Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 61
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 367-384)
- « Ar gaou graet ouzimp gant an Etrusked eo e fell d’ezo piaouia rnuioc’h a zouar eget ma c’hellont gounid hag e nac’hont ranna ganimp, ha ni deut a-ziabell, paour ha niverek. Hennez eo, Romaned, ar gaou graet ouzoc’h ivez gant ar poblou en-dro d’eoc’h : ha, mar nac’hont rei perz d’eoc’h en o zra, e kerzit d’ezo, d’o lakaat en ho sujedigez. Hag, ouz hen ober, ne rit tra a gement a ve diroll pe ziwirion, pa heuilhit ar gosa eus an holl lezennou, an hini a ro d’ar re greñva madou ar re wana. »
- (Komzou Brennos da gannadourien Roma, dioc’h Ploutarkhos.)
Adalek rec’hell garo bro-Spagn betek ar geoteier bras ma veze o kantreal ar Skolot hag e vagadou kezekenned hanter-ouez, eus an tornaodou heoliet ma skôe outo tonnou glas ar mor Kreizdouarek d’an traezennou hir ma kleved o klemm, e-kreiz al lusenn, rnouez moriou an Hanternoz, en em astenne Hen-Geltia a-hed leoiadou ha leoiadou c’hoaz, bep eil tro heoliet-kaer pe vantellet a goumoul, kompez pe veneziek, golôet a c’hlazadur pe dic’hlasvez, kêriek pe zidud. Dirak ar beajour souezet e tisplege naouspet kant ha kant a daolennadou disheñvel hag engroez he foblou o komz kant yez [1] hag o ren o buhez pemdeziek tenn ha garo, o hemolc’h, o pesketa, o vesa loened, oc’h arat, o vrezeli, o preiza, o kenwerza. Hag eus eur penn da benn all an impalaerded divent-se, oc’h evesaat war ar maeziou ha kêriadennou an dud, e wele an tremener ar c’hestell savet gant an drec’hourien geltiat, mistri d’ar vro, ar c’hreñvlec’hiou bras, ledan, gwenn, kaer, evurus, santel ha disuj, chomlec’hiou an trec’h, ar rouanez hag an doueed [2].
Moriou Keltia. — War a grede da ouizieien ar C’hres ha Roma, e oa ar moriou a vonne Keltia er c’hornog hag en hanternoz darn eus ar stêr vras Okeanos, Oceanus, bevenn ar bed [3]. Pep a ano disheñvel a rae ar Gelted, moarvat, eus ar moriou-se. Mor bras ar C’hornog a veze graet anezañ Vergivios, eun ano kreskadennet pe eus vergios « hejet » pe eus verga « kounnar, buanegez ». Iktos e oa marteze, e-touez ar C’halianed evel e-touez Iwerzoniz [4], ano mor-Breiz. Kodanos e oa, war a greder, hini ar mell raz a stag mor an Hanternoz ouz ar mor Baltek [5].
Marvailhou e-leiz a rede e-maesk Kreisteiziz diwar-benn mor-Keltia. « Mor divent, diharzou, hejet gant reverziou bras ha korventennou spontus », gouez d’o skrivagnerien. « Mor karregek, gant islonkou distrad o veva enno loened euzus disheñvel a-grenn diouz re ar moriou all ». Hag e teue ganto danevellou diwar-benn kreniou-douar ha reverziou bras meurbet, marc’heien o tec’hout d’an daoulamm rag ar mor dic’hlannet, kêriadennou beuzet gant an tonnou, broiou ec’hon ha tudet-stank diboblet ha gwastet en eur par berr gant an esorc’h-dour.
Kaloneka merdeidi ar Chreisteiz n’o doa ket gallet kavout harzou da vor-Keltia. Ar C’hartadad Himilko, aet doun er mor-se war-du ar c’hornog, pell diouz pep douar, en doa gwelet dirazañ arvestou iskis : kuzet e oa an oabl gant eul lusenn deo ; aerouanted-mor a ruze o c’horf ouz strad e lestr, e-keit ha ma luzie ouz e staon tolpadou bras a vezin o terri an herr anezañ. En diwez, ledet dirazañ dindan eun oabl bepred digoumoul ha dizavel, en doa gwelet eur mor sioul, difiñv hag evel tevaet, n’oa ket bet e lestr evit e dreiza.
Ar Gresian Putheas, an hini eus holl verdeidi ar C’hreisteiz en doa tizet an uhela war-du an hanternoz, a oa degouezet gant lec’hiou ma heñvele ar mor beza aet d’eun dolzennad skrijus a zour, a aer hag a zouar kemmesket. N’oa ket kouc’h e lestr evit toulla e hent a-dreuz d’ezi, na troad e vartoloded evit kemerout harp warni. Tud eus an aod nesa, deuet gantañ, a ziskouezas d’ezañ en dremmwel al lec’h kuz ma ’z ae an heol da ziskuiza e-pad nozveziou hir an Hanternoz [6].
An aodou. — Brudeta begou-douar Keltia e oa : er Spagn, ar beg-douar Sakr (Sant-Visant) ; ar beg-douar Keltikon pe Nerion (Finisterre), anvet evelse diouz anoiou ar Geltiked (Celtici) hag an Nered (Neri), eun eil-boblad diwar ar Geltiked ; ar beg-douar Brigantion (Prioro), ar beg-douar Trileukos « teir gwech gwenn », « gwenn meurbet », pe Aruion (Ortegal) ; e Galia, beg-douar Kabaion. Enez-Vreiz a zibenne er mervent dre ar beg-douar Belerion, er gevred dre ar beg-douar Kantion (North pe South Foreland), en hanternoz dre ar begou-douar Orka (Duncansby Head) ha Tarvedon (Dunnet Head). Eur beg-douar all, e kornog enez-Vreiz, a oa Oktapitaron (Sant-David’s Head) an ano anezañ.
A-hed aodou Galia en em gave enezennou Uliaros (Oléron), Ratis (Ré), Vidilis [7], (Gêrveur), Siata (Houad), Atika (Hedik), Sena (Sun), Uxisama pe Uxantos (Eusa), Sarnia (Gerneze), Kaisaria (Jerze). Tro-war-dro da enez-Vreiz e oa kalz a enezennou, ma c’hellomp envel en o zouez : Monapia, Manavia (Man), Mona (Anglesey), Silulankis (Scilly), Vektis (Wight), Taneton (Thanet), Toliapis (Sheppey) en aber stêr Tamêsa, hag en hanternoz-gwalarn strollad an enezennou Ebuda (Hebrid). E mor ar Sterenn, rag-enep da aber an Albis, e oa enezenn vras Abalos pe Baunonia (Heligoland) [8], hag, etre aberiou an Amisios (Ems) hag ar Rênos (Rhin), enez Glêsaria (Amland), anvet evelse diouz ar goularz (glêson) a zastumed war an aod anezi.
Strewet hed-ha-hed gant an aod-se eus Keltia e kaved « nevedou » pe santualou koz-koz ha doujet meurbet. Enez Abalos a oa war eun dro eur porz-ehana evit ar voraerien hag eul lec’h santel. War aod Galia, eun enezennig e-keñver da aber stêr Liger a oa o chom enni merc’hed hepken, gouestlet da azeulerez eun doue heñvel ouz an hini a veze graet anezañ Dionusios pe Sabadios gant an Dhraked. Brudet e oa eul lec’h all eus aod Galia, anvet Porz an diou vran, dre an diouganlec’h a oa ennañ. Er beg-douar Sakr, er Spagn, e weled mein a-strolladou, tri pe bevar maen e pep strollad, a oa dleet d’ar weladennerien, evit mont diouz giz ar vro, trei war eun tu ha distrei war an tu all, goude skuilha warno evad-kinnig. Difennet e oa mont da weladenni al lec’h-se en noz, dre ma teue neuze an doueed, war a greded, d’en em voda ennañ.
An darnvuia eus an nevedou a gaved en aodou hag en enezennou ar C’hornog a oa anezo, evit doare, kent donedigez ar Gelted. Ker koz-all e oa ivez, moarvat, ar pep brasa eus ar porziou-mor a weled el lec’hiou-se. N’hellomp menegi amañ nemet hiniennou eus ar porziou-mor-se eus Keltia : er Spagn, porz an Arotrebed, bae ledan ma save tro-war-dro d’ezañ kêriadennou an Arotrebed ; e Galia, Korbilo war ar mor-Bras ha porz Iktios war vor-Breiz. E Breiz-Veur, Sitomagos war vor ar Sterenn, ha porz Setantiz war vor-Iwerzon. War an Douar-bras, dindan renerez Roma, e teuas Bononia pe Gaisoriakon (Boulogne) da veza ar porz m’oa stag outan strollad listri-brezel Breiz (classis Britannica), a oa en o c’harg sura an darempredou etre an Douar-bras hag enez-Vreiz. En hevelep koulz edo porziet e Lugudunon (Leyde), darn eus listri-brezel strollad Germania (classis Germanica) a oa e gefridi diwall ar Rênos.
Dindan renerez Roma eo e voe savet war aodou Keltia an touriou-tan kenta. Ar re vrudeta anezo e oa : er Spagn, tour-tan Caepio, eul labour-benerez burzudus diazezet war eur garreg skôet a bep tu gant ar c’hoummou hag a verke d’ar voraerien lec’hiou gwall-risklus leun a draezennou kuz hag a gerreg ; tour-tan Brigantion, ken uhel ma veze lavaret e c’helled diwar e lein, p’edo digoumoul an amzer, merzout enez-Vreiz [9] ; e Galia, tour-tan Kaligula, e Gaisoriakon, a oa ivez uhel meurbet [10] : e Breiz-Veur, tour-tan Dubra (Douvr) a sklaerie e-pad an noz a-us da zour raz-Galia.
Ar meneziou. — Ar Spagn, ar greistezeka eus an holl vroiou piaouet gant ar Gelted, a oa golôet a veneziou. Hini ebet anezo, avat, nemet menez Erminios (Serra da Estrella), menez Vindios ha menez Aedulos, n’oa gantañ gwechall anoiou a gement a heñvelfe beza keltiek. Aradennad-veneziou Pirene (Purena) en tu hanternoz da draonienn stêr Iberos, hini an Idubeda en tu kreisteiz, a zo ganto anoiou nann-keltiek. Nann-keltiek eo ivez ano an Orospeda, eun aradennad all en em astenne etrezek ar c’hreisteiz hag a zibenne gant meneziou arc’hantus Kastulo. En tu-hont d’ar c’hompezennou pinvidik treuzet gant stêr Baetis pe Tartessos, e weled meneziou koadet-stank an Ilipula o sevel o c’hribenn en eun oabl heñvel ouz hini Afrika. An aradennad-se a zisranne ar vro dalc’het gant an Oretaned, poblad keltiat, diouz aodou ar mor Kreizdouarek. E dibenn an Ilipula diouz ar c’hreisteiz, e oa menez Kalpe, gwalc’het an troad anezañ gant ar raz a stag ar mor Kreizdouarek ouz ar mor-Bras ; diwar e lein e weled meneziou an Afrika.
Kein Galia a oa ouz hen ober menez Kebenna [11], stag outañ meneziou an Arverned, Dumias (Puy-de-Dôme) [12], Lesura (Lozère), Kantobennikos (Chantourge), hag all. Diforc’het diouz menez Kebenna gant traonienn ledan an Arar pe Saukona (Saône) e save menez louris (Jura), anved Voketios an dilost reterel anezan.
Oc’h astenn menez Kebenna war-du an hanternoz, betek ar Rênos, e oa eun aradennad-veneziou all, e ano Vosegos pe Vosagos. Graet e veze an ano-se gant ar Gelted n’eo ket hepken eus ar meneziou anvet bremañ c’hoaz « Vosges », d’an uhelennou a zo o ano « plateau de Langres » ha « monts Faucilles » e veze rôet ivez.
An ano a Erkunia pe Arkunia a veze graet dre vras gant ar Gelted eus an aradennou-meneziou koadek-se m’oa golôet ganto kreisteiz ar C’hermania ha dispartiet an Danuvios diouz kompezennou bras an Hanternoz. Taunos (Hohe, Taunus), Abnoba (Schwarzwald), Retiko, Luna (Manhart), Gabreta (Bôhmerwald), Sudeta (Erzgebirge), Pennos (Finne) [13], Semana (Thuringerwald), Melibokos (Harz), e oa anoiou hiniennou eus an aradennadou-se. Beza a-walc’h e vije bet sellet menez Karpis (Karpath) [14] evel eur gevrennad eus an Erkunia ouz en em astenn etrezeg ar reter. Penn pella ar C’harpis, a weler o kromma war-du ar c’hreisteiz, a voe graet anezañ gant ar Romaned Alpes Bastarnicae, diouz ano poblad keltiat ar Vastarned.
Diouz an tu kreisteiz da draonienn an Danuvios, e save an Alpou (Alpis) o c’hribennou ramzel gwisket a erc’h hag a skourn. Penn-veneziou an aradennad-se, ma kaver an ano anezo e skridou an Hen-amzer, eo : menez Vesulos (Viso) a lavared (e gaou) beza uhela kribenn an Alpou ; diouz an tor anezañ e strinke mammenn stêr Bodinkos (Pô) ; menez Matrona (Genèvre), menez Kinisios (Cenis) [15], menez Penninos (Sant-Bernez), ar menez anvet « kolonenn an Heol » rna tarze diouz e vri mammenn ar Rotanos, menez Adula, e strinke dioutañ hini ar Rênos, menez ar Vreoned (Brenner) [16], menez Ketios. Kevrenn reterel aradennad an Alpou a veze graet anezi Tauros, liesder Tauri (Tauern).
Eur menez izel a-walc’h, e ano Okra, a stage an Alpou ouz meneziou Illiria en em astenne etrezeg ar c’hreisteiz. Dre an Okra eo e tremene kirri karget pounner ar varc’hadourien a yae eus traonienn an Danuvios-krenn davet glann an Adriatik. Uhela meneziou Illiria e oa an Albios hag ar Skordos.
O kudenni war-du ar reter gant meneziou Illiria e save meneziou Thrakia, m’oa ar re vrudeta anezo an Haimos (Balkan) hag an Orbelos ; er c’hoadou warno e veze lidet en enor da Zionusos, ar goueliou-noz savet, war a lavared, gant Orpheus, barz divinour an Dhraked.
En enez-Vreiz, ne zeu gant skridou an Hen-amzer nemet pevar a anoiou menez : Heriri (Snowdon) er c’hornog, Penninos er greizenn, Uxelos ha Graupios en hanternoz.
Al lennou. — Ken abred hag an trede kantved kent H. S. ez eus meneg e skridou ar C’hresianed eus « al lennou arneek en em astenn a-bell e bro ar Gelted ». Nemet e skridou diwezatoc’h a galz e weler an anoiou anezo. En hanternoz an Alpou e oa lenn Lemanos [17] (Leman), lenn Brigantinos pe Venetos (Constance) ha lennou ha poullou-dour diniver an Helvetia hag ar Vindelikia ; — e kreisteiz an Alpou, lenn Verbanos (Majeur), lenn Larios (Côme), lenn Benakos (Garde). E kreizik-kreiz kompezennou gwezek ar Bannonia, e oa eul lenn vras ar Pelso (Balaton) hec’h ano, hag a zo da lakaat a renk gant penn-lennou Keltia. E kompezennou bras an Hanternoz, damdost da c’hlann zehou ar Rênos izela, en em gave eur mell lenn all n’ouzomp ket an ano keltiek anezi. Er c’henta kantved goude H. S. e rae ar C’hermaned anezi Flevo hag e oa en he c’hreiz eun enezenn o tougen an hevelep ano [18].
Ar stêriou. — Ar Romaned hag ar C’hresianed, boaz ma ’z oant ouz stêriou bihan an Itali gourenezel hag an Hellas, a estlamme ouz ledander, dounder ha hirder stêriou Keltia. Hag, a dra sur, brasa stêriou Europa-vremañ, nemet re Rusia (a oa neuze hec’h ano Skuthia), a oa piaouet gant ar Gelted : Bodinkos (Pô), Rotanos (Rhône), Tagos (Tage), Duerios (Douro), Garumna (Garonne), Liger (Loar), Sequana (Seine), Tamesa (Tamise), Visuria (Weser), Albis (Elbe), ha, da gloza, an diou vrasa anezo holl, Rênos (Rhin) ha Danuvios (Danube).
Dre hirder e red-dour, ment e adstêriou, ledander ha dounder e naoz, brasder e enezennou, dre e stumm heñveloc’h a-wechou ouz hini eur mor eget ouz hini eur stêr, e oa trec’h an Danuvios d’ar Rênos. Hemañ avat a oa bet anezañ eur ster geltiat d’ar c’houlz m’edo choaz an Danuvios, damdost war e hed, etre daouarn an Illirianed hag an Dhraked [19]. Er vro treuzet gantañ eo e oa diwanet, gwirheñvel-kaer, sevenadur skedus an Ten ; war ar glannou anezañ pe war glannou hini pe hini eus e adstêriou penna, Lupia, Roura, Sigina, Lagona, Moenos (Main), Dubra, Niker, Mosella, Sara, edo, moarvat, er pempvet kantved kent H. S., penn ha kalon impalaerded Ambikatus [20].
Ar c’hoadou hag ar gouelec’hiou. — Eur vro meurbet gwezek e oa Keltia [21]. Brasa ha brudeta koadou anezi e oa : er Spagn, koad Kastulo ; — en Itali, koad Litana ; — en hanternoz Galia, koad Arduinna ; — en enez Vreiz, diouz ar gevred, koad Anderida, ha, diouz an hanternoz, koad Kalidonos ; er C’hermania, koad Erkunia. Hemañ a greded e oa ar brasa eus koadou Keltia. Ar gwezegou anezañ, uhel ha stank, a c’holôe krec’hiou ha traoniou, adalek kichen ar Rênos betek bro an Daked. Tri-ugent dervez a gemere e ergerzout war e hed ha nao e dreuzi war e led.
Ouspenn ar c’hoadou milvloaziek ma save enno, en tu-hont d’an dremmwel, kefiou dero, fao ha pin, uhel ha sounn evel kolonennou, e kaved amañ hag a-hont e Keltia tachennou ec’hon, hag i, goude dougen trevadou ha kêriadennou, bet didudet gant ar brezel ha distrôet a-nebeudou d’o stad-natur. Golôet a c’heot uhel, a vrouskoadou a wezigou hag a wez hanter-c’hraet o lammgresk ganto, ar seurt gouelec’hiou a dalveze alïes a-walc’h da beurvaniou d’ar brôadou nesa. Evelse e oa, er Bannonia, e dibenn ar c’henta kantved kent H. S., gouelec’h ar Voged, aet d’e ober douarou ar boblad keltiek eus an ano-se he doa o dilezet da heul argadennou an Daked.
E gourenez ar Balkaniou, bro an Dassareted, an Agrianed ha pobladou all thrakiat pe illiriat, gwastet ma ’z oa bet gant Kelted ar menez Skordos, a oa aet tamm-ha-tamm d’eur gouelec’h n’oa ken anezañ, er mare ma skrive Strabon, nemet eur c’hoad didreuzus a veur zervez-kerzed ledander. Diouz tu ar c’hreisteiz d’ar menez Skordos e oa eur gouelec’h all, bet krouet gant roueed Vakedonia da gaea war o bro ouz argadennou an Dardaned, poblad illiriat.
Ar bed keltiek en em gave ennañ c’hoaz tri gouelec’h all disñeñvel diouz ar re emaomp o paouez komz anezo dre m’oant digoad a-grenn. Ar re-se e oa : 1° e gevred Galia, maez ar bili [22], kompezenn ec’hon peurc’holôet a vein, oc’h en em astenn etre ar Rotanos hag an douarou lezet gant al Ligured da C’hresianed Masalia ; 2° e reter Europa, etre an Danuvios-izela hag an Turas, gouelec’h ar C’heted, kompezennou divent, distuz ha peuz-dizour, m’oa bet, er VIet kantved kent H. S., roue ar Bersed hag e armead war var da vervel enno ; 3° e Galatia, ar rann-vro a rae ar C’hresianed anezi Axulon ; ken dibourvez e oa a goadou hag a vrouskoadou zoken ma rae ar vroïz anezi gant beuzel da c’hlaoued-tan.
Temz an aer. — Enez-Vreiz, Iwerzon hag aodou kuz-heol Galia a rene enno eun amzer glouar ha leiz, o virout er peurvaniou, eus eur penn d’ar penn-all d’ar bloaz, eur c’hlazvez teo hep he far. An Itali-Uhela, kreisteiz Galia ha douarou izel ar Spagn a oa en o lodenn eun temz-aer tomm ha sec’h, heñvel ouz hini hanternoz Afrika. Er rannou all eus Keltia e oa gwall-zigompez an amzer ; tomm-kenañ hag arneüs en hañv, yen-skourn er goañv. Ar skrivagnerien roman a vez meneg ganto alies eus garventez goañv Galia (hiems gallicus), a reuzie e-pad meur a vizvez en hanternoz, reter ha kreiz Galia. Hogen garvoc’h temz-amzer a rene c’hoaz e-doug « hanterenn zu » ar bloavez war ar C’hermania, ar Vindelikia, an Norikon hag ar Bannonia. Alies e c’hoarveze e peurskourne an Danuvios ha ken teo e save ar glerenn war e c’horre ma c’helle kirri karget pounner hag armeadou zoken mont war-dreuz drezi hep beza e mar d’he freuza. Eus ar broiou-se end-eeun e komz ar Gresian Aristoteles, moarvat, (IVet kantved kent H. S.), pa lavar ez eo re yen an temz-amzer e Keltia d’an ezen da ouenna enni.
Mat ouz ar yenien e oa ar Gelted hag ar poblou all kenlodek ganto er rann-se eus Europa. Hag, e gwirionez, kaletaet kenañ e ranked beza evit padout er goañv e kêriou evel Bibrakt, a save war lein eur menez uhel skôet dalc’hmat gant avel-skourn ar reter. Aristoteles a lavar d’eomp e soube ar Gelted ar vugale nevez-c’hanet e dour yen ar stêr ha na wiskent anezo nemet gant dilhadou skañv daoust da grisderiou ar goañv. Hag i o veva dindan eun oabl yen-skrijus, ar C’hermaned ne wiskent nemet krec’hen pe zilhad berr a-walc’h a leze ez noaz ar pep brasa eus o c’horf. En Alpou e voe gwelet ar Gimbred o redek, hanter-noaz, e-kreiz an erc’h hag ar skourn, oc’h azeza war o skouedou hag oc’h en em lezel goude da vont gant ar sounna dinaou, o rikla dizaon a-dreuz skarrou-menez ha torrodou.
Ar gwez hag al louzeier. — An dero (dervos, kassinos e Galia), ar fao hag ar pin a oa anezo koadou a-bez. Brava ha prizeta gwez pin e oa ar re a greske e Galia e tor meneziou Iouris ha Vosegos. N’oa ket anavezet ar sapr en enez-Vreiz ; war an Douar-bras, avat, e wiskent gant o glazvez teñval menezegou war o hed [23]. An ivin (eburos) a founne, evit doare, stankoc’h kalz eget en amzer-vremañ, kerkouls en enezennou ha war an Douar-bras ; poblou Keltia a denne diouto eur c’hontamm eus ar c’hreñva [24] hag a rae « gwez sakr » anezo.
E-touez gwez ar c’hoadou, menegomp c’hoaz an evlec’h (lemos en Iwerzon, atinia e Galia), ar gwern (vernos), ar c’herzin (alisos e Galia), ar skao-gwrac’h (opulos gant an Insubred). Plinius Secundus a ro meuleudi da skao-gwrac’h Galia « gwenn eun estlamm » ha d’ar bezo (betulla), « gwez kaer-dibaot, meurbet gwenn ha hirvoan ». Ar C’halianed a denne diouto dre o foaza eun doare rousin anvet betumen, bitumen ; gant ar prenn anezo e raent kelc’hiou, frammou paniri, kelastrennou evit hordennou-arouez ar benvarnerien. E kevrennou kreisteizel ar bed keltiek e kreske ar beuz, an taouz hag an derv-tane pe derv-kelen anvet hus gant ar C’halated.
Gant ar Spagn, eur vro domm anezi, e oa he raoskl ramzel hag he brugou gwezheñvel. Al lireu a daole c’houez-vad bep nevez-amzer e koadou an Danuvios. En Illiri e kreske an elestr e-mesk ar gwez war glannou an Drilon (Drin) hag an Naro (Narenta). Er Bannonia, en Norikon, e kêr Eporedia ha war pantennou heoliet an Alpou e tiwane ar saliunka [25] « o teurel ker c’houek c’houez-vat », eme Blinius, « ma talv ar c’hounidigez anezi damdost kement ha hini eur vengleuz. »
Meneg a zo gant an hevelep skrivagner eus al louzaouennou prizius ma heñvelekae ar Gelted ganto livaduriou kaera ha dibaota ar Phenikia ha broiou ar Sav-heol, eus al limeon pe limion « louzaouenn ar c’haro » a ro d’ezo eur c’hontamm evit o saeziou hag eus meur a c’heotennou prizius all a ra Plinius anezo brittonica, gallica, santonica, vettonica, cantabrica, diouz ano poblou Keltia o doa o c’havet.
Al loened gouez [26]. — Ar moc’h-gouez a baote dre-holl adalek an aodou betek traoñiennou ar meneziou. Neuze, evel bremañ, e kaved anezo a-vandennou er c’hoadou, o tarempredi dreist-holl ar stankennou, ar gwaziou hag ar poullou-dour, geot uhel ha raoskl en-dro d’ezo, ma c’hellent torc’houenial enno.
An arz (artos, matus) a gaved neket hepken war holl venezegou an Douar-bras, hogen ivez e meur a goad er c’hompezennou ha betek war glann ar mor.
Ar c’haz-karvetaer pe lins (rufios, *lugus) [27], a oa, da vihana, daou seurt anezañ. An aneval-se, a vent gant eur bleiz ha heñvel ouz eur c’haz besk, a veze kavet en holl goadou bras, ken er c’hompezennou ken war ar meneziou, e-lec’h e rae e breiz eus demmed ha kirvi. Pa veze dienez war ar re-se, e ranke trei ouz chatal ar peurvaniou. Eul loen kriz e oa na zebre nemet ar pep bihana eus ar preiz en doa lazet hag a rôe d’ar maro en eun nozvez hepken betek tregont pe zaou-ugent penn-chatal en eun dropellad. Peurliesa ne dage ket an den, nemet marnaoniet e vije pe c’hloazet. Neuze avat, kreñv ha skañv evel ma ’z oa, edo gwall-risklus kaout d’ober outañ.
Paotoc’h e oa, evit doare, ar c’haz gouez (kattos) eget ar c’haz-karvetaer. Gwelet e veze, dreist-holl, er c’hoadou sapr hag e-kreiz ar rec’hell ma kave er gwask anezo eur repu asur. Evel ar c’haz-karvetaer, e krape gant ar gwez uhela ha, puchet war eur skourr, e vane difiñv a-hed eurveziou o spia e breiz, evn, gad pe venn-demm.
Ar bleiz (bledios e Breiz-Veur) [28] a rede dre bep lec’h, eus glann ar mor da draoñiennou uhel ar meneziou. Bez’ e oa dre e niver ar c’hrisa enebour d’ar chatal ha da loened dinoaz ar c’hoadou. A-wechou en em vode ar bleizi a vandennadou bras a gerze e-pad an noz d’en em skigna da bell e broiou nevez, ma tistrujent enno an holl jiboez.
Ar c’haro (karvos, sidos [29], lemos, limos) a founne en holl goadou hag el lec’hiou geotek ha strouezek.
An demm (damos ?) hag ar yourc’h (iorkos) a gaved en hevelep Iec’hiou gant ar c’haro. Ar yourc’h, koulskoude, a oa gwell gantañ an douarou digompez hag ar stankennou doun. Ne save ket uhel-tre er meneziou o veza ma oa karn e dreid gwall-gizidik ouz ar reier.
Ar c’haro-meur (alkis) n’oa ket rouez en Erkunia. Diwar ar c’henta kantved kent H. S. ne weled ket anezañ ken er c’huz-heol da stêr Rênos, nemet marteze en Arduinna hag e koadou menez Vosegos.
Ar c’havr-venez (gabros, kamox) [30] a veve a-vandennouigou er c’horniou uhela ha diaesa eus an holl aradennadou meneziou. Diasoup a droad ha skañv-dreist, e c’helle redek ker buan hag an avel el lec’hiou diblaena ha lammout dreist d’ar skarrou brasa. E-pad an hañv e save gevr an Alpou betek an erc’hegou hollbad, o peuri dreist-holl el lec’hiou ma kreske ar geotennou ar saoureka. Brousta a raent diouz ar beure hag an abardaez pe e-pad an nozveziou loargann, hag ec’h ec’hoazent er c’hreistevez e gwasked ar rec’hell.
Ar c’hrâgvouc’h [31] a weled dre strolladouigou war an holl veneziou. Ne beure ket e tachennou ken uhel hag ar c’havr-venez hag e taremprede dreist-holl ar sec’ha hag ar sersa meinegou.
An ejen-meur (uros) [32] a gaved en holl goadou bras, er raosklegou hag er geotegou, er c’horniou peuz-didud a Vreiz-Veur, Germania ha kreizenn Europa. E Galia, er c’henta kantved kent H. S., n’oa ken anezo, war a greder, nemet unanik bennak en Arduinna hag e koadou menez Vosegos. Eus holl loened gouez Keltia e oa an ejen-meur ar risklusa da hemolc’hi. « An uros » eme Gaesar, « a zo damdost ker bras hag an olifant, ha kreñv ha buan, eur marz ! Fero eo kenañ, ma n’heller ket e zoñvaat en e oad tenera zoken [33] ».
An ejen moueek (visontios) [34], bihanoc’h eget an uros, a gantree en holl hanterenn reterel eus Keltia. Ar Rênos eo a vevenne diouz ar c’huz-heol an dachennad-douar pleustret gantañ [35]. Hennez end-eeun eo, moarvat, an « ejen e voue-marc’h » eus ar Bannonia, a vez meneg anezañ gant Plinius. Beza a-walc’h, koulskoude, o dije bevet e Keltia oc’hen gouez disheñvel o gouennou diouz an uros hag ar visontios. Varro a gomz eus oc’hen gouez e bro an Dardaned hag an Dhraked. Skridou brezonek ar Grenn-amzer a lavar e vije bet gwechall en enez Vreiz oc’hen bannek (hirgornek). Dre zilerc’hiadennou-kegin eus mare ar Romaned ec’h anavezomp e oa neuze en enezenn meur a ouenn ejened, a zo aet da get, da vihana unan anezo a vez anvet gant ar ouizieien bos longifrons [36].
Stank-ha-stank e oa an avank (bebros) en holl waziou-dour, ken war an Douar-bras ken en enez-Vreiz hag en Iwerzon. Founna a rae ivez en Azia-Vihana.
Ar c’hilhog gouez a oa daou seurt anezañ. Ar c’hilhog gouez bihan, e bluennou du-pod, e ziouabrant ruz-gwad, a veze kavet dre-holl, adaleg glann ar mor betek lein ar meneziou. Ar c’hilhog gouez bras n’oa anezañ nemet en Alpou hag en hanterenn a Geltia a sko ouz moriou an Hanternoz. « Brasoc’h eo eget eur gup », eme Blinius ; « ar pounnera eus an holl evned eo-heñ goude ar struskañval. »
An erer (oriros e Breiz-Veur) a oa neuze war zouar Keltia daou seurt anezañ : ar morerer lost-gwenn a baote e Breiz-Veur, en Iwerzon hag en arvor an Douar-bras ; — an erer-impalaer a weled e kement bro, dreist-holl er broiou meneziek. Eun evn bras e oa pa dize daou vetrad hanter gouredad e ziouaskell digor. Gournijal a rae en oabl uhel-souezus hag e rae e breiz eus an evned all hag eus ar meot. A-wechou zoken e tage ar vugale.
Ar gup a veve peurvuia diwar gorfou maro. Daou seurt a oa anezañ : ar gup gell a weled puilh e kreisteiz Galia hag er Spagn ; ar gup arian en Alpou hag en Erkunia. Pikolou evned e oant, d’ezo betek 2 m. 70 gouredad diouaskell.
Trec’h d’ar re-se c’hoaz e oa ar gup-erer [37] a neize war an uhela meneziou : da dri metrad ez ae a-wechou an treuz-eskell anezañ. Plava a rae war ar gevr doñv pe c’houez, war ar meot, war al leueou zoken, p’o gwele war ribl koundouniou ; hag e vounte anezo en islonk, e-lec’h e veze drailhet o c’horf, d’ezañ d’o dispenn a beziou ha d’o dibri neuze war an taol.
E-touez al loened disteroc’h, menegomp : ar broc’h (brokkos, taxo) [38], al louarn (luvernos), an dourgi, ar c’had, ar vaot (en hanterenn greistezel eus Galia hepken), an houad, ar waz, an alarc’h, ar c’houibon, ar gerc’heiz, ar c’haran, ar bongorz heñvel e vouez ouz blejadenn an taro, eun evn all a c’harme heñvel ouz c’houirinadenn eur marc’h (Plinius).
An anevaled war-lerc’h a gaved e lec’hiennou hepken eus ar bed keltiek :
Ar marmouz (abano). Bez’ e oa anezañ marteze war venez Kalpe er c’horn kreisteisa eus ar Spagn [39].
Al leon (levos, livos) [40], a vije bet anezan, war a lavarer, en eur gevrenn eus an Dhrakia, tost d’ar mor Enezek, Leoned an Dhrakia a vruded beza aonik-tre.
An aourgi [41], a veve diwar gagnou ha korfou maro, a vije bet anezañ e traoniennou-zo eus an Illiri tost d’ar mor Adriatik.
An hunegan pe raz an Alpou (er meneziou uhel hepken).
Ar marc’h gouez (e lec’hiennou eus ar Spagn).
An azen gouez (er C’halatia).
Ar c’haro-erc’h pe karo-ejen [42]. Diwar eur frazenn, teñval a-walc’h, eus Kaesar e tamgreder e vije bet anezañ en Erkunia er c’henta kantved kent H. S., nemet gwall-arvarus eo kement-se. Bez’ e oa anezañ marteze er penn uhela eus Breiz-Veur.
Ar gouezvaout [43], e kreder ez eo ar maout doñv diwarnañ, a vane c’hoaz anezañ marteze, d’an amzervez keltiek, e meneziou ar Spagn. Plinius a ro da c’houzout e oa deñved gouez er C’halatia.
Ar flammeg [44], e ziwaskell ruz, a gaved war glann ar mor Kreizdouarek hag ar mor Du, war ribl ar stêriou hag ar paludou dour sal pe hanter-sal.
Ar pilikant, a gaved war devennou didud an Hanternoz.
An ibis du [45] heñvel ouz hini an Ejipt, en Alpou.
An evn-erc’h [46] war gribennou skournet an Alpou.
Ker stank e veve al loened e douriou hag e koadou Keltia. Lakaomp a wel hepken eur peskedennou bennak a zoare meneget gant Plinius : er Rênos an esox [47], eur pesk bras ha pouezus ; er Moenos hag en Danuvios, eur pesk ker mentek ha pounner ken e ranked ober, evit e zizoura, gant eur yeoad ejened ha krampinellou houarn ; er Bodinkos, an attilius a boueze betek mil livr ; kemeret e veze gant eun higenn war-bouez eur pennad chadenn hag e stlejed anezañ d’ar sec’h gant eur c’houblad ejened. E mor-Galia, ar brasa aneval e oa ar morvil a save ar c’hein anezañ evel eur grec’hienn a-us da oueliou al listri hag a strinke dre e fronellou evel eur froud-dour. Stank e veze ar reuniged war aodou an Hanternoz hag ar Gwalarn.
- ↑ War an douar-bras, en eur vont eus kuzheol da savheol, e veze komzet, dindan ar c’heltieg pe kichen-ha-kichen gantan, an ibereg, al ligureg, an ombrianeg, an etruskeg, al leponteg, ar raeteg, ar gwenedeg, an illirieg, an thrakeg, ar skutheg, ha lïes a yez-all moarvat dianav d’eomp o anoiou. Dic’houzvez omp eus yezou rakkeltiek Breiz-Veur hag Iwerzon. Evit pez a sell kevrennou gwalarn ha hanternoz Galia, ar stêriou daouanvek a gaver enno (Herius-Visnonia, Lêdos-Legros, Sêna-Sequana, Samara-Sumina, h. a.) a laka an aotrou Philipon da gredi e oa diouyezek ar broiou treuzet ganto (Peuples primitifs, 1925). Eun tour-Babel a yezou e oa Azia-Vihana.
- ↑ Kement-mañ da zegas koun eus eur c’halz a greñvlec’hiou keltiek a oa o anoiou Verdunon « ar c’hastell bras » Litanobriga « ar c’hreñvlec’h ledan », Vindobriga « ar c’hreñvlec’h gwenn, kaer, evurus », Nemetobriga « ar c’hreñvlec’h santel », Segobriga, Segodunon « kreñvlec’h, kastell an trec’h », Rigodunon « kastell ar rouane », Dêvobriga « kreñvlec’h an doueed », Dêvobrigula « kreñvlec’hig an doueed
- ↑ Er bloaz 140 kent H. S., ar penngadour roman Julius Brutus, goude trec’hi ar poblou iberiat ha keltiat a zalc’he kornog ar Spagn, en em gavas gant aod ar mor-Bras ; kredi a reas d’ezañ edo degouezet gant penn pella ar bed hag e tiskouezas d’e soudarded a selle leun a zoujañs, an heol a oa o kuzat er mor divent-se hag o sebelia en douriou anezañ e dan hag e sked.
- ↑ Iktos a zo aet da Icht en iwerzoneg. Er c’henta kantved kent e oa Iktios ano eur porz-mor eus Galia war vor Breiz-Veur,
- ↑ Ne c’houzer ket da wir pe voriou en hanternoz Europa a veze anezo Mori-Marusam « Mor Maro » e yez ar Gimbred, ha Kronion. Ar ger-mañ diweza, da vihana, a zo aet gant Dionusios Periêgêtês (IIet kantved goude H. S.) da envel mor ar Sterenn (d’Arbois, Premiers habitants, I, p. 241). Diwar hen-skridou gresianek eus ar Vet kantved kent H. S. eo en deus marteze kemeret an ano-se (Principaux auteurs, p. 285-6).
- ↑ Bjarnar nott « nozvez an Arzed (an Ourzed), ar goanv », gouez da Skandinaviz ar Grenn-amzer. Phrugianed Azia-Vihana, en Hen-amzer, anezo Thraked deuet eus eur vro uheloc’h en Hanternoz eget al ledenez anatoliek (ac’hano o boaz da veva e tïez dindanzouarek) a rae eus ar goanv « kousk an doueed ». Kenveria an daou ster a zo bet gant an iwerzoneg art « arz (ourz) » ha « doue ».
- ↑ Vidilis a zo deut da veza e brezoneg Guedel er bloaz 1026, ha Guezel er bloaz 1146 (Revue Celtique 1889, p. 353).
- ↑ Heligoland, n’eus anezi bremañ nemet eun enezenn vihan peuz-dismantret gant tonnou ar mor, a oa, er Grenn-amzer c’hoaz, eun enezenn ec’hon meurhet ha tudet-stank « ma founne enni an edou, ar chatal, hag ar yer »,
- ↑ Diwar taolennou-douaroniez ar Romaned e teuas al lavar gaouiad-se, skeudennet ma veze warno enez-Vreiz hag ar Spagn etrezo, d’o disranna, nemet eur wazienn-vor hepken.
- ↑ Dek solieradur e oa. Edo c’hoaz en e sav er Grenn-amzer. Ne voe peurzismantret nemet war-dro ar bloaz 1645. Sellit ouz Juluan, Gallia, trede mouladur, pajennou 7 ha 287 (skeudenn).
- ↑ Keltiek eo Kebenna (kein). Al Ligured a rae Kemmenon eus ar venezeg-se.
- ↑ Keverata gant Dumion, kêr geltiek a Iberia (Dume bremañ) ha gant an iwerzoneg duma (*dumio-) « moger ».
- ↑ Revue Celtique, 1900, p. 242.
- ↑ Herodotos a ra eus Karpis hag Alpis adstêriou d’an Danuvios. Meneziou ha stêriou an Europ, gwechall-goz, a oa alies ganto an hevelep ano. Hen-skrivagnerien all eus ar C’hres a ra meneg, en hanternoz an Europ, eus eur menez Kalpios a zo marteze an hevelep hini hag ar Karpis.
- ↑ Meneget evit ar wech kenta e skridou latin ar Grenn-amzer, nemet anat eo hended an ano-se.
- ↑ Breoned, poblad illiriat eus an Alpou.
- ↑ Moarvat e talveze Lemanos kement ha « Ienn » en unan bennak eus ar yezou indezeuropek komzet gwechall e Kornog an Europ. Lemannia a veze graet, e Galia, eus ar gompezenn vras hag edus en em gav e-kreiz bro an Arverned, ha n’oa anezi nemet eul lenn aet da hesk. E Breiz-Veur, Lemannonios a oa ano eul lenn en hanternoz, ha Lemanni hini eur porz-mor damdost da « Dubra » (Douvres).
- ↑ Er Grenn-amzer, gant eun dic’hlann spontus eus mor an Hanternoz, e voe trôet ar Flevo en eur pleg-mor a voe rôet d’ezañ, en hollandeg, an ano a Zuiderzee, da lavarout eo « mor ar C’hreisteiz ».
- ↑ Istros e oa, war a greder, ano thrakek pe illiriek an Danuvios. Digant an Dhraked pe an Illirianed o dije ar C’hresianed amprestet an ano-se evel m’o deus ar Romaned amprestet Danuvios digant ar Gelted.
- ↑ Ar Rênos a zeue da geja gant mor an Hanternoz war-eeun da enez-Vreiz ha dre veur a wazienn ma oa ano unan anezo Vakalos e keltieg. Er c’henta kantved goude H. S. e tistage ar C’hermaned Vahalos. Rênos, tro-c’henidik Rêni, a zo aet en iwerzoneg da rian (tro-c’henidik rein) a dalv « mor».
- ↑ Meur ar c’her a oa gant ar Gelted da envel ar c’hoadou : 1) kêton, deuet da veza ciad en hen-iwerzoneg, koad e brezoneg. — 2) Brogilos, aet da breuil e galleg, diwar *mrogi-, brogi-, aet da mrug, brug en hen-iwerzoneg, da bro e brezoneg. Ar c’heltieg *mrogi-, brogi-, a zo kar d’al latin margo « bevenn », d’ar germaneg mark « harzou-bro ». — 3) Sida pe sîda, an hevelep ger hag ar gresianeg ida « forest », e teu dioutañ an iwerzoneg segas « koad bras », sed « karo » (a zalc’h lec’h eur furm koz *sidos), sidh, sidheann « kig gouez ». — 4) Vidus, a zo an hevelep ger hag an hen-alamaneg wifu « koad », saozneg wood. Vidus, a zo deuet da veza fîd en hen-iwerzoneg, gwez e brezoneg. Bez’ ez oa e-kichen vidus, eur furm all vêdus a zo aet da iwerzoneg fiad (fiadmila « gouezviled », da lavarout eo « loened gouez ») ha da vrezoneg gouez. Kosa talvoudegez ar ger vidus a hañval beza bet an hini a zo gant al lituaneg vidus « diabarz, kreizenn » ha gant al latin divido. Gant ar Gelted har ar C’hermaned e teuas ar ger-se da dalvezout kement ha « koad » dre ma veze ar c’hoadou eur seurt hinterland, eur rannad-douar gouez oc’h ober an diforc’h etre diou vro annezet (Rev. celt., 1914, p. 85.) An douarou digoad och ober kevrenn uhela ar meneziou a veze graet anezo kalma war an Douar-bras, hag ar ger-se, a ouenn rak-keltiek marteze, a zo bet miret gant ar spagnoleg (calmo, tierra calma) hag ar galleg (chaume, ano rôet da beurlec’hiou uhel ar Côte d’Or hag ar Vosges). (Rev. celt., 1903, p. 330).
- ↑ An ano bremañ Crau a c’houlenn en e raog eun hen-furm *Kravo- a gaver da gentger e Kravodunon, bremañ « Cravon », Seine-et-Marne. (Revue Celtique, 1904, p. 359.)
- ↑ Itus e oa marteze ano keltiek ar pin ; an hen-iwerzoneg ithar-nae « eteo-sklerijenni », ar brezoneg eteo (kerneveg itheu, kembraeg etewyn) a zalc’h lec’h eur furm goz *itus, *itavis. Ar ger pados a zo rôet gant Plinius evell ano keltiek ar « sapr ». Ar c’herneveg aidlen « saprenn » (brezoneg-krenn ezlen « koad kren », hen-iwerzoneg aidle « planken ») a vefe ar furm gossa anezañ atilion-. Ano latin ar melwez, larix, a zo bet kemeret diouz unan pe unan eus yezou poblou an Alpou. Distresadenn eur c’heltieg *darix e vefe, hervez darn. A ouenn geltiek eo ano gallek al larix.
- ↑ E 53 kent H. S., e Galia, roue koz am Eburoned, Katuvolkos, aet izel e galon o welout ar gwall-reuziou a goueze war e bobl, en em laz gant kontamm an ivin ; er Spagn, e 19, ar Gantabred, grounnet war venez Aedulios gant ar Romaned, a laka termen d’o buhez gant an hevelep kontamm.
- ↑ Valeriana celtica.
- ↑ Evit kement a sell ouz buhez ha boaziou loened gouez Keltia, n’eus ket nemeur a dra da gemerout diwar skridou an Henamzer. Ret eo goulenn kelenn digant levriou ar ouizieien-vremañ.
- ↑ *Lugus, tro-c’henidik *lugos, a zo aet en iwerzoneg da lug, tro-c’henidik loga. Meneg a zo en hen-skridou iwerzonek eus « kounnar gouez al loga », hag eus « kerdin graet gant bouzellou loga ». An hevelep yez a zo ganti an ano-gwan lug-leimnech « a ra lammou evel al lug ». Ar c’hembraeg llewyn « kaz-karvetaer » a zo diwar *luguinos. Rufios, roet gant Plinius, a zo bet keveratet gant an iwerzoneg rob, rop « loen pevarzroadek ». Eur ger distreset n’eo ken, moarvat. Ar son f n’oa ket anezañ en hen-geltieg. Ar gresieg lugx « lins, kaz-karvetaer », ar suedeg lo hag al lituaneg lusis, henvelster, a ziskouez beza diwar an hevelep ano ragistorek hag ar c’heltieg lugus.
- ↑ Lakaat e kemm gant an ano-den Bledinos e Galia.
- ↑ Aet da sed en iwerzoneg, hydd e kembraeg, heiz(ez) e brezoneg.
- ↑ Eus gabros e teu an ano a « Gabreta » rôet gant ar Gelted d’eur rann eus an Erkunia. Kamox (Polemius Silvius, Vet kantved goude H. S.) a zo aet e galleg da chamois. Ano gouiziek ar c’havr-venez eo antilope rupicapra.
- ↑ Ano gouiziek capra ibex, ano galllek bouquetin, ano alamanek steinbock.
- ↑ Ano gouiziek bos primigenius ; ano gallek urus pe auroch. Eur ouenn loened eo ha n’eus ken anezi bremañ war an douar.
- ↑ Anat a-walc’h eo diwar frazenn Kaesar o dije ar Gelted klasket doñvaat leueou yaouank paket ganto ouz hemolc’hi.
- ↑ Ano gouiziek bos bison, bison europaeus. Peuz-kollet eo ar ouenn anezañ hizio, nemet eur c’hant bennak a van c’hoaz en eur c’hoad bras eus al Lituania rusian. 2 metr 30 uhelder en e skoaz ha 3 metr 50 hirder e oa an ejen moueek. — Adnotenn (2-8-1943). Gwir n’eo ket ken breman. Diweza rummou ar Bison europaeus, bet miret aketus gant an Dsared en o c’hoadou-meur a Lituania ha war ar C’haokaz, a zo aet da get e-pad brezeliou Dispac’h bro-Rusia, L’Anthropol. 1929, pp. 222-3 ; N. Casteret, Dix ans sous terre, 1934, pp. 168-76 ; M. S. Garretson, Les Bisons d’Amérique, 1939, p. 10. — Eil adnotenn (24-2-1944). An hen-geltieg visontios pe visontos a zo aet da c’halianromaneg bison, bisontes, da heul ar gemmaden V/B he deus kaset an hen-geltieg *vrigantes « grec’hent » da c’halianromaneg brigantes, an hen-geltieg *vroika (deut da gembraeg-kerneveg grug) da c’halianromaneg bruca (eus bruca e teu ar brezoneg brug hag ar galleg bruyère, heman dre hent brucaria). Ar geriou hen-gelltiek visontos, visontios hag uros o deus treuzvevet e yezou germanek ar Grenn-amzer. Visontos a zo aet da hen-uhel-alamaneg wisunt, hen-saozneg Breiz-Veur weosend, hen-skandinaveg visundr. Bez e oa anezan en hen-bruseg wisambris. Uros a zo aet da ur, urr er yezou nevez-c’hermanek, Zaborowski, Peuples aryens, p. 396.
- ↑ Diwar-benn en ejen moueek n’eus testeni ebet e skridou an Hen-amzer e vije bet anezañ er c’hornog d’ar Rênos. Da gredi eo, evelkent, e kaved c’hoaz koubladou dioutañ d’ar c’houlz-se e brasa koadou Galia hag Iberia. Vesontio, Visontii (bremañ Besançon) e Galia, Visontion e Bro-Spagn (Rev. Celtique, 1894, p. 23) a zo kêriou ha d’ezo anoiou a c’hall beza tennet eus visontios « ejen moueek ». E gre an armou hag ar binviou maen bennet a-skolpadou (da lavarout eo meur a vilved kent an oadvez keltiek) edo puilh-stank an oc’hen moueek e koadou Galia ha Bro-Spagn. Alies eo bet linennet ar skeudenn anezo gant hemolc’herien ouez ar rann-amzer-se. (S. Reinach, Répertoire de l’Art Quaternaire, Paris, 1913.)
- ↑ War an dilerc’hiadennou-kegin-se gwelit Wright, the Kelt, the Roman and the Saxon, p. 404-405.
- ↑ E galleg gypaète.
- ↑ Ano hen-geltiek ar broc’h a gijer outañ e Brokkomagos (reter Galia) a vefe, ger evit ger, e brezoneg bremañ Broc’hva « tachenn ar broc’h ». Taxo a zo, moarvat, eul lesano o talvezout da lavarout « an hini lard ». Keverataït gantañ taxea « lard-moc’h » e keltieg an Itali, ha sellit ouz Brehm, les Mammifères, I, p. 581-2. Taxo, aet e galleg da taisson, a gaver en ano-lec’h *Taxokêton « koad ar broc’h », bremañ Tettscheid, e traoñienn ar Rênos (Rev. Celtique, VI, p. 485).
- ↑ Ar marmouz a vev bremañ war roc’h Jibraltar a zo eur ouenn eus Afrika anvet gant ar ouizieien inuus sylvanus.
- ↑ Ar brezoneg koz leu (en ano-den Leuhemel « heñvel ouz eul leon », Xet kantved), kerneveg leu, kembraeg llew, a c’houlenn en e raog eur furm geltiek *levos pe *Iivos, anezi eun amprestadenn diouz al latin graet gant Breiziz d’ar c’houlz ma ’z edo enez-Preden e sujedigez Roma. Kemend-all gant ar furm lovo- (en ano-den arvoriat Lovokatus « emgann-leon », VIet kantved) ma tegemerer da wir n’eo ket ar furm-se diwar an hevelep gwrizienn ha -lou, e goulou (neuze e talvezfe Lovokatus kement hag « emgann-skedus »). Evit ar brezoneg bremañ leon, eun amprestenn diouz ar galleg n’eo ken.
- ↑ E ano gouiziek canis aureus ; e ano gallek chacal.
- ↑ E ano gouiziek cervus tarandus ; e ano gallek renne, cerf-boeuf (gant traperien ar C’hanada).
- ↑ E ano gouiziek musimon musmon ; e ano gallek mouflon.
- ↑ E ano gouiziek phoénicopterus antiquorum ; e ano gallek flammant (evel « flambant »).
- ↑ E ano gouiziek scolopax falcinellus.
- ↑ E ano gouiziek tetrao lagopus ; e ano gallek lagopède.
- ↑ An hevelep ger hag esox eo hor ger brezoneg eog.