Mont d’an endalc’had

Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 16

Eus Wikimammenn
troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 39-41)


KEVRENN III : PENAOS E OA STUMM AR GEVREDIGEZ


Ar gevredigez keltiek a c’heller ranna dre vras e diou bengevrennad-tud : 1° ar vrientinien [1] (an uhelidi pe an noblañs) ; — 2° ar werin [2]. An noblañs a oa ouz hec’h ober ar berc’henned vras war douarou ha chatal, en o zouez ar roueed ; ar werin a oa anezi dreist-holl kouerien diwar ar maez ha micherourien bourc’hiou pe gêriou. An noblañs e oa ar rouesa, nemet he devoa diouti hec’h-unan ar binvidigez hag ar sked a heuilh brud an armou. Ar werin e oa ar stanka, nemet ne oa anezi peurliesa nemet tud dizesk ha gouez, brevet gant labouriou garo, ha red da galz anezo, evit gallout beva, mont da hanter-sklaved dindan beli ar re vras. Displeget e vezo, e dibenn ar pennad-mañ hag er pennadou war e lerc’h, petra a zo ret da eeuna en damskeud kenta-mañ.

An noblans. — Bez’ e oa e-touez ar Gelted meur a rummad brientinien pe dudjentil. Er c’henta kantved kent H. S., e Galia hag e-touez ar Vrezoned, e vez ano a noblañs, uhel-noblañs, hag uhel-noblañs-dreist. Diwezatoc’h, en Iwerzon, al lezennou a zesrevel betek c’houec’h doare tudjentil (aire) a c’heller ranna dre vras etre daou rummad : ar re o devez gwizien hag ar re n’o devez ket. Ar rummad kenta hepken a oa sellet evel ar wir noblañs (vlatis aet diwezatoc’h da flaith) [3]. Noblañs an eil rummad, anvet en iwerzoneg bo-aire « noblañs saout », a oa eur seurt noblañs izel, hanter-hent etre ar wir noblañs hag an dud frank.

An noblañs keltiat, evel kement noblañs a zo, a rae stad eus he renk hag eus he gouenn, e tenne an orin anezi pe eus brezelourien vrudet en istor pe eus doueed pe hanter-zoueed. N’oa ket koulskoude peurserret ouz tud ar stadou izel : degemer a veze enni diwar ar binvidigez, ar gadarnded hag an taoliou-kaer. Gwelet a reomp, e-touez Kelted Galia, er c’henta kantved kent H. S., eun den a lignez izel, Viridomaros, o tont keit-ha-keit gant ar re uhela en e vro : anvet e voe da genbenrener an armead vras savet, er bloaz 52, ouz ar Romaned.


Ar werin. — Ar werin a oa ouz hec’h ober a bep seurt danveziou. Kavet e veze enni tud en o frankiz ha douarou en o c’herz, tud frank hep douarou, ha tud ret d’ezo, da c’hallout beva, yeoa o frankiz kalz pe nebeut. A bep seurt micherourien a oa ennañ : marc’hadourien, bageerien, soudarded, sorserien ha mezeged, telennerien ha barzed, goved (govien), teuzerien-arem, orfebourien ha kizellerien war vetalou, staenerien, prigwererien, gwererien, poderien, kilvizien, karrerien, gwiaderien ha liverien, kemenerien, kivijerien, kereon, mengleuzierien hag aourerien, labourerien-douar, mesaerien, koaderien, glaouerien, rousinaerien, hag all.

Eur c’halz eus an dud-se n’oa ket reuzeudik o stad : bez’ e oa pinvidien e-touez ar varc’hadourien, kouerien binvidik a oa ivez. Rummadou micherourien, evel ar vicherourien war vetalou, dreist-holl ar c’hoved, a veze graet stad vras anezo ; gwiriou o devoa diouto o-unan. Mar doa kalz eus an dud a vicher-se gopraet gant an dudjentil pe gant tud pinvidik e labourent evito, re-all a veve diliamm en o roll. C’hoaz muioc’h a rummadou-tud a oa er werin eget en noblañs.

Diweza renk ar werin ne oa ouz hec’h ober nemet kantreidi hep ti nag aoz : torfedourien dindan dec’h rak lezenn o brôad, tud bet harluet diouz o meuriad da heul eur gwall-ober grevus bennak, pe o tec’hel rak kasoni ha droukrañs eun tiegez galloudek, dleourien dic’hallout da baea, tud rivinet gant ar brezeliou etre broiz a veze bepred stank-bras an niver anezo er broiou keltiek e lec’h ne veze bloaz ebet divrezel.


Ar sklaved. — Prizonerien-vrezel e oant evit ar peurvuia. Lakaet e vezent da bep seurt labouriou : trouc’ha koad, mesa loened, servija ouz taol, heulia o mistri war ar bodadlec’h, e beaj pe er brezel. Eul labour kalet, ar mala greun, a veze fiziet alies er sklavezed. Da voneiz e talvezent ivez. E Galia, en IIet kantved kent H. S., o veza m’oa dibaot ha ker ar gwin, e roe tudjentil a-wechou eur sklav evit eun « añforennad » win.

Meur a ano a raed eus ar sklaved e keltieg : kaptos, kaktos (deut da veza « kaez », « kêz » en hor yez), kimbitos [4], skalos, mogus. Ar ger-bihanaat diwar heman, moguillos, a vez distaget ha skrivet ganimp hizio « mevel ».


  1. Brientinien e hen-vrezoneg brientinion, eo ar ger brezonek reiz da lavarout « noblañs, tudjentil ».
  2. Gwerin, e krenn-vrezoneg, a dalv da lavarout ar bobl izel, ar gumun, an astut.
  3. E brezoneg, vlatis a zo deuet da veza glad « madou, danvez » ; e kembraeg gwlad « bro, danvez ».
  4. Kimbitos, keltiek Iwerzon, a veze graet eus ar prizoner-brezel a dalveze da voneiz.