Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205
ar gounid-douar hag ar maga-loened

d’o gounidigeziou-brezel, betek an deiz ma kavomp ar sevenadur anezo taolennet er skridou gresieg ha latin.

Diwar ar skridou-se, kemeret dre gevred, e c’heller dastum ez oa, goude ar brezel, an hada-edou hag ar maga-loened an traou m’en em rôe d’ezo dreist-holl Kelted an IIIet, an IIet hag ar c’henta kantved kent H. S. Pennadou ’zo eus Titus Livius ha Polubios hel lavar sklaer anat. E kement lec’h na zeue ket ar Gelted evel argadourien pe c’hopr-soudarded e teuent evel labourerien-douar, mesaerien ha magerien-chatal, hag ivez evel paotred-kezeg, renerien-girri, chalboterien. Er IIIvet, en IIet hag er c’henta kantved kent H. S., ar Gelted, evel ar C’hermaned, an Illirianed hag an Dhraked, kempred ganto, n’oant ket re zouget da veva er c’hêriou tudet-stank eus an Itali, ar C’hres, an Azi-Vihana. Er maeziou eo e raent kentoc’h o chomadur. Setu amañ e pe gomzou e taolenn Polubios (IIet kantved kent H. S.) ar Gelted a oa deut da ziazeza e kompezennou an Itali-Uhela : « Beva a reont war stlabez e kêriadennou divoger. Dic’houzvez ez int eus ar c’hant-ha-kant a draou a laka aezamant er vuhez. N’o devez ken gwele nemet foen pe golo, ken magadur nemet kig ; en eur ger e renont an distera bevidigez. Digas ouz kement na dennfe pe d’ar brezel pe d’al labour-douar, e vanont krenn distudi. Chatal hag aour hepken a vez ganto da binvidigez, o veza n’eus tra all ebet a c’hallfent, diouz red, kas-digas ganto hervez m’o dije c’hoant [1]. »

E-keñver gant ar pennadou emomp o paouez komz anezo ez eus, e skridou an Hen-amzer, pennadou all o testeniekaat o dije eur Gelted bennak dam-zilezet ar c’hounidegez-douar d’en em rei d’ar brezel ha d’ar skraperez. Strabôn a ziskleir n’en em ro Galianed e amzer (derou ar c’henta kantved goude H. S.) gant kement a c’hred d’ar c’hounidegez-douar nemet dre m’o deus ar Romaned lamet diganto o armou hag o rediet da genveva e peoc’h. A-unan emañ Strabôn ha Justinus evit lavarout e pleustr ar wazed, e Galia hag er Spagn, war vicher an armou hag ar skraperez, o lezel gant ar merc’hed evez an ti ha labour ar parkeier [2]. Ar Skordisked, anezo marteze, hervez Florus, ar re daera eus an holl Gel-

  1. Amañ ne raje Polubios, war a greder, nemet adskriva diwar Fabius Pictor, eur skrivagner eus an IIIvet kantved kent H. S. en dije taolennet giziou Kelted e amzer.
  2. « Spagniz », eme c’hoaz Justinus, « a vez gwell ganto o mirc’hed-emgann hag o armou eget o gwad o-unan ».