Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 10
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 9-12)
- Hon dizunaniezou hag hon dis anniezou, nemetken, o deus graet berz ar Romaned. D’hor faziou ez int dleourien eus holl gloar o armeou.
- (Komzou Galgakos da Vrezoned an Hanternoz kent emgann ar menez Graupios. — Dioc’h Takitus).
Mammennou hon anaoudegez eus ar Gelted koz. — Daou seurt a zo anezo :
1. — Al levriou skrivet er C’hres, dreist-holl adalek ar pempvet kantved kent Hor Salver, hag e Roma adalek an trede kantved. Ar skridou-se eo o deus miret d’imp kement a ouzomp eus istor ar Gelted koz, o veza ne rae ket ar re-man gant ar skritur, evel an holl boblou eus Hanternoz Europa [1].
2. — An traou a bep seurt : armou, binviou, braoigou, peziou-mouneiz, diskaraduriou-tiez, dismantrou kêriou ha kastellou, lezet gant ar Gelted e broiou Europa bet gwechall en o dalc’h, hag a zo bet kavet en hon amzer.
Dre studia piz an traou-se ha burutella gwelloc’h eget eur c’hantved ’zo ar skridou gresiek ha latin eo ez omp deut a-benn da gaout amploc’h ha suroc’h anaoudegez diwar-benn ar Gelted koz. Ar pez en deus tennet dreist-holl da nevezi ha da astenn an anaoudegez eus an henamzer geltiek eo :
a) ar gwellaennou gounezet dre an denoniez, da lavarout eo dre studi an danveziou gouenn-dud a zo aet da furmi broadou Europa wechall ha bremañ ;
b) ar gwellaennou gounezet, eun hanter-kantved a zo, gant ar genyezoniez, da lavarout eo gant ar studi keñver-ha-keñver eus ar yezou keltiek gwechall ha bremañ, en o yezadur hag en o geriadur. Krouer ar genyezoniez keltiek a voe an Alaman Johan-Kaspar Zeuss, a embannas e 1853 eur Grammatica Celtica, a dalv c’hoaz hizio an deiz da ziazez ar studiou keltiek [2].
Al lec’h dalc’het gant ar Gelted en istor Europa. — Pa vez meneg eus ar Gelted koz, n’eus ezomm ebet da sevel betek an amzeriou pella ma rae poblou Europa gant armou ha binviou maen, ha ma savent taolvaeniou. War-dro an XXet kantved kent Hor Salver e teuas an armou hag ar binviou arem da voazamant en Hanternoz Europa hag, evit doare, etre ar XVIet hag an Xet kantved kent H. S. eo en em furmas tamm-ha-tamm en eur c’horn pe gorn eus ar rann-vro-se ar bobl geltiek evel m’en em ziskouezas diwezatoc’h ouz daoulagad Kreisteiziz gant ar yez, ar c’hredennou hag ar boaziou a ro d’ezi he stumm disheñvel.
Dre o sevenadur hag o istor, e tenn ar Gelted koz da rann-amzer ar metalou : ouz rannamzer an armou hag ar binviou arem int stag dre zerou o sevenidigez ; gwella lamm-gresk houmañ, avat, hag he feurvleuniadur ne gemeras lec’h nemet e rannamzer an armou houarn (diwar ar bloavez 500 kent H. S. pe war-dro).
Petra a dleer da intent dre sevenadur keltiek. — Poblou Hanternoz Europa o deus tañvaet, a-hed rannamzer an arem hag an houarn, eur sevenadur, diglok evit gwir, ha disteroc’h war boentou ’zo eget hini an Hellas ha Roma, na voe ket, evit se, na dizellid na digened. Gouzout a ouie ar poblou-se labourat ar c’houevr, an arem, an houarn, an aour ; gounit an edou, trempa an douarou ; ober gwiadennou gant ar gloan, al lin hag ar c’hanab ; liva ar gwiadennou-se gant liviou diwar louzeier ; sevel gant prenn tiez, pontou, kirri, bagou ; stumma ha poaza listi-pri. O micherourien o deus diskouezet eun ampartiz hag anaoudegeziou micherel, souezus a-wechou, hag eur vlizidigez ouz kened ha koantiz ar furmou, a ra e c’hellfe ar vouc’hal-mañ-bouc’hal, al lestr-mañ-lestr arem kavet e Sveden, ar c’harr-mañ-karr miret e taouarc’h geuniou ar Jutland, keñveria ouz ar pep brava savet en hevelep doare gant ar C’hresianed.
Ar pez a zigemm sevenadur an Hanternoz diouz hini ar C’hreisteiz eo :
1. Dre ma ’z eo tra brezelourien, gounideien-douar, mesaerien.
2. Dre ne ra ket gant ar skritur.
3. Dre ne sav ket tiez-meur gant mein.
4. Dre ne ra nemeur a implij pe implij ebet, en ornadurez an armou, al listri, hag all, eus skeudennadur an traou beo (tud, loened, louzeier), da heul marteze eun dreuz-kredenn bennak. Hogozik atao e vez kemeret diwar al linenn rik danvez an ornaduriou.
Roudou ar sevenadur-se a gaver e Sveden, en Norveg, er Jutland, a-hed aodou mor an Hanternoz hag ar Mor Baltek, e Breiz-Veur hag e meneziou kreizenn Europa. Ar sevenadur keltiek, dreist-holl en e zerou, n’eo nemet an neuz disheñvel a wiskas ar sevenadur-se eus an Hanternoz etre daouarn eur bobl speredet-dispar, hêr, brezelerez ha trec’herez-vroiou. Dre o zrec’hadennou ar Gelted a gasas anezañ pell-pell : e Bro-C’hall, en Hanternoz Italia, e traoñienn an Danao ha betek ar Mor Du.
Mouget tamm ha tamm war an douar-bras gant ar sevenadur italian-gresian (adalek 300 kent H. S.), e voe miret ar sevenadur keltiek en e bez en Iwerzon, e-lec’h e talc’has da vleunia e-pad an dek kantved kenta eus an oadvez kristen.
Petra a dleer da intent dre « gouenn geltiek ». — Kement-mañ, hepmuiken, he deus lakaet anat an denoniez :
1. — Ar ouenn, tra gorfel diazezet war furm ar glopenn, liou ar c’hroc’hen, liou an daoulagad hag ar bleo, linennadur an dremm, ar vent, a zo eun dra krenn distag diouz ar vrôadelez diazezet war ar yez, an Istor, an hengouniou, ar sevenadur.
2. — Gouennou Europa a zo mil gwech kosoc’h eget ar c’hosa brôadeliou kounaet gant an istor, hag ar brôadeleziou-se a zo bet furmet hogos bepred gant eur c’hemmesk a zanveziou gouennel disheñvel. Pobl ar Gelted, — d’ezo dreist-holl da genta neuz poblou an Hanternoz : ment uhel, bleo melen, daoulagad glas, — en em veskas e Breiz-Veur, en Iwerzon, e Bro-C’hall hag er peurrest eus Europa, gant poblou all disheñvel tre diouto ha niverusoc’h egeto. O adverat o deus graet ha rei d’ezo o yez, o sevenadur, o anoiou brôadel ; int-i a zo bet, en eur ger, ar goell en deus laket da c’hoi ha da sevel ar c’hoz veuriadou gounideien-douar ha mesaerien eus Kornog Europa ; bevezet int bet ganto, avat. Gant-se, mar geller gant gwirionez komz a Gelted, a vrôadou keltiek, a sevenadur keltiek, n’heller ket nemeur komz a ouenn geltiek, rak :
a) ar Gelted ne oant, da genta, nemet eur barr eus eur ouenn-dud o veva en Europa an Hanternoz. Komzet o deus hag e komz c’hoaz tud ar ouenn-se darn anezo yezou ariek (germaneg, letteg), ha darn all yezou nann-ariek (finneg) ;
b) ar poblou keltiek a vremañ, evel ar re a veve a-benn ar c’henta kantved kent H.S., a zo ouz o ober, evit an darnvuia, tud hag en em gave o c’hendadou e kuz-heol Europa abaoe an oadou pella.
- ↑ An tri skrid kosa eus poblou hanternoz Europa deut betek ennomp a zo : troidigez an Testamant koz e goteg gant an eskob Wulfila, er IVet kantved goude H. S. ; istor ar Franked, skrivet e latin gant an eskob galian-roman Gregor a Dour, er VIet ktv. ; istor Breiz skrivet e latin gant ar manac’h breizat Gweltaz, d’an hevelep mare.
- ↑ Kv. Dr. Helmut Bauersfeld : Die Entwicklung der keltischen Studien in Deutschland (Displegidigez ar studiou keltiek en Alamagn) ; kaier kenta levraoueg Kevredigez Alaman ar Studiou Keltiek, 1937 ; sell. « Gwalarn », niv. 100, p. 56.