Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 18
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 44-47)
KELTIAT DINDAN MESTRONIEZ ROMA
An noblans dindan mestroniez Roma. — War an Douar-bras hag en enez-Vreiz, da heul alouberez ar Romaned, e voe ret d’an uhelidi geltiat en em glevout, beva e peoc’h an eil gant egile ha paea gwiriou pounnerik a-wechou. Lezet e voe ganto, avat, o douarou, o madou, hag ar pep brasa eus o aotrouniez, nemet reizennet ha reolennet e voe houmañ. Kaesar, a-vec’h m’en devoe aloubet Galia, a zonezonas gwir ar vourc’hizelez roman d’eun niver a Gelted eus ar vro-se, o fourvezas a enoriou, a ditrou hag a gargou, hag a reas da veur a hini anezo dont da senedourien Roma. An impalaered a heulias ar skouer-se hag, evel ne gasent nemet nemeur a gargidi er provinsou [1], tudjentil keltiat, deut da vourc’hizien, senedourien, reizerien Roma, da renerien provinsou a-wechou zoken, eo a rene diwar o c’houst ar poblou keltiek sujet.
Ar peadra, arc’hant pe skiant, a oa bet implijet dreist-holl gant an noblañs, e mare o frankiz, da vrezeli pe da geveza kenetrezo, a voe lakaet ganto hiviziken da c’hounit douar, da wellaat stad o brôad ha da gaeraat he c’hêriou. Diwar dibenn ar c’henta kantved goude H. S. e veze penn-lec’h pep brôad eur gêr heñvel a-walc’h ouz Roma, gantañ e straedou pavezet evelti, e demplou e maen-benerez hag e marpr, e volziou-enor, e gibellec’hiou, e feunteuniou, e c’hoarivaou hag e gelc’hvaou. Savet e veze an holl labouriou-se gant ijinerien ha saverien-tiez gresian pe roman, pe diskibled d’ar C’hresianed ha d’ar Romaned, galvet ha gopraet gant ar benreizerien hag ar senedourien geltiat.
Renadur eur vrôad keltiat dindan aotrouniez ar Romaned, a oa ouz e ober eur sened (curia e latin) savet diwar perc’henned penna ar vro, eur reizer-meur (praetor er c’henta kantved goude H. S., defensor er IVet kantved) pe pevar penreizer skoaziet gant eun teñzorer (quaestor), en e garg ren kef dispignou kêr.
Ouspenn ar renadur-se a selle ouz pep brôad, e oa e Galia ar pez a anved consilium Galliarum, kuzul kevredelez Galia, ouz e ober tri-ugent kannad, a rae pep-hini anezo evit unan eus brôadou Galia. Ar c’huzul-se, ennañ ar pep uhela eus an noblañs, en em vode e Lugudunon, e kember ar stêriou Arar (Saône) ha Rotanos (Rhône) : desvarn a rae oberou ar renerien provinsou, o sevel rebechou pe prosezou ouz ar re en dije da glemm outo, hag e kase d’an impalaer mennadou ar bobl.
Dindan eun hevelep renadur, galloudegez an noblañs, e kevrennou Keltia bet staget ouz an impalaerez roman, ne reas nemet kreski. Ar c’henkiziou ec’hon ha brao-dispar, leun a labouriou kaer, kolonennou, maen-leuriou marellet, delouennou, taolennou, hag all, a oa bet savet evit an darn-vuia en IIet, IIIet, IVet kantved goude H. S. hag e kaver an dismantrou anezo bep kammed war an douar-bras hag e Breiz-Veur, a desteni pegen pinvidik ha largentezus e oa deut perc’henned vras ar broiou-se. « Ar binvidien », eme mab an impalaer galian Postumus (IIIvet kantved), « a zo evel ar roueed hag ar brôadou : stêriou ha meneziou a fell d’ezo da harzou war o domani. Ar pez a veve eur boblad-tud a zo aet da beurvan-chatal eur mestr en e benn e-unan. »
E Galia, er IVet kantved, e oad deut betek sellet ouz eun domani a 1.000 arepennis [2] evel bihanik. Ar Galian Ausonius, reizer an impalaerded ha senedour ar bobl roman, a biaoue douarou ec’hon e bro Vurdigala, e bro ar Vasated, er Santonika [3] hag er Piktovon [4]. Eur Galian-all, Paulinus, a yeas diwezatoc’h da eskob Nola, a oa perc’henn war domaniou ken ec’hon ken e vezent anvet, er vro, regna Paulini « Rouanteleziou Paulinus ».
Ar werin dindan mestroniez ar Romaned. — Alouberez ar Romaned, o rei termen d’ar brezeliou a-ziabarz hag o tegas er vro micheriou nevez, a reas da genta ouz gwellaat muioc’h pe nebeutoc’h bividigez ar werin. An ijinerez, ar c’henwerz hag al labour-douar, a rae berz c’hoaz diwar amzer ar frankiz, a luskas war-raok, eur marz. E-skeud ar « peoc’h roman » (pax romana), ar « surentez roman » (securitas populi romani), gouez da skrivagnerien an amzer-se, ar vicherourien hag ar varc’hadourien a binvidikaas, al labourerien a c’hounezas ar c’hoadou da zouar-ed hag a zizec’has ar geuniou, e-keit ma kave dreistniver gwerin didra ar c’heriou hag ar maeziou bara a-builh er c’hampou, dre servijout, darn anezo el lejionou, darn-all en armeou-skoazell. Diwez e voe d’an amzer evurus-se war-dro 180 goude H. S. Neuze e stag an impalaerded roman, dirouestl he buhez betek-hen, da wanaat ha d’en em ranna, e-keit ma kresk en he diavaez galloud ar C’hermaned. E-touez ar skoilhou anavezet a voe kiriek da zienez ar werin er IIIet hag IVet kantved, e c’hellomp menega :
1° Rendaelou ar politikerez hag an dirollerez a savas da heul en armeou ; — 2° ar gwiriou o pounneraat hag ar gwaskerez anezo o poueza dreist-holl war an dudigou ; — 3° ar berc’henned vras o kreski : diberc’henna hag aloubi a rejont tamm-ha-tamm an domaniou bihan ; da heul, ez eas da get an dud en o frankiz hag e kreskas ar sklaved ; — 4° ijinerez tud en o frankiz kaset da netra, rivinet ma voe gant ijinerez ar sklaved ; — 5° diwar ren an impalaer Diokletianus, niver ar gargidi o vont war astenn dalc’hmat ken ma teuas trec’h war hini ar sujidi ; — 6° argadennou drastus ar C’hermaned : diwar an IIet kantved hag e-pad an IIIvet hag ar IVet, e torrjont meur a wech al linennou difennerez a-hed ar Rênos hag an Danuvios. War eun dro gant ar C’hermaned, e reas, en enez-Vreiz, argadennou ken kriz ha ken kriz Iwerzoniz, ha re ar Bikted chomet diliamm en Hanternoz ; — 7° ar C’hermaned hag ar Slaved o tont dre gaer pe dre heg en armeou roman gwanaet ; degemer o servij a voe ranket ober, gwa d’ar Gelted didra ; — 8° ar riblerez oc’h en em astenn da heul an holl walennou-se.
Neuze, hogozik e pep lec’h, en enez-Vreiz, e Galia hag e lec’hiou-all, e weljod ar beorien, an disheridi, oc’h en em sevel ouz o gwaskerien, o vuntra ar binvidien hag ar gargidi, o tangwalla ar c’henkiziou skignet amañ hag a-hont war ar maez, o vont da riblerien hag oc’h en em unani a-wechou gant bandennadou Germaned da wasta kêriou. E Galia, er IIIvet kantved, emzao ar gouerien, lakaet en gouez gant mac’homerez an dastumerien wiriou, a voe kriz-kenañ. Rei a raent d’o emzao, int-i o-unan, an ano a « Bagaudia », moarvat eus ar ger keltiek baga « emgann » ha « youc’hadeg ».
- ↑ E Galia a-bez, a oa eun tamm-mat brasoc’h eget ne deo Bro-C’hall bremañ, n’oa ket nemeur en tu-hont da gant anezo. Ar re uhela a oa anezo gouarnerien ar provinsou pe « kannaded an impalaer » (legati Augusti e latin), hag ar verourien karget da evesaat ouz dastumerez ar gwiriou (procuratores Augusti o ano).
- ↑ Arepennis, muzul-gorread ar Gelted, a dalveze 12 ar 1/2. Da arpent eo aet e galleg.. *Arbenn e vefe e brezoneg.
- ↑ Bro ar Santoned, pobl geltiek. Santonika a zo aet da Saintonge e galleg.
- ↑ Bro ar Biktoned, aet da Boitou, e galleg.