Mont d’an endalc’had

Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 02

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 7-8)



KENTSKRID


En eur skriva al labour-mañ, n’hon eus bet ken c’hoant na mennad nemet ober vad d’ar varzed ha da holl Vreiziz, beleien pe liked, na reont ket fae war o amzer goz keltiek.

Abaoe eun dek vloaz bennak e vez komzet alies eus ar Gelted, ha meur a c’haou a vez distaget diwar o fenn, kerkoulz gant an neb o difenn hag o meul ha gant an neb o flemm hag o distera. Etre an daou du, skeudenn ar Gelted koz en em ziskouez kemmus ha disneuziet diouz ma vez youl pe huñvre an neb a gomz.

Ha koulskoude, souezus ez eo bet gwellaet, abaoe hanter-kant vloaz, anaoudegez ar Gelted hag o sevenadur gant ar ouizieien a zo, e kement bro Europa ha dreist-holl en Alamagn, e Bro-C’hall hag e Breiz-Veur, en em roet d’o studia. Gwaz a se, frouez o labouriou war gouenn, yez, istor, kredennou ha bividigez, ijinou-kaer ha micheriou ar Gelted koz, en em gav dastumet e levriou ha kelc’hgelaouennou a zo diaez da gaout dre ma’z int ker ha niverus. Ken diaes all ez int da lenn dre ma ’z int bet skrivet evit ar ouizieien hepken. Lakaat e berr, urzia ha trei e brezoneg reiz ha fraez an anaoudegeziou reta war sevenadur hag istor ar Gelted koz, o strolla d’ober ganto eun daolenn grennet, ha hi evelato ker klok ha ma vo gallet, eus pobl ar Gelted, setu petra a voe hol labour. Kement a zo ennañ a vad hag a wir ez omp anaoudek evitañ d’ar ouizieien dreist a bep broadelez o deus, en hanter-kantved diweza, gouestlet o buhez hag o nerz da studia an henamzer geltiek.

Hor skrid, hag heñ diglok, a c’hello moarvat ober vad da renerien ha paotred ar c’helc’hiou-studi. Kavout a raint ennañ danvez displegadennou pe kaozeadennou bihan. Hag ar re o devo amzer hag arc’hant da vont dounoc’h er studiou keltiek, a gemero diwarnañ harp ha bleniadur d’o c’hammedou kenta.



Ha komz a rin d’eoc’h eus poblañs diniver ar vro-se, eus stumm broiz, mentek ha neuziet-kaer, hag eus o c’hadarned er brezel ? Dezrevell an darvoudou end-eeun a roio da anaout d’imp an holl zoareou-se.

(Ar Gresian Polubios o komz eus Keltia).


E tegase da goun bep hini taoliou kaer ar Gelted wechall hag an holl droug o doa graet d’ar Romaned.

(Sagroviros o komz d’ar C’halianed,
kent emgann Augustodunon. Dioc’h Takitus
)