Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



PENNAD VIII
————


Ar gounid-douar hag ar maga-loened
gant ar Gelted koz


KEVRENN I : AR GOUNID-DOUAR


Araok ar Gelted. — Pleustret o deus poblou Europa war ar gounid-douar hag ar maga-loened pell kent ober implij eus ar metalou. War-dro an XXet kantved kent H. S. eo ez oa en em skignet e kreiz hag en hanternoz Europa ar voaz d’ober binviou hag armou gant arem. Hogen, dek kantved a oa, da nebeuta a-benn neuze, ez anaveze tud ar broiou-hont an edeier hag al loened doñv. Ar furchadennou graet e dismantrou ar c’hêriadennou-war-zour eus kreiz Europa o deus diskuliet e save tud ar c’hêriadennou-se, da oadvez an armou hag ar binviou maen lufret (war-dro an XXXet kantved kent H. S.), kezeg, oc’hen, gevr, deñved, moc’h ha kon. Gounit a raent an avalenn hag e hadent ar segal, daou seurd heiz, tri seurd gwiniz ha daou seurd mell tañvoezennek. Diwezatoc’h, da vare an armou arem (2.000-900 kent H. S.), e reas ouspenn ar gêriadennidi-se gant ar c’herc’h, ar piz bihan hag ar fao, e-pad m’en em roe o c’henvreudeur eus Italia-Uhela da blanta gwinienn ha d’ober gwin.

Anat eo, a-hend-all, diouz kenstudi ar gouryezou nevez-indezeuropek, e vage an indezeuropegerien, d’ar mare ma komzed c’hoaz ar c’henindezeuropeg e kreizenn Europa, ar c’hi (kvô), ar marc’h (ekvos), an taro (stauros, steuros), ar vuoc’h (gwôus), an dañvad (ovis, agumos), ar pemoc’h (sûs, porkos), ar c’havr (kapros, ghaidos, agis pe aga), ar wenanenn e talveze ar mel (medhu) [1] anezi da benna danvez

  1. An indezeuropeg medhu « mel », deut da medus, pe medu en hen-geltieg ha da mez e brezoneg, a dalv en eil yez hag en eben kement ha « dour-mel, chufere ».