Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
notennou diwar-benn ar gelted koz

ted, dre ma unanont an ijin hag an nerz-kalon, o dije bevet, gouez da Orosius, evel gwir laeron.

Al lavarennou-se, hag i c’houezet eun draig, emichañs, gant avel ha pouferez-natur Kreisteiziz, n’eus tra enno, ez leal, a gement na ve ket gwirheñvel. En eur vro evel Keltia, e-lec’h e veze ar gwragez frouezus-dreist, ma kreske ar boblañs buanoc’h kant gwech eget gorread an douarou gounezet, edo micher an armou, da lavarout eo ar brezel hag ar skraperez, evit tud kreñv ha her dre natur, an hini a



Koueriad kelt oc’h arat (Breiz-Veur).


zegase aes ha prim dreist d’ar re all galloud ha pinvidigez. An darvoudou a reas d’ar Gelted dont da alouberien eun darn vras eus Europa ha da berc’henned eun niver a sujidi n’o deus ket tremenet, moarvat, hep kemma tamm-pe-damm ar c’hoantegeziou hag ar boaziou anezo ; douget o dije a-walc’h eur re bennak en o zouez d’ober fae war labour ar maeziou ha d’e lezel, evit eun darn, gant ar merc’hed ha gant ar poblou sujet d’ezo.

A-hend-all, arabat ez eo ober re a bouez gant ar pennad da heul diouz Ploutarkhos : « Ar Vastarned », emezañ, « a vev diwar ar gopr a vez paeet d’ezo er brezel, rak er boblad-se n’eus na gounideien-douar, na saverien-chatal, na marc’hadourien ; n’o devez ken micher na labour nemet brezeli ha trec’hi. » Eur bobl niverus ha galloudus evel ar Vastarned, pinvidikaet gant preizadegou dibaouez war zouarou an Dhraked, gounideien-douar ha mesaerien, hag a c’halle hep dinerza kas 15.000 a varc’heien ha kemend-all a droadeien da skoazel roue Makedonia, ker galloudek ha ma ’z