Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




EVEZIADENN


Eus 1911 da 1922 eo bet moulet evit ar wech kenta an Notennou, e stumm levriouïgou, eul levrig evit pep pennad, nemet an daouzekved a zo bet embannet ar gevrenn diweza anezan ez distag diouz ar c’hevrennou-all. Peb a eilvouladur a zo bet graet eus an trivet pennad (gant eun droïdigez kembraek diwar dourn an aotrounez P. Mocaer ha Rhys Phillips), eus ar pempved (e 1917 e voe advoulet) hag eus an dekved (e 1924). E-pad an hanv 1942, en doa prientet an aotrou Fransez Vallée eun advouladur eus an eizvet pennad. Evel ma weler, ar meneg « trede mouladur » laket war al levr-man a zo gwir hepken evit tri fennad anezan.

Dre aked Roparz Hemon ha gant aotre an aotrou Fransez Vallée, brezonekaer an Notennou, ez eo bet aozet ar mouladur nevez-man. Skriverezet eo bet an daouzek pennad gant an aotrou Kêrverziou. Diouz e du, dastumer an Notennou en deus klasket lakaat da glota gant araokaënnou ha gwellaënnou ar ouiziegez-vreman an daouzek pennad, dreist-holl ar re anezo a oa bet moulet da genta. Levrlennadur pep pennad, bet lezet ermaez eus e labour gant ar skriverezour, a zo bet adlaket en e lec’h, d’al lenner c’hoantek da vont pelloc’h eget al levr-man war hent ar studiou keltiek, gallout hen ober hep koll amzer nag arc’hant. Gwaz a se, gant an diaesteriou stank hag a bep seurd diouanet eus ar maread-amzer fall a dreuzomp, n’eus ket bet gallet rei da lenn d’an aotrou Fransez Vallée, d’ezan d’o reiza e-kenver Yez, an aroudennou nevez bet staget paot-ha-paot ouz ar pennadou, pe e korf pep pennad, pe en notennou e-traon ar pajennou. Gant-se, ma ’z eus enno faziou ouz ar Yez, arabat eo e vefe taolet ar bec’h warnan.

M. M.

22-7-1943.