Mont d’an endalc’had

Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 27

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 93-99)



KEVRENN II : AN NEVEDOU, AL LIDOU HAG AR C’HREDENNOU


An nevedou. — Eun dachenn douar bras pe vihan, bonnet piz, warni gwez dero pe gwez all, eun ti prenn hepken pe veur a hini da waskedi bannielou sakr ar meuriad, ha berniet eno ivez, evit doare, darn eus an teñzoriou gouestlet d’an doueed hag ar profou kinniget gant an dud, eur vammenn pe veur a hini, eul lenn a-wechou, hennez e veze peurliesa stumm an templou pe gentoc’h al lec’hiou gouestlet d’an doueed e-touez ar Gelted. Nemeton (d’an unander, nemeta d’al liester) a veze graet eus ar santualou pe lec’hiou sakr-se, hag ar ger-se, deut da veza diwezatoc’h neved e brezoneg, a oa, war a greder, « koad » e dalvoudegez kosa. Ar santualou penna a oa o ano vernemeton, drunemeton (ver, dru « bras », « meur »).

D’ar mare m’edont o veva en o frankiz, n’oa ket ar c’hiz gant ar Gelted ober skeudennou maen, prenn pe vetal eus o doueed. Er bloavez 279 kent H. S., pa welas Brennos delouennou alaouret an doueed gresian en o sav e santual meur Delf, e c’hoarzas goap outo. Er Ia kantved kent H. S. e komz Kaesar eus ar simulacra Mercurii a oa stank bras e-touez Kelted Galia. Nemet e c’hellfe beza e vije ar skeudennou-se kefiou gwez hepken pe mein hanter divrazet savet da vein-bonn, evel ar mein anvet Hermes e-touez ar C’hresianed. Goude donedigez ar Romaned nemetken e stagas Kelted an Douar bras ha re enez-Vreiz da skeudenni o doueed ha da sevel d’ezo gwir demplou ha chapelou maen pe vrikenn heñvel ouz ar re a oa gant ar Romaned hag ar C’hresianed.

Anaout a reomp hiniennou eus an tier-pedi a voe savet neuze gant ar Gelted dre ar roudou o deus lezet en douar hag an engravaduriou. Evel-se e ouzomp, da skouer, penaos, e Bro-Naoned, eur C’helt anvet Agedoviros, a ouestlas da Vars Mullo, doue lec’hel, « eun delouenn, gant he zempl hag holl ornaduriou hemañ », ha penaos, e penn all Galia, tost da venez Jura, eur Geltez, Kamulia hec’h ano, a lakas ober eur savenn, garidou warni, en enor da Vercurius. — Ar c’haera hag ar brudeta eus an templou savet gant Kelted Galia er Ia kantved goude H. S. e oa hini Mercurius en Augustonemeton (Clermont), e bro an Arverned. Vasso a veze graet eus an templ-se e keltieg. Gant maen-benerez e oa graet ar mogeriou teo anezañ hag e oa kaeraet en e ziabarz gant maen-marbr ha marelladur-meinigou ; tôennet e oa e ploum. Gwelet e veze ennañ teñzoriou bras hag eun delouenn ramzel eus Mercurius a oa bet graet, evit an Arverned, gant ar brudeta eus skulterien hag aremerien ar C’hres, Zenodoros. Dek vloaz studi he doa koustet an delouenn-se ha 40 milion sesters [1] a labour.

An teñzoriou daspugnet el lec’hiou kensakret a zeue eun darn vras anezo eus an dibourc’h-brezel diwar an enebourien. Hiniennou eus an teñzoriou sakr-se a oa an dalvoudegez anezo uhel-meurbet. Er bloaz 103 kent H. S. pa voe kemeret ha gwastet kêr Dolosa, e Galia, gant ar pen-vrezelour roman Q. Servilius Caepio, e voe diframmet diouz an nevedou hag al lennou sakr eur berniad aour hag arc’hant, na oa ket priziet nebeutoc’h eget 15.000 talanton, a ra, er mouneiz-bremañ (1912), 85.500.000 lur.


Pedennou, korollou, diedkinnigou. — Edo ar c’hiz gant ar Gelted, pa azeulent o doueed, trei bepred war-du an tu dehou. An azeulerez, da lavarout eo an doare d’azeuli an doueed, a oa anezañ pedennou, korollou, braoued-kinnigou hag aberzou. E 61 goude H. S., ar rouanez Boudika a bed an doueez Andrasta o sevel eun dourn war-du an neñv ; en hevelep bloaz, drouized enez Vona a bed o sevel o daouarn war-du an neñv hag a daol ouz ar Romaned malloziou ha sulbedennou.

Hervez eur skrivagner gresian, al lidou sakr renet gant ar Vrezoned, en enor da zoueed an douar hag an trevadou evit doare, a oa heñvel-tre ouz ar re a veze graet da Zêmêter ha Korê en enezennou eus ar C’hres.

War a lavar eur skrivagner latin, e lidou a voe, gwragez ha merc’hed en em ziskoueze en noaz, livet holl o c’horf gant liou glas ha heñvel-tre ouz Afrikadezed. — Ar c’horollou graet en enor d’an doueed, a vez skeudennet alies war peziou moneiz ar Gelted. Dre gorollou graet e-pad an noz, d’al loargann, e lide ar Geltibered azeuladur eun doue n’ouzomp ket an ano anezañ. — Er bloaz 216 kent H. S., ar penvrezelour roman Posthumius o veza bet lazet, en emgann, gant Kelted an Itali, e voe goulonderet piz ha netaet e glopenn ; kelchiet a aour kizellet, e talvezas d’ar veleien da ober braoued-kinnigou d’an doueed er goueliou.


Kinnigou hag aberzou. — Ar c’hinnigou a oa anezo traou a bep seurt a vije re hir o desrevel amañ ; bez’ e weled en o mesk adalek barrennou aour hag arc’hant betek kreoñiou ha tammou pilhou. Daspugnet e vezent er-maez, el lec’hiou kensakret, skourret ouz barrou gwez, taolet e strad lennou ha stêriou pe douaret er geuniou.

En aberzou e veze kinniget d’an doueed gwad al loened hag an dud. Rôomp amañ da evesaat e oa boaz, en Hen-amzer, holl boblou Europa hag Azia d’ober aberzou tud, zoken ar re seveneta anezo. Ar C’hresianed a zalc’has pell d’ar voazamant-se, kerkouls hag holl boblou Italia, ar Romaned en o zouez. Ar Romaned desket er Ia kantved kent H. S., a daere o soñjal e kave d’ar Gelted enori o doueed dre laza tud : ankounac’haat a raent e oa bet hennez ivez boaz o gourdadou o-unan ken, c’hoaz er bloaz 215 kent H. S., goude an emgann bras end-eeun e varvas ennañ Posthumius gant e armead, e oa bet douaret ez veo gant o zadou er marc’hallac’h saoud e Rom eur C’helt hag eur Geltez, eur Gresian hag eur C’hresianez, dre ma kredent e vije habaskaet dre-se buanegez o doueed [2].

E-touez ar Gelted, evel e-touez ar poblou-all, e veze lies mennad d’an aberzou : 1) enori an doueed ; 2) kaout trevadou mat ; 3) mirout e vuhez d’eur c’hlañvour ; 4) prena digant an doueed ar gounid er brezel ; 5) o zrugarekaat goude an trec’h ; 6) dic’haoui pa zegoueze ganto beza trec’het.

An dud lazet en aberzou a oa anezo alies sklaved, prizonidi-vrezel pe dorfedourien. Er c’henta kantved kent H. S. e krede Kelted Galia e oa aberz an dorfedourien ar gwella gant an doueed, nemet, pa ne veze ket a-walc’h a dorfedourien pe pa venned kreski talvoudegez an aberz e raed ouspenn gant tud didamall. Lazet e veze an aberzidi a dennou saeziou pe a daoliou kleze, pe diframmet d’ezo o izili, pe vouget, pe veuzet, pe devet ez veo. Bep pemp bloaz e veze savet delouennou prenn, aozilh pe foen, bras divent e veze serret enno an dorfedourien mesk-ha-mesk gant pep seurt loened, hag e lakaed an tan warno. An doare laza a veze alies diouz an doue ma lazed d’ezañ ; an dud a lazed da Esus a veze krouget ouz skourrou ar gwez ; devet ez veo e veze ar re a aberzed da Daranis ; en enor da Deutatis e vouged al lazidi dre o stlepel war o fenn en eur veoliad dour.


An divinouriez. — D’an azeulerez e tenn an diou fals-skiant-mañ : an divinouriez hag ar sorserez. — An divinouriez e oa ar skiant da zegemerout ha da lakaat anat youl an doueed. Brudet e voe ar Gelted e-touez ar C’hresianed hag ar Romaned evel divinourien dispar. Ar Roman desket, eur prezegour brudet anezañ. Cicero (kenta kantved kent H. S.), en doa graet kaozeadennou hir war an divinouriez gant an drouiz Dêvikiakos hag ar roue Dêviotarvos, a anzav, en e skrid De Divinatione, emañ ar Gelted en tu-hont d’ar Romaned ha d’an Etrusked er skiant-se. Ar Gelted a rae divinouriez dreist-holl diwar an traou-mañ :

1) Fiñvou al loened sakr, nij an evned da skouer ;
2) An neuz m’en em ziskoueze bouzellou al loened aberzet ;
3) En aberzou tud, an doare ma koueze an aberzad ha ma rede e wad ;
4) An huñvre graet en eul lec’h gouestlet d’an doueed ;
5) An ambren rakwelerez.


An hud. — Hervez kredenn ar baganed, e oa an doueed divarvel, yaouank ha kreñv atao. Lemmoc’h e oa ar pemp skiant anezo eget re an den ; disgwel e vezent peurliesa ha, p’en em ziskouezent d’an dud, e c’hellent mont d’o zouella ne vern e pe furm : den, loen, louzou pe vaen. Drouk e oa darn anezo hag ar re-all, ar re vadelezusa zoken, a veze a-wechou pennadus, gwarizius hag anwazus evel an dud. Ar fals-ouiziegez anvet « breou » pe « hud » a gave an den enni e wella gwarez ouz noueañsou galloudekoc’h egetañ, hag int techet da holl siou fall an dud. Dre ar breou e c’helle en em zifenn ouz an doueed hag, a zo gwell, e tize a-wechou zoken d’o zrec’hi ha d’o flega d’e youl : aroueziou treset pe engravet, komzou lavaret pe ganet, jestrou, lidou a raed piz diouz eur c’hiz heñvel bepred, louzaouennou pe vein a rôe ar galloud-se d’an den.

An achanterez-se a oa bet en enor e-touez holl boblou Europa e-pad oadvez an armou maen ha hini an armou arem. E-doug an dek kantved a-raok donedigez H. S. ez eas war goaza e-touez ar C’hresianed ha darn eus poblou Italia. Miret e voe, avat, e barr e nerz, gant poblou an Hanternoz. Bez e oa, e-touez ar Gelted, hudourien a bep stad : adalek an drouiz, a oa anezañ eun uheliad hag eun den desket, betek ar sorser kêriadennou pe groaz-hentou, n’oa nemet eur c’houeriad pe eur c’hantreer.


An dreuzvuhez pe dreuzannezerez-ene. — Kredi a rae ar Gelted e c’helle a-wechou ene mab-den, pa veze bevezet ar c’horf, mont da enaoui korf eun den all pe korf eun aneval. Eur gredenn hounnez a c’hallje beza andoniet e doareou-natur bet sellet outo a-ziwar-c’horre, evel treuzfurmadur ar viskoulenn e balafenn hag, e bras, kement treuzfurmadur amprevaned. Sklaer eo n’eo ket, a galz, souezusoc’h taol d’ar spered gwelout eun den o vont da vleiz pe da vaen eget eur viskoulenn o trei e balafenn pe eur preñv e c’houil-dero.

Poblou estr eget ar Gelted, en Europa, a grede en dreuz-vuhez, pe « treuzannezerez-ene », da skouer an Dhraked, war harzou ar C’hresianed. Eur prederour gresian, anvet Puthagoras (VIet kantved kent H. S.), he c’hemeras diganto hag, er gelennadurez a zeske d’e ziskibien, e reas anezi eur c’hastiz : ene ar re fall nemetken a ya, goude o maro, da enaoui anevaled, e kastiz d’o gwallou. Netra ne ro d’imp da gredi e vije bet meneg a gastiz gant ar Gelted : roudou doun he deus lezet an dreuzvuhez e lennegez Breiziz hag Iwerzoniz ar Grenn-amzer ha hogozik atao e tiskouez beza eur gopr, e lec’h eur c’hastiz : en eun danevell iwerzoneg e welomp eun den hag heñ tro-ha-tro karo, pemoc’h gouez, gup, eog ha den adarre ; n’eo ket, avat, e kastiz d’e wallou ez eo treuzfurmet er mod-se ; Doue eo, en e vadelez, en deus aotreet ar seurt treuzfurmaduriou, evit ma vije eun test d’an darvoudou meur a c’hoarvezas en Iwerzon e kenta oadveziou ar bed.


Divarvelez an ene hag ar bed all. — Kredenn an dreuzvuhez a zo stag outi dre natur ar gredenn e divarvelez an ene. Hag, evit gwir, gwriziennet doun e oa ar gredenn-se er Gelted : ker start e fizient en eur vuhez all ma veze kavet en o zouez kredourien tuet da bresta arc’hant bras da zaskori er bed all. An drouized a rae ivez o holl c’halloud da vaga ha da greñvaat ar gredenn-se a dalveze da entana kadarnded ar Gelted en emgann.

Hervez an drouized, an ene (anamo e keltieg, furm c’henidik anamonos) [3] a ya, eur wech bevezet ar c’horf, en eur bed all e lec’h e kav eur c’horf heñvel ouz an hini emañ o paouez koll, nemet n’hall ket beza diskaret gant ar c’hlenved na disneuziet gant ar gozni. A-hend-all ar vuhez a rened er bed-all-se a oa heñvel a-walc’h ouz an hini a rened war an douar-mañ, hep nep kemm e stad an dud : eno ar gwaz a vane gwaz, ar sklav a adc’hane sklav ha ne veze ket diliam an dleour diouz e zleou dibaeet. Eno ec’h adstage ar C’helt gant ar vuhez-se a emgannou he doa gounezet d’ezañ, e bed ar re veo, brud, galloud ha pinvidigez. Setu perak e venne an uheliad beza douaret gant e garr-emgann, e gezeg, e gleze hag e holl armou hag an izela kadour gant e c’hoaf hag e skoued ; e sell ar brezeliou en devo ar penrener maro da embreger e bro an anaon eo e lazer war e vez e « ambakted » hag e sklaved, d’ezo da rei d’o mestr, du-hont evel du-mañ, skoazell o brec’h.

N’ouzomp ket pelec’h e lec’hie ar Gelted bro an anaon. Danevellou marzus Iwerzon, er Grennamzer, a ra anezi eun douar ec’hon pe eur strollad enezennou meur [4] pell-pell war-du ar c’huz-heol en tu-hont d’ar Mor-Bras. Eur vag vurzudus, graet holl e gwer [5], a gase di an eneou. Eur vro e oa, dispar he c’hened, e kreske enni gwez o deliou heson, karget a avalou aour, hag en em astenne drezi pradou bleuniet, añchet a waziou gwin ha mel. Eno aon ebet rak gaou ha dislealded ! Eno e kave en-dro ar re varo, gant eur yaouankiz hollbadus, kement a rae, er bed-mañ, o eurvad hag o levenez : banveziou pompus, armou lufrus, dilhad kaer, kezeg ha loened-chatal, eur marz ! merc’hed koant, barzed dispar ha toniou dudius, gourenou, redadegou kirri, bagou ha chas, hag, erfin, plijadur ar re gadarn : ar brezel. Hir ec’h em astenn danevellou Iwerzon war an emgannou gwadek a vez e bro an doueed hag an anaon, ha war ar stêriou gwad ma ’z eo douret ganto. Nemet, er chomadur gwenvidik-se, e veze pareet pep beure ar gouli graet d’an derc’hent.

E-touez eun niver a anoiou a rae Iwerzoniz ha Breiziz ar Grennamzer eus ar vro varzus-se, unan, Findmag en iwerzoneg, Gwenva e brezoneg, a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek Vindomagos « ar gompezenn gwenn, kaer, evurus pe santel » [6].


  1. Sestersius ar Romaned a dalveze 0,26 lur-aour. — Templ bras an Arverned a voe gwastet ha diskaret gant ar C’hermaned en IIIet kantved.
  2. C’hoaz er VIet kantved kent H. S. e voe eun aberz tud graet gant ar bobl er C’hres : da zegas termen war eur c’hleñved stagus kaset war a greder, gant an doueez Athêna, e voe lidlazet dañvadezed ha daou baotr yaouank.
  3. Diwar an hevelep gwrizienn ha *anatla « c’houezadenn » deut da anazl e brezoneg krenn ha da anal (Gwened), alan e brezoneg bremañ ; keñveria ivez anaon hag an ano-den Anatemaros.
  4. Enezennou bras meurbet e oant evel m’en diskuilh d’imp an danevell goz : Imram Brain maic Febail ocus a Echtra : « Roeñvadenn Bran mab Febal hag e Ermaeziadenn », da lavarout eo e vonedigez er-maez eus ar bed-mañ (hounnez eo talvoudegez ar ger « Echtra ») :

    Fil tri coictea inse cian
    isind oceon frinn aniar ;
    is mo Erinn co fa di
    cach ai diib no fa thri.

    « Teir gwech hanterkant enezenn bell a zo — er mor Okean, er c’huz-heol d’imp ; — brasoc’h eget Iwerzon diou wech — eo pep-hinï anezo pe deir gwech. »

  5. Arem eo ar vag e danevellou-zo.
  6. Kenveria e lennegez skandinavek ar Grenn-amzer Hvitramannaland « Bro an dud wenn » pe Irland it Mikla « Iwerzon-Veur ». An anoiou-se, trôet diwar an iwerzoneg, a vije bet laket gant Skandinaviz d’eun douar bet dizolôet ganto er C’hornog d’an Island.