lebeki, Vertakomakori, hag all, oc’h ober kel lies a enezenn e-kreiz an dachennad-douar dalc’het gant ar Gelted Insubred pe Genomaned. Eun « enezennad » all a oa anezi Etrusked Mantua, eur gêr savet e-kreiz ar geuniou. Er c’hreisteiz d’ar Bodinkos, war douarou ar Voged, kêr Ravenna, savet a-bez war beuliou prenn e-kreiz ar geuniou, a vanas e dalc’h an Ombrianed, kerkoulz ha kêr Ariminion e bro ar Senoned [539].
Ar meuriadou hag ar c’hêriou, emaomp o paouez komz diouto, a baee, moarvat, an truaj d’ar Gelted. Diouz danvez an neb a baee edo doare an truaj, anezañ metal prizius, aour, arc’hant, kouevr, arem, moneizet pe fetis, pe, a-hend-all, gwiniz, gwin, chatal, dilhad, hag all. Pounner a-walc’h e c’halle beza. An hini a baee Gresianed Buzantion da roueed Tula, lakaet da genta da zek talant, a savas a-benn ar fin, war-dro ar bloaz 220, d’eur yalc’had vras-souezus : 80 talant (2.200.000 lur) [540].
N’en em emelle ket ar Gelted e renerez-diabarz o sujidi. Diouz o zu, an druajidi n’en em veskent ket peurliesa e rendaleou ar Gelted ouz ar poblou all. Ravenna ha Mantua ne weler roud eus an ano anezo e danevell ar brezeliou renet gant ar Gelted ouz ar Romaned.
Petra a c’houlenne ar Gelted digant o diazezadennou nevez. — Ar broiou m’edo ar Gelted dedennet d’o c’haout e oa ar re ma c’hallent gounit diouto hini pe hini pe veur a hini eus an talvoudegeziou-mañ da heul : — 1° douarou gwiniz ; — 2° peurvaniou ; — 3° mengleuziou ; — 4° hentou, stêriou, roudouriou pe odeou darempredet gant marc’hadourien.
Er Spagn, e oa diazezet an Oretaned en-dro da vengleuziou arc’hant Kastulo ; dalc’het e voe gant ar Geltibered, e-kreiz al ledenez-se, uhelennou dereat-kenañ ouz ar maga-deñved ; Varia, kêr-benn ar Veroned, a oa bet savet ganto war eun tremenlec’h pleustret meurbet eus stêr Iberos. En Itali, e tiazezas ar Gelted er c’hompezennou frouezus douret gant ar Bodinkos, hag an adstêriou anezañ. E kreizenn Europa, mengleuziou houarn pinvidik an Norikon a oa piaouet gant an Daurisked. En Europa ar Sav-heol, ar Vastarned en em astennas war vro an Daked, a oa brudet dre he mengleuziou aour.
Ar broiou paour, meneziek ha dizarempred, n’o deus ket nemeur, evit doare, tennet daveto sellou ar Gelted. Treuzi ar Pireneou hag an Apenninou ne rejont ken. En Alpou ne ziazezjont nemet en traoñiennou ledana ha strujusa hag, a-dreuz d’ar steudad-meneziou, en-dro d’an odeou penna a voe dalc’het start ganto. Ar pep brasa eus an Alpou a vanas e beli meuriadou bihan liguriat, retiat hag illiriat.
En em viret o deus dalc’hmat ar Gelted, en Itali hag en Azia-Vihana, a vont da veva er c’hêriou bras [541]. Ar c’hreñvlec’hiou a glaskent avat, d’ezo da c’horren e surentez enno o armou, o frizonidi hag o zeñzoriou, ha da gavout, diouz red, en o diabarz, minic’hi ha gwarez. Hounnez e voe roll Mediolanon ha Bononia gant Kelted an Itali, Bloukion, Ankura ha Kuballon gant ar C’halated.
Ar bloaz gant ar Gelted. — Rannet e oa ar bloaz gant ar Gelted 1°) e diou hanterenn ; samos, an hañv ; giamos, *gamos, ar goañv [542], c’houec’h miz e pep-hini anezo ; — 2°) e peder c’hevrenn a bep a dri miz : *ersâkos, *vesantênos [543], an nevez-amzer (c’houevrer, meurz, ebrel) ; samos, an hañv (mae, mezeven, gouhere) ; *sutrebos [544], an diskar-amzer (eost, gwengolo, here) ; giamos, *gamos, ar goañv (du, kerzu, genver).
Deiz kala-mae a veze graet anezañ en Iwerzon hag e Breiz-Veur kintusamonos pe kintusamonios « deiz kenta samos ». Mediosamonos « kreiz-samos » a veze graet gant Breiziz eus miz mezeven. E Galia hervez an deiziadur kavet e Coligny, e oa gant an daouzek miz an anoiou da heul [545] :
1. Samonios (mezeven) |
7. Giamonios (kerzu) |
An daouzek-miz-se, tregont noz en darn anezo ha nao noz war-nugent er re all, a oa anezo eur bloavez-loar a 355 noz. Toueziet e veze ganto adviziou ; Ambaxtos ha Kiallos, da geita ar bloavez-loar gant « red an heol », sonnokingos. Noz al loar-gann a veze graet anezi atenoux « noz-veur » [548].
Goueliou bras ar bloaz en Iwerzon. — Kenta deiz pep koulz-amzer eus ar bloaz a veze graet anezañ en iwerzoneg eun ano dioutañ e-unan : lmbolc « gwalc’hadeg, emwalc’hadeg » [549], oi-melc « laez dañvadez » (ar c’henta a c’houevrer) ; Beltene (ar c’henta a vae) ; Lugnasad « gouel Lug » (ar c’henta a eost) ; samhain pe samfuin « dibenn-hañv » (ar c’henta a viz du).
D’an deiziou-se, dreist-holl d’an tri diweza anezo, e veze dalc’het e lec’hiennou a Iwerzon bodadegou a gaver diwar o fenn diskleriadur stank e skridou ar Grenn-amzer. Ar re benna eus ar bodadegou-se e oa :
1° Bodadeg Tlachga, er Munster, bep bloaz, ar c’henta a viz du ;
2° Bodadeg Temair (Tara), el Leinster, bep seiz vloaz, da zeiz kala-goañv. Seiz devez e pade, eus an trivet devez kent d’an trivet devez goude samhain ;
3° Bodadeg Uisnech, er C’honnac’ht, bep bloaz da gala-mae. Krec’hienn Uisnech a greded e oa kreizenn Iwerzon [550].
4° Bodadeg Tailtiu, e Bro-Ulad, bep bloaz, an deiz kenta, a viz eost. Brudet e oa dre ar c’hoariou-ouesk a raed enni ;
5° Bodadeg Carman, el Leinster, bep tri bloaz. Digeri a rae ar c’henta a eost hag e kloze ar c’houec’hvet.
Sakr e oa ar bodadegou-se e meur a feur :
a) dre ar penn-orin a Iakaed d’ezo en Hen-amzer ; an doue-Lugus e-unan eo en dije savet gouel Tailtiu ;
b) dre natur al lec’hiou ma vezent dalc’het : beredou koz ha brudet a oa anezo peurvuia [551] ha da gehela ar re varo e oa gouestlet ar c’hoariou a veur a stumm, redadegou kirri, gourenadegou, hag all, a raed enno ;
k) dre an talvoudegeziou dreist-natur a oa stag outo : dre lida gouel Carman o deveze Leinsteriz eurvad, madou puilh, ed, laez, frouez ha pesked, ha trec’h er brezel. M’o dije e zilezet, avat, e tlejent beza en gortoz a wall-reuziou : kozni brim, moalded, gwanded, rouanez diboell, piz ha disleal ;
d) dre al lidou sakr a yae a-gevret ganto : c’hoaz er Vet kantved goude H. S., e Tailtiu e lazed d’an doueed ejened ha buoc’hed ; digoret e veze gant an drouized gouel Tlachga dre gregi war ar grec’hienn a zoug an ano-se eun tantad e tlee holl oaledou Iwerzon kemerout o zan dioutañ. E gouel kala-mae, an drouized, en eur gana kanaouennou-hud meur, a enaoue tantadou ma raent d’al loened chatal tremen dreist d’ezo ; miret e veze ar chatal ouz ar c’hleñved ken ar bloaz da heul.
N’eo ket hepken da enori dre lidou ha c’hoariou an doueed hag an anaon e veze gouestlet bodadegou Iwerzon ; kendalc’hiou a vererez-bro hag a varnerez e oant ouspenn hag ivez gwir foariou [552]. Enno en em guzulie ar roueed, ar pennou-meuriadou hag an uhelidi all diwar-benn pouezusa talvoudegeziou ar vro ; embannet e veze lezennou nevez hag adembannet lezennou koz, d’o lakaat dounoc’h a se e spered ar bobl ; ar brosezerien a gave ivez breutaerien da zifenn o c’haoz ha barnerien d’he barn. E Carman e oa tri marc’hallac’h ; er c’henta e werzed dilhad, boued hag evaj ; en eil e kaved a bep seurt chatal ; staliet e veze en trede an arc’hant hag ar gweadennou prizius degaset gant ar varc’hadourien estren. Eun tu-dinaou eus ar grec’hienn a veze miret d’ar brouderezed a laboure el lec’h-se a-ouez d’an holl.
A bep doare c’hoariou ha dihuedou a gaved eno ivez. Paotred kreñv ha farwelled ouesk a zeue ganto troiou-nerz pe soupleseou. Sonerien a c’hoarie an delenn pe an drompilh ha barzed a zisplege gwerzennou pe vojennou. Brudet e veze ouspenn bodadegou Uisnech ha Tailtiu dre an unaniezou a skoulmed enno ; ar merc’hed graet ganto euredou-bloaz e gouel ar bloavez a-raok, en em gemere diouz m’edo kalz a wazed war al lec’h da zibab ezec’h nevez ma raent d’o zadou o gwerza d’ezo [553]. Ar roueed, diouz o zu, a rae o mad eus an engroez tud-se da c’houestlaoui soudarded.
Ar seurt goueliou a voe bras al lec’h anezo e buhez Iwerzoniz koz. Enno e veze kavet peadra da zic’hoanta pep ezomm pe youl mab-den. Dre-se e tennent daveto eur mor divent a dud. E gouel Temair (Tara) e tegoueze holl rouanez vras pe vihan Iwerzon gant o gwragez hag o bugale. E Tailtiu e tireded eus pevar c’horn Iwerzon hag eus enez-Vreiz zoken. War hed eur steudennad a ouspenn dek kilometr, hep enni na torr na kilpleg, en em astenne a-wechou an dachenn dalc’het gant ar c’hirri hag ar c’hezeg hepken, hep ober meneg eus an dud war droad.
Evez bras e veze lakaet ouz kement tra a zeuje da zireiza an urz-vat. Keit ha ma pade ar gouel e veze arzao-meur ; berzet e oa pep kann pe rendael. Pep-unan a veze d’ezañ e Iec’h, bet merket en a-raok, diouz e veuriad pe e renk er Gevredigez. Da bep meuriad ha da bep stad a dud e veze lakaet o deiz hag o eur da lida o c’hoariou. E Carman, an dachenn viret da roue an Ossorigion [554] ha d’e gosgor a oa diouz an tu dehou da dachenn al Leinster. Tud an Ossorigion o doa o devez ma renent o redadegou kirri. Gouestlet e oa eun devez all da c’hoariou an dud a wad roue ; den nemeto n’en doa degemer enno. Merc’hed al Leinster a oa d’ezo, en endervez, c’hoariou d’ezo o-unan. Paotred eus meuriad Laighis eo a oa en o c’harg evesaat ouz ar c’hoariou-se. Kred e oant, neket hepken evit an urz-vat, hogen ivez evit ar braoigou a veze douget e-leiz gant merc’hed al Leinster hag a ziwiskent d’ar mare. Ar merc’hed a oa d’ezo o c’huzuliadegou diouto o-unan da vreujata enno war gement poent a denne d’o reiz-plac’h. N’helle paotr ebet kaout perz er bodadennou-se ; evel-se ivez, n’helle plac’h ebet en em gavout e kuzuliadegou serret ar baotred. Er c’hendalc’hiou digor d’an holl, ken paotred ken merc’hed, ar re-mañ a gemere lec’h gant o zud en tachennadou miret da bep meuriad. En abardaez an diweza devez, peurc’hraet pep tra, paotred ar vodadeg, holl en o sav, a enaoue eun dourni vras dre steki an eil ouz egile fustou o goafiou. Hounnez e oa evit an engroez an arouez ma ranke divoda.
Bodadegou-meur ar bloaz en enez-Vreiz ha war an Douar-bras. — E-touez Breiziz ha Kelted an Douar-bras ez eus bet, hep mar ebet, goueliou heñvel ouz re Iwerzon. Nemet ne gaver ano anezo e skrivagnerien an Hen-amzer. Meneg a zo ganto hep-ken eus ar bodadegou-mañ da heul :
1° Er C’halatia, bodadeg an tri c’hant barner war an dachenn a anved Drumeneton ;
2° E Galia, ar gouel a goueze bep pemp bloaz ha ma teved ennañ manekinou prenn divent leun-tenn a dorfetourien hag a loened. Eur gouel damheñvel nemet na raed ket ennañ lazrôadou ken bras-se a vije bet lidet ivez, bep bloaz, marteze da vare barr an hañv ;
3° E Galia c’hoaz, bodadeg an drouized a veze dalc’het bep bloaz en eul lec’h sakr eus bro ar Garnuted a selled evel kreizenn (medios) Galia [555]. D’ar vodadeg-se e teue an neb, prosezou gantañ a felle d’ezañ o c’hinnig da varn an drouized ;
4° Kuzuliadeg-veur Galia ; ouz hen ober ar pep uhela eus noblañs pep brôad, ec’h en em vode diou wech ar bloaz war a greder (en nevez-amzer hag en diskar-amzer) d’en em guzulia diwar-benn an talvoudegeziou boutin da holl boblou Galia [556]. Ar genta eus ar bodadegou-se a anavezomp a voe dalc’het er bloaz 58 goude ma voe trec’het an Helveted gant Kaesar. Kuz ha lidet-bras e voe ar c’hendalc’hiou anezi, ne gavas neb Roman degemer enno hag e touas an holl gannaded tevel war ar breutadegoù hag ar moueziadegou anezo. Pa voe bet disrannet ar vodadeg, klozet ar c’huzuliadegou ha savet ar menoziou, pennou ar bobl a chomas, fiziet ma ’z oa bet enno ar gefridi da gas da Gaesar mennadou Galia. En emweladenn a voe etrezo ha pengadour an arme roman, an drouiz Dêvikiakos eo a gomzas evit an holl.
E Bibrakt e voe dalc’het marteze bodadeg ar bloaz 58. Hini ar bloaz 55 (nevez-amzer), galvet gant Kasear, a voe graet e Samarobriva (Amiens) ; hini ar bloaz 54 e porz Iktios. Er bloaz 53, e oa bet galvet bodadeg an nevez-amzer (e miz meurz), e Samarobriva ; nemet kaset e voe ar gannaded en-dro hogos raktal gant Kaesar a c’hourc’hemennas d’ezo ma ’z ajent d’e c’hortoz e Lutetia e-lec’h e voe ar vodadeg dalc’het ha torret. E Bibrakt eo e voe savet bodadeg ar bloavez 52, engalvet gant Verkingetorix ;
5° Kuzuliadeg ar Velged, concilium commune Belgarum, gouez da Gaesar. En em voda a rae ouz son an drompilh hag e oa ouz hen ober kannaded eus holl boblou ar « Belgion » Hini ar bloaz 57 a zivizas ober brezel d’ar Romaned hag a verkas kementad ar genlodenn soudarded a dlee pep poblad kas d’an arme ;
6° Dindan aotrouniez ar Romaned, ar gouel lidet ar c’henta a eost e Lugudunon en enor d’an impalaer Augustus lakaet e renk an doueed. Fiziet e oa en evezerez izili ar « concilium Galliarum » hon eus komzet anezo en hor pennad II. Bez’ e oa anezañ lidrôadou d’an doueed, ergerzadegou sakr, c’hoariou a bep doare, ha betek kenstrivadegou war ar barzonia hag ar prezegenni. Dalc’het e veze eur foar e-kichen. Eur gouel roman n’oa ken, nemet ano al lec’h ma veze dalc’het hag an deiz lakaet d’ezañ, kenta deiz eus diskar-amzer ar Gelted, a ro da gredi en dije kemeret lec’h eur gouel kent, heñvel ouz an hini a veze graet, en deiz-se, en Iwerzon, en enor d’an Doue Lugus.
Lidet e veze gant Breiziz ivez gouel ar c’henta a viz eost en enor da Augustus ; ac’hane e teu an ano a « gwyl Awst » « gouel Eost » (da lavarout eo gouel Augustus) a vez graet bremañ c’hoaz gant Kembreïz eus an deiz kenta a eost.
Goueliou ha bodadegou meur ar bloavez keltiek o deus lezet betek an XIXet kantved roudou doun a-walc’h e giziou broiz el lec’hiou a voe gwechall e dalc’h ar Gelted. Setu amañ eur roll eus ar giziou-se hag eus ar c’hredennou a zo stag outo :
1° foar ar Beuvray. Dalc’het e veze er c’henta merc’hervez a vae war lein menez Beuvray, el lec’h end-eeun ma save, er c’henta kantved kent H. S., Bibrakt ar Gelted. C’hoaz er Grenn-amzer e oa brudet foar ar Beuvray dre bevar c’horn Bro-C’hall. Eun engroez a dud a denne daveti hag e kased di chatal e-leiz ;
2° ar voaz heuliet en eur rann a Vro-C’hall da rei da dermen d’al lizerou-ferm war ar maez pe gouel-Yann (24 a vezeven) pe gouel sant Marzin (11 a viz du), kemeret ganto lec’h gouel kala-mae ha gouel kala-goañv ;
3° ar voaz heuliet er Champagn da c’hopra ar vevelien hag ar mitizien evit ar bloaz diwar foar sant Yann « Troyes » (24 a vezeven) ;
4° goude kuz-heol, derc’hent gouel-Yann, gouel an Holl-Sent, pe c’houel ar rouanez, enaoui er parkou ha war lein ar c’hrec’hiennou tantadou, e pellaer diouto gant evez an douerien-Doue hag ar vezvierien. Kana ha korolli en-dro d’an tantadou-se. Lammat dreist d’ezo hag ober d’al loened-chatal lammat. Kredi e viro gwrez an tan-se ouz an dud hag al loened da gaout an derzienn pe gleñvedou all e-pad ar bloaz hag e roio nerz d’an den da vedi hep skuiza (Breiz-Veur, ar Frañs, an Alamagn, kreiz Europa) ;
5° derc’hent gouel-Yann, en noz teñval, lakaat eur rod entanet da ziskenn war ruilh eus lein eur grec’hienn. Kredi ez eus gant ar rod-tan-se eun nerz da strujusaat ar parkou hag e weljed, ma vije tremenet eur bloavez hep he ruilha, al loened taget gant ar penn-foll, ar glizi, hag o tañsal en o c’hrevier (Breiz-Veur, ar Frañs, an Alamagn) ;
6° e lec’hiennou a Vro-C’hall, devi ez veo a baneradou kizier ha loened all e tantadou gouel-Yann. An trede sul a vezeven pe an trede deiz a c’houhere, diouz ar vro, devi eur ramz aozilh ;
7° er broiou meneziek, da veure gouel-Yann, sevel war lein eur gribenn uhel da welout ar sav-heol (war an Douar-bras) ;
8° mont deiz gouel-Yann, da lakaat kurunennou war ar beziou (Alamagn) ;
9° en em virout, e-pad an daouzek devez etre Nedeleg ha gouel ar Rouanez, da ruilha eur rod-karr, da neza, da zic’houzeria ar c’hrevier (Belgia, Alamagn, Danmark) ;
10° derc’hent gouel ar Rouanez pe sul al Lard pe sul-Fask redek a-dreuz parkeier gant gouleier-torchou war enaou, da lakaat an douarou frouezusoc’h ha pellat diouz an trevadou-da-zont an askol pe ar mergl (ar Frañs, an Alamagn).
Ar c’hoariou. — Meneget e vez gant skridou iwerzonek ar Grenn-amzer redadegou kezeg stag ouz kirri, redadegou bagou, redadegou etre kezeg ha gwazed, redadegou bagou ha kirri, emgannou chas, gourenadegou, hag all. Meur a c’hoari meneget ganto, mel, horell, hag all, a oa ar voaz anezo c’hoaz en hor maeziou en XIX°‘ kantved. Ano a vez ivez a droiou-nerz hag a droiou-ouesk. Brudeta kadourien ne zisprizent ket diskouez o ampartiz dre sigota gant gouglezeier, avalou metal, nadoziou hag all.
N’oa dizanat hini eus ar c’hoariou-se moarvat, da Vreiziz ha da Gelted an Douar-bras. War an Douar-bras, ar redadegou kezeg stag ouz kirri a oa anezo e-touez Illiriiz, eur bobl, eme Strabon, ha n’oa ken disheñvelded etrezi hag ar Gelted nemet ar yez. Paotred en noaz-dibourc’h o c’houren kenetrezo a weler skeudennet war gelorniou arem diwar zourn Illiriiz, a zo bet kavet en Alpou : en o c’hichen emañ ar maout a dlee gopra an trec’her hag eun tok-houarn a zeuje da zizoania an trec’het. Paotred o c’hoari bannikat gant boulou a zo linennet war eur feilhenn arem stampet, kavet e bered Haguenau, tost d’ar Rênos.
E kreñvlec’hiou an Ten, er Suis, ha Stradonitz, er Vohemia, ez eus bet kavet diñsou arem pe askourn. E diñsou kavet e Stradonitz emañ an niverennou brasa war an talbennou bihana, e doare da lakaat dizegouezusoc’h d’ar c’hoarier tenna eun niverenn uhel.
Gant Breiziz hag Iwerzoniz ar Grenn-amzer e oa eun doare c’hoari anvet gwezboell gant ar re genta, fidchell gant ar re all hag a oa heñvel a-walc’h ouz c’hoari an echedou. O veza ma reer eus ar c’hoari-se an hevelep ano en iwerzoneg hag e brezoneg e c’heller lakaat edo anavezet ganto diwar ar c’henta kantved kent H. S.
An hemolc’h. — Edo an hemolc’h dihued penna an uhelidi geltiat. Diwar c’hoari e veze hemolc’het loened gouez a zo, evel ar c’had, al louarn, an arz, ar moc’h-gouez, ar c’hirvi a veur a ouenn hag an oc’hen gouez. Re all, evel ar bleiz, a hemolc’hed e sell hepken d’o diouenna. Diouz al loen e oa doare an hemolc’h. Hemolc’het e veze ar c’had gant ar Gelted war varc’h ha graet d’ar chas he dihelc’hat diwar red. An tourc’h-gouez hag an arz e veze aet d’ezo gant ar goaf, ar c’hleze pe ar gontell. A dennou saez e lazed ar c’hirvi peurliesa. Ar c’haro-meur hag an oc’hen gouez a baked, dreist-holl, gant pechou. Da evneta e raed gant an dalm hag eun doare dared prenn a strinked gant an dourn hag a dize pelloc’h, war a greder, an hed-taol anezañ eget hini ar saez-wareg.
Kontammet e veze alies armou an hemolc’herien. Eus al louzaouenn anvet limeon e tenne ar C’halianed eur c’hontamm a raent anezañ « kontamm ar c’haro » hag e soubent ennañ begou o saeziou. Kig an anevaled lazet gant armou kontammet a oa brudet beza teneroc’h eget hini ar re a oa o bet laket d’ar maro e mod-all. E zibri a c’helled hep riskl, nemet aketus e vije an hemolc’hiad, eur wech kouezet al loen, da lemel dioutañ gant e gontell eur bastellad en-dro d’ar gouli.
Dezrevellet eo gant Arrianos ar voazamant-mañ a rene e-touez Kelted-zo : seul loen a bakent, e tuent eun nebeut peziou-moneiz : diou « obolenn » evit eur c’had, c’houec’h evit eul louarn, peder-war-nugent evit eur yourc’h. A-benn bloaz, da zeiz-ha-bloaz doueez an Hemolc’h, e tigorent an teñzor o doa savet evelse hag e raent diwarnañ mizou eul lidrôad d’an doueez hag eur banvez m’en em ziskoueze ennañ ar c’houn kurunet a vleuniou.
An hemolc’hidi edo ar voaz ganto, evit doare, lakaat a-wel ha mirout pennou ar brava loened o doa lazet. E Galia, d’ar marevez kelt-ha-roman, e kaver meneg eus kerniel karo-meur en eun herez a-ziwarlerc’h eul Lingon [557]. E dismantrou templou eus an hevelep amzer, hag a zo e-kreiz koadou, ez eus bet kavet alies a-walc’h skilfou moc’h-gouez. Er Vet kantved goude H. S., Germanus (sant Jermen) a oa d’ezañ, dirak e di en Autissioduron (Auxerre), eur wezenn-bin ma skourre ouz ar barrou anezi pennou al loened gouez lazet gantañ.
E-doug an amzer-beoc’h a zeuas da heul ar stagedigez ouz an impalaerez roman, e voe distaolet, evit eun darn, war an hemolc’h gant Kelted an Douar-bras ar beoder-se a lakaent en araok er brezeliou-diabarz. Er c’henta, en eil hag en trede kantved goude H. S., senedourien Galia a veze pourvezet-dreist a gezeg, a goun hag a bep doare binviou-hemolc’h : lindagou, rouedou, stignou, spontailhou, goafiou, klezeier, kontilli. Diwar ar IVet kantved e veze pleustret zoken gant darn anezo war an hemolc’h gant ar falc’hun (pe ar sparfell) hag an hemolc’h gant ar groazwareg (an arbalastr).
Brudet e oa e-touez ar Romaned douarou-hemolc’h Galia. Varro a ra meneg eus eun T. Pompeius bennak a biaoue, er vro-se, eur park-hemolc’h a ouspenn 8 hektar, ennañ demmed ha moc’h-gouez. Ar parkou-hemolc’h stag ouz ar c’henkiziou, a anved e latin leporaria « gedonegou », a oa anezo tachennadou ec’hon, o terc’hel a-wechou koadou a-bez, a gaelied enno, neket gedon hepken, hogen ivez bandennadou kirvi ha yourc’hed. Klozet e oa darn eus ar parkou-se gant muriou mein, brikennou pe brenn.
Ar pesketerez. — N’oa ket ar pesketerez, war a heñvel, e ken bras a enor gant ar Gelted hag an hemolc’h. Pleustret e veze warnañ koulskoude, gant eur maread binviou ; treantou, higennou arem pe houarn, rouedou ha, da gredi eo ivez, baouigou a veur a stumm. Da get ez eo aet, hep ma vije manet roudenn anezo, ar rouedou e kerden lin pe gouarc’h hag ar baouigou aozilh. Nemet e c’heller kredi e oa rouedou ar Gelted heñvel a-walc’h ouz ar rouedou a veze en implij gant meuriadou kreizenn Europa da vare an armou mein. Kavet ez eus e dismantrou kêriadennou war zour eun tamm bennak eus ar rouedou-se bet miret gant al lec’hid ; mailhet stank e oa darn anezo ha re all mailhed rouez, ha stag outo poueziou maen ha spoueennou graet gant rusk pin.
Ar sonerez. — Enoret-tre e oa ar sonerez gant holl boblou koz Europa. Betek e-touez ar C’hresianed e oa brudet sonerien an Dhraked : Linos, Thamuris, Orpheus, a zo meneg anezo e kosa lennegez ar C’hres, a oa Thrakiz. Tremen a rae an Dardaned evit beza pleustret a bep amzer war ar sonerez ha graet implij a vinviou dre c’houez pe dre gerden. En armeou al Ligured, war a lavarer, ne veze nepred oc’h emganna nemet an hanter eus ar vrezelidi : ar re all a rae sonerez da denna daveto grad-vat an doueed. Diodôros, o tegas komzou Hekataios, eur skrivagner eus ar IVet kantved kent H. S., a lavar e vije bet, en eun enezenn vras diouz korn hanternoz Galia, eur gêr gouestlet da zoue an heol ; sonerien e oa ar pep brasa eus kêriz hag e c’hoarient an delenn en eur gana meulganou d’o doue. Kavet ez eus bet er Sued hag en Danmark trompilhou arem o tiskouez anat e oa diwar ar VIet kantved kent H. S. gant poblou ar broiou-se anaoudegeziou doun war ar sonerez.
Skridou ha skeudennou an Hen-amzer a ro da anaout d’eomp daou eus binviou-sonerez ar Gelted : an delenn (krotta, krotto) hag an drompilh (karnux, karnon).
An delenn skeudennet war beziou-moneiz keltiek a zo warni peder pe bemp korden. Henvel e oa, gant-se, ouz ar gosa telenn boaziet gant ar C’hresianed. Ober a raed ganti pe el lidou-azeuli da gensonia ar c’hanaouennou sakr pe ar pedennou, pe er banveziou hag er meulganou pe ar flemmganou.
Embreget e veze an drompilh, moarvat, kerkoulz en azeulerez hag en emgannou. Heñvel-tre eo an trompilhou keltiek engravet war ar peziou-moneiz hag an izel-vosou ouz ar re a veze e boaz gant ar Skandinaved diwar oadvez an armou arem. Diou eus an trompilhou skandinavek-se kavet e Gallehus (Jutland) a oa holl en aour ; bez’ e oa anezo, moarvat, darn eus arrebeuri eun templ bennak. Golôet e oant a dresou o skeudenna doueed kornek en o fuch, naered, kezeg, steredennou hag aroueziou all a gaver alies war beziou-moneiz hag izelvosou Keltia.
Ar c’horoll. — Evel poblou all Europa, ar Gelted o deus bet korollou-brezel ha korollou sakr. Eur geriennou bennak hon eus lavaret er pennad IV diwar-benn ar c’horollou sakr a raed en enor d’an doueed. Meneg a gaver meur a wech er skridou gresian ha latin eus ar c’horollou-emgann graet dirak an enebour. Bez’ e veze anezo lammou a-sounn, jestrou a-bouez ha jestrou-tro iskis ; en eur gorolli ar brezelour a heje armou hag a gane a vouez kreñv. Er bloaz 361 kent H. S. e voe gwelet eur c’hadour keltiat, hag heñ mentet-ramzel, oc’h ober eur c’horoll-brezel dirak arme ar Romaned ; derc’hel a rae eur c’hleze e pep dourn hag eur skoued a oa en e vrec’h kleiz ; e noaz-dibourc’h e oa, nemet eun dro-c’houzoug en e gerc’hen ha troiou-brec’h en e arzourniou.
Skeudennaduriou ’zo war beziou-moneiz keltiek a ziskouez evit doare korollou-brezel.
Al le. — An daou gred ma rae ar Gelted ganto da suraat miridigez ar c’hontradou e oa 1° ar gouestlou-tud (gêslos), 2° al le (oitos pe lugion). Tri doare leou a anavezent ;
1° Al le war an doueed, ezomm ebet evidomp diskleria hiroc’h diwar e benn. E danevellou iwerzonek eus ar Grenn-amzer e kaver alies an douadell-mañ : « Me a dou d’an doue a vez touet warnañ gant va meuriad-tud (tongu do dia toinges mo thuath) ». Eun douadenn all berroc’h ha kosoc’h ivez marteze, e oa : « Me a dou ar pez a vez touet gant va meuriad-tud » da lavarout eo « e touan war al le a ra va meuriad implij anezañ » ;
2° Al le war an armou. Eur gredenn voutin da holl boblou Europa e oa penaos en armou-brezel en em gave eun dra bennak a sakr ; dindan furm eur goaf eo e veze azeulet gant ar gosa Romaned doue ar brezel ha war o c’hlezeier e toue Germaned ar IVet kantved goude H. S. mirout ar feuriou a skoulment ouz ar Romaned. E-touez Kelted Iwerzon e toued pe war ar c’hleze hepken, pe war ar c’hleze hag an armou all. Al le diweza-mañ a zo evel-hen en danevellou-meur an douadenn anezañ : « Me a dou war va skoed, va c’hleze ha va holl armou ».
3° Al le war nerzennou an natur. Meur a skouer a gaver anezañ e lennegez koz Iwerzon : ar Bikted, o sevel eur feur a emgleo gant Iwerzoniz, a dou derc’hel d’ezañ war an heol (grâna) hag al loar (esca) ; pa ro e c’her na c’houlenno ken digant Leinsteriz ma rofent an truach rivinus anvet Borome, Loegaire, roue-meur Iwerzon (Vet kantved goude H. S.), a gemer da gred d’e le an holl elfennou, an heol hag al loar, an dour hag an aer, an deiz hag an noz, ar mor hag an douar.
Kelted an Douar-bras, gwirheñvel eo, edo ar voaz ganto, er IV