Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 12
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 24-26)
WAR ISTOR AR GELTED ER GRENN-AMZER
HAG EN AMZERIOU-BREMAN
Ne vo ket dic’hounid staga ouz an notennou berr-se war istor ar Gelted koz eur geriennou bennak war istor Kelted ar Grenn-amzer hag an Amzeriou-breman.
Iwerzoniz. — Eus an douarou ec’hon-divent aotroniet gwechall gant ar Gelted en Europa, eun enezenn hepken a oa manet en o c’herz : Iwerzon. Lec’hiet en distro diouz an hentou meur dre vor, dibouez evit impalaerded ar bed, ne vroudas ket c’hoantidigez ar Romaned. E-skeud-se, e talc’has sevenadur koz ar Gelted da veva eno ha d’en em astenn en e frankiz, hep ken warnan a levezon estren nemet hini ar Gristeniez a voe degaset di er Vet kantved.
Galloud-brezel Iwerzon a zo en e varr er IVet kantved goude H. S. dindan ar roue Crimthann-Veur (366-378). Tu kuzheol enez-Vreiz a-bez adalek beg pella Bro-Skos betek mor Breiz a zo dindan he beli. Tamm-ha-tamm e kollas Iwerzoniz an douarou-se, da heul stourmadennou Breiziz, nemet e Skos e lec’h ma troadjont start, en abeg moarvat d’an henvelidigez a yez a oa etrezo hag ar Bikted.
Er VIIIet hag en IXet kantved e voe gwastet Iwerzon gant Skandinaved laeron-vor a savas eun nebeut rouanteleziou bihan war hec’h aodou. War-dro dibenn an XIIet kantved, dedennet gant ar brezeliou a-ziabarz a freuz neuze Iwerzon, kantreidi diroll saoz ha norman a zegouez, en em ziazez aman hag ahont hag a sav kastellou-krenv. Unan anezo a zeu da veza e 1191 roue al Leinster hag holl pennou an enezenn, nemet ar penroue hag arc’heskob Armagh, a anzav aotrouniez roue Bro-Saoz.
Diwar an diazez-se a Skandinaved ha Saozon-Normaned en Iwerzon e savas skoilh d’ar sevenedigez keltiek. A-hend-all, ne voe hogozik netra trôet en enezenn. Eureuji a rejont er vro ; yez ha bividigez Iwerzoniz a gemerjont ma teujont muioc’h iwerzoniat eget Iwerzoniz o-unan. D’ar XVIet kantved hepken e stagas ar spered saoz d’ober e reuz en o mesk.
An Disivoud-meur (XVIet kantved), hag a reas eus ar Saozon hugunoded, a greskas ar gasoni a oa a-benn neuze etre an diou bobl. Stourmadenn skrijus 1641, a lamas o buhez digant eun niver a hugunoded, a voe beuzet gant Cromwell en eur mor a wad. Ker pounner e voe an taol-se ken ne voe mui Iwerzon evit digeina. Diwar neuze emañ war he diskar hag en XIXet kantved eo e voe an diskar-se en e wasa.
Brezoned. — Evit d’ezo beza bet e-pad tri c’hantved dindan beli ar Romaned, ar Vrezoned o doa miret o yez ha darn eus o giziou brôadel. Gant-se, war-dro ar bloaz 407 goude H. S., pa voe tennet en-dro armeou ar Romaned, Breiz-Veur en em sav, a argas ar gargidi roman a vane hag a adc’hounez he frankiz.
Ne voe ket evit pell avat. War-dro 449, ar Saozon a ziskenn en enezenn hag a grog d’hec’h aloubi. D’o heul, e 547, e tegouez an Angled. E dibenn ar VIet kantved Breiziz ne oant ken mestr nemet war guz-heol ha kreisteiz enezenn Vreiz. Rouanteleziou bihan a oa anezo : ar Godozin, ar Stratklut, an Argoed, en hanternoz ; ar Gwynedd, an Deheubarth, ar Powis, oc’h ober Bro-Gembre, er greizenn ; an Domnonea, er gevred. Ar rouanteleziou-se a harpas brezeliou hir ha garo ouz an Angled hag ar Saozon, ken ne deas, diwar goaza tamm-ha-tamm, bro ar Vrezoned da Vro-Gembre ha Kerne-Veur hepken. Houmañ a voe sujet d’ar Saozon en IXet kantved ha Bro-Gembre e dibenn an XIIIet kantved. C’hoant dezo da c’hounid kalon Kembreïz roueed Bro-Saoz o deus graet eus o bro eur brinselez, en he fenn an her tosta d’ar gurunenn. Kembreïz a zegemeras an Disivoud-meur ha dre-se ne dennjont ket warno kasoni ar Saozon. Se a zo kaoz, evit eun darn, m’o deus bet, abaoe meur a gantved, o lod e berz Bro-Saoz. Miret mat o deus o yez, e keit ma oa-hi kollet gant ar Vrezoned all unanet abred da Vro-Saoz, war-dro ar XIIIet pe ar XIVet kantved gant an eil re (Breiziz an Hanternoz) hag er XVIIIet gant ar re-all (Breiziz Kerne-Veur).
Er VIet kantved, darn eus ar rummadou breizat tremenet en Arvorig, a oa diazezet eno hag o doa savet eur stad, renet, da genta, gant roueed ha, da c’houde, gant duked. E 1499, an dukez Anna a eureudas da roue Bro-C’hall, Loeiz XII, ha Breiz a zeuas da veza unan eus provinsou rouantelez Bro-C’hall. Mirout a reas eun emreizerez bennak betek an dispac’h ; e 1789 e voe torret provins Breiz gant an dispac’herien ha rannet e departamantou.