Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 42
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 192-199)
Ar vicherourien geltiat e mare ar frankiz. — Ar Gelted koz a oa anezo eur gevredigez vrezelidi, urziet dreist-holl e sell eus an armou hag ar gounidou-brezel, ha koulskoude, en o zouez, evit doare, n’oa ket disprizet labour an daouarn na kaeliet ar vicherourien er renkou izela eus ar Gevredigez. Eun darn eus ar Gelted, da vihana, a gave d’ezo e oa d’an ijinerez eur vammenn doueek : sellout a rae tud Galia o doue brôadel, e lavarent beza mibien d’ezan, evel « kavadennour an holl vicheriou ». Ac’hane e teu, hep mar, unan eus al lesanoiou a roent d’ezañ, Visukios pe Vidukos « ar fur » pe « ar gouiziek ». Unan eus o doueezed brasa a veze graet anezi ivez « keritelierez an ijinou-kaer ».
Ar gov (gobas e keltieg, d’an « dro-c’henidik » gobannos), hag heñ oberour armou brezel, a dlee, en eur gevredigez tud gouestlet d’ar brezel, beza prizet-dreist ; gwelout a reomp ar ger, a dalv d’e envel, oc’h en em ziskouez e meur a ano uhelidi hag en anoiou lec’hiou. Gobannitio eontr Verkingetorix, ha Gobannion, berraet eus Gobanniodunon (kreñvlec’h Gobannios), kêr enez-Vreiz er IVet kantved goude H. S., a zo anoiou didarzet eus gobas « gov ».
Micherourien all, evel an aremourien, an aourourien hag ar brigwererien, a dalveze an ijin anezo da stipa ha da gaeraat tud an noblañs, a oa ivez, evit doare, brudet mat a-walc’h o ano. Ar pep amparta eus ar vicherourien-se a oa anezo marteze eur seurt bourc’hiziez, eur renk krenn etre an noblañs, hag ar bobl izel, etre ar vrientinion hag an erwblobion, evel ma lavared gwechall e brezoneg.
Eun teskad martezeou n’eus ken eno ; rak, ma anavezomp mat-kenañ oberou ar vicherourien geltiat, eus an dud end-eeun, avat, n’ouzomp netra. Skrivagnerien an Henamzer a dav warno. Nemet e tezrevell Plinius Secundus e vije deut eur gov keltiat, anvet Heliko, eus bro an Helveted, war-dro dibenn ar Vet kantved kent H. S., da labourat war e vicher e Roma. Distro d’e vro, en dije Heliko trôet spered e genvroiz war aloubi an Itali, dre ober d’ezo tañvaat gwin eus an dibab, fiez sec’h hag eoul en doa degaset gantañ. N’eus tra a gement na vije gwirheñvel en danevell-se, a zo an andon anezi marteze en eun hengoun eus ar Gelted ; furchadennou an amzer-vremañ, graet en hanternoz eus an Alpou, o deus lakaet anat pegen akuit da labourat houarn e oa, a-benn neuze, Kelted ar mare hag ar rannvro-se ; lavaret hon eus uheloc’h [2] ivez ec’h heñvel ar ger gladius « kleze » beza ar ger keltiek kladios [3] latinaet hepken. An dra hag an ano a vije bet amprestet gant ar Romaned er IVet kantved kent H. S.
Ar vicherourien geltiat dindan mestroniez ar Romaned. — Ar vicherourien eus ar mare kelt-ha-roman a anavezomp gwelloc’h, a drugarez d’ar skritur en em skignas neuze ar boaz anezi er broiou keltiek. Merkou ar boderien hag an engravaduriou a ro d’eomp da anaout anoiou eun niver a vicherourien. Ar skulterezou kañv, a zo stank e Galia dreist-holl, a ro d’eomp ouspenn poltred meur a hini anezo. Anvomp, e-kreiz eun engroez : ar gov Belikus, eus Agedinkon (Galia) ; skeudennet eo war e vaen-bez, en e sav, e vleo blezennet en eur plañsonad hepken, eun troad d’ezañ diarc’hen hag arc’henet egile, eur morzol en eun dourn hag, en dourn-all, eur varrenn houarn eman oc’h harpa war eun annev ; e-harz e dreid eur c’hi-puze a zo e bann ouz eur c’had ; — Katussa, eus broiou ar Sequaned, o labourat war ar vicher a « tector », da lavarout eo a stouker-mogeriou, hag a reas sevel e Lugdunum eur volz-kañv d’e bried ; — en Italia-Uhela, Litugena « merc’h al lid », kleuzeurerez-pri [4], a zo bet kavet peziou-labour diwar he dourn en holl vro-se hag en Alpou ; er Spagn, Kamulates, teoler. Keltiek rik eo an holl anoiou-se nemet e oa ar micheriou : teoler, stouker ha kleuzeurer-pri, nevezentiou deut war-lerc’h an alouberez. Evit ar boderien, dre gantou eo e niverer an anoiou anezo. E-touez re an douar-bras, ec’h anvimp : e Galia, Kaletinos, Belinikkos, a gaver ivez al labouriou anezo e Breiz-Veur, Kantos a gaver e bodou war eun dro en Alezia hag e Breiz-Veur, Smertos poder Alezia ; — e broiou kreiz an Europ, Tarvakos hag Eburos ; — en Italia-Uhela, Ako, a gase e bodou e kreiz an Europ, e Galia ha betek e Breiz-Veur ; er Spagn, Ambatos (Ambaktos) ; — Kambos, Kaletos, Gabros, Suobnos, Dagomaros, Keltas eo anoiou eur poder bennak a Vreiz-Veur [5]. An holl boderien-se, hag i keltiek-holl o anoiou, n’o deus savet nemet poderez roman, dreist-holl ar seurt poderez ruz a anved « samian ». Dreist ar re-all, podou Ako a denn ar sellou dre o c’haerder.
Dibaot-kaer e sine al labourerien-vetal o feziou-labour. Gant-se ne anavezomp anoiou nemet eun nebeudig anezo : Doiros, mab Segomaros, a zo engravet e ano war dournell eur gastelorenn kavet e-kichen Dijon (Dibio, gouez d’ar Gelted koz) ; — Briko, poder-arem, a veve marteze e Genava (Genève) ; — Isarninos, poder-staen Breiz-Veur.
Evel ar renkadou all eus ar gevredigez keltiek, ar vicherourien o deus graet o gounid eus ar binvidigez hag ar berz mat a voe degaset, da genta, er broiou aloubet gant ar peoc’h roman, pax romana. Re a vicheriou nevez, avat, a zo bet degaset e-touez ar Gelted gant donedigez ar Romaned ha re e voe nevesaet ivez stumm ar micheriou koz evit ma vije difazius-kaer barn ar vicherourien geltiat eus mare ar frankiz diouz o c’henvreudeur eus ar mare kelt-ha-roman. An toull-se eus an istor a zo bet klasket e stanka dre gemerout diwar skridou koz Iwerzon, hogen ne sell ar skridou-se nemet ouz Iwerzon hepken hag, a-hend-all, n’int ket kosoc’h eget ar Grennamzer ; n’oufed, gant-se, hep mont re bell, fiziout enno penn-da-benn da ziskleria stad ar vicherourien geltiat war an douar-bras, dek pe zaouzek kantved diaraok. Er pennad pelloc’hik, ne lakomp eus stad micherourien Iwerzon nemet ar pez a c’hell, gwirheñvel-mat, beza en em gavet er vro e-pad ar pevar pe ar pemp kantved kenta eus an oadvez kristen.
Micherourien Iwerzon. — A bazennadou e oa renket ar vicherourien en Iwerzon gwechall-goz. E-touez an dud nemetos [6] « sakr » pe « gwiriou-dreist d’ezo » e oa renket ar vistri-vicherourien, da lavarout eo ar re a oa savet d’an uhela pazenn.
Sellet e veze evel nemetos, ar roueed, an noblañs, ar veleien ha meur a rummad-tud lakaet e-skoaz gant an noblañs, evel ar ouizieien (gwerzourien, danevellourien, gwiraourien, hag all) hag, evel m’emaomp o paouez lavarout, ar vistri-vicherourien. Eus ar re-man, ar re a laboure war ar prenn hag ar metalou a oa d’ezo o lec’h merket ouz an taoliou a enor, e sall-banveziou Tara, chomlec’h ar roue-meur. Ar saverien kreñvlec’hiou a azeze ouz an daol vras a-zehou, er penn uhela anezi roue Iwerzon hag, en-dro d’ezi, roueed ar rann-vroiou, uhelidi ar genta hag an eil noblañs hag ar veleien. An aourourien, ar gilvizien hag ar gizellourien a azeze, da heul ar ouizieien, an uhelidi eus an eil renk hag an delennourien, ouz an daol diouz an tu kleiz, e rene warni ar penn-veles. Ouz taoliou bihan, diouz an tu ganto, e kemere lec’h an aremourien, ar c’hoved (gobannes), ar gouevrourien ha rummadou-all evel al louzaouerien, al lomaned, hag all.
Ar gov, anat d’eoc’h, a oa uhel e ano. Beza gov mat a oa eun enor hag eun dellid ouspenn. En eun danevell goz, Vergustus [7], brezelour brudet eus ar c’henta kantved kent pe goude H. S., pa fell d’ezañ diskouez e c’hell desevel ervat ar bugel Setantios, a zispleg e zonezonou hag a lavar, e-mesk traou-all : « Eur gov mat a zo ac’hanoun. »
Unan eus tri gov sant Padrig a oa mab da roue-meur Iwerzon. Ar c’hoved a dremene evit anaout mat a-walc’h ar breou. Eur bedenn, lakaet e gaou dindan ano sant Padrig, a c’houlenn skoazell Doue « ouz breou ar merc’hed, ar c’hoved hag an drouized, ouz kement skiant a goll ene mab-den. »
« Fri brichta ban ocus goband ocus druad,
« Fri cech fiss arachuiliu anmain duini. » [8].
Ar c’halvez (a oa anezañ, ouspenn, eur saver-tiez, o veza ma saved an tiez penn-da-benn gant prenn) n’oa ket disteroc’h e stad eget hini ar gov. Tud a ouenn roue a voe kilvizien. Dalc’het e oa bet koun eus ar gilvizien dispar o doa savet Tara, Emania hag ar c’hreñvlec’hiou bras all eus an enezenn. Kizellat ar c’hoad ivin, sevel bagou ha listri-mor, pontou, kirri, skouedou ha podou-prenn a denne ivez da vicher ar gilvizien. An hini en em rôe da sevel tiez a oa d’ezañ eun ano disheñvel.
Aes dana « tud a zonezon » hennez e oa an ano a raed, en iwerzoneg, eus an dud a vicher. A-gevret gant ar re a rene eur vicher-dourn e voded, dindan an ano-se, rummadou tud-all, evel ar varzed, al louzaouerien, an hudourien, ar soudarded dre vicher, hag all. Paeron an holl teskad tud-se e oa Lugus, mab Kênos [9], doue ar mil micher, war eun dro kalvez, aremour, gov, soudard, telennour, barz, danevellour, sorser, mezeg ha boutailher.
Micherourien-zo a oa d’ezo, e-touez an doueed, difennourien diouto o-unan : Ogambios, ar c’hampion kalonek evit ar soudarded ; — Gobanniu, ar gov-doue, evit ar vicherourien-houarn. Hemañ, war a lavared, en dije gounezet, ar c’henta, ar mengleuziou eus ar menez a voe anvet diwezatoc’h en iwerzoneg Sliabh an iairn « Menez an houarn », e gwalarn an enezenn. Ar c’hoved a oa d’ezo ivez eur warezourez e-touez an doueed : Brigenti, merc’h Dagodêvos, unan eus brasa doueed Iwerzon. Ouspenn m’edo govez, e oa Brigenti barzez ha doktorez ; sellet e veze, gant-se, evel o fatronez gant ar varzed hag ar vezeged.
War o deus kredet eun nebeut Iwerzoniz, e vije bet teir c’hoar anvet Brigenti, doueezed o zeir ha merc’hed Dagodêvos : unan a vije bet veleta « diouganerez ha barzez », an eil a vije en em rôet d’al louzaouerez, an deirvet he dije goveliet houarn. E rannou-all eus ar bed keltiek, e lec’h e veze azeulet Lugus, ez eus bet krouet, heñvel eo, meur a zoue, d’ezo an hevelep ano, breudeur moarvat hag o ren pep a vicher disheñvel : daou engravadur eus an oadvez kelt-ha-roman, kavet an eil er Suis, el lec’h ma save Aventikon ar Gelted, egile er Spagn (graet e oa bet hemañ diwar goust kereourien kêr geltiek Uxama) a zoug ano an doueed Lugoves (liesder hen-geltiek eus Lugus).
Al labouradegou. — Furchadennou an amzer-mañ o deus degaset d’ar goulou roudou meur a hini eus goveliou ar Gelted, anat a-walc’h darn anezo evit ma vije aes o adsevel dre ar spered. E 1906, e Bro-Vagyar (Hongaria), e voe dizouaret eur c’hovel-voneiza keltiek eus dibenn an IIet kantved kent H. S. Dismantrou eul logig koad e oa hag ennañ meur a bez-moneiz arc’hant diouz skouer peziou roueed Vakedonia, c’houec’h genn-moneiza o doa talvezet d’o skei, hag eun niver binviou arem hag houarn : moulou d’ober spilhou-alc’houez pe lagadennou, anneviou, morzoliou, geveliou, kaoteriou, ornaduriou arem diouz doare an Ten, hag all. War a greder, e oa al logig-se, neket eur c’hovel-voneiza ar roue, hogen ti eur moneizer en e dra e-unan.
E Bro-C’hall, ar furchadennou, graet diwar ar bloaz 1865 war lec’hiadur Bibrakt, o deus dizolôet roudou meur a labouradeg houarn, arem pe brigwer. Dre ar c’havadennou-se hon eus tizet anaout penaos e oa stummet eur gêr a ijinerez e Galia, e dibenn ar c’henta kantved kent H. S. An tier ma laboure enno an deuzerien houarn, ar c’hoved, an aremourien hag ar brigwererien, a oa anezo eur ranngêr end-eeun a c’holôe pantennou eun draoñienn vihan, en tu biz-reter d’ar c’hreñvlec’h. Eur strollad logouigou e oant, hag int pevarc’hornek ha savet e koad mañsonet gant pri, peurliesa dindan douar [10] evit an hanter hag enno eur gambr hepken enk ha teñval ma tiskenned enni dre eun nebeut deleziou. Pelloc’hik, e penn an draonienn, e voe dizouaret roudou eur c’hovel vras, ouz hec’h ober meur a labouradeg a oa anezo holl eun ti a bevar-ugent metrad hed. Ar forniou da deuzi ar maen-houarn a oa strollet a vodadoü bihan el labouradegou ; eun ti, dek metrad hed, a oa ennan evelse pemp forn. Peziou bihan a vansonerez e oa ar forniou-se, pe garrezek pe bevarc’hornek en o stumm, ha mañsonet gant pastur divrazet, nemet e klote mat a-walc’h ar mein anezañ ; golôet e oant en o diabarz gant eur gwiskad teo a bri-tan (dideuzus).
Ar binviou. — En daou bennad, uheloc’h war labour an arem hag an houarn, hon eus rôet ano meur a venveg keltiek, bet kavet en hon amzer. Ouspenn ar re-se, e c’hellomp envel : poueziou gwerzidi, kribinou da gribat lin, kreuzeuliou (teuzlistri) teuzerien arem, anneviou, geveliou goved, turkezou, « toullou meginou » pe tuellennou begek e pri dideuzus a lakaed ouz ar meginou a dalveze d’ar vetalourien da atiza ar flamm, gennou da stampi pe vammstamperezed en arem, mammvinviou da gaeraat dre ar c’hoagrenni traou e feilhennou arem, moulou maen da deuzi traou e metal, taladuriou, kizellou a bep ment, trañchedou, gouichou, gwimeledou, horziou prenn, liorziou maen kalet evit labour ar mengleuziou, torziou koar gwenn d’ober ar moulou pri a dalveze da deuzi arem diwar goar kollet, hag all.
Kalz eus ar binviou implijet gant ar Gelted n’oant ket nemeur disheñvel diouz ar re a reomp ganto bremañ.
E-touez ar binviou keltiek savet diwar danveziou dibad, ler, prenn, hag all, ha n’int ket deut betek ennomp, e c’heller envel ar meginou govel hag ar sterniou-gwia.
Kavadennou laket war ano ar Gelted koz. — Ar c’havadennou amañ war-lerc’h a zo bet taolet war ar Gelted gant ar skrivagnerien goz eus ar C’hreisteiz :
1) Ar prigwererez, kavet marteze gant Breiziz ;
2) an arc’hanterez, kavet gant tud Alezia ;
3) ar staenerez, kavet gant ar Vituriged ;
4) ar saeou mailhou houarn, gwiskamant brezel ijinet, hep mar, gant Kelted kreiz an Europ ;
5) al livaduriou tennet eus al louzaouennou ;
6) ar gweadennou roudennet gant karrezennou a veur a liou ;
7) ar brageier ;
8) ar vantell gabellek ;
9) ar golc’hedou hag ar gweleou bourell, ijinet e Galia e diwez ar c’henta kantved kent pe er c’henta kantved goude H. S. ;
10) ar soavon ;
11) ar goell bïer evit ar bara, implijet gant Kelted Galia ha Bro-Spagn ;
12) an tonnellou evit ar gwin ;
13) ar falc’h vras ;
14) an alar war gilhorou, ijinet gant Kelted Raetia ;
15) ar vederez pe ijin da vedi, ijinet gant Kelted Galia er c’henta kantved goude H. S.
16) implij ar c’hleiz gwenn, ar raz, ar merl, ar mell hag ar gouez-vell douaret ez glas, da demza parkou.
Gwechennou-zo, evit doare, ne voe ket ar Gelted kavadennerien e gwirionez ; skigna e-touez Kreisteiziz giziou ha binviou anavezet gant meur a boblad eus Hanternoz Europa ne rejont ken. Da skouer, anat eo hizio n’eo ket ar Gelted o deus kavet ar brageier, nemet ken anat all eo e voe dre ar Gelted e reas ar Romaned anaoudegez gant an darn-se eus ar gwiskamant n’heller ket hizio ober hepdi ; digant ar Gelted eo o deus he amprestet.
- ↑ E keltieg Iwerzon kerdo « micherour », kerdastos « aremour » a zo tennet eus kerdâ « arz ».
- ↑ Pennad III, ar Brezel, eil kevrenn : armou-skei hag armou-emzifenn.
- ↑ Kladibos e keltieg Breiz-Veur, hag ac’hane clezeff e brezoneg krenn.
- ↑ Kleuzeur « gouloulestr » ; kleuzeurerez « obererez-kleuzeuriou ».
- ↑ Setu aman talvoudegez darn eus an anoiou-se : Kaletinos, Tarvakos, Keltas a zo tennet eus kaletos « kalet », tarvos « taro », Kelta « Kelt ». Kantos a dalv « gwenn », Eburos « ivinenn », Kambos « kannn », Gabros « gavr », Suobnos « spontus », Dagomaros « mat ha bras » pe gentoc’h « bras e vadelez ».
- ↑ Deut da veza nemed en iwerzoneg, nevet e brezoneg (ano koad-meur e Kerne).
- ↑ Deut da Fergus en iwerzoneg, Urgost, Gurgost en henvrezoneg.
- ↑ N’hall ket ar bedenn-se beza diwar dourn sant Padrig, o veza ma ’z eo graet en iwerzoneg-krenn (yez an XIet - XVIet kantved). Kement a c’heller da gredi eo en dije sant Padrig savet, en hen-geltieg ar Vet kantved, eur bedenn heñvel, a voe nevesaet eur wech kenta ha trôet en hen-iwerzoneg (yez ar VIIIvet - Xet kantved), ha, goude, adaozet eun eil gwech ha laket e yez an XIet kantved.
- ↑ « Pell ». Deut da veza Cian en iwerzoneg.
- ↑ Lakaat e-keñver ar pez a lavar Plinius Secundus : « E-touez ar C’hermaned e wied al lin e logou dindan douar ».