Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
ar relijion



PENNAD IV
————


Ar Relijion


Doueed ar Gelted. — An Templou, al Lidou hag ar C’hredennou — Beleien, Divinourien, Drouized ha Barzed


Natio est omnium Gallorum admodum dedita religionibus… Galli se omnes ab Dite patre prognatos praedicant. « Ar Gelted eo ar relijiusa eus an dud. Holl e lavaront ez int gourvibien da Dad ar Maro ».

Kaesar.


KEVRENN I : AN DOUEED


Evel holl boblou Europa kent donedigez ar gristeniez, ar Gelted a oa pagan. Eus kredennou ar baganiez e c’heller lavarout e kouezas an dud enno 1° dre n’anavezent ket ar gwir Doue, 2° dre n’anavezent ket gwir natur an traou a zo en-dro d’eomp.

Ar baganed kenta a wele bemdez an heol o sevel diouz ar reter, hag o vont da guz er c’hornog, al loar pe ar stered o lugerni e-pad an noz ; arvesti a raent ouz tremenadeg ar c’houmoul ; gwelout a raent an neñv o teñvalaat gant an arne, al luc’hed o lintra, hag e sebezent ouz ar c’hurun ; santout a raent c’houez an avel hag e klevent hirvoud an deliou hag ar geotennou o krena dre ma tremene ; er c’hoadou torgennek, an hekleo a adlavare war o lerc’h o c’homzou pe a daole d’ezo o youc’hadenn en-dro ; gwelout a raent ar mor, gwech sioul ha kompez, gwechou all oc’h eonenni kounnaret gant an aod ; ar vammen o strinka, yen ha sklaer, eus dounder an douar hag ar waz, sked ha hiboud ganti, o redek dibaouez ; arvesti a raent ouz e-leiz a loened, a bep gouenn, a bep ment hag a bep liou, o kerzout war an douar, o nijal dre an aer, o neui en doureier ; ouz an douar, lakaet glas gant plant a bep ment hag a bep