Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 34
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 128-129)
C. Jullian, Hist. de la Gaule, II, pajennou 105-8, 126-7, 157-61, 165-9, 392-9, h. a. ; A. Bertrand, La religion des Gaulois, pp. 55-67, 122-39, 293-6, 375 ; V. Tourneur, Esquisse d’une hist. des Etudes celtiques, pp. 37-46 ; D’Arbois de Jubainville, Intr. à l’étude de la littérature celtique, pp. 367-90 ; L’Epopée celtique en Irlande, pp. 189-91 ; Joyce, A social history of ancient Ireland, I, pp. 396-471, 597-642.
Pennadou-skrid eus an talvouldusa war Rev. celt., Cettic Review, Rev. des Et. anc., h. a.
Diwar-benn ar steredoniez ragistorek : Norman Lockyer, Stonehenge and other British Stone Monuments astronomically considered, eil mouladur, London, 1909 ; L’astronomie préhistorique en Scandinavie, war L’Anthropol. 1921, pp. 178-80 (roc’hengravaduriou-zo eus oadvez an arem a vije skeudennet enno ar stumm-man-stumm a vez gant an oabl steredek da vareou-zo eus ar bloaz) ; R. Merlet, Peut-on calculer à l’aide de l’astronomie la date approximative de certains monumenfs mégalithiques ? war Mémoires de la Société d’Histoire et d’Archéologie de Bretagne, X, 1929 ; A. Baschmakoff, Les alignements de Carnac, war L’Anthr. 1930, pp. 37-75.
Diwar-benn ar bloaz keltiek, ar pennad anvet evel-se, gant J. Loth, war Rev. celt. 1904.
A-zivout ar ster a beurbadelez stag ouz ar ger keltiek bitus « bepred » ha « bed », H. d’Arbois de Jubainville, Noms gaulois, 1891.
Diwar-benn an douaroniez : laket er-maez inizi ar Gwalarn, eo dianav d’eomp an anoiou laket gant ar Gelted d’ar broiou aloubet pe ergerzet ganto. Diarvar an dra-man hepken : Litavis a oa en o yez ano an douar-bras ragenebet d’an inizi. Hennez eo bet ivez hena ster ar c’hembraeg Llydaw (diwar Litavis).
A-zivout istoregez anat darn eus an darvoudou kosa meneget en hen-zanevellou Iwerzon : M. Dobbs, On the historical value of the Irish Annals, war Journal of the Royal Society of Antiquaries of Ireland, 1914 ; Eoin Mac Neill, Phases of Irish History, Dublin, 1919 ; R. D. S. Macalister, Ireland in Pre-Celtic Times, Dublin ha London, 1921 ; Walter Bremer, Ireland’s Place in Prehistoric and Early Historic Europe, trôet diwar an alamaneg e saozneg, Dublin, 1928. Kenveria Squire, The Mythology of the British Islands, London, 1905.
Diwar-benn padelez ar c’hounaennou er poblou di-skritur bewech ma vez en o zouez eur c’hevredad-tud desket a-ratoz evit mirout ar c’hounaennou-se hag o c’has eus an eil remziad d’egile : Fransez Nau, Etude historique sur la transmission de l’Avesta et sur l’époque probable de sa dernière rédaction, 1927, pp. 157-92 (diwar Rev. de l’Hist. des Religions, 1927, pp. 149-99). Hep kevredad-tud ad hoc evit derc’hel an envoriou, ez a buan da get, en eur vrôad-tud di-skritur, koun an darvoudou istorek brasa ha trivliusa : skoueriou a gement-se gant A. van Gennep, La Formation des Légendes, 6et miliad, 1920.
Hec’h-unan-penn en Europa n’eo ket bet kelennadurez drouized ar Gelted. Tartessiz, e bro-Spagn, a oa ganto danevellou ha lezennou, anezo gwerzennou dre vil ha mil, a save ar penn-orin anezo da c’houec’h mil vloaz en tremened, Strabon, III, 1, 6. Derc’hel koun o doa graet eus aloubadennou Aethiopiz en Afrika, I, 2, 26. Brudet e oa bet gant Dion gouizieien ha tud fur ar C’heted, Jornandes, De origine actuque Getarum, III. An Agathursed o doa eul lennegez war gan ha lezennou, anezo gwerzennou dre gant ha kant, Stcherbakivskiy, Zur Agathyrsenfrage, war Eurasia Septentrionalis Antiqua, IX, 1934. H. a.
A-zivout ar ouiziegez dre vras, ar skiantou a ouiziegez hag ar c’havadennou e-doug an Hen-amzer, er broiou er-maez eus dalc’h ar Varbared, lenn F. Sartiaux, Les Civilisations anciennes de l’Asie Mineure, 1928, dreist-holl ar pajennou 67-73, awenus-dreist, diwar-benn ar c’havadennou hag ar spered a imbourc’herez e-pad ar rannoadvez hellenadek (IVet - Ia kantved kent H. S.) ; Abel Rey, La Science dans l’Antiquité, 3 levrenn eus ar rummad « Emdrôerez an Denelez » renet gant Herri Berr ; Per Brunet (eus Akademia etrevrôadel ar Skiantou) hag Aldo Mieli (sekretour hedbuhez en hevelep kevredad-studia), Histoire des Sciences : Antiquité, eur pez levr 1224 p. en-8, gant kant skeudenn, moulet e ti Payot, e Paris.
An amzeroniez a zo bet meret ez dispar gant E. Cavaignac, Chronologie de l’Histoire Mondiale, eil mouladur kresket ha gwellaet, 1934, pp. 7-56, digorskrid : Les Bases de la Chronologie historique.