an dour-mel, evadur brôadel an indezeuropegerien. Gounit a raent heiz (yevos, gherzdeyom, gherzda), gwiniz (puros), piz (erevos, orovos), fao pe fer (bhâbha), hag irvin (rapa, ropa) [1].
Kelted ha Rak-Kelted, pa zigor an istorvez, a oa ganto, eta, eun hir-herez a skiant-prenet war ar c’hounidigez-douar.
Ar bras a lec’h dalc’het gant ar c’hounidigez-douar e-touez ar Gelted. — Diouz an hendraezou kavet en hon amzer er Jutland hag en hanternoz eus an Alamagn e ouzomp anat ez oa ar meuriadou-se, a savas tamm-ha-tamm en o c’hreiz, etre an XXet hag an XIet kantved kent H. S., yez ha brôadelez ar Gelted, dreist-holl gounideien-douar ha mesaerien evel ar meuriadou all eus kreizenn Europa ; haelerien-alar ha perc’henned-chatal e voe ar Gelted da genta-holl [2]. Ar stad-vuhez-se a virjont a-dreuz d’ar c’hantvedou, daoust
- ↑ Diwar-benn ar furmou a voe gwisket d’an holl c’heriou-se eus an indezeuropeg gant ar yezou nevez-indezeuropek, gresieg, latin, keltieg, germaneg, lituaneg, slaveg, lenn e levr d’Arbois de Jubainville, Premiers Habitants, levr kenta, eil mouladur, an notennou e traoñ ar pajennou 205-218 hag ar bajenn 291. Arabad lavarout, evel m’en deus graet d’Arbois, ez eo an indezeuropegerien o deus kenteliet Europiz war ar c’hounidegez-douar. Da genta, n’eus netra a lakafe anat e teuje an indezeuropegerien eus kreiz Azia. En eneb, pep tra a ziskouezfe kentoc’h ez eo ar bobl-se en em grouet en Europa end-eeun, evit doare er c’hompezennou etre ar mor Du hag ar Baltik ma vevent eno diwar hemolc’h ha maga-loened. Ar yezoniez a ro da gredi ne zeuas ket tre an indezeuropegerien war wellaat el labourerez-douar nemet diwar ma ’z ejont doun er broiou frouezus ha koadek eus kreiz Europa (war-dro 2.500 kent H. S.). Ouspenn-se, teir da vihana eus al louzaouennou gounezet gant kêriadenniz-war-zour kreiz Europa, er bloaz 3.000 kent H. S., a zo deut eus ar C’hreisteiz : ar re-se eo gwiniz an Ejipt (triticum turgidum), an heiz c’houec’h regennad greun (hordeum hexastichon), gounezet an eil hag egile abaoe an amzeriou pella gant Berbered an Ejipt, hag al lin deliou striz (linum angustifolium) a gresk anezañ e-unan er broiou war ar mor Kreizdouarek. Gounezet e veze ar gwiniz, an heiz, ar mell, al lin, ar piz hag an ognon, er bloaz 3.000 kent H. S., gant ar poblou kroc’hennet-gwenn eus an Ejipt hag ar Siri (Berbered ha Rak-Semited). — Gwirheñvel, avat, o doa tizet poblou kreiz Europa, en eilvet milved kent H. S., dounoc’h skiant war al labour-douar eget ar pobladou a oa en em ziazezet war glann ar mor Kreizdouarek.
- ↑ Alfred Nutt a gouez da geja a-unvan ganeomp war ar poent-se hag heñ hep mont diwar studi hendraezou ragistor. Lenn en e levr The Celtic Doctrine of Rebirth (London, 1897), pp. 143-153, ar pennadou Ritual sacrifice in the Celtic World, Comparison of Greek and Celtic Agricultural Sacrificial cults.