Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 17

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 41-43)


KEVRENN IV : GWAZONIEZ


Eur marc’had eo ar wazoniez, e c’hounit drezan an den gwan, paour ha dizarm, gwarez ar brezelour pinvidik, kreñv hag eskuit en eskemm eus servijou’zo, divizet en araok.

Da genta, e-mesk ar Gelted evel e-touez Europiz all, e oa an douar tra disrann ar meuriad. Bep bloaz e tarnaoue ar renerien ar parkou etre an tiegeziou ha kevrennet e veze, en hevelep doare, an trevad etre holl izili ar meuriad. Ar chatal hag an annez, hag i hepken, e oa ar madou a c’helle pep hini kaout war e ano en amzer-se. Gant-se, pa n’helle ar penrener keltiat rei douar d’e wizien, e roe d’ezo chatal. Er c’henta kantved kent H. S. mar deo bepred, moarvat, ar meuriad perc’henn war an douar diouz reiz, ez eo piaouet ar barr, e fed, gant hiniennou ; hag ar c’hevrenna-douar a vare da vare a zo aet emaez a c’hiz hogozik e pep lec’h. An uheliad, e-touez Kelted Galia evel diwezatoc’h e-mesk Kelted Iwerzon, a zo deuet da veza eur perc’henn war douarou n’en deus leve ebet da baea evito. Darn eus an douarou-se a vez gounezet dindanan gant e served, eun darn all a feurm da goumananterien. Daoust d’an holl gemmadennou-se, roidigez ar chatal a zo manet furm boazeta ar marc’had a sav ar wazoniez diwarnañ. Kement-se a gemm a zo etre ar wazoniez keltiek hag ar wazoniez a weler o ren er Grenn-Amzer.


Gwizien. — Daou rummad gwizien a anavezer e-touez ar Gelted : 1° ar gwaz distag ; 2° ar gwaz-stag [1].

En Iwerzon ar gwaz-distag eo an hini en deus graet eur marc’had gant eur penn ha bet digantan chatal ; mar sav ennan dic’hoant d’e varc’had, e c’hell o daskori hag, ouz hen ober, e teu diliam diouz pep stagidigez. — Ar gwaz-stag, en enep, n’hell en em ziliamma nemet daskori a rafe daou gement.

An uheliad a dlee rei d’e waz gwarez ha skoazell ; ar gwaz, en distro, a oa sujet da zleadou evel : 1° paea eul leve ; — 2° aoza pe sevel ti ar penn ; — 3° medi e ed ; — 4° rei d’ezañ skoazell e vrec’h ma tegouezje brezel.

Unan eus an anoiou a raed eus ar gwaz-stag e keltieg koz e oa ambaxtos pe ambaktos « an hini a ra en-dro da ». Trôet eo bet alies ar ger-se e servus gant ar Romaned. Disheñvel diouz eur sklav e oa koulskoude an ambaktos dre ma oa eur c’hadour, kenseurt ha kenvrezeliad d’e vestr. Galloud-brezel ar pennou a veze dreist-holl diouz niver o ambakted.

E dibenn ar c’henta kantved eus hon oadvez e oa bet enez Vreiz, evit ar rannvuia, aloubet gant ar Romaned. Ar re-mañ diouz o boaz, a reas d’ar Gelted dilezel boazamant ar brezel hag en em rei d’al labour-douar. An ambakted, kenseurted-vrezel ar penn, a zeuas da veza e vevelien-arat : ambaktos a zo aet, e kembraeg, da amaeth « labourer-douar ».


Galloudegez an noblans keltiat. — O finvidigez ha niver bras o gwizien a dalveze d’ar vrientinien uhel keltiat eur c’halloudegez dispar. E 52 kent H. S. eun uheliad a C’halia, Lukterios, a oa en e wazelez eur gêr a-bez, Uxellodunon, bras a-walc’h da rei bod da gant ha kant a vrezelourien. Goskor eun denjentil uhel eus ar vro-se, gant e flec’h, e vlenierien-girri, e zougerien-skouedou ha gwafiou, e c’hopr-soudarded, e varzed hag e furlukined, a veze anezañ, hep mar, eur strollad souezus a dud.

Derc’hel a raent dindan o dourn peurliesa ar reizerien hag al lezennou. E 58 kent H. S. eun denjentil anvet Orgetorix, en doa klasket sevel da roue, eun torfed hennez hag a oa ar maro ouz e c’hortoz ; en em gavout a reas dirak ar varnerien gantañ e dud hag e ambakted, dek mil anezo, hag, ouz e heul, engroez e wizien hag e zleourien. Ar varnerien spontet e zisklerias didamall.

Ar werin, eviti da veza hep gwir emren ebet (nemet er brezel pa zilenne he fenn-brezel), a dize a-wechou ober d’an noblañs, ha hi galloudek, plega d’e youl, pa c’hoarveze darvoudou a-bouez ha pa gave eur blenier. E 52 kent H. S. e-touez an Arverned, Verkingetorix a voe anvet roue gant ar werin, kaer he devoe stourm an noblañs, he doa graet barn d’ar maro e dad Keltillos evel trac’hoantek d’ar roueelez.

E 51 kent H. S., e-touez ar Vellovaked, unan eus galloudusa poblou ar Belgion (sterenn Galia), ar sened hag an darnvuia eus an uhelidi a venne paouez ar brezel ouz ar Romaned. Unan eus ar pennou kenta, Korreos e ano, a venne derc’hel gantan : skoazellet gant ar werin e reas d’ar sened ha d’an noblañs plega.

En Iwerzon, er c’henta kantved goude H. S., e c’hoarvezas eun dra grevusoc’h c’hoaz : brevet gant samm ar gwiriou ha kaset d’ar par pella gant dislealded ha mac’homerez an noblañs, ar werin en em savas, a lazas an darn-vuia eus e waskerien, a reas d’ar re-all klask repu e-touez Breiziz hag a savas war an tron eur roue diouz e ziviz, Cairpre Cenn-Chaitt (Cairpre Penn-Kaz).

  1. *Suviros « den mat » e oa, hep mar, unan eus an anoiou a raed en Iwerzon eus an den en e frankiz pe eus ar gwaz-distag, ha *duviros « den fall » eus ar gwaz-stag. Ar geriou-se a zo aet diwezatoc’h, en iwerzoneg, da soer ha doer. Anezo e teue *suviria « frankiz » ha *duviria « sklavelez, kaeznez », aet da iwerzoneg soire ha doire, Rev. celt. 1891, p. 486.