Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 35

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 131-147)




PENNAD VI
————


Ar Yez hag al Lennegez


Ikkavos Oppianiknos ieuru Brigindoni kantalon « Ikkavos, mab Oppianos, en eus savet da Vrigindo eur *c’han »
(Enskrivadur keltiek eus « Beaune ».)


KEVRENN I : AR YEZ


Ar yez keltiek a oa anezi eur yez indezeuropek [1] evel an darnvuia eus ar yezou komzet en Europa gwechall-goz, gresianeg, latin, germaneg, slaveg, hag all. Gant-se e oa heñvel a-walc’h ouz ar yezou-se.

War boentou ’zo e oa heñveloc’h ouz ar gresianeg, war boentou all ouz al latin, war re-all c’hoaz ouz ar germaneg. Setu amañ, da skouer, eun dibab geriou heñvel :

Hengeltieg


viros [2] « den »
veros « gwir »
vatis [3] « divinour »

Hengeltieg


epos « marc’h »
tarvos « taro »
dêvos « doue »

Hengeltieg


mannos [4] « den »
sonnos « *heol »
segos « *trec’h »

Latin


vir
verus
vates

Gresianeg


hippos
tauros
dios « neñvel »

Germaneg


mannus
sunna
sigis


Ar c’heltieg hag ar germaneg a oa heñvel dre ma oant savet o-daou diwar an indezeuropeg ; heñvel e oant c’hoaz a-hend-all dre ma oa bet ar poblou a gomze anezo amezeien dost, a-hed kantvedou, er c’hompezennou bras war ribl Mor Hanternoz hag ar Mor Baltik. En eun tu emaint da rei an hevelep talvoudegez d’eur c’halz a c’heriou a sell ouz an tiegez, ar renerez, ar reiz, ar brezel, an ti, an arrebeuri, an douaroniez. Setu amañ eun nebeut skoueriou :

Hengeltieg


venis [5] « *kar »
ambaktos « mevel »
*arbion [6] « herez »
gêslos « *gouestl »

Henc’hermaneg


venis [7]
ambahtos [8]
arbion [9]
gislos

*oitos [10] « le »
vêkos « *sakr »
vertos [11](12) « *talvoudegez »
katus « emgann »
korios « *arme »
marka « marc’h »
*okita « oged »
vidu « gwez koad »

oithos [12]
vihos
verthos [13]
hathus
harios
marha [14]
agitha [15]
vidhus [16]

Eun dra a zigemme ar muia ar c’heltieg diouz ar yezou indezeuropek all hag a rae anezañ eun eilyez diouti hec’h-unan : kollet en doa ar p eus ar vammyez indezeuropek, e penn ar geriou pe en o diabarz etre diou vogalenn, e-lec’h e oa bet miret ar p-se, en eur furm pe furm, gant ar yezou indezeuropek all, gresianeg, latin, germaneg, hag all. Da skouer :

Indezeuropeg


pare (para e gresianeg)

Hengeltieg


are

Brezoneg


ar (en arvor, argad, arvrec’h)

pltano (gresianeg platanos)

litanos

ledan

plânos (latin plenus)

lânos

leun

plârus (hen-c’hermaneg florus, saozneg floor)

lâros

leur

prtus (latin portus, hen-c’hermaneg furdus)

ritus

rit (« roudour » en hen-vrezoneg)

uper (gresianeg huper, latin super, alamaneg über)

uer, ver

gour- (e gourc’hemen, gourlano, gourzao)

upo (gresianeg hupo)

uo, vo

gou- (e gouzañv, goubenner, gouer) [17]


An hen-geltieg eus an Xet kantved kent d’ar IVet kantved goude H. S. — E-pad ar maread amzer-se ne ziskouez ket ar c’heltieg beza bet trôet tre diwar e genta furm. Peurziflach ne oa ket manet avat hag e c’hellomp kaout, ouz skleur ar yezadurez vremañ, eun damskeud eus ar c’hemmadennou anezañ. Setu amañ ar re bouezusa :

Furmou koz


*bhrigantinos « brientin »
*roudhos « ruz »
*gheimos [18] « goañv »
qenqe « pemp »
nevios « *nevez »
viroi « gwazed »
deivos « *doue »
teuta « *pobl »
tagausios « *tavedek »
briva « pont »

Furmou nevez


brigantinos
roudos
geimos, gêmos
pempe
novios
viri
dêvos
touta, tota
tausios
brio

Keltieg ragistorek pe henistorek (Xet - Vet kantved kent H. S.) eo ar furmou bhrigantinos, roudhos ha gheimos. Nevios a c’hell beza yez ar Vt kantved kent H. S. hag, er c’hantvedou da heul, ne lavared nemet novios dre ar bed keltiek holl. Tota, tausios ha brio a zo anezo furmou diwanet diwezat er yez keltiek eus an IIIt d’ar IVt kantved goude H. S. [19]. Diwar geriadur galianek Endlicher (Vet - VIet kant-ved goude H. S.) eo brio.

Ouz ar pennad diweza a zo bet e buhez ar galianeg e tenn ivez an anoiou savet war bouez geriou distroll evel Briva Sarta (hizio Brissarthe, departamant Men-ha-Loar) e-lec’h *Sartobriva, diouz ar stumm sevel anoiou dre genstrolla a oa o ren e-pad m’edo ar c’heltieg e barr e nerz, da lavarout eo komzet gant uhela renkadou-tud ar gevredigez. Kenveria Samarobriva « pont Samara (Sumina) » (Somme hizio) a oa e-kreiz ar Ia kantved kent H. S. ano ar ger anvet diwezatoc’h Ambiani (Amiens), Karobriva « pont Karos (Cher) » (hizio Chabris, Indr), Salerabriva « pont Salera (Sauldre) » (Salbris, Loer-ha-Cher), h. a.

Calliomarcus « testiculus equi » hag epocallium « equi testiculus » a oa e latin Gallia, dindan an Impalaered, daou ano a ouenn geltiek laket d’ar blantenn anvet ungula caballina. Nemet diwar o stumm ez eo anat n’int ket ker koz ha ker koz. Calliomarcus a zo latinidigez eun izel-geltieg *kallio marki. Epocallium en enep a zo latinidigez eun uhel-geltieg *epokallion, eur skouer vat hounnez eus ar sevel anoiou dre genstrolla geriou e boaz gant ar c’heltieg pa veze komzet gant ar peb uhela eus ar boblans [20]. Gwelloc’h skouer c’hoaz a zo degaset d’eomp gant an ano teir c’hevrennek a zen Urogenonertos « nerzus evel ganadur an ejen-meur » a lenner war maen-bez eur soudard koz bet beredet e Lugudunon (Lion-war-Ron).

Treuzveva e brezoneg betek hon amzer en deus graet ar c’henstrolla geriou diouz giz an hen-geltieg. Ouz Gabrosenton, ano-lec’h hen-geltiek en enez-Vreiz, a zo e dalvoudegez ger-evit-ger « gavrhent », da lavarout eo « hent-gavr », kenveria ar brezoneg-breman karrhent a vije bet ez reiz en hen-geltieg *karrosenton. Ouz an ano hen-geltiek a zen Esunertos [21] a dalv da lavarout « nerzus evel Esus » pe marteze, ez relijiusoc’h, « a zeu d’ezan e nerz eus Esus », kenveria an ano-den krenn-vrezonek Doenerz « Nerz Doue » pe « Nerz eus Doue ». Ouz Halgoed, ano-tiegez anavezet-mat e Breiz, diwar eun hen-geltieg Salokêton, kenveria an ano-lec’h a enez-Vreiz Lêtokêton, aet da gembraeg Llwydcoed (Litchfield eo an ano saoznek) ha war an Douar-bras, e Galia, Bivarokêton, Borvokêton, Taxokêton, h. a. (stank e bro an Drevired, a-gleiz hag a-zehou d’ar Rênos, an anoiou-se a zo kêton « koed, koad » an eil gevrenn anezo).

Ar brezoneg a zo gantan eur ger iskis pengamm. Steuzia a ra avat an iskister pa drôer da sonjal ez eo pengamm diwar eun hen-geltieg *pennokambos « a zo kamm e benn ». Kenveria Pennovindos « gwenn e benn » a vije deuet da vrezoneg Penwenn. Henvel eo evit ar c’hembraeg nerthfawr « nerzveur » a c’houlenn en e ziagent Nertomâros « bras e nerz ».

Skoueriou-all eus ar stumma anoiou dre genstrolla geriou a c’heller menegi evel Atepomâros « bras dre e varc’h mat », aet d’hen ober ar c’hentger ate, epos « marc’h », mâros « meur », ha Belinatepos « marc’h mat Belinos », ennan an ano-doue Belinos, ar c’hentger ate hag epos. Atepomâros a zo bet ano meur a Gelt en Hen-amzer, hag e lenner Belinatepos war eun enskrivadur eus Equolesima (Angoulême).

An hen-geltieg a zo bet d’ezan eur ger lama « dourn », aet da iwerzoneg lam, da gembraeg llaw, da grenn-vrezoneg lau. Eus lama e voe tennet, ouspenn anoiou doareet evel sulamia « ampartiz », dulamia « dizampartiz », eur ger lamos « dourn gantan, en deus dourn » a ya da genta kevrenn pe da eil gevrenn en anoiou-tud evel ar re-man : Korolamos « dournet da stlepel » roue bog en Italia en IIIvet kantved kent H. S. (faeza eun armead-Romaned, a reas, o laza outo tri mil den), *Argantolamos « en deus eun dourn arc’hant » aet da Argatlam en iwerzoneg (kenveria Argantokoxos « a zo arc’hant e c’har », Kaledoniad brudet e skridou an Hen-amzer), *Lamargentios « a zo arc’hantet evit pez a sell e zourn » aet da gembraeg Llawereint [22].


Rannyezou an hengeltieg. — N’hallfe eur yez en em furmi gant eur stumm diouti hec’h-unan, nemet en eun dachennad-vro dister. Mar deu d’ar yez-se, da heul trec’h-brezel pe enbroadi peoc’hek, en em skigna da bell, emañ e tu d’en em ranna en eilyezou a ya atao war zisheñvelaat. Eur renerez-stad unanet mat hepken, pe c’hoaz eul lennegez meurbet buhezek a c’hell mirout da vat eur yez unvan en eur vro ec’hon.

Adalek an IIIet kantved kent H. S., e weler ar c’heltieg komzet e rannou Europa o vont war vrisaat eun draig. Gallout a reomp menega ar skoueriou-mañ :

1° Keltieg Iwerzon a vir ar q eus an indezeuropeg, a ya da p e keltieg an Douar-Bras. Da skouer :

Keltieg Iwerzon


qenqe
qennos
qrennos
maqos
eqos

Keltieg an Douar-Bras


pempe
pennos
*prennos
mapos
epos

Dalc’het eo bet d’an daou stumm disheñvel-se en eilyezou-bremañ ganet an eil (an iwerzoneg) eus keltieg Iwerzon, eben (ar brezoneg) eus keltieg an Douar-bras a gomzed e Breiz-Veur er c’henta kantved kent H. S. :

Iwerzoneg


coic
cenn, ceann
crann
mac
ech

Brezoneg


pemp
penn
prenn
mab
ep « marc’h » (er ger kenep)

2° Dindan ar Romaned hag a-raok marteze, e keltieg ar Spagn, e voe lezet da goueza dirak an t ar gensonenn-gorzailhenn c’houezadennet x (skrivet k peurliesa) [23], a oa miret dre-holl er broiou all.

Keltieg


ambaxta, ambakta « matez »
rextus, rektus « *reiz »
sextos, sektos « *seizvet »

Keltieg ar Spagn


ambata
retus
setos [24]

E keltieg ar Spagn e veze skrivet Kamalos an ano-doue skrivet Kamulos e Galia.

3° En deiziadur kavet e Coligny (departamant an Ain), meur a furm geriou, da skouer midios « kreiz » e-lec’h medios, a heñvel tenna d’eun eilyez komzet er c’horn-bro-se eus Galia.

4° Etre keltieg Iwerzon ha keltieg an Douar-bras deuet da veza ar brezoneg komzet en darn-vuia eus enez-Vreiz, e heller merzout, dre hent an iwerzoneg, eun nebeut dishenvelderiouïgou ouspenn hini ar q-p meneget uheloc’hik dindan an unanveder. Sed aman eur skouer anezo. Ar galian-romaneg ambosta « flac’had » a zo eur stumm diwezat strisaet diwar eur galianeg *ambibosta [25]. E-lec’h *ambibosta e lavared e keltieg Iwerzon *embibostu. Ac’hano an iwerzoneg imbas [26]. Evel-se an iwerzoneg Imchath a c’houlenn en e ziagent eur stumm hen-geltiek *Embikatus, dishenvel eun draïg diouz ar stumm Ambikatus e boaz war an Douar-bras. D’an hevelep rannoad marteze e tenn fatadur an n dirak an t e keltieg Iwerzon :

Keltieg an Douar-Bras


Keltieg Iwerzon


Iwerzoneg


nanti
kantalon
karbantos, karpantos
drukanto

*nenti, *neti
*kentalon, *ketalon
*karbatos, *karpatos
*drukato

neit « emgann, gloaz »
cetal « kan, kentel »
carpat « karr » [27]
drochat « pont » [28]


War a weler dre ar skoueriou-se, dister dra ne oa ken an disheñvelderiou etre eilyezou an hengeltieg, ha n’heller e nep doare o lakaat e kemm gant ar re a zisrann bremañ an eil diouz eben ar yezou nevez-keltiek, pa n’oa hini ebet anezo kreñv a-walc’h da derri unvaniez ha reizded ar yez. En IIIet kantved kent H. S. e c’helle eun Iwerzoniad hag eur Breizad, o komz pep hini anezo e geltieg e-unan, en em glevet aes, eur wech meizet ganto an nebeut geriou m’edo ar q eus yez Iwerzon lakaet en e lec’h ur p e yez Breiz-Veur. Heñvel-tre e oa an darn-vuia eus ar geriou all hag ivez displegadur doareou an anoiou hag ar verbou ha kevreadur ar geriou hag ar frazennou [29].

Kemend-all a c’hoarveze war an Douar-bras hag amañ hon eus testeni skrivagnerien an Henamzer end-eeun. « Ar C’halianed », eme Strabon, « n’eus kemm ebet etrezo nemet dre na gomzont ket o yez en eun doare peurheñvel ; eilyezou disheñvel eun draig a zeu ganto. » An diou a bouez brasa e-touez an eilyezou-se e oa ar yez a gomze ar Velged en hanternoz da stêriou Sequana ha Matrona, hag an hini a oa komzet gant ar Gelted er c’hreisteiz d’an diou stêr-se. Hogen tri zra a ziskouez pegen peuzheñvel e oant :

1) n’heller kavout an distera kemm etre anoiou tud ha lec’hou an hanternoz ha reou ar c’hreisteiz eus Galia ;

2) an darempredou dibaouez a bep doare etre Galianed an hanternoz ha re ar c’hreisteiz eus Galia a ziskouez en em intentent kenetrezo ;

3) en e gefridiou gant Galianed an Hanternoz e kemeras Kaesar da jubenn dalc’hmat eur C’helt kreisteziat eus meuriad ar Vokonted a veve war riblenn gleiz ar Rotanos izela.

Titus Livius en deus meneget e komze ar Vastarned, poblad keltiat etre an Danuvios izel hag an Duras (Dniester) an hevelep yez pe dost hag ar Skordisked, a veve en hanternoz a Vakedonia war riblou stêr Margos (Morava) ; war heñvelder o yezou end-eeun e fizie roue Makedonia e teufe d’an diou bobl en em glevet evit ober brezel d’ar Romaned hag argadi Italia. Hervez Tacitus, ar Gotined (Cotini) a veve er meneziou houarnus ar Viadua (Oder) uhela, a gomze an hevelep yez hag ar C’halianed. Er IVet kantved goude H. S. sant Jerom, a oa bet o chom en Ankura, e Galatia, hag e Trevires, e Galia an Hanternoz, a laka evez e oa yez ar C’halated damdost heñvel ouz hini an Drevired. Seiz kantved a oa neuze abaoe ma oa disrannet ar C’halated diouz ar Gelted all.


Unvez an hen-geltieg. — Anat eo unvez ar yez, dreist da bep mar, da neb a studi an holl anoiou tud ha lec’hiou eus ar bed keltiek. Setu amañ eur roll eus ar geriou a ya an aliesa da furmi an anoiou-se :

a) ambi, ande, ate, kent-geriou ; ver, ro, kent-geriou kreñvaat ; are « tost da, dirak », ate gourfenc’her, bitu « bepred », bitus « bed », brogi « bro », rigion « rouantelez », magos [30] « tachenn », dunon « kastell-kreñv », briga « kreñvlec’h war an uhel », briva « pont », duron « treiz, tremen », bona « diazez, diazezadenn », sedon « sez » [31], nemeton « neved », karro (dizanav e dalvoudegez), karbanton « karr », medios « kreiz », lannon « lann » [32], randa « rann », ritus « roudour », dubron « dour », ono, ona « stêr, eienenn », abona « aven », mori « mor », salos « holen », vidus « gwez, koad », vernon « gwern », eburon « ivin », dervon « derv », aballo « aval », brokkos « broc’h », bebros, bibros « avank », epos « marc’h », tarvos « tarv », gabros « gavr », artos, matus « arz », uros « ejen meur », viro (arvarus e dalvoudegez).

b) dêvos « doue », viros « den », bena « maouez », rix « roue », bardos « barz », kinges (tro-ano c’henidik kingetes) « kerzer, brezelour », gaisata « douger goaf-bann », ambaktos « mevel », vassos, vossos « gwaz », mogus, magus « sklav », pennos « penn », lama « dourn », durno « dourn serret, meilh », teuta, touta, tota « pobl », genos « mab », gnatos « azeuler (?) », litus « lid », katus « kad », boudis, bodis « trec’h », senos « koz », novios « nevez », uxelos « uhel », dumnos, dubnos « doun », mâros « meur », kavaros « ramz, den-meur », litanos « ledan », kaletos « kalet », segos « galloudek », pe « trec’h », nertos « nerzus », kambos « kamm », dubis « du », vindos « gwenn », kantos « kann », roudos « ruz », viridos, virdos « gwer, kreñv, kalonek », bogios (dizanav e dalvoudegez) [33], dagos « mat » [34].

An holl c’heriou-se a ya, hep kemm ebet en o furm peurliesa, d’ober anoiou lec’hiou ha tud a zo bet kavet er c’horniou pella eus ar bed keltiek. Setu amañ eun nebeut skoueriou (anez e ve divizet ar c’hontrol, n’eus anezo nemet anoiou lec’hiou annezet) :

1) are : e Breiz-Veur, Arekluta « tost da stêr Kluta » ; e Galia, Aredunon [35] « tost d’ar c’hastell » ; er C’hermania, Aretaunon « tost da venez Taunos » ; en Italia, Arebrigion.

2) ate gourfenc’her : e Galia Kondate « lec’h ar c’hember » (kondas « kember ») ; Komboronate « lec’h ar stankell » (komboros « stankell evit pesketa a-dreuz d’eur stêr ») ; Brivate « lec’h ar pont » ; Ratiate « lec’h ar radenn » ; en Iwerzon Korkate « Kerc’heg », Mokkate « Moc’heg », Dunate « Krenvlec’hieg, Kastelleg » [36].

3) dêvos « doue » : e Breiz-Veur, Dêva, Dêvana ; e Galia, Dêvona, Dêvoduron ; e Germania Dêvona ; er Spagn Dêvobriga, Dêvobrigula ; en Norikon Dêvognata « azeulerez (?) an doue », ano eun nebeut merc’hed.

4) nemeton « santual » : e Breiz-Veur Vernemeton, Medionemeton ; e Galia, Vernemeton, Nemetoduron [37] : er Spagn Nemetobriga ; en Norikon Tasinemeton ; e Galatia Drunemeton.

5) sedon : e Galia Metlosedon ; en enez-Vreiz Tarvosedon ; en Iwerzon Magosedon [38].

6) briga « kreñvlec’h war an uhel » : e Galia Donobriga [39] ; er Spagn Nertobriga ; e Pannonia Artobriga ; e Galatia Ekobriga.

7) medios « kreiz » : en Iwerzon Medios, ano eur rannvro ; e Breiz-Veur Mediolanon ; e Galia Mediolanon ; e Germania Mediolanon [40] ; e Bro an Daurisked Mediolanon ; en Italia Mediolanon [41].

8) aballo « aval » : en enez-Vreiz Aballava (hizio Papcastle. Norzhumberland) ; *Aballakka « Avalac’h » (Glastonbury) ; e Galia *Aballosa « Avalus » (hizio « Valouze », stêr e departamant Saon-ha-Loar) ; Aballone (Avallon, Yonn).

9) vindos « gwenn » : en Iwerzon Vindomagos ; e Breiz-Veur Vindokladia ; e Galia Vindobriga [42] ; e Pannonia Vindobona ; en Italia Vinda, ano eur plac’h.

10) litanos « ledan » : e Galia Litanobriga ; en Italia, Litana, ano eur c’hoad ; e Galatia Bepolitanos, ano-den.

11) viro : e Germania Virodunon ; e Galia Virodunon ; en Italia Virokantos (ano-den), Virodunon ; er Spagn Viroveska, Virodunon [43].


Ar pez a zigemm ar muia ar c’heltieg koz diouz ar brezoneg. — Setu petra eo : er c’heltieg, evel er yezou indezeuropek all eus Europa gwechall-goz, e trôed e giz pe c’hiz dilost an anoiou. Pep ano a oa ouz e ober eur « penlodenn » pe eur « penrann » digemm, hag eun dibenn pe dilost-ger, a drôe ar furm anezañ diouz ma veze an ano o ren ar verb pe ma veze renet gantañ kompez pe digompez, ha diouz ma venned gervel, doarea, merka eur mennad. Setu amañ, da skouer, e pe zoare e « trôed » evel-se ar ger viros « den » :


Unander

tro-envel
tro-c’henel
tro-rei
tro-damall
tro-c’hervel

viros, an den
viri, eus an den
virû, d’an den, evit an den
viron, an den
vire, ô den !

Liester
viri, an dud
viron, eus an dud
virobis, d’an dud
virûs, an dud
virûs, ô tud !

Diouz ar patrom-se e veze trôet an anoiou gourel en -os evel mapos « mab », hag an anoiou nep-reiz (na gourel na gwregel) en -on evel kantalon « *kan » [44].

Gant an « trei »-se eus an anoiou, e oa rouesaet-tre e keltieg, implij an araogennou, a zo ken stank er yezou bremañ. Ar frazenn-mañ, savet diouz skoueriou a gaver en enskrivaduriou, hag enni a-ratoz, nemet geriou a veze trôet evel viros, a ziskouezo splann en eur sell peseurt kemm a oa war ar poent-se etre ar c’heltieg hag ar brezoneg :

Aurelos Auriknos ieuru mapu Andekamuli sosin kantalon « Aurelos mab Auros, em eus savet da vab Andekamulos ar c’han-se ».

E brezoneg ne chom ken nemet penrannou ar geriou hen-geltiek : pennos, kilurnon, *okita, garanus a zo deut da penn, kelorn, oged, garan [45]. Kouezet eo an holl zilostgeriou ha, rak-se, n’eus ken a « drôadenn ». Koulskoude eun dilost bennak eus an hengeltieg o deus lezet o roudou en hor yez. Evel-se eo da skouer :

1) an dro-envel unan -ios, -ia : *tritios ; *karantia a zo deut da *tredez, trede ha karantez. Henvel eo bet e kembraeg : mawr « meur » ha cymmawr « kommeur » [46] a zo diwar mâros ha kommâros ; mawredd ha cymmawredd avat, d’ezo da dalvoudegez « brasted, braster, brasentez », a zo diwar *mâria ha kommâria. Hag en iwerzoneg : lan « leun » ha og « divoulc’h, gwerc’h » a zo diwar *lanos, *augos ; diwar *lania, *augia eo lane « leunded, leunder » ha oge « gwerc’hted ».

2) an dro-envel lies en -i : *krokkenni, *luverni a zo deut da krec’hin, lern ; tro-envel an hevelep geriou d’an unander, *krokkennos, *luvernos a zo deut da kroc’hen, louarn. En dro-envel lïes i eman andon al liesteriou-diabarz ker stank e brezoneg : hern, herz, merc’h (mirc’hi, mirc’hien, mirc’hed), ezen, ein, h. a. Henvel eo bet e kembraeg : arth « arz, ourz » a zo diwar an dro-envel unan artos ; diwar an dro-envel lïes arti eo al liester eirth « arzed, ourzed ». Hag en iwerzoneg : mac « mab » a zo diwar an dro-envel unan maqos ; diwar an dro-envel lïes maqi eo meic « mibien ».

3) an dro-envel lies -ones : Saxones, latrones, natrones a zo deut da Saozon, laeron, naeron ; Saxo, latro, natro, tro-envel unan, o deus rôet Saoz, laer, naer.

4) an dro-envel lies -oves : *bitoves, *katoves a zo deut da veza bedou, kadou ; implij an dilostger-se, a dalveze da verka al liester en anoiou en -us evel bitus « bed », katus « kad », a zo bet astennet, e brezoneg, d’eun niver geriou a rae e keltieg o liester en eur stumm all.

5) an dro-envel lïes -etes : an hen-geltieg *veles, *velis « dreistweler, ragweler, divinour », tro-c’henel *veletos, tro-envel lïes *veletes, a zo aet da iwerzoneg file, fili, tro-c’henel filed, tro-envel lies filid. E brezoneg -etes a zo deuet da et, ed, hag al liester-se eo a gaver, da skouer, e barzed hag e Brezoned — daou c’her ar re-se a oa d’ezo en hen-geltieg liesteriou-all : bardi (ac’hano ar c’hembraeg beirdd « barzed »), Brittones. Tro-envel unan heman a oa Britto.


Doareou-dreist an hengeltieg. — Arabat eo ober re a stad eus ar pez o deus lavaret ar C’hresianed hag ar Romaned : e oa ar c’heltieg eur yez hag a sone d’an diouskouarn euzus ha garo, evel pa vije brini o koagal pe tirvi o vlejal [47]. Kemend-all a zo bet lavaret gant an holl boblou eus ar yezou dianav d’ezo. Evel m’en em ziskouez en damskeud a dizomp da gaout anezañ, gant pinvidik e oa e c’heriadur, gant stank e gent-geriou [48] hag e lost-geriou [49], a c’helle trei-distrei e kant doare meneg eur wrizienn, o plega dre-se da liva menoziou diniver ar spered, gant klok e oa e drôadennou anoiou ha verbou, a oa miret c’hoaz er VIIIet kantved en iwerzoneg koz [50], e tlee beza ar c’heltieg par d’ar gaera eus an holl yezou indezeuropek bet komzet en Europa, ar gresianeg. Ma vije ar bed en em gavet gwelloc’h ganti, he dije gallet ar yez-se genel oberou a lennegez, a ouiziegez pe a brederouriez kerkoulz ha re an Hellened gwechall, dre ma oa komzet gant uhelidi skiantek hag oberiant, a veze douget d’ar varzoniez, d’ar c’han, d’ar sonerez, d’an helavarded ha d’an taoliou-kaer, gant eur vreuriez veleien a bleustre, kement ha ma c’hellent diouz tud ha traou an amzer-hont, war an danevellouriez (an istor), ar brederouriez ha red an natur, gant eur werin stank en he zouez al labourerien gendalc’hus ha kalonek, a oa anezo ouspenn enklaskerien didrec’hus a gase bepred war wellaat ar binviou hag an ijinerez hag a studie war nerz al louzaouennou hag ar metalou (Kamilh Jullian).

Dre e berziou-dreist e oa an hen-geltieg dellezek da veva. Nemet, e-touez ar yezou, gwasoc’h c’hoaz eget e-mesk an dud, n’eo ket bepred ar re zellezeka a chom war c’horre hag a zo trec’h er « stourm evit ar vuhez ». Faezidigez ar Gelted gant ar Romaned war an tachennou-brezel, o stagedigez ouz Impalaeriez Rom, a lakas ar c’heltieg da goueza a-nebeudou en eil renk e broiou keltiek an Douar-bras [51]. D’ezan e c’hoarvezas neuze pez a c’hoarvez d’an holl yezou komzet gant poblou bet peurdrec’het [52]. Koll a reas e sked e spered ar yezerien end-eeun a rae gantan. Dall, ha dall-put, e teuas ar geltiegerien da veza ouz e berziou-mat, ouz e berziou-dreist, saouzanet m’edont gant « gloar » Rom, mezevellet ma vezent gant al luc’h dispar taolet gant ar c’hloar-se war gement a zeue eus ar Gêr-veur m’o doa an doueed rôet d’ezi ar vestroniez war holl gelc’had douar-annezet ar bed. Ne voe ket dilezet dioc’htu gant renkadou uhel ar gevredigez, nemet a-rumm-da-rumm e voe tamm-ha-tamm diskroget dioutan gant an uhelidi a-hiniennou da genta, a-strolladou goude-se. Eur wech gounezet an uhelidi d’an diouyezegez, n’oa ket ar c’heltieg evit padout pell en o zouez. A-walc’h e oa pad eur remziad-tud evit hen kas da get. Hag evel-se e c’hoarvezas a bell da nes, en holl renkadou ar gevredigez, eus ar re uhela d’ar re izela. Ar werin e voe an diweza da gomz keltieg en holl vroiou keltiekaet war an Douar-bras [53]. Bez’ ez eus traou o verka e oa komzet c’hoaz ar c’heltieg gant an dud izel diwar ar maez e kevrennou-zo eus Galia en IIIet hag er IVet kantved, hag en Helvetia d’ar mare end-eeun m’edo an Alamaned oc’h ober o annez er vro-se, da lavarout eo er Vet - VIet kantved. Ahendall, dianav a-grenn eo d’eomp e istor er peb-all a Europa hag e Galatia. Eun dra hepken a zo diarvar. Er gevrenn eus Galia a zo bet adkeltieget e derou ar Grenn-amzer gant enbrôadegou ar Vrezoned, e oa marô-mik, peurvaro en-holl-d’an-holl, ar c’heltieg pa c’hoarvezas an enbrôadegou-se. Anat eo bet laket kement-se dre studi anoiou-lec’hiou an Arvorig. Ar re a zo bet degemeret gant ar Vrezoned en o yez a oa ganto, d’ar mare end-eeun ma voent degemeret, ar stumm a vez gant an anoiou romanek pe romaneget war c’hallekaat [54].


  1. An indezeuropeg a oa eur yez komzet war-dro an XXVet kantved kent H. S. hag a zo en em skignet a-neubeudou dre-holl en Europa hag en darn eus Azia da heul kenwerz, enbroaderez dre beoc’h pe alouberez-brezel. Komzet evel-se war eur rannad-douar divent ha gant poblou a oa anezo gouennou-tud disheñvel-tre, ne zaleas ket an indezeuropeg d’en em zarnaoui en eun niver eilyezou, a oa ar re benna anezo, en Azia, an iraneg hag ar sanskriteg, en Europa, al ligureg an illirianeg hag an thrakeg (maro o zri), ar gresianeg, al latin, ar c’heltieg, ar germaneg hag ar slaveg. — Ariek a veze graet gantan en XIXet kantved evit indezeuropek. Eur c’hammvoaz eo da dec’hel dioutan. Ar ger « ariek » a zo da virout striz evit envel ar yezou komzet gant ar poblou a rae anezo o-unan Arya, Ariya en o yez, da lavarout eo Arianed an Indez, ar Bersed (pe Iraniz, diouz ano o bro, Iran, a zo distreset diwar eur furm gosoc’h Aryânâm « bro an Arianed ») hag ar poblou kar-nes d’ar Bersed dre o yez : Skuthed, Saked, Sarmated, Alaned. Indezariek, indeziranek a vez graet dre vras eus an holl yezou-se. Arya a dalv « uhel ». N’ouzomp ket hag anavezet e oa ar ger-se gant ar poblou indezeuropek-all. Diasur eo ar c’henveriadur a zo bet graet ouz ar c’heltieg ario (en anoiou-tud Ariovistos, Ariomanos), deuet da iwerzoneg aire « mestr, aotrou ».
  2. Deut da fer en iwerzoneg, da gour e brezoneg.
  3. Deut da faith en iwerzoneg.
  4. Miret en anoiou-tud Kadvan (Katumannos) ha Morvan (Morimannos).
  5. Deut da fin en iwerzoneg.
  6. Deut. da orbe en iwerzoneg.
  7. Deut da wini « keneil » en hen-alamaneg.
  8. Deut da ambath en hen-alamaneg.
  9. Deut da erbe en alamaneg.
  10. Deut da oeth en hen-iwerzoneg.
  11. Deut da uuert en hen-vrezoneg, gwerz e brezoneg-bremañ.
  12. Deut da eid en alamaneg, oath e saozneg.
  13. Deut da wert « priz » en alamaneg.
  14. Deut da marah en hen-alamaneg.
  15. Deut da egida en hen-alamaneg.
  16. Deut da witu en hen-alamaneg ha vudu e saozneg koz Breiz-Veur, saozneg-bremañ wood.
  17. Gouver (ha gouverenn) a zo reisoc’h, ar ger-se o veza aet d’hen ober gou + ber (ar wrizienn-c’her a zo e bera). Ar stumm hen-geltiek a zo *voberinio, *voberinia : eur waz-dour eo o redek dindan ar gwez, a-dreuz d’eur c’hoad (J. Loth). Kenveria Voberna, bourc’h gant ar Genomaned, pobl geltiek en Italia, hizio Vobarno, war stêr Chiesa, Val Sabbia, provins Brescia, Rev. celt. 1917-1919, p. 309. Kenveria ouspenh *Vobera, hizio la Woèvre, kompezenn e-harz Verdun. — Kemmeska gour ha gou he deus graet ar bobl dizesk e brezoneg. Eun dra dleet eo d’an dud, deskadurez d’ezo, o digemmeska, rak tremen hep an daou c’hourfenc’her-se n’heller ket ober. Ret-holl ez int da vuhez ar brezoneg.
  18. Al lizerennou-c’houez bh, dh, gh, eus an indezeuropeg, a oa eus pep hini anezo daou son en unan ; son ebet ne gaver er yezou-bremañ da rei eun tañva anezo.
  19. Er c’houlz-se e veze lavaret briantinos. Koueza a ra al lizerenn g etre vogalennou e geriou all, er IIIet hag er IVet kantved goude H. S., da skouer vertraos, leua, seusios, e-lec’h vertragos, leuga, segusios.
  20. Rev. celt. 1917-1919, p. 24. Diarvar a-grenn n’eo ket an diskleria kaltio dre kall, kell « testiculus ». Bez’ ez eus bet en hen-geltieg eur ger *kalio « gwenodenn » en deus treuzvevet en iwerzoneg caille. *Kallio marki hag *epokallion o deus beb a genvereg er brezoneg troad-marc’h, pao-marc’h « andeledenn, louzaouenn ar paz » (pas d’âne, tussilage e galleg) hag er c’hembraeg marc’halan (elecani-pane e saozneg ; aunée, oeil-de-cheval e galleg).
  21. Engravet war eur pod eus Londinion (Londrez).
  22. Ar ger durno en hen-geltieg a dalveze kement ha « dourn serret, meilh-dourn ». — Lama a zo stumm hen-geltiek ar ger indezeuropek aet da latin palma. Eus heman e teu ar galleg paume « palv-dourn ».
  23. Eul lizerenn e oa ha d’ezi daou son en unan, heñvel ouz ar khi e gresianeg, a zo deut da ch e latin (distaget k-h) ha da ch ivez e galleg (nemet distaget e vez evel k, da skouer écho).
  24. Setos a oa ano eur poder a Darrako (Tarragona) dindan aotrouniez ar Romaned. Retugenos « mab ar reiz » a oa, er bloaz 133 kent H. S., unan eus pennou Kelted Numantia.
  25. Bosta eo andon ar brezoneg boz. Diwar-benn st hen-geltiek deuet da s, z, kenveria an hen-geltieg glaston « pastez-liva, kerboulenn » (Isatis tinctoria) deuet da vrezoneg glas, glaz.
  26. Rev. celt. 1917-1919, pp. 311-2.
  27. Ar c’hembraeg cerbyd « karr » a zo amprestet diouz an iwerzoneg. Diwar karbanto eo ar brezoneg karvan. Ar galleg charpente a zo diwar eur stumm latinaet carpentum.
  28. An hen-geltieg drukanto a veze graet eus eun hent prenn (dru a dalv « koad, prenn ») digoret a-dreuz d’ar geuniou dre ziskar kefiou-gwez hag o lakaat stok-ha-stok war an douar, Rev. celt. 1913, pp. 229-30. Eun doare-hent hennez mat da derri o divesker d’ar c’hezeg, eme Mandat-Grancey, goude hen aproui er Stadou-Unanet (lec’h ma vez graet anezan corduroy-road).
  29. An displegadur-anoiou en hen-iwerzoneg (yez an VIIIvet - Xvet kantved goude H. S.) a zo heñvel-kaer ouz an displegadur-anoiou keltiek evel ma c’heller e studia e mein engravet an Douar-bras hag er peziou-moneiz enskrivet.
  30. Deut da ma en hen-vrezoneg ; a vev c’hoaz e geriou evel goariva, c’hoariva, peurva.
  31. Kenveria an hen-norvegeg setr « annezlec’h, chomlec’h, ti-prenn war ar maez ». Sez a zo bet anezan en anoiou-lec’hiou ledenez Vaz, e bro-Naoned. Rev. celt. 1914, p. 254 ; 1915-1916, pp. 343. 382.
  32. En hen-vrezoneg lann a oa da lavarout kement ha « tachad-douar kompezet ha meinbonnet », ha da c’houde « lec’h kensakret, manati ».
  33. Ouz Bogios eo bet kenveriet boe en anoiou-tud hen-vrezonek Dosarboe, Riskiboe. Diasur ar c’henveriadur.
  34. Deut da veza da « mat » e kembraeg, hag e brezoneg en daou lavar « da eo d’in », « da eo ganen ».
  35. Bremañ Ardin, Diou-Sevr ; Ardun, Loer-ha-Cher.
  36. Aet da iwerzoneg Corcaidh, Muccatdh, Dunaidh, Rev. celt. 1922, p. 164.
  37. Hizio Vernantes ha Nanterre.
  38. Aet da iwerzoneg machad « a lawn, a milking place, a field where cows are kept at night », Rev. celt. 1915-1916, p. 343.
  39. Deneuvre.
  40. Metelen, e Westphalia.
  41. Milano.
  42. Vandeuvre.
  43. Deut da Wirten en Alamagn, Verdun e Bro-C’hall, Verduno en Italia, Berdun, Verdu er Spagn.
  44. Setu amañ, da geñveria, dilostgeriou al latin evit an anoiou o tibenna en -us : -us, -i, -o, -um, -e ; liester : -i, -orum, -is, -os, -i.
  45. Henvel eo bet en iwerzoneg : enigena, inigena = ingen « merc’h » ; dera = der « plac’h yaouank » ; veida = fiad « enor » ; suvis (tro-c’henel suvidos) = sui « gouizieg » (tro-c’henel suad), h. a. Nemet en iwerzoneg n’eo ket aet krenn da get an trôadur-anoiou.
  46. Kommâros a zo bet eun ano-den deuet da hen-vrezoneg Kommor, da vrezoneg-breman Kommeur (e Tregommeur). Konveur (e Plougonveur) a zo diwar eun ano-all a zen : Kunomâros, Rev. celt. 1923, p. 34.
  47. An hen-geltieg a oa ennañ soniou na gaver ket e latin, da skouer ar son a vez aroueziet en enskrivaduriou gant eun D barrennet hag a oa, moarvat, heñvel ouz hini an TH saoznek a vreman.
  48. Kent-geriou penna : ambi, ambo, an, ande, are, ate, ad, kom, kon, er, pe ar, eri, ex pe es, dru, du, ro, su, ver, vo.
  49. Lost-geriou penna : illos, inos, ulos, arios, avos, ate, atis, akos, iakos, ikos, iskos, isko, eos pe ios, knos, onos, amos, smos, smios, sminos, ssos, metos pe matos. Roll klok ar c’hentgeriou hag al lostgeriou hen-geltiek a vo kavet e levr Dottin Langue gauloise. An niver bras souezus a greskennou pe amc’heriou gant an hen-geltieg, traou-all ouspenn, evel daou-anvegez dourredennou-zo e Galia (Samara-Sumina, Arar-Saukona, Sena-Sequana, Lêdos-Legros, Separis-Savara… skoueriou-all gant Philipon, 1925), an niver bras a c’heriou henvelster (da skouer, meur a ano evit lavarout « maen, roc’h », meur a ano evit lavarout « ruz », h. a.) a lakfe a-walc’h da gredi ez eo aet er c’heltieg geriou diwar lies yez-all, moarvat yezou an hen-vroïdi a veve e Galia, en enez-Vreiz hag en Iwerzon kent annezidigez an teir bro-se gant ar geltiegerien. Da vihana, e yezou meur-all, e yezou-trec’h m’eo anavezet gwelloc’h ganeomp o istor eget istor ar c’heltieg, bezans daouadou en anvadurez-lec’hiou, puilhded ar c’hentgeriou hag ar gourfenc’heriou, paoter ar geriou henvelster, a zo frouez anat eus an ampresta digant ar yezou bet trec’het, dindanaet ha peurc’holôet ganto en o emledadenn. Leun-brein eo yezou ariek an Indez a amprestadennou digant ar yezou dravidek ha moundaek, Silvan Levi, Yann Przyluski ha Jul Bloc’h, Pre-aryan and Pre-dravidian in India, Kalkutta, 1929 ; Régamey, Bibliographie analytique des travaux relatifs aux éléments anaryens dans la Civilisation et les Langues de l’Inde, Hanoï, 1935.
  50. An hen-iwerzoneg a zo d’ezañ eun drôadenn-anoiou pinvidikoc’h eget hini al latin : pemp tro d’an unander, peder d’al liester, daou d’an niver-daou.
  51. Savidigez enskrivaduriou a-berz Stad (kouls lavarout) evel deiziadur bras arem Coligny (Coloniacus « Kolunieg »), er Ia kantved goude H. S., a laka anat e kerze c’hoaz ar c’heltieg keit-ha-keit gant al latin e Galia d’ar c’houlz-se. Yez an embannou graet gant ar Stad, gant ar Renerez-bro, e oa manet. Kaeroc’h ’zo : gounit tachenn war-du ar mervent hag ar gevred, diwar goust an aquitaneg hag al ligureg, a reas zoken da genta dindan aotrouniez Rom. Nemet d’ar mare end-eeun m’edo o c’hounit bro diouz tu ar c’hreisteiz, e kolle diouz tu an hanternoz. E traonienn ar Rênos izela hag ar Rênos krenn e oa laket ar c’heltieg en argoll gant an enbrôadennou stankoc’h-stanka a C’hermaned pe a dud bet germaneget o lavar. Dauzat, Les Noms de lieux, origine et évolution, 1926, pp. 108-11 ; J. Loth, Les grafffites gaulois de la Graufesengue, war Rev. celt. 1924.
  52. Dauzat, La Vie du Langage, 1910 (ret-holl da lenn).
  53. Dre sant Jerom (331-420) e c’houzomp e oa komzet c’hoaz ar c’heltieg gant an Drevired er IVet - Vet kantved. Bet o veva e Galia hag e Galatia, e voe souezet o welout e oa henvelyez war bouez nebeut an diou bobl, daoust d’an hed-hent a oa etrezo. Diwar-benn ar c’heltieg e kevrennou kreiz Galia (bro an Aedued. h. a.) en IIIet kantved, lenn J. Loth, Inscriptions …sur pesons de fuseau, war Acad. des Ins. et Bel. Let., Comptes-rendus des séances, 1916. Pled a zo bet taolet e oa stankoc’h ar geriou keltiek e yez romanek ar micheriou (micheriou ar vro) e Galia eget e romaneg an dud uhel, Comment le latin a conquis la Gaule, war Rev. des Et. anc. 1915, pp. 99-100 ; F. Cumont, Comment la Belgique fut romanisée, Brussel, 1914 (mouladur distag ; diwar Annales de la Soc. Royale d’Archéologie de Bruxelles} ; Haverfield, The Romanization of Roman Britain, Oxford, 1915 (trede mouladur).
  54. Ar Fouilhez, Sene, h. a. J. Loth, L’émigration bretonne en Armoriqne du Ve au VIIe siècïe de notre ère, 1883 ; Les mots latins dans les langues brittoniques, 1892 ; Les langues romane et bretonne en Armorique, war Rev. celt. 1907 ; Les traits caractéristiques du gaulois d’après un livre récent, war Rev. arch. 1921, I, pp. 108-19, dreist-holl pp. 117-8, ha n. 2 p. 117.