Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176
notennou diwar-benn ar gelted koz

nadur anvet sevenadur an Ten [1] a ziglor hag a stag d’en em skigna war an holl vro hallstattel nemet ar Spagn.

Anavezet eo ijinerez an Ten dre ar vegenn uhel tizet gantan er govelerez-houarn. En e ren ivez e teujod d’ober implij eus ar peziou-moneiz. Kreizenn e skignadur a ziskouez beza bet traoñienn ar Rênos pe ar broiou tro-dro, da lavarout eo ar rannvro ma voe, kredabl, diazezet enni, er pempvet kantved, impalaerded Ambikatus. Ijinerez an Ten eo hini Kelted an Istorvez, Kelted ar gounidou-brezel bras : e zegas a reont ganto en enez-Vreiz hag en Iwerzon, en Italia an hanternoz, traoñienn an Danuvios, gourenez ar Balkaniou, betek e kreizenn an Azi-Vihana. Tremen a eure zoken harzou ar broiou piaouet gant ar Gelted e barr o galloudez, dreist-holl diouz tu ar biz-reter, e-lec’h en em skignas e-touez ar C’hermaned etre an Elb hag an Oder ha betek e Skandinavia.

War-dro dibenn ar c’henta kantved kent H. S. hag e-kerz ar c’hantved war-lerc’h e voe mouget a-nebeudou sevenadur an Ten e broiou keltiek an douar-bras, gant ar sevenadur gresian-roman ; ne zalc’has en e sav nemet e-touez Kelted enez-Vreiz hag Iwerzon.

Arz hag ijinerez an Ten, savet diwar kemmesk ha kresk danveziou a veur a andon, hogen ganet war glann ar Rênos, en eur vro geltiek, ha skignet dre Europa a-bez gant Kelted, n’eus nemeto a gement o dije gwir da veza anvet arz hag ijinerez keltiek. Anezo e vezo komzet er pajennou da heul.


KEVRENN II : AN ARZ


An ornadurez linennek. — E-touez poblou koz ar C’hreisteiz, Gresianed, Etrusked, Romaned, an arz en em ziskouezas dreist-holl dre skeudennadur engravet, kizellet pe livet, tud, anevaled, pe blantennou. Dibaot-kaer avat e kaver skeudennou an traou beo e-touez holl boblou hanternoz pe guz-heol an Europ, ne vern a be vrôadelez [2]. Ar Gelted ne

  1. Eus ano eul lec’h war lenn Neuchâtel a zo bet kavet ennan roudou eur c’hrenvlec’h keltiek savet war beuliou. Eun ti-kustum e oa, diouz an arrebeuri anezan, V. Gross, La Tène, un oppidum helvète, 1886.
  2. En em virout evelse hogos en holl d’an holl diouz skeudennadur an noueañsou beo a zo unan eus an traou penna o toarea sevenadur poblou hanternoz an Europ : Rak-Kelted eus Galia, enez-Vreiz hag Iwerzon, Kelted, Germaned, Skuthed pe Skoloted, adalek an XXet kantved betek ar c’henta kantved kent H. S.