Mont d’an endalc’had

Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 28

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 99-104)


KEVRENN III : BELEIEN, DIVINOURIEN
DROUIZED HA BARZED


Ar gutuatros. — Ar beleg stag ouz an neved-mañ-neved ha gouestlet da azeuladur an doue-mañ-doue a raed anezañ, e-touez Kelted Galia, gutuatros. Ar ger-se, deveret eus gutus « mouez » en hengeltieg, a dalv kement ha « peder, an hini a bed ». En e Commentarii Kaesar a gomz eus gutuatros ar Garnuted, atizour penna stourmadenn daer ar bloaz 52, a reas lakaat d’ar maro, ar bloaz war-lerc’h, gant e zougerien-vouc’hili.

An ano-se a gaver alies en engravaduriou an oadvez kelt-ha-roman dindan ar furm gutuater. Er c’henta kantved goude H. S. ez oa e Matisko (Mâcon) eur gutuatros an doue Meurz ; en Augustodunon (Autun) ez oa daou c’hutuatros an doue lec’hel Anvalos. Da gloza, e meuriad ar Velavii, ez oa eur gutuatros, rener eur vengleuz houarn.


An divinour. — An divinourien a greder e raed anezo meur a ano e keltieg koz : vatis « diouganer » a oa unan, eun all e oa veles, tro-c’henel veletos, eus ar wrizienn-c’heriou vel « gwelout ». Aet eo veles da file en iwerzoneg ar Grenn-amzer. An divinourien a oa en o c’harg an aberzou hag e pleustrent war studi an natur. Ar gredenn ez oa ganto eur veli hag eur ouiziegez dreist-natur a dalveze d’ezo eur bras a levezon war ar speredou. « Senti a ra an holl outo » eme eur skrivagner gresian eus ar c’henta kantved kent H. S. En Iwerzon, e derou hon oadvez, e rôe an divinourien da gredi e teue d’ezo o gouiziegez eus an doue Dagodêvos a anvent « aotrou ar ouiziegez veur » hag e sellent ar verc’h anezañ, an doueez Brigenti, evel o fatronez. Seul ma oa aet ar giziou war habaskaat e oa bet dilezet hogos en holl, en enezenn-se, al lidlazadou tud, adalek an IIIet kantved goude H. S. ; pa voe degaset enni al lezenn gristen er IVet kantved, e voe dilezet, ouspenn, an aberzou all d’ar fals-doueed hag ar breou, evit an darnvuia. Sant Padrig, pa en em unanas ouz an drouized gant an divinourien, a fellas d’ezañ ma tistaoljent an holl lidou koz-se. Diwar neuze en em rôas divinourien Iwerzon d’al lennegez ha d’ar reiz. Breutaerien, barnerien, lezennourien e oa darn anezo ; re all a oa barzed, re all marvailherien. Diouz niver ar marvailhou a oar danevelli emañ kendere ar file : tri-c’hant hanter-kant marvailh a oar dindan eñvor file ar renk kenta ; seiz ne oar ken hini an dekvet renk.

Ar Gelted koz a oa ganto divinourezed : veleta e oa ano an divinourez e keltieg, hag ar ger-se, amprestet gant ar C’hermaned ha distaget ganto veleda, a zo deut, er bloaz 70 goude H. S., da ano unan eus o diouganerezed. E niver divinourezed ar Gelted koz e c’heller lakaat an nao gwerc’hez eus enez Sena (Sun), diouganerezed war eun dro ha sorserezed, hag ar merc’hed a veve pell diouz o friedou en eun enezenn eus aber al Loar. Gouestlet e oa ar re-mañ da azeulerez eun doue heñvel ouz Dionusos an Dhraked.

Meneg a zo c’hoaz eus divinourezed e Galia en trede kantved goude H, S., nemet merc’hed eus an izela kendere n’oant ken : tavarnourez e oa unan anezo.


An drouiz (druis, tro-c’henel druidos). — Mar deo ar gutuatros « peder » an doue-mañ-doue, mar deo ar veles ar « gwelour », divinour war eun dro hag aberzour, an drouiz heñ a zo anezañ an den meurbet gouiziek [1], *druvids, emañ e dalc’h e spered an doueed kerkouls hag holl traou kuz an hud hag an divinouriez.

E-touez Kelted Galia, re Iwerzon ha, da gredi eo ivez, ar Vrezoned, e oa an drouized, war eun dro, divinourien, beleien, achanterien, mezeged ha kelennerien. Re C’halia a veze ouspenn galvet alies da varnerien pe da gompezourien er prosezou hag er breutadegou. Drouized Galia a oa anezo eun doare kenseurtiez, en he fenn eur rener hepken. En em voda a raent bep bloaz en eul lec’h sakr eus bro ar Garnuted a selled evel kreizenn Galia. Di e teue ar re, d’ezo arguzou da ziveska, o suje da varn an drouized. Ouz neb a nac’he plega d’o barnedigez e tifennent an aberzou hag an dud a veze skôet gant an difenn-se, lakaet a-renk gant an dizoueidi hag an dorfedourien, a dec’he an holl diouto gant an euz.

Doujet-meurbet e oa an drouized hag enoriou bras a zouged d’ezo. Re C’halia a oa dizamm diouz ar gwiriou hag an holl gargou, en o zouez ar servij soudard. Eur vad-dreist rôet d’ezo ne oa ken ; arabad lakaat diwar se e tifenne o c’hredenn outo embreger armou ha brezelekaat. Er bloavez 63 kent H. S. e welomp e Roma an drouiz Dêvikiakos o komz d’ar senedourien en eur stoui war e skoued, ar pez a ziskouez e touge armou evel ma tlee ober kement uheliad ha den en e frankiz ; er bloavez 57 e welomp anezañ o ren arme an Aedued da rei skoazell da Gaesar en e brezel ouz ar Velged. En Iwerzon, etro derou an oadvez kristen, an drouiz Cathbu a zo anezañ, war eun dro, eun drouiz gouiziek hag eur brezelour ampart.

E skrid ebet eus an Henamzer gresian ha roman nag eus ar Grennamzer iwerzoniat n’eus meneg o dije an drouized bevet e kevred evel menec’h kristen. An drouiz iwerzoniat a vev en e di gant e wreg hag e vugale evel ne vern pehini eus e genvroiz. En IIet kantved goude H. S. e welomp en Iwerzon, eun drouiz anvet Nodons o chom en eun dunon (kastell) en deus graet sevel war eun dachenn bet rôet d’ezañ gant ar roue-meur ; e vab Tasgoz, drouiz eveltañ, en deus eur verc’h a zo skrapet gant ar brezelour brudet Kamulos hag a zeu da veza mamm an den-meur Vindos [2]. E buhez santez Berc’hed [3] e welomp he zad o tremen dirag ti eun drouiz anvet Matigenos [4], a ziougan he flanedenn vurzudus d’ar santez kent he c’hanedigez ; sklavez eo mamm Verc’hed ; he mestr, a zo ivez tad he bugel, he gwerz d’eun drouiz a gas anezi d’e di e lec’h e ro eur bañvez d’ar roue.

En enez-Vreiz eo, hervez Kaesar, e oa bet savet kelennadurez an drouized ha d’an enezenn-se ez ae da studia ar re eus drouized Galia a venne mont doun en anaoudegez anezi. En danevellou iwerzonek e welomp ivez an divinourien o vont e Breiz-Veur da varrekaat o gouiziegez.

N’eus meneg eus drouized gant ar skridou koz nemet e-touez Kelted Galia, Breiz-Veur hag Iwerzon. N’eus diazez ebet eta d’imp-ni da lakaat drouized e-touez poblou keltiek all eus Europa pe da gredi ez oa anezo abaoe an amzeriou pella. A-hend-all, bez’ e voe tud heñvel ouz an drouized e-touez poblou all eus an Europ : eus ar re-se e oa, da skouer, beleien o fenn touz ar C’heted, pobl dhrakiad, war eun dro beleien ha kelennerien evel an drouized, hag a zeske evelto ar brederouriez, skiant ar vuhezegez hag ar meizerez, doareou an natur, flach al loar, an heol hag ar stered, nerz al louzou hag ar frouez.

Donedigez ar Romaned a skôas eur c’hriz a daol ouz beli an drouized e Galia hag en Enez-Vreiz. Berzet striz e oa gant lezennou Roma an aberzou tud a oa dindan o dourn. En tu-hont da se, diskleriet en doa an impalaer Augustus e vije torret kement kenseurterez savet hep aotre al lezenn. Berzet e voe, da heul, bodadennou an drouized hag e lec’h ar vodadeg-veur e bro ar Garnuted, e voe dalc’het, diwar ar bloavez 12 kent H. S., bodad kuzul Galia, e kember an Arar hag ar Rotanos e Lugudunon, en-dro d’an aoter ramzel gouestlet da Roma ha da Gaesar Augustus. Ar skoliou, a voe savet e kêriou penna Galia, a lamas digant an drouized kelennadurez ar Gelted eus an noblans. Ar gwasa eo, an impalaer Tiberius, er bloaz 29 goude H. S., sur a-walc’h, da heul ar stourmadenn renet gant Sagroviros, hag an impalaer Klaodius, hep mar pa dremenas dre C’halia er bloavez 43, a verzas dre lezennou lidou an drouized. E dibenn ar c’henta kantved goude H. S. an drouized a gaved c’hoaz e Galia a oa reuzeudik o stad : mezeged tud ha loened e oa anezo. Da get ez ejont didrouz er c’hantved war-lerc’h.

Hevelep tra a c’hoarvezas er broiou eus Breiz-Veur a oa sujet d’ar Romaned. Betek an ano a drouiz a voe ankounac’haet gant ar Vrezoned, hag, er IVet kantved, pa zegouezas ganto, da heul argadennou Iwerzoniz, en em gavout gant drouized deut eus an enezenn nesa, e savjont, evit o envel, eur ger nevez darguid (bremañ derwydd), a dalv kement ha « diouganer » pe darlavariad, evel ma lavared e brezoneg gwechall.

An drouized a oa manet en o sav e-touez ar Bikted hag Iwerzoniz. Outo o devoe ar gloer gristen da ren eun taer a vrezel a bade c’hoaz er VIet kantved. Trec’h e voe ar gristenien a-benn an diwez. Er Grenn-amzer ar re a gemere, en Iwerzon, an ano a drouized n’oant nemet sorserien disprizet gant an holl dud desket.


Ar barz. — Ar ger bardos « barz » a heñvel beza bet anavezet dre ar bed keltiek war e hed. E gavout a reomp, neket hepken e Galia, e Breiz-Veur hag en Iwerzon, hogen e-touez Kelted kreizenn Europa ivez. En Hanternoz Italia, tost da gêr Vediolanon (Milano), ez oa eul lec’h anvet Bardomagos « tachenn ar barz ».

E-touez Kelted Galia, e mare ar roueed Luernios ha Bituitos (IIet kantved kent H. S.) ar barz a ziskouez beza dreist-holl eur rimer, den-a-lez a gan meuleudi ar roue, e gadarnded, e daoliou-kaer hag ivez gouenn, kadarnded, ha taoliou-kaer ar vrôad sujet d’ezañ hag ar brôadou stag outañ dre garantez pe gevredigez. En o c’han ec’h en em eile ar varzed gant eun doare telenn anvet krotta pe krutto (a zo aet da « crwth » e kembraeg bremañ) [5]. Ar varzed, da gredi eo, a save ar c’hanaouennou brezel a veze kanet a-gevret gant ar soudarded keltiat kent ha goude an emgann : amprestet e voe ar ger keltiek *bardatos (bremañ « barzaz ») pe barditos « kan barz » gant ar C’hermaned a rae an ano-se, en o yez, eus o c’han-emgann e dibenn ar c’henta kantved goude H. S.

Ar varzed ne voe kollet ar roudenn anezo war an douar-bras nemet gant ar yez ma savent enni o c’hanaouennou. Ne heskinas ar Romaned nag ar C’hutuatred nag ar varzed kennebeut-all. Ar ger bardos, aet da c’her latin bardus, a gaver e meur a engravadur eus an oadvez roman evel ano tud ; da skouer e Galia, an Helvetiad Bardos, er c’henta kantved goude H. S., hag, e bro an Danuvios, Titus Flavius Bardus, soudard koz er strollad anvet Ala prima Flavia Augusta Britonum Miliaria.

E Breiz-Veur hag en Iwerzon e talc’has ar c’heltieg hag ar varzed en o sav goude ar sujedigez ouz ar Romaned. Dindan ar sujedigez-se e oa aet da get ar rummad tud ouiziek, ouz e ober an drouized hag an divinourien ; ar varzed a reas evito evel difennourien ar yez. Er XIIIvet kantved goude H. S. e Kerne-Veur ez oa daou seurt barzed : 1) ar barz end-eeun pe kanaouenner ; 2) ar barz hir-gorn a c’houeze en eun doare trompilh hir.

E lezennou Kembreiz an Hanternoz emañ ar barz an navet eus kargidi lez ar roue ; an unnekvet eo e lezennou Kembreiz ar C’hreisteiz. A-geñver gant ar barz teulu pe barz lez ar roue, ez eus ar barz kadoret pe ar barz d’ezañ eur gador. Barzed kembreat ar Grenn-amzer n’oa ket anezo kanerien poblel : tud ouiziek eo e oant, aet doun e studi ar c’hembraeg ; gouiziek ha stuziet-kaer eo yez o barzonegou ; ken diaes eo da drei en eur yez all ha yez ar varzonerien veur c’hresian.

En Iwerzon, gant an divinourien pe file en em gave eno, e voe harzet ouz ar varzed da sevel ken uhel-se. Eun dister a rimer ne voe ken ar barz a ra al lezennou fae a-walc’h anezañ : « Ar barz », emezo, « n’en deus ezomm ebet da c’houzout tra ; trawalc’h eo d’ezañ e skiant-natur. » Er Grenn-amzer bairtne « kan barz » eo, en iwerzoneg, ano ar c’hanaouennou meuleudi savet d’ar roueed.


  1. Savet diwar varteze n’eo ken an diskleriadur-se eus ar ger keltiek druis, druidos, nemet ar muia gwirheñvel eo eus an holl diskleriaduriou seurt-se a zo bet kinniget. Druis n’en deus mann d’ober gant ano an dervenn a oa, e keltieg koz, dervos pe dervon.
  2. Furmou boazet er IIet kantved eo ar re-se. E skridou ar Grenn-amzer e vez skrivet an anoiou-se Nuadu, Tadg, Cumall, Find.
  3. *Brigenti, *Brigeti (dre fatadur an n evel e carpat diwar karbanton) eo ar furmou boazet er IVet hag er Vet kantved.
  4. Maithgen e skridou ar Grennamzer.
  5. En iwerzoneg crott a dalv « telenn », d’Arbois de Jubainville, Cours de littérature celtique, I, pp. 55-9. Krouz eo ar stumm brezonek. Ar furm c’hermanek eus an hen-geltieg krotta a oa dre h. Ar furm c’hermanek-se, degemeret gant romanegerien C’halia, a zo aet d’ar galleg koz rote.