Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 36
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 147-163)
Eul lennegez dre c’henou n’o doa ken ar Gelted koz, evel an Hen-C’hermaned, an Illirianed hag an Dhraked. En eñvor an dud hepken e fizied d’o mirout an oberou savet dre gomz pe war gan. Gant-se, hini anezo n’eo deut betek ennomp. Eun damskeud a c’hellomp da gaout, evelato, eus doareou al lennegez-se diwar an diskleriadur a gaver amañ hag ahont e skridou an Henamzer. Meneg a zo bet uheloc’h eus lizeradur-kelenn an drouized ; ne zistroimp ket war se.
Danevellou diwar-benn oberou ha taoliou-kaer an doueed. — Damgredi da vat a c’heller ez eus bet, e-touez ar Gelted evel e-touez ar C’hermaned [1], danevellou ha barzoniezou diwar-benn oberou ha taoliou-kaer an doueed, an emgannou hag an ergerziou anezo. Izelvosou ha delwennou-zo eus an oadvez kelt-ha-roman a heñvel beza bet skeudennet gant kizellourien diouz seurt danevellou. Evel-se eo, da skouer, an doue douger ar rod-heol o vac’ha dindan treid e varc’h ar ramz lost-naer ; an doue Smerios pe Smertos, e vataraz gantañ, o stourm ouz an naer, hag all.
D’ar stumm lennegez-se e tenne an diou zanevell da heul, testeniet gant skrivagnerien an Henamzer :
1) ginivelez brôad ar Gelted, ganet ha kelennet gant eun Doue ;
2) donedigez an Dioskured : « Ar Gelted war glann ar Mor Bras », eme eun danevellour gresian, « o deus eun azaouez dreist ouz an Dioskured ha, hervez eun henlavar miret en o zouez abaoe an amzeriou pella, dre ar Mor Bras e tegouezas an doueed-se. »
Danevellou-meur, gwerziou istorek pe vrôadel. — Bez’ e oa anezo danevellou lavar-plaen pe rimet, pe marteze lavar-plaen ha rimou kemmesket, war c’hanedigez ar brôadou hag ar c’hêriou, ha kanaouennou pe veulganou d’an dud-veur varo, d’ar benvrezelourien vrudet o doa astennet bro o zadou ha renet ar Gelted da c’hounezidigez ar bed. Pennadou-zo eus skridou gresian pe latin a zo enno, evit doare, eun diverradur pe eun heklêo euz gwerziou-meur savet er yez keltiek. Mar degemerer kement-se da wir, setu amañ diwar betore danvez e vije bet steuet darn eus an danevellou pe ar c’hanaouennou-se :
1) ar biturix Ambikatus : « Eur roue meurbet kalonek, pinvidik ha galloudek e oa Ambikatus, a rene war holl boblou Keltia. Deut mat d’an doueed, a gelenne anezañ, e reas berz er brezeliou hag en emgannou hag e teuas d’eun hir-oad, endra ma wele, war e dro, kement park eus e rouantelez divent o teurel ed a-builh ha pep gwreg o c’henel eur bobl a vrezelourien [2]. Re stank e teuas ar boblañs evit ma vije renet gant eur roue hepken. Ambikatus a gemennas e kasje mibien e c’hoar, Belovêsos ha Segovêsos, paotred yaouank ha taer, war-du broiou nevez a vije merket gant an doueed dre nij an evned. Aotren a reas da Velovêsos ha da Segovêsos lakaat o-unan niver ar re a yaje ganto, e doare ma vije a-walc’h eus ar re-mañ evit herzel ar poblou da stourm ouz an argadenn anezo. Segovêsos a zegouezas d’ezañ dre evezia nij an evned koadou Erkunia ; Belovêsos heñ a voe heñchet gant an doueed war-du Italia. »
Titus-Livius eo en deus miret d’eomp ar pennad-se en doa kemeret, moarvat, e levriou eur C’helt eus Italia, an Insubr Cornelius Nepos. Diverradur eur werz keltiek e c’hallje beza [3]. Justinus, o tiverra skridou eur C’helt eus Galia, Trogos, a ro d’eomp testenn eur werz-veur all savet d’an hevelep darvoud, nemet n’emañ ket displeget keit-all :
« Ar Gelted a oa deut kement war greski ma n’helle ken o douar genidik derc’hel anezo. Tri c’hant mil den a gasjont da bell da glask eur chomlec’h nevez. Darn eus ar re-mañ a ziskennas en Italia, a gemeras Roma hag a loskas anezi ; darn all, renet gant nij an evned, a argadas Illiria ha, graet ganto eul lazadeg euzus eus Illiriz trec’het, e tiazezjont e Pannonia. Ar Gelted, brôad garo, her ha brezelgar, eo ar re genta a dreuzas an Alpou, meneziou o lein didrec’h ha yen-marvel. »
Al lennegez, gwerziou ha soniou, diwanet en-dro da ano Ambikatus, a zo, war a greder [4], unan eus an traou a bouezas da virout, e-touez Kelted an Douar-bras, unvez ar yez. Boutin e tlee beza, d’an nebeuta, etre ar Gelted eus Galia, Italia ha kreizenn Europa. E-mesk an danveziou-kan pleustret gant ar Gelted, e pep hini eus ar rannvroiou anezo, e c’heller menega :
a) e-touez Kelted-Galia
1° ar Gelted hag ar Velged o kuitaat an douarou e reter ar Rênos hag o tiazeza e Galia. Hekleo eur werz diwar-benn aloubidigez hanternoz Galia hag Enez-Vreiz gant ar Velged a gavomp marteze er pennad-mañ diwar eur skrivagner koz gresian ha miret d’eomp gant Ploutarkhos : « Ar C’halated [5], pobl keltiat, a oa anezo meur a zek mil dud, yaouank ha kalonek, ouz o heulia gwragez ha bugale e-leiz. En em ranna a rejont e daou vagad : darn a gerzas war-du Mor bras an Hanternoz hag a zalc’has penn pella Europa ; ar re all, goude treiza ar Rênos, a ziazezas etre ar Pireneou hag an Alpou, tost d’ar Senoned ha d’ar Gelted [6].
2° Alesia savet gant eun den-meur, doue pe hanterzoue. « Dastumet gantañ eun arme, an den-meur a gerzas war-raok betek Galia hag a beurredas ar vro-se, ouz he skarza diouz al laeron a waste anezi hag o terri boazamantou enep ar gwir, evel muntrerez an dud estren. Eun engroez tud a bep gouenn o veza deut a-ratoz da greski e armead, e savas eur gêr vras ha kaer-meurbet a voe anvet Alesia. An den-meur a vevas enni, ha dre zimeziou gant merc’hed roueed, e lezas ganti eur remziad tud kreñv ha galloudek. Nemet pa guitaas, ez eas buan Alesia war goaza : tud ar broiou tro-dro en em veskas gant kêriz hag holl ez ejont adarre d’eur vuhezegez diseven. Daoust da se, e talc’has ar Gelted da enori kêr Alesia evel pennlec’h ha kêr-benn Galia. »
An danevell-se a zo bet miret d’eomp gant Diodoros, en deus, sur a-walc’h, he c’havet e Poseidonios. Diwanet e tle beza e-touez an Aedued, m’edo tud Alesia unan eus ar meuriadou sujet d’ezo.
3° savidigez Lugudunon. « Tost da stêr Arar e sav menez Lousdoulos. Daou vreur, Mômoros hag Atepomâros, argaset diouz ar renerez gant Seseroneus, war c’hourc’hemenn eun orakl, a yeas di da sevel eur gêr. Kleuziet e oa an toufleziou. A-greiz-holl e tegouezas brini ha, goude gournijal amañ hag ahont, e kludjont war ar gwez tro-war-dro. Mômoros, desket war an diougana dre an evned, a anvas ar gêr nevez-c’hanet eus an ano anezo Lougodunon. »
b) e-touez Kelted Italia :
1° ar gov Heliko. Bet e oa en Italia o veva diwar e vicher ; distro en hanternoz an Alpou, e-touez e genvroiz, e tougas anezo da c’hounid dre an armou ar vro-se dispar ; heñ eo a renas o arme a-dreuz ar meneziou.
2° Belovêsos o treuzi an Alpou hag o sevel Mediolanon (Milano) e-kreiz kompezennou an Insubred.
3° Elitovios ar C’henoman. Treuzi a reas an Alpou war-lerc’h Belovêsos hag e tiazezas e bobl en-dro da gêriou Verona, Brixia ha Tridenton.
4° argadenn Brennos a laka an tan war Roma. Diwar an danvez-mañ e voe steuet, evit doare, meur a gan, o vragal enno divuzul balc’hder ar Gelted hag o c’hasoni ouz ar Romaned.
k) e-touez Kelted an Danuvios :
1° ergerz bagadou Segovêsos a-dreuz da goad Erkunia ha gounezidigez ar vro a-hed an Danuvios.
2° ar rouanez Onomaris, treizidigez an Danuvios ha gounezidigez ar vro e kreisteiz ar stêr-se.
3° an argadenn vras ouz ar C’hres dindan renadur Brennos, ha gwastidigez santual meur Delphi.
4° Bathanattos ar Skordisk. Bez’ e rene eun darn eus ar bagadou o tistrei eus Delphi hag e voe anvet an hent m’o blenias drezañ diouz e ano, Bathanattia. E vrezelourien a chomas etre menez Skordos hag an Danuvios hag e voe graet anezo an ano a Skordisked. Nemet e talc’has, en o zouez, diskennidi o renour da veza anavezet dindan an ano a « Bathanatted ».
5° furnez ha kadarnded ar Volked. Bez’ e c’hallje beza, e-mesk ar boblad-se, danevellou ha meulganou savet d’ezi hec’h-unan ; her c’hredi a rafed a-walc’h diwar testeni Kaesar. E dalc’h anezo edo ar rann eus an Erkunia a vez douret gant ar Moenos, adstêr ar Rênos, hag ar Sala, adstêr an Albis. Brezeliou hir a rejont ouz ar C’hermaned hag ar brud gounezet ganto er stourmadou-se a zo testeniet mat dre ar berz a reas o ano e yez o enebourien : Volka eo an ano a voe graet gant ar C’hermaned eus an holl Gelted hag eus ar poblou keltiek romanekaet [7].
6° emgannou hag uheloberou gourdadou ha pennou ar Goralled. Valerius Flaccus eo a ra meneg eus ar c’hanaouennou-se. Eur bobl eus kompezennou an Danuvios Izela e oa ar Goralled (Koralli). Da arouezintiou-brezel o doa rodou — rod an heol — ha moc’h gouez « savet o bleo war livenn o c’hein ». Bez’ e oa anezo, sur a-walc’h, unan eus ar bagadou a yae d’ober kevredad ar Vastarned hag e tlee beza o c’hanaouennou diwar-benn an emgannou a rejont d’ar C’heted, d’an Daked, ha d’ar poblou thrakiat all, m’o doa argadet an douar anezo [8]. Justinus a zezrevell ar bomm-danevell-mañ diwar ar brezeliou-se : « Ar C’heted n’o doa ket en em zifennet mat ouz ar Vastarned. O roue Orolos, da gastiza o digaloniez, a reas d’ezo kousket o fenn trôet ouz troad o gwele, ha servija o gwragez evel m’oant boaz da veza servijet ganto, ken n’o dije gwalc’het dre o c’hadarnded an dismegañs dellezet d’o c’hollou kenta. »
Miret eo bet d’eomp gant an hevelep danevellour koun ar spouron a saouzanas poblou an Danuvios pa zegouezas ganto ar Gelted : « Goude diazeza e Pannonia, e reas ar Gelted, e-pad hir vloaveziou, brezel d’ar poblou all ; trec’hiou ker bras a c’hounezjont hag e savas kement a aon rak o ano ken e weljod roueed, n’oant tamm ebet gourdrouzet ganto zoken, prena ar peoc’h a briz uhel. »
Meulganou d’ar benrenourien ez veo. — Eun doare kan e oa hag a rae berz eus ar c’henta, dre ma tenne da vad ha da lorc’h an noblañs hollc’halloudek. Ar braz eus stummadur ar meulganou-se a anavezomp mat a-walc’h dre skridou an Henamzer. Deraoui a rae darn anezo dre veuli gouenn ar renour, ar wrizien goz anezi hag e noblañs ; anoiou e c’hourdadou a rôed o poueza war ar re anezo a oa kouezet en emgann. Goude-se e teue meuleudi ar renour e-unan, e gadarnded, e daoliou-kaer, e veli hag e binvidigez.
Dre an derou anezo e tenne ar seurt kanaouennou d’an hen-zanevellou relijius ha d’ar gwerziou istorek, pa lavare an uhelidi keltiat diskenn eus doueed ha brezelourien-veur an Hen-amzer. Viridomâros, renour ar C’haisated e 222 kent H. S., a stage penn-kenta e ouenn ouz an doue Rênos (stêr Rênos doueet). Krixos, roue Boged Italia, a fougee diskenn eus Brennos.
Tri meulgan keltiek a zo meneg anezo e skrivagnerien an Henamzer :
1° ar meulgan da Luernios, roue an Arverned. Ar barz, degouezet re ziwezat da gemerout perz e banvez ar roue, a gan meurded hemañ hag a glemm gant e reuziad e-unan. Gopraet gant e vestr, e sav raktal eur c’han nevez, o lavarout ez a rollec’hiou karr Luernios da ervennou a daol d’an dud aour ha madeleziou.
2° ar meulgan da Vituitos, roue an Arverned ha d’e gannad. Pa zegouezas ar c’hannad, kaset gant ar roue, dirak ar Romaned, ar barz a oa gantañ en em lakaas da gana Bituitos, pobl an Arverned, ar c’hannad e-unan, hag ar ouenn, ar gadarnded hag ar c’halloudegez anezo.
3° ar meulgan da Gaesar Oktavus. Kanet e voe a-gevret gant daou vil a varc’heien c’halian, a gerzas en eun tu gant Oktavus, da vare emgann Aktium (31 kent H. S.).
Gwerziou flemmus. — Bez’ e oa, ouspenn ar meulganou, ar flemganou, a veze kanet war an delenn gant ar varzed, ar sulbedennou rimet a veze savet a-wechou gant ar gadourien d’o enebour kent an emgann hag a zeue peurliesa da heul o meuleudi o-unan.
Kanaouennou emgann ha trec’h. — Tri doare kan-emgann a c’heller dishañvalout :
a) kan eur c’hadour e-unan kent an emgann-daou. Ar c’han-se a zeue gantañ alies, evit doare, eur c’horoll ma heje ar c’hadour ennañ e bennad bleo hir hag e armou.
b) ar c’han kanet a-gevret gant an armead renket evit an emgann. Ar c’han-se eo a raed anezañ, e-touez ar C’hermaned er c’henta kantved goude H. S. an ano a barditos pe bardatos « barzaz ». Rei a c’heller da skouer :
1° ar c’han kanet gant ar Gelted en emgann an Allia (390 kent H. S.)
2° ar c’han kanet gant ar C’halianed en emgann ar Rotanos ouz Hannibal, er bloaz 218 kent H. S. War eun dro gant ar c’han-se e oa eur c’horoll ma hejed ennan e muzul ar skoedou hag ar goafiou.
3° kan brezelourien Voudikka kent an emgann eus ar bloaz 61 goude H. S.
k) ar ganaouenn-drec’h goude an emgann. Menega a c’heller :
1° ar c’han kanet goude emgann Klusium, e 295 kent H. S. gant ar varc’heien geltiat, a-ispilh ouz kerc’henn o c’hezeg pe pintet e beg o goafiou pennou trouc’het ar Romaned trec’het ganto.
2° kan Boged an Itali, goude emgann ar bloaz 216, en eur gas da dempl o foblad penn ar c’honsul roman Postumius.
Kanaouennou tiegez. — Ne ro skrivagner ebet da anaout e vije seurt kanaouennou e-touez ar Gelted. Nemet n’heller ket nemeur diskredi o dije anavezet an doare barzoniez-se a rae berz, d’ar mare, e-touez poblou en o c’hichen ha keit-ha-keit ganto evit o sevenadur. Skridou an Henamzer a veneg end-eeun kanaouennou banvez hag eured e-touez ar C’hermaned hag an Dhraked, kanaouennou-kanv e-touez al Luzitaned, kanaouennou maro pe emlaz e-touez ar Gantabred, kanaouennou-labour e-touez an Etrusked, hag all.
Kanaouennou diougan. — Diou skouer anezo a c’heller menega :
1° an diougan war ziskar Roma. P’en em skignas e Galia, e 69-70, ar c’helou e oa losket ar C’hapitol, e kanas an drouized ez oa bet kemeret gwechall ar gêr-se gant ar Gelted, nemet e oa manet templ Jupiter en e sav ha gantañ galloudez Roma. An tangwall m’edo bet losket gantañ a oa eun arouez eus buhanegez an doueed, o tiougana e oa aotrouniez ar bed o vont da dremen gant poblou an Hanternoz.
2° an diougan war zismantr Kamulodunon. En enez-Vreiz, nebeut amzer kent stourmadenn vras ar bloaz 61, e voe diouganet gant merc’hed, aet enno an alfo darlavariat, e vije hepdale pell dismantret Kamulodunon, m’o doa kêriz anezi tennet warno kasoni ar Vrezoned dre o c’hrizder, o gwalldaoliou hag o freizerez.
Pedennou, kanaouennou-hud. — Menegomp : 1° pedenn Voudikka da zoueez-veur he foblad ; — 2° ar malloziou taolet gant drouized enez Vona pa zegouezas ar Romaned ; — 3° kanaouennou-hud gwerc’hezed enez Sena (Sun) a c’hell dichadenna kounnar an avel hag ar mor ; — 4° ar c’halvadenn d’an evned sakr e-touez Kelted ar Reter : pa veze argadet ar vro gant hedou kilheien-raden, e kanont pedennou hag e tisplegont lidou sakr a laka an evned da zont war-dro.
Perz al lennegez e buhez ar Gelted. — Gant an hudourien (vatis, veletes} dreist-holl e veze savet ar c’hanaouennou diougana. Lodenn ar varzed a oa ar meulganou, ar flemmganou hag ar barzoniezou-brezel, hag hini an drouized ar c’hanaouennou lid, kentelius pe danevellus. Hogen an uhelidi, a zeske int-i o-unan gwerzennou e-leiz en o yaouankiz, a gleve anezo er banveziou hag en ergerziou hag o c’hane en emgannou, a dlee sevel ivez gwerziou alies, evel m’her grejont diwezatoc’h en Iwerzon hag e Kembre. Al lennegez, ar varzoniez dreist-holl, a oa eta bras ar perz anezo e buhez an noblañs keltiek.
Ar werzawouriez hen-geltiek. — Dianav eo d’eomp. Goulakaet ez eus bet gant John Rhys, Celtic Inscriptions of France and Italy, e oa darn eus an enskrivaduriou galianek deuet betek ennomp gwerzennou c’houec’hmentadek diazezet an hesoniez anezo war an taol-mouez [9]. Nemet eus ar marevez kelt-ha-roman e teu d’eomp an enskrivaduriou-se, ha trôet marteze e oa bet a-benn neuze ar C’halianed da henvelekaat en o yez gwerzawouriez ar Romaned. Fur ne vefe ket kredi ez eo bet ar werzawouriez-se an hini a oa gant ar Gelted d’ar mare ma vevent en o frankiz, disyeo o spered diouz levezon barzoniez ar C’hreisteiz. Sklerijenn a zo bet klasket da gaout digant Iwerzon ar Grenn-amzer, ha gant gwir abeg, evit doare, pa ’z eo gwir he deus miret hena lennegez krenn-amzerel ar vro-se envoriou eus eur sevenadur henvel meurbet ouz sevenadur Kelted an Hen-amzer. Ar werzawouriez e boaz en Iwerzon e-pad ar Grenn-amzer a zo eur werzawouriez sillabennek gant klotennou-dibenn. Anat d’an holl andon romanek pe izel-latin ar werzawouriez-se. Araok ar VIIet kantved goude H. S. koulskoude, ez eus bet en Iwerzon eur werzawouriez dishenvel diouz hounnez ha diazezet, neket war niver ar sillabennou, hogen war ar pouez-mouez er geriou. Ar genganez — eur genganez a-grenn diouti hec’h-unan — a zo o ren er werzawouriez-se bet miret d’eomp skoueriou anezi gant eun nebeut barzonegou savet en eun iwerzoneg eus ar c’hosa. Bez ’ez eus henvelderiou etre an hen-werzawouriez iwerzonek-se ha hen-werzawouriez ar sadornian latin. Unan a zaou. Pe levezoniet eo bet ar werzawouriez iwerzonek gant ar werzawouriez latin poblel e-pad ar Ia, an IIet, an IIIet, ar IVet hag ar Vet kantved goude H. S. [10], pe distag an eil diouz eben eman an diou werzawouriez, nemet eur genandon o deus bet en oadvez-hont eus ar ragistorvez (etro ar XVet kantved kent H. S.) a zo bet graet anezan gant ar yezoniourien oadvez italiadekkeltiek [11]. An henvelderiou stank e-kenver geriawouriez, soniadouriez, yezadouriez, a zo etre ar yezou keltiek diouz eun tu hag ar yezou italiadek (ombrieg, latin, sabelleg) diouz an tu-all, a laka anat o deus gourdadou ar Gelted ha gourdadou an Italiaded kenvevet kichen-ha-kichen en hevelep bro, kreizenn Europa, e-kerz an eilvet milved kent H. S. Maread ar c’henveva-se a zo bet graet anezan oadvez italiadekkeltiek.
Enskrivaduriou hengeltiek ha skritur. — Ar Gelted koz n’o deus ket skrivet levriou en o yez, nemet amprestet o deus darn anezo, a oa amezeien nes d’an Etrusked, d’an Ibered ha d’ar C’hresianed, o lizerennou digant ar poblou-se, ha graet eun implij bennak eus ar skritur kent poblou all an Hanternoz, Germaned ha Slaved. Graet o deus ganto enskrivaduriou war vaen pe war vetal (plom, kouevr, arem, h. a.) ha diellou stadou pe diegeziou evel rollou-niveri meuriadou pe dropellou, kontou gounidigez-douar pe genwerz, hag all. An niveraduriou hag ar c’hontou, skrivet war danvez dibad, rusk [12], prenn [13], kroc’hen, lien, n’int ket deut betek ennomp, nemet kavet ez eus bet eun nebeut peziou-moneiz, bommou skrivadur keltiek warno hag eun daou-ugent enskrivadur bennak war vaen pe war vetal, bez-skrivaduriou pe dediou peurvuia.
Lizerennou gresian pe etruskek ez eo an enskrivaduriou keltiek kosa war vaen pe war vetal. Diwezatoc’h, pa voe bet aloubet Galia gant ar Romaned, e tegemeras Kelted ar vro-se al lizerennou latin. Ar pouezusa eus an enskrivaduriou latin eo an deiziadur arem, kavet e Coligny (Ain) e 1897, hag a zo bet engravet er c’henta kantved goude H. S. Hiniennou eus engravaduriou keltiek Galia, (re Alesia, an Hen Boatie hag Avignon) a zo anezo, war a greder, gwerzennou c’houec’h-troadek, a vije an hesoniez anezo diazezet war ar pouez-mouez [14].
Ar skridou keltiek eus ar maread roman, n’int ket deut betek ennomp, a c’heller ranna e teir c’hevrenn : 1° al lizerou skrivet-diskrivet gant an dud ; Diodorus Siculus a lavar d’eomp eman ar c’hiz gant ar C’halianed stlepel e-touez flammou an tantadou-kanv lizerou skrivet ganto d’o c’herent maro. Diwar ar c’hiz-se e heller dastum n’oa ket dianav, d’ar re eus ar Gelted a anaveze ar skritur, boaz ar skriva-diskriva lizerou etre beved. — 2° an testamantou. Ar gwiraour roman Ulpianus, maro e 228 goude H. S., a anzav talvoudegez an testamantou skrivet er yez keltiek ; — 3° ar barnadennou « douget diouz Reiz an Derv » a veze engravet war eskern, e bro al Liger (al Loar breman), hervez ar Querolus.
Al lizerou skrivet d’ar re varo, an testamantou hag ar barnadennou douget diouz reiz an derv hag enskrivet war eskern, setu an tri rummad skridou hen-geltiek a zo meneget fraez gant Kreisteiziz an Hen-amzer er re eus o levriou a zo deuet betek ennomp. Adalek ar c’henta kantved goude H. S. e oa e Lugudunon levrdiou brudet nemet levriou latin ne gaved ken enno, a-hervez.
An hena enskrivaduriou hen-geltiek deuet betek ennomp a zo savet gant lizerennou etruskek-gresiek. Al lizerennou-se a zo bet implijet gant poblou-all o veva kenver-ha-kenver gant ar Gelted en hanternoz Italia ha war ar gevrenn-se eus aradennad an Alpou a ra an diforc’h etre hanternoz Italia ha traonienn an Danao : Leponted, Raeted, Illirianed, h. a. Deuet eo betek ennomp enskrivaduriou lepontek hag illiriek war kerniel-karv. Eus ar broiou-se e vije en em ledet boaz al lizerenneg etruskek-gresiek war-du an Hanternoz, betek Bohemia, a-hed an hentou-kenwerz (hent ar goularz, hent an houarn, hent an holen), hag e kreder e vije bet el lizerenneg-se andon ar runou pe rinlizerennou ar C’hermaned [15].
Gwirhenvel eo e oa skrivet gant al lizerennou-se etruskek-gresiek an enskrivaduriou a gavas ar Romaned gant souez e Germania. Kredi a rejont lenn warno anoiou Odusseus hag e dad Laertês. E anoiou hen-geltiek a-seurt gant Kamulixos, Smertos, kamm-lennet ganto Ulysses (Odusseus) Laertou eman moarvat andon o fazi [16].
An hena enskrivaduriou keltiek a zo, hep mar, enskrivadur Todi, Italia, hag an enskrivadur a lenner war unan eus tokarmou Negau, Stiria-Izela. Talvoudus eo enskrivadur Todi dre ma kaver ennan geriou aes da zisklêria dre ar yezou nevez-keltiek a vreman : 1° eur verb d’ar c’henta person unan : karnitu a heller spisaat e dalvoudegez dre ar c’hembraeg breman carneddu « bernia mein ». Heman a c’houlenn en e ziagent eur stumm hen-geltiek *karned- a zo hep mar ebet an hini a dleer lenn e Todi, an t etruskek oc’h arouezia d kerkouls ha t. 2° an dro-damall unan logan, eus eur ger loga « *bez » a zo hep mar hen-stumm ar ger kembraek a vreman llo « krug, tolzenn » ; 3° eun dro-damall lies artvass « *mein » : an iwerzoneg art « maen » a c’houlenn en e ziagent eur stumm hen-geltiek *arta. An enskrivadur en e bez a zo da veza lennet evel-hen : Ategnati Drutikni karnidu logan Koisis Drutiknos Ategnati Drutikni karnidu artvass Koisis Drutiknos, ha da veza trôet er c’hiz-man : « Koisis mab Drutos, em eus savet bez Ategnatos mab Drutos. Koisis mab Drutos, em eus savet mein Ategnatos mab Drutos » [17].
E broiou ar Reter-Nesa (Ejipt, Rag-Azia, Azia-Vihana), ez eus bet kavet diwar dourn ar Gelted graffiti hag a zo ker koz hag an enskrivaduriou kavet e Todi hag e Negau, nemet bez ’ez eus anezo gwall nebeut a dra e gwirionez, anoiou-tud hepken peurliesa. An hini hira, graffito al louarnetaerien en Abudos, bro-Ejipt, a zo anezan eur frazenn a-bez, n’eo ket e keltieg avat ez eo bet skrivet, hogen e gresianeg. Eman e chapel Horus, e templ Seti Ia. Gant beg eur gontell eo bet engravet er gwiskad livadur ruz a c’holo gar dehou delwenn azezet an doue Horus Penn-Sparfell. Graet eo bet, hervez doare, e-pad seziz Abudos gant Ptolemaios Vet Epiphanès, e 186-185 kent H. S. (e-maez kêr e oa templou bras Abudos). Ar graffito dister-se a zo anezan moarvat an hena arroudennad-skritur deuet d’eomp diwar dourn eur C’helt. Setu hen aman : Tôn Galatôn Thoas, Kallistratos, Akannôn, Apollônios, êlthomen ôde, kai alôpeka elabomen ôde « Eus ar C’halated, Thoas, Kallistratos, Akannôn, Apollônios, ez omp deuet aman, hag eul louarn hon eus paket aman ». Eur graffito-all er chapel-se a zo anezan hepken an daou-ano Galatês Dêmêtrios.
En Hadra, er gorflann pe nekropolenn veur a oa en tu diouz ar savheol da gêr Aleksandria-Ejipt, ez eus bet kavet eur c’hao-bez ma oa bet beredet ennan, eus ar bloaz 230 d’ar bloaz 210 kent H. S., goprsoudarded ar roue ptolemaek. A veur a vrôadelez e oant : Kretiz (dek anezo), Kilikiz (pemp), Iaoniz (pemp), Thessaliz (pevar), Boiotiiz (tri), Akarnaniz (tri), Arkadiz (tri), Sirianed (tri), Thraked (daou), Lukiad (unan), Pamphuliad (unan). Eur pemzek bennak anezo a oa Kelted pe C’halated. Nemet e gresianeg e vez ar bezenskrivaduriou anezo ha gresianek alies o anoiou : Aideprates, Aidosotios, Atuios Keltos, Bitos Lostoieko Galatês, Donnônataieus Galatês, Ketositos Galatès, Phileista gunê Sisonônos Anaximou Galatou, Poluxenios Galatês, Boudoris Galatê…, Purrhos Galatês, Isidôros Galatês, Purrias Illurios… kai… Galatês.
Diwar-benn hiniennou eus an anoiou-se, e teu gant A. J. Reinac’h, war Rev. des Et. anc. 1911, p. 50, an eveziadennou-man : Boudoris a ziskouez beza furm hellenekaet eun ano keltiek. Anaximos ha Poluxenios a zo marteze troidigeziou diwar anoiou keltiek. Purrhos « ar Rouz pe ar Ruz » a zo bet anvet evel-se, moarvat, en abeg da liou e vleo. Purrhos a zo bet graet ivez eus eur Bastarn, sklav e Delphi, e 143 kent H. S. [18].
Galatia betek-hen n’he deus ket daskoret d’eomp enskrivaduriou keltiek, nemet anoiou keltiek a dud a lenner war enskrivaduriou gresianek ar vro : Gaisatodiastos, Smertulitana, Albiorix, Boussourix, Ateporix, Smertorix, Smertôn (heman d’ezan daou vugel Domna ha Dada) [19], h. a.
Ar graffiti war zarbodou (ostraka, unander ostrakon) kavet e Galia, el lec’h anvet breman La Graufesenque (eul labouradeg poderez-pri a oa eno er Ia kantved goude H. S.) a zo talvoudus o anaout dre ma lenner warno eun niver geriou keltiek, en o zouez : 1° tudos, tuddos, dre d barrennet an eil hag egile (d barrennet oc’h arouezia moarvat an st indezeuropek hag an indezeuropeg tst, ts) « kuchennad » ; 2° extratudos (d barrennet) « maezkont » (an iwerzoneg echtar, kembraeg eithr, a c’houlenn en o diagent eur stumm hen-geltiek *ekstro) [20] ; 3° luxtos « karget » pe « da garga » ; 4° uxedia, uxsedia « uhela, pervez, rik » ; 5° etic « hag ouspenn », h. a. Ar pep talvoudusa warno eo an dek niver-pedvedi kenta eus ar galianeg : kintuxos (kintussos) « ar prim-genta, ar peurgenta, ar c’henta-holl », allos, alos « eilvet », tritos « trede », petuaros « pevare », pinpetos « pempvet, pemvet », svexos « c’houec’h », sextametos « seizvet », oxtumetos « eizvet », naumetos « navet », decametos « dekvet ».
E derou an oadvez kristen ec’h ijinas ar Vrezoned eun doare skritur, ar skritur ogamek pe ogmek, a voe implijet adalek ar c’henta kantved goude H. S. betek ar VIIet kantved, dreist-holl gant Iwerzoniz evit kañvskrivaduriou war vaen. Lizerennou ar skritur ogamek a zo anezo linennou eeun graet darn a-sounn, darn a-veskell, darn a-dreuz d’al linennou merket gant korn-ker ar maen. Setu aman, treuzskrivet en hon lizerennou, eur skouer eus yez an enskrivaduriou ogamek : Corbi koi maqi Labriattos « (Bez) Korbos aman, mab Labriattis ». Korbi a zo tro-c’henidik Korbos. An ogameg koi « aman » a vez skrivet koui en enskrivaduriou Galia. Maqi a zo tro-c’henidik maqos « mab », ha Labriattos eo tro-c’henidik Labriattis. Da iwerzoneg Labraid, tro-c’henel Labrada, eo aet diwezatoc’h an daou stumm-se. En enskrivaduriou ogamek, ar ger da lavarout « bez » a vez dindan-veizet peurliesa. Hen kavout a raer koulskoude en eun enskrivadur piktek a vro-Skos : Maqqi Noviogruta ura Elisi « Bez (ura) Elisos mab Noviogrus ».
Da heul aloubidigez enez Vreiz gant ar Romaned, e teskas Breiziz ober gant al lizerennou latin hag al levriou papurus pe barch. Iwerzoniz, a zalc’he dre vor darempredou kenwerz dibaouez gant Breiz-Veur, a zegemeras an nevezintiou-se. Er IIIet kantved goude H. S., eur beajour estren, Aethicus Istrius, goude ergerzout Iwerzon, a zezrevell en deus embreget levriou (volumina) gouizieien ar vro-se.
Ar rolladennou-se [21] eus an IIIet kantved goude H. S. a zo, keit ha ma c’houzomp, al levriou hen-geltiek n’eus nemeto a gement a vije bet. D’ezo eo hep mar e tleomp an envor o deus miret skridou iwerzonek ar Grenn-amzer eus darvoudou, traezou, boaziou, giziou ha kredennou koz-koz a vije aet buan ha krenn da get pep kounaënn anezo en eul lennegez a-c’henou hepken.
- ↑ Bez’ e oa, hervez Tacitus, gant Germaned ar c’henta kantved goude H. S. gwerziou koz diwar-benn an doue Tuisto pe Tuisko, ganet eus an douar, e vab Mannus, krouer o gouenn, ha war vibien ha gourvibien all da Vannus o doa rôet d’ar meuriadou o « gwir anoiou ».
- ↑ Lakaat e-keñver an ano keltiek a blac’h Virotouta « pobl a dud », da lavaret eo « mamm d’eur bobl a dud ». Diskleria an ano-se en eun doare-all a heller ober : « Krenv evel eur gour, evel eur gwaz » (kenveria eun ano hen-geltiek all a blac’h : Sagrobena « ar Vaouez krenv »).
- ↑ Titus-Livius en deus distreset an diverradur-se ouz e zisplega hag ober gant ar biturix (roue-meur) Ambikatus roue ar Vituriged, eur boblad eus kreizenn C’halia. N’eo ket eno, hogen war riblou ar Rênos, en em gave er Vet hag er IVet kantved kent H. S., penn ha kalon Keltia. Eus daou ribl ar Rênos, gouez da Appianos, e teuas ar Gelted, alouberien Italia ; eno e voe ganet sevenadur keltiek an Ten. Adkemeret eo bet tezenn Titus-Livius gant C. Juliian, nemet gwelloc’h a se n’eo ket.
- ↑ D’Arbois de Jubainville, Premiers Habitants, II, 388-393.
- ↑ Galatas (unander Galata) eo an ano-brezel a gemeras, en IIIet kantved kent H. S., ar meuriadou keltiat chomet etre an Albis hag ar Rênos. Da lavarout eo, hep mar, kement ha galatios « kadarn » ha galakos « kalonek », deut da veza galde ha galach en iwerzoneg. Deveret eo ar geriou-se eus gala « kadarnded », « taol-kaer », deut da veza gal en iwerzoneg. E galleg, Galata a zo aet da Jalde da genta, da Jaude da ziweza, en anoiou-lec’hiou. Da Jaille eo aet Gallia : eun ano-lec’h eo, aet da ano-tiegez. — Adnotenn : Jaude a veze skrivet Jalde er XIVet kantved, G. Poisson, Note sur l’étymologie du nom Jaude, Clermont-Ferrand, l910 ; Rev. celt., 1911, p. 120.
- ↑ Senoned C’halia a oa anezo, er c’henta kantved kent H. S., eur bobl diazezet war ribloù stêriou Sequana hag Ikaunis (Yonne). Eus Senos « hen » eo tennet sur a-walc’h an ano anezo. Kelted e oa an ano a venne kemerout eviti hec’h-unan, d’an hevelep mare, ar bobl a zalc’he ar vro etre stêriou Sequana ha Garumna.
- ↑ Volka a zo deut da veza diwezatoc’h, er yezou germanek, Walah, Walh, Wealh, ha goude Welsch, Welsh. An hen-uhel-alamaneg Walha a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-c’hermaneg *Walc’hoz.
- ↑ E-touez ar poblou-all-se, ret eo menega an Agathursed a oa aourus-kenan ar vro annezet ganto, ken ma oa deuet ar c’hiz en o zouez d’ar wazed zoken samma o c’horf hag o izili a vraoïgou aour a bep seurd. Livet e oant ouspenn eus o bleo d’o seul gant liou glas ar glaston (Isatis tinctoria). Boutin etrezo e oa ar merc’hed, ha lezennou o doa, anezo gwerzennou dre gant ha kant. A c’hellje beza e vije ar gêr a Zakia anvet e gre ar Romaned Porolisson (e-harz Mojgrad) eur c’hrenvlec’h bet savet gant ar Gelted. Keltiek e hellje beza an daou c’her aet da ober hec’h ano : kenveria ar c’hembraeg por « what is over, supreme », ha llys « a court ».
- ↑ Sed aman diou skouer eus an enskrivaduriou-se :
1° Martialis Dannotali ieuru Ucueti sosin keliknon
Etik gobedbi dugiiontiio Ucuetin indu Alisiia.
2° Licnos Contextos ieuru Anvallonacu canecosedlon.Ar ger canecosedlon, bet diskleriet dre veur a hent, a dalv hep mar ebet « kador-zunv », Rev. celt. 1930, pp. 200-1. — A-zivout henventadouriez ar Gelted, lenn ali J. Loth, id. 1903, pp. 86-94. Diwar-benn andoniou indezeuropek mentad varzoniez Gresianed an Hen-amzer : A. Meillet, Les Origines indo-européennes du mètre grec, 1923.
- ↑ E-pad ar pemp kantved-se eo bet stank an darempredou etre Iwerzon, Kornog Galia (Pixtovon Poatou diwezatoc’h — ha Santonikon — Saintonge — dreist-holl) ha kevrennou roman enez-Vreiz. Eus Kornog Galia e teue da Iwerzoniz ar gwin, fin Gall, fin a tirib Gall, evel ma lavarent en o yez krenn-amzerel. Gant Zimmer ha Loth eo bet studiet an darempredou-se dre vor. A-goz e savent er ragistorvez, pa ’z eo gwir e oa anezo abaoe rannoadvez an armou maen ha kouevr (trivet milved kent H. S.) Loth, Relations directes entre l’Ibérie et l’Irlande à l’époque énéolithique, war Mémoires de la Société d’histoire et d’archéologie de Bretagne, 1924 ; Relations directes entre l’Ibérie, l’Armorique et l’Irlande à l’époque énéolithique, id. 1925 ; W. Bremer, Ireland’s place in prehistoric and early Europe, troêt diwar an alamaneg, Dublin, 1928 ; Kuno Meyer, Early relations between Gaels and Brythons, war Y Cymmrodor, 1896 ; Rev. celt. 1910, pp. 254, 266 ; 1914, pp. 96-8. H. a.
- ↑ Diwar-benn an oadvez italiadekkeltiek, lenn levr Meillet a-zivout ar rannyezou indezeuropek ha dreist-holl e Esquisse d’une histoire de la langue latine, kenta mouladur, 1928 ; trede mouladur, 1933. An hendraouriez a zeu da genharpa ar yezoniez aman. Ar sevenadur eus an arem e Bohemia, Moravia, Silezia (etro ar XVet kantved kent H. S.) anvet sevenadur Unetice, a ziskouez beza diwar dourn gourdadou an Italiaded. Ac’hano en em led etrezek ar C’hreisteiz, en tu-all d’an Danao da genta, en tu-all d’an Alpou goude-se, war kevrenn hanternoz Italia. Diouz he relegou, e oa pobl Unetice eur bobl hiron, enni nebeutoc’h a dud d’ezo an neuz-ouenn hanternoziat (Homo nordicus) eget e-touez o nes-amezeien diouz tu ar C’hornog, pobl ar c’hrugellou (andon ar Gelted) a veve etre an Danao-uhela, stêr Sala ha mor an Hanternoz. Koulskoude, zoken pa voe aet da veva a-unstroll ganto an engroez duarded a oa anezo kentannezidi Italia, e treuzvevas a-hiniennou e-touez an Italiaded melenvleveien ha ruzvleveien, hag e voe laket an neuz hanternoziat da zarn eus o doueed : bleo melen (flava) e oa an doueez Roma (dea Roma) gant ar Romaned. A. Grenier, Les Gaulois, 1924 ; V. Gordon-Childe, The Danube in prehistory, Oxford, 1929 ; H. Hubert, Les Celtes et l’Expansion celtique jusqu’à l’époque de la Tène, 1932, pp. 220-1 ; Hahne, Das vorgeschichtliche Europa, Kulturen, Volker und Rassen, eil mouladur, Bielfeld, 1935.
- ↑ Kenveria an iwerzoneg barc « levr », bardann « levraoueg », germaneg barc « rusk », indezeuropeg *bharg, Rev. celt. 1920-1921, p. 304.
- ↑ Geriou evel ar c’hembraeg cywydd, an iwerzoneg cubaid « kenrim, kenson », o c’houlenn an eil hag egile en o diagent eur stumm hen-geltiek *komvidus « kewez, kenwez », a laka anat, eme an aotrou Jozeb Loth, e oa, en amzer ma rae Gouezeled ha Brezoned eur bobl hepken, eun doare-skritur war brenn (pe gant prenn), Rev. celt. 1911, p. 195 ; Le sort et l’écriture chez les Celtes, war Journal des Savants, 1911. En holl yezou nevez-keltiek e veze graet gant doareou-lavar evel teurel prenn (en iwerzoneg crannchur), tenna prenn (ac’hano ar c’hrenn-vrezoneg prenndenn) evit lavarout consulter le sort, tirer au sort. Anavezet e oa an tenna prenn gant ar C’hermaned. Prenn-aval eo a oa e boaz evit se.
- ↑ Sellout ouz ar Revue Celtique, bloavez 1907, pajennou 263, 264, 269.
- ↑ Dre hantererez ar Varkomaned « Gwazed an Harzou » e vije en em skignet boaz al lizerenneg e-touez Germaned an Hanternoz. Ar Varkomaned a oa deuet da chom e Bohemia war-lerc’h ar Voged er Ia kantved kent H. S. Diwezatoc’h, kemeret ganto an ano a Baiovarii, Boiovarii (stumm keltiekaet) « brezelourien vog », ez ejont da ober o annez er vro a zo bet anvet Baviera diouz o ano. — Ar germaneg runo « tra guz a hud, arouez-hud, arouez-skriva » hag an hen-geltieg runa, deuet da iwerzoneg rûn « tra guz, rin, kevrin » a zo dinaouet eus eur wrizienn indezeuropek *wer, *wor « eren, kevrea, liamma » a gaver en ano-doue indezat Varuna hag en ano-doue gresiat Ouranos. Varuna a c’houlenn en e ziagent *Woruno ; Ouranos a c’houlenn *Worweno. Diwar eur furm indezeuropek wrwenâ pe wrunâ eo ar germaneg rûno. Diwar *wruna eman an iwerzoneg rûn. Evel Odin-Woden (Vatanos), mestr-meur ar runou, Varuna hag Ouranos a zo anezo Ereerien o stourm neket gant armou evel an doueed-all, hogen gant ar bras a c’halloud-hud a zo enno. — J. Loth en deus embannet a zivout ar skritur gant an hen-Gelted pennadou-skrid talvoudus da lenn, nemet diaes da gavout dre ma ’z int a-skign war kelc’hgelaouennou a bep seurd. Diwar-benn boaz al lizerenneg etruskek-gresiek en hanternoz d’an Alpou hag orin ar rinlizerennou germanek lenn labouriou Marstrander meneget gant Karsten e levrlennadur e levr Les anciens Germains. Diwar-benn ar rinlizerennou o-unan, Arntz, Handbuch der Runenkunde, Halle, 1935 ; Reichardt, Runenkunde, Iena, 1936.
- ↑ Kamilh Jullian, Ulysse en Germanie, war Rev. des Et. anc. 1912, pp. 283-4.
- ↑ Goulakaet eo bet gant Rhys, ha war e lerc’h gant Loth (Rev. arch. 1921, I, p. 115-6), e oa dindan-veizet, en enskriyadur Todi, eur ger o talvezout « bez » dirak pe war lerc’h Ategnati Drutikni. Dioufrazennek e vije peb unan eus an diou frazenn a zo en enskrivadur, hag an eilvet frazenn a vije pep gwech o teraoui gant ar verb karnidu.
- ↑ E miz Meurz 143, Philistos hag e vab Euangelos a zisklava a briz peder min sôma andreion oi onoma Purrhias to genos Bastarnas. Kenveria (heman o tont eus an dro-spered, ha neket eus an neuz-korf) an ano a Aristô « an hini vat-kenan, an hini wella » laket d’eur Vastarnez, sklavez e Delphi : e miz Eost 160, Kalliklès mab Timon a zisklava a briz teir min sôma gunaikéion ai onoma Aristô to genos Bastarnan. A. J. Reinac’h, Bull. de Correspondance hellénique, 1910, p. 302.
- ↑ Eun ano-moumouna eo Dada emichans, evel m’eo Lella (merc’h Genetos) war eun enskrivadur eus Kolonia « Kolun » (Koeln en alamaneg, Cologne e galleg). Ammo, Ammios, Ammia, war enskrivaduriou Galia, a zo marteze ivez furmou-moumouna diwar Amo, Amios, Amia. Kenveria *Genetta, furm-moumouna eus geneta hag aet da gembraeg geneth « plac’h yaouank ». Geneta a vije aet d’eur c’hembraeg *gened. Kenveria c’hoaz Eppo, stumm-moumouna diwar Epo. H. a.
- ↑ Hen-iwerzoneg echtargeinde « ganet e-maez, ganet e lec’h-all », echtar-crich « rannvro a-ziavaez », echtarthuath « meuriad estren », h. a. — Ar ger galianek etic « hag ouspenn », meneget izeloc’hik en danevelll dindan ar pempveder, a zo anezan c’hoaz en hor brezoneg : goude a zalc’h lec’h eur stumm hen-geltiek *vo-etik (Viktor Henry).
- ↑ Hennez eo ster al latin volumina, unander volumen « tra rollet, rolladenn ». Bez’ ez oa anezo tammou papurus (ugent anezo peurliesa evit pep volumen) peget an eil ouz egile e doare da ober eur riblenn hir a rolled endro d’eur vazig (umbilicus). Da lenn e veze dirollet tamm-ha-tamm ar riblenn. Peurliesa e oa stag ouz ar riblenn diou vazig, unan e pep penn anezi. Gant-se, e veze gallet adrolla tamm-dre-damm ouz unan anezo ar volumen bep ma veze lennet. A-wechou, e-lec’h papurus, e veze graet gant riblennadou-lien. D’o mirout, e veze klenket pep rolladenn en eur gouhin pe feur parch (membrana) livet e ruz pe e melen. Eun dikedenn (index, titulus), warni ano al levr, a oa stag ouz pep rolladenn. Berniet e veze ar rolladennou war stalennou eun armel pe serret ebarz eur c’houfr. Diwezat a-walc’h e voe laket ar papurus (paper pe gartons diwar ar broen-Ejipt) da ober levriou strollet ha keinet henvel ouz hon levriou. Codex, liester codices, eo an ano a laked d’ar c’heinadennou pe strolladennou-se. Ar re gosa a anavezomp ne savont ket uheloc’h en tremened eget ar IVet kantved goude H. S. Nemet abretoc’h, diwar dibenn ar Ia kantved goude H. S., e oa bet laket ar parch (pergamena, membrana) da ober eun nebeut keinadennou (codices) henvel ouz hon levriou. Tamm-ha-lamm, dre ma oa ar parch gwelloc’h da badout eget ar papurus, e vôe kemeret gantan lec’h heman en oberidigez al levriou. Kement-se avat ne zegouezas ket araok dibenn an Hen-amzer. Cagnat ha Chapot, Manuel d’archéologie romaine, II, 1920, pp. 502-12 (levrlennadur talvoudus en notennou e-traon ar pajennou).